Eil levr - Chap. IV. : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "<pages index="Imitation ar Verc’hes Vari.djvu" header=1 from=172 to=178 tosection=1 /> </div> {{DEFAULTSORT:Eil levr - Chap. IV.}} Rummad:Imitation ar Verc’hes Vari"
 
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 4: Linenn 4:


{{DEFAULTSORT:Eil levr - Chap. IV.}}
{{DEFAULTSORT:Eil levr - Chap. IV.}}
[[Rummad:Imitation ar Verc’hes Vari]
[[Rummad:Imitation ar Verc’hes Vari]]

Stumm red eus an 30 Kzu 2017 da 19:25

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 128-134)






CHABIST IV.
Necessite hac avantach ar veditation.


Ar Servicher.

Craou a Vethleem, repetit deomp-ni ar pez a rejoc’h da entent da Vari, pa deuas ar bastoret da adori Jesus, pe qentoc’h, Guerc’hes, mam Doue, ar pes a occupas ac’hanoc’h neuze.

Mari.

Va mab, ar guel estonus a un Doue crouadur bian, astennet var un tam plous, ha mailluret, a oue evidon eur sourcen infinit a reflexionou mad.

N’en em squizen qet о vedita ar myster bras-se a garantes un Doue incarnet.

Ar pes a velen hac ar pes a gleven en em imprime hac a læse mercou doun e goelet va c’halon ha va speret.

Admira a rean c’hoas muioc’h eguet ar bastoret, ar bursud a zeue d’en em ober. Oll buissançou va ene, va ententamant, va bolontes, va memor a yoa oll occupet eus an objet bras-se.

Ac’hano, eus ar reflexionou-se e teue mil affection dener pere a sortie continuellamant eus va c’halon ; ac’hano ar meuleudiou hac ar venedictionou pere ne cessen da rei d’an Oll-c’halloudec.

Mar fell deoc’h, va mab, beza touchet eus ar guirioneziou caer ha divin eus ar religion, e renqit en em occupi anezo a zêvri hac o medita gant attention.

Feis an darn vuya eus ar gristenien n’en deo languissant hac evel morgousqet en ho c’hreis, nemet abalamour ma neglijont e antreteni hac he c’hreaat dre ar veditation, evel ma c’hantretener ha ma cresqer an tan dre ar c’heuneud a laqear ennan.

Nac a grimou bac a zizursou var an douar ! Ar pen-caus a guement-se eo an ancounac’ha eus ar guirioneziou eternel.

O vedita alies var an ifern, an eternite eus an ifern, var bonheur eternel ar barados, var garantes Doue evit an dud, var bassion Jesus-Christ, var ar gredo, var gourc’hemennou Doue, re an ilis, ar sacramanchou ; var garantes Jesus evidomp, ispicial e sacramant an auter ; о vedita varan traou-se oll, dioc’h ar mintin particulieramant, pe da viana e poent pe boent eus an deis, eo e c’hanavezer Doue hac e zervicher.

Dre ar reflexionou-se e veler scler an neant eus an traou crouet, hac e zeus bet meur a hini-pere a so en em rentet sænt, oc’h en em zistaga a galon dioc’h pep tra bac o reï о oll garantes d’ho c’hrouer.

En exerciç santel eus ar veditation eo e tesq ar sænt, ar guir eneou fidel, estimout ar vertus ebqen, ar pes ebqen a brocur dezo mui a garantes evit Doue, ha dre eno, mui a esperanç da c’hounit ar barados.

En oræson en em blich an Autrou-Doue, o parlant calon oc’h calon gant an den.

Dre an oræson, dre an desirou ardant a union gant Doue, en em blich hon tad celestiel oc’h allumi ennomp an tan pur, ar flammou divin eus e garantes santel.

Na basseit qet eta, va Mab, deves ebet eb maga hoc’h ene gant unan benac eus ar guirioneziou-se a zilvidigues. Evel-se e tesqer beza santel.

Na en em excusit qet, evel cals a re-all, abalamour n’oc’h eus qet a amser da chom evel-se da sonjal ha da vedita. Ne qet an amser a vanq da zen, mæs ar volontes vad.

Evit lavaret just, n’oc’h eus nemet un affer da ober var an douar, affer ho silvidigues.

Jesus, ar viriones eternel, hon assur eusa guement-se.

Erruet e ty Martha ha Mari, diou c’hoar Lazar, Martha ne guemere repos ebet o prepari pe a dra da ziguemeret hor Salver, ha Mari, he c’hoar, a chome assidu azezet e c’hars treid jesus, о chelaou e gomsou hac oc’h o medita.

Martha en em glemmas eus e c’hoar Mari, pehini e leze da ober tout al labour. Mæs Jesus a zifennas caus Mari, he phreferas da Vartha, eb blami gouscoude houman.

Mari, eme Jesus, e deus choazet al loden vella, pehini ne vezo qet lamet diganthi, ha c’hui, Martha, a zo re droublet ha re occupet eus a draou pere e basse hac a beris. N’en deus gouscoude nemet un dra necesser, ar silvidigues, medita guirioneziou ar religion evel a ra ho c’hoar Mari.

Bemdes, va mab, e cavit amser evit ober reflexion mad var ar pes a sell hoc’h interest temporel ; ar marc’hajou, ar foariou, labourou an douar, ho micher. Mæs a beza e zeus interest ebet a vrassoc’h consecanç eguet nen deo interest an eternite ?

Na zigarezit qet hoc’h ignoranç var sujet ar fêçon da vedita. Piou eo an den ne ra qet a reflexion bemdes var ar pes en deveus guelet, clêvet pe santet ?

Dre exempl, guelete qear un histrion, eur c’hoarier bennac. Chom a rit a bân da sellet ountan ; laqat a rit evez oc’h ar feçon ma ra e droyou pas-pass, e droidellou fin, e arveziou. Qemeret a rit attach oc’h an traou-se ; imprima a rit doun en ho speret ar рez oc’h eus guelet, ha pell goude e contit anezo da eur mignon pe da dud ho ty.

Livirit din a ne elfac’h qet ive bemdes, dioc’h ar mintin, pe var an deis, pa veac’h oc’h-unan, ha ne elfac’h qet qemeret un articl bemdes eus ho credo ?

Goude-se, pa ve echu ganeoc’h oll articlou ho credo, o qemeret unan pe zaou bemdes, a ne elfac’h qet ober ar memes tra eus a c’houlennou ho pater, eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an ilis ?

Ya bemdes, va mab, e tleït qemeret eur c’hart-heur mat da vedita ar bloaveziou eternel, ar pes a ranqer da c’houzout, da gredi, da ober evit beza salvet.

Deis ar varn, meur a baysant gros en apparanç a rayo mez ha confusion da zoctoret var ho meno. Perac ? abalamour m’o devezo bemdes meditet gant humilite ha gant simplicite var eur poënt benac eus ho religion.

Ho c’halon a vrillo, deis arvarn, e faç ar bed-oil, dre ar mein precius, ar perles eus a c’hraçou Doue, pere ho devezo destumet dre ho sourci da ober meditation.

Sant Isidor, labourer douar, a gondaono un infinite a gristenien, pere gant nebeutoc’h a occupation, о devezo gouscoude manqet da sonjal en traou eternel.

Bemdes eta, ô va mab ! grit evellen. En em laqit d’an daoulin ha livirit : M’oc’h ador, va Doue, ama presant. Pardon a c’houlennan ouzoc’h eus va oll bec’hejou (confiteor) ; sclerrait va speret evit ma velo er vad ar viriones e zan da vedita. Jesus, va squer e pep tra, va oll esperanç, va c’harantes, sicourit ac’hanon da ober meditation.

Neuse laqit ho speret da sonjal en un dra benac a vad, evel ma zeo an articl qenta eus ho credo.

Petra sinifi ar guer-ma : me a gred ? Me a so sur, abalamour ma zeo Doue en deus er revelet deomp oil.

Me a gred petra ? Un Doue. Petra eo un Doue ? Eur speret pur infinimant parfæt.

N’en deus nemet un Doue ; ne all beza nemet unan, abalamour ne ve mui infinit, ma ve un all ingal dezan.

Petra eo an tad ? Ar c’henta person eus an drindet.

Chetu eno ar gommançamant eus a vyster an Drindet : un Doue e tri pherson, an Tad, bac ar Mab hac ar Speret-Santel. Jesus, ar viriones memes, en deus el lavaret din en e aviel.

Va Doue, e me c’hui, me a gred var ho qer, eb he gompren parfæt, ar myster qenta-ma eus va religion.

Me a gred e Doue an Tad, crouer an èn hac an douar.

Ya, nen deus den capabl da ober traou qer parfæt ha d’ho zenna eus an neant, nemedoc’h, va Doue. C’hui oc’h eus va c’hrouet evidoc’h, evit ho cloar.

Pedit neuse an Autrou-Doue da gresqi ho creden : Autrou, crêvait va feis. Ar c’homsou diveza-ma a zalc’hot doun en ho memor evit repeti alies var an deis, hac e servichint deoc’h da voqet spirituel, a behini e saourot alies ar c’hues mad en hoc’h ene.

Ar Servicher.

Guerc’hes, guir vam an eneou devot, a bere e clasqit ar guir interest spirituel, e c’hars ho treid e qemeran ar resolution da vedita bemdes, dre oc’h exempl, ha dindan ho protection, eur viriones bennac eus va religion.