Buhez ar Sent/1912/Mark

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask


Pempvet devez warn-ugent a viz Ebrel


SANT MARK
Avieler, kentan eskob Alexandri



Mark oa diskib muian-karet sant Per. Heuilh a reas e vestr eus a Jeruzalem da Antioch hag eus Antioch da Rom, ha dindan e lagad e skrivas bue Hon Zalver Jezuz-Krist. Pec’hed prins an Ebestel a zo hano anezan ebarz, ha zoken, sant Mark a zispak frêsoc’h mank sant Per evit ne ra sant Vaze, testeni anat n’eo ket paouezet an daerou da gouezan c’hoaz eus daoulagad an abostol, abaoue m’en deus nac’het e vestr, en porz Kaïphas.

Sant Mark eo en deus digaset betek ennomp, hag hen e-unan, meuleudi an intanvez paour a lakas he frof en kef an Templ ; drezan hepken ive eo ec’h ouzomp en em ziskouezas Jezuz d’an daou ziskib a oa o vont d’Emmaüs.

Pa oe echu e labour gant an avieler, Per hen binnigas. An ilizou a zigemeras laouen an eil skrid war bue hon Zalver, ha hano Mark a oe brudet dre ar bed holl.

Alexandri a oa neuze, goude Rom hag Antioch, ar gêr vrasan eus ar bed. Mark a yeas da brezek ar fe d’an Ejipt, ha Per hen sakras da eskob Alexandri. Ar gêr-ze oa kêr an deskadurez ; an avieler a deuas a benn da ziazezan enni unan eus an ilizou brudetan a dlee bezan war an douar.

Ar baganed, kounnaret o welet ar vad a rê, hen lakas er prizon. Eun êl a ’n em ziskouezas d’ar prizonier evit e grenvât dre ar c’homzou-man : « Mark, servijer Doue, ho hano ’zo skrivet war levr ar vue hag ar vrud ac’hanoc’h a bado keit hag ar bed. »

Nebeut goude, Hon Zalver e-unan hen salude : « Ar peuc’h ra vezo ganac’h, Mark, ma avieler. »

Hag ar merzer laouennaet holl a lavaras : « Oh ! ma Otrou Jezuz ! »

Au de war-lerc’h, e oe dispennet e gorf d’ezan war reier lemm. Ar verzerenti a lakas war e dâl al levenez a bado da viken.

Epad an navet kantved, e relegou a oe douget da Veniz. Ar gêr-ze, rouanez ar moriou, he deus e gemeret da batron ha savet, en e enor, eun iliz kaer dispar. Tro-war-dro d’he armou, ’deus skrivet ar gomz-man : « Ar peuc’h ra vezo ganac’h, Mark, ma avieler. »

————


KENTEL


Ar pevar Aviel


Pevar skrivagner o deus en em garget da zigas betek ennomp bue hag oberou Jezuz-Krist. Daou aneze, ar c’hentan hag an divezan, Maze ha Yan, a oa daou abostol, a vevas en kompagnunez Mab Doue, a welas anezan gant o daoulagad o-unan hag a glevas e gomzou.

An daou-all, Mark ha Lukas, a vevas, Mark, en kompagnunez sant Per, ha Lukas, en kompagnunez sant Pol. N’o devoa ket anavezet Salver ar bed, mes klevet o devoa ha dastumet gant ar brasan aked testeni ar Werc’hez, e Vamm zantel, hini an Ebestel hag ar re-all o devoa gwelet gloar an Otrou.

Sant Vaze a skrivas e Aviel, 10 vla hepken goude maro Hon Zalver ;

Sant Mark, 15 vla goude maro Hon Zalver ;

Sant Lukas, 25 bla goude ;

Sant Yan, 77 vla goude.

Pep-hini aneze en deus lavaret eus bue Jezus-Krist ar pez a gave d’ezan a raje muian vad.

Aviel sant Vaze ha hini sant Lukas a zo keit ha keit ; hini sant Yan a zo berroc’hik ; hini sant Mark berroc’h c’hoaz.

Unum est necessarium. Eun dra hepken ’zo red : kredi en Jezuz-Krist ha reizan hon bue war ar greden-ze ; mes abarz kredi, e renker studian ; red eo studian Jezuz gant holl nerz ar spered, evel m’eo red e garet gant holl nerz ar galon, ha ne studier ket anezan gwelloc’h en neb lec’h eget er pevar Aviel.

Lennomp alïes al levr-ze, kaeran hini a zo etre an nenv hag an douar. Red eo studian Jezuz-Krist, rak hen eo ar wirione a renker kredi, an hent a renker heuilh, ar vue a renker bevan evit bezan salvet.