Buhez ar Sent/1894/Charles Borromee

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Guinal Charles Borromee Franseza a Amboaz   ►



ar pevare devez a viz du


SANT CHARLES BORROMEE, ARC’HESKOP HA KARDINAL
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Milan a dud a lignez huel, ha Doue a roaz da anaout petra vije eunn deiz enn eur lakaat eur sklerijenn gaer da bara azioc’h ti he vamm enn noz ma teuaz er bed. Evit guir, bez’e oue dija enn he vugaleach hag enn he iaouankiz eur skouer a bep seurt vertuziou. Epad m’edo o studia al lezennou e Pavii, tud libertin a gasaz eunn devez d’he gambr eur plac’h fall evit he denti. Mes Charles a ioa aketuz d’ar bedenn ; boaz oa da dostaat aliez ouz ar zakramanchou hag eunn devosion dener en doa ive evit ar Verc’hez Vari : n’en devoue ket a boan eta o veza treac’h d’ar pez divezet-se.

D’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent e oue galvet da Rom gant ar pab Pi IV, he eontr. Hema her greaz kardinal, ha goudeze e oue hanvet da arc’heskop e Milan. Hogen, eskopti Milan a ioa neuze enn eur stad truezuz meurbed. Rouez oa ennhan ann dud a anaie mad ho relijion ; ne velet mui kouls lavaret den o vont da govez ha da gommunia ; ne oa tamm respet ebed evit ann ilizou ; peb hini a veve enn he roll heb na vije klasket miret outhan, hag ar c’houenchou zoken a oa eat var ho c’hement all. Mes ann traou a jenchaz doare pa erruaz sant Charles eno.


Kenta tra a reaz ann arc’heskop nevez a oue embann ann ordrenansou douget gant konsil Trant, a ioa o paouez achui d’ann ampoent, ha lakaat urs vad enn he di he-unan. Ne zalc’haz var he dro nemed ar veleien hag ar zervicherien ne c’helle ket tremen hebdho, ha rei a eure d’ezho eur reolenn a vuez henvel ouz ann hini a heulier er simineriou. Goudeze e poaniaz ive da lakaat urs vad etouez ann dud a iliz hag er c’houenchou merc’hed euz a gear Milan, ha gant sikour gras Doue e teuaz buhan a benn euz a gement-se.

Mes, pa falvezaz d’ezhan lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, e kavaz ar gouarner var he hent. Ar c’hiz a ioa da zansal da zul ha da c’houel, ha zoken epad ann offisou. Ar c’hiz a ioa c’hoaz da ober a bep seurt c’hoariou ha peb seurt diotachou var blasenn ar gathedral epad deiziou morlarjez pe ann deiziou ened. Ar c’hiz a ioa erfin da zibri kig d’ar zul genta euz ar c'horaiz, ha da dremen ann deiz-ma enn ebatou egiz pa ne vije ket c’hoaz echu morlarjez pe ann ened. Ar Zant a zifennaz grons ann traou-ze holl, ha kerkent e oue douget klemm enn he enep dirak ar roue ha dirak ar pab. Mes ar pab a ziskleriaz edo ar virionez ganthan, hag ar roue hen lezaz ive e peoc’h.

Neuze ez eaz da ober tro he eskopti evit anaout dreizhan he-unan ezommou ann eneou a ioa enn he garg, ha lakaat urs e peb parrez evel m’en doa dija lakeat e kear Milan. E kement leac’h ma tremene, e prezege, e rea katekiz d’ar vugale, e kovesea he-unan hag e roe ar gommunion hag ar gonfirmasion. N’en doa damant ebed d’he boan pa veze hano da redet varlerc’h ann denved dianket, ha bez’en devoue ann eur da zigas eunn niver braz anezho d’ar gear.

O c’houzout oa ar mank a zeskadurez kristen ar penn-kaoz euz ar vuez fall a rene kalz tud enn he eskopti, Charles Borromee a zavaz c’houec’h siminer, tri e kear Milan ha tri er meaz euz a gear, evit skolia ar glouer iaouank hag ho lakaat e stad divezatoc’h da gelenn ar bobl fidel egiz ma’z eo dleet. Skriva a reaz he-unan eul

levr kaer evit merka d’ar veleien penaos e tlient en em
gomporti e kenver ar bec’herien enn dribunal euz ar

binijenn. Erfin, en em gemeret a eure enn eunn hevelep feson ma veze great skol d’ar vugale evit netra, e kement korn a ioa e kear Milan ha zoken e kement korn a ioa enn he eskopti, hag evelse ar vugale a deuaz e berr amzer da veza habiloc’h var ar relijion eget na’z oa kent ar re vraz.

Etre daou, e saillaz ar vosenn var gear Milan, hag ann dud a varve trumm ha stank. Raktal Charles Borromee a verzaz he holl arrebeuri, ha betek he vele zoken, evit pourvei da ezommou ar re glanv. He-unan e veze noz-deiz var ho zro evit ho c’honsoli, ho c’hovez, ha rei d’ezho ho zakramanchou diveza, ha gant ann dra-ze ne ehane da brezeg d’ar re iac’h evit ho alia da ober pinijenn. Kinnig a reaz he vuez da Zoue evit ma vije espernet hini he vugale, hag evit pellaat ar c’hlenved dioc’h ar re-ma, ez eaz e prosesion dre ruiou kear a benn teir guech, diarc’henn, eur grusifi ganthan enn he zorn hag eur gordenn enn dro d’he c’houzoug.

Piou enn devije kredet e c’helje unan bennag kaout kasouni ouz eur pastor ker karantezuz ? Goulskoude eunn den fallakr a glaskaz he laza, hag a laoskaz eunn tenn fuzuill varnhan eunn devez, d’ann ampoent m’edo o lavaret ar pedennou dioc’h ann noz asambles gant tud he di. Mes, dre eunn taol euz a Brovidans Doue, ar Zant n’en devoue drouk ebed.

Charles Borromee a varvaz enn eur zellet ouz he grusifi, d’ann tri a viz du euz ar bloaz 1584, oajet hebken a c’houec’h vloaz ha daou-ugent, eur miz hag eunn devez.


SONJIT ERVAD

Pebez urs ne lakeaz ket ar zant-ma enn he di, e kear Milan hag enn he holl eskopti ! Ha c’houi, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, pe seurt urs a lakit-hu etouez ho pugale hag ho servicherien ? Penaoz e veillit-hu varnho ? Goulskoude petra eo ho tiegez-c’houi e skoaz ann eskopti en doa sant Charles da c’houarn ? Ne gemerinn biken, evit eur c’hristen mad ann neb a veler lezirek da evesaat ouz he vugale pe he

zervicherien.