Mont d’an endalc’had

Eñvorennou eur brezonegour/Eil Pennad

Eus Wikimammenn



EIL PENNAD


Amzer-studi e Roazon. — Ar vistri. — Ar vignoned. — Marc'had-mat al lojeiz hag ar bevañs d'ar c'houlz-se.


Bevet em eus e Roazon war-dro pevar pe bemp bloaz, c'hoant ganen kaout eur parch-testeni bennak evit gallout beva diwezatoc'h diwar ar vicher a gelenner. Ar vicher-se em boa graet araok war ar maez pa gentelien war al latin va holl vreudeur yaouank. E Roazon em eus tremenet lerc'h-war-lerc'h ar vachelouriez hag an holl aotreegez evit ar brederouriez. Beva a raen en eur gambrig, o heulia kenteliou amañ hag ahont, en eun doare direol a-walc'h. Ne zeskis netra da vat, ha mar doun bet degemeret e voe kentoc'h dre vadelez ar vistri eget evit va gouiziegez.

Er Skol-Veur, em eus bet evel mestr war ar brederouriez eun den koz mat-kenañ anvet Robert. Heñ a oa dean hag e pouezas war e genvreudeur evit plaenaat an hent d'in. Unan all, mat-tre, e oa Delaunay, mestr war al latin. A drugarez Doue e voe Delaunay en e garg reiza ar c'houlennadeg, ha neket Aimé Puech, a oa mestr ivez war al latin, hag a zo deuet abaoe da ezel en Akademi an Enskrivaduriou hag al Liziri-kaer. Evit ar yez c'hresianek, em eus bet da vestr Robiou, a oa doujet-tre gant ar studierien. Eun den kintus e oa, gant eur vouezig trenk ha garv, an neuz da veza kounnaret bepred. Ar studierien a c'hoarie d'ezañ troiou iskis. Evit digeri ar bloaveziad-kenteliou, e pede an holl da sina o ano war eur c'haierig ma lakae warnañ an notennou. En em glevout a rejomp evit lakaat an ano a Nemo na oa den ebet eus an ano-se en hon touez. Goude-se kement gwech ma c’houlenne Robiou gant e vouez skiltr : « Monsieur Nemo, expliquez… », an holl a c’hoarze. D’an diwez, e lavaras e rafe eur rapport diwar-benn an Ao. Nemo, na responte nepred. Eun nebeut studierien dibabet a yeas d’e welout ha da ziskulia d’ezañ e oa Nemo eur beleg enorus-tre en doa ranket kuitaat a-greiz-holl ha d’e bedi da chom diglemm outañ.

E-pad va holl studi, n’em eus graet, koulz lavarout, nemet prederouriez gant Robert, latin gant Delaunay, eun nebeut, re nebeut a c’hresianeg gant Robiou ha Loth, nebeut-tre a saozneg gant Firmery. Klasket em eus ivez heulia kenteliou keltiek Loth, nemet nebeut a c’hounid em eus tennet diouto, dre ma rae dreist-holl soniadouriez. Koulskoude, goude tremen war ar brederouriez, em eus desket kembraeg a-walc’h gant an Ao. Loth ha heuliet gantañ diskleriadur oberou eur romantour brudet a Vro-Gembre. Evel-se em eus desket eun dra bennak diwar-benn ar yez plaen.

E-touez va mignoned, n’oa Breizad ebet d’ar c’houlz-se nemet an Ao, ’n abad Buleon, eur breur d’an Ao. Ernault en doa graet e studi a vedisinerez, hag an abad Korr, eus Kastell-Paol, eur brezoneger diouz an dibab, a heulias a-gevret ganen ha gant an Ao. Buleon kenteliou an Ao. Loth. Diwezatoc’h, war eun dro Vreiz, etre Lesneven ha Kastell-Paol, e tegouezas ganen en em gavout e ti kerent an Ao. Korr. Pa voe klevet ganto e oan eur mignon d’o mab, e rejont d’in ar gwella degemer. Gounideien-douar pinvidik a oa anezo, o terc’hel mat da c’hiziou, da wiskamant, ha, dreist-holl, da Yez ar Vro. Dont a rae gant ar vamm a dïegez eur brezoneg reiz-tre hag a zistage gant eur vouez heson hag en eur damgana evel m’emañ ar c’hiz er c’horn-bro-se. Gwella eñvor va zro hennez ! Gwelet em eus abaoe an abad Korr e Kastell-Paol e-lec’h ma oa mestr-kelenner.

En amzer-se n’oa ket koustus ober studiou uhel e Roazon. Netra da baea evit an enskrivaduriou er Skol-Veur, nemet eur pevar-ugent lur bennak pa dremened an arnodadeg da zibenn an daou vloavez-studi. Evit al lojeiz em boa kavet da ziweza eur gambrig hag a gouste d’in en-dro da bemzek lur dre viz. Stok edo an ti ouz an Tabor hag em boa kemeret ar c’hiz da ober va holl labouriou dindan an amzer, e-touez ar bokedou hag ar gwez bras. Ar re-mañ a oa merket o ano war bep a daolenn livet war eur sichennig dirazo, ha, pa ’n em gaven skuiz o lenn, da ziskuiza e raen tro al lïorz, da skoulma darempred gant ar gwez, dre lenn o ano war an daolennig. Loened a oa ivez, koadyer dreist-holl, ha houidi-Sina koant-tre ne skuizen ket o sellout outo.

Evit ar bevañs, e kaved neuze keusteurennou mat-kenañ evit hanterkant ha tri-ugent lur ar miz.