Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/23 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "<br/> {{Kreizañ|'''An ebeul e reun aour.'''}} Boaza a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gand e gelc’hig<ref>Kenveria Rhys, '..."
 
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet

Stumm red eus an 4 Gwe 2020 da 18:23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


An ebeul e reun aour.


Boaza a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gand e gelc’hig[1]. Gwech o redek, gwech all o kerzout, e rae d’ezan ruilha en e raog war an aod ha ne baoueze en e valeadenn, ne leze e c’hoariell da goueza d’an douar, ken na vije peurc’hraet gantan e drôad.

Eun deiz, diouz ar beure, edo, evel m’oa boas, o paouez kouronka er mor. Hag hen o vont da staga gand e redadenn bemdeziek, pa wel o tifluka eus ar c’hoummou eun ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz. Tostaat d’ezan a vennas ober evid e baka ; an ebeul, avat, a lammas kuit dioutan. Ar gerseenn-man a voe diskuliet gand ar bugel d’e dad-mager.

« Hennez, eme an drouiz, eo an ebeul ganet gand Andepa diwar Belinatepos[2]. Er bed-holl n’en deus ket e bar. Hogen, n’heller ket e baka evel al lastez ebeulien all. Paket ne hell beza nemet diwar-bouez eus las-bann[3], graet eus reun e vamm, hag a vefe bannet outan d’an tarz-deiz gand eur paotr gwerc’h en noaz[4]. »

  1. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, p. 664-5 (Manannan ; R. Dussaud, Civilisations préhelléniques dans le bassin de la mer Egée, eil mouladur, p. 392 (Talos).
  2. Andepa, evid Ande-epa « ar gazeg vras » (kenveria Andarta, evid Ande-arta « an arzez veur »). Belinatepos (Rev. Celt. 1891, p. 260) a ziskouez a-walc’h beza kendiveret eus Belin (evit Belino-) hag ate-epos « marc’h mat ? »
  3. Lakaet eo bet a-wel an « ober gand al las-bann », en Hen-amzer, e-touez ar Skuthed, an Etrusked hag Ejiptiz, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, their subjects and significance, trôet e saozneg gand Ingeborg Andersen (Oxford 1922), p. 24, skeudenn 18 ; A. J. Reinach, l’Egypte préhistorigue (1908), p. 31 ; Maspéro, Lectures historiques, Egypte, Assyrie (1890), p. 73, skeudennou 38, 39. Testeniekaet eo e-touez Gresianed ar ragistorvez dre ar geriou taurobolê, kriobolê, an « tizout eun taro, eur maout diwar-bouez eul las hag e lidlaza d’an doueed », Rev. de l’Hist. des Religions, 1906, p. 19.
  4. Diwar-benn an « ober gant reun ar vamm » kenveria the Black- Brood mare (an Alaire Dhuibh) e Mac Dougall, Folk and Hero Tales, p. 90, 280 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series, N° III). Diwar-benn ar werc’hded a oa red da gas an taol da vat, sellout ouz ar skoueriou dastumet gant Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), p. 256-7. War an noazded red el lidou, Rev. des Et. anc. 1917, p. 204.