Buhez ar Sent/1912/Janned-Franseza de Chantal

Eus Wikimammenn
◄   Bernard Janned-Franseza de Chantal Symphorian   ►


Kentan devez warn-ugent a viz Eost


Santez Janned-Franseza de Chantal
Intanvez (1572-1641)



Janned-Franseza Fremiot a oe ganet en Dijon, er Bourogn, d’an 28 a viz genver 1572, hag a roas en he bugaleach merkou anat eus he zantelez da zont.

Eun devez, n’he devoa c’hoaz neuze nemet pemp bla koulskoude, eun dijentil protestant, o komz gant he zad, a nac’he e oa Jezuz-Krist en sakramant an Oter : « Otrou, emezi, red eo kredi eman Jezuz-Krist en sakramant an Oter, p’eo gwir en deus hen lavaret. Ma ne gredet ket ar pez en deus lavaret, e laket anezan gaouiad. »

Ar protestant, souezet, a ’n em lakas da enebi outi, mes hi a yenne anezan, ne veze ket nec’het ; evit klozan an tabud, e roas d’ezi eun dornad madigou ; mes hi, hep sellet oute, o stlapas dioustu en tan, en eur lavaret : « Evel-se, Otrou, e têvo an heretiked en tân an ifern, abalamour ma ne gredont ket ar pez en deus lavaret Hon Zalver. »

Da maro he mamm, en em westlas d’ar Werc’hez Vari, hag e kasas diwar he zro eur vatez hag a glaske he lakat da garet ar bed.

Da ugent vla, e timezas d’eun den yaouank seiz vla warn-ugent, eur c’hristen mat hag eun den a zoare, an ôtrou de Chantal.

Herri IV a c’hoantaas kaout heman en e lez ; epad ma veze he fried er-mêz eus ar gêr, Janned a dôle evez war an tiegez, war ar vugale ha war ar zervijerien.

Bemde, holl dud an ti a renke klevet an oferen en chapel ar maner, ha sul-gouel, en iliz parouz. Diouz an noz, e veze ar pedennou en kommun.

Mat dreist oa d’ar beorien ; epad kernez ar bla 1600, e tirede klaskerien-bara da doull he dor, eus a c’houec’h leo tro-war-dro, ha biskoaz an itron de Chantal ne chomas hep rei an aluzen da unan hag a c’houlenne outi eun draïg bennak en hano Jezuz-Krist.

Eun devez, he gwaz a yeas d’ober eun dro chase gant eur c’henderv d’ezan, an Otrou d’Anlezy ; dougen a rê eur zaë vlevek, liou ar c’haro. E vignon ne welas ket oa êt a-drek eur brouskoad, hag ouz e gemer a-bell evit eul loen goue, e tennas warnezan. An ôtrou de Chantal a oe gwall dizet ; bevan reas, koulskoude, eun nebeut deveziou c’hoaz ; plegan reas da volonte Doue ; laouennât a reas an ôtrou d’Anlezy, prest da zizec’han war e dreid gant e c’hlac’har ; pardoni reas anezan a galon vat, ha falvezout a reas gantan e vije merket an dra-ze war gaïerou ar barouz. Mervel a reas etre divrec’h e bried.

Janned a c’houzanvas an tôl-ze gant nerz-kalon hag, evel eur gwir gristenez, e pardonas ar muntrer ha, zoken, evit rei d’ezan, dirak an holl, eun testeni anat eus he fardon, ec’h eas prest goude da zerc’hel e grouadur war men sakr ar vadeziant.

Pevar bugel a chome ganti : eur mab ha ter merc’h. Adalek neuze, ne zalc’has nemet eun niver bihan a zervijerien ; he bevans hag he gwiskamant a oa dister, hag he dilhad kaeran a roas d’ar beorien.

An amzer a chome ganti, goude bezan evesaet ouz he ziegez, a roë d’ar beden ha d’al labour.

Daoust pegement a oe grêt warnezi, biskoaz ne oe gallet lakat en he fenn addimezi. Birvidikât bemde a rê he c’harante en kenver he nesan ; lakat a rê digas d’ezi ar beorien, an emzivaded, ar glanvourien, hag e loje aneze, e louzaoue o gouliou, e walc’he hag e trese o dilhad.

War ali sant Fransez a Zal, he devoa kemeret da rener, e kimiadas diouz ar bed, dal m’he devoe savet he bugale, evit sevel eun Urz neve a leanezed, anavezet dindan an hano a leanezed ar Visitasion. He mab Selz, eun den yaouank pempzek vla, a vriatae anezi hag a glaske, dre e gomzou karantezus hag e zaerou puilh, miret outi da vont eus ar gêr. O welet ne rê van ebet ouz e glevet, e c’hourvezas war dreujou dor an ti, da viret outi da vont er-mêz. An itron, sebezet o welet kemend-all, a chomas da zellet ouz he mab ; an daerou a deuas en he daoulagad, mes kerkent e lammas dreist e gorf, hag e redas da Annesi. Eno e tigemeras saë al leanezed digant sant Fransez a Zal, hag e reas le d’ober bepred ar pez a welje a vije ar gwellan.

Erfin, goude bezan savet tïe eus he Urz a-gle hag a-zeou : goude bezan troet he leanezed war an devosion, dre he c’homzou, he skoueriou hag he skridou, e nijas warzu an Otrou Doue, d’an 13 a viz kerzu 1641. Sant Visant a Bol a welas sant Fransez a Zal o tont da diarbenn hec’h ene war dreujou ar bed-man.

He c’horf a oe douget da Annesi. Beneat XIV a lakas he hano war roll an dud eürus, ha Klemant XIII, war hini ar zent. Klemant XIV eo a c’hourc’hemennas ober he gouel d’an 21 a viz eost.

————


Santez Yuna, gwerc’hez, e ve grêt ive he gouel en de-man. C’hoar a oa d’an daou sant Envel, abaded, hag a guitaas Breiz-Veur, er VIett kantved, evit dont da chom d’an Arvorig.

En kichen koajou Koat-an-Noz, e kavjont eul lec’h da blijout d’eze, hag e savjont eno tri beniti, war hed tôl an eil d’egile. Hini Yuna a ’n em gave war an douarou m’eman breman Plounevez-Moedek.

Er memes lec’h he deus hirie eur chapel hag e ve grêt enni he fardon, ar zul war-lerc’h gouel ar Werc’hez hanter-eost.

Monet a rêr di en pelerinaj evit al loened-korn.

————


BOKED


Ar bed holl a varvfe dre garante evit eun Doue ken hegarat, mac’h anavezfe pegen c’houek eo ar blijadur a danva eun ene ouz e garet.

Santez Janned-Franseza de Chantal.