Mont d’an endalc’had

Dazorc’hidigez Bohemia, Slovakia, Slovenia, Kroatia, Serbia, Bulgaria

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. 93-114)


XIX. DAZORC’HIDIGEZ BOHEMIA
SLOVAKIA, SLOVENIA, KROATIA, SERBIA
BULGARIA


Dre verr e rankan mont amañ da zazorc’hidigez ar rôadou Slaved-se, rak dellezout a rafe pep hini anezo e vefe skrivet eul levr a-bez diwar he fenn. Bez’ ez eus etrezo-holl, e-keñver an Istor, an heñveldermañ : goude beza bet, en eur mare pe vare eus ar Grenn-amzer uhela, poblou galloudek ha doujet [1], ez int bet trec’het ha sujet gant an estren (brôadou-Slaved an hanternoz gant an Alamaned, brôadou-Slaved ledenez ar Balkaniou gant an Durked), ha kollet o deus, e-pad ar c’hantvedou m’edont sujet, eun darn vras-pe-vrasoc’h eus o renkadou tud uhel, aet da Alamaned pe da Durked dre zamant d’o mad o-unan.

Ar re zibourvezeta anezo er c’heñver-se, pa sonas euriou kenta an XIXvet kantved, e oa ar Vulgared, pa n’o deveze ket alïes zoken beleien eus o gouenn, hogen beleien c’hresian. An diouer-se a dud desket e-touez ar Vulgared, a voe kiriek da draou iskis p’en em gavas dieubet Bulgaria diouz yeo an Durked e 1878. Ret e voe gervel Rusianed, Alamaned, ha Gallaoued da ofiserien en armead ar Stad nevez hag en armead an Adstad vulgarek a anved Emrenerez Roumelia. Hag, evel n’oa den, war ar mare, gouest da denna, eus ar yez koueriadekaet m’edo ar bulgareg, ur yez soudardel, e voe ret degemer ar rusianeg da yez ar c’hazarn ha tachenn ar pleustradegou. Heñvel e tegouezas e merereziou-bro ar Stad nevez : ar c’hargou, ha, dreist-holl, ar c’hargou uhel, a voe fiziet e Rusianed pe e Slaved eus Bohemia. An darn-vuia eus ar Vulgared bet laket da genta er c’hargou-se n’o doa ket gallet chom enno, dre n’o devoa ket a levezon war o c’henvroïz ha dre m’edont dic’houzvez a-grenn eus skiant ar renadurez [2].

E-pad meur a vloaz goude an dieubidigez, e voe ret d’ar Vulgared a venne mont da gelennerien, da ijinerien, da vedisined, da wiraourien, h. a., divrôa evit ober o studiou. A-benn neuze, koulskoude, edo anavezet talvoudegez an deskadurez er vro, hag e weled marc’hadourien binvidik o legadi arc’hantou bras ma tlee al leve diwarno beza lakaet da sevel skoliou ha kelenndiou bulgarek, da c’hopra kelennerien, da groui kannadereziou evit ar studiou hag an imbourc’hiou a ouiziegez e bulgareg, h. a. [3].

Divouchet e oa bet o daoulagad da Vulgariz gant ar vistri-skol. Ar re-mañ eo o deus dihunet spered brôadel Bulgaria e-kerz an XIXvet kantved, e-pad m’edo Bulgariz sujet d’an Durked, ha leviet e-keñver kredenn gant Iliz c’hresian Konstantinopl. Ha d’ezo beza bet peurliesa tud peuz-dizesk eus ar bobl, koueriaded ha micherourien izel, ranket d’ezo ouspenn trec’hi war leziregez ha drougiez an Durked ha war enebiez ar C’hresianed, o deus tizet kas da benn an ober bras-se, silvidigez o yez hag o brôadelez, e-keit end-eeun m’edo amañ mistri-skol Vreiz, ganet eus gouennou ar Vro, o c’hoari war an tu-gin hag oc’h ober o seiz gwella evit mouga yez Vreiz, pe, da vihana, evit he dismegañsi e spered ar vrezonegerien [4].

Labor improbus omnia vincit. Hizio, en em gav kemmet en holl-d’an-holl an traou e Bulgaria. Adc’hraet eo bet eur penn speredek d’ar vro. Adstummet eo bet renkadou tud desket, kenyez d’ar bobl, ha niverus a-walc’h evit darbar danvez da holl ezommou uhela ar vrôad. Ar c’hosa eus an holl gevredadou bulgaregerien desket, ar c’hevredad a lennegez vulgarek, a veve kent brezel 1878, en harlu, e Braïla (Roumania), en deus bremañ kalz a gevelerien o pledi war a bep seurd skiantou pe imbourc’hiou a ouiziegez.

Hoalet eo bet dreist-holl ar ouizieien vulgarek, ar re anezo o deus graet eus an Istor o zachenn-studi, gant Amzer-dremenet o bro, ha gant ar poblou o deus bevet enni araozo. A-viliadou emañ streouet dre gompezennou Bulgaria ar c’hrugellou-bez diwar dourn ar poblou thrakiat a chome enno e derou an istorvez. Gresianed ar c’henta milved kent H. S. o deus kounaet en o levriou klod ha galloud-brezel ar brôadou-se, bet unan eus brasa kenstrolladou-poblou Europa, p’en em astennent eus an Alpou bastarnek (Alpou Transilvania bremañ) hag eus Mervent Rusia da Azia-Vihana, hag eus Illiria d’ar mor Du [5]. Ar gwella labouriou, bet savet en hon Amzer, a-zivout an Dhraked-se, a zo bet skrivet e bulgareg, da heul ar furchadennou graet gant Bulgariz e hen-veredou hag e hen-annezlec’hiou ar vro. Trôet eo bet en alamaneg an hini kloka anezo, Beitraege zur Kulturgeschichte der Thraker, gant Gawril I. Kazarow, Serajevo, 1916, ha rôet d’ezañ ar veuleudi dleet gant S. Reinac’h, war ar Rev. archéol. 1921, II, p. 439.

Kouezet ken izel hag ar Vulgared n’edo ket an darn-vuia eus ar Slaved-all pa darzas an XIXvet kantved. Eur c’halz eus o skrivagnerien hag eus o faotred-araok a zo bet anezo, koulskoude, e-pad ar c’hantved-se, tud savet a-douez ar bobl hag en em c’hraet anezo o-unan. Mab d’eul labourer-douar-tavarnour e oa ar slavegour Vacslav Hanka, a zeuas e ano da veza brudet hag enoret dre Slavia a-bez, eus mor Adria da venez Oural. Mab d’eur soudard a renk izel e oa Joseb Dobrovsky, saver al lizeregouriez slavek. Mab d’eur c’hemener-mestr-skol e oa an istorour Fransez Palacky. Mab d’eur c’here e oa an istorour Vacslav Tomek. Mab d’eur pastor hugunot diwar ar maez e oa Paol Schaffarik, saver an dudoniez slaviat. H. a. Ar re a zo o anoiou amañ, a zo bet anezo-holl Tcheked, pe, da vihana, e tchekeg eo o deus savet o labouriou. A-drugarez d’ezo ha da dud-all, evel an istorour Kustentin Jireczek, Bohemia a zo bet, e-pad an XIXvet kantved, gwir greizenn ar studiou slavek en Europa, ha hi o veva koulskoude e dalc’h Aostria. Betek ar Rusianed a zeue d’en em lakaat er skol gant an Dcheked. Trôet e veze diwar an tchekeg en alamaneg, e poloneg hag e rusianeg, kerkent hag embannet, oberennou bras Schaffarik, Palacky, Jireczek ha Tomek. An Dcheked a zo bet helibini etrezo, a-hed ar c’hantved-se, evit ober diouz al lavar-stur rôet d’ezo gant o faotr-araok, Ladislas Rieger :

El labour hag er ouiziegez,
Emañ hor spi hag hor silvidigez

Da sklerijenna d’al lenner an hent heuliet gant adsavidigez an tchekeg, setu amañ an darvoudou brasa anezi :

XVIIvet-XVIIIvet kantved. Gwaskadenn a zaou gantved war an tchekeg (hemañ a oa bet e barr an enoriou e marevez Yann Hus hag e ziskibien). Dilezet eo d’ar bobl gant an uhelidi hag al lenneien. Deuet eo an alamaneg da yez ar stadrenerez er vro. Ar gelennadurez a zo etre daouarn ar Jezuisted a laka al latin da yez an deskadurez uhel. Boemet eo an noblañs hag an dud a studi gant labouriou-spered Alamagniz. E 1774 (goude argasidigez ar Jezuisted), eun urziadur war ar skoliou a laka an alamaneg da yez ar gelennadurez.

1790. An Dieta a c’houlenn ma vo digoret ar c ’helenndiou d’an tchekeg, kentoc’h (war a lavarer) evit ober an heg ouz an impalaer treuznevezour Jozeb IIvet eget dre garantez wirion ouz yez ar Vro. Dizarbennet eo ar mennad-se gant ar gubernium en em ziskleir a-du hepken gant savidigez eur gador-gelenna an tchekeg e Skol-veur Praga.

1793. Digoridigez ar gador-gelenna-se.

1815. Embannet eo gant ar slavegour V . Hanka eul labour e tchekeg a-zivout Rusia.

1817. Kanaouennou ar Serbed trôet e tchekeg gant Hanka. — Skrid-kentelia war reizskrivadurez an tchekeg, gant an hevelep skrivagner.

1818. Savidigez Kevredad Mirdi brôadel Bohemia. Embannidigez Kelaouenn ar Mirdi, moulet en diou yez : alamaneg ha tchekeg.

1819. Barzonegou Kralove Dvor (Kralodvorsky Rukopis), gant Hanka. Trôet ez int en holl yezou slavek (e rusianeg da genta), en alamaneg, ha, goude-se, en darn-vuia eus yezou Europa.

1821. Digoridigez Mirdi brôadel Bohemia.

1824. Slavy Dcera (« Merc’h Slava » pe « Merc’h ar C’hlod »), barzoneg tchekek, hollslavek an awen anezañ, gant ar Slovak Yann Kollar.

1826. Ar c’hanaouennou rusianek trôet e tchekeg gant Czelakovsky.

1831. Savidigez ar C’hevredad Matice Ceska (ar Wenanenn dchekek), evel stagadenn ar Mirdi brôadel, evit moula hag embanna e tchekeg levriou a lennegez hag a ouiziegez. — Skubet an alamaneg er-maez eus Kelaouenn ar Mirdi. Diwar-neuze n’eus nemet tchekeg enni penn-da-benn.

1833. En em glevout a ra kenetrezo eun nebeut brogarourien ha lenneien dchekek evit sevel eul leve-bloaz a bemp kant florin d’ar Slovak Paol Schaffarik (en doa brudet e ano, a-benn neuze, dre embanna en alamaneg levriou talvoudus a-zivout yezou, lennegeziou ha giziou ar Slaved), war an diviz ma skrivje hiviziken e oberou e tchekeg hepken.

1834-1839. Geriadur bras tchekek-alamanek Jungmann, a-wel ennañ holl binvidigeziou slaveg Bohemia.

1836. Embannidigez e tchekeg, gant Palacky, eus kenta levrenn e oberenn vras : Istor Bohemia.

1837. Embannet eo e tchekeg, gant Schaffarik e levr An Henderiou slaviat, ennañ en tu-hont da vil pajenn in-8°. Trôet eo e poloneg e 1842-1844, en alamaneg en 1843-1848, e rusianeg e 1848.

1840-1841. Savidigez dre skodadou eus korolladegou tchekek-rik, digor d’an Dcheked hepken, ha skrivet e tchekeg hepken al lizerou-kouvia hag al liketennou anezo.

1842. Schaffarik a embann e tchekeg e levr bras An Dudoniez slaviat. — Vacslav Tomek a embann en hevelep yez eun Istor bihan ar Bed.

1844. Ladislas Rieger a sav e Praga Kelc’h ar Vourc’hizien (Mestanska beseda), na vez klevet ennañ nemet tchekeg, evit kroui eur vuhez a zarempredou slavek e-touez tud ar renkadou-etre.

1848. Dejiny naroda ceskeho « Istor ar Vrôad tchek », e diou levrenn gant Palacky [6].

1855-1901. Embannidigez, e daouzek levrenn, eus Istor Praga, gant V. Tomek.

1858. Istor Aostria gant V. Tomek. Troêt e voe e kroateg, e magiareg hag en italianeg.

1862. Savidigez, diwar lusk Ladislas Rieger ha Frañsez Palacky, ha dre brofadou, eus eur C’hoaridi bihan tchekek-rik e Praga. — War atiz prederourien, kelaouennerien ha politikerien dchekek eo savet ar c’henta bagad tud yaouank anvet Sokoled (ar Falc’huned).

1864. Savet eo eur strollad evit dastum profadou e-sell da sevel e Praga eur C’hoaridi bras brôadel. Da c’her-stur e kemer ar strollad-se Narod sobie, a c’heller trei ger-evit-ger e latin Natio sibi, da lavaout eo : « Ar Vrôad drezi ha d’ezi hec’h-unan ».

1864-1874. Embannidigez eur C’helc’houiziegezadur tchekek, e daouzek levrenn, dindan renadur Ladislas Rieger.

1868-1883. Savidigez ar C’hoaridi bras brôadel e Praga, koustet 3235000 florin e sevel. Eus an arc’hant-se, edo eur skoazellad a 300000 florin a-berz an Dieta. Ar peb-all a zeue eur profadou a-berz slavegerien Bohemia, Moravia, Silezia ha Slovakia.

1876. Istor ar Vulgared gant Kustentin Jireczek. Trôet eo, kerkent hag embannet, en alamaneg hag e rusianeg.

1881. Digoridigez eur Skol-veur dchekek-rik e Praga. — Savidigez Kevredad-kreiz ar skoliou (Ustredrni matice skolska), evit stourm ouz Unvaniez alamanek ar skoliou (Schulverein) ha harpa ar skoliou slavek e kement lec’h eus ar vro m’edo lakaet ar slavegez en argoll. A-drugarez d’ar c’hevredad-se, bugale a-viliadou a zo bet diframmet adre krabanou an alamanekaat en em astenne warno. E 1895, leveou ar C’hevredad, anezo profou hepken rôet a-youl-vat gant karourien ar yez vrôadel, a dize 250161 florin (en tu-hont da 500000 lur-aour). Bez’ en doa 187 strollad e Bohemia, 88 e Moravia, 4 e Silezia, en holl 279. E-pad ar bloaz 1895, en doa bevet, diwar e yalc’h, eur c’helenndi ha 83 skol. Eus 1881 da 1895, e oa bet savet gantañ 2 gelenndi ha 109 skol.

1883-1896. Embannidigez eur C’helc’houiziegezadur tchekek nevez, e 29 levrenn.

Setu aze penna darvoudou eur c’hantvedveziad-labour ! E nep bro-all eus ar bed, war a gred d’in, n’en em ziskouez splannoc’h hag anatoc’h eget e Bohemia, er marevez-se, ar burzudou a c’hell ober eur garantez-vro virvidik kenharpet gant ar youl, al labour hag ar studi. E nep bro-all n’en em ziskouez en eun doare anatoc’h eget eno ar wirionez-mañ, a van dall outi kalz re a dud : Heñvel e tegouez gant ar poblou ha gant an dud a-hiniennou : diouz ma tellezont e c’hoarvez d’ezo peurliesa. E Bohemia, a-hed an XIXvet kantved, ez eus bet estr eget lezireien, leñverien ha kouskerien. Bez’ ez eus bet eun torkad tud a benn hag a galon o deus gouezet en em varrekaat diouz al labour a oa da ober, en em glevout kenetrezo, lakaat ar yez vrôadel a-us da bep tra-all, dont da saverien ha da grouerien. Hag i o veva e dalc’h Aostria hag o kaout a-enep d’ezo Stadelez Wien, hag i o kaout en o zouez, e-kreiz o bro-Vohemia end-eeun, tost da zaou milion hanter a alamanegerien, o deus gouezet adsevel o yez eus renk eul lavar poblek, e-lec’h m’edo kouezet, d’ar renk uhel a vez a zeskadurez hag a sevenadurez, ha suraat d’ezi an Ensavaduriou-meur, ar c’helenndiou hag ar skoliou ret d’he buhez. An dud a oa d’ezo empenn ha deskadurez o deus labouret ; ar bobl a-bez he deus o sikouret war o labour gant he yalc’h. Ha setu an taol deuet da bennvat ganto !

Eur ger bremañ a-zivout alamanegerien Vohemia. E dibenn an XIXvet kantved, e nivered 2460000 anezo war 6712000 a vroïz, nemet kalz niverusoc’h e tiskouezont beza bet gwechall. Bez’ e vevont a-enezennadou e-touez ar slavegerien, pe e reont eur riblennad d’ezo, dreist-holl diouz tu ar c’hornog hag an hanternoz, er c’hevrennou eus ar vro e-harz an Alamagn. Bez’ e c’hoarvez gant an alamanegerien-se ar pez a c’hoarvez gant an alamanegerien-all er broiou nann-germanek. War vihanaat ez a o niver, pe dre ma tivrôont, pe gentoc’h, dre m’en em zivrôadelezont anezo o-unan. A bep amzer eo bet tuet Alamaned Vohemia d’en em slavekaat betek en o anoiou (Fritz, da skouer, a ya ganto da Fritzko, pe da Fridusch). Ar c’hêriou, tudet gwechall gant Alamaned dreist-holl, pa n’oa enno bourc’hizien-all ebet nemeto [7], a zo aet war en em slavekaat mui-ouz-mui e-pad an XIXvet kantved. Da skouer, e Praga (ar gêr hepken, hep ar fabourziou anezi), e oa o veva e 1856, 73000 Alaman ha 60000 Tchek. E. 1880, e oa enni 126000 Tchek ha 32000 Alaman. Eus an 32000 Alaman-se, ne vane ken nemet 27500 e 1890, ha 18000 e 1900 [8].

Nebeut a dra a livirin eus ar Slovaked [9]. Betek 1918, o deus bevet e dalc’h Hungariz. Ne deus eus o yez nemet eur rannyez dchekek, ha, betek eil hanterenn an XIXvet kantved, e sellent an tchekek evel o vez lennegel. An daou Slovak brudeta eus ar c’hantved-se, ar barz Yann Kollar hag an istorour Paol Schaffarik o deus savet o holl oberou e tchekeg. E-doug eil hanterenn an XIXvet kantved, e trôas e penn Slovaked dilezel an tchekeg hag ober eus ar slovakeg yez lennegel o brôad. Diouana a reas ar menoz-se enno diwar atiz an Alamaned hag an Hungared a zo bet atao eveziek da hada an dizunvaniez e-touez ar Slaved evit o dinerza hag o mestronia aesoc’h a se, oc’h ober evel-se diouz lavar-stur an holl alouberien-vroiou ha mac’homerien-boblou : Divide ut imperes. E 1863, diwar skouer Matice Ceska an Dcheked, o deus ar Slovaked savet eur c’hevredad-embanna-levriou en o yez.

Ker berr-all e vin war gont Serbed ar briñselez savet e 1815 gant ar marc’hadour-moc’h Mikael Obrenovitch. Dieubet diouz pennaotrouniez an Nor-Veur [10] e 1878, a-drugarez da skoazell ar Rusianed, ez eas ar briñselez-se da rouantelez e 1882. E 1918, ha d’ar Serbed beza bet peurdrec’het er brezel, e voe staget ouz o rouantelez, diwar aluzon ar Gevredidi ha dre feur-skrid Versailhez, ouspenn ar Montenegro (a oa, kent brezel 1914-1918, eur rouantelez, bihana hini Europa), ar c’hevrennou kreisteiz eus impalaerded Aostria-Hungaria tudet gant Slaved nes-pe-nesoc’h d’ar Serbed dre o yez, da lavarout eo Bosnia-Herzegovina, Dalmatia, Kroatia, Slavonia ha Slovenia. O zu a gemeras Serbed ar rouantelez diwar ar stagedigez-se evit mac’homi e pep giz o c’henvroïz nevez, ar Groated dreist-holl, d’o serbekaat penn-kil-ha-troad [11]. Seul nebeutoc’h a wir o devoa oc’h ober outo ker garo, m’edo an darn-vuia eus ar poblou-se, diframmet diouz impalaerded Aostria-Hungaria, kalz sevenetoc’h egeto e pep doare. Rak, evit da Serbed ar rouantelez beva en o frankiz abaoe 1815, e oant chomet warlerc’hiet a-bell e-keñver sevenadurez. Diaes-kenañ e oa bet lakaat da sevel tud a zeskadurez eus a-douez ar vrôad-se, bet dibennet a-grenn eus he renkadou uhel dre gantvloaveziadou-sujedigez [12], ma n’oa ken enni, kouls lavarout, nemet tud diwar ar maez, gounideien-douar ha magerien-voc’h, peurserret o spered ouz kement na denne ket d’o micher. Dister-dra, gant-se, eo al lodenn-labour-spered graet gant Serbed ar rouantelez, e-pad an XIXvet kantved, p’hen lakaer e-kemm gant al labouriou uhel a lïes seurd o deus gouezet kas da benn ar poblou slavek hualet gant Aostria-Hungaria. Betek dibenn ar c’hantved-se n’oa ket ganto a Skol-veur. Ne gaved e Belgrad nemet eur skol-uhel (visoka Schkola), enni eun daou c’hant bennak a skolidi. E 1842, e oa bet savet « Kevredad ar Skiantou » (Outcheno droujtvo), peder c’hevrenn ennañ : 1° prederouriez ha lizeregouriez ; 2° istorouriez ha gwiraouriez ; 3° jedoniez ha naturouriez ; 4° ijinou-kaer. Embann a reas, diwar 1847, eun dastumad bloaziek a labouriou (Glasnik), hag, ouspenn-se, levriou a-zivout an istor, an hendraouriez, an douaroniez, an naturouriez. Bez’ en doa digant gouarnamant Belgrad eur skoazellad a 12000 lur-aour dre vloaz.

Menegi a c’heller, ouspenn, eur c’hevredad a vedisinerez, eur c’hevredad a c’hounidegez-douar, eun diazezad-leve evit embanna levriou a vuhezegez hag a lennegez, hemañ, an diazezad-se, dleet da vrokusted eun ofiser, ar c’habiten Tchoupitch. Eun ofiser-all, ar c’habiten Atanasievitch, a reas sevel, diwar e yalc’h, eur palez evit rei goudor d’ar skol-uhel, da Gevredad ar Skiantou, d’al levraoueg ha d’ar mirdi. Brokusteriou a-seurd gant ar re-se, hep beza dibaot, evit lavarout dibaot, e-touez Serbed ar rouantelez, ne vezent ket koulskoude ker stank en o metou hag e-touez ar C’hresianed, ar Vulgared hag an Dcheked.

Eul labour bras o deus gouezet kas da vat Serbed ar rouantelez : didurkekaat o yez lennegel, ha skuba diwar o bro pep roudenn eus an aotrouniekadur anezi gant Muzulmiz.

Trec’h da Serbed ar rouantelez e-keñver deskadurez e oa ar Serbed a veve en Aostria-Hungaria. Bez' ez int bet ar re genta o lakaat preder d’o yez, e dibenn an XVIIIvet kantved hag e derou an XIXvet. An hini kenta eur ar c’hevredadou-embanna-levriou anvet e slaveg Matica (mamm-wenanenn) a voe savet ganto e 1826, e Pest, evel eun taol-daea da Hungariz. Ac’hano ez eas d’ar gêr anvet Novi-Sad gant ar Slaved, Neusatz gant an Alamaned hag Ujvidek gant an Hungared. Ar gêr-se a vanas, a-hed an XIXvet kantved, kreizenn lennegel Serbed Aostria-Hungaria. Eur greizenn-all evit ar moula hag an embanna levriou serbek e oa Panksova.

Serbed Aostria-Hungaria eo an diskennidi eus an daou-ugent mil tiegez bras pe zadrouga [13] a zivrôas eus Raksia ha Hen-Serbia e dibenn ar XVIIvet kantved evit tec’hout diouz aotrouniez, argarzus d’ezo, Muzulmiz. En tu-hont d’eun hanter-milion a oa anezo e dibenn an XIXvet kantved, hogen, evel ma lavare neuze, gant kalz a wirionez, Elizea Reclus, « dre o c’hadarnded, o spered, o emskiant vrôadel, o c’harantez-vro, e kontont kalz muioc’h eget poblou-all, niverusoc’h egeto o veva er rouantelez dreist-lethanek [14]. Muioc’h eget ar Slovaked, ar Ruthened, an Alamaned hag ar Roumaned, e stourmjont ouz levezon politikel diharz ar Vagiared ; e 1848 hag e 1849, e stourmjont zoken outo gant kounnnar war an tachennou-brezel… » [15]. An Omladina « Kevredad ar Yaouankiz », savet e Novi-Sad evit boda an holl Serbed yaouank eus ar skoliou dindan arouez ar Yez hag ar Vrôadelez, a zeuas da veza unan eus ar gwella dizarbennadou ouz ar magiarekaat el ledenezad-douar en em astenn etre ar Sava-Izela, an Drava-Izela, hag an Danao [16].

Er c’hornog da Serbed Aostria-Hungaria en em astenn ar Groated hag ar Slovened. Tri heñvelder a zo etre ar Slovened ha Breiziz. Eur bobl vihan ez int, evel Breiziz : a-vec’h ma ’z eus en tu-hont d’eur milion daou-c’hant mil a slovenegerien (e Breiz-Izel, e oa eur milion tri-c’hant mil a vrezonegerien e dibenn an XIXvet kantved). Evel Breiziz, ez eo bet gwechall ar Slovened kalz niverusoc’h eget m’emaint bremañ. Broiou a-bez, evel Karintia ha Stiria (en hanternoz d’ar vro tudet bremañ ganto), n’oa enno neuze nemet slovenegerien, bet germanekaet abaoe. En em zivrôadeleza, en em alamanekaat o deus graet ivez an darn-vuia eus renerien, eus uhelidi, eus pennou-pobl ha pennou-kredenn ar vrôad-se. E derou an XIXvet kantved, n’oa ken nemet koueriaded oc’h ober ar pep brasa eus ar slovenegerien. Ar peb-all a oa tud nevez-savet eus ar bobl d’ar vourc’hizegez : medisined, breutaourien, mistri-kelennerien, h. a. Ar re-mañ eo o deus rôet lusk d’an emsao evit ar sloveneg hag ar slovenegez. Penna benveg an adsavidigez e voe ar gelaouenn Novice « An Nevezintiou, ar C’heleier », savet e 1843, e Ljubljana (Laibac’h en alamaneg), gant an Doktor Plavez (Bleiweis), marvet e 1881. E dibenn an XIXvet kantved, e nivered eun ugent bennak a gelaouennou embannet e sloveneg, niver dister-meurbet m’hen lakaer e-skoaz d’an eiz kant a gelaouennou a voule d’ar mare-se an Dcheked en o yez, nemet da vras e teu pa soñjer pegen nebeut ez eus a dud o komz hag o lenn sloveneg. Ar re lenneta eus ar c’helaouennou-se e oa « Ar Vrôad slovenek » (Slovenski Narod), mil lenner d’ezi, hag « Ar C’hloc’h » (Zvon), eiz kant lenner. Bez’ e oa daou gevredad embanna levriou slovenek : « ar Vamm-wenanenn slovenek » (Matica slovenska), enni 1500 ezel, ha Breuriez sant Hermagoras (Druzba svetoga Mohora), 25000 ezel, houmañ poblekoc’h stumm ha danvez al levriou moulet ganti. En eskemm d’eur florin-skod dre vloaz (2 lur 50 santim aour), e kase d’hec’h izili c’houec’h levr pep bloaz : daou levr deoliez ha pevar levr leda deskadurez pe lennegez-diduella. Bez’ e oa eur Matica-all evit ar sonouriez. D’ar c’houlz-se, o doa ar Slovened tizet kaout ar gelennadurez izel en o yez. Alamanek e vane ar gelennadurez uhel hag ar barnerez. Daoust d’an diouer-se a zeskadurez uhel en o yez, o doa ar Slovened darbaret a-benn neuze gouizieien ha mistri-gelennerien da Groatia.

Lorc’h bras Kroatia e oa an Alma Mater Zagrabiensis, Skol-veur groatek-ha-serbek Zagreb (Agram en alamaneg), savet e 1874, diwar lusk eskob Diakovo, e Slavonia, an Aotrou Strossmayer, madoberour Slaved ar C’hreisteiz, hag ar gredusa, ar c’haloneka mignon o deus bet er mare-se, daoust d’ezañ da zougen eun ano alamanek [17]. Heñ a zo bet rener speredel ar Groated. Ouspenn an arc’hant hag al lusk a rôas evit savidigez ar Skol-veur, e krouas e 1867 Akademia Zagreb, e kinnigas da virdi-kêr an taolennou en doa dastumet en e balez-eskob, hag e vevas diwar e yalc’h arzourien ha studierien yaouank slaviat.

Dindan gor e oa, e-touez ar Groated, an emsao evit ar yez hag ar vrôadelez e dibenn an XVIIIvet kantved hag e derou an XIXvet. Boulc’het da vat eo bet dre an teir savidigez-mañ : e 1835, savidigez ar genta kelaouenn e kroateg, e Zagreb ; e 1838, savidigez Kevredad-lennerez Zagreb ; e 1842, savidigez an Ilirska Matica « ar Vamm-wenanenn illiriek » [18].

E dibenn an hevelep kantved, e oa daou gevredad embanna levriou kroatek : Kevredad sant Jerom evit al levriou-deoliez hag al levriou-leda-deskamant ; ar Matica hrvatska (Mamm-wenanenn groatek) evit al lennegez-diduella hag ar ouiziegez ; er vreuriez-mañ, ouspenn ar skodidi, e oa izili-madoberourien.

Penngreizennou ar vuhez speredel uhel a vane, ret ha m’edo, er Skol-veur hag en Akademia. Houmañ, en eur ober dek vloaz (1874-1884), he doa embannet eur c’hant bennak a levriou, enno labouriou a bouez diwar-benn ar yezoniez, an istorouriez hag an naturouriez. Edo stag a-benn-neuze da voula embannaduriou hir-bad eus an talvoudusa, anezo dastumadou a skridou koz latin pe slavek, stag outo troïdigeziou ha notennou-diskleria, en o zouez ar Monumenta spectantia historiam Slavorum meridionalium, hemañ eun dastumad testeniou tennet eus dihellaouegou founnus-stank kêr Venezia hag o sklerijenna hir-vareadou eus istor Slaved ar C’hreisteiz, eus istor an darempredou o deus bet gant Venezia, eus istor Venezia hec’h-unan, ha, dre vras, eus istor ledenez ar Balkaniou. Eur mouladur-all a bouez e voe hini ar geriadur bras kroatek-serbek gant al lizeregourien Danicich (eur Serb eus ar rouantelez) ha Budmanni (eun Dalmat).

Skol-veur Zagreb he deus embannet oberou diwar-benn ar reiz, an istor ha skiantou an natur. Er-maez d’eun nebeut steudadou-kenteliou a-zivout an doueoniez a veze graet e latin, an holl genteliou-all a veze displeget e kroateg. Ha Kroated e oa ivez ar vistrigelennerien, nemet eun nebeut Tcheked ha Slovened. Ar studierien a selaoue o c’henteliou a zeue eus an holl vroiou tudet gant Slaved ar C’hreisteiz, eus Slovenia, eus Dalmatia, eus Serbia hag eus Bulgaria kerkouls hag eus Kroatia ha Slavonia [19].

Ouspenn an Akademia hag ar Skol-veur, e oa e Zagreb eur c’hevredad a hendraouriez, ennañ, e 1883, en tu-hont da dri-c’hant a izili. Embann a rae eur gelaouenn : Archeologicki Viestnik.

Stank ha pinvidik betek hon Amzer eo manet an noblañs e-touez ar Groated. Koulskoude, n’eo ket eus ar renkad-se eus ar Gevredigez ez eo deuet d’ar yez kroatek ha d’ar slavegez e Kroatia o gwella, kaloneka ha brokusa difennourien, hogen eus ar renkadou-etre hag eus ar bobl : mab d’eur marc’hadour-kezeg e oa an eskob Strossmayer.

Da gloza ar pennad-mañ, war eun dro re hir (diouz ment al levr) ha re verr (diouz pinvidigez ha talvoudegez ar sujed), e rin meneg eus Slaved Dalmatia, a oa o c’hreizenn lennegel e Zara. Bez’ o doa eno eur c’hevredad-embanna-levriou, Matica dalmatinska, savet e 1861.

An darn-vuia eus Slaved ar C’hreisteiz (eus Yougo-Slaved, evel m’o anver), da lavarout eo Montenegriz, an Dalmated, Herzegoviniz, Bosniz, ar Serbed hag ar Groated, a zo anezo, e-keñver korfadurez, eur strollad unouenn a-walch, ar c’hreñva, ar menteka hag ar c’haera hini a zo en Europa bremañ. Dre o holl stummadou-korf ez int disheñvel war eun dro diouz Slaved an Hanternoz (Slovaked, Tcheked, Moraved, Sileziz, Wended, Polabed, Slovinked, Kachoubed, Poloniz), diouz Slaved ar Reter (Rusianed-Wenn, Rusianed-Vras, Rusianed-Vihan pe Ruthened) ha diouz Bulgariz. Ma teuer a-walc’h da veiza ez eo aet enno muioc’h a wad illiriat ha thrakiat eget na gredfed pa seller ouz slavegez anat ar yezou a gomzont bremañ [20].

Ne vefe ket mat kimiadi amañ diouz Slaved ar C’hreisteiz hep degas da goun ar perz a bouez o deus kemeret e difennidigez Europa ouz an Durked. Ar Serbed hag ar Groated o veva war ribl hanternoz stêr Sava hag a-hed harzou Bosnia-Herzegovina a oa bet soudardelaet holl gwitibunan evit suraat difenn an harzou-se ouz Muzulmiz. Kement-se eo a rae Harzou-difenn Impalaerded Aostria, ker brudet en Istor. Seul dellezekoc’h da denna evez ar Vrezoned eo an ensavadur-brezel-se m’eo orinet o foblou end-eeun en ensavaduriou damheñvel krouet gant ar Romaned en enez-Vreiz, etro dibenn an Hen-amzer, evit kadarnaat difenn ar vro-se ouz argadennou ar Bikted, ar Ouezeled hag ar C’hermaned : 1° bagadou an Dux Britanniarum a rae gwardoniez war voger Hadrian, en hanternoz ; 2° bagadou ar C’homes littoris saxonici per Britannias a rae ged war aodou ar reter, hag ar meuriadou bras soudardelaet eus ar mervent, Dumnonii ha Kornovii, a evezie ouz an aod kreisteiz hag ouz hentou bras an diabarzvro. Ar re genta a yeas da argas ar Ouezeled diouz Kembre, hag e teuas arouezinti-vrezel o rener, an Dragon Ruz, da veza arouezinti Kembre a-bez. An eil re a zeuas da sevel amañ, en Arvorig, rouantelez vrezelgar Vreiz Vihan [21].

  1. Slaved an Hanternoz a savas en IXvet kantved, goude diskaridigez rouantelez an Avared, eur Stad vras anvet Moravia-Veur, a oa enni Moravia, Bohemia, Silezia ha Slovakia. Diskaret e voe e 906 gant ar Vagiared galvet war eun dro gant an Alamaned ouz ar Slaved ha gant impalaer gresian Konstantinopl ouz ar Vulgared. E 1278, e voe flastret Slaved Bohemia gant an Alamaned hag an Hungared unanet. — Ar Serbed a zo bet e barr o galloud gant Stevan Douchan (1331-1335), « tsar hollc’halloudek ar Serbed hag ar C’hresianed, ar Vulgared hag an Albanizien, impalaer ar Romaned » evel ma vez graet anezañ en dournskridou a-berz Stad eus e rouantelez. Abretoc’h eo bet tizet barr o galloud gant ar Vulgared, dindan Simeon, « tsar ar Vulgared hag impalaer ar Romaned » Hoalet gant Konstantinopl (Tsarigrad en o yez) ha Salonik (Soloun), o deus ar Vulgared stourmet start e-pad kantvedou ouz impalaered c’hresian Buzantion evit lakaat o dourn war an diou gêr-se ha war an arvor etrezo. Bazyeoet ez int bet gant an Durked e 1393.
  2. L. Léger, La Save, le Danube et le Balkan, voyage chez les Slovènes, les Croates, les Serbes et les Bulgares, 1884, pp. 214-7. Diwar-benn Bulgaria bremañ, Lamouche, La Bulgarie, 1923.
  3. L. Léger, op. cit., pp. 232-3.
  4. Bez’ e kavo al lenner hoalet gant ar sujed-se, buhez unan eus dihunerien Vulgaria danevellet e Russes et Slaves gant L. Léger, II, 1896, pp. 93-189. Gant Zakarias Stoianov e kejer ouz skouer eur c’houer en em zesket drezañ e-unan, en em uhelaet dre e strivou-heñ, hag aet da zen a Stad, pa zeuas da veza pennlevier ar Sobranie, Bodadeg vrôadel Vulgaria.
  5. Degas a ran da goun d’al lenner penaos, hervez Henamzeriz o-unan e oa bet Thrakia eur greizenn a sevenadurez, pa lakaent da zont ac’hano al labour-douar, ar gwiniennerez, ar marc’hegerez hag ar falc’hunerez. Barzed, kanerien ha telennerien hollvrudet a zo bet e-touez an Dhraked. An orpheuziadegez a vije bet hec’h andon e kredennou Thrakiz. Gouizieien hon Amzer, diouz o zu, o deus dizolôet nes-heñvelderiou souezus awalc’h etre kredennou ha giziou an Dhraked ha kredennou ha giziou poblou o veva pell-pell diouto, e Kornog Europa hag en Indez. Keñveriet eo bet ganto an doue thrakiat Zagreus, a beb-eil naer gornek ha taro, ouz an Naer Benn-Maout hag an Tarvos trigaranos kehelet gant ar Gelted koz (S. Reinac’h, war Rev. archéol. 1899, II, pp. 210-7). Ar veleien wenn-wisket eus ar C’heted, pobl dhrakiat, anvet pii gant Jordanes (a heulie amañ levr kollet Dion, De rebus Geticis) a zo bet lakaet a-geñver gant an Drouized (A. Bertrand, 1897). An dizemezted, a vire an dud santel a Dhrakia a anved ktisted, an tremen hep debri netra a gement en dije bet buhez a gaved gant poblou-zo eus an hevelep bro a raed anezo, en abeg da se, theosebed ha kapnobated, a zo bet lakaet e-skoaz gant giziou-zo eus Indeziz. Rod ar Vuhez, Kelc’h ar C’hanedigez, an treuz-annezerez-ene a zo bet anezo e Thrakia evel en India. Gwir greizenn-skigna an hevoudeg (svastika) dre ar bed a hañval beza bet e Thrakia. Er Grenn-amzer, e teuas d’an Dhraked, aet da get neuze o yez hag o brôadelez, beza brudet en eun doare-all. Da heul Jordanes ha diwar an heñvelder gwalldouellus a zo etre ano ar C’heted (Getai), pobl dhrakiat, hag ano ar C’hoted (Goti), pobl c’hermanek, e voe kredet e oa ar C’heted hendadou ar C’hoted. Er c’hiz-se ar C’hermaned, nevez-degouezet war dachenn an Istor Meur, a gave d’o gouenn eur penn lignez illur en eur bobl vrudet eus an Hen-amzer. Ac’hano ar gwerzennou-mañ a lenner e barzoneg hen-saoznek Beowulf :
    We synt gum-cynnes
    Geata leode.

    « Ni a zo, evit ar ouenn, diwar bobl ar C’heted » (Gw. 817-8).

  6. An danveziou meret gant Palacky ha Schaffarik en o oberennou meur, a zo bet adveret, pinvidikaet, gwellaet pe nevesaet zoken ouz sklerijenn ar ouiziegez-vremañ gant skrivagnerien dchekek an XXvet kantved : V. Novotny, Ceske dejiny « Istor tchek », 2 levrenn, Praga, 1912-1913 ; Lubor Niederle, Slovanskes tarozitnosti « Henderiou slavek », 6 levrenn, 1901-1924. Berraet ha troet e galleg eo bet oberenn vras Niederle dindan an ano-mañ : Manuel de l’Antiquité slave, 2 levrenn, 1923-1925 (niverenn Ia dastumad laolevriou embannet gant Ensavadur ar Studiou slavek).
  7. An noblañs hag ar bobl izel hepken a oa anezo Tcheked.
  8. Levriou talvoudus da lenn diwar-benn dazorc’hidigez Bohemia : L. Leger, La Bohême historique, pittoresque et littéraire, 1867 ; Le Monde slave, 1873 (kenta mouladur) ; Etudes slaves, 1875 ; Nouvelles études slaves, 1880 ; Russes et Slaves, teir levrenn, 1889-1899 ; La Renaissance tchèque au XIXe siècle, 1911 ; B. Auerbac’h, op. cit., pp. 135-216.
  9. Hiroc’h e vo kavet diwar o fenn e levr B. Auerbac’h, pp. 373-8.
  10. An Nor-Veur eo al les-ano a veze graet eus gouarnamant Sultaned Konstantinopl.
  11. A bep amzer e oa bet dizunvaniezou doun etre ar Slaved Katolik (Kroated, Slovened, h.a.) a rae gant al lizerennou latin evit skriva o yezou, hag ar Serbed eeungredennek (gouez d’ezo) a rae gant al lizerennou gresianek-slavek. An dud haelsperedek, en daou rummad, a ouie sevel a-us d’an disterveziou-se. En dud-all, avat, ez ae an dizunvanderiou betek maga ar gasoni.
  12. Gant Slaved Bosnia-Herzegovina e oa manet betek hon Amzer o uhelidi, dre m’o deus an uhelidi-se degemeret an Islam, e dibenn ar XVvet kantved hag e derou ar XVIvet, evit mirout o renk hag o madou. Disterat gounid, avat, rak an noblañs muzulmekaet-se a oa anezo ar varlerc’hieta tud a veve e ledenez ar Balkaniou en XIXvet kantved.
  13. Ar Serbed o deus miret gwelloc’h ha pelloc’h eget ar Slaved-all eus ar C’hreisteiz ar perc’henna-douar dre gerentiad pe dre strollad. Zadrouga a raed en o zouez eus ar c’herentiad pe ar strollad-tud ma veve ha ma laboure an holl izili anezañ dindan renadur an den barreka. Aet eo ar zadrougaou da get dindan levezon dispennus ar reiz roman hag ar reiz germanek. Keit ha ma ’z int padet, n’eo ket bet reuziet ar Serbed gant gwalenn an davantegez, E. Reclus, Europe méridionale, pp. 286-7 ; Europe centrale, pp. 278-80. Keñveria E. Demolins, Comment la Route crée le Type social, II, pp. 207-46.
  14. Rouantelez dreist-lethanek « en tu-hont d’al Letha » a veze graet eus Hungaria.
  15. Europe centrale, pp. 348-9.
  16. El ledenez-se edo ar stanka ar Serbed. En hanternoz d’an Danao, tro-dro da gêriou Novi-Sad ha Panksova, e oa anezo 50 dre gant eus ar boblañs.
  17. Diwar-benn an eskob Strossmayer, lenn L. Léger, Souvenirs d’un Slavophile, 1905.
  18. Er mare-se, e kreded e oa tud ar vro (Slaved ar C’hreisteiz) o tiskenn, dre ar yez kerkouls ha dre ar gwad, eus Illirianed an Hen-amzer. An Ilirianed a zo bet, kent emfennadeg ar Gelted war Europa, eur bobl vras-meurbet en em astenne eus bro an Elv-uhela d’an Epeir, hag eus Venetia da Dhrakia. Dindan bountadeg an Dhraked a veze dalc’hmat ouz o enka diouz tu ar reter, e treizas pobladou illiriek mor Adria, hag i hag ober o annez e kevrennou reterel ha kreisteizel Italia (etro an Xvet kantved kent H.S.). — Souezusat taol, a laka splann an adc’hoarvezout eus darvoudennou-zo en Istor : pemp kantved war-nugent diwezatoc’h, ar slavegerien hag an albanegerien, o doa kemeret lec’h an illiriegerien er meneziou a zo dindano kevrenn gornok ledenez ar Balkaniou, enket d’o zro diouz tu ar reter gant an Durked, a dreizas, int-i ivez, mor Adria da glask minic’hi en Italia, Bez’ edo c’hoaz en XIXvet kantved, e kevrennou reterel ha kreisteizel an hir a ledenez-se, kêriadennou slavegerien hag albanegerien. — Ouspenn ar perz a gemerjont en Istor-meur Europa etro derou ar c’henta milved kent H.S., o deus an Illirianed darbaret diwezatoc’h d’an armeadou roman eun niver a soudarded kadarn ha da benn-renerez Rom eur steudad a impalaered, anvet « an Impalaered illiriat » a zo bet anezo, daoust d’o siou fall, pennvrezelourien akuit-meurbet ha leun a nerz-kalon. Er marevez-se end-eeun, he doa Galia impalaered diwar he dourn ha diwar he gouenn, en em ziskouezas kerkouls hag an impalaered illiriat er renerez hag er brezelerez. An hini diweza eus an impalaered c’halian-se a oa d’ezañ eun ano keltiek : Esuvios Tetrikos. Kamilh Jullian, Gallia, trede mouladur, 1907, pp. 49-50 ; Viktor Chapot, Le Monde romain, 1927, pp. 80-1, 347-9 ; Herri Hubert, Les Celtes, II, 1932, pp. 183-5.
  19. Matkovitch, La Croatie et la Slavonie au point de vue de leur culture physique et intellectuelle, Agram, 1873 ; Vladimir Zagorsky, François Racki et la renaissance scientifique et politique de la Croatie, Pariz, 1910.
  20. Da vont dounoc’h en anaoudegez Slaved ar C’hreisteiz, lenn : De Caix de Saint-Aymour, Les pays sud-slaves de l’Autriche-Hongrie, 1883 ; L. Léger, La Save, le Danube et le Balkan, voyage chez les Slovènes, les Croates, les Serbes et les Bulgares, 1884 ; R. Gonnard, Entre Drave et Save, 1911 ; L. Léger, Serbes, Croates et Bulgares, 1913 ; Auerbac’h, op. cit., 1917, pp. 415-56. Bez’ ez eus, war Rev. des Deux Mondes, bloaveziadou 1846, 1847, h.a., pennadou bepred talvoudus da lenn, gant Siprian Robert, H. Desprez, h.a. War an Tour du Monde, bloaveziadou 1860, G. Lejean, L’Herzégovine ; 1870-1871, G. Perrot, Chez les Slaves du Sud ; 1875-1876, Ch. Yriarte, L’Istrie et la Dalmatie ; 1877, Ch. Yriarte, Le Montenegro ; 1896, G. Capus, A travers la Bosnie-Herzégovine ; 1910, J. de Witte, Au Monténégro. A-zivout gouennoniez ar Yougo-Slaved, W. Z. Ripley, The Races of Europe, London, 1900, pp. 411-5 ; E. Pittard, Les Races et l’Histoire, 1924, pp. 317-23.
  21. Diwar-benn Harzou-difenn Impalaerded Aostria, lenn G. Perrot, Chez les Slaves du Sud, war T. du M., bloaveziadou 1870-1871. Bez’ ez eus en alamaneg eun Istor eus Harzou-difenn Aostria, Wien, 1883. A-zivout an ensavaduriou damheñvel en enez-Vreiz : J. Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, London, 1908, pp. 118-26, 135-9, ha passim ; J. Loth, war Rev. celt. 1909, pp. 399-401 ; F. Sagot, La Bretagne romaine, 1911, pp. 220-32 ; L. Le Roux, L’Armée romaine de Bretagne, 1911 ; J. Mothersole, The Saxon Shore, London, 1924. Keñveria bagadou ar Fenianed en Iwerzon, er I-IVvet kantved goude H.S. ; G. Dottin, Les Littératures celtiques, 1924, pp. 68-70 (o heulia an istorour iwerzoniat Jafrez Keating, Foras Feasa ar Éirinn).