Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/71 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 5: Linenn 5:


{{-}}
{{-}}







Stumm eus an 18 Kzu 2013 da 15:05

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR POTR-KOZ MIZER HA SANT PER


————


Gwez-all a oa o choum dam-dostig aman un den koz ken paour, ken paour, ma oa leshanvet gant ann holl Ar Potr-koz Mizer.

Un de, pa oa o klask he vara a zor da dor, he vaz gant-han en he zorn, hag he sac’h daou-benneg war he skoaz, a tigwezaz gant-han daou otro gwisket mad, pere a selle a bep tu, a deo hag a gleiz, dre lec’h ma tremenent. Ann otro Doue ha sant Pêr oa ar re-man, hag a oant deut er vro da welet ha na oa ket re wasket ann dudo geiz gant potred ann taillo (les percepteurs).

— Ann aluzenn, otronez karantezuz, d’ar potr-koz Mizer ! Sant Pêr a sellaz out-han a gorn, hag a lâraz :

— Evit-out da veza koz, stum ar iec’hed a zo war-n-out, hag ar mor a zo leun a besked ; met mechanz na gares ket al labour, dre ma ’z out den-Jentil, marteze ?