Em c’hosni

Eus Wikimammenn



EM C’HOSNI.


————


War don : Ilis ma Farros.


————

(Telen Remengol, N° 9.)


Em c’hosni me garfe gwelet
Tud Breiz-Izel holl unanet,
Holl o pedi ’nn Aotrou Doue,
Gant eur galon hag eun ene.

Gwelet ma breudeur ar Barzed,
Ma breudeur ker holl unanet
O kana war ho zelennou
Da Vreiz, hor bro, pep seurt toniou ;

Gwelet ed pell ann teir gwalen
Ha bennos ann env war hoz penn,
Gwelet eost mad leiz ar parkou,
Da rei d’ar paour a zac’hadou.

Em c’hosni me garfe gwelet
Bara, dour mad d’ar Vretoned,
Iec’hed ha joa ha buez vad,
Ha karantez e pep tiad :

Gwelet ann holl vugaligou
Koant evel elez ann envou,
Iaouankiz fur ha tud a feiz
Hag ar re goz evel sent Breiz.


Em c’hosni me garfe gwelet
Meuli ar Werc’hez venniget,
Gant braz, gant paour, gant pinvidik,
E kement ti zo ’nn Armorik.

Gwelet euruz a-rok mervel,
Kement den zo e Breiz-Izel ;
Gwelet e zeo Doue karet
E kement bro a zo er bed.

Em c’hosni me garfe gwelet
E ve tud Breiz anavezet
Vit tud a feiz, kalonek, leal,
Evel ar zent ho zud gwechall.

Me garfe gwelet Breiziz holl
O vont da bardon Remengol,
Da Wemgam, Rosdren ha Bulat
D’ar Ieodet ha da Gelou-Mad.

Gwelet Breiz, bro ma zadou koz
War ann douar eur baradoz,
Eur baradoz roet gant Doue
Da c’hortoz Baradoz ann Ee.

Peoc’h, levenez d’ann dudou kez
Etre ’nn holl e Breiz karantez ;
Ar paour karet gant pinvidik,
Ar pinvidik gant reuzeudik.

Em c’hosni me garfe gwelet
Baniel ar Feiz, ar Vretoned,
Savet war ann touriou huel,
Ha war meneiou Breiz-Izel ;


Hueloc’h evit ann avel,
O lugerni war Breiz-Izel
Gant flammou tan warn-han skrivet :
« Doue Breiz ra vezo meulet ! »

Skrifet warn-han e skritur aour,
Hano an Itron Wir-Zikour
Hano ar sent hag ann elez
War Breiz-Izel a dol evez :

Ar Vretoned war ho daolin
E-c’harz kroas ma Zalver divin
Kana : Gloria in excelsis !
Da Jesus ! Doue ha Roue Breiz.


J.-P.-M. Ar Skour,
Barz ann Itron Varia Remengol.


E Remengol, ar 24 a viz Mae 1869, deiz ar Pardon braz.