Klemgan war varo P. Proux : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "<div class="text"> {{Titl|titl= Klemgan war varo P. Proux|oberour=Fañch an Uhel|titouroù=1873|90}} {{Pajenn|Luzel - Klemgan war varo P. Proux, 1873.djvu/1|niv=45}} {{P..."
 
 
Linenn 14: Linenn 14:
<references/>
<references/>
[[Rummad:Barzhonegoù]]
[[Rummad:Barzhonegoù]]
[[Rummad:1873]]

Stumm red eus an 13 Ebr 2020 da 14:15


Klemgan war varo P. Proux


skrivet gant Fañch an Uhel


1873




KLEMGAN
war varo P. Proux
Barz Kerne[1]
————

Kenavo ! Kenavo !!…


I


— « Perag c’hoantad mont kuit, o barz ?
Sell, peb tra zo kaër hag a c’hoarz
Breman ouz ann den war ar bed,
Ann heol, ar bieuniou, ann evned.
Chom ganimp c’hoaz eur pennadig,
Kan d’imp ur werz pe ur sonig,
Rag te oar, gant ur ganaouenn,
Lakâd prim pep kalon laouenn. »

— « Allas ! An amzer a zo fall,
Kerkoulz en Breiz vel en Bro-C’hall,
Ewit c’hoarzin, kana soniou,
Hag er prajo kutuill bleuniou.
Allas ! kaër am bo c’houeza stard
Bepred e tawo ma bombard
Pe mar kan a vo truezuz
Evel kan un anaon klemmuz. »

— « Adren, kanvo, tenvalijenn !
Sell en oabl tad ar sklerijenn
A skuill dre-holl al levenez,
Ar iec’hed, hag ar garantez ;

Sell er parko hag er prajo,
Er lannek evel er c’hoajo,
Peb tra gan an newez-amzer,
Ar bleuniou koant, ann alc’hueder. »

— « Evned bihan, kanit bepred,
Er c’hoajo, etal ann dour-red,
Bleuniou al lannek hag ar prad
Bezit plijadur al lagad :
Met ar Barz koz na gano ken,
He galon zo leun a anken,
Rag holl kement hen euz karet
Allas, zo brema diskaret !… »

— « Ah ! Malloz ruz war ar brezel !
Ah ! Holl vugale Breiz-Izel
A zo ho c’halono, hep mar,
Vel hoc’h hini leun a c’hlac’har !
Met, Barz ker, komer da vombard,
Ha c’houez en-hi, c’houez en-hi stard,
Euz da glewed, ar Vretoned
En em ganno vel leoned… »

— « Ia !… Pedomp Doue d’hon zikour,
Ha malloz war an enebour !
Red eo trec’hi, potred vad Breiz,
Kerzomp kalonek ha gant feiz !
Red eo trec’hi… Kriomp iou ! iou !!
Me vo ganec’h ha ma gwerziou
Leun a garante wit ar vro
Ho kraio trec’h, kent an distro ! »

« Malloz ruz d’ar Prusianed,
« Malloz d’al laëron kounnaret !

« Torr he benn ! Trec’hi pe verwel,
« Araok, bugale Breiz-Izel !
« Araok ! Ur Gwir Vreizad biskoas
« Dirag ur c’hleze a dec’has,
« Ar maro kent an disenor
« A vezo bepred gir Arvor. » [2]


II


— Evelse kane ar Barz mad,
Uc’hel he benn, lemm he lagad,
E kane gant kalon ha nerz
He gan kaër, he ziveza gwerz.

Met dreg-han a oa ann Ankou
Ganthan he falc’h ’n he zorn dehou,
Ha gant un tolig hep truez
Troc’has he gan hag he vuhez.

Hag ar geno gane gwerziou
Gwerziou a vrezel ha soniou,
Levenez an dud a bep oad
Sethu han breman leun a voad !

Ah ! Pebeus glac’har, Bretoned !
Sethu marw roue ar Barzed,
Prosper Proux, ar c’haner lirzinn
A lake an holl da c’hoarzinn !


Ar barz karet hen euz savet
Ar soniou koant a ve klevet
Kana a bep tu bars ar vro,
Falc’het eo bet gant ar Maro !

Ah ! Falc’her dall ha dinatur
Te a skuill glac’har dreist muzur ;
Perag skei velse en hon c’hreiz
Ar Barz, plijadur holl dud Breiz !

Allas, piou frealzo breman
Ar paour kez gwasket er bed man ?
Rag netra na dalv ur sonig
Wit kalon ann den reuzeudig.

Kenavô, barz ker, ma mignon,
A garien a greiz ma c’halon !
Ama peb tra a dro da fall,
Te zo gwelloc’h en ur Vreiz all !

Er vro lec’h ma ’z eo pep tra gwell
E lec’h n’euz na drouk na brezel
Trubarderaj na kasoni,
Na poan na klenved na kozni.

Azeet war ho c’hadoriou
Ar Barzed selaou da zoniou,
Ar Barzed koz a gane c’huek
Hag a gare ar brezonek.

Brizeuk, ar barz e vleo melenn,
Mestr ar gwerziou, mestr ann delenn,

Wit da digomer zo savet
Hag en eveus d’an holl lâret :

— « Prosper Proux, ur Barz ann dibab,
N’oa ket en Breiz a welloc’h mab,
Veldon, hen euz karet he vro,
He c’hanet beteg ar maro ! »

M’ho deus lâret ar Barzed koz :
— « Ganid, kenvreur ker, hon bennoz,
Kan d’imp ni darn euz da soniou,
En iez Breiz hag euz da werziou. »

Ma kanas Kimiad ha Distro
Soudard Breiz-Izel en he vro,
Ma vijenn Bars, Mouez ar c’hleier
Hag ive son ar Merc’hetaër

Kalz a re all, ha sethu c’hoarz
O klevet soniou koant ar Barz.
Bep tro larent : « Koanta sonig !
Kanit bepred, c’hoaz unanik ! »

O kaner c’huek, O Barz karet,
Wit beza da gorf douaret
Na varvo biken da hano
Ha tud Breiz bepred a gano

Da soniou koant ha da werziou
War an hentjou, er pardoniou,
Ha Bombard Kerne vo meulet
Keit vo ur Breizad war ar bed.


Vel ur gwir Varz ez out marwet
Gant ar bleuniou, kan an evned ;
Et out euz hon touez ; — d’imp, kanvo ;
Met bew ez out c’hoaz… Kenavô ! [3]


F.-M. ANN UHEL.


Plouaret, ar 15 a viz Maë.


————


  1. Echo de Morlaix ; 35e année, n° 22, 1 Juin 1873.
  2. Ar pennad-ma zo kemeret deuz gwerz diveza Proux gret ann 28 a viz Eost 1870. (Noten gant Luzel).
  3. Ar c’hlemgan-ma a zo bet lakeet asamblez gant teir
    werz nevez, en eil voulladen Bleuniou Breiz (Clairet, mouller,
    Kemperle, 1888). Ar voulladen genta a zo deuz ar bloavez 1862.