Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/33 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
<br/>
<br/>


{{Kreizañ|'''V'''}}


{{Kreizañ|V


{{Kreizañ|''Bilzig dirag ar barner''}}


''Bilzig dirag ar barner''}}


Trouz hag enkrez er bourk ; petra ec’h êr d’ober d’ar vugale ?


Trouz hag enkrez er bourk; petra ec’h êr d’ober d’ar vugale ?
Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital.
Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital.


Evel just, Bilzig a zo het galvet ar c’henta dirag ar barner.
Evel just, Bilzig a zo bet galvet ar c’henta dirag ar barner.
Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar
Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar
person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull
person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull
an nor, hag ar-mêz, el liorz, ar vugale hag o zuid, war an dô!.
an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl,
dirag ar barner, diou wialenn ozil.
dirag ar barner, diou wialenn ozil.


Bilzig a zellas a gorn eus ar barner, hag a-dreuz eus an d;ou
Bilzig a zellas a gorn eus ar barner, hag a-dreuz eus an diou
wialenn.
wialenn.


— Lavar d’in, mabig, ha te ’zo bet er weenn ber an ôtror.
— Lavar d’in, mabig, ha te ’zo bet er weenn ber an ôtrou
person ?
person ?


Linenn 31: Linenn 29:
— Geo !
— Geo !


— Ar per-ze, marteze, a oa koueet o-unan ez kindu ?
— Ar per-ze, marteze, a oa koueet o-unan ez kinou ?

Gir ebet.
Gir ebet.


Bespont, mabig, ne vo ket grêt a zroug d’it, ma vez fur…
Respont, mabig, ne vo ket grêt a zroug d’it, ma vez fur…
Lavar ar wirione. N’out ket bet er weenn ?
Lavar ar wirione. N’out ket bet er weenn ?


Linenn 45: Linenn 44:


— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit,
— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit,
liag e vi Iaosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?
hag e vi laosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?


— Madelen, Yannig, Katellig, ôtrou, a oa ganen.
— Madelen, Yannig, Katellig, ôtrou, a oa ganen.
Linenn 51: Linenn 50:
— Digasit anê aman ! eme ar barner d’an archerian.
— Digasit anê aman ! eme ar barner d’an archerian.


An tri vugelig a oa el liorz o c’horloz o breur. An arclier
An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer
a dapas krog enne hag o boutas er zal.
a dapas krog enne hag o boutas er zal.

Stumm eus an 1 Gwe 2011 da 22:10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


V


Bilzig dirag ar barner


Trouz hag enkrez er bourk ; petra ec’h êr d’ober d’ar vugale ? Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital.

Evel just, Bilzig a zo bet galvet ar c’henta dirag ar barner. Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.

Bilzig a zellas a gorn eus ar barner, hag a-dreuz eus an diou wialenn.

— Lavar d’in, mabig, ha te ’zo bet er weenn ber an ôtrou person ?

— N’on ket, ôtrou.

— Ma, n’eo ket te, mabig, a zo bet tapet gant ar zakrist o tibri per ?

— Geo !

— Ar per-ze, marteze, a oa koueet o-unan ez kinou ?

Gir ebet.

— Respont, mabig, ne vo ket grêt a zroug d’it, ma vez fur… Lavar ar wirione. N’out ket bet er weenn ?

— Nann, ôtrou.

— Goùt a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, marvad, da-unan, hag anaveoüt mat a rez-te ar re all. Lavar piou int ?

Bilzig gir ne rannas.

— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?

— Madelen, Yannig, Katellig, ôtrou, a oa ganen.

— Digasit anê aman ! eme ar barner d’an archerian.

An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o boutas er zal.