Ann Alsace hag al Lorraine : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "<div class="text"> <pages index="Almanak Breiz Izel (1872).djvu" header=1 from=44 to=46/> </div> <references/> {{DEFAULTSORT:Alsace hag al Lorraine, ann}} Rummad:Alman..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 1 Gwe 2013 da 19:25

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 42-44)



ANN ALSACE HAG AL LORRAINE


BROIOU DISTAGET EUZ AR FRANZ GANT AR BREZEL DIVEZA.


————


Gouzoud a ret holl penos ez eo gwall-droët a eneb d’imp ar brezel diveza. Kollet a meump meur a vill den, lac‘het gant ann enebourienn, pe marvet gant klenved ; eiz ha tregont euz hon departamantjou a zo bet laeret, flastret ha tanet ; eiz milliard, ur bern arc’hant spontuz, hon eûz da baea d’ar roue Guillôm ; — met ar gwassa eo renkout koll ann Alsace hag un darn euz al Lorraine, diou vro ar gaera. Ia, se eo hon gwasa koll, nann kement dre ma em gav bihaneet ar Franz, evel dre ma zo er broiou-se fransijenn vad, pere a vezo breman evel ann Allmanted, pere na garont ket, — pell a-c’hane.

Evit roï d’ehoc’h gwelloc’h da glewet (comprendre) kement-se, lekeomp (supposons) eman Bro-C’hall en brezel gant Bro-Saoz, hag ez eo bet trec’het Bro-C’hall, hag a renk rei Breiz-Izel d’ar Saozon, el-lec’h ann Alsace ha un darn euz al Lorraine, pere a renk rei breman d’ar Prusianed. Ur prefet saoz a vefe digaset da Gemper, hag unan all da Sant-Briek, maeriou saozon, jendarmed saozon, barnerienn saozon a vefe en pep lec’h ; ho pugale a renkfe dilezel iez ho zadou, ar Brezonek, evit diski ar saoznach, ha beza soudarded en armeou Bro-Saoz, ha marteze zoken em ganna eneb ho bro ger Breiz-Izel ! Petra a lavarfac’h, pôtred Breiz-Izel ? — Me a oar er-vad ez omp, en amzer-ma, re vignoned d’ar Saozon, evit kaout ar brezel gant-he, hag ar pez a lavaran aman na eo nemet evit rei d’ehoc’h gwelloc’h da glewet pegement a dleomp kaout truez euz hon breudeur distaget ouzimp dre nerz.

Ha anaout a ret ann digarez roët gant ar Prusianed evit distaga ann Alsace hag al Lorraine euz Bro-C’hall, pe Franz ? Abalamour, emez-he, ma komzer er broiou-se ur iez hag a zo henvel euz hini ann Allmanted. Ann abek-se (cette raison) na eo ket gwelloc’h eget a vefe hini ar Saozon mar tigwezfe d’ezhe c’hoantaad kemer Breiz-Izel , hep-ken (uniquement) abalamour ma ’z eo henvel hon iez euz hini ar Vretoned, hon breudeur, a zo o chom en ho bro.

Kement-se holl, c’hui hen gwel mad, a zo ur gaou braz, hag un dra eneb ar wirionez (la justice). Ar Prusianed ho d-euz c’hoantêt kaout ar broiou-se abalamour ma ’z int kaeroc’h ha pinvidikoc’h eget ho hini.

Ann Alsace hag al Lorraine a zo, en gwirionez, euz ar broiou kaera ha pinvidika a Vro-C’hall ; pep seurt trevad (produits, moissons) a deu en ho douarou, frouez, ed, gwinn, ha kalz a draou all. Met ar pez a roont dreist holl, ez eo Fransijenn vad. Re hirr a vefe henvel d’ehoc’h aman ann holl soudarded vad, ar jeneraled kalounek, ann dud a skiant vraz, hag ar veleienn karantezuz ho d-eûz roët d’ar Franz. Daouest d’ar pez a zo c’hoarvezet, ho c’halounou a zo chomet ha a chomo bepred evit ar Franz, ha na c’halfenn gwelloc‘h diskouez kement-se d’ehoc’h evit o lakaad indan ho taoulagad un darn euz a ul lizer skrivet gant ann otro Freppel d’ar roue Guillôm, un tammig a-raok ar brezel. Ann otro Freppel, hirie eskop eus ar gêr a Angers, a zo ganet en Alsace. Skriva a eure d’ar roue Guillôm (o sonja hen defoa ur galon ar roue-se) evit lavaret d’ezhan e vije un dra eneb ar gwir (justice) ober, dre nerz, Prusianed euz ann Alsasianed, pa eo gwir a ioullent chom bepred Fransijenn. Met setu aman he gomzou :

« Tremenet am eûz en Alsace pemp bloaz war-n-ugent euz va buhe ; hag a-baoue am euz bet karet bepred bugale ar vro gaer-se. Na anavezan ket unan hep-ken anezhe hag hen defe ann disterra c’hoant da baoues da veza euz a Franz. Katoliked, protestanted, holl ho d-euz denet gant leaz ho mammou ur garantez ar vrasa evit ar Franz ; hag ar garantez-se a zo bet, hag a vezo da vikenn en ho c’halonou, epad o buhe. Belek euz un eskopti (diocèse) el lec’h ma ‘z eo braz ha stard ar garantez evit ar vro, biskoaz n’am eûz kavet en-han (galloud a ran en lâret d’ho Majeste) ur garantez evit ar Franz brasoc’h evit er vro en pehini ez on bet ganet.

Ar speret-se (ar garantez evit ar Franz), bezit sur a gement-man, a vevo en kalonou ar re a deuio hon goude, hag ive en kalonou ar re a deuio goude ar re-se c’hoaz : netra na c’hallo hi laza, nag ann atizou (les séductions), nag ar gourdrouzou. Rag evit koll ar garantez-se, a vefe rèd d’ez-he ankounac’hâd, gant ho deveriou hag ho mad (leurs intérêts) ann evor ha bete hanoiou ho zadou, pere, epad daou c’hant vloaz, ho d-eûz bevet, em gannet, poaniet, trec’het gant bugale Vro-C’hall. Hag ann traou-se n’ho ankounac’haer biken ; ha poaniou ha gwaleuriou ann deiziou fall a dremenomp brema na rafont nemet starda liammou skoulmet ur wez ouspenn gant poaniou ha glac’harou gouzanvet gant ann eil evit egile. »

Ann eskop enoruz (vénérable) na oe ket selaouet gant al laër kurunet, hag ar Prus a gemerraz ann Alsace. E-maint duhont, euz tu ar sav-heol, ur million c’huec’h kant mill a Fransijenn, dalc’het dre nerz indan veli ar Prusianed. Sonjet evel e-maint maleüruz ! Kement-se, n’eo ket gwir, na hall ket padout pell-amzer ? Un de, pa vezo iac’hêt gouliou braz hon mamm-bro, pa vefomp deut da veza krenv a-walc’h, a vezo rèd tenna ar Fransijenn vad-se, hon breudeur, euz a indan veli garo ha digar ar Prusianed. Ma vije bet roët hon bro ger Breiz-Izel d’ar Saozon, evel ma ’z eo bet roët ann Alsace d’ar roue Prus, ar Franz holl a vije bet em savet evidoc’h. Ha c’hui, pôtred vad Breiz-lzel, a raïo ive ho tever, pa vezo deut ann amzer.