Mont d’an endalc’had

Eur c’haper droch 1910

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 49-55)



EUR C’HAPER DROCH


————


Ne fell ket d’in, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nan, nan ! pell ac’hano ! Kredi a ran koulskoude ez eus dre eno eun amziod, eun hanter-fur bennak, evel el lec’hiou all. Ar C’haper, a zisplegin d’eoc’h e zoare, ne oa nag eus Kleden nag eus Plogô ; eus an Enez Sizun e oa ginidik.

Gwennole Mellfaout (hennez eo e hano), a ranke beza ganet da zadorn goude koan divezat, rak gwall-skanvik oa e dammig penn dindan e goz tok. Gwelet a reoc’h an dra-ze hoc’h-unan, pa glevoc’h an troiou divalo a c’hoarvezas gantan, eur bloavez bennak a zo, en eur ober e dro e Kemper da zeiz Foar vras Hanter-Ebrel, daoust d’e wreg, Mari Gaïd.

Gwennole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour zall, bili gwenn ha bezin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porz Douarnenez, e oa souezet hag e chome sebezet, kouls lavaret, bep kammed ma ree.

— « Setu aman eun ti hag a zo uhel avat ! emezan. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-meaz da zevel tïez ken bras-se ? »

A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.

E-kreiz eul lanneg e welas eur vilin-avel, gant he bannou hag he ibilhou goloet a lien. Ar vilin n’ez ee ket en-dro d’an ampoent, hag he bannou a jomme e kroaz.

— « Biskoaz kemend-all ! eme Gwennole, petra eo an istrogel-ze ?… Ah ! e pelec’h e oa va zammig spered ganin ? Sonj am eus breman, war an douar-bras e kaver kalz a groaziou; sur a-walc’h hounnez a zo unan anezo… Me ho salud, Kroaz va Zalver !… »

Hag ar C'haper o vont war benn e zaoulin da ober eur pennadig peden, rak eun den a feiz beo a oa, daoust d’ezan beza hir e ziouskouarn !…

War-dro ar c’hreiz-de, Gwennole a zigouezas e Kemper. Kristenien, nag hen a zigoras du-ze frank e c’henou e kear sant Korantin ! Da genta tra, e reas an dro da blasen al loened-korn.

— « Nag a zaoud ! emezan, souezet a-grenn ; nag a zaoud, pôtred paour ! Saoud-loueou, saoud-leaz ! Ah ! pa zonjan, ni, du-man en Enez Sizun, n’eus nemet diou vioc’h ganeomp : unan d’an aotrou person, hag eben d’an Aotrou Mear. Gwir eo ivez, du-man n'eo nag hir na druz ar peuri ganeomp. »

Hag hen pelloc’h da gaout ar c’holeou bras hag an ejenned lard-toaz. — « Aotrou Doue, eme hor C'haper, biskoaz em buez ne welis loened par d’ar re-ze ! End-eün, tud a rank beza o veva war an douar-bras koulskoude, p’eo gwir an holl loened-ze a zo da veza gwerzet, lazet ha debret beteg an hini diveza. O ! Ya, nag ar bed a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouspenn kant gwech marteze ! »

Hag ar C'haper o vont ac’hano da ober eur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezet-maro, sabatuet-net, sebezet-holl, mantret-krenn, e chommas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne jommas ket re bell koulskoude, rak ne grede na troï na distroï e tu ebet, na finval na flach an distera ; a boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.

Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzien-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nan ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leurgear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut ?

— « Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buhan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv-heur heol eo, a gredan… Koulskoude me garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… »

« Sell ! Aze bara o werza. Naoun-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man ! » Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…

En eur vont penn da benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur. « Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin ; mes perag an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôen ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atô ebarz da lavaret va fater. »

Echu e beden gantan, Gwennole a deuas war blasen an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria. E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.

— « Petra werzit aze ? » emezan d’ar marc’hadour.

Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buhan hag hep c’hoarzin :

« Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg. »

— « Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ? »

— « Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; mes unan a zaou, netra suroc’h na skleroc’h. »

Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a jommas eur frapadig da zonjal.

— « Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? » emezan.

— « Nan, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm. Breman ar re vrasa zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mad ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h ! »

— « Eur pez skoed n’eo ken ? eme Gwennole ; peadra zo ganin neuze c’hoaz. Va yalc’h n’eo ket eus ar reuta, koulskoude trizek real, daou wenneg ha tri liard a zo enni. »

Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha yao etrezek Douarnenez da glask e vag da zistroï d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezan, me gav d’in, laouen o veza bet amziod, furzod a-walc’h da brena eur skoed eur c’hoz sitrouilhezen.

Gwennole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a zonje ennan e-unan : « Va gwreg a zifenne ouzin dont da foar Hanter-Ebrel, an arzodez zo anezi. Met pa welo ar vi kazeg !… A ! pa zonjan c’hoaz, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me a vo prijet gant an dud du-man, ha piou oar ? evidon-me ne lavaran ket nan, marteze a-benn an taol kenta, e vezin hanvet da vear e-lec’h « Tonton François » hag a zo deut da veza bouzar eun tammig mat zoken… Evit gwir, me n’oun ket eun diod, eun azen, egiz m’o deus c’hoant hiniennou da gredi, da lavaret zoken, ha va gwreg da genta. »

Ha Gwennole a yee gant e hent, soun ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez, dre ma sonje e vije hep dale re bell, mear en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket mear ? Gwir eo ne ouie na skriva na lenn nemet war eun tamm bara hag eur grampoezen ; met a-hend-all, daoust ha n’eo ket hen en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vije bet eno a-viskoaz ?… Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupen, pa zonje e oa ar marc’h bihan aze e-barz ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouz e zorn.

Koulskoude, evel

« Gant amzer ha dre bilpaza
E reer an hent ar pella, »

Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a dostea ivez, eus e du.

Ha setu hor C’haper da droï eun tammig er-meaz an hent, evit… dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur voden-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.

— « Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad ! »

Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezen he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.

Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar voden-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buhan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buhana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg (hag en enoriou ; siouaz ! kollet), her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met re lor e oa e zivesker e-skoaz re al loen besk diouskouarn-hir…

Hag e glemmou a yee en-dro pounneroc’h ha war wasaat. — « Setu aze, emezan en eur zifronka etre daou bennad lenva, setu aze ar pez am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag hen c’hoaz o paouez dont er-meaz eus ar vi ! Pebez loen en dije great hennez ! Ah ! Salver benniget !… Daoust d’ar pez a c’hellfe va gwreg randouna d’in, evit ar bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, eur vi kazeg a brenin c’hoaz, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak skler eo d’am daoulagad, mar gellan kaout eur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me vo lakeat da vear e-lec’h « Tonton François ».

Ha war gement-se, Gwennole Mellfaout, trist e benn, mezek ha kouezet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.

Antronoz, pa zigouezas er gear, en Enez Sizun, pa zisplegas e droiou da Vari Gaïd, ar furzod a glevas pedennou ha sarmoniou digant e « Hini Goz », rak houman, red eo kredi, n’he doa ket fizians er viou kezeg !…

Ah ! Paour kez Gwennole Mellfaout !! Kaper droch, droch ken a ree flao !!!



————