Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1894/Beneat, Abad

Eus Wikimammenn
◄   Sirill a Jerusalem Beneat, Abad Katell a Jenn   ►



ann unan var ’nn ugent a viz meurs


SANT BENEAT, ABAD HA TAD AR VENAC’H EUZ A VROIOU AR C’HUZ-HEOL
————


Beneat a ioa ginidik euz ann Itali, hag a oue kaset d’ar skol da Rom d’ann oad a zeiz vloaz. O velet ann haillounerez a rea lod euz ar skolaerien, en devoue aoun d’en em goll enn ho zouez, hag e reaz he zonj da vont var ar meaz da glask eur plas distro bennag evit beva he-unan gant Doue. Ne oa c’hoaz d’ann ampoent nemed pevarzek vloaz.

Erruout a reaz gant eur manac’h he hano Romen, hag ar manac’h-ma, goude beza lavaret d’ezhan penaoz e tlie tremen he amzer enn he hermitach, hen henchaz betek eur garrek kleuz a ioa e kreiz meneziou Subiako, var dro pemzek leo dioc’h Rom. Beneat a jomaz tri bloaz e toull ar garrek-se, heb beza anavezet gant den nemed gant Romen : hema a deue bep ar mare da zigas d’ezhan eunn tamm bara.

Mes, kaer en doa bet en em denna ez-veo enn eur garrek kleuz, evel enn eur bez, ann drouk-spered ne gollaz ket he roudou. He heul a reaz betek eno, ha ne leze repoz ebed ganthan. Eunn devez, e tigasaz eur zonj fall d’ezhan hag ar zonj-se a ieaz ken doun e spered ar Zant ma oue tentet da guitaat he ermitach. Mes kerkent gras Doue a skuillaz var he ene eur berad sklerijenn, ha setu hen ha diviska he zillad evit en em ruill enn noaz etouez ann drez hag ar spern ken na oue leun-c’hoad he gorf. Ar boan en devoue a vougaz ann ioulou fall a ioa savet enn he galoun, hag a-c’houdevez en devoue peoc’h dioc’h ann drouk-spered e kenver ar poent-se.

A benn tri bloaz, ermitach Beneat a oue anavezet gant tud ar vro, ha lod euz ar re-ma a c’hoanteaz kemeret skouer diouthan, ha tremen ann nemorant euz ho buez o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ann niver anezho a greskaz kement gant ann amzer ma savaz ar Zant daouzek kouent evitho, hag e peb hini euz ar c’houenchou-ze e lakeaz daouzek manac’h hag eur superior.

D’ann ampoent, ann doue faoz Apollon en doa c’hoaz eunn templ hag eunn aoter var Menez-Kasin, hag he idol pe he batrom a ioa henoret gant ann dud divar dro. Beneat a oue poulzet gant Doue da guitaat Subiako evit mont di da jom. Kenta tra a reaz enn eur erruout a oue pilat ann templ d’ann traon, diskar ann aoter ha bruzuna ann idol. Goudeze ne oue ket pell o c’hounit d’ar feiz ann neubeut paianed a ioa c’hoaz tro-var-dro.

Kouent Menez-Kasin a deuaz da veza brudet heb dale e kement korn a ioa enn Itali. Eno eo e skrivaz Beneat ar reolenn a vuez a dlie beza heuliet gant ann holl venac’h euz he Urs. Hervez ar reolenn-ma, ar venac’h a renke labourat a gorf epad seiz heur bemdez, lenn eul levr devot bennag epad div heur, sevel enn noz da gana ho offis ha chom da vedita azalek fin ann offis betek goulou-deiz.

Doue a ziskleriaz santelez he zervicher dre eur maread miraklou. Eunn droiad, tud fallakr a lakeaz ampoezoun d’ezhan enn he verenn; mes, hervez he gustumm, Beneat a reaz sin ar groaz var ar verenn araok eva, ha kerkent ar verenn a dorraz hag ann ampoezoun a gouezaz d’ann douar. Totila, roue ar Gothed, o veza klevet hano euz ar Zant evel euz a eunn den ha ne c’hellet kuzat netra outhan, a c’hoanteaz gouzout dreizhan he-unan ha guir oa ann dra-ze. Lavaret a eure eta da unan euz he offiserien guiska he zillad a roue ha mont gantho da gaout Beneat. Mes ar Zant a lavaraz dioc’htu d’ann offiser; « — Tennit ann dillad-se, va mab, rak n’e ket d’ehoc’h int. »

Goudeze Totila a deuaz he-unan d’en em strinka da dreid Beneat, hag ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Kalz drouk a rit hag ober a reot muioc’h c’hoaz Kemeret a reot kear Rom ; mes a benn nao bloaz ama e varvot, hag ez eot da renta kount d’ho parner euz a gement o pezo great. » Ann traou-ze a erruaz holl evel m’en doa lavaret Beneat.

Erfin, ar zant-ma a roaz da anaout d’he ziskibien n’en doa mui nemed eunn nebeut miziou da veva. C’houec’h devez araok he varo, e reaz toulla he vez, ha d’ar c’houec’hved devez e lavaraz he gas d’ann iliz. Eno e oue kommuniet, ha prest goude e tremenaz. Ann dra-ma a ioa d’ann 21 a viz meurs euz ar bloaz 543. Daou vanac’h a velaz he ene o vont d’ar baradoz dre eur vali gaer, goloet a ballennou skeduz, hag eur renkennad goulou a bep tu d’ezhi. Azioc’h ar vali ez oa eunn eal hag a lavare : « — Dre ann hent-ma e pign enn env Beneat, mignoun braz ann Aotrou Doue. » Ar Zant a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Sant Beneat n’en devoue ket kent great sin ar groaz var ar verenn el leac’h m’oa taolet ampoezoun d’ezhan ma torraz ar verenn-ze, ha ma kouezaz ann ampoezoun d’ann douar. Deskit dre eno pegen talvouduz eo ober sin ar groaz araok dibri pe eva. P’en em lakit ouz taol, ne vankit morse da ginnig ho pred da Zoue, ha kemerit-hen, nann evit ober plijadur d’ho kof, mes evit kaout nerz da staga adarre d’al labour oc’h euz da ober enn ho stad. Dalc’hit sonj mad euz ar pez a lavar sant Paol : « Pe c’houi a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eunn dra bennag all evelse, grit-hen bepred evit gloar Doue. »