Eur c’hoant braz am euz da veuli

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eur c’hoant bras am eus da veuli.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 59-60)



N° 50. — Da Galon Mari.
War an ton N° 50.


1. Eur c’hoant braz am euz da veuli,
Kalon ma Mam, Kalon Mari :
Hogen penos e kredin-me
Kanan tron eürus Mab Doue !
Kalon dous a Vari,
Pedet e-vidomp-ni.

2. Doue a grouas ar bed-man
Evit palez d’an den kentan :
Evit rei d’e Vab eur palez
E krouas Kalon ar Werc’hes.
Kalon dous, etc.

3. Palez an den zo burzudus :
Mil gwej kaeroc’h palez Jezus ;
Tenval eo heol, aour ha perlez
E kichen Kalon ar Werc’hes.
Kalon dous, etc.

4. Kalon Mari a zo eun or
D’ar zant ha d’ar pec’her digor,
Digoret gant ar seis kleze
A dreuzas gwejal hec’h ine.
Kalon dous, etc.

5. Boblou dishenvel euz ar bed,
Ha c’houi ec’h euz biskoas klevet
E ve bet êt da gol hini
Enem guz e Kalon Mari ?
Kalon dous, etc.


6. Kousket war boul-kalon Mari
Jezus en deuz roet dezi
Galloud, true ha madeles,
Peb tra nemet e zoueles.
Kalon dous, etc.

7. Kalon Mari, Kalon Jezus,
Diou galon ken karantezus,
Enoc’h pa zonjan, ma c’halon
Leun a fians a drid enon.
Kalon dous, etc.

I. W. Herri, belek.