Buhez ar Sent/1894/Nikolas Tolantin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Gorgoon ha Dorothee Nikolas Tolantin Pasiant   ►



ann dekved devez a viz guengolo


SANT NIKOLAS TOLANTIN
————



Ar zant-ma a zo leshanvet Tolantin euz a hano ar gear el leac’h ma tremenaz ann darn vrasa euz he amzer hag el leac’h ma’c’h echuaz he vuez. Mes n’e ket eno oa ganet. He dad hag he vamm a ioa o chom enn eur bourg bihan tost da gear Fermo. Tud a zoujans Doue oant ho daou ; mes n’o doa ket a vugale, hag ann dra-ze a rea poan d’ezho. Eunn devez, he vamm a lakeaz enn he fenn mont da bardouna da japel sant Nikolas, eskop Mir, evit pedi ar zant-ma da obten evithi digant Doue ar c’hras da gaout eur c’hrouadur.

Raktal setu hi enn hent asambles gant he goaz. Hogen, ann daou bried a ioa ker skuiz pa errujont er chapel ma’c’h en em rojont da gousket eharz ann aoter. Mes sant Nikolas en em ziskouezaz d’ezho dre ho c’housk enn eur lavaret o devije ho goulenn. Evit guir, er bloaz varlerc’h o devoue eur mab hag a oue hanvet gantho Nikolas dre anaoudegez vad.

Nikolas a ioa dija eur zantik enn he vugaleach, hag ann dra-ze n’e ket souez ; rak ne vele dirazhan, euz a berz he dad hag he vamm, nemed skoueriou a zantelez. O veza klevet lavaret e iune he zant patroun teir guech er zizun d’ar mare ma’z oa c’hoaz bihanik, e falvezaz d’ezhan obar eveldhan azalek ann oad a zeiz vloaz.

Diskouez a reaz ive abred eunn devosion dener evit Jezuz

ha Mari, ha pa veze enn iliz oa henvel ouz eunn eal. He dal a lugerne pa veze o respount ann offerenn, ha d’ar gorreou ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.

Eunn devez, e klevaz eur manac’h eus a Urs sant Aogustin o prezeg var ann disprij a dleer da gaout evit ar bed, ha kerkent e savaz c’hoant ganthan d’en em denna enn eur gouent euz ann Urs-se. Resevet e oue, goude beza bet kounje digant he dad hag he vamm, hag abarz nemeur e oue treac’h d’ann holl venac’h all dre he humilite, he basianted, he garantez evit he nesa hag he spered a binijenn.

Enn dro d’he gorf e touge bepred eur c’houriz houarn, tachouigou lemm ennhi ; kousket a rea ato var an douar noaz gant eur mean hebken dindan he benn, ha ne zebre nemed bara groz ha griziou louzou. Eunn droiad, he zuperior a ordrenaz d’ezhan dibri eunn tamm kig abalamour n’oa ket iac’h. Senti a eure ; mes goudeze e c’houlennaz enn eur vouela ma vije lezet da ober vijil adarre, ha lezet e oue.

Nikolas a oue beleget pa oue deuet enn oad, ha gras ar velegiach a roaz choaz muioc’h a lufr d’he vertuz ha d’he zantelez. Divar neuze e prezege bemdez, kouls lavaret, ha ne c’houfe den niveri ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ober a rea ive katekiz d’ar vugale, hag eur maread tud a veze ganthan o kovez. Ann nemorant euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita.

Doue a zigasaz d’ezhan kalz klenvejou. Hogen, n’en doa ken louzou oc’h he boan nemed ar zonj euz a basion hor Zalver. Eunn devez m’en em gave semploc’h eged ann ordinal, e kredaz edo o vont da vervel, hag e oue strafillet-holl gant ar spount rak barnedigez Doue. Mes goulenn a eure sikour digant ar Verc’hez, ha ker buhan e teuaz adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians en he galoun.

Epad c’houec’h miz araok he varo, en devoue ann eur da glevet bemnoz ann elez o kana enn eur feson dudiuz, hag ann tanva-ma euz a joauzded ar baradoz a rea d’ezhan lavaret aliez evel ann abostol sant Paol : « — Mall am

euz da vervel ha da veza gant Jezuz-Krist. »


Diskleria a eure erfin d’he Vreudeur pe da zeiz e varvche, hag ann deiz-se a oue ann dek a viz guengolo euz ar bloaz 1308 pe 1309. Ar pab Eujeen IV hen lakeaz var roll ar Zent er bloaz 1446.


KENTELIOU SANT NIKOLAS TOLANTIN

Da genta. — Ar galoun e deuz tanveat eur vech plijadureziou ann env, ne gav mui a vlaz gant plijadureziou ann douar.

D’ann eil. — Pa garer Doue ervad, e leverer : « Seul-vui a boan, seul-vell. »

D’ann trede. — Evit ann nep a zonj e passion Jezuz-Krist n’ez euz poan ebed hag a ve e guirionez poan.

D’ar pevare. — Pegen talvouduz eo implija mad ann distera tamm amzer a ro Doue d’eomp pa c’hellomp gant ann tamm amzer-ze gounit eur c’hloar hag a bado da viken !