Mont d’an endalc’had

Eul labous ! 1910

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 40-48)



EUL LABOUS !


————


N’ouzoc’h ket e pelec’h ema Maner Kerdiern ? Nan ? − Mâ ! Neuze ’rankan da genta hel lavaret d’eoc’h.

Maner Kerdiern a zo eur c’hastel hanter-razet e parrez Kleden, e bro Kaperien Beg ar Raz. Breman ez eus Bretoned kalonek o chomm ennan, mes n’eus ket ken pell all c’hoaz e veve eno, a drenv e vogeriou uhel hag e foziou doun, eun tanfoeltr aotrou. Hanvet e oa Fistoulig, hag ho pedi a ran d’am c’hredi, eun diaoul a zen e oa, pe da vihana eur gwall-hini e oa bet, rak d'ar mare ma komzan d’eoc’h, e oa gwenvet ha ridet ar pôtr koz hag e veve didrouzik a-walc’h en e vaner, gant e borzier hag e blac’h-kegin.

Pa lavaran didrouz, e fell d’in roï da entent ne ree mui kement a reuz dre ar vro ha diagent. Mes lakat a ree komz atô diwar e benn, ha setu aman perak : An aotrou Fistou1ig en doa (a 1avare ar C’haperien), eur mell baro hir-hir, spontus ; ken blevek edo hag ar broc’hed a rede dre e goajou. Hogen, ar pôtr koz a deuas da gaout egiz mez o tougen eun hevelep bec’hiad reun, hag a embannas da holl varverien ar C’hap dont d'e douza : an hini a deuje a-benn eus an taol a c’hounefe pemp kant skoed ; mes an hini a gignfe kroc’hen an aotrou, a dapfe kerkent pemp tenn pistolen en e empenn…

War am eus klevet, tri pe bevar barver a yeas d’ar maner, mes hini anezo ne deuas endro. Red eo kredi o doa kignet beg an Aotrou…

Hogen d’an ampoent e chomme e borc’h Kleden eur barver, eul labous a varver, Mazoïg e hano. Met, siouaz ! evit d’ezan beza labous endra ma c’heller, daoust da gement-se, an dour a oa izel gantan. Gouel Mikel a dostae d’ar red, ha Mazoïg n’en doa ket c’hoaz arboellet gwennegig ebet… ha piou ’oar ? marteze e vije taolet er-meaz, gwreg ha bugale war e lerc’h.

Kement-se a lakea diez e dammig boulien, pa ziwanas eur zonj en e benn : « Na petra ’ta ? emezan, perak n’ez afen-me ket da douza broc’h koz maner Kerdiern ? Mar gellan dont a-benn, setu pemzek kant lur em yalc’h… Mar chomman berr koulskoude, egiz ar re all, neuze e vo ar gwasa… Met bastik ! lemm eo va aotenn, ha skanv va dorn. Deomp ! »

Hag hen en hent, hep lavaret grik da zen, e stalikerez barver gantan dindan e gazel.

Pa skoas war dor Kerdiern : « Piou ’zo aze ? eme ar porzier. Buan ac’halen, boulc’hurun ! Aman ne roer ket d’ar beorien ! »

« Oh ! a droc’has berr Mazoïg, me n’oun ket eur c’hlasker boued ; me ’zo eur barver, hag e teuan a bell da droc’ha e varo d’an aotrou Fistoulig. » — « Paour kez amziod ! eme egile, da glask poloz e teuez… Gwelloc’h pôtred egedout a zo bet o klask tapout ar pemp kant skoed ; ha, siouaz d’ezo, emaint o vreina ebarz dour ar foziou aze ! »

— « Me ne rin ket evelto », eme Mazoïg.

— « A gav d’it ? Te zo eul labous neuze !… Da vihana lavar din da hano, ma talc’hin sonj. » — Hag e tigoras dor ar porz.

« Foei ! ne ran ket avat, eme Mazoïg, rak fentus, farsus eo va hano ; gwir eo ivez me n’oun ket eus ar vro. »

— « N’eus forz pegen farsus e ve, lavar ato. »

— « Ma ! Mevaünan e vezan hanvet gant an dud. »

— « Petra ! Mevaünan ? E pelec’h out bet o pesketa an hano-ze ? »

Hag ar porzier a c’hoarze e walc’h, ken na ziridigne e stropad alc’houeziou war e gof dour-lez.

Mazoïg n’edo ket eun hanter re-zispont an tamm anezan ; n’eus forz, mont a reas en ti, pa gejas gant ar plac’h-kegin a oa dres o tont ivez ebarz dre an tu all, eur vrec’had keuneud faoutet ganti da ober tan dindan lein. Boazet evel m’edo da veza he-unan wardro an ti, al loudouren a spontas hag a lezas he c’heuneud da goueza en eur welet Mazoïg.

— « Ne spontit ket, plac’h paour, eme heman ; me zo deut da ober e varo d’an aotrou Fistoulig. Pelec’h eman ? »

— « Va den mat, n’oc’h ket emichans ? Ar re a deu en ti-man ne c’hellont morse mont war o c’hiz. »

— « Eo, eo. Me a droc’ho kempenn e varo d’an aotrou, c’houi welo. Pelec’h eman ? »

— « A gav d’eoc’h ? Neuze pignit aze gant an diri war an dorn dehou. Mes, da vihana, lavarit d’in hoc’h hano, ma talc’hin sonj ouzoc’h, mestr-barver ? »

— « Foei ! ne ran ket avat, eme Mazoïg ; n’am eus ket eun hano brao ; gwir eo ivez, me zo eus pell bro, n’oun ket ganet e-touez ar C’haperien. »

— « N’eus forz, n’ho pezit ket aon, gagnig an ognoun ! ha lezit hoc’h hano da zont er-meaz ! »

— « Ma ! badezet oun bet Bouchadin. »

— « Petra ! Bouchadin ? oh ! oh ! Lost ar spanel ! Bouchadin ? Biskoaz, nan biskoaz kemend-all… »

— « … Nao loen bihan gant eur marc’h dall ! » a echuas Mazoïg, o pignat gant an diri, e-pad ma tiskorde ar plac’h da c’hoarzin, kement ha ken krenv ma kinnige koll he broz !…

Digouezet war ar pondale, Mazoïg a gavas an aotrou Fistoulig eno. Tud paour ! Setu aze eur blevek !

Hiroc’h ha rustoc’h oa e varo eget na vez lost ar zaoud koz epad gwrez an hanv. Na pebez penn ! Ar barver paour a lammas an aon war e gein, hag eun eston n’edo ket.

— « Daoust, eme mestr ar reun hir, daoust ha te a deu da grenna va baro d’in ? »

Petra bennak ma krene war e dreid dindan sellou du an aotrou Fistoulig, (sellou ken lemm hag e aotenn), Mazoïg ne gollas ket e benn ; kaout a reas nerz a-walc’h evit stoui dre an hanter, ha gant e vouez ar floura e respontas :

— « Ya, aotrou, rak barver oun dre vicher. »

— « Mâ ! eme egile, en eur vont en e gampr, Mazoïg war e lerc’h, arabad koll amzer neuze ; ne varc’hatan ket : mar kempennez mat ac’hanon, setu aze war an daol ar pemp kant skoed, mes ahendall, mar kignez ac’hanon eun distera, sell e kichen ar yalc’h eur bistolen, pemp tenn ebarz, hag a gavo an hent da vont ez penn ! »

Mazoïg a zonjas : « Aman, kigna a zo mervel ; aman, dindan boan da veuzi, eo red neui pe eva an dour. »

An aotrou Fistoulig n’oe ket pell evit azeza, ha Mazoïg kennebeut ne zaleas ket d’ober eun taol lemm d’e aoten. Ar zaoun oe fardet ker buhan, ha setu eur berniad kloz a livas e gwenn baro an aotrou.

Edo ar barver o vont da skei an taol kenta, pa zavas an aotrou e benn :

— « Ah ! emezan, lavar d’in, va den, da hano da genta-penn, rak em eus aon, te zo eul labous a varver… »

— « Va hano, aotrou, a ra d’an dud c’hoarzin ; farsus eo, n’eo ket anavezet dre ar C’hap. »

— « Lavar atô, pa c’houlennan diganit, seiz luc’hed kamm ! N’eo ket me ar mestr, kant boulc’hurun ruz ? »

— « Oh ! na grozit ket, aotrou ; va faeron eo am hanvas Eveldon. Lavaret em oa d’eoc’h e c’hoarzfec’h. »

Hag, evit gwir, Fistoulig a ziskordas da c’hoarzin a-strak.

Pa ehanas, Mazoïg a grogas gant e damm labour. Brao ez ea ganti : an aoten a droc’he gwelloc’h eget biskoaz, hag abarz pell eun hanter eus ar reun a oa touzet diwar beg o ferc’hen, hep na veras takenn gwad ebet.

Met siouaz ! teir gwech siouaz ! pa oa red d’ezan boulc’ha gant an tu all, ar barver paour a welas e aoten o krena etre e vizied. Hen a grenas ivez war e zivesker, e-pad ma sonje petra d’ober. Ne zaleas ket gant e zonjou. Lezel a reas e aoten a gostez, evit saouna ar varo hir, ha saouna e-tailh, ha saouna c’hoaz.

An aotrou a gave eaz ha na dinte ger ebet, mes fin a zo, ha Mazoïg a skuize e vrec’h outan. Ha setu hen o kemeret eur c’hlotennad saoun, hag o stoufa daoulagad ar Fistoulig. Heman a ginnigas sodi : « Va fistolen, emezan, va fistolen ! »

Ya ! met e-pad m’edo o klask digeri e zaoulagad, Mazoïg a guzas en e vruched yalc’h ar pemp kant skoed ; hag e klemme :

— « Aotrou, aotrou, me ho ped, faziet em eus, met n’em eus ket kignet. Ouspenn, n’oun ket da veza tamallet, rak ma c’houfec’h… Oh ! va c’hof, va c’hof !… »

Hag e plege etre daou, hag e ree an ezvan da gaout poan bouzellou, eun druez e welet. Dres ! ar gwel anezan a denereas an aotrou.

— « Poan-gof, emezan, netra n’eo. Diskenn buhan d’ar porz, hag en tu kleiz e kavi… eul lec’h distro d’az tiboania. Met prim ha prim, avat ; eun hanter kard-heur a lezan gant da dro, e-pad ma vezin o tiskuiza va daoulagad. »

Mazoïg ne c’hortozas ket pelloc’h : « Trugare » emezan ; hag en traon gant an diri, e-giz eur marc’h spontet.

En eur dremen a-biou d’ar gegin, al loudouren a deuas war doull an nor :

« Oh ! Bouchadin, c’houi zo eul labous a varver !… Penaos ? pod an dienn ! echu eo ganeoc’h ? Ho ! sur a-walc’h hoc’h hano a vo moullet war ar c’hazetennou. »

Met Mazoïg a oa re a vec’h warnan evit lavaret chom da zelaou anezi o randouna, hag e tiskenne, hag e tiskenne !

Edo digouezet e-tal an nor-vras, pa zeuas ar porzier d’ezan : « Pep ! pep ! ac’halen n’ez a kuit den ebet, nemet ar mestr a vefe d’e heul. Tut ! tut ! tut ! Aman e chomi, Mevaünan, n’eus forz pegen labous e vefes, nemet diouaskel e vefe stag ouz da gostennou da nijal a-dreist an nor-dal. »

— « Gortoz kentoc’h, pôtr koz, ma rin d’it diskana « Sut ! sut ! sut ! »

Hag e sachas war paotr an nor, n’ouzoc’h ket pelec’h ? Beteg al lec’h distro… a flerie er c’horn all, hag e stlapas anezan e-barz. Ha goude Mazoïg a zigoras an nor, rak kemeret en doa alc’houeziou ar porzier, ha setu al labous er-meaz diouz e gaoued !…

Koulskoude Fistoulig, goude beza dizaounet e zaoulagad, a gave hir e amzer ; « Petra, emezan, pôtr ar bleo ema an dreuz warnan evit mad, am eus aoun. Deomp da welet pelec’h eo chommet. » Hag hen d’an traon, tiz warnan.

Kaout a reas maouez ar spanel-grampoez.

— « Penôs, a c’houlennas-hen digant ar plac’h, ha gwelet ho peus Eveldon ? »

Ar plac’h a zellas ouz he mestr, hag o welet e varo hanter-droc’het, saoun ouz e veg, ne oa-hi ket evit miret da c’hoarzin.

— « Oh ! nan, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet eveldoc’h, biskoaz em buez ! »

— « Hag houman a ra ar zod ganin-me ? Me c’houlen ha gwelet ho peus Eveldon ? »

— « Nann, aotrou, nann, morse ! »

— « Dre belec’h neuze eo diskennet Eveldon, pe kousket edoc’h, p’eo gwir n’ho peus ket gwelet liou eus ar barver ! »

— « Ah ! entent a ran breman, eme ar plac’h, c’houi a zo o klask Bouchadin. »

— « Petra, eme an aotrou, me o klask boucha d’am flac’h, hag e kredit, lichuen, va zamallout er c’hiz-ze ! Me a lavar d’eoc’h ne uzoc’h ken kals a vouteier em maner diwar gement-man. »

Hag hen er-meaz da glask penn eus Eveldon.

Digouezet er porz, ar Fistoulig a glevas eur vouez o krial : « Forz va buhez ! » hag ar vouez a zeblante dont diouz al… lec’h-distro ; ha setu an aotrou da welet, hag o kaout e borzier hanter-veuzet el lorgnez.

— « Flerius ! piou en deus da daolet aze ebarz ? »

Mevaünan, eme egile.

— « Te da-unan ? Mâ ! chomm aze, a respontas ar mestr, mar kavez brao neui ebarz.

Neuze Fistoulig, o welet an nor-dal digor-kaer, a intentas edo nijet kuit ar barver. Hep chom da varc’hata, ez eas d’e varchosi hag e lammas war gein e varc’h du-diaoul, hag en hent da redek war-lerc’h Mazoïg.

Mazoïg ivez a rede eus e wella, pa glevas trouz gant marc’h an aotrou o tostât. Digouezet edo dirak eun ti nevez hanter-echu, ha Mazoïg e-barz ! Diwiska ’reas e chupen, latouza ’reas e veg hag e zaouarn gant pri ha raz, hag hen da bignat gant ar skeul war an dôen, rak an dôerien, boulc’het mat o labour ganto, oa eat d’an ampoent da glask mern.

Hep dale ’tigouezas an aotrou, skuiz ha dielc’het o veza daoulammet eur pennadig.

— « Hep ! tôer, emezan, n’ho peus ket gwelet eul laer o tremen ? »

— « Eo avat ; mes pell e tle beza, rak tiz oa warnan. »

— « Ah ! setu aze eul labous hag e karfen krenna e ziouaskel d’ezan, mes re skuiz oun ; mar karit mont war e lerc’h, del dek skoed ha va marc’h. Digasit d’in va den, hag ho peus gwerz-butun da gaout. »

— « Ya, mont a-walc’h a rafen, eme Vazoïg, en eur ziskenn ; met me am eus great marc’had da zistoï an ti-man ; neuze pignit war laez ha labourit, e-keit ma vin gant va zro, da zidacha ar vein-glas a daoliou morzol. »

— « Hag e rin ! eme Fistoulig en eur bignat war an dôen, epad ma lamme Mazoïg a-c’haoliad war ar marc’h du, paket gantan dek skoed all… »

Koulskoude e-pad ma rede Mazoïg war-zu ar gear, peadra d’ezan breman da baea e C'houel-Mikêl, an aotrou a skoe e-tailh hag a vreve didruez ar vein-glas, pa zigouezas an dôerien, debret o mern ganto.

« Pop ! eme ar re-man ; petra ’reomp aze ? Alo ! en traon ha buhan ! Pe fur pe zod ez oc’h ? »

— « Me zo gant va labour » eme ar Fistoulig en eur chouka ken didruez ha diagent.

Neuze an dôerien a glaskas pignat war an ti, met bleo ! egile a stlapas mein sklent a-vernadou warno ken e kinnige o dalla.

Dres ! archerien ar Pont, o pourmen dre ar vro, a zigouezas war al lec’h, hag, o welet ar blevek Fistoulig, troc’het eun hanter hepken eus e varo, oc’h ober kement a jolori, e kemerjont prim anezan evit eur penn goullo ha divouedet. Dont a rejont a-benn da deuler o c’hrabanou warnan, goude beza paket ivez o lod mein-glas…

Hogen, evel ne oant ket evit entent rezon-vat ebet gantan, e kasjont anezan da di an Diskianted da Gemper, e-lec’h ma teuas a-benn da dremen eun toulladig bloaveziou en disheol, da c’hortoz ken na deuas e varo keit ha keit war an daou du eus e veg !…

Lezet da zistrei d’e vaner, e furaas en eur vervel !

Paour kêz Fistoulig, aotrou blevek, setu te bet klenket brao er gaoued, o klask krenna e ziouaskel d’eul labous e-giz Mazoïg, barver Kleden e bro Kaperien Beg ar Raz !!!



————