Mont d’an endalc’had

Eñvorennou eur brezonegour

Eus Wikimammenn



FRAN̄SEZ VALLEE
(ABHERVE)


En̄vorennou eur brezonegour
(1860-1931)


 « Istor o buhez, hag hi dizarvoud peurliesa, a vefe mat ober », Roparz Hemon, Tadou ar Yez (war Eur Breizad oc’h adkavout Breiz, p. 176).



ALI


Diwar gomz an Ao. Frañsez Vallee ez eo bet skrivet penn-da-benn al levr-eñvorennou-mañ, e-doug miziou Meurz, Ebrel, Mae, Mezeven ha Gouhere 1931. Darn koulskoude eus an notennou a zo e traoñ ar pajennou da heul n’int ket difluket eus penn an eñvorennour. Notennou-levroniez eo ar re-se peurvuia, bet stummet gant an den a gemeras neuze warnañ e-unan talvezout da sekretour d’an Ao. Vallee. Lakaet ez int bet evit aesaat o labour d’an drevellerien a venno diwezatoc’h, pe endouni an traou n’int bet nemet finouc’hellet el levr-mañ, pe adembann e stumm levriou labouriou a bouez evit ar Yez en em gav beredet hag ankounac’haet e bloaveziadou Kroaz ar Vretoned. Da zigemma ar rumm-notennou-se diouz ar re bet dezrevellet da skriva gant an eñvorennour e-unan, ez eus bet lakaet pep gwech da zibenn warno an diou lizerenn M.M.

TAOLENN


I

Pajenn

Kenta Pennad : ar brezoneg gant ar Valleeed ha gant an Drevedïed ; ar brezoneg e milin-baper Benac’h hag e Montroulez. 
 7


Eil Pennad : amzer-studi e Roazon ; ar vistri  ; ar vignoned ; marc’had-mat al lojeiz hag ar bevañs d’ar c’houlz-se. 
 12


Trede Pennad : o leoiata dre Vreiz-Izel ; ergerzadennou ha gweladennou ; stad vat ar Yez d’ar c’houlz-se ken er c’heriou ken war ar maez. 
 15


Pevare Pennad : o levraoua war dachenn ar brezoneg ; levezon Barzaz Breiz Kêrmarker ; dastumad gwerziou Pengwern ; Geriadur Etienne ; dournskridou Combeau : Mojennou La Fontaine, an Nozveziou arabek ; Oberou Le Lae ; Geriaduriou Roussel ha Brezal. 
 18


Pempet Pennad : labour an Ao. Emil Ernault. 
 22


C’houec’hvet Pennad : Kroaz ar Vretoned (1898-1920) ; an dud a genskrivas warni ; he c’hreskadennou ; he buhez e-pad ar Brezel Bras ; al labour graet ganti e Breiz Dreger 
 27


II