Emgann Kergidu/Pennad 20 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "<div class="text"> {{ChabistrMer | Lan Inisan | Emgann Kergidu | 1902 | Maner-al-Liorzou | '''Lanzeon''' | [[Emgann ..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 Ebr 2012 da 18:07

◄   Maner-al-Liorzou Lanzeon Trefalegen e Lanhouarne   ►


UGENTVET PENNAD


————
Lanzeon[1]


Goude emgann Kergidu, Guineveziz, hag an Aoutrou Cren gant-ho, a c’hellaz trei dreist soudarded ar Prat ha dont da Vourg Trezilide. Eno e chomchont eur pennad e ti Visant Cadiou ; ha pa deuaz an noz ec’h en em lakechont enn hent evit dont d’ar gear. Anaout mad a reant an hentchou distro, hag er c’hiz-se n’en em gavaz drouk ebed gant-ho hag e tigoueschont e Lanzeon var dro eun heur goude an hanter-noz.

Eno ec’h en em gavaz ive dioc’h ar mintin an Aoutrou Goachet, kure Guitevede. Heman, er penn diveza euz a emgann Kergidu, a ioa bet dispartiet dioc’h he genseurted hag en doa ranket, evit dont da Lanzeon, ober an dro dre abiou Plouescat. Lavaret a rejont ho daou an ofern, an eil varlerc’h egile, evid ar re a ioa marvet ac’hanomp e Kergidu, hag evit pedi Doue da bellaat peb drouk dioc’h ar vro.

Antronoz vintin, var dro eiz heur, goude beza lavaret an ofern, edo an daou velek, Paol Inisan hag Anna Roue, he c’hrek, o fevar er zolier, o tiviz divar benn ar pez a ioa c’hoarvezet er vro, ha divar benn ar pez a c’helle c’hoarvezout c’hoaz. Pep hini a lavare he zonj, mez hini anezho ne vele an traou var an du vrao. Enn eun taol e klefchont Laouik Appere o tont enn ti d’an daou-lamm, en eur grial :

— Paol Inisan ! Paol Inisan !

— Petra eo, Laouik ?

— Diouallit. Buan ha buan ar veleien enn hent ! Aman eo leun al leur a zoudarded.

Ne oue ket red her lavaret diou veach : an Aoutrou Cren hag an Aoutrou Goachet a ziskennaz d’ar red an deleziou, ha, dre an or enn tu-all e lammchont er meaz. An Aoutrou Goachet a droaz varzu ar meneziou da glask kuz etouez al lann. An Aoutrou Cren ne d-eaz ket var he lerc’h : mont a reaz dre guz d’an Atil-Vraz, hag ac’hano, var he zonch, e c’hellaz mont a-hed ar c’hleuziou betek Lescoat. Mont a reaz da di Ian ar Mest, eun den a relijion vad hag a zoujanz Doue. Kounta a reaz d’ezhan ar pez a ioa c’hoarvezet e Lanzeon. Ian ar Mest a oue glac’haret meurbed o klevet an traou-ze, rag en em zarempredi kals a reant, Paol Inisan hag hen, dreist oll abaoue ma rea an dispac’herien kement a zroug er vro. Ne ket marz an dra-ze, rag daou zen a relijion hag a goustianz eeun oant ho daou.

Ian ar Mest n’oa ket evit chom e peoc’h er gear, re nec’het oa ; re a c’hoant en doa da c’houzout petra ioa c’hoarvezet gand he vignoun Paol Inisan ; marteze edot var c’hed anezhan e Lanzeon zoken, rag pa vezer e poan eo e c’hortozer ar guir vignoun. Abalamour da ze, var dro teir heur, ez eaz da Lanzeon var zigarez klask Paol Inisan da ober d’ezhan eun derveziad kerc’hat bizin torr euz an aot. Ha setu aman penaoz, e voe lavaret d’ezhan, oa tremenet an traou e Lanzeon.

Mestr ar zoudarded, hag a ioa eur c’habiten, a zavaz d’ar zolier, el leac’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennaz gand eun ear griz :

— E peleac’h eman Paol Inisan, perc’hen Lanzeon ?

— Me va-unan eo, eme Baol.

— Ah ! c’houi eo ? Soudarded, diouallit mad an doriou ; kavet eo va louarn ganen ; ema hen ama.

Hag en eur zistrei ouc’h Paol :

— Deuet omp d’ho kerc’hat aberz ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizoun da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag euz a Vrest da n’oun dare da beleac’h.

— D’am c’herc’hat da vont d’ar prizoun ! Na perak ? N’em euz great droug da zen, a gaf dign da viana.

— An traou-ze ne zellont ket ouc’h-ime. N’oun ket gourc’hemennet dign lavaret d’eoc’h perag ounn deuet d’ho kerc’hat, n’em euz ken urz nemed d’ho kas da brizoun Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret d’eoc’h oc’h tamallet divarbenn goall-draou. Klevet am euz lod anezho gand ar jeneral Canclaux, a ra stad braz ac’hanoun.

— Na pe seurt goall-draou ? Me garfe ho c’hlevet hag ho anaout.

— Pe seurt traou ?... C’hoant oc’h euz, a velan, da ober goap ac’hanomp-ni. Daoust ha n’edoc’h ket e Kergidu, e penn Guineveziz ?

— Me?

— Ia, c’houi, den fall.

— Me, den fall ?

— Ia, c’houi.

— Biskoaz den n’en deuz lavaret dign kement-all ; ha c’houi a zislounko ar ger-ze, pe me velo.

Ha Paol a zavaz en he za evit kregi e kolierou ar c’habiten.

— Holla ! holla ! Soudarded, savit buan d’an neac’h !

Ha daouzek soudard sevel d’ar zolier.

Neuze ar c’habiten, dinec’het, a zavaz mouez d’ezhan adarre.

— N’oc’h euz great droug da zen ebed, eme c’houi ? Hag e c’heller lavaret gevier ken divez ? N’oc’h euz great droug da zen ebed ? Piou a oar ped euz hor breudeur oc’h euz lazet pe lakeat da laza ? N’oc’h euz great droug da zen ? Nag a zaelou koulskoude a vezo skuillet enn hor bro-ni p’en em gavo ar c’helou euz a varo ar re oc’h euz lazet e Kastel hag e Kergidu ? Ped mamm a ranno ho c’haloun pa glevint n’ho deuz mab ebed mui ?

— Ne gouien ket oa ker genaouek, ken diot, ken divergont kapitened ar Republik. Mammou ho soudarded-c’houi a vouelo d’ho bugale maro dre aman ? Ha mammou hon tud iaouank-ni, lazet ganeoc’h, petra livirint ? Daoust ha mammou Breiz-Izel n’euz ket a galoun enn ho c’hreiz ? Ni a zo er gear, a zifenn hor bro ; ne glaskomp trabas ouc’h den, el leac’h c’houi a deu dre aman da esa lakaat ac’hanomp da zilezer hor roue ha zoken hon Doue ; n’her graimp biken. Hag e fell d’eoc’h hon defem-ni truez ouc’h mammou tud ho pro pa ne rit, c’houi, van ebed evit laza hon tud-ni?

— Daoust hag ober eur gentel di-me oc’h euz c’hoant ?

— Nann, rak ne gaf ket dign e talvesfe ar boan.

— Mad a rit, ha lavaret a ran d’eoc’h oc’h tamallet da veza bet e penn Guineveziz e Kergidu.

C’houi a c’hell lavaret ar pez a girit ha tamall kement ha ma kirit. Mar d-edon e Kergidu, beza kroget enn-oun eno ; lealloc’h e vije bet. Mez marteze n’oa ket ken eaz d’eoc’h eno evel ma’z eo aman, rak eno oa goazed ha ne grenent ket dirazoc’h, hag aman n’euz nemed merc’hed...

Ha Paol a reaz eur zell ouc’h Anna Roue, he bried.

— Rok an tamm ac’hanoc’h, a gaf dign.

— An nep a zo eeun he goustianz, ne dle kaout aoun nemed rag Doue.

— Ho Toue ! ho Toue ! Ni ne gredomp ken er spountaillou diskiant-se.

— Doue kouskoude a varno ac’hanoc’h hag a stardo varnoc’h mar kendalc’hit da ober fall, evel ma rit breman.

— Lezit anezhan ganeomp, ni her lakaio var he du, araok ma’z aimp kuit euz ar vro-man.

— Touer Doue, serrit ho kinou gand aoun na gouesfe varnomp tan an env.

— Lezomp-ta an traou-ze a gostez. Ha n’oc’h ket bet ive dilennet da vear e parrez Guinevez ?

— Eo, guir eo kement-se. Daoust hag eun torfet e ve ive, hervez ho kiz, beza dilennet da vear ?

— Nann, n’ounn ket evit lavaret an dra-ze.

— Hag e lavarac’h bremaik ounn eun den fall ! Daoust hag eun den fall a dle beza lakeat da vear enn he barrez ?

— Da viana, pa vezer mear e ranker beza mear e guirionez, hag ober penn-da-benn ar garg a vear ; ha c’houi, petra oc’h euz great euz ho karg a vear ? Fae oc’h euz great var-n-hi, ha pa rear fae var eur garg roet gant ar Republik, e rear fae var ar Republik.

— Nem beuz great fae var den, na var baour na var binvidik, her goulenn a c’hellit digant an oll. Mez n’oun ket evit chom e karg da ober an traou diskiant, disleal ha dizakret gourc’hemennet gant ar Republik. Me am beuz c’hoant da heuilla lezenn Doue ha da zilezer he enebourien ; me gred e c’hellan ober kement-se ?

— Petra ? C’hoant oc’h euz da lavaret ne rit ket a fae var ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemed eur veach epken e ti-kear, eun dervez m’oac’h bet lakeat da zina oac’h hanvet mear ; abaoue n’oc’h ket bet var dro. Ha ne ket an dra-ze ober fae var ar Republik ?

— Ar pez a livirit a zo guir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstianz a zifenn ouzign bale dre ar memez hent ganeoc’h ; her lavaret am beuz dirak an oll enn ti-kear : c’houi ne falveze ket d’eoc’h kemeret digan-en an dilez euz va c’harg : abalamour da-ze oun chomet hep mont var ho tro.

— Ha neuze eur goall dra-all a zo c’hoaz var ho kount. Ne nac’hot ket oc’h eat da gred evit an Aoutrou Borgn de la Tour, euz a vaner Keraouell, rak kement-se a zo skrivet zoken var baperou ti-kear Guinevez ? Beza e rankit ive-ta, beza mignoun braz d’an Aoutrou-ze. Hogen hennez a zo er prizoun, ha goall damallet eo zoken. Gouzout a rit ive e levereur a bep amzer, e peb bro : Livirit dign piou a heuillit, ha me a lavaro d’eoc’h petra oc’h. Darempredi a rit enebourien ar Republik, dre-ze oc’h ive enebour d’eomp.

— Guelet a ran n’emaoun ket e doare vrao etre ho taouarn. Evelato n’oun ket evit miret da vousc’hoarzin ouc’h ho klevet. Kaout a ra d’eoc’h e c’hell beza kement-se a vignouniach etre eun Aoutrou a vouenn huel, evel an Aoutrou de la Tour ha me, labourer douar divar ar meaz ?

— Mousc’hoarzit keit ha ma raio vad d’ho kaloun : n’her refot ket atao. — Gouzout a reer n’oc’h ket c’houi ken nebeut euz a vouenn ar re zisterra : ho tud koz a ioa lakeat e Guinevez, hag e tro-var-dro, e renk an noblanz. Na d-it ket-ta d’en em izellaat, pa ne dal ket ar boan. Araok an traou-man e tarempredac’h an Aoutrou de la Tour ha kalz a re-all, breman oll enebourien ar Republik. — Ha neuze, ma ne vichac’h ket bet mignouned, ha mignouned vraz zoken, daoust ha c’houi a viche bet diskiant avoualac’h evit en em lakaat e tal da goll hoc’h arc’hant hag hoc’h oll danvez evit an Aoutrou-ze ? Nann, traou evel-se ne vezont great nemed evit ar brasa mignouned. Ha c’hoaz... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalounek, pe, evit lavaret guell, ker zot ha c’houi.

Mez ne c’houzoun ket perak e choman keit-all da gomz oc’h tud hag o deuz kollet ho fenn ; hag ho ti, ha ne vez ket ive noz-deiz leun a veleien hag a zeurezed ne fell ket d’ezho soubla d’ar Republik ?

— Emaoc’h e doare da c’houzout.

— Ia, her gouzout a rign abarz nebeut, hag araok mont kuit, me gred em bezo, ouc’hpenn, da vont ganen an Aoutrou Cren hag an Aoutrou Goachet. E Kergidu edont ganeoc’h, aman e tleont beza ganeoc’h ive.

— Mar d-emaint, c’houi ho c’havo.

— Ia, me gred her graimp, rak an ti a zo diouallet mad a bep-tu, ha den ne dec’ho anezhan. Mez araok ez eomp da viret ouzoc’h-c’houi da gemeret an teac’h, pe da rei dourn d’ezho e ken kaz ma teufent da enebi.

Ha dioc’htu e oue staget, gand eur jadenn hag eur potaill houarn, he zaouarn a-dren he gein, da Baol Inisan.

Paol a zoublaz, heb lavaret ger : na petra a rache ken ? N’oa ket evit herzel... Ar pez en doa lavaret d’ezhan ar c’habiten a ioa guir ; hen a gave en doa great mad, mez ar Republik a lavare en doa great fall, hag evelse e ranke koll, rag ar Republik oa ar c’hrenva. Goasoc’h evit an traou-ze a gave d’ezhan a ioa c’hoaz var he gount. Ar Republik e doa atao izomm arc’hant. Hogen, evit kaout arc’hant, evel am beuz her lavaret d’eoc’h, e doa lakeat e guerz leveou ar zent, leveou ar c’houentchou ha re an noblanz. Kinniget oa bet lod anezho da Baol Inisan a gouiet en doa arc’hant mad ha ne ket arc’hant paper oa. Mez Paol n’en doa ket a c’hoant da veza laer : ne brenaz ket eur bomm leve zoken digant ar Republik. Mad, an dra-ze a viche rebechet d’ezhan c’hoaz, ouc’hpenn ar pez a lavare ar c’habiten. Guelet a rea ive-ta oa great gant-han, hag e kave guelloc’h plega he benn didrouz pa n’oa ket evit herzel.

Da ziouall Paol hag Anna Roue, rak, da hou-man ive, oa gourc’hemennet chom er zolier, oa lezet pevar zoudard, ho fuziliou karget, gand urz da denna didruez, mac’h esache Paol mont kuit, pe re-all dont d’her c’herc’hat.

Soudarded kalounek ! Pevar ! hag int-hi armet kloz, da ziouall eur vaouez hag eun den staget he zaouarn d’ezhan adren he gein !...

Ar re-all hag ho c’habiten a ieaz da furcha kement a ioa enn ti, adalek an traon betek ar c’halatrez : ar gueleou a oue freuzet, an arbeliou a oue divarc’het... ; betek e toull ar geuneudek oant bet o klask, ha netra n’o doa kavet.

Goude beza furgutet dre bevar c’horn an ti, a-dreuz hag a-hed, ez ejont divar err d’ar c’hreier, d’ar grainchou ha d’ar sanaillou : klask a rejont etouez ar foenn hag etouez ar c’holo : kement a ioa a oue furchet, mez ne oue ket kavet muioc’h er meaz eged enn ti. Evel a c’houzoc’h, ar veleien o doa gellet kemeret an teac’h, rag Laouik Appere a ioa bet lemm he lagad ha skaon he c’har, ha n’oa ket bet red lavaret diou veach d’ar veleien mont enn hent.

An dra-man a c’hoarveze dioc’h ar mintin, eun tamm araok mare mern. Lanzeon a ioa unan euz ar guella tiegesiou a ioa er vro ; meur a vevel ha meur a blac’h a ioa enn-han. Evit mernia kement-all a dud oa red kaout eur podad mad a iod ; hag evit aoza eur podad mad a iod, eo red kaout eun tantad mad a dan. Hogen Jannet ar Go ha Manuel Conseil a ioa, er mare-ze, plac’hed-ti e Lanzeon. P’en em gavaz ar zoudarded enn ti, Jannet ar Go a ioa oc’h aoza mern. Glac’haret braz oa kerkoulz hag ar re-all, o velet he mestr o vont gand tud ken dizakret, hag o klevet lavaret oa anat e viche lakeat d’ar maro.

Ar zoudarded n’oant ket lent, ha perak e vichent ? Mont ha dont a reant dre an ti, rok hag heb aoun ebed. Unan anezho a ieaz zoken beteg Jannet, a ioa var bennou he daoulin var an aoled oc’h aoza he fodad iod. Kregi a reaz enn he baz-iod en eur c’houlenn digant-hi evit pe rumm euz he loened e rea ar guelien-ze. Jannet ne respountaz ger, mez trei a reaz ouc’h ar zoudard en eur blanta gant-han eur stafad a-dreuz he c’hinou.

Setu ar c’hoarz etouez ar re-all.

Ar zoudard a deuaz da veza mezek, koll a rea gand eur vaouez !... Evit en em zevel a enep ar c’hoarz, e tistroaz da gaout Jannet, da floura he fenn d’ezhi, evel evit ober goap.

— Livirit dign, maouez, emez-han, ha mad eo ho kuelien ?

— Sell, tanva anezhan, eme Jannet, en eur denna he baz er meaz euz ar pod, hag en eur frota he fenn leun a iod ouc’h baro ar zoudard.

Mar doa bet araok c’hoarz etouez ar zoudarded, breman ez euz muioc’h c’hoaz. — Ha n’oa ket farsuz ive guelet eur zoudard kaotet he varo d’ezhan a iod gand eur vaouez ? Ne ouzoun ket penaoz e viche eat an traou, ma ne viche ket deuet ar c’habiten da c’hervel he zoudarded ha da lakaat ar peoc’h etouez an oll.

Tregont soudard oant enn ti. Epad m’oa lod oc’h esa goapaat Jannet ar Go, lod-all ne ehanent da duria kement kougn a ioa enn ti. C’hoant kaout beleien o doa ; ne gafchont ket a veleien, mes kaout a rechont ar pez a blije meurbed d’ezho. Kavet o doa eur varrikennad guin-koz er c’hao, hag ar c’habiten a deue da glask ar re-all da vont da eva gant-han. Eaz oa d’ezhan rei banneou, marc’had mad oa ar guin, rag ne gouste netra d’ezhan. — Ar c’helou-ze a laouenneaz ar zoudard kaotet he varo gand iod, ha mont a reaz gand ar re-all d’ar c’hao.

Ar varrikenn a ioa divoulc’h : lakaat eun duellenn enn-hi a ioa re hirr : savet e oue en he za, ha ker buan didalet. Unan euz ar zoudarded a ieaz da lost an ti da gerc’hat ar parailler leun a skudellou, ha neuze pep hini a iea d’ar varrikenn gand he skudell hag a efe kement ha ma kare.

Jannet ar Go a ioa dija barbouellet he fenn : ar guel a gement-se a droaz neat he goad.

— Manuel Conseil, emezhi d’ar plac’h-all, guelet a rez ar pez a ra al laeroun korfek-man ?

— Ia, guelet avoalac’h. Oh ! ma vichen-me bet eur goaz !

— Ha red eo beza goaz evit kaout kaloun ?

— Ha petra fell did a rafemp-ni hon diou ?

— Petra ? Sell, ne velez ket nag a dan a zo azindan va fodad iod-me ?

— Eo, guelet avoalac’h. Ha goude ?

— Goude ? ne zivinez ket-ta petra am beuz c’hoant da ober ?

— Nann, ne zivinan ket. Mez ar pez a ri me a raio, hag e ve mont d’ar maro e ve.

— Marteze, evit guir, ez aimp d’ar maro : n’euz fors, ober a ri ar pez a rign ?

— Ia, hen ober a rign, her lavaret a ran did.

— Mad, kemeromp peb a gef-tan euz a zindan ar pod, an daou vrasa a zo en oaled, ha d-eomp d’ar c’hao da rosta ho baro d’ar zoudarded, pe d’ho c’has er meaz.

— D-eomp, Jannet.

Ha Jannet ar Go, ha Manuel Conseil, skelf ho fenn, entanet ho daoulagad, peb a gef-tan enn ho dourn, ho diou d’ar c’hao... Ar zoudarded a jommaz mantred... Ne gouient ket petra glaske ar merc’hed-se. Ne ouent ket pell evit her gouzout, rak Jannet ha Manuel a lamme, eb aoun, varnezho, a roste he varo da-unan, a zeve he vleo da eun-all hag a lakea an oll da giza ha da dec’het... Enn eun taol e oue goulounderet ar c’hao, ha Jannet ar Go a brennaz an or var he lerc’h.

Pe gounezet oa bet ar zoudarded o velet diou vaouez ker kalounek, pe leun oa ho c’hof, ne oufen ket her lavaret ; da viana, hini anezho ne c’hoanteaz distrei ken d’ar c’hao.

Meuli a reer e Paris, am euz klevet, ar pez e deuz great Prinsez Lambal, ha ne ket Ian Pennors a lavaro ne reer ket mad. Hounnez, ar Brinsez-se, a ioa enn he falez gand ar Rouanez Mari-Antoinett. Ar roue Louis XVI, ar Rouanez hag ho bugale, o doa en em glevet gand tud a fizianz hag a galoun evit kemeret an teac’h euz a Franz, rag var var da goll ho buez edont e Paris. Salo o diviche gellet dont a-benn euz ho zaol, rak neuze Franz ne diviche ket bet da ruzia da veza lakeat d’ar maro eur Roue hag eur Rouanez ker mad ha ker karantezuz e kenver an oll ! Hogen, Mari-Antoinett ha Louis XVI a ieaz dre eun tu, hag a oue diarbennet ; Prinsez Lambal a ieaz dre eun tu-all hag a c’hellaz mont da Vro-Zaoz, el leac’h ma ne c’hellet ket kregi enn-hi ken, rak edo er meaz euz he bro. Mad, pa glevaz ne doa ket gellet ar Rouanez dont a-benn euz he zaol, e tistroaz e Franz, dre garantez oc’h he mestrez, er riskl da goll he-buez. Ouc’hpenn riskla he buez, siouaz ! e doa great, rak paket e oue. Muntret eo bet ; ha goude he maro e oue distaget he fenn diouc’h he c’horf, lakeat e bek eur berchenn hir, ha gant-han ez ejot dre gear Baris betek prizoun ar Roue hag hini ar Rouanez evit hen diskouez d’ezho.

Meuli a reer ive-ta, ha mad a reer, kaloun ha karantez ar Brinsez-se ; ha kaout a ra d’eoc’h eo kals biannoc’h kaloun ha karantez Jannet ar Go ha Manuel Conseil ? Evit guir, n’oant ket Prinsezed ha ne risklent ket ho buez evit eur Roue hag eur Rouanez ; mez ker c’huek eo ho buez da ziou blac’h paour a Vreiz-Izel evel ma’z eo da eur Brinsez euz a Baris, ha ken talvouduz e tle ar galoun hag ar garantez a zizkouezer e kenver eul labourer divar ar meaz, evel e kenver eur Roue braz var he dron. Talvoudusoc’h eo marteze, rak eur Roue braz ha pinvidik a c’hell paea ar vad a reer evithan, el leac’h eul labourer paour ne ket evit hen ober. Ar c’hemm a zo etrez-ho, marteze, eo m’en deuz Doue digaset ar maro d’ar Brinsez ha lezet an diou blac’h e buez.

Doue, me gred, en doa c’hoant da baea dioc’h-tu Prinsez Lambal evit ar garantez e doa diskouezet, ha d’he c’has gant-han var eeun d’ar Baradoz, e leac’h eo plijet gant-han lezer e buez Jannet ar Go ha Manuel Conseil, evit rei ar bae euz ho c’harantez hag euz ho c’haloun kren ha nerzuz d’ho zud var ho lerc’h. Da viana, merc’h Jannet ar Go, Anna Gueguen, dimezet da Ian Kerbrat euz a Lannener, e deuz breman daou vap belek : unan anezho a zo persoun, hag eun-all a zo tost da veza. Manuel Conseil a zimezaz da Baol ar Moan euz a Leskoat. He bugale a zo-oll herrio er vad ; pinvidik int zoken, hag unan euz he bugale vian, map da Ber ar Moan, a zo ive belek. Ha ne gaf ket d’ehoc’h e ve an Aoutrou Doue, abalamour d’ho mammou koz, o skuilla he vennoz hag he drugarez var an dud-se ? Kement-man ne vir ket ouc’h an Aoutrou Doue da veza digoret gant laouenidigez dor he varadoz da Jannet ha da Vanuel, hen hag a lavar ar pez a zo great d’an dud izommek a zo evel great d’ezhan he-unan.

Goude beza furchet Lanzeon hep kaout den-all nemed Paol Inisan, goude beza debret hag efet leun ho c’hof, lod euz ar zoudarded a ieaz da Gervern-Vraz, rak eno ive e veze kuzet beleien.

Ar re a ioa chomet enn ti a zavaz d’ar zolier da lavaret da Baol oa mall mont enn hent. Paol a ziskennaz, Anna Roue var he lerc’h, en eur vouela dourek. P’oa deuet d’an traon e tistroaz ouc’h he bried evit kimmiada diout-hi, evit rei d’ezhi ar pok diveza... Anna a zemplaz, re a veac’h a ioa var he c’haloun. Jannet ar Go ha Manuel a grogaz enn-hi hag he lakeaz da azeza var eur skaon : teuler a reant dour d’ezhi ouc’h he fenn, mez kaer o doa ober, Anna ne deue ket enn-hi he-unan. Paol a ranke ive-ta mont kuit eb gellout lavaret kenavezo er bed-all d’he bried, rak gouzout a rea ez ea evit ar veach diveza er meaz euz a Lanzeon, er meaz euz an ti m’oa bet ganet enn-han, er meaz euz an ti m’oa bet ken euruz enn-han... — Er mareou-ze, mont d’ar prizoun a ioa mont d’ar maro. — Abalamour da-ze, en em gavet e kichenn an treujou, e tistroaz truezuz varzu ar penn uela da zellet eur veach c’hoaz da viana ouc’h Anna Roue, astennet var barlenn Jannet ar Go, hag e chomaz eur pennad mantred ha dilavar : Guiska a reaz liou ar maro ; kredi a reat edo, hen ive, o vont da gaout eur fallaenn. Mez eur zoudard, kaloun ker kriz hag an dir, a roaz d’ezhan eur buntad ker kren, m’hen taolaz, dreist ann treujou, var he benn er porz, e touez an teil. Evel m’oa stag he zaouarn adren he gein, n’oa ket evit sevel anezhan he-unan, hag ar zoudarded, hanter-vezo, her goapae hag her ruille a daoliou treid etouez an teil.

Ar mevellien, o tont euz ar park d’ho mern, a jomaz mantred o velet ho mestr var an teil hag an ti leun a zoudarded. — Ne gouient ket petra a ioa c’hoarvezet. — Olier ar Stum, unan anezho, o velet he vestr astennet var an teil, kaillaret he zillad, he benn er c’houer hanvoez, a zavaz ar goad d’he benn, hag a lammaz, gand he fals, etre Paol hag ar zoudarded. Kregi a reaz e dourn he vestr, her sevel a reaz enn he za, hag, en eur zistrei ouc’h ar zoudarded, e sellaz out-ho gant eun ear ker rok, ma lavare d’ezho dre he daol lagad : Deuit-ta breman adarre da ober poan d’am mestr-me.

Ar c’habiten, me gred, a velaz oa mall d’ezhan mont kuit, rak paneved-se mevellien Lanzeon a viche lammet varnezhan ha var he zoudarded, hag, eb gounit varnez-ho, marteze, o diviche great eun distro-fall da baotred ar Republik. Hogen ar zoudarded ne garient ket chom el leac’h ma viche stourmet outho : guelloc’h e kavent debri, efa ha laeret didrouz hag eb beac’h ebed, — easoc’h oa ive, evit guir.

P’edo Ian ar Mest o vont enn ti e Lanzeon dre eun tu, daou vevel a ioa o tont ebarz dre eun tu-all, ha gant-ho, Christ ar Groaz-Ruz, torret he zivesker, he zivreac’h, ha diskolpet he benn. Soudarded ar Republik o doa droug ouc’h kement tra a ziskoueze d’ezho ez euz eun Doue ha ne ankounac’haio nag al laeronsiou nag ar goall-oberou. — Daoust ha n’euz ket enn deiz a herrio var an douar tud henvel ouc’h soudarded ar Republik koz ? — Marteze ive ar c’habiten en doa c’hoant da zizec’ha, ar muia ar guella, kaloun Paol Inisan, rag hounnez ar groaz-se a ioa savet eno gand he dud koz, e penn ho douar, a du Lochrist, hag ioa ive hanvet kroaz Inisan.

Epad m’edont, evel paotred ar zabat, o tansal, o iouc’hal hag o pec’hi, evel pa viche kollet ho fenn gant-ho, enn dro da dammou ar groaz bruzunet, ec’h en em gavaz a du Bretouarne ar re a ioa eat da Gervern, ha, gant-ho, en ho zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant eur gordenn he daouarn adren he c’hein. — Soudarded kalounek ! Liamma he daouarn da eur vaouez ! Aoun hoc’h euz ? Rak petra ? Rak eur vaouez ? Alo-ta, mezuz e ve evit soudarded !...

Evel ma komzent e gallek, mevellien Lanzeon, a ioa eat var ho lerc’h, n’o doa ket gellet gouzout petra a lavarent. Laouen oant, da viana, ha, dioc’h an neuz anezho, oa fouge ennho o veza deuet, ken eaz ha ker brao, a-benn euz ho zaol. Hag e guirionez, ne ket eun dra vrao guelet tregont soudard o tont a-benn euz a eur goaz hag euz a eur vaouez ! ha c’hoaz ar re-man n’edont ket var evez !

Ne zalejont ket da vont enn ho hent ha da stampa kaer varzu Lochrist ; mall o doa da vont da Lesneven da lavaret peger brao taol o doa great. — Mevellien Paol Inisan a hastaz a-fo dastumm an tammou euz ar groaz bruzunet evit ho digas gant-ho da Lanzeon, hag eno emaint c’hoaz enn deiz a herrio. Ian ar Mest a gavaz Anna Roue deuet enn-hi he-unan, mez drouk-lived meurbed. Daoulinet oa, hi, Jannet ha Manuel, ho zeir o lavaret ho japeled evit Paol Inisan. Kregi a reaz e dourn Ian, hag, en eur vouela, e lavaraz d’ezhan :

— Bennoz Doue d’eoc’h, Ian ar Mest, da veza deuet da velet eun intanvez rannet he c’haloun ; ho mignoun Paol a zo eat d’ar maro.

— N’en em jalit ket re, Anna Roue : an traou ne droint ket marteze ker fall ha ma sonj d’eoc’h. N’euz forz penaoz ez ai an traou, gouzout a rit hoc’h euz eur mignoun kalounek e Lescoat. Na ankounac’hait ket d’am gervel, an disterra izom o pezo.

— Bennoz Doue d’eoc’h, Ian ar Mest.

Ian ne zaleaz ket pell : n’oa evit ober vad ebed, hag eur rann-galoun oa beza enn dervez-se e Lanzeon. N’oa nemed vouel ha kaon. Hini euz ar mitizien ne rea netra : mantret oant oll ha ne reant nemet sellet an eil ouc’h egile eb gouzout na petra da lavaret na petra da ober. Araok mont kuit e lavaraz c’hoaz da Anna Roue en doa gellet an Aoutrou Cren en em gaout dizrouk e Lescoat, mez ne gouie ket petra oa deuet da veza an Aoutrou Goachet ; kredi a rea e tlie beza kuzet e menez ar Bod-Onn e mesk al lann.

Ian ar Mest a deuaz d’ar gear euz a Lanzeon dre vourk Lochrist-ann-Izelvet, da c’houzout hag eur c’helou bennag a glefche dre eno. Klevet a reaz, guelet a reaz zoken ar pez o doa great, en eur vont abiou, paotred ar Republik, rak n’o doa ket daleet. Diskaret o doa an Aoutrou Christ binniget hag ar zent, diframmet o doa an aoter. Ar c’habiten a ioa eat zoken gand he varc’h er chapel hag en doa her lakeat da efa an dour binniget a ioa er pinsin koz. Ar guel a gement-se a lakeaz kement a zrouk e Lochristiz, ma kemerchont bep a bennad baz da skei var ar zoudarded en eur grial :

— Soudarded dizakret, hon tud koz-ni a zoube ho biziad er pinsin-ze evit kemeret dour binniget, ha c’houi a laka ho kezek da efa enn-han ? Gortozit, bremaik ni hen talvezo d’eoc’h.

Ar zoudarded, evel emaoun o paouez lavaret d’eoc’h, ne garient ket enebi ouc’h ar re en em zave out-ho. Abalamour da-ze ec’h en em zastummchont buan, hag ec’h en em lakechont enn hent da vont varzu Lesneven. Evelato, araok mont kuit, evit heskina Lochristiz hag ober aoun d’ezho, e leverchont e viche great eur marchosi euz ho japel, ha savet speurinier enn-hi evit lakaat ho c’hezek pa deuchent enn dro, rak dont a dlient var ho c’hiz, emezho. Keleier glac’haruz oa an traou-ze da glevet. Kouezet etre daouarn tud ker kriz, oa anat d’eomp ne zalechent ket da gas Paol Inisan d’ar maro. — Aoutrou Doue, digorit ho Paradoz d’ar re vad ha digorit ho daoulagad d’ar re fall !

Dioc’h an abardavez, e teuaz an Aoutrou Cren euz a Lescoat da Vaner-al-Liorzou dre Gastel-Fur, Traonjulien ha Landigiac’h. Eat avoalac’h e viche da Lesvaeok, da di Renan Eukat, rag eno ive e veze roet digemmer mad ha golo d’ar veleien, mez izomm dont varzu Maille en doa. Mari Mark, grek Kervinot, a ioa klan, toc’hor zoken oa, hag e ranke mont d’he c’hofez. Eur vadiziant en doa ive da ober da Herve Goaok, a Boull-ar-Foennok, hag ouc’hpenn, an ofern a dlie da lavaret enn nosvez-se en eun toull mengleuz, e kreiz koad Maille.

Digemeret mad e oue gand Herve Soutre, a grede, ha mad a rea, tenna bennoz Doue var he di en eur zigeri he zor d’ar veleien.

Deuet oa an noz, debret oa koan, edot e kreiz ar pedennou diouc’h an noz pa zirollaz e Maner-al-Liorzou eur strollad soudarded dispac’herien. Kenta rejont oue eren stard ha staga ouc’h treid ar gueleou hag an armeliou kement hini a ioa enn ti. Goude-ze e tigaschont var an daol kement tra a gafchont da zibri ha da efa. Bep eil ez eant da zibri. Epad ma lounke lod, lod-all a zigore, a zivarc’he, pe a dorre, a daoliou bouc’hal, an armeliou evit klask enn-ho arc’hant pe draou-all talvouduz. Dre oll o doa klasket, ha kement tamm arc’hant o doa kavet a ioa eat gant-ho, betek Aoutrou Doue Katel Eukat, me lavar he c’hrucifi, evel em euz her lavaret d’eoc’h.

Pa oue leun ho c’hof hag ho godellou, e tivischont da c’houzout petra da ober euz a dud an ti. Pemp vraz ha daou vian a ioa : Herve, Katel, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou elig bian hag an Aoutrou Cren, ar pez a rea seiz den krouet gand Doue. Me gred ne gouient ket anaout an Aoutrou Cren, rag anez o diviche her c’haset gant-ho. Ne espernent belek ebed, ha fouge a veze enn-ho pa c’hellent kaout eur belek bennag da verzerria. Lavaret a reant oa evit rei skouer vad ha kentel d’ar bobl eo e reant an dra-ze. Na pebez skouer, o va Doue !... Me gred e rea vad d’ho c’haloun griz guelet ar goad o ruilla dre-oll.

Edont ive-ta o tiviz, ha ne gouient ket petra da ober pa deuaz unan anezho euz ar meaz enn ti en eur lavaret oa eur puns doun er penn-all d’al leur, hag oa brao teuler an oll ebarz, bugale hag all.

— Ia, ia, eme ar re-all, ar berra eo : hag eno e vezint didrouz diouc’h tud ar bed evit lavaret ho fedennou.

— Mad a leverez, eme ar re-all ; araok ma’z eor d’ho c’hlask di o devezo bet amzer da uza ho zeod en eur bedi ho Doue.

Ker buan e oue kroget enn Herve Soutre, e Katel Eukat, enn ho daou bugel, enn daou vevel hag enn Aoutrou Cren da ziveza, hag e ouent taolet var ho fenn e goueled ar puns. Katel Eukat a ioa beo c’hoaz pa deuaz an Aoutrou Cren euz he fallaen, rak en eur goueza er puns oa semplet, ha ne ket souez : eur goall-lamm oa ive hennez, koueza var ar penn en eur puns doun ; meur a hini a viche semplet evit nebeutoc’h. An tri-all hag ar vugale a ioa maro.

Pegeit oa padet fallaen an Aoutrou Cren ? Ne ouzoun ket. Komz a reaz ouc’h Katel, mez siouaz n’oa evit lavaret ger, ne rea nemed ficha he dourn. — Epad m’edont an eil e kichen egile enn ti, stag ouc’h treid ar gueleou, an Aoutrou Cren en doa kofeseat an oll, ha roet d’ezho, en hano Doue, ar pardoun euz ho fec’hejou. Rei a reaz c’hoaz breman da Gatel induljansou ar maro mad.

C’houeac’h den muntret, merzeriet er memez nosvez ! C’houeac’h sant e Baradoz an Aoutrou Doue !!

Setu a-ze ar pez a ioa c’hoarvezet gand an Aoutrou Cren hag e Lanzeon abaoue emgann Kergidu. Setu a-ze penaoz oa kouezet er puns hag e viche marvet enn-han, ma n’en diviche ket va eal mad-me va digaset enn nos-se da Vaner-al-Liorzou, el leac’h va c’has da Lanzeon evel am boa c’hoant.


————
  1. Mar teu an hini en deuz skrivet histor Ian Pennors da gomz keit divar benn he dad koz, ne ket evit en em veuli nag evit en em fougeal eo, evit lavaret an traou evel ma’z int c’hoarvezet eo a-vad. Tud koz a Vinevez hag a dro-var-dro a c’helfe kounta muioc’h c’hoaz eget na lavarer aman.