Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/114 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 36: Linenn 36:
Evit elumi en hor c'haton un desir bras d'en em unissa gant hor Salver, dre ar Gommunion. Var an ear gallec : Pense, mortel, à t'y résoudre.
Evit elumi en hor c'haton un desir bras d'en em unissa gant hor Salver, dre ar Gommunion. Var an ear gallec : Pense, mortel, à t'y résoudre.

DEut, va Doue feun a vadeles,
DEut, va Doue leun à vadeles,
Deut, ha na dardit quet re hir,
Deut, ha na dardit quet re hir,
</poem>
</poem>

Stumm eus an 13 Gwe 2016 da 10:54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

O, pebez sec'het ameus-me
D'ho caout-hu, feuntem [sic] a vuë!
N'en deus ar c'haro c'hoant quen bras
Da redec d'ar feunteunyou glas.

O Tad Eternel va C'hroüer!
Digacit prest din ho Map quer,
Evit ma pligin deoc'h dreizan,
O veza unisset gantan.

Guerc'hes Vari, Mam da Jesus,
Roït din ho Map trugaresus;
Va sicourit, Mam à drues,
Da vont d'ar guir dour a vues.

O va Eal mad! me ho suppli,
P'oc'h eus ac'hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na droublo quet va santimant.

Va faëron, va Maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma ellin d'am silvidigues
Dibri ar frouezen a vües.

Me ho ped, Sent ha Santeset;
Ha c'hui oli Ælez henniguet,
Offrit da Zoue ho santeles,
Da fournissa d'am paourentes.

________

NAVET-VAR-N'GUENT CANTIC.