Ar Brezel eneb ar Prusianed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "<div class="text"> <pages index="Almanak Breiz Izel (1872).djvu" header=1 from=26 to=38/> </div> <references/> {{DEFAULTSORT:Brezel eneb ar Prusianed, Ar}} Rummad:Alma..."
 
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 7: Linenn 7:
{{DEFAULTSORT:Brezel eneb ar Prusianed, Ar}}
{{DEFAULTSORT:Brezel eneb ar Prusianed, Ar}}
[[Rummad:Almanak Breiz-Izel, 1872]]
[[Rummad:Almanak Breiz-Izel, 1872]]
[[Rummad:Politikerezh]]

Stumm red eus an 9 Gwe 2015 da 13:52

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 24-36)



AR BREZEL ENEB AR PRUSIANED


————


Holl ez omp bet souezet, he spontet zoken, gant ar gwaleurio c’hoarvezet epad ar bloaz tremenet. Piou hen divije lavaret, o welet ar Franz ken gallouduz ha ken pinvidik, e vije trec’het hon arme ha kaset prisounieres en Allemagn, hag e vije hon bro kemerret dre nerz, ha laeret ha bihannêt ? Den a-bed, a dra sur. Un histoar trist meurbed hon bezo da lavaret d’hon bugale ; hogen greomp ma tenfont ur gounid bennag euz hon faziou, wit na vefont ket kastiet d’ho zro gant un hevelep gwalenn. Ewit-se klaskomp penoz ez eo c’hoarvezet kement-se holl, ha gwelomp ha na omp ket iwe kiriek un tammig.

Kalz e lavaro, me oar vad : « Penoz e c’halfemp-ni beza kiriek ? Em gannet ez omp holl, kalonek, hon bugale ha ni. Petra ober muioc’h ? N’eo ket ni a zo en penn ann armeou, n’eo ket ni a oa karget da glask d’hê armou, dillad ha boued ; n’eo ket ni iwe hon eûz disklêriet ar brezel, ha biskoaz zoken n’hon eûz gouveet mad da betra ez eo bet disklêriet. Da bep hini he vicher ! Ni a oa holl, heman o labourad he zouarou, hennont o vaga he gezek he he saout ewit mont gant-hê d’ar foariou. Na oa ket ar stur en hon daoudorn, da lâret eo, na oamp ket en karg euz ar gouarnamant. Bez’ a zo war-dro ugent vloaz hon boa dibabet un den ewit ober kement-se holl en hon lec’h : Met ann den-se, siouas ! a oa un trubard, hag hen eûz gret pep-tra a eneb d’hon c’hoant. Eüruz eo pa n’hen eûz kollet nemet he gurunenn ! »

Ia, kement-se a zo gwir ; Napoléon III a zo un den meurbed kabluz ; met na eo ket he-unan ; re-all a zo c’hoaz. N’eo ket hep-ken eûz he vinistred e lâran se, pere ho d-eûz koulz hag hen disklêriet ar brezel d’ar Prus ; — pe eûz he deputeed, pere a gave mad holl kement a c’hoantaë ; met ouzoc’h hen lâran iwe, hag ouzomp holl. da vihanna ouz ar re pere a roe ho moueziou d’ehan he d’he dud, bep-tro, hag a vrasaë evel-se he nerz hag he c’halloud ewit drouk-ober. Nann, n’hon boa ket a amzer, nag a diskadures a-walc’h iwe ewit kuzulia ar gouarnamant ; hogen bez’ hor boa amzer da vont da rei hon moueziou, pe voti, evel ma ve lâret en gallek, ha mont a reemp iwe, peurvuia, hag hon boa skiant a-walc’h ewit gouzoud, pa vije lâret d’imp dibab deputeed, pere a vije bet mad da dibab, N’eo ket digant ann Impalaër, pe digant ar prefet ez oa goulenn aliou ewit dibab an dud pere ho defoa karg d’ho c‘helenni ewidomp, ha da ober d’hê anavezout hon c‘hoant. Petra a larfac’h euz tud pere ewit gwelet ha gwirion a ve kontou (les comptes) ur marc’hadour a lârfe da heman lakaad ann dud a garfe da welet kement-se ? Ha setu koulzgoude ar pez oc’h eûz grêt peurvia epad ugent vloaz. Ann Impalaër a dlee kont d’ar vro, pehini hen defoa laket en he fenn, euz kement a ree holl, hag ez oac’h sot a-walch ewit dibab da welet ar c’hontou-se, en kambr ann deputeed, nann ar re hon bije c’hoant da dibab, met ar re a blije d’ann Impalaër. Penoz beza souezet neuze ma ’z eo troët fall pep-tra, ha penoz iwe na vefemp-ni ket holl wit un neubeud bennag en kement-se, pa eo gwir mar hon bije dibabet deputeed mad, na vije ket marwet kement a dud, hag hon arc’hant a vije chomet ganimp ? Oberou-mad ur gouarnamant mad, kelennet gant deputeed onest, hep dale ho anavefomp, mar hon eûz c’hoant, hag holl hon eûz c’hoant da se, mechanz.

Ar pez am eûz c’hoant da ziskouez d’ehoc’h, ez eo ann drouk a c’hall ober ur gouarnamant na ve ket onest, pa ve a-du gant-han deputeed ha na ioullont nemet ober holl kement a c’hoanta.

Bez’ a zo c’huec’h pe seiz vloaz, ar Prus n’a defoa ket ar vrud da veza ur rouanteles da ober aoun d’ar rouantelezou all. Ann Autrich, hirie izellêt meurbed, a zeblante c’hoaz beza krenvoc’h ewit-hi. Ha koulzgoude, armeou ar Franz ho defoa trec’het armeou ann Autrich, en Itali, er bloaz 1859. Ha setu, un neubeud bloaveziou diwezatoc’h, ar Prus-se a drec’h hep poan war-n-omp, pere hon defoa trec’het war ann Autrichianed ! Petra eta a oa c’hoarvezet ? En keit-se ar Prus a defoa trec’het ann Autrichianed ha lakêt ann Allemagn holl indan he galloud. Penoz-se ? — Ar Franz a divije gallet, ha dleet zoken, mirout out-hi da ober kement-se ; met d’ar c’houlz-se hon Impalaër a gase hon soudarded hag hon arc’hant d’ar Mexique ewit ober da dud ar vro bell-se ur brezel diwirion, pehini a droaz fall ewidomp. Na oa eta na soudarded, nag arc’hant ewit mont eneb ar Prus, pehini a c’hoantaë bepred em vrasaad. Rèd a oe d’imp eta plega hon penn, ha lezel, er bloaz 1866, da gemer ur galloud meurbed braz ur rouantelez pehini a dlee hon mac’ha hag hon frika pewar bloaz diwezatoc’h.

Ha piou hen defoa c’hoantaët ober ar brezel d’ar Mexique ? — Ar Franz, marteze ? — Nann, met mignoned d’ann Impalaër, pere a wele gounid eno kalz a arc’hant. Ac’hanta ! ar brezel maleüruz-se a oe kavet mad gant hon deputeed epad pewar bloaz : ho moueziou e kambr ann deputeed a lâre a kavent mad ar pez a gavent fall, en gwirione, evel an holl : mar lârent dre ho moueziou penoz e kavent mad ar brezel-se, ez oa hep-ken abalamour ma oa ann Impalaër hen defoa c’hoantêt ec’h ober, hag a oa rèd d’ezhe kavoud mad ar pez a gave mad ann Impalaër, pehini en defoa grêt ho henvel deputeed. ag ann neubeud a deputeed na heuillent nemet mouez ho c’honsianz (ann deputeed vad ar re-se) hag a zo bet em savet eneb ann drouk oberou a welent, ar re-se a vije lâret diout he penoz na garent ket ho bro, beteg ann de ma ’z eo bet c’hoarveet holl ar pez ho defoa diouganet (predit), hag a renkaz hon arme distrei en Franz, goude pewar bloaz a boanio hag a dispigno kollet.

Hogen grêt a oa ann drouk : 750 million a on bet dispignet hep frouez a-bed, hag un niver braz a Fransijenn a zo c’hoaz ho relego en douar ar Mexique, pell-pell euz ho bro ! Koulzgoude hon arme gaer a zistroaz en Franz, hag ar gouarnamant, pa eo gwir n’hen defoa ken brezel a-bed war he ziou-vrec’h, hen divije gallet neuze lakad he labour hag he spi da greski ha da wellaad e arme, ewit gallout stourm ha derc’hel penn d’ar Prusianed, rag ar re-man, goude beza trec’het war ann Autrichianed, a boanie euz ho gwella, hag en kuz, ewit ober ar brezel d’ar Franz. Ar gouarnamant na oa ket hep gouzoud kement-se, hag un otro hanvet ar baron Stofel, pehini a oa bet kaset da Verlin ewit gedal ha gwelet a dost doare ann traou er Prus, a skrivaz d’ann Impalaër un niver braz a lizero ewit lâret d’ezhan pegement ez oa bihan ha disket fall hon arme, en kever hini ar roue Prus. Ar general Trochu, un den honest, ur brezelour kalonek hag ur Breton mad, bars ul levr pehini a reaz er bloaz 1867 war arme ar Franz, a diskoueze iwe, sklêr, petra a oa da ober neuze ewit beza krenv hag hep aoun da welet hon amezeienn terrupl o koueza war-n-omp, pa sonjfemp ann neubeuta.

Hag a oe grêt petra neuze ? Ar gard mobil a oe savet, hogen war baper hep-ken : na oe grêt na exersis na netra. Pa ve deut de ar riskl, ar potr diwar ar meaz a dired kerkent ha ma ve galwet, gant he dillad abour, kalonek, ha prest da vale : Met allas ! na oar netra, hag ar c’hoz fuzul a ve roët d’ezhan a zo ur benvek ha na anvez ket ; hag ann hini na oar ket doare he venvek, na raïo bikenn nemet labour all. — Piou hen kredfe ? Ar rujumantjo a lign a-vije bihannêt ann niver euz ho soudarded, d’ar c’houlz ma oa ar muia a ezomm d’ho brasaad. Ha perag se ! Me oar-vad ewit paea dispigno mezuz, pere a vije kuzet mad. Ewel-se iwe un darn vraz euz ann arme-se na oa nemet war ar paper, ha pa deuaz ar Plebiscit ken brudet, en miz Mae 1870, a oe gwelet mad dre voueziou ar soudarded, penoz ar Franz na defoa ken nemet tri c’hant mill soudard, el lec’h pemp pe c’houec’h kant mill !

Pa am euz lâret ur gir euz ar Plebiscit, a fell d’in lâret diwar he benn un dra bennag muioc’h o’hoaz. Ha na eo ket, kredet mad, ewit lâret drouk a-bed euz ar re pere ho d-eûz laket ia bars ann urn, pe gouest ar vot. Keuz a-walc’h ho d-eûz bet a gement-se, divezatoc’h, me oar vad. Ha neuze, ho c’hredenn a oa penoz a reent mad. Roët a oa bet d’ezhe da gredi, dre ur gaou milliget, penoz o lâret ia a rojent ho mouez evit ar peuc’h, ha daou viz goude ma oa bet seiz million ia ewit ar peuc’h, a oe disklêriet ar brezel, war un digarez fall. Hag aboe, pegement a valloziou war ar Plebiscit ! Goude kement-se, kalz a dud na ioullont ken mont da voti. Hogen kement-se a zo gwasoc’h c’hoaz : rèd eo voti, na euz forz petra a c’hoarvezo. Mar chomfe an dud honest er gêr, ann deziou votadek, ar re fall ho defe joa vraz a gement-se, hag a vefe gwelet c’hoari gaer neuze !

Ann Impalaër hen efoa ezomm euz ar Plebiscit evit ho lakaad da disober hoc’h-unan ar pez ho poa grêt a vad ar bloaz a-raok. Rag ann elektionou en 1869 evit henvel deputeed na oant ket bet ken fall hag ar re-all. Kalz a deputeed mad a oa bet hanvet, hag an Impalaër a wele he nerz hag he c’halloud bihannêt dre gement-se, rag ar gouarnamanjo honest, hep ken, na gollont netra euz ho nerz hag ho galloud pa ve sellet piz hodoare. re ar ia-se, a zo bet tennet digant-hê, ann elektourienn pere ho defoa tammalet drouk-oberou ar gouarnamant, o henvel deputeed mad, — a ree neuz (semblaient) da em dislâret, hag ann Impalaër hen eûz gallet neuze ober êsoc’h evel ma plije d’ezhan. Neuze e tolaz ar Franz er brezel maleüruz a ouzoc’h ha pehini, ma vije deut da vad, a dlee starda he gurunenn war he benn ha war hini he vab he goude.

En-sell da gement-se, a kemeraz ann abek kenta a gavaz, hag ar falla. Ar Spagnoled a glaske, pell a oa, ur Roue. Me gav ho dije grêt koulz o chom en Republik, ’vel ma oant. Neuze eta e kinnigjont ar gurunenn da ur prinz Allmand, kar d’ar roue Prus, ar prinz Hoenzollern, pehini a lâraz ia d’hoc’htu. Ar gouarnamant a Franz na gavaz ket kement-se mad, — hag, en gwirione, na oa netra da lâret war se, rag na oa ket un dra-vad evidomp iwe. Ar prinz Hohenzollern a lâr neuze d’ar Spagnoled kas ho c’hurunenn da un all-bennag. Hervez a venne an holl na oa ken de distrei war se : ha setu ann holl laouenn braz, hag ar brezel mouget, me oar-vad ?

Nann, nann, na gredet ket se. Ann Impalaër hag he vinistred ho d-eûz c’hoant da gaout ar brezel, na eûz forz pennoz, hag ar brezel a vezo grêt. Neuze eta e klasker ur chikan all d’ar roue Guillôm, hag heman na c’houlenne nemet-se, hag ive he vinistr, ar potr finn Bismarck. Klasket a oe neuze un digarez, ha lâret penoz ambassadeur Franz en Berlinn a oa bet digomerret fall, ha drouk-komzet out-han (insulté) gant ar roue Guillôm, ar pez na oa ket gwir. Ar bemzek a viz gouere (ar c’houlz-se a vezo pell sonj anezhan) daou vinistr, ann duk Grammont, er Senat, hag ann otro Emil Olier en kambr ann deputeed, a deue da lâret penoz plijadur ho mestr a oa d’hon teurrel, hep dale pelloc’h, er brezel spontuz a ouzoc’h. Ann darnvuia eûz ar gambr, — pe ar majorité, evel ma ve lâret en gallek, — rag ann deputeed vad hanvet er bloaz 1869 na oant ket ann darnvuia pell a-c’hane ; — ann darnvuia euz ar gambr eta, evit plijout d’ann Impalaêr, a gavaz a oa mad ober ar brezel-ze, eneb c’hoant ar re ho defoa hanvet anezhe da vont da Baris evit difenn ho mad hag hini ar vro holl. Red eo lâret aman, en enor d’ann deputeed pere a oa eneb, pe ann Opposition, evel ma lârer en galleg penoz a rejont holl ho galloud evlt na vije ket disklêriet ar brezel d’ar Prus ; met allas ! na oent ket selaouet. Unan anezhe, — ann den fur, ann den honest, ann den brudet mad dre-holl pehini a zo brema penn-sturier, — en gallek Président, — ar Republik, ann otro Thiers, — a reaz dreist-holl he dever en de-se , hag he holl c’halloud evit pellaad diouzimp ar brezel hag ar waleurio spontuz a ve euz he heul. Lâret a eure, — e-touez kalz a dreo all, holl gwir, — penoz na oamp ket prest, hag, a hent-all, a vije ann Urop holl a eneb d’imp, mar vijemp diskiant a-walc’h da disklêria ar brezel. Epad diou pe der heur, evit-han da veza koz kaer, e talc’haz penn da ur bagad tud pere a grie war-n-han hag a diskoueze d’ezhan o daoudorn serret, evel tud ho defe kollet ho skiant vad. Met hen na grene ket ha n’hen defoa ket aoun, rag evit mad he vro e komze, ha he vro a vezo anaoudeg en he gever, da vikenn.

Daoust (malgré) d’ann otro Thiers, daoust d’ar republikaned ha da ioul ar vro holl, ar brezel a oe eta disklêriet d’ar Prus. Ar marechal Lebœuf (ann ijenn, en brezonek), ministr ar brezel, pa oe goulennet digant-han : « Ha prest omp ? » — a lâraz : ia ! ha pa dlefe ar brezel pad ur bloaz penn-da-benn, na vô ket ezomm da brena ur voutounenn guetro hep-ken ! » —

Hag eiz de goude-se, pa em dastumaz ar rujumantjo el lec’hiou ma oa lâret d’ezhe, n’ho defoa na bidonou, na dillad, na fuzuliou mad, na kalz a dreo all a bere ez oa ar brasa ezomm. Pemzek de divezatoc’h, bars ann emgannou (batailles) kenta, un niver braz a ganonou a oa rèd d’ezhe paoues da denna, dre n’ho defoa ken na poultr na boulodou. Ar soudarded ive na oa ket awalc’h anezhe, pell a-c’hane. Ar plebiscit, evel am eûz lâret huelloc’h, hen defoa diskouezet penoz na oa ket ann niver dleet a soudarded er rujumantjou : war ann tri c’hant mill den a oa dastumet indann ann armou, war dro nao ugent mill a oa dastumet war harzou (frontières) ar rouanteles en deiziou diweza a viz gouere. Ar Prus, hi, o tastum holl nerziou ann Allmagn, a defoa war droad ur million a dud, da lâret eo dek gwez kant mill, ha tri garme terrupl a deue a-eneb d’imp. Ann Impalaër, evit-hen na wie ket kalz a dra en doare ar brezel, hen defoa ’hoantaët gourc’hemenn (commander) dreist he holl jeneraled. He arme, pehini na vije ket bet re grenv evit stourm eneb unan hep-ken a armeou ann Allmanted, ma vije bet dastumet en unan hep-ken a oe rannet en eiz korf, pell ann eil ouz egile, ha dalc’het peurvuia da ober netra. Ar Prusianed, o welet kement-se, a gresk c’hoaz ho armeou, ha goude Saarbruck, lec’h na oe gret, evit lâret nemet ur gomedi, evit plijadur ar Prinz Imperial, mab ann Impalaër, — a teujont, en tri arme braz meurbed, war daou eûz hon c’horfou armeou. Division ar jeneral Abel Douay, eûz korf arme ar marichal Mac-Mahon, a wel o tont warnezhi, ar c’henta, ar Prusianed, en Wissembourg, ar bevar a viz Eost. Hon soudarded a c’hourennaz kalonek meurbed, unan eneb pevar, ur pennad mad a amzer ; met allas ! red a oe d’ezhe tec’hel. Ann den kalonek, ar brezelour mad ar marichal Mac-Mahon, a dired neuze d’ho zikour, gant ar pez a oa manet eiûz he gorf arme, war-dro tregont mill den. Gortoz a ra ann enebourienn en ul lec’h hanvet Reischoffenn. Dont a ra hep dale arme ar Prusianed, en niver a gant hanter kant mill den, gant ar prinz royal a Brus en ho fenn. Ar jeneral De Failly, ur jeneral a lez, a oa en kastel (le fort) Bitche, hag hen defoa urz da dont ive, kerkent ha ma klewje mouez ar c’hanon ; met kaer a oe gortoz anezhan, na deuaz ket, hag hon soudarded paour a oe arre friket indann ann niver braz euz ann enebourienn. Ar guiraserienn a oe lac’het holl, evit lâret, hag a rojont ho buhe, a galon vad, evit rei amzer da dec’hel d’ann neubeud a chomme c’hoaz eûz hon soudarded. Hon c’hollou a oa braz meurbed ; met kollou ar Prusianed a oa brasoc’h c’hoaz, hag ar Fransijenn a oa marwet ho defoa goerzet ker ho buhe, e c’hallet kredi.

En hevelep (même) deiz, ar c’huec’h a viz Eost, — arme ar roue Prus hag he Jeneral Steinmetz a em dolaz, tost d’ar gêrig a Forbach, war arme vihan ar jeneral Frossard, pehini a oe ive friket indann ann niver braz. Adaleg neuze, ar harzou (les frontières) a oa digor en daou lec’h, ha diou arme terrupl a enebourienn a em dolaz kerkent, unan el Lorraine, hag eben en Alsace, ewit a-c’hane mont iwe el Lorraine, dre ar menezlou hanvet ar Vosges, pere na oant pelloc’h difennet.

Evit kement-man holl, na oamp ket c’hoaz kollet. C’huec’h korf a arme war eiz a oa c’hoaz iac’h mad. Ann enebourienn a oa en hon bro, se a zo gwir, met ann dud kalonek na ouzer ket pegement a zo anezhe en Franz, ha pa ve deut er c’houlz da difenn ar vro en danjer, pep den, koz ha iaouank, a ve ur soudard. Koulzgoude ez oa rèd kaout amzer evit sevel ann dud, ho deski ha rei d’ezhe armou. Penoz ober ? Allas ! ar glac’har en hon c’halonou holl, ez oa rèd tec’hel eûz an Alsace, ar vro gaer-se, hag hi leuskel gant ann enebourienn, met ewit ur pennadig amzer hep-ken, a sonje d’imp holl. Neuze eta a oe gret d’ann holl soudarded a chome ganimp c’hoaz dont war Paris, evit difenn da vihanna penn-kêr ar rouanteles. Evel-se, gant ar pez hon boa salvet euz ann arme koz, hag ann armeou newez a oa savet gant hast braz, pep hini hen defoa c’hoaz esper a vije gallet ober d’ar Prusianed tec’hel en tu all d’ar Rhin. Met ann Impalaër a welaz mad kement-se, ha gant aoun da goll d’hoc’htu he gurunenn, hen hag he ligne he goude, mar teuje da dec’hel re vuhan, e c’hoantaaz riskla un tol diweza ha c’hoari holl war ur gartenn hep-ken, evel ma ve lâret, evit-han n’hen defoa nemet neubeud a chanz da c’honid er giz-se. Kement-man a zo gwir mad, rag he-unan hen eûz anzavet ann torfed-se en ul lizer a skrivaz da ur saoz hanvet Iann Burgoyne. El lizer-se, a lâr penoz hen dije dleet dont war Baris gant ann arme, mar n’hen dije ket karet muioc’h he gurunen eget ar Franz. Hag evel-se a oe daleet (retardée) tec’h (la retraite) arme Metz. Armeou ar Prusianed a gavaz neuze amzer a-walc’h evit treuzi ar Rhin, ha goude Gravelotte ha Sant-Privat, lec’h ma oe lac’het c’hoaz un niver braz a dud, euz ann daou du, hon arme a renkaz chom indann mogerou Metz, hag em renta diwezatoc’h, pa oe debret ann holl voued a oa en kêr, ha mont prisonieres en Allmagn.

N’hon boa pelloc’h a soudarded nemet ann neubeud ho defoa gallet em salwi eûz a arme Mac-Mahon, korf arme ar Jeneral Felix Douai, hag ar rujumantjou a vale (de marche) grêt gant ar reservou galwet indann ann armou. Ministr newez ar brezel, ar jeneral Cousin Montauban, komt Palikao, hen defoa grêt gant mall un arme newez a gant mill den. Bars ann arme-se, dastumet en Chalons ez oa brema holl esperanz ar Franz. El-lec’h hi digas war-du Paris, ann Impalaër hi c’has war-du Sedan. Na grede pelloc’h dont da Baris, hag e talc’he gant-han ann arme evit ma vije trec’het, vel ar re-all, indann mogerou Sedan, ha kaset prisonieres en Allmagn, goude ur gapitulation mezuz. — Pewar ugent mill den komerret en un tol !

Pa digwezaz ar gwall-gêlo se, a oe drouk kaer en holl er pevar c’horn ar Franz, me ho ped da gredi. Neuze ann holl gêrio vraz eûz ar rouanteles a lâraz penoz na ioulent ken (qu’elles ne voulaient plus) eûz ur gouarnamant ken mezuz. En Paris, deputeed departamant ar Seine, pere a oa holl a eneb d’ann Impalaër, pe eûz ann opposition, a em gargaz da ober ur gouarnamant newez, evit difenn ar vro, hag ar Franz holl a gavaz mad ar pez a ree eno ann dud-se, pere na disesperent ket c’hoaz, evit ann traou da vont gwall-fall.

En penn ar gouarnamant newez-se ez oa un den honest, kalonek ha brezelour mad, a be-hini hon eûz lâret huelloc’h ur gir, ar jeneral Trochu, ur breton. Hanvet neuze da vestr braz, gant ann holl, a-baoue ma ’z eo em rentet Paris, a zo bet lâret kalz a drouk anezhan, met eneb ar gwir (injustement). Ar Jeneral Trochu, mar karet, n’hen eûz ket grêt holl ar pez a c’hortoemp anezhan ; n’hen eûz ket kaset ar Prusianed eûz a endro da Baris, ha grêt d’ezhe distrei d’ho bro : met piou hen divije grêt ar burzud-se, er poent ma oamp neuze ? Nikun. he mar a-bed. Met grêt hen eûz he dever, o tifenn Paris, beteg ann diweza tamm bara, hag ar pez n’hen eûz ket grêt, den all a-bed n’hen divije gallet ober.

D’ar c’houlz-se, unan hon armeou a oa dalc’het indann mogerou Metz, hag eben a oa bet kemeret (faite prisonniere) en Sedan, ha kaset d’ann Allmagn. Na oa ken kalz a chanz neuze da c’hounid. — Da betra derc’hel da ober ar brezel koulzgoude ? Na vije ket bet guelloc’h ober ar peuc’h doc’h-tu ? a lârfet, marteze. — Ia, ober ar peuc’h a vije bet mad, se zo gwir, met ar Prusianed na ioullent ket hic’h ober ; ho divizou (conditions) a oa re c’haro evit galloud beza digomerret hep mez ha disenor evidomp. A-baoue dispac’h (révolution) ar bevar a viz Gwengolo, ar Republikaned a oa en penn ar gouarnamant, ha n’eo ket hi ho defoa disklêriet ar brezel, met ur wez disklêriet, na ioullent ket eûz a ur peuc’h mezuz evit 8ar Republik hag ar vro holl. Koulzgoude evel ma oa ar Franz a dlee paea evit sotoniou he mestr, hec’h anavejont penoz ez oa dleet d’ezhi paea dispigno ar brezel d’ar Prusianed, hag a lârjont ez oant prest da sina un armistiz[1]. gant ma larje ar Prus na ioule kemer tamm a-bed eûz douar ar Franz. Met ann otro Bismarck a lâraz penoz na sinje ket a armistiz, nemet roët a vije d’ezhan ar gêriou Strasbourg ha Toul, pere na oant ket kemerret c’hoaz, hag ur fort pe daou endro da Baris. Kement-se ne c’halle ket beza grêt, d’ar c’houlz-se (ar 15 a viz Gouere), hep mez ha disenor evidomp, hag ann otro Jules Favr, pehini a oa êt da gavoud ar roue Guillaume hag ann otro Bismarck, da gastel Ferrières, evit esa em glewet gant-he, — a lâraz na vije grêt netra neuze, hag a zistroaz da Baris, hag hen trist braz.

Met, a lâro c’hoaz unan bennag, ar pez a c’houlenne d’ar c’houlz-se Bismarc’h ha he roue, hon eûz rinket da rei diwezatoc’h, ha kalz muioc’h zoken, hag evel-se, pegement a boaniou, a dispignou hag a waleuriou evit netra !

— Evit netra ? Nann a-vad ! O stourm er stum-se, hon eûz diskouezet d’ar bed holl penoz na oamp ket ken izel ha ma sonje gant kalz, hag a zo en pep korn a Franz tud kalonek, ha kalz, prest en pep amzer da difenn ho bro.

Ann divizou (oonditions) re-c’haro euz hon enebourienn, pere a o’hoantaë hon disenori, a reaz eta ma oa red d’imp derc’hel da ober ar brezel. Paris a serraz he dorojou, hag a lakaaz kanonou tro-dro war he mogerou ; hag en keit-se, er pevar c’horn ar Franz, a em save ann holl evit dont d’hi zikour.


PARIS.


Ann dric’houec’h a viz Gwengolo, a oe kelc’hiet (entourée) Paris gant arme ann Allmanted ha distaget krenn (séparée) euz ann nemorand euz a Franz. hag ann naontek a oe indann he mogerou an emgann genta, en ul lec’h huel hanvet Chatillon. Eno a oe gwelet mad pegement a vije bet gwellocvh ober da arme Mac-Mahon dont war-du Paris, eget e c’has da Sedan, lec’h ma oe kemerret evel al logod en ul logotaër. Ma vije chomet ganimp Chatillon, un arme eno hi divije grêt c’hoari-gaer, hag ann treo, me oar-vad, na vijent ket troët neuze ken-fall. Met ’vel na oa nemet konskrived da lakad el lec’h-se pehini a zo alc’houez Paris, evit lâret, a oe difennet fall, ha presig kollet, allas ! Mobiled ann Ill-ha-Vilaine a dalc’haz mad koulzgoude, evit enor potred Breiz. Rèd a oe neuze lakad dreg mogerou kêr ann holl droupou-se, konskrived, mobiled, tennerrien-frank (francs-tireurs) pere o defoa holl ioul-vad (bonne volonté) a-walc’h, met allas ! n’ho defoa nag urz, na gwizieges (experience), ha na eûz ket a soudarded vad hep ann daou dra-se. Ann amzer a dremene hoc’h ober ann exersiz, hag en emgannou bihan, evit diski ho micher a soudard d’ann dud. Bars unan ann emgannou bihan-se, en ul lec’h hanvet L’Hay, mobiled ar Finister a em-gannaz kalonek braz, hag a oent meulet gant ann holl.

En keit-se, un arme dastumet war vord ar ster vraz hanvet al Loire a deue war Baris, dre ar vro gaer hanvet ar Beauce. Met ann arme-se, re-vihan, na c’hallaz ket derc’hel penn da arme ar Prusianed, pe ann Allmanted, pehini a oa kalz brasoc’h, ha goude emganno Toury hag Arthenay, a renkjont souza, ha zoken dilezel ar gêr a Orleans, lec’h ma teuaz ar jeneral Von der Thann gant ar Bavaroised, an 11 a viz Here. Ar gêr vraz a Strasbourg, en Alsace, pehini a oe lakêt ar seizi (siège) warnehi da genta, a rinkaz em renta, goude em difenn evel leoned gant ho jeneral Uhrich. Ar gêr-se a sonje gant ann holl na vije kemerret bikenn, ken krenv ha ma oa he mogerou. Pa deuaz ann enebourienn en kêr, ann tiez, evit ann niver brasa, a oa pe diskarret gant ar c’hanonou, pe tanet gant ar bombou. Ann dud koz, ar groage hag ar vugale a oa diskennet pell a oa er c’haviou (les caves), hag ar bara hag ar boued all a oa ebret holl.

Ar c’hêlo trist-se na diskarraz ket koulzgoude kalon ar Barisianed : met allas ! ur c’hêlo tristoc’h c’hoaz a dlee dont d’ezhe, hep-dale pell.

Goude emgannou ar c’huezek hag ann dric’huec’h a viz Eost, arme ar gêr a Metz, en penn pehini ez oa ar marichal Bazaine, a oa bet dalc’het (bloquée) indann mogerou ar gêr-se. Meur a wez ho defoa c’hoantaét dont er-meaz (sortir), — epad emgann Sedan a-vad — met n’ho defoa ket gallet. Ar marichal Bazaine, a behini na c’haller ket c’hoaz lâret re a zrouk, ken a vezo anaveet holl he zoare hag a vezo bet barnet mad. — ar marichal Bazaine eta a seblant beza bet re-voak (trop mou) epad seizi Metz. Goude beza chomet re-bell amzer hep ober netra a vad, a teuaz un de, pa oe debret ann holl voued ez oa en kêr, bete kezek ar c’havaliri, ma renkaz em renta, gant he arme holl, da lâret eo 150 mill den. Ann armou ha drapoiou zoken, pere a dleje beza bet torret ha devet, a oe roët d’ann enebourienn, ha kement-se a zo ur garg vraz eneb d’ar marichal.

Rentadek (capitulation) Metz a lakae distak da vont el lec’h-all arme ar prinz Frederik-Charles, pehini a diskennaz neuze e-trezeg al Loire, eneb d’ann arme a oa dastumet eno evit mont da zikour Paris. Netra na c’halle beza gwasoc’h evidomp. Ar c’hêlo-se a lakaaz ar spont er vro holl. Gouarnamant difenn ar vro (de la défense nationale) a sonjaz a-newez goulenn un armistis, hag ann otro Thiers a oe karget da vont da em glewet war-se gant roue ar Prus hag he vinistr kenta Bismark.

Pa oe gouveet en Paris penoz ar marichal Bazaine a oa em rentet gant he arme, ur bagad tud fall, mad da veza krouget, evel ma oe gwelet diwezatoc’h indann ar gommun milliget, a c’hoantaaz diskar ar gouarnamant, evit em lakaad en he lec’h. Mont a rejont gant armou d’ann ti-kér (l’hôtel-de-ville), hag a kemerjont anezhan. Met na oe ket evit pell amzer. Un darn euz ar gard national a diredaz, ha gant ar mobiled breton e kemerjont a-newez ann ti-kêr. Da botred Breiz eta ann enor da veza salvet ar wez kenta Paris eûz a veli (domination) ar gommun milliget.

Lâret hon eûz huelloc’h penoz ann otro Thiers a oa bet karget da c’houlenn un armistis digant ar Prusianed ; met allas ! na oe ket evurusoc’h eget Jules Favr. Na c’houlennemp nemet 21 devez evit henvel deputeed, da c’houzoud pa a vije kendalc’het pe baouezet da ober ar brezel. Ar gouarnamant a c’houlenne c’hoaz ma vije gallet digas boued en Paris epad an 21 devez-se. Ar Prus na ioullaz ket kiewet komz a gas boued d’ar Parisaned, ha setu ma oa red kenderc’hel (continuer) ar brezel, ha gant neubeutoc’h a chanz da c’honid eget biskoaz.

Koulzgoude un neubeud deiziou diwezatoc’h a troaz ann avel a-du ganeomp, hag a c’honejomp ur viktoar pehini a savaz un tammig kalonou ha fizianz ann holl.

Ar garg do sevel buhan armeou newez evit mont war Baris, a oa bet roet da genta d’ann otrone Crémieux ha Glais-Bizoin, tud honest hag a ioul-vad, mar kâret, met re oajet. Red a oa evit kement-se un den iaouank, leun a nerz hag a dân. An den-se a oe digaset d’imp euz a Baris en ur ballon, da lâret eo dre ann er. He hano a zo Gambetta. Kalz a vrud a zo bet grêt en-dro d’an hano-se ; darn ho d-eûz savet anezhan beteg ann env, ha darn-hall iwe ho d-eûz stleget (trainé) anezhan bars ar fank. Evel ma c’hoarvez alies, euz ann daou du ez oar êt re-bel. Gambetta hen eûz grêt kalz a faziou (fautes), ann holl hen goar ; met a hent-all, o stourm evel m’hen eûz grêt, hen eûz salvet hon enor ha diskouezet d’ar bed holl penos ar Franz, evit beza bet trec’het, dre drubarderes, na eo ket kollet c’hoaz ; pell a-c’hane !

A-baoue ann deiziou kenta eûz a viz Du, ar jeneral d’Aurelles de Paladines a oa en penn un arme a 80 mill den. Tost d’ar get a Orleans, e kouezas war arme ar jeneral Bavarois Von der Thann, hag a reaz d’ezhan souza beteg a gêr a Ethampes. Pa digwezaz ar c’hêlo mad-se en Paris, digaset gant ur goulm, kalonou ann holl a dridaz gant ar joa. Ur plan a zo grêt neuze, ha kaset en ur ballon da arme a Loire. Ann arme-man a oa breman krenv a daou c’hant mill den, pe dost. E-keit ha ma kerze war Baris, arme Paris, grêt gant mobiled, a dlee ober holl evit dont war arbenn d’ezhi (venir à sa rencontre).

Ann nao war-n-ugent a viz Du ez oa eta arme Paris en hent. Daou emgann (deux combats) dirollet a oe, ann dregont a viz Du, hag ann daou a viz Kerdu, en Champigny, war vord ar ster hanvet Marne. Mobiled ar Finister, dreist holl, a reaz ho dever, evel bep-tro. Euz ann daou du ez oa kalz a gollou, hep gonid sklêr en tu a-bed. Met allas ! arme al Loire, pehini a c’hortoer evel ur zalver, na deue ket, hag a oe red souza arre, ha distrei indann mogerou Paris. E-keit-se, ar jeneral d’Aurelles de Paladines a em ganne ive eneb arme ar prinz Frederik-Charles, pehini a deue eûz Metz. Neuze a oe gwelet sklêr pegement a drouk a deue d’imp eûz rentadek (capitulation) Metz. Mar na vije ket kouezet warnezhi ann arme terrupl-se, arme al Loire a divije gallet mont bete Paris. Mar kollaz, ar gounid a goustaz ker d’ar Prusianed, hag ar c’henta hag ann daou a viz Kerdu, en Baume la Rollande hag en Patay. a oent gwal-frottet. Zouaved ar Pab, en ho fenn ar jeneraled Charrette ha Cathelineau, a em gannaz evel leoned. Ar re-se a oa ive Bretoned peurvuia. Ann dri hag ar bevar, ann arme a renkaz dilezel Orleans.

Ar jeneral Chanzy, pehini a oe lakêt en lec’h ar jeneral d’Aurelles, a em dennaz neuze gant ann arme a-hed (le long) al Loire. ha bemde a vije un emgann bennag. Er gêr a Mans e chomaz, da lakaad urz en he arme, evit goude-se mont arre war Baris.

Un darn all euz arme al Loire. troc’het euz hini Chanzy. a oa em dennet etrezeg ar gêr hanvet Bourges, oc’h he fenn ar jeneral Bourbaki. Ann darn ar gouarnamant a oa da genta en Tours, hag a oa breman en Bourdel, a defoa kaset anezhan da zikour ar gêr grenv (la ville forte) hanvet Belfort, en Alsace, pehini a em difenne pell a oa a eneb ann Allmanled. Un arme vihan a oa ive en tu ann anter noz (le Nord) gant ar general Faidherbe, hag a c’honeaz diou wez war ar Prusiuned, en Pont-Noyelles hag en Bapaume.

Met en arme ar jeneral Chauzy ez oa hon holl esperanz evit delivra Paris. Ann 21 a viz Kerdu, arme Paris a c’hoantaaz dont er-meaz he mogerou. Met na oe ket evurusoc’h eget ar weziou all. Neuze e komansaz bombardamamt kêr, ha beb-noz obused ar Prusianed a deue da lac’ha en ho gweleou, bugale ha groagez, ha diskar ha devi ann tiez. Ha koulzgoude nikun na gomze c’hoaz a em renta. Met allas ! ann naoun a dlee ober ar pez n’ho divije grêt bikenn ho c’hanonou.

Ar jeneral Chanzy, trec’het er Mans, a zo rèd d’ezhan souza arre beteg Laval. Er sav-heol, Bourbaki, goude deiziou mad, a zo trec’het ive en Hericourt, hag a renk mont er Suisse, lec’h ma ’z eo digemerret mad gant tud ar vro-se, da bere e tleomp anaoudêges vad evit-se. En hanter-noz (au Nord) Faidherbe a zo trec’het d’he dro en Sant-Quentin,

gant un arme kalz brasoc’h eget he hini. A bep tu na deu ken nemet kêloiou fall. Ar Parisianed, goude bea debret ho c’hezek, ho chas, ho c’hizier, n’ho defoa ken pep-hini, nemet un hanter-livr bemdez a vara du ha fall. Na oa ket da lâret, rêd a oa em renta. Ann otro Jules Favr hec’h eaz eta da gavoud Bismarck. hag a oe grêt un diviz etrezhe penoz ar vro holl a vije galwet da henvel deputeed da welet pe a vije grêt ar peuc’h, pe dalc’het da ober ar brezel.

Ann deputeed a em dastumaz en Bourdel, en miz C’huevreur. Ann dra genta a rejont, a oe lakaad oc’h penn ar gouarnamant ann den honest, ann den fur, ann den gwiziek, pehini a oa bet hanvet depute gant 25 departamant — ann otro Thiers. Ann otro Thiers ez oa eta kaset neuze da Versailles, evit em glewet gant Bismarck War divizou (les conditions) ar peuc’h. Ar peuc’h-se, red mad oa hi c‘homer, siouas ! evel ma vije roet d’imp, na oa ket da lâret. Ar gambr a lâraz ia eta war divizou Bismarck. Da genta ez oa rèd d’imp rei d’ar Prus diou euz hon provinsou kaera, lec’h ma zo Fransijenn euz ar re wella, an Alsace ag un darn euz al Lorraine. Neuze a vije rèd d’imp c’hoaz paea pemp milliards — ur somm spontuz — hag oc’hpenn soudarded ar Prus a chomje en un darn vraz euz ar Franz, ken a vije paeet ann arc’hant.

Na eûz ket c’hoaz ur bloaz krenn a-baoue, ha koulzgoude, daoust (malgré) d’ar revolution spontuz e d-eûz glac’haret Paris, hag ar vro holl, un darn vraz eûz hon dle a zo a vrema paeet, ha soudarded ann Allmanted n’emaint ken nemet en c’huec’h euz hon departamantjou. Kalz a drouk a zo bet grêt d’imp, se a zo gwir ; met ann drouk-se a dle beza evidomp ur gentel vraz ; marteze ez eo bet digaset d’imp gant Doue, evit ober d’imp digorri hon daoulagad, hag hon mirout da gweza en gweled ar punz doom a oa diger indan hon zreid. Hirio ez omp en Republik, da lâret eo gouarnamant ar vro dre ar vro he-unan. Pen-sturier ar Republik, un den honest, un den fur, en pehini e c’hallet kaout holl fizianz, — na raïo netra nemet dre vouez hag aliou kambr ann deputeed, hag evel ma ’z oc’h galwet holl da ober an deputeed, pep hini en he vro, e c’hallet dibab ar re a anaveet evit tud honest ha fur, pere a gemerro ho mad (vos intéréts) en ho dorn, — hag evel-se ho pezo ur gambr vad hag ur gouarnamant mad. Miromp eta ar Republik, rag na eûz netra, a falloc’h eget bea o tiskar sav-tol (sans cesse) ar gouarnamant a ve o reen : kement-se na ve grêt nemet dre ur revolution, ha na eûz revolution a-bed hep kalz a droug, hag a dismantr hag a waleuriou, en gouzout a ret a-walc’h. Labouromp ive evit gounid ar pez hon eûz kollet, bezomp fur, doujomp d’al lezenno, selaouomp mouez hon mestro, studiomp ha diskomp mui-oc’h-mui, na em dolomp ket re d’ar blijadur ha d’ar c’hoariou pere na int mad da netra ; en ur gir, greomp pep-hini he dever en kever Doue hag ar vro, ha na veomp ket en nec’hamant eûz a c’hoarvezo goude, Doue a zo bepred gant ar Franz !

  1. Un armistiz a zo ur pennad amzer, — peurvia bêroc’h evit hirr, roët euz ann daou du evit em glewet war un dra bennag, hag e keit-se a paoues ar brezel.