Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/26 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Pywikibot touch edit
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv|4|TELENN REMENGOL|}}

Stumm eus an 17 Gou 2021 da 10:18

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
4
TELENN REMENGOL


TELENN REMENGOL


————
Da varz-meur Breiz, ann aotrou Kermarker


————
War don : Gralon ha Ker Is.


Ne oann c’hoaz nemet eur bugel,
Me gare va bro Breiz-Izel ;
Me gare va bro Breiz-Izel,
Bro ar feiz hag ann dud zantel.

Gant va mamm, eunn deiz da zao-heol,
Me ieaz da bardoun Remengol ;
Me ieaz da bardoun Remengol
Da bedi Gwerc’hez Remed-holl.

Mont a reamp dre goad ar Rannou,
Pa gleviz huanadennou ;
Klevet a riz enn eunn dervenn,
son truezuz eunn delenn ;