Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 12

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 127-136)


DAOUZEKVET PENNAD


————
Plougouloum, — Sibiril, — Kleder, — Plouescat
Guinevez, — Trelez


Etre Kastel ha Lesneven ne deaz ket an traou evel e Plougerne. Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien, ep m’en doa den klevet hano a netra. Setu ama penaoz e c’hoarvezaz an dra-ze :

Lavaret am euz d’ehoc’h dija, ha n’em c’hretfoc’h ket muioc’h breman eget a ziagent, oa an divroidi eo ar re a rea ar muia drouk hag an traou goasa enn hor bro. Ar pez a c’hoarvezaz etre Lesneven ha Kastel enn diskouezo d’ehoc’h c’hoaz koulskoude eur veach-all.

Eun den hanvet Tunk, euz n’ounn dare pe vro, a ioa deuet abaoue eun daou pe dri bloaz bennag da lavaret d’an Arvoriz enn doa prenet an aod a zo dirag Guinevez, Trelez ha Goulc’hen, hag a ia euz a Blouescat da Blouneour-Dreaz. Evit diskuez oa perc’henn d’ar gompezenn-ze, ec’h en em lakeaz da ober dre an treaz kleuziou evit merka ar pez a ioa d’ezhan, ha kanoliou bian evit ober holenn, var he veno. Ne deuaz ket an traou da vad ganthan. Lod a lavar e savaz ar veleien a dro-var-dro en he eneb, abalamour ma kavent guelloc’h guelet ar gompezenn dreaz-se o chomm da letoun da beuri gand loened ar beorien, eget he guelet perc’hennet gand eun den epken, a c’helle he c’hloza pe he fermi da unan-bennag, ha, dre-ze, miret ouc’h ar paour da gaout he vioc’hik hag eur banne leaz da zouba he vern. Lod-all a lavar ne c’hellaz ket dont a-benn da ober holenn hervez he vennoz, hag en doa enn aner dispignet forz guenneien. Petra a zo guirion euz an daou dra-za ? Marteze int guirion ho daou. Marteze ive an Tunk n’en doa guir ebed en aod-se. Ar pez a zo guirion da viana, eo e rankaz an Tunk mont kuit, hag ar mor a deuaz adarre dreist he ganoliou hag he gleuziou, kerkouls enn aod Goulc’hen hag enn aod ar C’hernik ; ha loened ar beorien a c’hellaz mont a nevez da beuri el leac’h m’oa bet perc’hennet gant an Tunk.

An Tunk ive ’ta a dlie beza diez he benn, ha setu perak ez eaz a du gand ar republikaned ; ha pa gavaz he grok, ne zaleaz ket da goueza var dud ha n’o doa great marteze drouk ebed d’ezhan. Kerkent ha mac’h en em gavaz beac’h var ar veleien, e lavaraz outhan he-unan :

— It atao, beleien ha paotred rok Plouescat, Guinevez ha Trelez, me hen talvezo d’ehoc’h.

Hag ez eaz, kasoni enn he galoun, sonjou kriz en he benn, d’en em ginnik d’an hini a gase, en hano ar republik, an traou en dro e kear Gastel, hag e lavaraz d’ezhan oa den da gregi e kement belek dizent a ioa etre Kastel ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’ho c’has oll, er memez dervez, d’ar prizoun, gand ma viche roet d’ezhan tri-ugent soudard epken. Tud er c’his-se, kriz, digaloun ha n’o doa netra da goll, eo a glaske ar republik, ha setu perak e oue an Tunk digemeret mad, ha setu m’oe roet d’ezhan dioc’htu tri-ugent soudard da joaz e touez ar zoudardet a ioa neuze e Kastel.

Choaz an Tunk ne oue ket pell evit beza great ; ne ket ar c’halounou tenerra a ieaz ganthan, hag antronoz, mintin mad, araok m’oa deiz, edo o vont euz a Gastel.

Kenta parrez a gaver var an hent eo Plougouloum. Eno oa persoun an Aoutrou Lejeune, ginidik a Lannilis, den skiantek meurbed ha karet dreist ar barr gand he barrisioniz. P’en em gavaz ar zoudardet, an Aoutrou Lejeune n’oa ket c’hoaz diskennet euz he gampr. Kaout a rea d’ezho n’o doa nemed kregi ennhan hag her c’has gantho, evel ma kas ar c’higer an danvad d’ar gigerez. Ne anavezent ket Plougouloumiz. An trouz o doa great a lakeaz an oll var zao er bourk hag a dro-var-dro. N’oa ket eun hanter-heur abaoue m’edo ar zoudardet e Plougouloum, ha dija ouc’hpenn mil den, etre goazed ha merc’hed, a zo enn dro d’an iliz ha d’ar presbital ; oll int deuet evit miret na daio ho fersoun gant ar zoudardet ; rok int, hag abarz nebeut, ma ne zioualleur, an taoliou baz hag an tennou fuzil marteze, a ia da vont enn dro.

An Aoutrou Lejeune a vele petra a ioa o vont da c’hoarvezout, hag a deuaz euz he di evit mont d’an iliz. An oll a ieaz var he lerc’h. Sevel a reaz er gador-zermoun hag e lavaraz d’he barrisioniz : « C’hoant a zo da lakaat ac’hanoun da doui senti ouc’h lezennou faoz ha diroll ; n’her grign bikenn, hag alia a ran ac’hanoc’h da ober eveld’oun. Ma ne douan ket e rankign, eme ar zoudardet, bale gantho d’ar prizoun, pe mont kuit hag ho tilezer. Mont kuit a rign, mez ho tilezer, biken, biken. Lezomp ar barrad goall-amzer-man da vont dreist hor penn ; abarz nebeut aman, me a vezo adarre distro en ho touez. Mar kirit choum sioul, ar zoudardet a ielo enn ho hent eb ober droug da zen. Me, euz va zu, a zalc’ho mad d’am ger, ho kuitaio herrio hag a glasko enn tu-bennag eun tamm kuz. Kenta ma c’hellign, me a zistroio adarre da Blougouloum, hag a vezo adarre ho persoun hag a jommo ganeoc’h ken na deuio Doue d’am gervel da vont d’he Varadoz. »

An oll a zentaz ouc’h an Aoutrou persoun. Ar pennou kenta euz ar barrez a en em glevaz gand an Tunk, hag ar zoudardet a ieaz kuit. An Aoutrou Lejeune, evit derc’hel mad d’he c’her, a ieaz ive epad eun dervez du guzet e koajou Kerouzere ; mez antronoz, e teuaz da guzet e ti tud euz a Blougouloum hag hen diouallaz mad, rak ne oue ket dizoloet. Goude an dispac’h, e tistroaz d’he iliz parrez a Blougouloum, n’en doa guelet nemed a bell pemp bloaz a ioa, ha d’he bresbital, el leac’h ma’z eo marvet, karet gand an oll.

Euz a Blougouloum, an Tunk a ieaz da vourk Sibiril ; n’euz ket ouc’hpenn eun hanter-heur vale etre an daou vourk. Araok m’oa en em gavet, tud vad a ioa bet o kemenn an Aoutrou Breton, persoun euz ar barrez. Heman ne reaz van ebed ; chomm a reaz dispount da c’hedal ar zoudardet. Ne ket evit ar veach kenta m’en doa krok gand ar republikaned. Meur a veach, enn he lizeriou hag enn he zermoniou, en doa ho diskuliet evel tud difeiz ha dizoue, tud hag o doa c’hoant da zisplanta ar relijion euz a galoun an oll. Meur a veach oa bet gourdrouzet gand ar re a ioa mistri e Kastel ; ha mar kirit lenn leor an Aoutrou Levot, e velfot eno ar pez a gountan d’ehoc’h aman, ha kals a draou-all c’hoaz hag a ziskouezo d’ehoc’h oa an Aoutrou Breton eun den a benn ha stard ennn he gredenn. Abalamour da ze e chommaz enn he bresbital, rok an tamm anezhan, da c’hedal ar zoudardet. Kerkent ha m’ho guelaz o tont er porz, ez eaz var dreujou he zor hag e c’houlennaz digantho petra glaskent.

— Ar Breton, persoun Sibiril, eme an Tunk.

— Me, emezhan, eo an Aoutrou Breton ; petra hoc’h euz da ober ganthan ?

— Her lakaat da doui senti ouc’h lezennou ar c’houarnamant, pe her c’has ganeomp d’ar prizoun.

— Mad, me her lavar d’ehoc’n, an Aoutrou Breton ne zento biken ouc’h lezennou diroll ha difeiz ar c’houarnamant hoc’h euz great etrezoc’h c’houi, tud dizoue.

— Mad, d’ho tro, me a lavar d’ehoc’h ive ez aio neuze ganeomp-ni d’ar prizoun, ha raktal zoken.

— Ne d’aio na raktal na divezatoc’h d’ar prizoun ; ha mar grit an neuz epken da gregi ennounn, va farrisioniz a-bez a gouezo varnoc’h ha ne d’aio ket unan ac’hanoc’h kuit da lavaret d’ar re-all e peleac’h e viot marvet.

Komzou ken dichek a zistanaz penn an Tunk ; distrei a reaz varzu he zoudardet, en eur lavaret :

— Lezomp heman, ar penn-beuz diskiant-man, enn he di ; lavaret euz dign, araok dont euz a Gastel, ne vez jamez kavet tu vad ebed d’ezhan. Deomp d’an iliz ; eno, me gred e kavimp eun dra-bennag.

Ar zoudardet a gave ken eaz mont enn ho hent evel chomm da glask trabas ouc’h an Aoutrou Breton, hag a droaz ker buan kein evit mont d’an iliz. Ar pez a lavaraz an Tunk a ioa guir ; daou zac’had arc’hant a oue kavet, arc’hant ar paour hag hini ar sent. N’oa ket bet a amzer d’ho c’huzet ; o daou e ouent laeret. Ha petra a rea d’an Tunk ha d’he zoudardet da biou oa an arc’hant-se ? Daoust ha laeroun ken didruez evel ar republikaned a zell ker pis-se ouc’h an traou ?

Fouge ennho o veza gellet en em zispega kerkouls marc’had diouc’h eun den ker rust ha ker garo hag an Aoutrou Breton, ha breman leun ho godellou a arc’hant, ar zoudardet a ia laouen varzu Cleder. Eno oa tri belek hag a ioa bet gourc’hemennet d’ezho, eiz dervez a ioa, mont da Gastel da ober ho le, pe ho zermant, mar kirit. Hini anezho n’en doa sentet ; setu perak e kave d’an Tunk n’oa netra da ober nemed kregi ennho hag ho c’has ganthan. Mez tro goullo a reaz. Ar veleien a ioa eat da guzet, ha ne gavaz netra nag er presbital, nag enn iliz. Setu perak ne zaleaz ket hag ez eaz var eeun varzu Plouescat.

Pa deu ar bleiz euz he goat da glask he breiz var ar meaz, an oll a gri : Harz ar bleiz ! Pa oue guelet ive an Tunk hag he zoudardet o klask beleien hag o laerez ilizou, an dud vad a gase keleier euz an eil bourk d’egile. Abalamour da ze ne gafchont ket muioc’h a veleien e Plouescat eget n’o doa kavet e Cleder.

Betek aman, an Tunk ne rea ket kals forz pe en diviche paket beleien pe n’en diviche ket, rak ouc’h beleien Plougouloum, Sibiril ha Cleder, n’en doa ken drouk nemed an drouk o deuz an dud fall ouc’h an dud vad. Mez aman ne ket ar memez tra. Beleien Plouescat, Guinevez ha Trelez, eo o doa great droug d’ezhan, var he veno, o viret outhan da ober holenn en aot ar C’hernik, hag, e guirionez, ear ar vro eo ez oa. Setu perak ez a diez he benn, o velet ne gaf hini ebed er gear euz a veleien Plouescat. Koulskoude ho hanoiou a ioa ganthan merket mad var baper ; n’oa ket zoken espernet eur c’hloarek iaouank, an Aoutrou Got, bet abaoue persoun e Cleder, ha rener Kastel en doa roet urz d’ezhan, var he c’houlen, da veza didruez en ho c’henver ha d’ho c’has oll d’ar prizoun da Vrest.

Diez he benn, an Tunk a iea dre ruiou Plouescat en eur c’houlen digant an oll kelou euz ar veleien. Enn aner e c’haloupe, den ne zigoraz he c’hinou ; koulskoude meur a hini a c’houie e peleac’h oa kuzet ar veleien. O velet ne gleve netra gand den, e lakeaz embann dre bevar gorn ar bourk, gand he zoudardet, oa deuet d’ar presbital Herve Gorrebloue da glask unan euz ar veleien da vont buan-ha-buan da rei sakramant an Nouen d’he vevel, a ioa faoutet he benn gand eun taol ru digant ar marc’h limounn. A benn eur pennad goude-ze, e oue great kloc’h-galf, evel evit ar badichantou, hag e oue adarre embannet, dre ar bourk, oa enn iliz eur c’hrouadur toc’hor o c’hedal eur belek d’he vadezi. Den na deuaz da glask ar veleien, rak anat oa d’an oll n’oa an traou-ze nemed gevier. Ma viche bet izoum euz a unan-bennag anezho, ne ket soudardet an Tunk a viche bet karget euz ar gevridi-ze.

Ne zivinfac’h biken ar pez a deuaz e penn an Tunk, o velet n’oa ket evit diboufa unan epken euz a veleien Plouescat. Lakaat a reaz adarre embann oa daou zen iaouank enn iliz o c’hortoz eur belek d’ho eureuji. Daoust ha ne c’houie ket, an den diskiant a zo anezhan, e ranker, araok dimezi, beza embannet teir gueach enn iliz, epad an ofern-bred, hag evelse e tlie ar veleien gouzout peur o doa eureujou da ober ? Me gred e ranke beza dallet gand an drouk a ioa ennhan. Ma ne reaz den a van o klevet klask ar veleien da rei an Nouen hag ar Vadiziant, e rejeur nebeutoc’h a van c’hoaz o klevet traou ken diskiant.

O velet ne c’helle ket dont a-benn euz he daol, an Tunk a sonjaz neuze rei da zibri ha da eva d’he zoudardet. Bernicot a zalc’he, d’ar mareou-ze, eun hostaleuri vraz, d’ar c’hreisteiz d’ar presbital, e korn ar vered koz. Eno e oue gourc’hemennet aoza ho fred d’an Tunk ha d’he dud, ha, va c’hredi a c’hellit, ne oue espernet na kik, na bara, na guin, na guin-ardant, na kement tra vad a oue kavet enn ti. Leiz kof a oue debret hag evet, ha glabouz a forz a ioa gand ar zoudardet, pa deuchont er meaz ; tomm oa d’ho ginou, e fesoun. Pae ar paour keaz Bernicot n’oa ket bet braz : ne oue ket zoken lavaret bennoz Doue d’ezhan. Brao c’hoaz oa bet d’ezhan, var ar gount a rea, pa n’oa ket bet bruzunet kement tra a ioa enn he di.

Euz a Blouescat, an Tunk a ieaz da Lanzeon [1], e kichenn menez ar C’hour. Mont a rea di abalamour m’en doa drouk ouc’h Paol Inisan, divar benn aot ar C’hernik, hag abalamour m’oa gourc’hemennet d’ezhan kas ganthan d’ar prizoun an Aoutrou Ian-Klaoda Inisan, persoun Plouzane, deuet d’ar gear, da di he vreur, Paol Inisan, ha n’en doa ket falvezet ganthan senti ouc’h lezennou ar republik.

Pell araok m’oa digouezet an Tunk e Lanzeon, oa bet Guillou Gaer, euz a Bontpolodou, o lavaret d’an Aoutrou Inisan kemeret an teac’h, rak edo erru ar zoudardet d’her c’herc’hat da vont d’ar prizoun, ha d’ar maro zoken marteze. He vreur, Paol Inisan, hen alie ive, en eur vouela zoken, da vont da guzet.

— It, va breur, emezhan, it da guzet. Kezek mad ha lijer a zo em marchosi ; kerent hon euz e Guiniventer hag e Sizun ; digemeret mad e viot gantho ; savit var varc’h, ar Morian a zo an dibr var he gein ouc’h ho kedal, ha paotred ar republik n’o deuz loan ebed ker prim hag hennez. Savit var ar Morian, va breur !

— Bennoz Doue did, va breur Paol, eme an Aoutrou Inisan ; digaset oun kuit euz a Blouzane abalamour n’am euz ket touet, mez euz a Lanzeon, euz an ti m’oun ganet ennhan, ne dign ket kuit nemet kroget e ve ennoun. Evit gloar Doue em euz savet tour Guinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoue ma’z oun belek ; guella ma c’hellen am euz great evit distrei an dud divar an hent fall hag ho lakaat var an hent mad ; direbech oun, a gredan, dirag Doue ; n’em euz aoun rak netra. Deuont pa girint ar republikaned, evidon-me ne dec’hign ket.

Hag evit guir, chomm a reaz da c’hedal an Tunk, ne zaleaz ket d’en em gaout.

E Lanzeon ne oue ket pell an abaden ; n’oa nemed unan da baka, hag edo eno dirag an oll ; hag ouc’hpenn, kals a ioa c’hoaz da ober araok an noz, hag eman teir heur o vont da zini. Kroget e oue enn Aoutrou Inisan ; staget e oue d’ezhan he zaouarn, an eil ouc’h egile, adren he gein, hag epad m’oa lod euz ar zoudardet oc’h ober an dra-ze, lod-all a ioa eat da furcha an ti da glask traou da eva ha da laerez, ma kafchent. Guin Bernicot a ioa uzet e fesoun, rak en em lakaat a rejont da eva ker goaz ha biskoaz ; ha goude beza evet, e lakechont c’hoaz boutaillajou enn ho zier da vont gantho.

Euz a Lanzeon da vourk Guinevez, n’euz ket pell, tri c’hard-heur vale da hirra. An Aoutrou de Bonnemetz, persoun Guinevez, n’edo ket he hano gand an Tunk ; mez evel m’en doa great taol guenn e Cleder hag e Plouescat, en doa c’hoant d’en em zigoll enn eun dra bennag. Daoust, ouc’hpenn-se, ha sellet e viche ker pis ouc’h ar pez en diviche great, pa en em gafche e Lesneven ? Abalamour da ze e troaz divar an hent braz hag ez eaz da Vinevez. An Aoutrou de Bonnemetz en doa great evel an Aoutrou Inisan, chommet oa da c’hedal ar republikaned. Ne oue ket ive ’ta diez kregi ennhan. An amzer a ioa berr, hag an Tunk a rankaz mont kuit gand ar pez epken en doa kavet er presbital. Evelato, p’edo o vont abiou Kroaz-ar-Born, e tistroaz varzu ar bourg en eur lavaret :

— It atao, Gorrekear ha maner ar Skillou, bezet dinec’h ; me a deui divezatoc’h da c’houzout ha guin mad hag aour melen a zo e ialc’h Loranz Soutre ha Fanch Cabon.

Loranz Soutre a ioa o chomm e Gorrekear, ha Fanch Cabon er Skillou. Beza oant euz an ezac’h guella ha pinvidika a Vinevez ; setu perak an Tunk en doa drouk outho. E fesoun, kristen mad ha republikan a zo daou dra hag a zo diez d’en em lakaat d’en em glevet.

Bale a rea an Tunk hag he zoudardet varzu Trelez, rak persoun ar barrez-se a ranke da gaout. En eur vont abiou chapel Lochrist-an-Izelvet, an Aoutrou Inisan hag an Aoutrou de Bonnemetz a en em daolaz d’an daoulin evit en em arbedi ouc’h an Aoutrou Christ benniget ; n’oant ket evit dezelei ho fenn, rak staget oa d’ezho ho daouarn adre ho c’hein. Ho fedenn a oue kalounek, mez ne oue ket hirr, rak a veac’h m’oant daoulinet, ma krogaz daou pe dri zoudard e pep hini anezho ; sevel en ho za hag ho bunta var hent Lesneven a rejont en eur lavaret d’ezho gand eur c’hoarzadenn iudaz :

— Baleit, kos-beleien ; e kastel Brest o pezo amzer da bedi ho Toue, rak ne gredan ket e teufac’h kuit ac’hano varc’hoaz.

— Nag er zizun a zeu ken nebeut, eme ar re-all.

Persoun Trelez, an Aoutrou Cloarec, a ioa ive he hano gand an Tunk. Ne voue ket pell evit mont euz a Lochrist di. An Aoutrou Cloarec a ioa en iliz o kovez. Ne voue ket lezet da beurachui kofez an hini a ioa ganthan, evel m’oa lezet an Aoutrou Poullaouec, persoun Lokournan, da achui he ofern. Aoun a voa n’en diviche ive kemeret an teac’h. Abalamour da ze, kerkent ha ma oue en em gavet enn iliz, an Tunk a lavaraz d’he zoudardet terri dor ar gofesion a doliou kroz-fusil, ha tenna, divar bouez he zillad, an Aoutrou Cloarec er meaz, ma teuche da enebi. An Aoutrou Cloarec ne enebaz ket, ne dalie ket ar boan ; raktal e oue, evel d’an daou velek-all, staget, gand eur gorden, he zaouarn d’ezhan adre he gein. Goude-ze e oue furchet an iliz evit klask arc’hant santez Vendrok. Ne oue kavet netra ; arc’hant an iliz, kerkouls hag an traou sakr, a ioa kuzet er vered, eur mean bez ouc’h ho golo.

Mar lavarfen d’ehoc’h ez eaz goude-ze ar zoudardet d’ar presbital da eva ha da lounka, e lavarfec’h dign ne gountan d’ehoc’h nemed ar memez traou, ha kounta atao ar memez tra a zo inoui an dud. Mad, petra a fell d’ehoc’h ? N’ounn evit kounta nemed ar pez a zo guir, ha, dre ma’z eant, ar zoudardet ne reant nemed eva, dibri ha laerez.

Bourg Trelez a zo var eun dorgen huel, hag ac’hano e veler a bell a dro-var-dro. Klevet a reat tud o kaozeal a-bell, ha, diouc’h an trouz, ho c’homzou a ioa rok. An Tunk a deuaz er meaz euz an ti da velet petra a ioa a nevez ; anaout a rea ar vro-ze, ha n’oa ket ep enkrez. O sellet dirazhan, e velaz var an hent braz, dirak Kroaz-ar-C’hildu, eur vandennad vad a dud. Lod a ioa gantho peb a benn-baz, lod-all peb a geuneuden, lod-all peb a forc’h houarn, lod-all, peb a grok ; hag oll ez eant hag e teuent var an hent braz, skerj ho fenn, entanet ho daoulagad. Ar re-ze oa Ploueskadiz, Guineveziz ha Treizlez, eat kounnar ennho o velet ho beleien o vont gant soudardet ar republik. An Tunk ne oue ket pell evit divinout ar pez a ioa o vont da c’hoarvezout ganthan ha gand he zoudardet ; edont oll o vont da veza lac’het a daoliou baz, a daoliou peul, a daoliou forc’h hag a daoliou krok. Distrei a reaz buan d’ar presbital : kuzulia a reaz eur pennadig he zoudardet, ha kerkent e oue guelet pep hini oc’h en em gempenn da vont enn hent.

E leac’h diskenn da Groaz-ar-C’hildu, var an hent braz, an Tunk a lakeaz he dud da ziskenn, oc’h en em guzet a-hed ar c’hleuziou, dre an tu a-enep, da bount ar Zeaz, evit ho c’has dre an hentchou a-dreuz ; aoun en doa na viche deuet an dud divar ar meaz da lammet varnhan. Goude beza tec’het er c’his-se, evel dre laer, ez eaz abiou Plouider, ep mont er bourk, hag ec’h en em gavaz e Folgoat diouc’h an abardaez ; n’en doa ket kredet mont dre gear Lesneven, ha c’hoant tostaat ouc’h Brest en doa ive.

Antronoz, abred dioc’h ar mintin, n’oa ken hano e Lesneven nemed euz an Tunk hag he zoudardet. Klevet oa bet ar pez o doa great araok en em gaout e Folgoat. Mar doa unan-bennag hag a gave mad ha leal ar pez o doa great, an darn-vuia evelato a gave abek ennho, Ha setu perag ar mear hag ar re huella e karg, a deuaz da Folgoat da lavaret d’an Tunk lezer da zistrei d’ar gear ar veleien a ioa deuet ganthan enn derc’hent. Mez an Tunk, rokoc’h herrio c’hoaz eget n’oa enn dervez araok, abalamour m’en doa kavet e Folgoat eur vanden a zaou c’hant soudard, hag enn ho fenn eun den hanvet Ducoin, hag a ioa a du ganthan, a respountaz n’en doa mear Lesneven nag he dud netra da velet var he oberou. Hag e tiskouezaz d’ezhan an urz en doa bet digant renerrien Kastel da zestum beleien var he hent ha d’ho c’has d’ar prizoun da gastel Brest. Var gement-se n’oa netra da lavaret, ha Lesnevenniz a rankaz dont d’ar gear eb gellout ober ar vad o doa c’hoant. »

An Tunk neuze, mestr da ober ar pez a garie, a en em lakeaz da glask beleien-all e leac’h re Gleder ha Plouescat, o doa tec’het, evel a ouzoc’h, rak c’hoant kaout eun hanter-dousen d’an nebeuta en doa. Ho c’haout a reaz eaz avoualac’h. Folgoat a zo bed, hed ar veach, eun iliz brudet meurbed dre ar burzudou a rea ennhi ar Verc’hez Vari, hag ennhi e teue kalz beleien, a-bell kerkouls hag a dost, da lavaret ho oferennou evit pedi ar Verc’hez da bellaat dioc’h hor bro an dud fall a rea kement a zroug. Abalamour da ze, an Tunk ne rankaz ket mont pell da glask. Kaout a reaz eb dale an Aoutrou an Hir, belek euz a Folgoat, an Aoutrou Jacob, kure Loc-Melar, hag an Aoutrou Grall, persoun Lanhouarne. Ho digas a reaz d’ar prizoun da gaout an tri belek-all a ioa eno abaoue an abardaez araok, hag ho c’houeac’h ho c’hasaz ganthan da gastel Brest da c’hedal ma vichent barnet d’ar maro.


————

  1. Mar teu da henvel, pa vez red, hano he dad koz a Lanzeon, ha breur he dad koz, persoun Plouzane, an hini en deuz skrivet kount Ian Pennors, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, mes evit lavaret ar virionez. E levr an Aoutrou Levot, a zo komzet d’ehoc’h anezhan, hag er skridou chommet e ti-kear Guinevez, e c’heller guelet divar ho fenn, kals muioch eget na lavareur aman.