Buhez ar Sent/1912/Ignas

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


SANT IGNAS
Eskob Antioch (***-107) merzer


En hevelep de, e rêr gouel sant Ignas, diskibl sant Yan hag eskob Antioch, merzeriet en Rom dindan an impalaer Trajan, dre n’houlle ket nac’h relijion Jezuz-Krist.

Taget e oe gant al leoned, war leuren ar C’holize, dirak kant mil pagan diredet, war o flijadur, da welet ar gristenien o vervel.

En eur gouezan, e lavare :

« Me eo gwiniz an Otrou Doue. Red eo e vefen malet gant dent al loened goue evit ma c’hello bezan grêt ganin eur bara gwenn-kann a blijo d’an Otrou Jezuz-Krist. »

————


KENTEL


An Doueou fôz


Sant Ignas a c’houlenne ouz an impalaer Trajan :

« Da behini eus ho toueou e kinnigin ezanz ? »

Ha n’eo ket souez ! Bezan e oa kement anezo. An denvalijen ledet war ar spered hag an dizurz diwanet er galon gant ar pec’hed, o devoa grêt d’ar baganed koll krenn anaoudegez ar gwir Doue, a oa êt, koulskoude, dre ar bed, gant tud an amzer gentan. An êle, mat ha fall, a oe grêt doueou aneze ; an heol, al loar, ar stered, ar mor, an andon, ar c’hurun, an avel a oe grêt doueou aneze ; skeudennou eus unan pe unan eus an doueou-ze a deuas, d’o zro, da vezan doueou neve : ar baganed, evelse, a oa deut da gaout eun niver divent a zoueou [1].

Petron a lavar e oa kalz muioc’h a zoueou evit a dud en e vro ; ha Bossuet a lavar : « Gant ar baganed, pep tra a oa doue, nemet Doue e-unan. »

Hag an doueou-ze, elec’h lakat an treo da vont war an tu mat, ne rent nemet o lakat da vont war an tu gin muioc’h-mui ! An dizurz a oa en pep lec’h ; ha, dre ma kreske an dizurz, e kreske ive ar grisder. An impalaer Trajan, evit plijadur ar bobl, a lakas 10.000 den, er memes devez, d’en em gannan ha d’en em lazan, er C’holize, a dôliou kleze.

Setu aze pelec’h e oa ’n em gavet ar baganed, o vale dianket er-mêz eus sklerijen Doue ! Setu aze en pelec’h e klasker hon lakat da gouezan adarre. « Lôsket eur barouz ugent vla hep beleg, a lavare person Ars, hag e vezo adoret enni al loened. »


  1. Hanoiou ar re vrasan aneze a zo bet roët da zeiou ar zun hag a zo deut, zoken, betek ennmonp.
    Disul : De an heol, « sol » en latin. — Dilun : De al loar, « luna » en latin. — Dimeurz : De Marz, doue ar brezel, hanvet Euzuz gant an Drouized. — Dimerc’her : De Merkur, doue ar marc’had, hanvet Tentâtes gant an Drouized. — Diziou : « Dies Jovis », de Jupiter, doue ar c’hurun, Taranis an Drouized. — Dirgwener : « Dies Veneris », de Venus, doueez ar gened. — Disadorn : De Saturn, doue an amzer.