Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/24 : diforc'h etre ar stummoù
Pywikibot touch edit |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) : | Talbenn (n'emañ ket e-barzh) : | ||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
{{Niv|2|TELENN REMENGOL|}} |
Stumm red eus an 17 Gou 2021 da 10:18
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
2
TELENN REMENGOL
DA ENE VA MAMM VAD
————
E-c’harz ar mor ounn ganet, e bro sant Gwenole,
Ha biskoaz nemet glac’har n’em beuz bet em bue.
Ia, glac’har ha karante, setu va flaneden,
Planeden rust ha kalet da heulia penn-da-benn,
Pa oann em bugaleach, va mamm baour aliez
A lavare d’in : « Va map, kar ha ped ar Werc’hez ;
» Ped anezhi, va mabik, ped Gwerc’hez Remengol ;
» Mar he fedez a galon, biken ne d-i da goll. »
Patronez va mamm dener, Gwerc’hez vad Remengol,
Ped gwech hoc’h euz-hu miret nad-ounn me eat da goll ?
Ho pedet am euz bepred ; breman, a-rok mervel,
E kaninn ho meuleudi d’am breudeur Breiz-Izel.