Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/86 : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) : | Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) : | ||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
<section begin="MAMM"/><poem> |
<section begin="MAMM"/><poem style="margin-left:15%;"> |
||
:He mab a oa eno o selaou, glac’haret, |
:He mab a oa eno o selaou, glac’haret, |
||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
<poem style="margin-left:25%;"> |
|||
<poem> |
|||
{{sc|Ton}} : ''chetu me digouet ma mignon.'' |
{{sc|Ton}} : ''chetu me digouet ma mignon.'' |
||
Stumm eus an 14 Kzu 2013 da 16:30
He mab a oa eno o selaou, glac’haret,
Ha d’al louzouerienn hen eûz neuze lâret :
— « Na ran-forz al louzou, gant ma vô ma mamm iac’h :
« Met, en hano Doue, gret prim, pa lâran d’hac’h ! » —
Met n’haljont dont a-benn nepred da em glewet
Diwarbenn al louzou, nag ive ar c’hlenved.
Hag ar mab a lâraz : « — It kuit gant ar gounnar !
« Me ’iac’hao ma mamm, c’hui hi lac’hfe, hep mar ! » —
Ha war gorf ien he vamm neuze a em strinkaz,
Ha d’he zreid, d’he daou-dorn ha d’he zremm a pokaz,
Hag a skuillaz daero euz a gwir garantez,
Hag a teuaz he vamm d’ar iec’hed, d’ar vuhez.
Klewet holl : — Ar vamm-se pehini ’zo klanv-fall,
Gant gouliou spontuz ez eo hor mamm Bro-C’hall :
Hag al louzouerienn ’zo klasket war he-zro,
Mar na garont diwall, hi c’hasfont d’ar maro !
Kenvroïz ker, kredet, ewit torri ankenn
Ha klenvejou ur vamm, ar gwella louzouenn
Eo karout anezhi. — Beomp ’ta unanet
Ewit karout hon bro, hag a vô c’hoaz salvet ! —
Ton : chetu me digouet ma mignon.
— « Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »
— « Da em ganna, duhont, pell, pell,
« ’Wit Doue ha ’wit Breiz-Izel. »
— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »
« — Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »
— « Da em ganna ewit ar gwir
« Hag ar bopl, gant ma c’hleze dir.