Buhez ar Sent/1912/Pothin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ronan Pothin Klotild   ►


Eilvet devez a Vezeven


Sant Pothin, Santez Blandina
hag ho c’hompagnunez
Merzerien (177)



Eul lizer kaer, skrivet gant kristenien Vienn ha Lyon, en Bro-C’hall, d’o breudeur eus an Asi hag eus ar Phriji, a ro d’imp da anaout e oa diazezet mat an Iliz en Lyon, kerkent hag ar bla 177 goude donedigez Hon Zalver.

Eur brezel skrijus a zirollas neuze warnezi ; gwad ar verzerien a ruilhas ; ar prizoniou a oe karget a gristenien, en o zouez, an eskob sant Pothin. Dek vla ha pevar-ugent en devoa ; red e oe e zougen betek al lez-varn. Pennou-bras kêr hag ar bobl a valee war e lerc’h hag a huche warnezan.

— Pehini eo Doue ar gristenien ? a c’houlennas outan kannad an impalaer.

— Hen anaout a refet, eme an eskob santel, mar karet klask an tu d’hen ober !

Stlejet a oe eus al lez-varn a dôliou dorn hag a dôliou treid ; ar re a oa re bell a gemere mein da skei gantan ; erfin e oe stlapet er prizon ; eun tammik bue a chôme c’hoaz ennan, mes daou zevez goude e tremenas.

En em drei a rejont neuze ouz ar gristenien-all, a oe rannet en meur a strollad ha lazet en doareou dishenvel. Pevar aneze a zo deut o hanoiou betek ennomp : Maturus, Sanctus, Blandina hag Attal. Kondaonet a oent da vezan debret gant al loened goue.

Pa oent kaset d’an amphiteatr, Maturus ha Sanctus a oe distaget al loened warneze da gentan ; dispennet a oe o c’horfou d’eze ; goude-ze e oe grêt d’eze azezan war gadoriou ru-tân-glaou, hag erfin e oe troc’het d’eze o goug.

En keit-se, Blandina a oa staget en kreiz leuren an amphiteatr, ouz eur peul ; ar gristenien a gave d’eze gwelet, nan o c’hoar, mes Jezuz-Krist stag ouz ar groaz. Loen ebet ne grogas enni ; distaget a oe diouz ar peul ha kaset d’ar prizon.

« Attal ! Attal ! » a youc’has neuze ar bobl.

Ar merzer a oe grêt d’ezan ober tro an amphiteatr, gant ar skritel-man : « Attal ar c’hristen. »

Ar gouarner o vezan deut da c’hoût e oa eur sitoyan roman, ne gredas ket e stlepel d’al loened hag a reas e zibennan en e brizon.

Ar verc’h yaouank Blandina a chôme c’hoaz. Laket a oe en eur roued ha stlapet etre treid eur c’hole goue ; heman, gant e gerniel, a dôlas anezi en êr, meur a wech, hep ma reas van, ken beuzet oa he spered en Doue. Erfin e oe mouget.

Relegou ar verzerien a oe devet hag al ludu aneze stlapet en stêr ar Rhon.

————


KENTEL


Souezus eo pegement en em gar an dud-ze !


Dre ar garante en deus eun den evit e nesan eo ec’h anavezer pe eo eur c’hristen mat, pe n’eo ket.

— Dre ze, n’eo ket an dud a glev an oferen bep sul hag o deus kasoni ouz unan pe unan eus o nesan eo ar gristenien vat.

— N’eo ket an dud a dremen an hanter eus o devez en iliz, hag an hanter-all o trouk-prezek eus o nesan eo ar gristenien vat.

— N’eo ket an dud a ra yuniou striz hag a ra gaou ouz an nesan en e vadou eo ar gristenien vat.

— N’eo ket an dud a ra aluzennou bras d’ar paour, a zo êle evit an diavezidi, ha diaoulou evit ar re a zo o vevan gante, eo ar gristenien vat.

— N’eo ket an dud o deus galloud d’ober burzudou estlammus, ha ne garont ket o nesan, eo ar gristenien vat.

— Oberou mat a reont koulskoude, pedennou mat, pinijennou mat, ha dre ze e kerzont a gammejou bras trezek ar baradoz, mes gwasan zo, dre ne heuilhont ket hent ar garante, ne gerzont ket gant ar gwir hent hag abalamour da ze ec’h eont ebiou d’ar pal o devoa da dizout. Magni passus, sed extra viam.

Ken bras ha ken bras eo, eme Jezuz-Krist, ar gourc’hemen a lavar d’imp karet Doue hag an hini a lavar d’imp karet hon nesan ; hag an eil n’hall ket mont heb egile. Ar baganed, ar pez a rè d’eze anaout ar gristenien gentan eus an Iliz oa ar garante vras a welent etreze hag a rê d’eze lavaret gant estlam : « Souezus eo pegement en em gar an dud-ze ! »