Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/8 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet

Stumm eus an 8 Kzu 2011 da 08:49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Etre daou zen yaouank


1. Dibonjour d’hec’h va mestrezik,
Penoz a ra ho kalonik, Pennoz a ra ho Kalonik ?

2. — Va c’halonik a zo seder
Ma, be oc’h hini va zervicher :

3. Va c’halonik a zo kontant
Ma be oc’h hini den yaouank.

4. — Ma mestrezik ma em c’heret,
Promettit d’in em c’hemerfet :

5. Promettit d’in em c’hemerfet,
En iliz dirag ar beleg
Dirag ar Zent hag an Elez.

6. Me na zemein ket ar bla-man
Nag er bla na rin ket ive.

7. Na da vla, na da viken-jamez
Oar me ial da leanez;

8. Me verzo ma zantelezou,
Va c’hroazou kaër, va rubanou :

9. O lakaï da bedi Doue,
E ialo d’er gouant gathê.

10. Peger brao ve kos ar botred,
Pe ven godissa ar merc'hied !

11. Koseal a reont a c’hinou
Mez mud ve o c’halonou.

12. Evel d’ar bleuen var ar mor
Kalon ar botred ’zo traïtour.

13. Evel d’ar bleuen var ar mor-braz
Eo karantez plac’h ha goaz.

14. Evel d’ar mel var ar men-glaz
E ze karantez plac’h ha goaz :

15. A mel-se ia gant ar guenan,
He garantez gant peb unan.