Pajenn:Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou, 1836.djvu/144 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Aveldro (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 34: Linenn 34:
<section end="1"/>
<section end="1"/>
<section begin="2"/><nowiki/>
<section begin="2"/><nowiki/>


{{Kreizañ|{{Ment|PEDENN DIOUC’H AN NOS.|120}}}}
{{Kreizañ|{{Ment|PEDENN DIOUC’H AN NOS.|120}}}}



Stumm eus an 9 Mae 2017 da 13:50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Lubric na vezi quet ive,
Nac à gorf nac à volonte.

Laëres na miret madou dên ;
Ez gouiziegues ne ri biquen.
A enep dên-fals testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoanta dre iuxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentes,
Evit o c’haout dre falsentes.

Ar gouëliou-bers a sanctifii,
Neuse pep labour a lesi.
Ha cleo devot a pen-da-ben,
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Groüer a recevi
Da basq devota ma c’helli.

Yun a ri an daouzec deiziou,
Ar c’horaïs, ha[’]r vigilou.
Quic, nemet da zeiz Nedelec,
Guener ha Sadorn na zebr quet.

Meulet ac adoret ra vezo an Dreindet santel, bremâ hac epad an Eternite. Amen.





PEDENN DIOUC’H AN NOS.



En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.

Goulennomp assistanç ar Speret-Santel, evit ober ervad hor pedennou.

Veni, Sancte Spiritus, etc. evel diouc’h ar mintin, pagen 130.