Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/17 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
D section 04
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet

Stumm red eus an 4 Gwe 2020 da 18:21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


Penaos edo reizet bevidigez Vindosêtlos.


Ken n’en devoe tizet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laez Velia hepken[1]. Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel kouls ha d’e gorf. Laez eur Ouenn grenv eo laez an doueezed, eur Ouenn a-viskoaz difazi, p’o deus ar rummadou anezi kerzet dalc’hmat e roudou eeun ar sklerijenn. Eun tenv marzus eo a ra diwana ha kreski en neb a vev diwarnan ar pevar ferz-mat a ra an dud peur-reiz : nerz, glanded, furnez, madelez[2].

Pa voe dizonet Vindosêtlos e voe dalc’het d’ober eus al laez e benn-vagadur. Nemet e teue al laez-se eus nao zez an teir buoc’h a anved Vinda, Rouda, hag Udra[3]. Gwella buoc’henned laez a gement a oa e buorz[4] Vissurix ha Velia ez oant-i, ha souez n’eo ket o veza anat e raent o-zeir holl dorad Glazenn ar Gof. D’ezo ez oa peb a dri zez hag a rôe bemdez peb a nao c’helorniad laez, ar pez a rae, eus an eil abardaez d’egile, eur c’helorniad ha pevar-ugent a veze lakaet holl da vezur advibien Vissurix. Bez’ ez oa e buorz Vissurix eur plac’h yaouank. Yaouerez ez oa da Velia hag, en abeg da ze, en hec’h oad tener, e veze graet anezi gant he zad hag he mamm Alalia[5]. Hogen

  1. Hyde-Dottin, Contes irlandais, p. 25.
  2. Diwar-benn an nerz peur-reiz a greded a oa er pevarveder, sellout Rev. des Et. anc. 1916, pp. 280-5. Kenveria ar c’hembraeg petry-wyr « brezelourien beurvat » = *petru-viroi.
  3. Doareou gwregel Vindos « gwenn » ha Roudos « ruz » eo Vinda ha Rouda. Evid Udra, kenveria an iwerzoneg odar « du », Rev. celt. 1892, p. 414.
  4. « Kloz ar saout ». En hen-vrezoneg buort, buorth, Loth, Voc. v. br. p. 62. Ger kendiveret eus bu (iwerzoneg bo) ha gort, gorth « garz » a zo aet da eil-gevrenn ar ger lïorz. Buorz a zo anezan c’hoaz e brezoneg evel ano-lec’h e kumun Lothey, pastell-vro Pleyben, Loth, Chrest. bret. p. 113. En iwerzoneg e veze graet eus ar buorz badhun pe bo-dhaingen « krenvlec’h saout ».
  5. Kenveria ar gwenedeg hag ar c’hembraeg arall, an iwerzoneg araile, a c’houlenn en o raog eur furm geltiek *alalio-, Rev. celt., 1896, p. 300.