Silvestrik (An Uhel)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Silvestrig.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 358-364)



SILVESTRIK.
GWES KENTA.
________


I


   Me ’m euz ur mab Silvestrik, ha n’am euz nemet-han,
Hag ’n euz bet hardison da zont d’am glac’haran ;

   Bet ’n euz ann hardieges da vont a-rok he benn,
Ema zoudart en arme, dirag he gabitenn.

   Me ’m euz bet ar vadeles da vonet d’hen goulenn,
Dirag kalz tud-a-feson, digant he gabitenn.

   Ar c’habitenn, p’am gwelaz, a chommaz saouezet :
— Ganac’h-c’hui, den ansienn, me a zo saouezet !

   Lemel digant ar roue ’sonjoc’h he zoudarded ?
Touchet hen euz paeamant, ambarkin a zo red. —

   — Lavaret d’in, kabitenn, pegement eo koustet,
Ha m’am euz arc’hant ’walc’h, a vezo rambourset. —


   — Hag ho pe pemp kant skoed, n’ho pe ket ann-ez-han,
Rag n’euz soudart er vandenn a blij d’in evel-t-han. —


II


   Pa oann-me en Roz-Julou em gwele kousket-mad,
Me ’glewe merc’hed ’r Roudour o kana zon ma mab.

   Ha me ’treï euz ar voger, hag o komanz goela :
Aotro Doue, Silvestrik pe-lec’h out-te brema ?

   Marteze te ’zo maro pemp kant lew diouz-in
Taolet da eskernigou d’ar pesked da zibri !

   Taolet da eskernigou da zibri d’ar pesked,
Ma vijent ganin brema, me ’m boa ho briated !

   Me ’m euz un evnik bihan du-man, en toul ma dor,
Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor ;

   Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor,
Tromplet eo ma speret, mar n’ema ket en gor.

   Mar deu d’am evn da zevel, da ober bloaves-mad,
Me a lako ma evnik d’ vont da welet ma mab.

   — Oh ! ia, skrivet ho lizer, denik-koz, pa garfet,
Me a zo prest d’hen dougenn raktal en ho reket. —



   Pa oa skrivet al lizer, laket d’ann evn ’n he vek,
Etrezeg Metz-sant-Lauranz gant-han ’z eo partiet……

   — Arretet-c’hui, Silvestrik, lennet al lizer-ma,
A zo digasset d’ac’h-c’hui gant ho tad ’zo duma. —

   — Diskennet, evnik bihan da vordik ann ablestr, [1]
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’am zad d’ar ger ;

   Ma skrivinn d’ac’h ul lizer ewit laret d’ez-han
Barz pemzek dez a hidu me em gavo gant-han…… —


III


   — Bonjour d’ac’h, evnik bihan, brema pa ’z oc’h c’hui bet ;
Hah hen ’zo iac’h Silvestrik, mar ho euz-han gwelet ? —

   — Ia, iac’h ez eo Silvestrik, komzet am euz gant-han,
Bars pemzek dez a hidu, en em gavo aman…… —

   Pa oa ann tad glac’haret ho ober he ganvou,
Ez oa he vab Silvestrik ’n toul ann or o selaou :


   — Tawet, tawet, eme-z-han, tad a volonte-vad,
Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab ;

   Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab,
O tizreï euz ann arme, ma fardonet, ma zad :

   Dalit c’hui ma c’horn-butun ha ma ziou bistolenn,
Ar re-ze a roann d’ac’h ewit ho pinijenn ;

   Ewit ma c’hallfet laret ho po maget ur mab
Ewit ho glac’hari : ma fardonet, ma zad. —


Dastumet en paroz Duault, (Kostez-ann-anter-noz)


________


SILVESTRIK.
EIL GWES.
________


I


   Etre chapel Sant-Efflam ha tossenn Menez-Bre,
’Zo ur c’habitenn iaouank o sevel un arme ;

   ’Zo ur c’habitenn iaouank o sevel un arme,
Me ’m euz ur mab Silvestrik a lavar mont iwe .

   Me ’m euz ur mab Silvestrik ha n’am euz nemet-han,
N’euz soudard bars ar vandenn a gareur evel-t-han.

   Me am bo ar vadèles da vonet d’hen goulenn
Gant kalz a dud-a-feson digant hi gabitenn.

   Ar c’habitenn, p’hen klewas, da zelaou ’zo chomet :
— Gant-oc’h, denik ansienn, me a zo saouezet !

   Fellout d’ac’h trompla ’r roue, ha kaout he zoudarded ?
Touchet hen euz ann arc’hant, d’ann arme renk monet ;

   Pa rofac’h d’in pemp kant skoed, n’ho po ket ann-ez-han,
Na euz soudard er vandenn a blij d’in evel-t-han. —


   — Adieu eta, Silvestrik, er giz ur mab prodig !
Ma vijac’h chommet er ger, ni ’vije pinvidik !

   Me ’m euz un evnik bihan en kichenn toul ma dor,
En un toullik ar voger, me gred eman en gor.


   Na te, ma evnik bihan, te az euz diou-askel,
A nijfe dreist ar mor braz, oh ! ia, dreist ar mor pell ;


   A nijfe ewit-on-me bete penn ann arme,
Da c’houzout hag ema Silvestrik en buhe ?…… —


II


   — Demad d’ac’h-c’hui, Silvestrik, demad d’ac’h a larann. —
— Ha did, iwe evn bihan, pa ’z out deut bet’ aman. —

   — Me zo digasset ama gant ho tad dezolet,
Hag a lavar, Silvestrik, ez eo c’hui ’ zo kiriek. —

   — Diskennet, evnik bihan, diskennet war h’ taou-droad,
Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’ar ger d’am zad ;

   Ma skrivinn d’ac’h ul lizer da gass d’ar ger d’ez-han,
Bars daou-vloas a hirio e vinn arru gant-han…… —


   — Pa oann-me bars ma gwele, ma gwele kousket mad,
Me ’glewe merc’hed Roudour o kana zon ma mab…… —

   Pa oa ann tad dezolet ho ober he ganvou,
A oa he vab Silvestrik ’n toul ann or o selaou.

   — Na sesset, tad dezolet, sesset-c’hui da oela,
Sellet ho mab Silvestrik a zo arru ama !…… — [2]


Plouaret ( Kostez-ann-anter-noz).


_____________
  1. La chanteuse prononçait ablest, mot inintelligible ; elle devait peut-être dire ma lestr, mon navire. Peut-être aussi le mot ablestr désigne-t-il quelque partie d’un navire, puisque, comme nous l’avons vu au vers 10, Sylvestrik était marin, quoique son père lui envoyât son petit oiseau à Metz en Lorraine.
  2. Cette pièce correspond à celle du Barzaz-Breiz (page 141, 6ème édition), connue sous le nom de Le Retour d’Angleterre. — Voir dans la Revue Archéologique, livraison de mars 1868, page 227, un article très-intéressant où M. D’Arbois de Jubainville compare ces deux versions avec celle du Barzaz-Breiz.