Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/9 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 11 Gwe 2020 da 14:31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

doueed [1]. Er frankizennou anezi edo o peuri ar c’hezeg, ar buoc’henned hag an tirvi gwenn gouestlet d’ezo [2]. Eus ar wezeg-se e c’hoarveze an eil kelc’hiad. En-dro d’ar wezeg sakr e rae kêr an trede kelc’hiad. Bevennet oa diouz tu ar maeziou gand eur c’hleuz hag eur savenn-douar gwenn-razet-holl evel krec’hienn ar roueed. Diouz liou ar c’hleuz hag ar savenn wenn eo e raed hec’h ano eus kêr [3]. Trouc’het ez oa ar gouriz-se gant peder dor. Hag o rei tremen daved an dorojou pevar font prenn a-dreist d’ar c’hleuz.

Rannet edo kêriz e pevar strollad warn-ugent a beb a gant den ; dleet da bep-hini ober e-pad eun eurvez war-dro an doueou en nevedenn. An eurvez-se a yae ganto da gana meulganou war an delenn [4]. Graet ganto o eurveziad, e teue eur c’horad all a gant den hag a stage gand ar c’han hag ar son en taol-pred end-eeun ma tistage diouto ar re en o raog. Evel-se n’oa el lec’h-se nep tav war ar c’han hag ar son [5]. E-pad an deiz e keneilent redadenn herr ar C’harr a

  1. An iwerzoneg de-fid « gwezeg sakr « a rank beza en e raog eur c’heltieg dêvo-vidus « gwezeg an doueed ». Tiveden, ano eur c’hoad e bro-Sued, a c’hallfe beza diwar-lerc’h an hevelep hen-c'her, Rev. celt., 1914, p. 119.
  2. Chatal gwenn graet ganto en divinouriez hag en aberzou, S. Reinach, Orpheus, 3vet mouladur, p. 125 (Gresianed), 168 (Kelted). 185 ha 196-7 (Germaned), 211-2 (Slaved).
  3. Vindoklâdia « ar c’hleuziou gwenn ». Eur gêr a Vreiz-Veur d’ar mare kelt-ha-roman a oa d’ezi an ano-ze, Loth, Chrest. bret. p. 37. Diwar-benn ar boaz da wennraza ar savenn-douar a gelc’hie krenvlec’hiou Iwerzon, sellout ouz Joyce, Social History, II, pp. 63-4.
  4. Diodôros, II, 47. Kenveria Jullian, Hist. de la Gaule, I, danevell ha notenn 5.
  5. Kenveria Imram Brain, p. 10-11, poz 18 :


    "It sings a strain unto the host
    Through long ages, it is not sad
    Its music swell with choruses of hundreds :
    They look for neither decay nor death."

    Canid airbitiud dont slog
    Tre bithu sir, nat bi trog
    Tormaig ceul co corib cet :
    Ni frescet aithbe na ec.

    Kenveria ar bangor wydrin « bangor gwer » en Enez Avallac’h (anvet ivez Ynis wydrin « enez wez »). An triadou a ar anezan unan eus ar c’haniou pad ha klok enez-Vreiz, Loth, Mabinogion, II, p. 264-5 (kenta mouladur). Kristenaet eo bet ar vojenn-ze, hogen diwar wrizienn bagan-rik ez eo. An hen-vrezoneg bann, iwerzoneg binn, bind « heson », a c’houlenn en e raog eur c’heltieg binno-, Dottin, Langue gauloise, p. 234.