Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/8 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:



Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn
Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn
ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre
ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre

Stumm eus an 18 Gou 2013 da 13:46

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— VI —



Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre eul levrig koant, muioc’h diouz doare hor c’henvroïz en taol-man, « Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan » e hano.

« Marvailhou »… tra ken nemet an hano-ze a dalvezo da alc’houez d’ho levr nevez da gaout dor zigor da vont e meur a di ; hag eur wech m’en devezo kemeret e skabell, ne vezo ket diskabellet buhan, n’eus ket ezom da gaout aoun : re zies e vezo kavet en em zizober eus eur mignon ker p1ijadurus.

Mez da vont e meur a di-all e leac’h m’en deus ezom da vont koulskoude, e vezo an hano-ze didalvez ive, hag e kavo dor brennet, rak ar « Marvailhou », a leverer, a zo echu o amzer.

Gwechall e oa anezo stank e-touez an dud : an holl a ouie eun dra bennak, ha lod ne veze fin ebed d’o re.

« Kaer am ens kounta — a lavare d’in eur marvailher koz — nemet kounta a rafen, e kavan atao da gounta. »

Labouriou teun an hanv a veze skanvaet ganto, nosvesiou hir ar goanv a verraent ; plijadur vad ha mac’had mad a reant d’an holl, ar pez a yoa kaër, rak « eur zant trist, evel a lavar sant Fransez a Zal, a zo trist e zantelez »… Hag an ali a gavan e skridou Marianna Abgrall a zo eus ar re fura : « Tec’hit diouz tud tenval ; an dour pa na red ket a ve louz peurvuia, leun a amprevaned… »

Gwechall e oa « Marvailhou » ; sperejou an dud n’oant ket ken divoedet ha brema.

En deiz a hirio, troët evel ma’z oar war an des-