E-tal ar poull

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask


E-tal ar poull


skrivet gant Yann-Vari Perrot




E-TAL AR POULL
————

An traoù a dremen e-kichen un ti war ar maez e-tal ur poull.

DIVIZ I


JALM


JALM (e-unan)

Ma n’eo ket un druez. Nann, n’on ket evit chom ken en ti d’o selaou ; bouzaret on ganto ; dont a rankan er-maez. Ret eo ma vije bet an diaoul e-unan oc’h ober ar jubenn p’on deut amañ da vab-kaer. An ti-mañ a zo un ifern nevez ; ne vez ennañ bemdez nemet youc’herezh ha mallozhioù, tan ha kurun ; ne glevan ken e-doug an deiz, pe gant va mamm-gaer, pe gant va gwreg nemet : « Jalm, en tu-mañ, Jalm, en tu-hont, — n’ac’h eus ket graet an dra-mañ ? N’ac’h eus ket graet an dra-hont ? »

Pa vez unan o youc’hal, e vez eben o frañvak : pa vez unan o vallozhiñ, e vez eben o skeiñ. Heñveloc’h int ouzh div ziaoulez eget ouzh div vaouez.

A! ba ! un torr-penn. Kaer em bevez klask tremen diouto e vezan braeet ganto.

O ! met n’on ket evit padout ken hag en un doare pe zoare e rankan dont a-benn anezho, rak an dra-mañ n’eo ket buhezioù eo. Mestr e vin em zi, hag e vin, pe n’eo ket pemp biz eo a zo ouzh va dorn.


DIVIZ II


JALM, JABEL ha JAKETA


JABEL

Petra ? Peoc’h a root ?

JALM

Dizale ’ta, n’em bo urzh da lavarout ger ebet ken ganeoc’h-c’hwi, nag en ti, nag er maez ! Petra ’zo a-nevez adarre ’ta ?

JABEL

E vije gwelloc’h deoc’h en em lakaat da labourat eget chom d’en em glemm dre aze, ha d’hor strobañ, evel ma rit. C’hwi ’gav deoc’h e vo gallet kaout bara da zebriñ o chom da vantriñ, en doare-se ?

JAKETA

Ac’hanta, morjin, dont a rit ennoc’h hoc’h-unan, pelloc’h ? Ar gwaz a dle sentiñ ouzh e wreg. Taolit evezh, Jalm, n’ho pefe fest ar vazh, a-raok an noz, ma n’her grit ket !

JALM

N’eo ket taolioù teod hepken, ’ta, eo a bakin, ’m eus aon ; taolioù bazh am bo ivez, war ar marc’had. O ! met gwelet e vo graet.

JAKETA

Sell ’ta ! Sell ’ta ! ha n’eo ket dleet, marteze ? Daoust ha n’eo ket un dra vat e teufe ar vaouez, — pa vez ezhomm, — da gastizañ un tamm he gwaz, evit degas gwellaenn ennañ.

N’eo ket dre gas, met dre garantez outañ eo e ra an dra-se, p’her gra. Ar pezh a c’hourc’hemenn ho maouez a rankit da ober, Jalm, a se n’eus ket da dortañ.

JALM

Ya ! Ya ! va mamm, hen ober a-walc’h a rafen, marteze, met re, en holl, a c’hourc’hemennoù a ra din evel-se.

JAKETA

Mat, en aon n’o ankounac’hafec’h, gwellañ hoc’h eus da ober eo o skrivañ war baper hag ober ur rollad anezho a gasot ganeoc’h dre ma ’z eot.

JALM

En taol-mañ, a gav din, hoc’h eus komzet mat ha mont a ran da ober, diouzhtu, evel ma livirit.

JABEL (o reiñ he urzhioù)

Ha gant a rit, skrivit sklaer ho paper, ma vo aes da lenn. Lakit da gentañ e sentot ouzhin atav, ha war ar ger, hag hep enebiñ morse.

JALM

Satordallik ! Ha ma c’houlennfec’h ouzhin ober traoù diskiant ?

JABEL

Peoc’h, a lavaran. Skrivit e savot bemdez da gentañ da ober labour.

JALM (o teurel e bluenn war an daol)

A ! mil gutez, ne skrivin ket an dra-se, avat. Me ? Sevel da gentañ ?

JABEL

Da aozañ lein.

JALM

Da aozañ lein ? E pelec’h hoc’h eus gwelet ar c’hiz-se ?

JABEL

Pe emañ e lec’h all, pe n’emañ ket, evit amañ e vo, rak me ’fell din.

{Jalm a venn chom hep skrivañ).
JAKETA

Skrivit ’ta dillo !

JABEL

Ac’hanta ? Petra ’c’hedit ?

JALM

O skrivañ va ger kentañ emaon c’hoazh kement a bres hag a drouz a zo ganeoc’h.

JAKETA

En noz, ma tihun an hini bihan evel ma tegouezh alies, e rankot sevel, diouzhtu krenn, d’hel luskat ha ma leñv, her c’hemerot war ho tivrec’h hag e reot tro ar gambr gantañ, en ur ganañ, ha goude ma vije hanternoz.

JALM

N’em bo ket kalz a blijadur oc’h ober an dra-se.

JABEL

Estreget ar pezh a vez plijadur oc’h ober a ranker da ober. Skrivit hen eta !

JALM

Leun-tenn eo va faper. E pelec’h a gav deoc’h e skrivfen ken ?

JABEL

Grit dillo pe e tapot ar wialenn.

JALM {ken habask ha tra)

Mat neuze ’ta e rankan skrivañ en tu all.

JAKETA

Goude-se e rankot tamouezat, lakaat an toaz e go, ober tan er forn.

JABEL

Mont d’ar poull, gwalc’hiñ an dilhad, ober lisiv, redek ar c’houez.

JAKETA

Mont ahont, dont amañ, redek a-gleiz hag a-zehou ha poaniañ evel an drouk-spered.

JABEL

Terriñ an toaz, e gas din d’an ti-forn ha diwall na vefe panenn pe suilhet ar bara.

JAKETA

Kas an arreval d’ar vilin, ribotat, silañ ar yod.

JABEL

Ha ma n’oc’h eus ket a c’hoant da vezañ kannet, fichañ ar gweleoù, kerkent ha goulou deiz.

JAKETA

Lakaat ar pod war an tan ha skubañ an ti.

JALM (torret e benn outañ a laka e zaou zorn war e zaoulagad)

Asa ! Asa ! penaos a gav deoc’h e vefen gouest da skrivañ kemend-all a draoù. Komz a rit ho-tiv en ur bern ! Livirit ar pezh hoc’h eus da lavarout an eil goude eben.

JAKETA

O lavarout edon eta ho po an toaz da lakaat e go.

JABEL

Ha goude p’ho po goret ar forn lakaat an toaz e-barzh.

JAKETA

Ha teurel evezh mat ne vefe panenn pe suilhet ar bara.

JABEL

Gweskel ar c’houez.

JAKETA

Gwalc’hiñ.

JALM

Gwalc’hiñ petra ?

JAKETA

Al loaioù hag ar skudelloù.

JALM

Goustad : al loaioù hag ar skudelloù.

JABEL

An darbod, hag ar podezoù.

JALM

Penaos a gav deoc’h e c’hellin me derc’hel soñj eus a gement all a draoù.

JABEL

Gwalc’hiñ holl listri ar gegin, en ur ger, hep ankounac’haat hini pe ho po da ziwall ouzhin.

JALM

C’hwi ’zo gouestoc’h egedon-me da walc’hiñ traoù evel-se !

JABEL

Peoc’h ! Mont a reot d’ar poull gant lienennoù fank ar paotr bihan.

JALM

Ken doñjerus eo ar ger hag an dra.

JABEL

Skrivit hen, evelato, amboubal. An Aotrou-mañ dizale a gemero doñjer ouzh pep tra.

JALM

Livirit ar pezh a garot, evidon-me, m’hen tou, ne walc’hin ket al lienennoù se. Eo moarvat sur !

JABEL

Hen ober a reot, dre gaer pe dre heg. Ma n’her grit ket e vezot lopet ken a c’houlennot dour da evañ.

JALM

A ! mat! lakaomp her grafen neuze ma vo peoc’h en toull-mañ pelloc’h, satordallik.

JABEL

N’ho pezo netra ken da ober goude-se nemet lakaat un tammig urzh en ti, a-raok mont d’ho labour all, er maez. Bremaik am sikourot da weskel ar bern liñselioù-se ma vezint lakaet da sec’hañ ; skrivit.

JALM

Mat eo. Met, va Doue, penaos e teuin a-benn da sanailhañ kemend-all a draoù em spered. Noz-deiz e rankin bezañ o teskiñ va c’hentel.

JAKETA

Hastit afo sinañ ar paper-se.

JALM

A ! mat, graet e vezo, met taolit evezh na vefe kollet, rak me’ c’houlenn bezañ krouget a bouez va zeod, ma ran tra pe dra en tu all d’ar pezh a zo merket warnañ.

JAKETA

Mat a reot bezañ den d’ho ker.

JABEL

Diwar hiziv e vo peoc’h, en ti-mañ pelloc’h, a drugarez Doue.

(Ar vamm a ya kuit.)


DIVIZ III


JALM HA JABEL


JABEL (harp er poull)

Sellit, Jalm, krogit e penn al liñsel-mañ, ma vo gwasket. Bezit dinec’h ! a-benn ma vo peurwasket ar bern dilhad-se e vo ruilhet dour diouzhoc’h.

JALM

Petra livirit ? N’ouzon ket petra hoc’h eus c’hoant da ober.

JABEL

Me ’lavar deoc’h reiñ an dorn din da weskel ar bern dilhad-mañ. Petra ? ret e vo din kemerout bazh ar yod da zistankañ ho skouarn deoc’h, gravazok ?

JALM (o sellout ouzh e baper)

An dra-se n’emañ ket war va faper.

JABEL

Neuze ’ta ?

JALM

Nann, nann, pa lavaran deoc’h.

JABEL

N’emañ ket ? Sellit aze ’ta, neuze !

JALM

Gwir eo ! A ! mat, neuze, bac’had dezhi. Ur wech all n’hen ankounac’hain ket.

JABEL

Sellit, krogit er penn-se, ha sachit; sachit ganeoc’h avat ha n’eo ket ober an neuz da ober eo !

JALM

N’eus ket kalz a c’hwez al lore, da vihanañ, gant al liñselioù-mañ ! Setu amañ ur vicher avat ha n’eo tamm ebet diouzh va doare !

JABEL

Peoc’h ha bezit a-zevri gant ho labour. Sachit ’ta, pe bremaik me a stlapo al liñsel-mañ deoc’h ouzh ho penn.

JALM

N’ho po ket ar galon evelato da ober kement all.

JABEL

Nann ! Sellit ! C’hwesit hi bremañ neuze ’ta, penndolog.

(Hag e stlap al liñsel ouzh e benn.)
JALM

Petra ’rit, paour kaezh maouez ! bremañ oc’h gwelloc’h avat. Setu aze on lakaet gleb-dour-teil ganeoc’h.

JABEL

Roit peoc’h, ha sachit mort, ha sachit avat.

JALM (Droug ennañ a ra ur frap krenn ; e wreg a ziskrog eus al liñsel, a ra ur gammed a re a-dreñv hag a gouezh er poull).
JABEL

O va Doue ! O va Doue ! petra hoc’h eus graet, Jalm, deuit ’ta buan, da reiñ an dorn din da sevel ac’han.

JALM

An dra-se n’emañ ket war va faper.

JABEL

O ! me ’gav din eo torret va gar ouzhin ; en dour emaon betek va c’hazelioù. Deuit ’ta buan, beuzet e vin c’hoazh, amañ ma ne girit ket diwall.

JALM

Krogit er vein ha lammit er maez.

JABEL

N’on ket gouest da fiñval gant ar boan a zo em gar. An dour a zo yen-skorn. Emaon o vont da goll va anaoudegezh, aiou ! aiou ! Roit din ho torn ’ta.

JALM

An dra-se n’emañ ket war va faper. Me a raio ar pezh a zo skrivet ha netra ebet muioc’h.

JABEL

O ! piv am zenno ac’han da vihanañ ? Nemet an Ankou her grafe !

(Jalm a lenn e baper.)
JALM

Lakaat an toaz e go ; gwalc’hiñ ; tamouezat ; ribotat ; ober ar c’houez.

JABEL

Skornañ a ra va izili. Ma n’am zennit ket ac’han emaon marv a-raok nemeur amañ.

JALM (o lenn)

Mont ahont ha dont amañ ; redek a-gleiz hag a-zehou.

JABEL

O ! ne welin ket an noz.

JALM

Terriñ an toaz, ober tan er forn,

JABEL

Astennit ho torn din ’ta ; darev on da vervel.

JALM

Ober ar gweleoù kerkent ha goulou deiz.

JABEL

C’hwi ’gav deoc’h moarvat eo ur brav bezañ amañ !

JALM

Lakaat ar pod war an tan.

JABEL

E pelec’h emañ va mamm da vihanañ ? Va mamm ?

JALM

Skubañ an ti.

JABEL

It da lavarout d’an Aotrou Person dont d’am nouiñ.

JALM

Lennet em eus va faper tu ha tu hag eus an eil penn d’egile, ha n’eo ket merket e nep lec’h em befe ezhomm da ober ar pezh a c’houlennit aze.

JABEL

Perak neuze n’hoc’h eus ket her merket ?

JALM

Perak hoc’h-unan n’hoc’h eus ket hel lavaret ? En em sachit alese evel ma karot ; n’eo ket me eo am eus ho taolet er poull, met n’eo ket me kennebeut eo an hini ho tenno er-maez.

JABEL

Sellit da welout ha n’eus ket unan bennak o tont war an hent madelezhusoc’h egedoc’h ?

JALM

An dra-se kennebeut n’emañ ket war va faper.

JABEL

Roit din ho torn, ’ta, en an’ Doue, va mignon, rak n’on ket gouest da sevel ac’han va unan pa lavaran deoc’h.

JALM

Va mignon, me ? Ya ho kwashañ enebour. Evidon me a garfe e vefec’h marv, ma vo peoc’h diouzhoc’h pelloc’h.


DIVIZ IV


JAKETA, JALM, JABEL


JAKETA (eus an ti)

Petra ’zo ? Petra a zo a nevez adarre ’ta ?

JALM

Piv a zeu ?

JAKETA

Klevet em eus va gervel hag on deuet da welout petra ’oa.

JALM

An traoù a ya mat a-walc’h peogwir eo marv va gwreg, ar pezh m’edon o c’hedal pell a oa. Bremañ e vo peoc’h da vihanañ.

JAKETA

Lazhet hoc’h eus va merc’h ? Torfedour !

JALM (ken sioul ha tra)

Nann ! en em veuzet eo o kouezhañ war he fenn er poull.

JAKETA

O ! pezh divergont ’zo ac’hanout ? Petra ’c’h eus graet ?

JALM

Ra ’z aio hec’h ene gant an Aotrou Doue ha ra zeuio an diaoul da derriñ he fenn outi gant e zent.

JAKETA

O ! va Doue, va merc’h paour a zo marv !

JALM

Diskregiñ he deus graet diouzh al liñsel edomp o weskel hag eo kouezhet war c’hwen he c’hroc’hen er poull.

JABEL

O ! va mamm, emaon marv, ma n’am zennit ket raktal ac’han.

JAKETA

Jalm, roit din an dorn ’ta, d’he zennañ er maez.

JALM

N’emañ ket war va faper.

JAKETA

N’hoc’h eus ket a vezh.

JABEL

Grit dillo ’ta.

JAKETA

Pebezh gwaz digalon ! he lezel a ray da vervel er poull dour-se.

JALM

Ma n’eus nemedon me d’he zennañ alese e chomo e-barzh, rak ne fell ket din mont da vevel ganti.

JABEL

Va sikourit en an’ Doue.

JALM

N’emañ ket war va faper.

Kaer am eus klask n’her c’havan ket e nep lec’h.

JAKETA

Asa ! asa ! Jalm, ro peoc’h en an’ Doue, gant ar c’hozh tamm paper daonet-se, ha ro din an dorn d’he zennañ eus ar poull-mañ dillo.

JALM

Ya ! gant ma roio he ger din e vezin hiviziken ar mestr em zi, met a-hend-all n’eus netra ebet da c’hedal diouzhin.

JABEL

Ma ’m zennit ac’han, e roin va ger deoc’h, a galon vat.

JALM

E gwir ?

JABEL

Ker gwir ha ma ’z eus pemp biz ouzh va dorn. Me ’raio holl labourioù an ti hep goulenn netra diganeoc’h nemet ret mat e vefe din hen ober.

JALM

Mat, ma ’z a an traoù evel-se hiviziken, eo koulz din he zennañ eus ar poull, evelato !

Met, taolit evezh mat, ne zalc’hfec’h ket d’ho ker.

JABEL

Ne enebin ket ouzhoc’h gwech ebet ken, lavaret eo.

JALM

Hiviziken e vezin ar mestr, en ti, peogwir va gwreg hec’h-unan a sento ouzhin.

JAKETA

En un tiegezh e-lec’h ma n’eus ket a emglev ez a ar stal da stalig hag ar stalig da netra.

JALM

Ha bremañ, merc’hed, n’it ket d’hen ankounac’haat. Ar vaouez a glask lakaat he gwaz — ha goude ma vefe diskiantañ den a zo o vale ; — da vevel dindani he devez tro atav da gaout keuz abred pe ziwezhat.

JABEL

Tapet on bet — met ne vin ket tapet ken ! — adalek hiziv me eo a raio holl labourioù an ti ha c’hwi holl labourioù ar maez. — C’hwi a vezo da gentañ ha me da eil hag en hent-se e vezin em renk.

JALM

Peger brav e vo bevañ amañ hiviziken. Ma talc’homp d’hor ger an eil hag egile.

Na laouen e vezin ha dibreder.

JABEL

Laouen ha dibreder ! Ya ! ya ! laouen ha dibreder e c’hellot bezañ ha n’eo ket re abred ; — ar vuhez hon eus renet betek hen, n’eo ket ur vuhez ’oa !

Hiviziken c’hwi eo a vezo ar mestr... hag ar mestr e vezot pa lavaran deoc’h.

JALM

Hag ar mestr-se a vezo hegarat hag ur blijadur e vezo sentiñ outañ. Met, m’hel lavar deoc’h, amañ, kenetrezomp, ar voaz fall ho poa kemeret da gaout war un dro lostenn ha bragez, he doa lakaet va fenn da dreiñ war an tu enep.

Hiviziken, pep hini a vezo en e renk. — Va gwreg ne glasko ket ober he mevel ac’hanon. Eus va zu,

Me ne vin ket re strizh outi,
Hag en hent-se e vo peoc’h en ti.
Gwelloc’h eo peoc’h ha dour stivell
Eget meurlarjez gant brezel.


GOUEL