Buhez ar Sent/1894/Mac’harit a Gortoonn

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Tarez Mac’harit a Gortoonn Leandr   ►



ann c’houec’hved var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANTEZ MAC’HARIT A GORTOONN, PENITANTEZ
————



Marc’harit a ioa merc’h da eul labourer douar euz ann Itali, hag a oue kelennet mad gant he mamm enn he bugaleach. Mes koll a reaz abred he mamm, hag he zad o veza bet dimezet adarre, he lesvamm a oue kriz enn he c’henver. Sevel a eure eta da blac’h iaouank heb kaout eur vamm garantezuz hag eveziant d’he difenn enn danjeriou.

Hogen, Doue en doa roet da Vac’harit eur gened hag a denne varnhi sellou ann holl. Mes siouaz! o veza ne anaie ket c’hoaz ar bed, ne zifiziaz ket aoualc’h anezhan, ha d’ann oad a drivac’h vloaz ec’h en em lezaz da veza touellet gant eunn dijentil iaouank a deue da

dremen ann hanv varnhed eur c’hart heur bale diouz

he c’hear. Eunn nozvez e kuiteaz ti he zad enn eur grena evit mont gant ann dijentil-ze da Vonte-Pulsiano, el leac’h m’edo o chom.

Ne oa nemed peder leo da vont di, mes eul lenn a ioa da dreuzi, hag epad m’edo he choumpagnoun hag hi o treuzi al lenn-ma e bag, ar vag a droc’holiaz, ha Mac’harit a gouezaz enn dour hag a oue dare d’ezhi beza beuzet. Mes Doue en devoue truez outhi, hag e c’hellaz savetei he buez.

Mac’harit a dremenaz nao bloaz e ti ann dijentil en devoa he zouellet. Epad ann amzer-ze oa guisket evel eunn introun vraz : ann aour hag ar perlez a lugerne etouez he bleo blansonet; mes n’oa ket eurusoc’h evit kement-se. Eunn dreana ioa enn he c’haloun hag a rea kalz poan d’ezhi; ann drean-ze oa ar zonj euz he mamm hag euz a Zoue he bugaleach. Aliez ec’h en em denne a gostez, enn eur plas distro bennag, ha neuze e lavare ennhi he-unan : « Ama avad e ve brao pedi Doue ; ama avad e ve eur plas brao da ober pinijenn ! » Mes n’e devoa ket ann nerz da derri he jadenn ha da guitaat ann dijentil m’edo o veva ganthan.

Eunn devez ann dijentil-ma a ieaz da velet tammou douar en doa var ar meaz, ha ne deuaz ket d’ar gear da loja. Antronoz hag antronoz all, kelou ebed anezhan ken nebeut. Mac’harit, nec’het-maro, a gas eur mevell d’he glask. Epad m’edo o c’hortoz ar mevell da zistrei, setu ar giez a veze ato oc’h heul ann dijentil o tont enn ti enn eur iudal, hag hi o kregi e lostenn Mac’harit enn eur jacha anezhi etrezek ann or. Mac’harit a ia er meaz var-lerc’h ar giez. Houma a gemer da genta hent Pouzzool ; mes a benn eur c’hart heur mad a vale e tro enn eur park, hag abarz ar fin e chom a za dindan eur vezenn zero. Eno e tiroll da iudall goasoc’h-goaz hag en em laka da skrabat ann douar, endra c’hell. Dizelei a ra evelse breac’h eunn den maro, ha goudeze he benn, a ioa dija ar prenved ganthan hag a daole eur c’houez pounner. O truez ! Mac’harit a anavez korf ann dijentil

iaouank, hag a gouez d’ann douar semplet.

Ear ar pardaez a reaz d’ezhi dizempla. Neuze, leun a spount rak barnedigez Doue, ec’h en em denn ac’hano enn eur vouela d’he dizursiou, hag e sko var ehun da di he zad. Digemeret mad e oue da genta ; mes prest goude e oue kaset kuit abalamour he lesvamm ne c’helle ket he gouzanv. Ar bec’herez baour ne c’houie mui pe du trei pa glevaz eur vouez o lavaret d’ezhi e goeled he c’haloun mont da Gortoonn da gabut ann Tadou euz a Urs sant Fransez, Senti a eure raktal ouz ar vouez-se.

Enn eur erruout e Korloonn, Mac’harit a c’houlennaz beza resevet e Trede-Urs sant Fransez. Mes ne oue ket resevet dioc’htu : ann Tadou a zonjaz oa guelloc’h gortoz ken na vije guelet ha distroet oa ouz Doue a vir galoun. Ne zaleaz ket da rei merkou anat a gement-se, hag a benn tri bloaz e oue guisket d’ezhi sae ann Trede-Urs. Dija, epad m’oa bet e ti he zad, e devoa trouc’het he fennad bleo melen ha lezet he dillad kaer a gostez ; brema, he brasa plijadur oa kastiza he c’horf dre binijennou nevez. Kement a gaz e devoa ouz he gened ma skoe var he divoc’h ha var he zal a daoliou mein ; kousket a rea var ar c’halet, hag avechou e tremene ann noz holl o pedi hag o vedita. Evelse e teuaz buhan da veza brudet dre he zantelez, hag euz a bep korn ar vro e tiredet d’he c’haout evit beza pareet dioc’h klenvejou ar c’horf ha klenvejou ann ene.

O veza m’e devoa mouget enn he c’haloun peb karantez evit ar grouadurien, Doue he-unan a gomze outhi aliez. Mes da genta ne rea anezhi nemed : « — Va faourezik geaz. » Hogen, Mac’harit e doa c’hoant e roje d’ezhi eunn hano teneroc’h, ha setu hi ha goulenn eunn droiad: « — Peur eta, o va Zalver, e leverot d’inn : Va merc’h ! » Jezuz a respountaz kerkent: « — N’oud ket c’hoaz din euz ann hano-ze abalamour ma’z oud c’hoaz merc’h ar pec’hed ; neta da ene dre eur gonfesion jeneral, ha me a resevo ac’hanod e renk va merc’hed muia karet. »

Mac’harit ne jomaz ket da varc’hata. Epad eiz dez dioc’htu e furchaz kement kougn-tro, kement pleg

ha displeg a ioa enn he c’houstians, evit gellout

diskleria piz d’he c’honfesour holl bec’hejou he iaouankiz hag he bugaleach. Pa oue echu he c’honfesion ganthi e kommuniaz, ha goude ar gommunion Doue a lavaraz d’ezhi erfin : « Va merc’h ! » Ar gomz-ma a lakeaz ar benitantez santel da vont er meaz anezhi he-unan. « — O hano dous, emezhi, hano dudiuz am boa kement a vall da glevet! Doue en deuz great he verc’h ac’hanon ! Ia, « va merc’h, » en deuz lavaret d’inn va Zalver Jezuz ! »

Setu eul lodenn euz ar vuez burzuduz a renaz Mac’harit e Kortoonn epad tri bloaz varn ’nn ugent. Goudeze e klanvaz, hag o veza resevet he zakramanchou diveza, e varvas e peoc’h enn eur vouzc’hoarzin hag enn eur zellet ouz ann env, d’ann 22 a viz c’houevrer 1297. He c’horf a zo chomet abaoue ker fresk ha pa ve beo.


SONJIT ERVAD

Mac’harit a Gortoonn, goude beza bet epad nao bloaz eur vaouez a zizurs hag a skouer fall, a zo deuet da veza eur zantez vraz ha gloar Trede-Urs sant Fransez. N’euz fors piou e veac’h, ha pa ve zoken grevusoc’h ho pec’hejou eged he re, ha pa ve brasoc’h ann niver anezho, ha p’o pefe roet muioc’h a skouer fall, c’houi a c’hell ive, gant sikour gras Doue, dont da veza eur zant pe eur zantez eveldhi. N’oc’h euz ken da ober evit kement-se nemed distrei ouz Doue a greiz kaloun, ha poania evel Mac’harit da rapari, dre eur vuez a binijenn hag a skouer vad, ann dizurs hag ar skouer fall euz ho puez tremenet.