Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/25 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
D section 06/07
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet

Stumm red eus an 4 Gwe 2020 da 19:23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

zerie dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. Lation (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gaerder ha d’e lufr[1].


Ar maga-loened hag ar gounit-douar gant Vindosêtlos.


Labour a oa da Vindosêtlos estr eged ober war-dro an ebeul. Tri bagad loenedigou a oa bet fiziet ennan gand e adtad : eur bagad gwaziigou, unan ein, unan menned-gavr ; ha, pa voe deut brasoc’h ha krenvoc’h, e voe lakaet, ouspenn, en e evezerez eur bagad ébeulien, unan leueou, unan perc’hell. Ouz an holl loened-ze en doa Vindosêtlos da sellout ; hen eo o maese ha kred ez oa evid o stad-vat hag o yec’hed[2].

Vissurix a rôas ouspenn da Vindosêtlos eun dachennadig douar da zifraosta ha da c’hounit. Diouz an tu heoliek eus an enezenn edo ar park a rôas d’ezan. Lec’hid holl, da lavarout eo douar blot ha divein, ez oa an douar enni, distart d’eur bugel hel labourat. Vindosêtlos e-unan a stuzias an dachenn-ze, hep den da genober gantan. Oberia a reas e-unan ar binviou en doa ezomm, en o zouez eun ogedig hag eun alarig e souc’h arem. Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar souc’h ha Tritios e alias war gilvizia, kunvaat ha framma al laz, ar paler hag ar yeo. Ouz e alar e stagas Vindosêtlos diou eus e zanvadezedigou. E bark a zigoras ha gwiniz a hadas ennan. C’houennat a reas an trevad, medi, dourna ha dastum an ed hep beza skoazellet gant den[3].

  1. Lation, aet d’an diverradur lat war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzoneg da laithe hag a hanval beza bet evid an noz hag an deiz hed-ha-hed (da lavarout eo evit « deiz ar Steredoniez », peder eur war-nugent ennan). Aman e c’hortozfed kentoc’h *Diies, *Diios (enskrivet D e deiziadur Coligny) a verke ar pennad sklerijennet eus an deiz-se.
  2. Joyce, Social History, I, p. 441.
  3. Hounnez eo c’hoaz penn-reolenn kelennadurez an Amerikaned : learning by doing « diski diwar ober », Buyse, Méthodes américaines d’éducatioñ générale et technigue, eil mouladur, 1900. Ar gelennadurez dre c’heriou hepken a zo eun herez d’eomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat ! War an doare ma tenne war-eeun d’an obererez kelennadurez an tiegez gand Iwerzoniz sellout Joyce, Social History, I, p. 441. Uhel-brizet ez oa al labour-dourn e-touez ar Gelted, ibid. II, pp. 286-330 ; D’Arbois, la Civilisation des Celtes et celle de l’épopée homérique, p. 130-1. Ar c’hoariou-ouesk, gourenerez, rederez, lammerez, c’hoari-mell, c’hoari-kammell, a veze pleustret ganto eus ar c’houeka. Da bep mare o istor e hanval ar Gelted beza bet eur ouenn virvidik, oberiant, tùet-dreist da gas kuriou war-raok. Eun temz-korf gourenerien a oa d’ezo, e gwirionez, evel m’hen diskouez o eskern bras ha start, louc’het doun enno penn ar c’higennou, Loth, Rev. des Et. anc. 1916, p. 285 ; Rev. celt. 1920-1, pp. 272-6 (oadvez ar maen hag an arem) ; Dr Hamy, les Premiers Gaulois, Anthropologie, 1906, pp. 1-18 ; 1907, pp. 127-35 (marevez Hallstatt) ; kenveria Piroutet, ibid. 1918-20. Nag an diskleriaduriou a-berz an Hen-amzer, nag ar gosa lennegez anezo ne ro da gredi ez oant bet, en eur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, Loth, Rev. celt. 1911, p. 441 ; John Munro, the Story of the British Race (London, 1899), pp. 205-32.