Eñvorennou eur brezonegour/C’houec’hvet Pennad
E miz Genver 1898 e voe savet Kroaz ar Vretoned. Da genta ne oa anezi nemet eur stagadenn da La Croix des Côtes-du-Nord. Ar gelaouenn-mañ a rôe pep sizun d’he lennerien eur baperenn moulet e Pariz ha displeget warni buhez eur sant bennak. Goulenn a ris digant ar rener, a anavezen, rei d’in gwerz eur baperenn c’hallek na zeree tamm ebet ouz ar vrezonegerien hag e rajen en he lec’h pep sizun eur bajennad vrezonek. Ar stagadenn-se a vefe gwelloc’h deuet ganto eget ar baperenn c’hallek. Evel-se eo e voe ganet Kroaz ar Vretoned.
Ar c’henta a genlabouras, zoken araok na vije savet Kroaz ar Vretoned ha pa na raen c’hoaz nemet pennadou distag war ar gelaouenn c’hallek [1], e voe eur c’hereour diwar ar maez anvet Gwiader (Bugel sant Nerin). Desket-mat e oa, dreist-holl diwar-benn traou ar Feiz, hag en devoa gouestlet e bluenn da ziskleria da Vreiziz ar penn-gwirioneziou a veze d’ar c’houlz-se nac’het gant ar brotestanted.
Barz Mene-Bre (an Ao, ’n abad Heri), breur-kaer an Ao. Ernault, a oa evel hemañ eur barz akuit oc’h anaout mat ar yez en doa studiet hag a lakae e boan da skriva reiz evel holl varzed an Ao. ’n eskob David. Rôet en deus da Groaz ar Vretoned meur a bez barzoniez dudius, nemet troet e oa e spered betek re da flemma ar faziou a gave er re all. Gant-se e savas klemm outañ e-touez al lennerien, ken e rankas ar barz paouez a zegas d’in pennadou. Trôet en doa e brezoneg Treger Istor santel gwenedek an Ao. ’n abad Buleon.
Ar breur Konstantius, eus skol Landivizio, eo unan eus ar re o deus poaniet gant an deskadurez diouyezek. E vennad e oa deski war eun dro d’ar vugale-skol ar galleg hag ar brezoneg lennek. Evit ar yez lennek e heulie roudenn ar Gonideg ha ne voe ket diaes d’ezañ en em ober gant kendalc’herien ar Gonideg, skrivagnerien an Emgleo. M’en dije bevet, e vije bet unan eus ar re genta o heulia skouer vat Gwalarn. E-touez e ziskibien, Klaoda ar Prad en deus labouret ar muia evit ar Yez. Diou rann a zo en oberennou ar breur Konstantius : ar skridou e brezoneg hag al levriou gallek diwar-benn an deskadurez diouyezek. Ar re-mañ dreist-holl a zo anavezet. E-touez ar skridou, daou hepken a zo bet embannet gant Kroaz ar Vretoned dre aked e ziskibl Klaoda : Trubuilhou an Aotrou Gargam, eur pez-c’hoari e brezoneg rimet, hag ar Mevel-laer e komz-plaen [2].
Ar c’horonal Bourgeois a zellezfe e vefe enskrivet e ano war levr meur an Istor da heul hini ar c’horonal Troud. Evel hemañ, e kare studia ar Yez, dastum danvez eur geriadur ha rei dourn d’an Emzav. Pa voe meneg da zegemer ar brezoneg er skoliou, war-dro ar bloaz 1898, e lakas e brezoneg eur strollad kenteliou war al labour-douar diouz levr eun douarc’hounezour brudet, ar Breur Abel. Evit sevel al levr-se, en doa studiet piz, evel m’en deus hel lavaret d’in, geriadur al labour-douar e Bro-Leon. Moulet eo bet eur c’hrenna eus ar c’henteliou-se war La Résistance, eur gelaouenn sizuniek eus Montroulez. Diwezatoc’h, e voe advoulet al labour-se, tregeriekaet eun tammig ar yez anezi, war Groaz ar Vretoned [3] Miret eo bet ganen dournskrid ar c’horonal Bourgeois, war eun dro gant eun dastum doareou-lavar ar bobl e Leon, savet gantañ. Ouspenn e labouriou diwar-benn ar Yez, en doa ar c’horonal Bourgeois studiet ivez an toniou, dreist-holl an toniou bombard ha biniou. Graet en doa eul levrig e-lec’h e kaver eur bern eus an toniou-se notennet gantañ, hag, ouspenn, eur c’hentskrid gouiziek-meurbet diwar-benn istor ar biniou e Breiz.
Estreget ar c’horonal Bourgeois o deus skrivet diwar-benn al labour-douar. Kêrniliz, eul labourer-douar eus Kastellin, en deus rôet da Groaz pennadou kentelius diwar-benn ar gwenanerez [4]. Heuliet e voe e skouer gant an Ao. Henry, bet maer Lennon. Sina a rae Ar Gwenaner hag e skrive mat-tre, ken e komz-plaen, ken e barzoniez [5]. Pa rankas Kroaz ar Vretoned paouez, e 1920, e talc’has da skriva e brezoneg war Courrier du Finistère, ken na zegouezas gantañ beza anvet da gannad. Neuze e voe mouget da viken e awen gant moged an enoriou. Gwaz a se d’ezañ ha da Vreiz !
Anavezet em eus an Ao. Henry, dreist-holl a-drugarez d’eur vatez vat eus va mamm a oa ivez eus Lennon, Anna-Mari Toullek. Eur Vrezonez dreist a oa anezi, o komz en eun doare dispar brezoneg Kerne. Digant he mamm he doa desket hag e vire bepred en he spered eur bern traou na zesker ken d’ar vugale abaoe m’emañ kouezet ar re-mañ e dalc’h ar skoliou gallek. Dont a rae ganti eun niver geriou a ouenn geltiek na glever ken bremañ. Eun nozvez-hañv, ma oamp aet d’ober eur gefridi er-maez, dindan an oabl splann, e lavaras d’in he doa desket digant he mamm ano brezonek an holl strolladou stered, hag ec’h anvas d’in ar re anezo a welemp. Ouspenn-se, daoust d’ezi da veza Kernevadez, e oa gouestoc’h eget meur a Dregeriadez da dañva ha da varn an oberennou spered. Boas e oan da lenn d’ezi en araog ar pouezusa pennadou e oan da lakaat war Groaz ar Vretoned, hag e rôe d’in pep gwech aliou leun a furnez.
Pa stagis da embann Kroaz ar Vretoned, e teraoue ar vekanikerien ijina evit al labour-douar ardivinkou nevez a bep doare hag evit pep seurt labouriou. Graet em eus, me va-unan, pennadou brezonek da zisklêria d’am lennerien petra oa ar mekanikou nevez-se [6].
Klaoda ar Prad (Barz Plougastell, Pluennzir, Klaoda), daoust n’oa ket anezañ eur barz dispar, en deus pouezet kalz war spered e genvroïz. Da genta, en e skol, ec’h eeune e ziskibled yaouank en hent ar garantez-vro hag ar Yez [7]. An holl amzer a chome d’ezañ er-maez eus ar skol a rôe da studia ar Yez ha da skriva. En tu-hont d’ar peziou a zo bet moulet war Groaz ar Vretoned, en deus skrivet meur a levr.
Eur mestr all, ken gouestlet d’ar Brezoneg ha d’ar Vro, e oa Evnig-Arvor (an Ao. Caurel). Savet war ar maez, e Kerne, gant e vamm, eur Vrezonez vat anezi, ec’h anaveze mat-tre yez e gorn-bro ha dreist-holl an holl hengouniou a zo bevoc’h kalz e Kerne eget e lec’h all. Rei a reas da Groaz, etre kalz a draou all, kan an Eginane, kan ar Pasionou, ha giz koz Hollaïka Kerne. Anvet da vestr-skol e Breiz, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, e lakas e holl amzer vak da sevel peziou brezonek evit ar vugale. Unan eus ar peziou-se a zo moulet war Groaz : Paner vurzudus Fañch Koz. Derc’hel a ra bepred gant e labour evit ar Vro.
Herminig, eur vestrez-skol, n’em eus ket anavezet nemet dre hec’h oberou. Skriva a reas eur gontadenn, Steredenn, hag a blijas kalz d’al lennerien. Moulet e voe war baperennou distag ha rôet pe werzet war-dro ugent mil anezo [8].
Lec’hvien (an Tremener) a oa eur c’hloareg yaouank n’em eus ket anavezet kennebeut. Skriva a reas evit Kroaz ar Vretoned peziou-barzoniez uhel-tre o mennad ha reiz ar yez anezo. Goude e varo, degouezet re brim evit Breiz, rak danvez dispar a oa ennañ, e voe dastumet eun teskad eus e varzoniez en eul levrig [9]. Ouspenn eur barz mat, eun den a studi a oa anezañ ivez. Dastumet en doa en eur geriadurig holl c’heriou e gorn-bro Treger.
Marion (Herbot) a oa unan eus skolidi yaouank an abad Clerc hag unan eus ar re wella donezonet. Gwaz a se, e oa gwan e yec’hed hag e rankas mervel e-keit ha ma oa c’hoaz war e studi-beleg. Kent mervel en doa degaset d’in e luc’hskeudenn, en e sae-veleg, hag etre e zaouarn Kroaz ar Vretoned, evel evit diskouez an diou garantez a entane e ene : karantez Doue ha karantez e vammvro [10]. Eun nebeut peziou-barzoniez diwar e zourn a zo bet moulet war Groaz ar Vretoned.
Gwennou a oa gwall-zisheñvel diouz ar re all. Pa stagis da skriva pennadou brezonek war La Croix des Côtes-du-Nord, e tegasas Gwennou eul lizer d’in, o kinnig dont da genlabourer. Moulet e voe d’ar mare-se eun nebeut pennadou graet gantañ, ken e komz-plaen ken war rimou, e-touez ar re-mañ Diviz an daou Dog, eur seurt diviz fentus etre eun tog koz hag eun tog nevez. Goude-se e teuas istor Yan o vont da Baris, a voe moulet goude en eul levrig, ha traou all c’hoaz. Eur skrivagner mat e oa, o terc’hel da roudenn ar Gonideg, nemet, evel kalz eus skrivagnerien an amzer-se, e veze en e spered huñvreou a bep seurt diwar-benn an doare-skriva. Gwaz a se, e oa bet trenkaet d’ezañ e ene gant eur vuhez a drubuilh hag a drevell. Ne rae nemet klemm ouz dizanaoudegez ha fallentez an dud. Dournskridou a-leiz en deus lezet hag o dije talvezet ar boan o moula. Skrivet em eus goude e varo da dud eus e anaoudegez evit klask o c’haout ; n’em eus ket tizet hen ober. Gwella skrid a chom a-ziwar e lerc’h eo an droidigez eus Levr al Labourer e yez Leon. Savet en doa ivez, evit an Ao. Kloareg, maer Plouian, a rôe harp d’ar c’hoarierien-beziou, meur a bez, unan tennet eus Pevar mab Emon, a-gevret gant ar Garreg.
E-touez ar veleien o deus kenlabouret, e teu er renk kenta an Tad Bourdoulous. Eun Tad Jezuist e oa hag en doa studiet mat ar Yez ha desket ouspenn ar c’hembraeg. Pa veaje e veze gantañ bepred en e c’hodell eur c’hatekiz katolik e kembraeg a helle lenn hag intent aes-tre [11]. Skriva a reas evit Kroaz ar Vretoned kalz a varzoniezou kentelius en eur yez aes ha reiz-tre. Mervel a reas, skôet gant eur maro trumm er gador-brezeg e-pad eur mision, hag e voe e varo eur gwall-goll evit ar brezoneg hag evit an Iliz e Breiz.
Dastumet en doa an Tad Bourdoulous danvez eun istor eus ar c’hantikou brezonek hag e heulie gant aked kement a veze graet evit sevel kantikou nevez pe nevesaat ar re goz. E-touez nevesaerien ar c’hantikou koz edo Person Tredrez (an Ao. ’n abad Durand). Evit kement gouel a zegoueze er bloaz, e oa boas Person Tredrez da furcha levriou kantikou koz ha da adwiska diwarnezo eur c’hantik nevez bennak a gase prim-ha-prim da Groaz ar Vretoned. Kempennet-mat e oant bet gantañ en eur yez reiz hep beza diaes, nemet ec’h ankounac’hae bepred ar mignon koz merka mammenn genta e gantik nevez, ar pez a zisplije kalz d’an Tad Bourdoulous, ar studier rik ha gwirion ma oa [12].
Pa lenner oberou Gab Liskildri (an Ao. ’n abad Lefèvre), diaes e teufe war ar spered ez int bet savet gant eur beleg. N’eus enno netra a dennfe d’ar gelennadurez kristen [13]. Donezonet-dispar e oa evel barz, ennañ eur spered lemm ha beo-kenan, E bluenn a oa ken ampart da rima ken e c’helle skriva pajennadou a-bez a varzoniez, ken aes ha ken prim ha ma skriv ar re all e komz-plaen, heñvel ouz ar barz latin Ovidus gwechall. Eus buhez-bemdez an dud a wele en-dro d’ezañ, e tenne danvez oberennou, taolennou gwirion ha birvidik eus traou ha giziou Breiz Treger. E yez ivez a oa tregeriek, hogen, daoust d’he stumm rannvrôek, pinvidik ha reiz. Prizet ha karet kalz e oa gant holl lennerien Kroaz ar Vretoned [14].
Ar re genta-se a heller ober gwir lenneien anezo, stag muioc’h pe nebeutoc’h ouz roudenn diskibled ar Gonideg, o doa bleuniet e Treger dreist-holl dindan an eskob David, D’o heul e hellomp envel ivez Meliaf. Ganet e Kerne-Uhel, war harzou Gwened, en doa graet e vad eus perziou dreist an diou eilyez-se, ha koulskoude, dre m’en doa studiet ha ma strive da skriva eur yez lennek, e save oberennou dudius da lenn da gement Breizad desket a oa. Gounezet en doa priziou e kenstrivadegou Kevredigez Breiz hag e voe kavet dellezek da veza degemeret da ezel Breuriez-Veur ar Brezoneg [15].
Ar Mignon (an Ao. ’n abad Beskont) en deus skrivet war Groaz ar Vretoned kalz a bennadou e yez plaen dinaouet war eun dro eus e anaoudegez doun war draou ha buhez ar maeziou hag eus e c’hoant da rei d’e genvroïz eur gelennadurez kristen [16].
N’en doa ket studiet piz evel ar re all, al lenneien vrezonek en e raog, hogen pleustret en doa dreist-holl ha pleustret da vat yez ar bobl. Anaout a rae gwelloc’h eget nikun ar geriou-micher hag ar c’hant ha kant doare-lavar ma ra ganto al labourerien da zisplega o menoziou.
Yan Naden eo lesano unan eus ar re amparta e-touez ar Varzed yaouank a vleunie e derou an XXvet kantved. Embannet eo bet war Groaz ar Vretoned meur a bez koant savet gantañ adalek ar bloaz 1901 betek ar bloaz 1903 [17]. Mont a reas Yan Naden da soudard, hag e-pad ar Brezel Bras e voe anvet da goronal.
An Eün, lesano an Ao. ’n abad Kamm, brudet e-touez e genvreudeur evel eur skrivagner ampart ha flour, eun tammig heñvel ouz Anatol ar Bras, en deus lezet en dournskrid kalz a beziou-barzoniez. Eun tammig anoazus e oa ha n’en deus rôet d’ar moulerez nemet nebeut-tre eus e oberennou [18].
Dir-na-Dor, eus e ano gwirion Erwan ar Moal, pa zeuas da Groaz, en doa graet studiou mat, o doa gwellaet e zonezonou-natur evel skrivagner ha barz. Studiet en doa, ouspenn ar galleg hag al latin, ar brezoneg dindan an Ao. Pennek, brudet d’ar c’houlz-se evel ar gwella skrivagner e yez Treger. Da yez Treger e talc’has bepred ar Moal, ha kement-se a voe kentoc’h noazus d’e skridou, dre ma rae dreist-holl gant ar yez trefoet a gomzer en-dro da Wengamp. Daoust da se, mestroniet en doa ken mat e rannyez ken e tennas diwar an taol kenta sellou an holl. E beziou-barzoniez a dalvezas d’ezañ eur priz kenta en eur genstrivadeg savet e Roazon gant an Ao. Loth ha meuleudiou hemañ. E gontadennou moulet en daou levr dindan an ano a Bipi Gonto a reas berz hag a bouezas kalz da denna lennerien da Groaz ar Vretoned. E beziou-c’hoari, dreist-holl ar re c’hoarzus evel Tog Jani, An hini goz o tenna he foltred, a zo bet c’hoariet alies-meurbet betek e Pariz. Estreget e skridou, e talvezas ar Moal da zerc’hel war sav Kroaz ar Vretoned. Tenna a reas daveti skoazell ar veleien, ha p’en em gavas ar gelaouenn en eur wall-enkadenn dre m’edo e goulou an eskob Morel, e kemeras ar renerez anezi em lec’h, a-unan gant Boscher, a oa sellet mat eveltañ er bed a gloeregez. Pa rankas Kroaz ar Vretoned koueza, e teuas ar Moal da sevel war he lerc’h eur gelaouenn nevez, Breiz, da zerc’hel gant labour ar Yez. Pouezet en deus
kalz ivez war emzao ar Bleun-Brug. Pennadou gallek diwar-benn gwiriou Breiz a voe embannet gantañ
d’ar c’houlz-se en eur stagadenn c’hallek da Feiz-ha-Breiz, anvet Korn-Boud. Gwaz a se, e voe difennet gant an eskobelez ouz emzaverien ar Bleun-Brug pledi gant gwiriou Breiz hag an emrenerez. Ar Moal a rôas ar skouer eus ar sentidigez leun da urziou an eskopti, nemet, daoust ma rank Breiz kerzout e roudou divreizek ar Wask vat, e sav gwech ha gwech all e vouez enep d’an Oberoù kristen a Zeskadurez, a Wask hag a Yaouankiz, dre na rôont perz ebet d’ar Yez ha d’ar Spered Bro. A-drugarez d’ezañ eo ez eus bet gallet kaout eul lec’hig bennak d’ar brezoneg er skoliou kristen. Harpet eo bet en hent-se gant an Ao. ’n eskob Trehiou, anezañ eur Breizad mat, gouest da veiza ha da brizout labour ar Moal [19].
N’hellan ket kuitaat ar Moal hep gouestla eur geriennou bennak d’eur breur d’ezañ, Laouik. Hemañ n’oa ket desket evel e vreur, hogen ken tuet e oa hag heñ d’ar varzoniez ha d’al lennegez. Skrivet en deus e Kroaz pennadou e yez plaen pe e yez rimet. Ranket en doa divrôa ha beva e Pariz, hag e tañvaas drezañ e-unan holl c’houervderiou an harlu er Gêr Vras. Savet en deus diwar se eur romant anvet ar Ger villiget. Ouspenn skriva, en doa krouet e Sant-Denez eur bodad Breiziz heñvel a-walc’h ouz Kelc’h keltiek an Ao. Régnier e Pariz, nemet e rae muioc’h gant ar yez hag e tize dounoc’h pobl izel ar fabourziou. Bevaet e oa ouspenn gant eur mennad kristen dindan paeroniez sant Erwan e oa bet lakaet gant e rener [20]. Kalz a vad en dije graet Laouik d’e genvroïz harluet eveltañ, ha, dre e skridou ivez, da Vreiziz chomet e Breiz, m’en dije Doue lezet e vuhez gantañ. Evel kel lïes a re all e voe skôet d’ar maro gant ar brezel [21].
Unan all eus kenlabourerien Kroaz ar Vretoned, kouezet ivez er brezel, eo Dirlemm (ar Bras). Ganet e oa war ar maez e Bro-Leon hag e reas e studiou e skol Landerne dindan Klaoda ar Prad. Hemañ a welas pegen speredek e oa ar bugel, hag e reas e wella d’e drei mui-ouz-mui ouz e vammvro Breiz-Izel. Deuet da vestr-skol, e heulias Dirlemm skoueriou e vestr. Evel skrivagner en dije graet labouriou dispar, rak e wele sklaer e tleer gwellaat dre ar studi ha pinvidikaat bepred parkad ar bobl. Degemeret en doa diwar an taol kenta ar yez lennek. Ar bloaz ma oa bet kinniget eur priz evit eur pez savet war rimou-diabarz, e teuas a-benn, en eur ober eur miz bennak, da studia war ar seurt oberennou graet er Grennamzer ha da ober e-unan eur pez en devoe ar priz kenta.
Ar Yeodet (Boscher) a zellez eul lec’h a enor, e-kichen ar Moal, e-touez skrivagnerien ha harperien kenta Kroaz ar Vretoned. N’oa ket desket evel ar Moal, hogen tuet dre natur d’an doare-skriva uhel hep beza diaes, ha stummet eun tamm diouz ton ar prezegerez. Hag eur prezeger a voe anezañ e gwirionez. Kerkent ha ma voe savet war ar maez bodadegou kristen a yaouankiz, e paras ar Yeodet evel eur steredenn e-touez ar re a lakae o foan da gentelia ar re yaouank er c’hendalc’hiou. Galvet e voe gant mignoned e-pad eur pennad da Vontroulez da genlabourer brezonek ar Résistance. Goude e teuas da genlabourer L’Indépendance e Sant-Brieg. Ar vuhez-se a genskrivagner hag a brezeger katolik a zistrôas marteze eun nebeudig e spered diouz an emzav broadel. Hogen, evel ar Moal, en deus pouezet kalz evit lakaat ober he lec’h d’ar Yez en Oberou kristen, dreist-holl en Oberou a Yaouankiz kristen. Savet en deus e vouez dibaouez ouz ar re a glaske gallega an Oberou-se. Da Groaz ar Vretoned en deus rôet kalz a bennadou skrivet-mat diwar-benn politikerez kristen dreist-holl, ha kanaouennou o tenna gwelloc’h da vuhez ar vro, diwar-benn mirout ar gwiskamant, ar yez hag ar giziou koz [22]. Pa darzas ar Brezel, e rankas mont da genta d’an talbenn e-lec’h e kollas eur breur, Breizad mat eveltañ, ha goude, evel troadeg an Inizi, d’ar Balkaniou. Ac’hano e skrive bemdez da Groaz ar Vretoned eun danevell eus ar Brezel dindan an ano a Notennou-brezel. An notennou-se a zo bet skrivet gantañ deiz-ha-deiz e-kreiz skuizder ar c’herzadennou pe zoken tan an emgannou. Sebezet e vane ar re all ouz e welout o skriva ken dinec’h ha tra e Notennou e-barz toullou graet gant tarzadennou ar bouliji. An darn-vuia eus an Notennou-se a zo bet embannet war Groaz ar Vretoned [23], nemet pennadou a-bez bet rasklet gant Anastazia dre ma kave skeudennet re wirion enno reuziou ha torfedou ar brezel [24]. Abaoe ar brezel, kemeret gantañ lec’h e vreur lazet, evel su-ward e Kerne, e timezas hag e ro evel gwechall skoazell e bluenn d’e vignon ar Moal.
A-unan gant ar Moal ha Boscher e teu an Ao. Koroller (Gweltas) er penn kenta eus an Emzav. Gwelloc’h emzaver e oa zoken Gweltas eget an daou all. Desket-bras ha studiet pell gantañ traou Iwerzon, e wele spis ar pez a harze hon Emzav da vont war-raok : an diouer a emskiant vrôadel e-touez Breiziz. Da barea ar gouli-se, e lakaas e boan en daou hent disheñvel : da genta, hent deskadurez Istor ar Vro, ha, d’an eil, hent kelennadurez vrôadel ar vugale. Savet en deus eun niver pennadou skrivet en eun doare aes ha poblek diwar-benn Istor Breiz. A-unan gant ar Moal, en deus savet evit ar vugale kalz a draou talvoudus : pennadou war Groaz ar Vretoned, kenstrivadegou, priziou, ha, diwezatoc’h, eun tammig kelaouenn anvet Arvorig [25]. Gant an enebiez en deus kavet d’ar c’houlz-se ne reas al labour nemet nebeut a verz d’ar mare, hogen diwezatoc’h avat e voe gwelet ar frouez anezañ. Strivet en deus ivez Gweltas da drei sellou e genvroïz ouz skoueriou Iwerzon, ha graet en deus kalz evit bruda ar brava toniou iwerzonek a gare sevel warno barzoniezou. Rôet en deus ivez da anaout da Vreiziz oberennou savet e broiou an hanternoz, hag a zere muioc’h ouz o zemz-spered eget oberennou ar skrivagnerien c’hallek, en o fenn kontadennou Selma Lagerlof. Eur rakheñcher eo bet e gwirionez da Walarn [26].
Eur skrivagner dioutañ e-unan e oa Eostig Kêrinek (Krok). Diaes eo lavarout mat petra e oa stumm-spered. E-kreiz ar vuhez en deus diskouezet beza eun tamm evel Yann ar Mil Vicher, hizio skrivagner en eun ti-bank, warc’hoaz tavarnour pe viliner-bleud, pe ganolier, pe n’ouzon petra. Daoust d’an holl reuziou-se, e vane bepred laouen ha tuet da c’hoarzin ha d’ober al lu gant pep tra, tud ha traou. An dro-spered-se a gaver dreist-holl en e skridou. Dispar e oa evel marvailher. Daou zibab a zo bet graet eus e varvailhou, unan gant Kroaz ar Vretoned, egile gant embannerien Buhez Vreiz. Diaes e ve kavout levriou fentusoc’h ha dudiusoc’h da lenn. Eur pez-c’hoari flemmus en deus skrivet war gleñved ar medalennou. E beziou-barzoniez a oa uheloc’h o stumm eget e skridou e yez-plaen. Evel m’en doa studiet-piz ar yez, e oa deuet a-benn da groui eur yez varzek, war eun dro pinvidik-tre hag aes a-walc’h, a wiske enni taolennou fantaziek-kaer. Taoliou-micher eo e gwirionez darn eus an taolennou-se, evel unan gouestlet d’ar c’hilhog. Kalz eus an oberou-se, hag ar re vrava, a zo diembann. Desket-bras e oa hag en deus hen diskouezet dreist-holl en eur genstrivadeg diwar-benn eun droïdigez, danvez an droïdigez lezet e diviz ar skrivagner. Krok a gemeras unan eus brava ba diaesa pajennadou Châteaubriand hag he zrôas e brezoneg, en eun doare ken skedus, par da stumm-skriva skeudennus ar galleger brudet, ken ma chome batet ouz he lenn an Ao. Ernault. Ar priz kenta en devoe eviti. Goude ren eur vuhez gwall-drubuilhet, e varvas Krok e Brest hep beza tennet nemeur a sellou war e skridou, a zo koulskoude e-touez ar re wella [27].
Da heul ar re-se, rôomp ivez eul lec’h a enor da Loeiz ar Floc’h. Drezañ e-unan, dre hir-bleustra war ar yez, ez eo deuet a-benn, hag heñ o veva war ar maez diwar e vicher, hep levr na levrdi na kentel ebet, da vestronia souezus ha da skriva reiz-tre e yez Leon. E skridou, dreist-holl ar re e yez-plaen, a zo skrivet en eur yez veo ha pinvidik-kenan, gant doareou-lavar ar bobl lakaet eus ar gwella da vravaat an danevell pe an diviz. Rak, ouspenn marvailhou, e sav Loeiz ar Floc’h peziou-c’hoari fentus eus ar gwella. Rôet en deus da Groaz ar Vretoned, hag ivez d’ar Courrier du Finistère ha d’Ar Bobl, eun niver marvailhou ha romantou [28]. P’edo ken-skrivagner d’Ar Bobl, e voe eeunet gant rener ar gelaouenn-se war hent skoasellus ar romant giz ar Petit Journal, gant darvoudennou diwirheñvel, dastumet a-ratoz evit skei ouz ar speredou. Gwell a se evit e vrud, e tilezas buan an hent treuz-se evit dont en-dro d’ar stumm breizek. An danvez koulskoude eo a ra diouer en oberennou Loeiz ar Floc’h. Re nebeut a zeskadurez en doa evit dibab er-maez a Vreiz danvez romantou a zastume diwar skouer ar « feuilhton ».
Eur c’henano da Loeiz ar Floc’h, nemet e oa bet gallekaet d’ar Page, en deus skrivet a-wechou war Groaz ar Vretoned. Ganet barz e oa-heñ, leun e varzoniez a heson, ha kaeraet gant doareou-lavar Kerne eus ar brava. Heñvel a-walc’h e oa er feur-se ouz eur barz all a Gerne, Meliaf [29].
Mathaliz, ganet e Bro-C’hall a gerent vreizat, en deus rôet, evel meur a Vreizad all divrôet, ar wella skouer a garantez ouz ar Yez hag ouz ar Vro. Skrivet en deus e brezoneg sonedou, entanet bepred gant ar vrogarantez virvidika. Darn anezo a zo bet moulet war Groaz ar Vretoned [30] ha dastumet goude en eul levr.
Hollzent ar Garreg er c’hontrol n’oa ket andoniete awen, evel hini Mathaliz, en eienenn rik ar garantez-vro.Eun arzour eo, o wiska testennou koant pe dener gant gwerzennou labouret betek re. Heñ eo en deus degaset e Breiz giz ar rimou pinvidik, a ra reuz bremañ dindan an Tadou Kerrien hag Helgouarc’h [31].
Er penn-ahel enep eus ar bed barzoniel eman Juluan Godest, hag heň ken poblek ha ma oa ar Garreg lennek hag a-us d’ar boutin. Skriva a rae diwar skouer ar gwerziou gwechall peziou rimet hir ha kentelius a oa deuet mat gant lennerien Kroaz ar Vretoned. E wella re e oa diwar-benn darvoudou ar Brezel diweza. Gant talvoudegez hag euz an darvoudou-se e tihunas da vat e awen er barz koz, betek ober anezañ a-wechou eur gwir varz eus an uhela-moueziet.
Frañsez Gourvil, anavezet-mat gant an holl vrezonegerien, en deus ivez kenlabouret da Groaz ar Vretoned. E benna skrid e voe an droidigez eus ar C’houil aour gant Edgar Poe [32]. <nowiki/ >
Skouer vat Herminig, ar genta Breizadez a skrivas evidomp, a zo bet heuliet gant teir Breizadez all : Konstansa ar Merer, Filomena Kadoret ha Loiza Charran, Eus an teir-se, Konstansa ar Merer e oa an desketa. Ouspenn ma skrive barzoniezou en eur stumm reiz ha klasel, o lakaat anat he doa bet darempred gant pennoberennou ar varzoniez c’hallek, e oa anezi eur sonourez vat. Meur a wech he deus degaset d’eomp, a-unan gant he feziou, toniou-sonerez bet savet ganti evito. Awen uhel an darn-vuia eus he feziou a rae d’in kouna er Geumraez Anna Gruffudd, hag, evel n’em boa ket he gwelet biskoaz, e kave d’in he doa an aer uhel ha leun a veurded a weled e skeudenn ar varzez a Gembre. Souezet e voen, n’eus ket pell, pa ’m boe ar blijadur da gaout he bizit. Eur vaouezig bleo louet ha tener-kenañ he mouez, hep netra a veurdezus avat, a welis dirazoun, o c’houlenn ouzin kelou eus va yec’hed, a oa gwan-kenañ d’ar mare, hag o lavarout pedi Doue evidoun [33].
Filomena Kadoret a zellez outi avat al lesano he devoa kemeret : Koulmig Arvor. N’oa ket desket evel Konstansa ar Merer, hogen, maget war ar maez e-touez Breiziz rik o terc’hel da spered ha da c’hiziou ar Vro, e kane dispar hec’h awen-natur holl gaerderiou ha karanteziou Breiz. Kemenerez a vicher, e veze pedet d’an euredou gant ar gwragez-nevez he doa graet o dilhad-eured, hag e kane gant eur vouez dudius kanaouennou koant-koant bet savet ganti war ar brava toniou. Koun am eus eus eur gouel a oa bet savet gant Anatol ar Bras da Loeiza Beleg, unan eus e gonterezed. An holl varzed ha skrivagnerien a oa en em zastumet eno, ha pep hini anezo a zeue d’e dro da lavarout eur pennad prezegenn, da zisplega eur pezig-barzoniez pe da gana eur ganaouenn war vez Loeiza. Eur sebez, eur bam e voe d’an holl pa voe tro Filomena Kadoret. Dont a reas, diardou-kaer en he gwiskamant Kerne, ha diabaf-tre e tisplegas eur maronad d’an hini varo [34]. Eun nebeut goude, dindan paeroniez ha gant skoazell Anatol ar Bras, a reas d’ezi eur c’hentskrid, ec’h embannas Filomena an teskad eus he c’hanaouennou a zo e-touez ar re zudiusa bet embannet biskoaz e Breiz [35].
E-touez ar re genta a zeuas da Groaz ar Vretoned e voe Loeiza Charran. C’houezek vloaz e oa d’ar c’houlz-se, ganet war ar maez hag hep deskadurez ebet, nemet e ouie hag e kare, a zo gwell, lenn ar brezoneg. En em staga a reas gant he holl galon ouz Kroaz ar Vretoned, hag e klaskas e pep doare beza talvoudus d’ezi. Galvet dre vicher da redek ar vro en-dro da Lanuon, e tastume keleier amañ hag ahont, ha, deuet en-dro d’ar gêr, o lakae dre skrid da gas d’he c’helaouenn garet. Ar pardoniou dreist-holl a denne he sellou a Vreizadez gristen, hag e oa deuet ampart-tre d’o zaolenna ha da lakaat e berr evit he c’henlennerien ar c’henteliou kaer he doa klevet en e brezegenn gant ar pardoner. En tu-hont d’he fennadou-kelaoua, he deus savet ivez eun nebeut marvailhou, ha zoken peziou rimet, en o zouez unan e koun d’eur filhorez marvet, a zo leun a deneridigez. Goude ar Brezel, e timezas gant Klaoda ar Prad, m’oa bet eur vaeronez vadelezus d’ezañ e-pad ar reuziad. Evit gallout beva, int-i hag o merc’hig, e rankjont kuitaat ar Vro, Goude maro Klaoda, e tistrôas Loeiza da Gêrvaria-Jular, o tegas ganti relegou he fried karet, ar barz mat Klaoda, n’oule ket kousket e hun diweza en eun douar estren [36].
Kroaz ar Vretoned a zo bet disterik he ganedigez hag he bugaleerez. Da genta ne voe anezi nemet eur bajennadig hag a veze da stagadenn La Croix des Côtes-du-Nord. Rener ar gelaouenn-mañ, an Ao. Delangle, a rôe d’e lennerien stagadennou gallek moulet e Pariz, na zereent ket ouz al lennerien vreizat. Kinnig a ris d’ezañ ober pep sizun eur stagadenn vrezonek, gant ma paefe d’in an nebeut santimou a yae en-araok da Bariz. A-drugarez d’an emgleo-se e c’hellas ar Groazig en em astenn ha beva. Tennet ez eus bet betek eiz mil eus ar stagadenn unfollennek-se. Diwezatoc’h, o welout e oa ken deuet-mat, e trôis stumm d’ezi, ouz he moula war beder bajenn [37]. Miret e veze moul an hanter anezi d’ober evel araok ar stagadenn war diou bajenn a rôed da Croix des Côtes-du-Nord, hag a veze paeet ganti. Daoust d’ar skoazell-se, ne voe ket ar Groaz nevez evit ober he frejou, hag an toull er yalc’h a yeas war greski dre ma kreske priz ar moulerez. Kement-se a voe unan eus an abegou a reas d’in he dilezel er bloaz 1920. Eur penn-kaoz all eo e tisplije ar garantez-Vreiz hag ar pennadou savet da zifenn ar Yez hag ar Vrôadelez d’an eskob Morel ha d’ar veleien divreizek dindanañ.
Pa darzas ar Brezel, e miz Eost 1914, e rankas Kroaz ar Vretoned mont war vihanaat ha distrei d’he diou bajennad kenta. Nemet ma strisae he ment, e ledanae kemend-all kelc’hiad he lennerien. Kaset e veze bep sizun dre bakadou d’an holl soudarded a Vreiz-Izel en em gave, pe war an talbenn, pe en adreñv, pe er c’hlañvdiou. Degemeret-mat e veze dre-holl, neket hepken gant ar soudarded. Gant an ofiserien e veze deuet-mat ivez, dre ma welent e oa mat da galonekaat o zud. Meur a ofiser a gasas d’in profou ha zoken kartennou, m’o doa skrivet warno eur gerig a c’hourc’hemennou e brezoneg. E-touez al lennerien, dreist-holl e-touez Leoniz, en em gavas danvez kenskrivagnerien. Ar gwella hini e voe eul Leonad anvet Normand, a save peziou-barzoniez eus ar c’hoanta. Re all a zegase gwerziou pe ganaouennou evel Kanaouenn an Artilherien ha hini an Nijerien, a voe moulet war baperennou distag da zarnaoui d’al lennerien. Eur werz diwar-benn eun taol-kaer graet gant eur rejimant koz a voe kavet ker mat gant an ofiserien ken e voe aotreet d’an oberour lakaat enni ano ar rejimant hag al lec’h ma oa degouezet an taol. Moulet eo bet ivez war baperennou distag. Eun oberour-gwerziou eus an aketusa e oa eur c’henvrôad d’in, anvet Gwareger. Sevel a rae e werziou, ken dinec’h ha tra, p’edo en toullou-selaou kleuzet da evesaat fosiou an enebour hag eun nebeut kammedou diouto [38].
Lennet evel-se gant Breiziz a bep korn ar vro, kalz anezo o kenlabourat en o eilyezou, e rae kalz Kroaz ar Vretoned evit unani war eun dro ar speredou hag an eilyezou disheñvel. Santout a raent-holl, Leoniz, Tregeriz ha Kerneviz, Gwenediz zoken [39], ne oa anezo nemet an hevelep brôadelez keltiek hag an hevelep yez. Goude ar Brezel, pa rankis lezel gant an diyec’hed hag an diouer-arc’hant, e vije bet gallet, d’am meno, dre en em harpa war ar skouer-se, sevel eur Wask-bobl unvan evit Breiz-Izel a-bez. Gwaz a se, ar genlabourerien n’oa ket a-walc’h anezo [40]. Amañ, e Sant-Brieg, n’oa chomet ganen nemet va mignon Ivonig Picard, na baouezas ket da zegas da Groaz ar Vretoned pennadou ha barzoniezou bep sizun, koulz lavarout, e-keit ha ma padas ar Brezel.
Bras eo bet levezon Kroaz ar Vretoned. A-drugarez d’ezi ez eus bet eur vuhez lennegel e Breiz Dreger e-pad ouspenn ugent vloaz. Skrivagnerien a ziwanas a-zegou e-touez ar bobl [41]. An holl dachennou ma labour spered hag ijin mab-den a zo bet pleustret warno gant ar Yez vrôadel : labour-douar, maga-loened, skiantou an tiegez, mekanikerez, Istor, yezadur, kelennadurez kristen, lennegez-diduella, barzoniez, furnez ar bobl, hengouniou ar vro, h.a. [42]. Stad ar Yez a zo bet gwellaet ha reisaet ganti. Evel e-touez Gwenediz e reuzie e Treger, e-pad ar bloaziou 1883-1893, ar c’hleñved-emzisranna. An nebeut beleien a skrive e brezoneg n’oulent ket klevout ano eus ar Gonideg. Dizarbenn al lizerenn k, rei degemer d’an holl distresadennou eus yez ar bobl, ha, dreist-holl, degemer geriou gallek a-vern n’o doa ken mennad. Unan anezo, an Ao. Pennek, en doa savet, diwar skouer Gwenediz, eun doare-skriva nevez, n’oa lec’h ebet ennañ, na d’ar k, na d’ar c’h, na da lh. Eur yezadur en doa graet ivez, ma rôe ennan da reolenn gwasa trefoedach e gornig-bro Pederneg. A-drugarez d’an abad Clerc, aliet gant an Ao. Ernault, e voe distrôet ar skrivagnerien diwar ar wall-roudenn-se, ha strivet da zegemer doare-skriva Emgleo ar Skrivagnerien, a voe skignet tamm-ha-tamm dre Vreiz a-bez gant Kroaz ar Vretoned. War eun dro e tenne mui-ouz-mui d’ar Yez unvan dre ma kreske he c’henskrivagnerien a Vro-Leon hag a Gerne-Izel : Klaoda, Dirlemm, Krok, Gourvil, Normand, h.a. Dre-se he deus digoret an hent d’an Emzav lennegel a welomp o sevel hag o kreski bremañ (1925-1931) dreist-holl en-dro da Walarn.
- ↑ D’an eilvet a viz Gouhere 1893 eo e stagas an Ao. Vallee da skriva e brezoneg war La Croix des Côtes-du-Nord buheziou sent ar Vro : 26 linenn brezoneg kollet e-mesk an danevellou hag ar c’heleier gallek, tra ken dister m’o deus poan an daoulagad o para warnañ, eienenn vihan o ploma, ken dinerz c’hoaz, e-touez ar geot hag an deliou, ma n’he gweler nemet a-boan en o zouez, eienenn vihan, eienenn « Kroaz ar Vretoned ». Eur gouel en enor d’an Ao. F. Vallee a savas Kroaz ar Vretoned bremañ ez ens naontek vloaz, war G. ar V., an eitekvet a viz C’houevrer 1912. A-zivout labour an Ao. Vallee, lenn ar brezegenn graet gant an Ao. Even war niverenn ar 25 a viz C’houevrer 1912 (M. M.)
- ↑ Moulet eo bet ar Mevel-laer war niverenn an 10vet a Vae 1908 ha war an niverennou da heul. Da evesaat : en notenn-mañ, evel en notennou all war he lerc’h, ne verkan nemet niverenn an traou a dalv (en eur c’heñver pe geñver : Yez pe all) ar boan da veza advoulet. A-zivout buhez ha maro ar Breur Konstantius, lenn pennad Klaoda war niverenn an 28t a viz Genver 1906 (M. M.)
- ↑ Kenteliou war al labour-douar skrivet gwechall gant ar Breur Abel ha trôet e brezoneg gant e aotreadur, 4e a Wengolo 1910 ha niverennou da heul ; 15vet a Vezeven 1913. ha niv, da heul (M. M.).
- ↑ Kenteliou war ar Gwenan, ar wella giz da sevel anezo er c’holoennou (pe geleven) gant sterniou lem-laka, 18vet a viz Here 1903 ha niverennou da heul (M. M.)
- ↑ Bez’ ez eus war Groaz ar Vretoned meur a bennad dudius da lenn diwar-benn ar gwenan. N’oun ket evit digemma ar re anezo a zo bet skrivet gant maer Lennon, Setu-i aman : Penaos ober eun taol-gwenan ? 30 a Vezeven 1901 ; Ar gwenan, 2 a Veurz 1902 ; Penaos sevel ar gwenan ? 20 a Ebrel 1902 ; 15 a Vezeven 1902 ; Eun taol-lagad ouz ar Gwenan, 17 a Wengolo 1911 (M. M.)
- ↑ Eur sell ouz gwellaennou al labour-douar e-pad ar c’hantved diweza, 7vet ha 14vet a viz Gouhere 1901 ; An digoavenerezed pe diziennerezed, 22 a viz Du ha 13 a viz Kerzu 1903 Ar presour (pe ar waskell), 22 a viz Du 1903 ; Ar gwaskellou (presouriou) nevez, 13vet a viz Kerzu 1903 ; Eur geriennou bennak diwar-benn ar mekanikou nevez dre eoul-douar, 8vet a viz Kerzu 1903 ; An didouezierez pe aozerez-ed, 17vet a viz Genver 1904 (M. M.)
- ↑ Unan eus ar re o deus graet ar gwella enor d’o mestr eo Abeozen, kenlabourer Gwalarn, en deus savet dreist-holl troïdigeziou talvoudus-kenañ eus ar c’hembraeg, en o zouez ar Mabinogion, Eñvorennou Twm o’r Nant, h. a. (F. Vallee). — Diwar e eñvoriou eus ar Brezel Bras, en deus ivez Abeozen stummet kontadennou trivlius : Marvailhou an Drailh (M. M.)
- ↑ Steredenn ; Botoïgo ar Werc’hez, marvailho gand Herminig, e ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1896. O filli et filiae, trôet-brao ganti e brezoneg, war niv. ar 15vet a viz Ebrel 1900.
- ↑ En koun an Tremener (Otro ’n abad Lec’hvien) : Gwerziou ha Soniou dibabet gant e vignoned diwar e baperou, moulerez Sant-Gwilherm, 1900.
- ↑ Keñveria K. ar V. niverenn an 22t a viz Gwengolo 1901 : Maro an abad Marion (Herbot).
- ↑ Catecism o’r athrawiaeth gristionogawl, moulet gant eur strollad katoliked a Gembre.
- ↑ An darn-vuia eus ar c’hantikou savet pe nevesaet gant Person Tredrez a zo bet moulet etre ar bloaziou 1898 ha 1905 (M. M.)
- ↑ Lenn, da skouer, war G. ar V. : D’ar falc’herien, 21 a viz Gouhere 1901 ; Perak ? 24 a viz Du 1901 ; Adela, 30 a viz Meurz 1902 ; An Nevez-Amzer, 10 a viz Ebrel 1904 ; Kan ar Goukou, 11 a viz Mae 1913. Gwella peziou a zo e barzaz Gab Liskildri eo ar re-se moarvat. (M. M.)
- ↑ Ar botoer-koad, 2 a C’houevrer 1902 ; Ar Groaz Pell, Plaeranek, 20 a Ebrel Ar pedennou-noz, 24 a Vae 1903 ; Pevien Breiz, 20 a Veurz 1904 ; Miz Mae, 1a a Vae ; Son ar Roulerezed, 22 a Vae ; Ar Sparfel, 26 a Vezeven ; Stign da delenn ! 8 a viz Genver 1905 ; Son ar Butuner, 22 a C’henver ; Da Groaz ar Vretoned, 15 a Here ; h. a. War Bleuniou Breiz-Izel, dibab barzoniezou kurunet gant Kevredigez Breiz e Kemperle (Roazon, 1902) : E-tal ar waz, pp. 36-40 ; O pesketa, pp. 41-6. Gab Liskildri en deus embannet ivez war G. ar V., bloaveziadou 1906 ha 1907, pennadou mat e komz-plaen a-zivout an Tiegez (M. M.)
- ↑ Dibaot-kenañ eo kavout peziou-barzoniez savet gant Meliaf war Groaz ar Vretoned. Ar gwella peziou a anavezan diwar e zourn n’int ket bet moulet eno, hogen el levr Bleuniou Breiz-Izel meneget en notenn araok, pp. 120-31 ; Lilienn, Pardon santez Barban (M. M.). War G. ar V. e kaver : D’an Alc’houeder, 18 a viz Mae 1902 ; Lutun Pontouar, 24 a viz Ebrel 1904 ; Son ar Gevier, 20 a viz Meurz 1910.
- ↑ Koanta pennadou Ar Mignon eo ar re ma taolenn enno buhez an dud diwar ar maez hep re-soñjal ober kentel d’e lennerien. Ar pennadou-se, war va meno, a dalvezfe ar boan o moula en eul levr : Chilaou ! Chilaou !! 19 a Vezeven 1904 ; Koantik !!! 3 a C’houhere ; An tennañ-lin e Park ar Porz, 17 a C’houhere ; Prosision Itron Varia Feunteunio, 24 a C’houhere ; An tremp-falz pe mern gopr-est, 31 a C’houhere ; Ar c’hi-hei, 7 a Eost ; An endramm, 14 a Eost ; Ar wastell, 25 a Wengolo ; Dour a bil, 9 a Here ; Ar rag-est, 16 a Here ; An Here, 13 a viz Du ; An tennañ-potaj, 27 a viz Du ; Ar Skoulad, 4 a viz Kerzu ; Ar yar-here, 25 a viz Kerzu ; Bloavez mat ! 1a a viz Genver 1905 ; D’al labour ! 22 a C’henver ; Al labourio, 5 a C’henver ; O teilhoa ebarz ar c’hoad, 12 a C’houevrer ; O wrac’helli, 19 a C’houevrer ; Ar charre-deilho, 28 a C’houevrer ; Baradoz dudius, hon gwir Vro ! 11 a Vezeven ; Al Lin, 16 a C’houhere ; Al Lin-Du, 23 a C’houhere ; Beg an Eost, 6 a viz Eost ; Ar frezez (sivi), 10 a Wengolo ; Ar veilherez, 26 a viz Du ; Erc’h ! 18 a C’houevrer 1906. H. a. (M. M.)
- ↑ Ma Ferson, 21 a viz Gouhere 1901 ; Petra ’ganont ? 6 a viz Here ; Nozvez ar gwadegennou, 8 a viz Kerzu ; Heiez Jenovefa a Vrabant, 22 a Gerzu ; Soizig faro, 22 a Vezeven 1902 ; An distro eus ar park, 29 a Vezeven. H. a. (M. M.)
- ↑ Nij ha kan al lapoused, 20 a viz Here 1901 (koanta pez digant an Eün bet embannet war Groaz) ; Eul loaiad mel da re ar c’hêriou, 22 a viz Mezeven 1902. H. a. (M. M.)
- ↑ Mouez chiminal an Ti kouet, 27t a Here 1901 ; Ar gachenn domm, 17t a viz Du ; Marvailh Nedeleg (komz plaen), 29t a viz Kerzu ; Sant-Brieg o kuitaat Breiz-Veur argaset gant ar Saozon, 15t a Chouevrer 1902 ; Bonedou ruz, bonedou glas, 27t a Ebrel ; Dirak an Ti kouet, 18t a Vae ; Gwerz war dismantr kér Sant-Per ar Martinik, 8t a Vezeven ; Pasion Vreiz, 25t a Chenver 1903 ; Sac’h an Ardou (yez-plaen), 8vet a Veurz ha niverennou da heul ; Ar Barzig, 31 a Vae ; Bennoz ar Barz, 7vet a Vezeven ; Ar bara segal, 23t a viz Eost ; Kentel an Ael da Adam hag Eva, 17t a Ebrel 1904 ; Tog Jani (yez-plaen), 28t a Vezeven, 12t a viz Gouhere 1908 ; Koef Nedeleg (id.), 27t a viz Kerzu. H. a. N’em eus ket merket er roll-mañ, ar c’hontadennou a zo bet advoulet en daou levr Pipi Gonto. Ouspenn ar peziou-barzoniez hag ar marvailhou meneget amañ, en deus ar Moal moulet war G. ar V. eun niver peziou-c’hoari (Marivonik Abrant, bloaveziad 1901 ; h.a.) hag e-leiz a bennadou a-zivout ar politikerez kristen ha breizek. Dre ziouer a lec’h, anvomp hepken an daou bouezusa eus ar re-mañ : Hon nerz, hon galvedigez, 1a a Eost 1909 ; Holl evit ar Vro, pep-hini hervez e gredenn ! 19 a Gerzu 1909 (M. M.)
- ↑ Lenn e K. ar V. 28 a Vezeven 1912 : Breiz ar broiou-krec’h : Bretoned Sant-Denez oc’h en em voda dindan banniel ar Relijion hag ar Vro ; Kelc’h sant-Erwan (M. M.)
- ↑ Bec’h d’ar Gallaou, 28t a viz Eost 1901 ; Son ar C’hrampoez gwiniz, 27t a viz Here ; Al leur neve, 22t a viz Kerzu ; h. a. Ar Gêr villiget, 13vet a viz Gwengolo 1908 ha niverennou da heul (M. M.)
- ↑ Mat e vefe advoula eun deiz e stumm levriou an holl skridou politikel embannet gant ar Moal ha Boscher war Groaz ar Vretoned, ha pa na vefe nemet evit diskouez da c’hallegerien Vreiz e c’heller ober politikerez e brezoneg hep mastari ar yez a c’heriou gallek (M. M.)
- ↑ E bloaveziad K. ar V. 1917 hag er bloaveziadou da heul. Notennou-brezel ar Yeodet a dalvezfe o advoula hag ober eul levr anezo. N’eo ket ker stank ar skridou testenius d’an Istor er yez vrezonek evit ma rafed fae war an hira hini. (M. M.)
- ↑ Ha dreist-holl, diouz m’en deus danevellet d’in meur a wech va mignon Vallee, ar preizadegou hag an torfedou all graet er Balkaniou gant ar soudarded vorian eus Afrika engouestlet a-viliadou gant ar C’hallaoued en o armeou (M. M.)
- ↑ A-zivout Breuriez ar Brezoneg, savet evit deski lenn ha skriva ar brezoneg d’ar vugale, lenn ar pennad anvet Breuriez ar Brezoneg, perak eo bet savet, penaos e kerz, embannet war G. ar V. 20 a viz Gwengolo 1908. Lenn ivez, war niverenn ar 5 a Wengolo 1909, ar brezegenn graet gant an Ao. Koroller e Gouel ar Banniel e Plijidi. A-zivout Arvorig, lenn K. ar V. 5vet a viz Genver 1913 (M. M.)
- ↑ Peziou-barzoniez gant Gweltas : Pedenn da Sant Herve (kinniget d’an dimezell P. M., Iwerzoniadez), 22 a viz Kerzu 1901 ; Hun Gwenola, 8vet a viz Meurz 1903 ; An Elez, sonedenn hervez giz Dante, 5vet a viz Gouhere 1908 ; h. a. Pennadou e yez-plaen : Amrah, mamm ar mein fin (trôet diwar ar saozneg), 25 a viz Eost 1907 ha niverennou da heul ; Annaïk, marvailh suedat gant Selma Lagerlof, trôet e brezoneg gant aotreadur an oberourez, 21 a viz Gouhere 1912 ha niverennou da heul ; Gweledigez an Impalaer, id., 12vet a viz Genver 1913. H. a. (M. M.)
- ↑ Fiziet eo bet ganen etre daouarn Roparz Hemon evit o moula dournskridou eus oberou Krok a zo c’hoaz diembann.
- ↑ Re hir e vije lakaat o ano d’ezo-holl amañ. Anvomp hepken : Ar big-laer, war G. ar V., 12 a viz Here 1913 ha niverennou da heul ; Tadig-koz ar c’hoariellou, 7vet a viz Kerzu 1913 ; Chidiboutig, 23 a viz Kerzu 1913; h. a. (M. M.)
- ↑ Diwar dourn ar Paj eo, war a gredan, ar peziou-barzoniez hag ar c’hontadennou embannet e Kroaz dindan an ano a Yan ar Floc’h. Yez-plaen : Oferenn an Anaon, 29 a viz Du 1903 ha niverennou da heul ; Gwalenn ar Gorrigan, 14 a viz C’houevrer 1904 ha nn. da h.; h. a. Barzoniez : Mes « la goutte » ? Biken ! 12 a viz Eost 1908 ; h. a. Eun den hegarat ha servijus-kenañ e oa ar Paj. Digantañ eo em eus bet ar geriou poblek diembann a bouez bras evit an oablouriez, ar vaenoniez hag al louzawouriez a zo bet embannet war Le Fureteur breton, eilvet bloaveziad, pp. 65-6, 204-6. (M. M.)
- ↑ Hu d’ar Gall divrezonek ! 8vet a viz C’houevrer 1902 ; Yez ar Gelted, 12vet a viz Genver 1907 ; Buhezusted hon Gouenn, 22 a viz Du 1908 ; Da Gêrmarker, 27 a viz Mezeven 1909 ; Kan brogar, 22 a viz C’houevrer 1914. H. a. (M. M.)
- ↑ Barzoniez : Gwerz war stad ar Brezoneg, 20t a viz Mae 1901 ; Seiz sant Breiz, 31 a viz Eost 1902. Yez-plaen : Eur pennadig Istor diwar-benn ar Markiz Pontkallek, Breudou-Breiz ha stad ar Vro d’ar mare-se, 13vet a viz Gwengolo 1903 ha niverennou da heul (M. M.)
- ↑ Moulet war niverenn ar 14vet a viz Ebrel 1912 ha war an niverennou da heul. Gwaz a se, Vallee, dre ma kave d’ezañ e pade re bell an embanna eus ar C’houil aour war Groaz, en deus diverret en eun doare mantrus an dibenn eus ar gontadenn dudius-se. Anat eo a-hend-all ez eo bet gwellaet gantañ ar yez anezi. Evit hen gwelout splann n’eus nemet keñveria da ober brezoneg reiz ha pinvidik ar C’houil aour ouz brezoneg paour ha fall a-walc’h Buhez ar Pevar mab Emon embannet bloaz araok gant Gourvil e ti ar Gwaziou e Montroulez. Hogos direbech eo brezoneg ar C’houil aour, nemet an ober gant kaez e-lec’h sklav. Eun hendedadur eo ha n’eo ket da veuli (M. M.)
- ↑ Laouenanig-ar-Roz e oa ano-pluenn Konstansa ar Merer. Barzoniezou : Da Goulmig Arvor, 2t a viz C’houevrer 1913 ; An Ograou dilezet, 1a a viz C’houevrer 1914 ; Ar Vadalen, 5 a viz Ebrel 1914 ; h. a. Bizit Konstansa ar Merer d’an Ao. Vallee a zo bet graet e derou miz Gouhere 1931 (M. M.)
- ↑ Keñveria K. ar V. 18vet a viz Eost 1912 (M. M.)
- ↑ Ouspenn kanaouennou, he deus Filomena Kadoret embannet war G. ar V. eur romant, Bleuniou a Garantez (23 a viz Du 1913 ha niverennou da heul) ; eur pez-c’hoari, an Heritourez (13vet a viz Here 1912 ha niverennou da heul) ; kontadennou, Yann ar Burzudou (21 a viz Ebrel 1912), h. a. ; pennadou all e yez-plaen, Bec’h d’ar soniou brezonek (10vet a viz Kerzu 1911), h, a. (M, M.)
- ↑ Diwar dourn Loeiza Charran eo an diou gontadenn goant bet medalennet gant Kevredigez Vreiz e goueliou Alre e 1902 ha moulet war Groaz : Ar Pesketaer, 10vet a viz Eost 1902 ha niv. da h. ; Istor ar Bisig, 12vet a viz Here 1902 (M. M.)
- ↑ Diwar ar c’henta a viz Here 1905 : Diouaskell da Groaz ar Vretoned (M. M.)
- ↑ Trec’h d’an holl beziou rimet-se (d’am meno da vihana) eo al lennegez-vrezel e yez-plaen Notennou-brezel gant ar Yeodet (meneget uheloc’h) hag Istor eur c’hlañvdi gant eur beleg a Vreiz-Izel bet klañvdiour war an talbenn (war ar bloaveziadou 1915-1916 eo bet moulet, nemet pennadou anezañ bet rasklet gant c’houennerien-vrezel ar skridou). Vallee e-unan en deus embannet war bep niverenn eus K. ar V., dindan an ano a Daolenn ar Brezel, eur c’hrennad eus an darvoudou c’hoarvezet e-pad ar sizun, war zouar, war vor hag en aer, ar re anezo da vihana e oa aotreet o embann gant ar gouarnamant. (M. M.)
- ↑ Vedig en Evel, gwreg Loeiz Herrieu, he deus kenlabouret d’ar c’houlz-se.
- ↑ Ar rener, an enaouer, eo a vanke dreist-holl.
- ↑ E-leiz a genskrivagnerien-all da Groaz ar Vretoned a zo bet, estreget ar re meneget el levr-mañ (M. M.)
- ↑ Sellit ouz roll al labouriou a bouez moulet war G. ar V. en em gav e dibenn al levr-mañ, e-touez ar stagadennou (M. M.)