Buez ann Duk a Vourdel Herri V/a-bezh

Eus Wikimammenn


BUEZ


ann


DUK A VOURDEL


HERRI V.





KEMPERLE
Moulet e ty Th. CLAIRET
1872
KENTEL.


————


Al levr-ma ne ket great evit beza lennet enn eul taol, nag enn eun devez evel eur gazetten, ha lezet a gostez kerkent. Great eo evit beza miret enn tiegesiou desket mad, ha lennet a bennadou gant ar vugale ha gant ar gerent. Ar vugale, ar iaouankiz hag ar gozni a gavo enn-han skoueriou euz ar re gaera.

Great eo evit rei da anaout petra eo bet ar Vourboned, ken dikriet a-bell-zo gant ann dud n'emaint ket enn tu gant-ho. Great eo dreist pep tra evit lakaat ar Vretouned da ziouall ouz historiou ar Republikaned, pere na leveront ket ato ar wirionez penn da benn, hag evelse e pakont eleiz a vouesiou e mare ann eleksionou.


————


Ar Republikaned, fouge enn-ho, a lavar : Ar Republik eo e deuz torret gisiou fall ann amzer goz ha digaset d’eomp ar frankisiou a ra hirio hor gloar hag hor brasa mad.

Ann histor er c’hontrol a lavar : D'ar bevare a viz eost 1789, dindan rén ar Roue Loeiz XVI, e oe torret al lezennou ne oant mui diouc’h doare ar rouantelez, ha roet d’ar vro ar frankiziou a c’houlenne dre c’henou he c’hannaded. Ann tri rum kannaded, kloer, noblanz ha partapl, o veza en em glevet, ann noblanz hag ar c'hloer a reaz, a ioul pep hini, ann dilez euz ho frivilachou. Ne vije mui na deok, na korve, na sujedigez a-berz goaz. Ar gwiriou, ar renchou dleat d’ann dud chentil, ar gommananterien pe ann dud e douar-rent a helje prena ho renchou. (Ann artikl diveza-ma a zo bet chenchet). Ann holl a baëje gwiriou ar vro pep hini diouc’h he leve. Ha dirag al lezen ann holl a vije kement-ha-kement. Setu petra a oe great neuze dre garantez evit ar Vro.

Tri bloaz warlerc’h, ar Republik a zeuaz da lakât penn evit penn reisiou ker fur ha great holl enn tu gant ar bobl, ha da laza ar Roue mad en devoa ho zinet.

Evelse, Herri V n’en deuz ket pridiri o lavarout e kemero he rouantelez evel euz a zaouarn Loeiz XVI gant ar chenchamanchou great e lezennou koz ar vro gant ar Roue hag e Assamblé national.

Ar Republik, pebez mad e deus-hi great biskoaz d’ar vro ? Laeraz madou ann dud honest ha re ann Iliz ; teuzi ar c’hleier hag al listri sakr da lakaat enn he godellou, ha digas d’eomp enn ho leac’h sac’hadou paper. Beuzi pe dibenna daou villion tri mil var-n-ugent ha nao-c’hant a Fransizien. Rak, eme Robespier, ar rum dud en deuz gwelet gouarnamant ar Roue ho devezo bepred keuz d’ezhi. Evelse, kement hini a dremen he bemzek vloaz a dle beza ghillotinet.

Ha kavout a ra d’eoc’h-hu e ve teneroc’h ar Gommunisted hirio mar deufent da c’hounit ?

————

Na Bonapart, Napoleon I, ha gwir en deus-hen war hon anaoudegez-vad ? Ia, er penn kenta euz he rén. Kass a reaz ar Republik enn he rout ; en em glevout a reaz gant hon Tad Santel ar Pap evit digass endro ar Relijion e Franz. Mes enn divez, brumenet gant he c’hloar, e kouezaz. Trec’het gant rouaned ann Europa unanet enn he enep, e kollaz enn eun devez he rouanteleziou gounezet, ha na choumaz gan-eomp war he lerc’h nemet hor Bro geaz didudet, diarc’hantet, ha dare bet d’ezhi beza bet rannet etre ann drec’hourien, panevet ar Vourboned.

Hag ama ez euz c’hoaz eur gaou braz da zifazia. Ar Vourboned, eme ann dud a feiz fall, ho deuz taolet var-n-omp, e 1814, armeou ar broiou estren. Ar Vourboned a deue d’ho heul, hag a oa a du gant-ho. Ar Vourboned n’int bet biskoaz digemeret mad gant ar Fransizien.

Ma ! setu ama ar wir histor. Ann armeou unanet a boursue Napoleon evit lemel digant-han ho broiou en doa mac’houmet. Loeiz XVIII na lezaz morse he nized da vrezelekaat gant ann estren eneb ar Fransizien. Pa oe kouezet Napoleon, ar Senatourien hag ar Gannaded a oe ar re genta o c’houlenn ar Vourboned. Ha tud ann amzer-ze, beo c’hoaz hirio ann deiz, a oar gant pebez levenez e oe digemeret e Franz Loeiz XVIII, pa zistroaz euz ann harlu da bignat war dron he vreur merzeriet. Ar Brinsed estren, ha dreist holl Alexandr Impalaer ar Russi, a gemeraz eur perz ker braz e laouenedigez ar Fransizien, ken na c’houlenchont netra digant-ho evit mizou ar brezel, kement a istim ho devoa evit Loeiz XVIII.

Hogen, pa zistroaz Napoleon euz he enezen, torret gant-han he le, ha digemeret adarre gant he zoudardet ha gant ar c’heariou disleal, ann armeou estren, a veac’h eat er meaz euz a zouar Franz, a zistroaz ivez da herzel Napoleon ; hag ar veach-se ne oent ket ken hegarad enn hor c’henver. Gouasta a rejont hor bro muioc’h c’hoaz eget n’ho deuz great ar Brusianed e 1870, ha tanet ho divije Paris, ha rannet etre-z-ho Bro-Franz, panevet c’hoaz ho doujanz evit ar roue Loeiz XVIII. War zifenn he-ma, ha dre vadelez Impalaer ar Russi, ne gemerjont digan-eomp nemet seiz kant million evit ho digoll-brezel.

Setu penaoz e teuaz d’eomp ar Vourboned. Livirit-hen d’ann dud na ouzont ket ann histor, ha sarrit ho genou d’ar gaouiaded a feiz fall.

C’hoaz a levereur : Bro-Franz n’e deuz pe ober gant ar Vourboned ; teir gwech e deuz ho c'hasset enn ho rout.

Ia, mes piou ho c’hassaz enn ho rout ? Ar vro pe ar revolusion ? Ha ne ket ar Republikaned eo a lazaz Loeiz XVI ? Ha ne ket ann daou-c’hant unan var-n-ugent kannad gant eun nebeut skolaerien ha livastred Paris eo a gassaz Charlez X er meaz, da lakaat enn he leac’h eur roue hag a oa, emez-ho ar vella Republik a oufet da gavout ?

Ha Loeiz-Felep ? Eur revolusion hen dougaz var ann tron, eur revolusion hen diskaraz. Ar wir vro ne doa ket kalz a berz er chenchamanchou-zeze. Ann dispac’herien na gemerent ket ar boan da c’houlenn he ali. En eur revolusion, eme Danton, ann niver bihanna a gass a-raok, hag ar veli a choum peurvuia gant ar fallakra.

Ha ne ket ann dra-ze ho deuz great paotred a Republik d’ar bevare a viz gwengolo 1870, pa gouezaz Napoleon III ? Ha goulenn a rejont-hi ali ar vro abarz embann ho Republik ? N’ho pet sousi !


————


Eur ger c’hoaz abarz achui. Ar Republik, eme ar Republikaned, a zo marc’hatoch eget ar rouantelez.

Gwelomp. N’ouzoun ket pegement a zilarc’he war hep unan ac’hanomp euz ar gwiriou epad Republik 1793, nag epad rén Napoleon I.

Dindan rén ar Vourboned hon euz paeet bep bloaz dre benn daou lur ha tregont... 32 l.
Dindan rén Loeiz-Felep..... 36
Dindan Republik 1848....... 42
Dindan Napoleon III........ 55
Ha gant hor Republik 1870 e paeimp.. 70

Endro da eur Roue, eme c’hoaz ar Republikaned, ez euz Prinsed ha Prinsezed, tud a lez ha likichen, a renker da argouraoni pep hini hervez he renk.

Evit gant Herri V ne vezo ket eun heul goall hir, pa n’euz nemet he c’hreg hag hen. Ha lavaret en deuz d’eomp ne oa ket he fortun da ober gant-han, mes fortun Bro-Franz. Ha goude holl, ha ne ket kampr ar Gannaded eo a verk pegement a vezo roet d’ann hini a zo e penn ar c’houarnamant ? Tailla a hellont hervez galloud ar vro.

Ha divizusoc’h e vezo ar Republik ? Ar Republikaned a c’houlenn ma vezo paeet nann hepken ar Gannaded pere ne vijent ket paeet dindan ar Vourboned, mes ivez ar meared, ar guzulieren departamant ha re ar barres ; enn eur ger, kement hini a finv troad pe zourn evit ar vro. Setu eno ho c’harantez-bro.


————


Bretouned, va c’henvroiz ker, nec’het ounn bet o welout ac’hanoc’h o koumanz kerzet war eun hent nevez ha na anavezit ket ; hag em euz sonjet ober al levr-ma evit essaat ho herzel, hag ho tigas endro war ho kwenojen genta. Pa ho pezo anavezet ar Vourboned hag Herri V, grit a gerrot euz ho mouesiou.

Kemperle, ar 5 a viz meurs 1872.

Ian-Willou HERRY, belek.

BUEZ


ann duk a vourdel


HERRI V.


————
Karolin geaz, sonjit da vihana er c’hrouadur a zougit etre ho taou-gostez. Ar c'homzou-ze a oe komzou diveza ann Duk a Verri abarz mervel. Ho lavarout a reaz evit konforti he bried ker, beuzet enn he glac’har ; hag oc’h ho c’hlevout ann holl a zridaz.


I.


MARO ANN DUK A VERRI.


D’ar zul d’ann noz, trizek a viz c’houevrer 1820, ann Aotrou ann Duk a Verri a oa enn Opera [1], gand ar Brinsez he bried. Epad eun ehan-arvest, (e gallek entr’acte), ann Duk a dremenaz el leac’h ma edo ann Duk a Orleann, Loeiz-Felep, divezatoc’h Roue ar Fransizien. C’hoari a reaz dibreder ha laouen gand bugaligou ar Prins-se, hag ann holl ebarz er zal, a straklaz ho daouarn, o welout ar garantez hag ann unvaniez a oa etre tud ann daou di. Ann Dukez a Verri a c’hoanteaz mont d’ar ger abarz ma achuaz ann Opera ; hag ann Duk, o kregi enn he dourn, he c’hasaz er meaz beteg he c’harrons, e sonj vad da zistrei d’ann Opera, evit gwelout ann divez anezhan.

He wardou a oa choumet ebarz er zal ; pell a oa n’ho leze mui da zont gant-han er meaz, ker braz a oa he fisianz er Fransizien. Unan anezho hep ken, e ged var doull ann nor, a zouge d’ezhan ann armou pa dremene. Ar c’harrons a ziblase hag ar Prins a zistroe d’ar zal. Epad ma touge ar gward ann armou, eun den en em risklaz etre-z-han ha tudchentil ann Duk ; a grogaz e breac’h kleiz ar Prins, hag a blantaz eur gountel-laz enn he galoun.

Ann Duk a oe douget enn eur gabined stag ouz sal vraz ann Opera. Ann Opera a ie bepred enn dro, rak difennet a oe kas ar c’helou dizeur ebarz er zal, gand aoun na vije c’hoarvezet enn-hi meur a walleur, dre ar reustl hag ar fourgas a vije savet o klevout kement all.

Ann Duk a Angoulem, ann Duk a Orleann, ann Duk a Vourbon hag ann Dukez a Angoulem en em gavaz kentis enn dro da wele ar Prins, leun a c’hoad. Ann Aotrou Bregard a laoskaz goad d’ezhan, enn he vreac’h zeou, hag ar Prins a lavaraz : « Ho trugarekaat a rann euz ho madelez hag euz ar boan a gemerit gan-en, hogen ne zervichont da netra ; kollet ounn. » Evel ma klaske ann Aotrou Blancheton rei d’ezhan da gredi ne oa ket doun ar gouli, ar prins a respountaz : « Anaout a rann va stad, ar gountel a zo eat enn oun beteg ann troad. » Ann Dukez a Verri a zilamm euz he c’harronz, a rog he gouriz seiz da vandenna ar gouli ; hag ar Prins a lavar d’ezhi : Deuit, va fried ger, ma varvinn etre ho tivreac’h ! »

Ann Aotrou Rougon, medesin ar C’hont a Artoa, en em lekeaz da zuna ar gouli. « Petra a rit-hu, va mignoun, eme ann Duk d’ezhan, ar gountel-laz a oa marteze kontammet ? » Ar zervicher mad a zunaz start-oc’h-stard ; ankounac’haat a rea he vuez he-unan, gand ma vije dre gement-se easoc’h ar gouli da zigas da vad.

Ar gwel euz ann Aotrou ’n Eskop a Chartr, deuet d’he govessaat, a daolaz e kaloun ar Prins eur gourach nevez pehini a bare var he dal. Euz a neuze he holl zonjou a oa enn env ; ha ma tiskennent c’hoaz var ann douar, ne oa nemet evit rei d’he dud merkou euz ar garantez ann denerra. Goulenn a reaz gwelout ann Demezell he verc’h. Ann Itroun a Gountaut, he gouarnourez he digasaz enn he gichen. Ar Prins a astennaz gant beac’h he zourn dinerzet var benn he grouadur, hag enn eur rei d’ezhi he vennoz, e lavaraz : « Krouadur keaz, bez eurusoc’h eget da gerent ! »

Unan euz he brederiou kenta a oa bet da c’houlenn mar boa ar muntrer eun den a ziaveaz bro. Evel ma klevaz ne oa ket, e lavaraz : « Garo eo siouaz ! mervel dre zourn eur c’hen-vroad ! » Pa velaz ar Varechaled a Frans o tostaat ouz he wele : « Ah ! Aotrounez, eme-z-han, enn ho kreiz-hu eo em bije karet mervel ! »

War dro eun heur goude hanter-noz, e tigouezaz ar medesin braz, ann Aotron Dupuitren ; hogen ar pez a lavare alies ar Prins : « Ar gountel-laz a zo eat beteg ann troad, tizet e deuz ar galoun, » na leze gozik esperanz ebed d’he zavetei. Ann Aotrou Dupuitren, o veza en em guzuliet gand ar vedesined all, digouezet eno e niver braz, a gemeraz var-n-ezhan da frankaat ar gouli. « Lezel a rann va mab etre ho taouarn hag enn ho kouiziegez, eme ar C’hont a Artoa d’ezhan, gand eur vouez daou-hanteret gand ann difronk [2]. »

Kerkent ha ma oe frankeat ar gouli, e tiredaz diout-han eur maread a c’hoad du. Ar pistigou a vihanaaz, hag ar Prins a denne easoc’h he alan ; hogen ar fizianz na greske tamm e spered ann Aotrou Dupuitren. Ann digor-ze euz ar bles a ziskoueze hanad awalc’h e oa trouc’het eur wazien enn diabarz, mes na wiet ket pehini a oa. Peb unan hep ken a wele e oa re zoun ar gouli evit beza biken pareet. Koulskoude labour-dourn ar vedesined a astennaz eun heur bennak he vuez d’ar Prins, hag a reaz d’ezhan ann tu da ziskouez mui-oc’h-mui he nerz hag he galouniez kristen. Ann Aotrou ’n Eskop a gomze d’ezhan a bep mare euz a Zoue, hag euz he Eternite ; ha Persoun Sant-Rok, he barres, a reaz d’ezhan sakramant ann Nouen. Ar Prins a anzave alies he faziou, ha kel lies-gueach ma tremene unan bennak euz he zervicherien e biou d’he wele, hen ho fede da dostaat, evid ober d’ezho he gimiad diveza ; « Deuz ma mignoun ker, eme-z-han da Nantouillet, deuz ma az briatiin evit ar weach diveza. »

Ar Prins a lavare alies : « Na petra am euz me great d’ann den-ze ? (Pa gomze euz he vuntrer ne rea nemet ann den anezhan). Eun den eo, emez-han, hag am euz bet marteze offanset. — Nann, va mab, eme ar C’hont a Artoa d’ezhan, n’hoc’h euz gwelet biskoaz ann den-ze, na great drouk ebed d’ezhan. — « Kollet eo eta he skiant gant-han eme ar Prins. — » He galoun vad a reaz d’ezhan lavarout ar gomz-ze, evel pa en divije bet c’hoant da bellaat euz he spered ar greden e oa bet skoet dre zrougiez, pe da zigas sonj d’he vuntrer d’en em zifenn enn doare-ze, oc’h en em rei evit eun den diskiantet. Ar zonj da gaout trugarez da vihana evit buhez he vuntrer a zeue kre-oc’h-kre enn he spered. « Ar Roue ne zeu ket c’hoaz eme-z-han, n’am bezo ket amzer da c’houlenn digant-han eur c’hras hag a rafe d’in kalz a frealzidigez var va zremen-van. » Pedi hag aspedi a rea he dad hag he vreur d’he goulenn enn he hano.

Ar Roue a erruaz, ar Prins oc’h he welout a zastumaz ar pezik a nerz a choume gant-han, hag a lavaraz : « Va eontr, roit d’in ho tourn, ma pokinn d’ezhan evit ar weach diveza. » Neuze o terc’hel var zourn ar Roue. « Va eontr, eme-z-han c’hoaz, goulenn a rann digan-e-hoc’h gras evit buez ann den. » Ar roue a droaz he respount, en eur lavarout : « Va niz, n’oc’h ket ken toc’hor ha ma sonjit, ni gomzo var gement-se divezatoc’h. — Ar Roue ne lavar ket ia, eme ar Prins. Gras da vihana evit buez ann den ! Ar prins, o lavarout alies ar gomz-ze : Graz evit buez ann den, na c’houlenne nemet ar vuez evit he vuntrer, ha nann eunn drugarez kuit ha distak. Urz vad ar vro, gwir ha surentez ann Tron a vire out-han na c’houlenje muioc’h.

» Ar Roue a droaz ouz ann Aotrou Dupuitren, ha gand aoun da veza klevet gand ann Dukez a Verri, dija re c’hlac’haret, a lavaraz d’ezhan e latin : Super- est-ne spes aliqua salutis ? Ar pez a zo : « Ha choum a ra c’hoaz eun esperanz bennak d’he zavetei ! » Eun hejik-penn a oe ar respount. E do neuze var dro pemp heur diouc’h ar mintin, hag ann deiz a darze. Ann Aotrou Dupuitren, o welout e tostee ann termen diveza, a bedaz ar Roue da vont kuit, ha da gas gant-han ann dud roeal ! « Aotrou Dupuitren, eme ar Roue, n’em euz ket aoun rag ar gwel euz ar maro ; a-hend all eun dleat diveza am euz da ober e kenver va niz ! » (Serra he zaoulagad d’ezhan).

Ann Aotrou Dupuitren, o veza n’en devoa mui netra da ober evel menesin, a choume e kichen gwele ar Prins da zellout ha da zonjal. « Bete neuze, eme-z-han, enn eur skrid-danevel var varo ann Duk, bete neuze prederiet holl ken a gorf ken a spered o klask soulaji ar Prins, n’em boa guelet netra euz ar pez a dremene el leac’h ma edonn. Hogen neuze ec’h helliz gwelout ann anken hag ar c’hlac’har a ioa enn dro d’in. Glac’har ann Dukez a Verri a ioa tro-e-tro huel, estlammuz, tener, prederiuz. He c’hemeret ho pije nann evid eur vaouez, mes evid eun Eal digaset gand Doue da gonforti ar Prinz reuzeudik. Glac’har ann Dukez a Angoulem a choume dounoc’h ebarz er galoun. Azezet e vije peur liesa e hichen ann Dukez a Orleann, eur gammed bennak diouc’h ar gwele, he fenn kouezet var he c’haloun, hag he c’haloun stanket gand ann huanadennou. Lavaret ho pije oc’h he gwelout : « Re e deuz gouelet bete vrema, n’euz mui a zaelou enn he daoulagad. » [3] Glac’har ann Duk a Angoulem a oa eveziek ha leun a religion ; ann ear anezhan hep ken a lavare « Ioul Doue bezet great ! » Ne guitaaz morse penn-wele he vreur muia-karet. Ann Duk a Vourbon, Prins a Gonde, a ioa eno evel pa en divije gwelet o vervel he vab ha na oa nemet-han, au Duk a Enghien, lazet ivez epad eun noz, dre urz Napoleon I. Glac’har ar C’hont a Artoa a ioa glac’har eun tad tener ; kaer en devoa, n’elle ket mirout da ouela ha da zifrounka. Glac’har a Roue a oa solenn ha seder. Dereadegez ar Roue a drec’he var galoun ann den, hag a bare a-walc’h var he zremm nec’het. »

« Epad ma oa ann oll drifiet enn doare-ze, eur gomz a esperanz a zeuaz euz ar gwele a varo memez. Ar Prins o klask dousaat da c’hlac’har ann Dukez he bried, pehini na helle mui, a lavaraz : Karolin geaz, sonjit da vihana er c’hrouadur a zougit etre ho taou-gostez. Ar gomz-se a stokaz e kalonou ann holl, hag a dreuzaz rouantelez Frans evel eul luc’heden a gonfort kaset gand dourn Doue he-unan. »

Goude ar gomz-se, eme ann aotrou Dupuitren, ann tenn-alan a gouezaz enn eun taol. Evit dastum ar pez a choume c’hoaz euz a eur vuez hag a ie kuit, e c’houlenjomp eur mellezour. Ar Roue a roaz he vouest-butun, euz a behini e lekejomp ar weren var muzellou ha var zifroun ar Prins. Ar weren ne zastumaz brumen ebed ; eat a oa ar vuez kuit. Mab bihan Herri IV ha Loeiz XIV a oa tremenet. Edo neuze c’houec’h heur diouc’h ar mintin. »

Ha peur c’hreat eo, a c’houlennaz ar Roue ? Den na respontaz..... Ar pez a oa gwelet eno neuze a zigase sonj euz ar pez a c’hoarvezaz e derou ar bed pa gavaz Adam hag Heva ar c’horf goadek euz ho mab Abel, lazet gand he vreur. Ar Roue pehini na helle mui en em zerc’hel, en em harpaz var vreac’h ann Aotrou Dupuitren. Neuze ec’h astennaz enn eur grena, he zourn dinerzet var zremm ar Prins, hag e serraz d’ezhan he zaoulagad, enn eur lavarout, he vouez hanter-drouc’het gant ann difronk, Peoc’h Doue d’id krouadur ker ! Goude-ze e pokaz da dal ar Prins : e krogaz enn he vreac’h ; hag o veza he c’haset d’he c’henou, e choumaz eur pennadik d’he starda var he vuzellou.

Ar Vourboned o zo brudet a viskoaz evit kalonou mad a dud, ha douget da bardoni bete re. Ann danevell-ma euz a varo ann Duk a Verri a ziskouez mui-oc’h-mui petra int. Pebez gwalleur a vije bet eta evit rouantelez Frans ma vije bet trouc’het enn he grisien ar wenn gaer-ze euz ho Rouaned koz. A dugare Doue, kountel-laz ar reuzeudik Louvel a risklaz a biou d’ar c’hrisien-vamm, ha savet a zo var-n-ezhi eur vronsen c’hlaz-dour pehini a ra hor joa, hag a zo dindan dourn Doue evel eul leor siellet.


II.


STAD AR VRO. — GINIVELEZ ANN DUK A VOURDEL.


Beza ez oa neuze e Frans, evel hirio ann deiz, tri pe bevar rumm dud ha n’en em glevent morse var ar fesoun da c’houarn ar vro evit ar guella. Ho gervel a reat ar roealisted, al liberaled hag ar republikaned. Ar gwall daol-ze ne reaz nemet lakaat mui-oc’h-mui a vinim etre-z-ho. Ar re deara euz ar roealisted, a dammallaz al laz-ze d’ar republikaned, ha zoken d’al liberaled. Ar re-ma, evel guir, a ieaz drouk enn~ho o klevout kement-se, ha glazet mui-oc’h-mui ouz ar roealisted, a droaz gwas-oc’h-gwaz enn tu gand ar republikaned. Ar republikaned, petra bennak ma en em laoueneent e kuz euz ar pez a oa c’hoarvezet, evel ma ho deuz hen anzavet divezatoc’h, a zalc’haz a grenn da lavarout ne oa ket ann den-ze diouc’h ho zud, ha n’ho devoa perz ebed enn he dorfed.

Al loden wella euz al liberaled n’ho devoa kaz ebed ouz ar Vourboned ; re a skiant vad ho devoa evit sonjal en em zizober ouz ar c’haera tiad-tud roeal a zo var ann douar. Ar pez a zo c’hoarvezet divezatoc’h, d’ar bloaz 1830, a zo bet great enep ann noblanz kentoc’h eget enep ar Vourboned. Elbik a ioa pell a oa etre ann daou rumm dud, ha dre ma kreske madou al liberaled pe ann dud chentil nevez, e kreske ivez ho gwarizi enep ann dud chentil koz. Ar re-ma, var ho meno, a oa deuet gwelloc’h gand ar Vourboned ; ar pez ne oa ket gwir. Charles X, kerkouls ha Loeiz XVIII, a ioa e gwirionez tad ann holl Fransizien, hag ho dougen a rea holl enn he galoun, hep preferanz evit rumm ebed. Mes, a lavaro eur re bennak, ha na ouzont netra : Ar c’hargou a oa oll gand ann dud chentil ; gaou eo kement-se, evel eur maread a draou all hadet etouez ar bobl gant fallagriez. Ar c’hargou a enor, na lavarann ket ; rak kaer a vezo, beza ez euz enn hor bro tiadou koz a dud, pere a vezo bepred enorusoc’h eget ar re nevez savet. Mes ar c’hargou gant pae, a ioa kement ha muioc’h anezho gand ann dud chentil nevez eget gant ar re goz.

Ann oll dud gwiziek a ouie mad awalc’h kement-se ; Hogen gwarizi ha lealded na gerzont nemeur kevret. Ar blijadur da izellaad ann noblans, hag ivez, eun tammik, ar c’hoant d’en em lakaat er c’hargou huella, a reaz neuze da galz a liberaled mont a enep d’ho c’houstianz, ha rei dourn d’ann dud fall da gas er meaz euz ar vro ar gwella tiad-tud roeal a zo bet biskoaz.

Evit ar republikaned, da lavarout eo, ar rumm dud-se, pere ne fell d’ezho klevout komz nag a Zoue nag a Roue, ar re-ze ne oant ket easoc’h tamm ebed goude maro ann Duk a Verri. Ar c’hrouadur a behini en devoa komzet, hag a ioa c’hoaz e kof he vamm, a rea poan spered d’ezho. He gas da goll ho divije kavet mad, petra bennak ne anzavent ket ho drouk-c’hoant.

D’ann nosvez etre ann 28 hag ann 29 a viz ebrel, Eun tenn-tarz (e gallek pétard), a oe laosket dindan prenestrou ann trepas-nevez e palez al Louvr, peuz-tost d’ar gampr e pihini e oa ann Dukez o choum. An tenn-ze a reaz kement a drouz ma oa eaz awalc’h da bep unan gwelout e oa kement-se eun taol great a-zevri evit lakaat ann Dukez da goll he frouez dre eur gaouad aoun. Ar feller, hanvet Gravier, a oa teo’het kuit ker buhan, ken na helle ket ar gouardou he gavout. Hogen eiz devez varlec’h, en devoe ann hardisiegez da zont c’hoaz var ar memes leac’h, gand eun tarz all brasoc’h evit ann hini kenta, ha grounnet enn eur paper var behini e oa eur zon great evit lakaat ar bobl da zevel enep ar c’houarnamant. Pa oe digaset dirak ar breujou braz (les assises), e fellaz d’ezhan rei da gredi n’en doa bet c’hoant nemet da ober eur bourd, evit lakaat ar gouardou da zevel ha da gounnari. Mes kavet a oe var-n-ezhan skridou republikan, ha klevet e oa bet meur a weach oc’h en em zevel grons enep ann dud roeal. Kevret gant-han e oe harzet eun den all, hanvet Bouton, tamalet da veza e gen-dorfetour ; hen eo en devoa great ann daou darz. Ar breujou braz ho diskleriaz ho daou kabluz euz ar pez a damallet d’ezho, ha barnet a oent d’ar maro. Hogen var beden ann Dukez a Verri, ar boan a varo a oe chenchet e ugent vloaz galeou, Gravier a varvaz er galeou ha Bouton enn eun hospital a dud foll.

Kement tra fall a ioa ho devoa en em glevet, a zonj d’in, evit mirout na zeuche var ann douar ar c’hrouadur-ze gortozet gand ann oll Fransizien. Ann hast d’he welout ne rea nemet kreski mui-oc’h-mui a-ze. Kouskoude tostaat a rea ann termen d’ann Dukez da wilioudi ; hag a bep tu e save etrezeg ann env pedennou kalounek, da c’houlenn digant Doue ma vije ar c’hrouadur eur mab, evit kenderc’hel e Frans gwenn ar Vourboned, ha starda dre ar bed ar peoc’h hag ann urz vad. Eun dra bennak a lavare da bep unan e gweled he galoun e vije eur mab a vije ; ha keariou braz euz a du ar c’hresteiz a ie bepred araok, hag a gase kannadourien d’ar Prins ha na oa ket ganet c’hoaz. Ann Dukez a Verri he-unan a lavare da gement hini a gomze d’ezhi var gement-se, e oa sur awalc’h e divije eur mab. Eun hunvre e devoa bet, eme-zhi, hag ann hunvre-ze a ioa evit-hi eur gwir weledigez (vision). Beza e oa, e kave d’ezhi, oc’h ober eun dro-vale e balli vraz ann Elize. Hag e talc’he dre ann dourn, he merc’h hag ar Prins a oa c’hoaz da c’henel. Neuze e doa gwelet ha gwelet mad Sant Loeiz, pehini a glaske teurel he vantel roeal var ar verc’h. Hi a gennigaz d’ezhan he mab, hag ar Zant a lekeaz bep a gurunen d’ann daou grouadur var ho fenn.

Er fin d’ann 29 a viz gwengolo 1820, gouel Sant Mikeal, e teuaz ar c’hrouadur er bed. Kanol braz ar Roue a zihun ar gear a Baris e kreiz he c’housk. Pe seurt kelou a zo gant-han ? Pe eur verc’h, pe eur mab a zo ganet d’eomp ? Daouzek tenn a zo evid eur verc’h, ha trizek evid eur mab.

Ann holl a ro skouarn, ann holl a gount ; ar re-man gant fisianz ha drid-kaloun, ar re-hont gant enkrez ha kasoni. Ar c’hanol a groz bep pemp minuten ; beac’h a zo o tenna ann alan gand aoun da fazia. Daouzek tenn a zo bet... ann drizekved a groz, hag eun tenn all brasoo’h a zeu var he lerc’h ; mouez eur bobl braz o krial var eun dro : Bevet ar Roue ! Meulomp Doue ! « Ia benniget ra viot, o va Doue, c’houi pehini a ziskar hag a zav adarre, pa girit ; c’houi pehini a zigor ar bez, ha kentiz goude a laka ar vuez da zevel diouc’h ar bez memes ; ra viot benniget ! Rak ne ket falvezet d’e-hoc’h e vije mouget e kreiz tenvalijen eun nosvez-zu, na dindan kountel eul lazer, ar wenn gaer-ze a dud kalounek ker skeduz a viskoaz var ann tachennou brezel, ker karet dre ar bed dre ’n abek d’ho madelez. Nann va Doue, ne ket bet falvezet d’ehoc’h e vije mouget ar wenn-ze e kuz, evel eur beachour dianaf, paket gand ann noz, ha lazet gand eul laer enn eul leac’h distro. Benniget ra viot-hu, c’houi pehini hoc’h euz eur weach c’hoaz miret ar c’hrouadur Joas enn ho templ, hag enaouet gand eun elvenik ken dister goulaouen David o vont da vervel. Ra viot benniget, evid ar bann-heol-ze hoc’h euz lekeat henoz da zevel var di Loeiz XVI, var ann ti kanvouuz-se, pehini, goude keid amzer a vel o tont tre enn-han eun hostiz gozik dianavezet... al levenez ! » Enn eun taol ar gear a Baris en em gavaz ker sklear hag ann deiz, dre ar goulou elumet var ann oll brenestrou. Ar bobl a zigargaz mintin mad var-zu ar pales, da glevout kelou euz ar c’hrouadur pehini a rea he holl joa. Hag ann Dukez a Angoulem a dostaaz ouz ar prenestr, ar c’hrouadur var boull he c’haloun, epad ma lavare Loeiz XVIII d’ar bobl, divar gael-prenestr al lez (balcon) : Va mignouned, eur mab a zo ganet d’eomp, d’eomp holl gwitibunan : ho karout a rai evel ma ho deuz he dud ho karet.

Ar vamm, ker kre a galoun ha ker leun a fisians pa oa oc’h he zougen, brema kel laouen ha ken euruz, a c’hoanta dont he-unan da ziskouez he mab d’ar bobl. Ar zoudarded, koz ha iaouank, a zoug ann armou d’ar bugel, oo’h he zaludi mab ha mab bihan d’ar re ho deuz ho c’haset kel lies d’ar gounid. Ar c’hleier a vrall, ar c’hanoliou a groz, peb iliz a gan ann Te Deum. Rouaned ar broiou all, dre ho c’hannaded, a ia da ober ho lez d’ar bugel nevez-ganet, ha kannad ar Pab a zalud anezhan, och he c’hervel Krouadur ann Europa. Lamartin ar barz huel kuzuliet enn he wersiou, her galv Krouadur ar burzud ; ha Victor Hugo a ziougan he vuez da zont enn eul lavarout :

Enor d’ar vronsen c’hlaz a zeui da gef d’he zro !

Ma oa braz al levenez, ann estlamm a oe brasoc’h c’hoaz, pa oe klevet petra e devoa great ann Dukez a Verri. Ann dud fall na ehanent da zevel geier, ha da hada gwall vrud etouez ar bobl diwarbenn ar c’hinivelez-se. — Oh ! ia, eme-z-ho, eur mab a vezo, na petra ’ta ? Bemdez e kaseur d’ar pales eur bugel nevez-ganet, ha pa vo gwillioudet ann Dukez, e vezo diskouezet hen-nez d’eomp... — Mad, ann Dukez kalonnek, o veza lekeat he c’hrouadur er bed, na lezaz ket trouc’ha d’ezhan ar gorden-vegel, ken na oe deuet eno testou a berz ann tri rumm dud. Ar Maréchal Suchet, liberal, a zigouezaz ar c’henta ; « Marechal, eme ann Dukez d’ezhan, gwelout a rit ema c’hoaz ar c’hrouadur stag ouz in ; nem euz ket gouzanvet e vije trouc’het ar gorden-vegel d’ezhan araok ma vijac’h digouezet. » Ar Marechal de Coigni, gwardou nasional, ha kalz re all a welaz ann dra-man, hag o deuz douget testeni anezhan.

Mad e devoa great ann Dukez ; rag eur pennadik goude ma oa gwilioudet, e tigouezaz ann Duk a Orleann d’he gwelout, gant he bried, hag he c’hoar ann demezell Adelaïd. Hah hou-ma a lavaraz : « Goude holl, ne oa test ebed... » Eun aotrou, pehini a oa a dre he c’hein, a respountaz d’ezhi seac’h awalc’h : « Sal-ho-kras, demezell, ar Maréchal Suchet a oa aman, ha pevar gward nasional, ha diskleria a raint ar pez ho deuz gwelet. » Diskleriadur ann dud-ma dre skrid ha dre c’henou a zo douget var diellou ar rouantelez, re hir a ve ho lakaat ama e brezounek.

Ar bar levenez en em astennaz euz ar gear a Baris var ar rouantelez penn-da-benn, hag ar parresiou en em glevaz da ober eur prezant d’ar prins nevez-ganet. Sevel a rejont arc’hant da brena d’ezhan Maner Chambord. Hag hirio ann deiz, ann Duk a Vourdel a gemer ann hano a Gont a Chambord.

Eur pennadik goude e c’houarvezaz eun dra hag a ra da gredi penaoz ann dud fall a zalc’he pepred ho daoulagad var ar c’hrouadur-ze, evit en em zizober anezhan, pa ho divije kavet ann tu. D’ar seiz var-n-ugent a viz kenver 1821, da bemp heur diouc’h ar mintin, e oe klevet eun taolad trouz, hag a lekeaz da grena ar c’harteriad tiez a zo enn dro da balez ann Teoliri. Ann trouz-se a henvele dont euz a ziabarz ar palez memes. Hag e gwirionez, ann taol a oa great ebarz ar c’horf-ti e pehini edo kamprou ar Roue, ha re ann Dukez a Verri. Ann tenn-ze a oa tenn eur varillad poultr, lekeat etre ar voger hag eun arc’h da c’houarn keuneud, var ann delez distro a gas da gampr ann Dukez a Verri. Dre ma tostee ann dud d’ar palez, ne welent nemet gwer torret ha prenestrou divarc’het ; mes hep dale e klevjont ne oa c’hoarvezet drouk ebed gand den, na gand ar Roue, na gand ann Dukez, na gand hini ebed euz ho zud.

Koulskoude ar republikaned, hag eun darn vraz euz al liberaled, a rea ar gwasa ma hellent evit hegasi Ministred ar Roue, ha tamallout he gaou holl oberiou ar c’hournamant. Dispac’hiou a zave stank-ha-stank dre ar rouantelez, ha dreist pep tra er c’heriou braz. Ret e oa dougen lezennou eun tammik garo, evit kabestra ar badennadou-tud diroll-ze ; ac’hano klemm ha kri forz aberz al liberaled. War ho meno, ar vamm-lezen (la charte) a oa taolet a gostez, ha frankisiou ar vro a oa war var da veza lammet digant-hi. Ann dud fur hag eveziek a wele hag a lavare awalc’h penaoz ann enebiez pennaduz-se enep ar c’houarnamant a zeue euz a eur vreuriez kuzet a dud fallakr pere a hanvet karbonari. Ar vreuriez-se a oa skignet dre ar c’heriou brasa, hag ar pennou anez-hi a oa zoken e kampr ar pared, e kampr ar gannaded, ha beteg e pales ann duk a Orleann. Evel-se pa felle da vignouned ar Roue diskulia d’ar c’houarnamant ar vreuriez kuzet-se hag he labouriou ganaz, al liberaled o zave ho mouez da nac’ha, ha da lavarout penaoz ann dra-ze ne oa nemet geier, savet evit kas da goll eur rumm dud, var zigarez ne oant ket servicherien touet da vinistred ar Roue. Hogen divezatoc’h, pa int deuet a benn euz ho zaol, al liberaled-se, ho deuz anzavet mad ho breuriez kuzet, hag en em fougeet zoken e 1830 da veza labouret e kuz, epad pemzek vloaz da ziskar ar Vourboned.

Koulskoude kement a zispac’hiou savet evel var eun dro dre ar rouantelez, a enkreze ar c’houarnamant. Ret mad a oa dismantri dioc’h-tu ar bandennou a oa dindan ann armou, ha mirout na zavje re all. Ministred ar Roue a zalc’haz ti-kuzul, ha menoz pep hini a oe ma vije raktal, hag hep ehana, great beac’h var ann dispac’hiou anavezet, hag ivez var ann holl vreurieziou kuzet, pere a oa bet, nevez a oa, barnet, koundaonet hag harluet gand holl rouantelesiou ann Europa, ia chetu petra oa da ober. Hogen pa oe digoret ann enklaskou, e oe kavet, etouez ann dispac’herien, meur a gannad euz a gampr ar gannaded, evel ann aotrou de Lafaïet... petra da ober ? Mont da benn gand ar prosez a oa dleet, hep espern den ebed ; rak eunn dra disleal hag a wall skouer eo gwana ar fellerien vihan, ha lezel ann dorfetourien vraz. Hogen ann dra-ma a rear re alies siouaz ! ha bepred gand koll evid ann urz vad, rak na c’hounezeur gwech ebed netra oc’h espern ann dud fall. Evel-se ann aotrou de Lafaïet, dibreder hag e peoc’h he-unan, a skrive da strollou ar vreuriez en em zevel holl a enep ar Vourboned, war he lavar, ann dispac’h a oa neuze ar santella euz ann holl zleadou. Hag epad ma kouske de Lafaïet, didrouz enn he vaner, ar vreudeur munud a oa taolet a strolladou er prizoniou, ha lod anezho zoken a gase ho fennou, var ar staliou-laz (var ar chafot). Ar c’houarnamant a espernaz evel-se meur a weach mistri ann dispac’herien, o sonjal ho gounit ; ha pa dall ne deuent nemet hardisoc’h enn he enep. Ann dud fall n’euz netra da c’hounit gant-ho. Ma vije bet krennet ho ivinou d’ar pennou braz-se euz al liberaled, anavezet mad enn diou gampr hag e leac’h all, dispac’h dizeur 1830 ne vije ket c’hoarvezet.

III.


ANN DUK A VOURDEL KROUADUR. — HE ZESKADUREZ KENTA.


An Duk a Vourdel a oa bet gourvadezet gand ann Aotrou de Bombel, eskop Amian, eunn heur goude ma oe ganet ; hag he hano a oe lekeat var gahier badianchou iliz Sant-Jermen he barres. Mab bihan Herri pevare, galved dre he c’hoad da ren var ar Fransizien, en em gave eno marteze etre hanviou daou grouadur paour. Rag dirak Doue hag hor Mam Santel ann Iliz, omp breudeur oll, paour ha pinvidik, ha netra ken. Tad Loeiz XVI ha Loeiz XVIII a roaz d’ar re ma pa oant c’hoaz bugaligou, eur gentel gaer var gement-se. Ann devez ma oe great enn ho c’henver lidou-braz ar vadisiant (Loeiz XVI en devoa neuze seiz vloaz hag he vreur Loeiz XVIII a oa gand he c’houec’h), ho zad a ziskouezaz d’ezho kahier ar badianchou, hag ho hanoiou skrivet eno var lerc’h hini mabik eur mecherour. « Guelet a rit, va bugale, eme-z-han, dirak daoulagad Doue ar stadou a zo kevatal, n’euz kem ebed entrez-ho nemed ann hini a laka eur vuez vertuzuz. Eunn devez c’houi vezo brasoc’h eget ar c’hrouadur-ma dirak daoulagad ann dud, hogen dirak daoulagad Doue hen vezo brasoc’h eged-oc’h, mar bez vertuzusoc’h. »

Lidou ar vadiziant vraz a oe great d’ann eil devez a viz mae 1821. Da gresteiz hanter, ar Roue a bignaz enn he garrons, gand holl dud he di, evit mont da iliz veur ann Itroun Varia. Ar ruiou, ann tachennou,
dre bere e tremene ann heul roeal, a oa goloet a dud ha na oa niver ebed d’ezho. Ar banniel guenn flourdilizet a nije var ann holl diez, hag a bep tu e tregorne kear gand ar griaden laouen : bevet ar Roue, bevet ann Duk a Vourdel ! Ar c’hrouadur a oe diskouezet d’ar bobl dre lec’h ma tremene, ar pez a greskaz c’hoaz ann danijen hag al levenez.

Garidou ann iliz hag al leac’hiou all lezet gand ar bobl a oe karget a barz dek heur. Var dro kresteiz e tigouezaz ann Duk a Orleann, he bried hag he c’hoar ann demezel Adelaïd. Kaset e oent d’ar c’hadoriou a enor aozet evit-ho e kichen tron ar Roue.

Pa oa digouezet ar Roue, ann Aotrou de Kelen, breizad ha ken-eskop ann Aotrou de Talleirand, arc’heskop Paris, a oe karget da zougen ar gomz d’ezhan. Ar Roue Loeiz XVIII a respountaz : « Hoc’h arc’heskop meurbed enoruz na oa ket evit kavout dereatoc’h den da ziskleria d’in he venosiou mad. Eur joa vraz eo evid-oun, e kreiz va c’hlenvejou, beza gallet dont da di ann Aotrou Doue evit kenniga d’ezhan va-unan map bihan Sant-Loeiz, krouadur rouantelez Frans, heritour va c’hurunen ha n’euz nemet-han. »

Ann Aotrou de Talleirand, arc’heskop ha kardinal, a reaz lidou ar vadiziant. Ar c’hrouadur a oe dalc’het gand ar C’hont a Artoa he dad koz, ha gand ann Dukez a Angoulem, ken enn ho hano ken evit Roue ar Sisilia ha Princes penn-herez rouantelez Naplez, he gerent tosta a du he vamm. Hanvet e oe Herri-charles-ferdinand-marie roet gant Doue.

Epad ar vadiziant, ann Dukez a Verri na ehane da boket d’he mab, o klask he lakaat da devel. Enn eunn taol en em lekeaz hec’h-unan da skuilla daelou. Eur zonjezon ankeniuz a stokaz enn he c’haloun, ar zonj euz he fried ker. Ann oll a zivinaz kement-se hag eleiz a ouelaz war eunn dro gant-hi.

D’ann divez, ann devez kaer a oe achuet dre eur largentez great gant ar C’honsail jeneral d’ar gear a Baris ; hanter kant mil liour a oe rannet etre mecherourien kear ar re ezommeka.

Ann oll Fransizien a oa kountant, bet ho devoa ho goulenn. Ar c’hrouadur, benniget gant Doue ha karet gand ann holl, a greske iac’h ha laouen. Da dri bloaz, e oe lekeat er memes skol gand he c’hoar, ha great d’ezhan deski he c’henteliou. Da bevar bloaz ar Prins a lenne koulz ha den ebed. Neuze e oe lekeat c’houec’h krouadur all da studia gant-han ar memes kenteliou, evit ma vije kendamouez etre-z-ho, ha ma’z ache gwelloc’h al labour. Eur jet, pe eur pezik olifant, a vije roet d’ar skolaer a responte ar guella ; hag ann hini a fazie enn he gentel a roe eur jet d’ann hini a helle he zifazia. Ha da bep mare e vije roet eur priz a enor d’ar c’hrouadur en devoa dastumet ar muia a jedou. Eunn devez ann Duk a Vourdel o veza great eur fazi, ar mestr a lavaraz d’ezhan rei he jet. E leac’h he rei gand dereadegez, ar Prins e sklapaz gand tearded ; « Prins, eme ar mestr, ha mad eo ar pez hoc’h euz great ? — Nann, eme ar c’hrouadur, fall am euz great. — Neuze eo ret d e-hoc’h rapari ho kwall-ober. — Na penaoz ? — C’houi ia dioc’tu da zastum ar jet-se, ha d’hen digas d’in-me a galoun-vad, enn eur lavarout hoc’h euz keuz da veza great ar pez hoc’h euz great. » Ar Prins a zentaz rak-tal, hag en em ziskouezaz ker sioul ha ken dous, ma oa bet eur pennadik araok tear ha froudennuz. Chetu penaoz, en em gemerent abred da rei eur pleg mad d’he spered.

D’ann deiz kenta euz ar bloaz 1824, ann Aotrou Barbé-Marbois, kenta prezidant euz a gampr ar C’honchou, a zeuaz da ober he lez d’ar Prinz, ha da zouheti d’ezhan ar bloavez mad. Ober a reaz d’ezhan eur brezegen hir, leun a genteliou filozofik. — Prins emezhan, evesait diouc’h ann dud-a-lez, ho meuleudiou a zo ken alies a bech stennet evit ho koll, etc. — Herri, pehini n’en devoa neuze, nemet tri bloaz, na glevaz netra er brezegen gaer-ze, hogen gwelout mad a reaz ear trenk ha kaled ann Aotrou prezidant : Sellit, eme-z-han d’he c’houarnourez, sellit ann aotrou-ze gwisket e du, nag ann ear en deus-hen da veza droug enn-han.

Eun devez, ann dra-ma a c’hoarvezaz e fin miz gwere, 1824, ar Prins o veza bet galvet var greiz he c’hoariou ha pedet gand he c’houarnourez da ober eun dra ha na blije ket d’ezhan, a laoskaz eun douaden bounner, eun hano Santel a zilammaz euz he c’henou, ha na dleeur da lavarout nemet pa vezeur ho pedi. Ann Itroun de Gontant a ziskouez he souez hag he displijadur var eun dra ken amzere ; ar c’hrouadur a anavez e fazi hag en em laka da ouela. « Gant piou eta hoch eus-hu desket ar c’homzou heuzuz-se, eme ar c’houarnourez ? — N’hellann ket he lavarout, eme ar c’hrouadur. — Na perak ? Gwall c’hourdrouzet e ve ! » Ann Itroun de Gontant, o kuza ann drid-kaloun e devoa ho welout he galoun-vad, hag o fellout d’ezhi kas ann amprou da benn, a lavaraz d’ar Prins : n’oun ket evit pardouni d’e-hoc’h eur gwal evel hen-nez, mont a reot da gavout ho mamm, evit en em glevout gant-hi var gement-se.

Ann Dukez a Verri, da behini e oa bet danevellet ann afer a-raok, a ziskouez eun ear rust ha nec’het. Goulenn a ra digand he mab, pehini euz tud he zi a zesk d’ezhan komzou ken argarzuz. Ar c’hrouadur a zalc’h mad, hag a lavar n’hen diskuillo bikenn. — Mad, eme ann Dukez, me ia d’ho kas d’ar Roue, hen-nez a oar ober d’e-hoc’h prezeg. — E gwirionez kaset eo ar c’hrouadur da gavout he eontr koz, Loeiz XVIII. Kentel a zo great d’ezhan ; eur faot, eme ar Roue, dija braz a-walc’h e genou eun den euz a douez ar bobl, a zo eun dra kabluz e genou eur Prins. Var gement-se Herri a zo asant, ha lavarout a ra grons ne vezo mui klevet ar seurt komzou-ze gant-han. — Mes, eme ar Roue, n’ounn ket evit lezel enn dro d’e-hoc’h ann den a zesk d’e-hoc’h traou evel-se ; piou eo ? Ar c’hrouadur a ouel e leiz he galoun, a c’houlenn pardoun digand ar Roue ; hogen er memes amzer e lavar c’hoaz stardoc’h-stard n’hen diskuillo ket. — « Eur faot kalz brasoc’h a rafenn, eme-z-han, ma venn kiriek e ve kaset kuit. — M’ar d-eo egiz-se ema ar bed, eme ar Roue, gand eunn ear glaz, choumit e pinijen a-dre va c’hador, ken n’ho pezo sentet ouz-in. » — Ar c’hrouadur a choum enn he zao a-dre ar gador, hep lavarout ger ; ken stard eo enn he ratoz, ken na ouel mui. Kredi mad a ra en devezo ann huel-gastiz (ar fouet) n’euz forz, gwell eo gant-han kement-se... A-benn eur c’hart heur ar Roue hen galv, her c’hemer var he zaoulin, hen stard var boull he galoun, o tiskouez d’ezhan he holl levenez divar benn he furnez, he galoun vad, ha nerz he spered. Herri a lavar c’hoaz eur weach ne gouézo mui ebarz eun evelep gwall, hag a zistro da gamprou he vamm. Kavout a ra var he hent ar mevel keaz, o krena c’hoaz gand ann aoun, e gortoz e oa da veza kaset kuit. Herri en eur vont e-biou a zach var he zillad hag a lavar d’ezhan goustadik, ha dre guz, gand aoun d’hen rei da anaout : Bez dinec’h, n’oud ket bet hanvet.

Me ho lez da zonjal pebez levenez en devoe ann den paour-ze. O veza n’en devoa mui aoun da veza kaset kuit, e teuaz he-unan d’en em ziskuilla, ha da rei da anaout eun taol ker kaer a nerz hag a vadelez aberz eur c’hrouadur ha na oa ket c’hoas pevar bloaz fournis. Ann Duk a Vourdel a zo bepred ar pez ma oa neuze, he spered hag he galoun n’ho deuz great nemet frankaat.

Eur pennadik goude-ze, enn eun devez a zighemer braz, ann Duk a welaz e touez ann dud chentil deuet d’al lez, eun itroun mac’haignet ha dic’hened braz enn he dremm. Kerkent ha ma he gwelaz, e lavaraz hep sonj hag a vouez kré : « Oh, va Doue, nag hi zo vil ! » Ann Itroun d’he Gontaut he c’hourdrouzaz a vouez-izel ; Prins, eme-z-hi, ar seurt traou-ze ne vent ket lavaret. — « Koulskoude, eme ann Duk gant beoder, gourc’hemennet mad hoc’h euz d’in lavarout bepred ar wirionez. »


————

Eun devez edo ho sellout ouz eur mecherour pehini a frote eur zal-studi great evit-han dindan ann amzer er meaz euz ann ti ; o welout e c’houeze ann den-ze ken a ziverre ann dour euz he dal, e lavaraz d’ezhan : « Torruz braz eo al labour-ze dioc’h ann doare ? » Me respont va Frins, eo stard da zigas tre. — Neuze ann Duk a c’houlennaz eul loïz-aour, hag oc’ he lakaat e dorn ar mecherour, enn eur ruzia gand ar blijadur e lavaraz d’ezhan : « Dallit, pa eo ken stard-se da zigas-tre ; chetu aze evit terri ho sec’hed ; C’houi evo d’am iec’hed. »

Enn he reoll-studi e oa eun dra ijinet kaer evid ober anezhan eur galoun-vad a zen. Ken alies gweach ma vije desket mad ar gentel, ha great al labour evel ma oa dleet, ar mestr a roe d’ezhan eur skridik, hag a c’halver garedon, e gallek : un bon. Bep miz e vije kountet ar garedonou, hag he dad koz Charles X ho faëe d’ezhan eur skoed pep hini. Ann arc’hant-se a vije lekeat enn eur c’houfrik a gostez, ha bep bloaz e vije prenet dillad gant-ho da wiska c’houec’h den koz ha c’houec’h krouadur euz a garter sant-Kloud. Da zerc’hent gouel sant-Herri e teuent da drugarekaat ar prins. Ann dra-ze a rea kemend a blijadur d’ezhan, ken na oa netra gwestloc’h d’he lakaat da studia. Pa vije gwelet eun tammik re avelek pe diakeduz, e vije lavaret d’ezhan : « Evesait, va frins, ho peorien her paeo. — Oh ! nann, eme-z-han kerkent, ne fell ket d’in kement-se. » Hag en em roe d’al labour gwaz eget biskoaz, evit gounit he c’haredonou.

He c’hoariou muia karet a oa, evel pa lavarfenn, ar c’hoariou-brezel. Ar vugale a studie war eun dro gant-han, ar vugale a heulie he genteliou jimnastik ; (ann hano-ze a rear d’ar skol e pehini e vez desket d’ar vugale, redek, lammet, gourrenn, mont var varc’h, etc) ; ar vugale ze-holl ha kalz re all ho doa savet etre-z-ho eur rejimant hanvet rejimant Bourdel. D’ann dervesiou braz e teuent d’ar palez gand ho gwiskamant-soudard, pehini a oa gwiskamant ar c’houard, Mab eur zoudard koz a zone ann daboulin, hag Herri a gare dreist-holl dougen ar banniel. Oc’h he welout enn doare-ze var benn he rejimant, ann Duk a Orleann, a dostaaz ouz ann Itroun de Gontaut, hag a lavaraz d’ezhi : « Me zo sur na gredit ket d’ar stad a rann ouz ar c’hrouadur-ze ; mad, gaou hoc’h euz, eur garantez ar vrasa am euz evit-han, ha mar bez leac'h, hen diskouezinn d’ezhan enn tu-all da gement a oufer sonjal. »

Pa na vije ket ar c’hezek evit choum enn ho zao, gand ar skorn, ar prins a ie gand he zoudarded var droad da Elize-Bourbon. N’euz fors pegen ien e vije, e choume ato dindan ann amzer. He vrasa plijadur a oa ober ar pez a c’halve ar Bivouak. (Bivouak a zo ar ged-noz a ra eunn arme pa vez tost ann enebourien). Eunn tan fagot a vije great e kreiz ar jardin, hag eur pot-houarn a vije lekeat da virvi ; avalou douar a vije poazet er ludu. Soudarded ar c’hastel a vije lezet da ober tro ar bivouak, ha pa’z eant e-biou d’ar prins, hen a rea d’ezho tanvaat he zouben, hag eva diouc’h he win. Alies e kase diouc’h he zouben d’ar Roue ha d’he vamm. Ar re-ma na vankent morse d’he c’havout mad-tre, a c’hoarze kalz gand azaouez ho c’habiten braz.

Eur zoudard euz a c’houard ar Roue, hanvet Andras, en devoa permission pe aotre da zerc’hel gant-han he vap oajet a bemp bloaz. He-ma a blije meurbed d’ann holl offisourien dre ma oa eur paotrik koant ha gwindr’éuz (espiègle). Eun devez, ann Duk a Vourdel, o welout ar c’hrouadur-ma armet ha gwisket evel soudarded ar c’houard, a c’hoantaaz hag a glaskaz lemel he fuzul digant-han. Hogen n’hellaz ket hen ober. Egile a oa ker pennaduz ha kerkoulz paotr hag hen. Ann histor na lavar ket ma oa bet taoliou dorn eil tu hag egile ; mes evel neket bet gourdrouzet ann Duk diwar benn he c’hoantedigez direiz, ez euz leac’h da gredi en doa bet he gentel digant ar zoudard bihan. Eur pennadik goude-ze he-ma a oe lekeat da ober gouard e kichen ar gampr e pehini edo kousket ann Duk a Vourdel ; hag he urz a c’houard a oa, na lezje den da vont tre. Ne oa ket c’hoaz pemp minuten a baoue ma oa enn he bost, ma tigouezaz ann Dukez a Verri, e sonch vad da welout he mab. Hogen Andraz a lavaraz d’ezhi gand ann ear ann dic’hoarsa : na dremeneur ket ! Hag e kroazaz ar vaïonetezen. Ann dro reud-se a blijaz tre d’ann Dukez ; c’hourzin a reaz kalz, ha kemerout a reaz ar c’hrouadur dindan he fatrouniez.

Dervez ar prins a oa kemeret penn da benn gand he studiou hag he oberiou all temzet diouc’h he oad. Da zeiz heur e save ; ha raklal e lavare he bedennou. He gentel katekiz hag hini ann histor santel a vije great ato araok lein. Goude-ze, da nav heur nemet kart, ar prins hag he c’hoar a ie da zemata ar Roue, ho mamm hag ho moereb ann Dukez a Angoulem. Cherou a Roue na vijent roet, nemet pa vije bet testeniou mad war aked ar prins, ha furnez ann Demezel ; hag er c’hiz-se e oant eun abek braz a gendamouëz evit ar vugale.

Goude ma vijent kentraouet evel-se ha kalounekeat dre garantez, e teraoue ar c’henteliou diesoc’h. Ann holl genteliou ze, roet gant mistri diouc’h ann dibab, a zigore spered ar prins enn eun doare souezuz.

Herri en devoa eur zabren great gand eun drenen mor-varc’h (baleine), ha gwennet enn arc’hant. C’hoari awalc’h a vije gand ar zabren-ze, ha meur a lestr prizuz, ha meur a das pourselin a oa bet taolet d’ann traon divar ar veselierou hag ann taoliou. Eun devez ma troe he zabren gand he zaou zorn evel ma ra ar foulc’herien pa vent o skei, e tizaz eur mevel war he voc’h, ken a redaz ar goad. Ann itroun de Gontaut pehini e doa gwelet ann taol, a lavaraz d’ar prins : « Ho sabren ama, mar plij gan-e-hoc’h ! — Nann, eme Herri, na roann ket va zabren da eur vaouez. — Aotrou ho sabren, a lavarann-me ! — nann, nann, ne fell ket d’in. » Hag hen d’ar red da gavout eun offisour a ioa eno, ha rei he zabren d’ezhan evel eur zoudard kalounek hag a fell d’ezhan da vihana savetei ann enor. Hag e lavaraz d’ezhan gand eun ear hag a lakee ann holl souezet : Va c’hamarad, kemerit va zabren. D’e-hoch-hu ? ma ia ! hogen da eur vaouez, nann, nann, bikenn.

Eun devez bennak goude, ann Duk a Vourdel o veza gand he c’hoar ebarz ar zall-vraz, eleac’h ema tron a Roue, hou-ma a glaskaz pigna var ann tron. « Nann, Demezel, eme Herri d’ezhi, choum awalc’h a reot, al lezen salik a zifenn kement-se ouz-hoc’h. » Pemp bloaz a oa Herri neuze.

————

Pa oa tost ann Duk a Vourdel da vont enn he zeiz vloaz, ar Roue, he dad koz, a vennaz rei d’ezhan eur gouarnour, e leac’h he c’houarnourez. Teurel a reaz he choaz var ann aotrou ann Duk Mahe a Vontmorancy, ann honesta den marteze a oa neuze enn he rouantelez. Hogen ann den fur ha santel-ze na hellaz ket mont enn he garg. O veza great he bask d’ar iaou-gamblid, ez eaz da wener ar groaz goude kresteiz da ober he bedennou d’ann iliz ; hag eno ec’harz treid ann aoter e oe skoet enn eun taol gand ar maro. Mervel a reaz daoulinet var bazennou ann aoter d’ann deiz ha d’ann heur ma varvaz he Zoue.

Ann aotrou Rivier a oe hanvet da vont enn he leac’h. Eur mignoun da he-man o veza skrivet d’ezhan evit diskouez d’ezhan he genlevenez war ar merk kaer-ze a fisianz roet d’ezhan gand ar Roue Charles X, ann den fur-ze a respontaz : « Diskouez a rit d’in, eme-z-han ho kenlevenez, va disc’hlarit kentoc’h, klemmit ac’hanoun. Ar garg huel-ze a dle beza eur beac’h pouner meurbed, pa z eo gwir e lavare anezhi ann aotrou mad a Vontmorency ; — eun enor eo divent, ha re da veza doujet ; spounta a ra va zempladurez, hag enkrezet holl eo va c’houstianz gand-hi. — Evid-oun-me, dienkrez awalc’h ounn diwar benn ann deskadurez en devezo va skolaer, rak ann eskop gwisiek a zo hanvet gand ar Roue evit beza he vestr-skol a zo gwestl d’am zikour e pep tra ; kouskoude va lod labour a zo c’hoaz re bounner evid-oun. Evid eur garg evel houn-nez, fealded neket awalc’h, ret eo c’hoaz beza stard hep rustoni, gouzanvuz hep fin, ijinuz ha spered holl. Spountet ounn gand ar gefridi a zo fisiet enn-oun ; pedet am euz ar Roue d’am divec’hia, ha neket bet falvezet d’ezhan. Goulennet am euz digant-han ma her gourc’hemenche d’in, hag en deuz lavaret d’in : N’her gourchemenninn ket d’id, hogen pijadur a ri d’in oc’h he c’hemerout. Sentet am euz ; n’a m euz ket gallet mirout da lavarout d’ar Roue, e vije bet gwelloc’h gan-en choum kabitan he c’houardou, hag hen en deuz respountet d’in : Mad ! Ar garg-ze ec’h euz great evid-oud, gra hou-ma evid-oun me. Penaoz herzel ouz komzou evel-se, deuet euz a c’henou eun hevelep prins. N’en deuz ann den netra da ober nemet ober ar pez a c’houlenn, hag en em westla d’he zervicha ha dre vuez ha dre varo. »

Ann aotrou ann Duk a Rivier a oe lekeat enn he garg d’ar bemzek a viz here 1826, enn doare-ma : He huelded Roeal, ann Itroun Dukez a Verri, a zigasaz goude ann offeren, ann Duk a Vourdel d’ar gabinet-kuzul. Ann Itroun ar veskountez de Gontaut a zavaz neuze, a gemeraz ar c’hrouadur dre ann dorn hag he gasaz e kichen ar Roue. Ar Roue enn eur lakaat etre daouarn ann Duk a Rivier ann tenzor prisiuz-se da viret, a lavaraz d’ezhan ar c’homzou-ma gand eur vouez daouhanteret dre ann deneredigez : « Duk a Rivier, rei a rann d’ehoc’h ar brasa merk a oufenn da rei euz va fisianz enn hoc’h, hag euz ar stad a rann ac’hanoc’h ; fisiout a rann enn hoc’h, evit he ziorren, krouadur ar vadelez a Zoue, ha krouadur rouantelez Frans. Sur oun e lekeot da ober dleadou ho karg kemend a aked hag a furnez ma ho pezo gwir da vikenn war va anaoudegez vad, war hini va holl gerent, ha war hini ann holl fransizien. »

Ar Roue a droaz neuze ouz ann ltroun de Gontaut, hag a lavaraz d’ezhi : « Dukez a C’hontaut, ho trugarekaat a rann euz a greiz va c’haloun, euz ar boan hoc’h euz kemeret da rei he zeskadurez kenta d’ar c’hrouadur ker-ma. Kendalc’hit, ha kasit da benn deskadurez ar grouadurez all-ma, ken tost ivez d’am c’haloun, hag ho pezo eur gwir nevez var va anaoudegez vad. »

A-daleg ann deiz-se ann Duk a Rivier a lezaz he labouriou all hag he voasiou pemdisiek, evid en em rei enn holl d’ann holl da zleadou he garg nevez. He genta preder a oe studia mad temz-spered he skolaer ; evesaat da betra e oa douget ; en em rei he-unan da anaout d’ezhan, ar pez a oa hel lakaat d’he garout. O veza gwelet en doa da ober gand eur c’hrouadur beo-buezek ha froudennuz, e lekeaz he holl studi da hencha ann derijen-ze etrezeg ar mad. Pa na helle ket dont abenn ouz he skolaer o komz ouz he spered, ar mestr fur a glaske tu ar galoun, hag eno e vije ato selaouet. Enn doare-ze ann Duk a Rivier a boanie noz-deiz da lakaat he labour da dallout, rag eur prins diorrenet pe savet mad a zo unan euz ar brasa donezonou a oufe Doue ober da eur vro.

Ne oe chenchet netra e reolen-vuez ann Duk a Vourdel. He c’houarnour o veza merzet e oa he skolaer aounik, daoust d’ezhan da veza beo-buezek, a lekeaz he studi da ober d’ezhan koll ann tec’h-se, ha deuet eo a-ben da ober anezhan eur paotr hardis ha dizaouzan. Eunn devez ma oa ret tenna eun dant d’ezhan, ar c’hrouadur a ziskouezaz eun tammik melkoni, evel pa en divije bet aoun da gaout drouk. Penaoz’ta, eme he c’houarnour, eur grenadour euz a c’houard ar Roue, eur c’horonal-hobregour (colonel de cuirassiers) a rai daoulagad du evid eur c’hoariel evel-se ? ker kent Herri a gennigaz he c’henou, hag he zant a oe tennet hep na lavaraz grik.

Ann dervesiou kenta ma oe lekeat pistolennou etre he zaouarn da zeski tenna gant-ho, ar prins a zarre he zaoulagad hag a droe he benn pa’z ea ann tenn er meaz. Lavaret a oe d’ezhan penaoz eur brezelour a renk sellout ato dira-z-han, ha mirout diouc’h pep keflusk ; A-walc’h a oa ar gomz-se ; a c’houdevez Herri a denn evel eur zoudard koz.

Eunn dra, ha ne-ket bet danevellet mad awalc’h gwech ebed, a ziskouezo penaoz Herri a Vourbon a ouie, euz a vihanik, pegen huel ha pegen enoruz a oa ann hano a zouge. Lavarout a reant ho c’hentel a histor, he c’hoar hag hen. Pa oant digouezet gand ren Franses I, ha war gount ar c’honetabl a Vourbon, ar mestr a c’houlennaz digant Herri : — Pe hano a rit-hu d’ar c’honetabl-ze pehini a drahisaz Bro-C’hall ? Herri na respontaz netra. Ac’hanta, prins, eme ar mestr hen ankounac’heat hoc’h euz. — Respont ebed. — Me ia d’her goulenn digand ann Demezell. — Ah ! eme ann Duk a Vourdel, gand terrijen, sonj awalc’h am euz, hogen ne fell ket d’in hel lavarout. — Na perak kement-se ? — Ar pez en deuz great a zo heuzuz. — Gwir eo, mes ann histor a lavar ann drouk evel ar mad. — N’euz fors, re a goust d’in lavarout ann hano-ze : hogen gouzout a rann petra da ober ; he c’hervel a rinn ann drouk konetabl ; rak bikenn na hellinn henvel Bourbon eunn den hag en deuz trahiset Bro-C’hall. » Chetu aze spered ann Duk a Vourdel, chetu aze he galoun.

Penn kenta ar bloaz 1828 a oe eun amzer a c’hlac’har evid ar prins iaouank. He c’houarnour, evit pehini en devoa ar garantez ann denerra, a gouezaz klanv, ha klanv da vervel. Hogen ann Denchentil leal-ze na ehanaz evel ken da evesaat he skolaer roeal. Bemdez e c’houlenne kelou euz ar prins ; ha red a oa renta kount d’ezhan bemdez euz ann implich a rea ar c’hrouadur euz he amzer, hag euz ar gounit a rea enn he studiou. Goulenn a rea alies digant Herri he-unan mar oa bet he vistri kountant anezhan. Herri a respounte ia pe nann, gand ar frankiz ar vrasa. Ha pa vije fall ar respount, ann hini klanv a lavare d’ezhan gand kunvelez : « C’hoant hoc’h euz teufenn da vad, ne ket ’ta ? Mad, bezit fur ; chetu aze ar wella fesoun da rei d’in ar iec’hed. Ha-ma, eme Herri, mard-eo evel-se eo, besit seder ne vezo ket a leac’h d’en em glemm ac’hanoun mui. »

Klenved hir ar gouarnour a roaz tu d’ar skolaer da ziskouez meur a weac’h he galoun vad ; ar galoun vad-se pehini a zo evel lod-digouez he holl gerent. Diou gomzik euz ar re vrava, hag enep-kaer ann eil d’eben, a rei da anaout he garantez tener ha birvidik ; ho gervel a helleur : spered he galoun, o veza klevet en devoa bet he c’houarnour eur wall nozvez hag e teue gwall stard var-n-ezhan, ar Prins a gemeraz nec’h hag a zeuaz tavedek ha tenval. Ar Brinses iouank he c’hoar a glaske, dre ma helle, he laouennaat : « Mad ! eme-z-han d’ezhi, greomp hirio c’hoariou ha na reont plijadur ebed. » Eunn devez all, he c’houarnour eilvet o veza lavaret d’ezhan ez ea guelloc’h gand ann aotrou a Rivier : « Gwir, gwir ? eme ar Prins, ma ! Neuze ’vad goulaouadur e pep leac’h (illumination générale), ha kentiz ec’h ellumaz kement goulaouen a oa er zall. » Edo neuze kresteiz.

Al lealla euz ann dud chentil, ar gwella euz ann oll dud, mignoun brasa Charles X, ann Duk a Rivièr a varvaz evel en doa bevet, e gwir gristen. Ar roue evit diskouez ar stad a rea anezhan, a vennaz ma vije lekeat ar iouanka euz he vugale er memes skol gand ann Duk a Vourdel.

Eur pennadik goude Charles X o veza klevet ez oat var vare da lakaat e goulou ardamesiou (les mémoires) ann Duk a Rivier, a ziskouezaz enn divije great plijadur d’ezhan ho lenn he unan abarz ma vijent moulet. Ann aotrou Barbançois gouvernour eilved ann Duk a Vourdel en em gargaz d’ho lakaat dirak he zaoulagad. Herri o veza gwelet ar paperiou-ze etre daouarn he c’houarnour eilved, a c’houlennaz digant-han, petra oa ann dra-ze. « — Buez eunn den hag hoc’h euz karet euz a greiz ho kaloun. — Piou ’ta piou ’ta ? — Buez ann duk a Rivier. — Oh ! mad, roit ho d’in, me fell d’in ho dougen d’am zad koz va-unan. » Ha kentiz e kemeraz etre he zivrec’h ar paperiou pounner a-walc’h ha diez da zougen. Enn eur vont euz a dinel Marsan da dinel Flor, e kouezchont meur a weach digant-han. He c’houarnour eilved o veza klasket he zizamma o lavarout d’ezhan e oant re bounner, Herri na fellaz morse d’ezhan ho lezel : Nann, nann eme-zhan, list-ho gan-en, pounner int, gwir eo, hogen pounner int evel aour.


————


Ann aotrou ar Baroun a Zammas a oe roet da c’houarnour d’ann Duk a Vourdel, e leac’h ann aotrou ann Duk a Rivier. Klask a rea evel egile hag ober a rea kement a oa mad da zigor spered ar Prins ha da welaat mui-oc’h-mui he galoun. Bep sul reiz, e renke ar Prins iaouank dont, evel evit beza barnet, dirak ann Aotrounez a oa karget d’he ziorren, hag eno e vije lennet d’ezhan ar skrid pemdiziek euz ar pez en divije great epad ar zizun.

Ar Prins iaouank a wele eno, evel enn eur mellezour, ann drouk hag ar mad en devoa great epad ar zizun ; silou a rea ar veuleudi pe ann tamall diouc’h ma en divije dellezet, hag er c’hiz se e felle d’ezho he voaza abred da glevout ar wirionez.

Eun devez ann Duk a Vourdel o tigouezout e Bagatel, a c’houlennaz digand he c’houarnour, enn eur ziskenn euz ar c’harronz, ma n’en doa ket gwellet, e balli ann Elizee, eur vaouez baour o skuba ann hent, gand eur c’hrouadur var he c’hein, hag eun all var he breac’h. Ann ear a gemeraz ar Prins, o c’houlenn kement-se, a ziskoueze oll vadelez he galoun. — « Eo, eme ar gouarnour, gwellet am eus-hi. — Doare he deuz eme ar Prins, da veza enn dienez, ha c’hoant am euz da rei eun dra bennak d’ezhi. Va frins, ho ialc’h a zougann bepred gan-en, evit soulaji ann dud ezommek, chetu hi ama. » — Ar Prins a gemeraz eul loeiz-aour, hag hel lekeaz e dorn ann offisour a oa e gouard, o kemenn d’ezhan he rei d’ar baourez-keaz-se. Pa zistroaz ar Prins euz he dro-vale, ann offisour a reaz he gefredi. — « Ha-ma, eme ar Prins, ha bet e-hi kountant ? Petra e deus-hi lavaret ? Va Frins respontet e deuz evel ma ra ann oll beorien all, lavaret e deuz e pedje Doue evid-hoc’h, hag evit kement hini ma hoc’h euz karantez evit-han. — Oh ! Ho ! eme ar Prins, gand beoder, ret e vezo d’ezhi neuze pedi evit ann oll fransizien, ha n’e devezo mui tamm amzer da skuba, ar baourez-keaz !... Oc’h he gwellout ken ezommek, c’houi dlie beza lavaret d’ezhi ne c’houlennenn pae ebed enn eskemm euz ar pez a roenn d’ezhi. »

He blijadur vraz, pa’z ea da Zant-Kloud a oa mont da welout skolach ar Vreudeur. Er bloaz 1829 e c’houlennaz he unan ma vije prenet gand he arc’hant al levriou a vije roet e priz d’ar vugale, ha mont a reaz he-unan da roïdigez ar prizjou. Krouadur mad ! Na ouie doare e oa hen-nez he gimiad diveza da vugale ar beorien. Lakaat a reaz he-unan ar c’hurunennou var benn ar re ho doa gounezet, ha lavarout a reaz da beb unan geriouigou leun a spered hag a laouenedigez. Ar geriou mad-se a rea sul-vuioc’h a blijadur d’ar vugale ma ho c’hlevent, euz a c’henou eur Prins krouadur evel-d-ho. Gwelet hon euz e meur a zarvout, edo ar Prins douget braz da rei, ha da rei gant largentez. Ann doug-ze a dall kalz, ha na helleur ket zoken tremen hep-hen ebarz er renk huel e pehini e oa lekeat gant Doue. Evit eur prins, rei ha rei kalz ne ket beza forann eo, hogen beza prins. Eur Roue krin pe biz a zo gwalen tud he amzer.

Epad ann arzao studi, pe mar kirit, epad ar vakansou, e vije kaset ann Duk iaouank da welout ar micheriou, al labouradegou, ar c’hazerniou, ar c’hlandiez, hag al leac’hiou all brudet, ken e Paris ken tro-war-dro. Enn holl droiou bale-ze, ar Prins en deuz great ha lavaret meur a dra hag a ziskouez gwell-pe-well he spered hag he galoun vad ; mes re hir a vo danevella pep tra. Eun dra hep ken a skrivinn c’hoaz da gloza ar bloaz 1829. Pa na vije ket ar Roue nag ann aotrou ann Delfin (an Duk a Angoulemm) er palez, d’ann Duk a Vourdel e vije da rei ger ar gedour (mot d’ordre). Eunn devez eta ma oant ho daou ezvezant (absents), ann aotrou Damaz a lavarat d’he skolaer lakaat evez war ar pez en devoa da ober. — « Sonjet am euz, eme Herri d’ezhan. — Pez komz eta hoc’h euz klasket da rei ? — Bremaik her gouiot. » — War gement-se ec’h arruaz ann offisour gouard da c’houlenn ger ar gedour. Herri a ieaz var he arbenn. Ann offisour a stou he benn, hag ar c’hrouadur, o sevel var veg he dreid, a lavar d’ezhan enn he skouarn : Frans, fealded.


————

IV.


(1830)


Eur skrivaignour leun a spered, ha n’en deuz ket a vez o tiskouez he anaoudegez vad e kenver he vadoberourien didronet, hag a laka he holl c’hloar da choum feal d’ezho, en deuz great d’e-omp eun danevell kaer divar benn eul lein vraz a oa bet e palez ann Teoleri d’ar c’houec’h a viz kenver gouel ar rouanez. Ann Duk a Vourdel a c’hoariaz eur roll ker kaer e barz er banked-se, ma vezo dà gant pep unan kavout ama da lenn e brezounek danevell ann aotrou Nettement.

« Brud a rea pep tra dre ar rouantelez, ha bugale vihan Herri IV, dastumet ouc’h ar memes taol, evel tud euz ar memes ti, a ziskoueze neuze kement a unvaniez ma rea vad d’ar galoun ho gwelout ; hevelep menoz e fead gouarnamant, hevelep esperans var ann amzer da zont. Ann devez-se a oa eur fest braz evid ann holl, mes dreist pep tra evid ar vugale, pere en em laouennee e gortoz da veza, ar weach-se da vihana, kuit a bep orbit, ha distak diouc’h lezennou ho deskadurez a brinsed.

Enn dro d’ann daol roeal-ze ho pije gwelet da genta Charles X, den koz hag enoruz, pehini a gare bepred diskouez ar vadelez euz he galoun a dreuz d’ann huelded euz he garg. Var he zorn deou e oa azezet ann Itroun ann Dukez a Orleann, mamm euruz da eur vanden vugale koant, iac’h, pinvidik. Enn tu all, ann Itroun ann Delfinez, Dukez a Angoulem disher a vugale siouaz ! hag en em zic’haoue diouc’h ann diouer-ze enn eur gemerout da vipien ann holl dud ezommek ha diseuruz. Grek brudet dre he gwall-euriou, ha bepred huelloc’h eget-ho ; grek kalounek er brasa danjeriou, ha bepred trec’h d’ezho ; tremenet e deuz kammed ha kammed traounien ann holl zaelou, hag arruet eo ken huel er vertusiou, ma renk brasderiou, hag enoriou ar bed plega ho fenn dira-z-hi. Enn he c’hichen edo ann aotrou ann Duk a Orleann, divezatoc’h Loeiz Felep ; Charles a gomze alies euz al le a fealded a douaz he-ma d’ezhan pa oant ho daou harluet e meaz ar vro, var aochou pell ha dianaf ; hevelep a oa neuze ho gwalleuriou, hevelep ho esperanz. Goudeze e teue ann Itroun ann Dukez a Verri, ken euruz, kel laouen ker kaer dre’n abek d’he mab ; patrounez ar skianchou hag ann dud a ijin ; buez ha levenez ar vro, ne wele neuze dira-z-hi nemet enoriou hag eurusted o tont, ha ne divije ket lavaret e tlie, hep dale, peorien ann hospital e devoa savet enn he c’hastel a Rosni, koll ho mamm hag ho madoberourez, ha mont da glask ho boed e leac’h ma helchent dre ar vro. Arabad eo d’e-omp ankounac’haat enn hon taolen ann aotrou ann Delfin, Duk a Angoulem, nag ann Demezell a Orleann c’hoar Loeiz Felep, na bugaligou he-ma, ker koant ha kel laouenn, ann Duk a Chartr, ann Duk a Nemours, ar Prins a Joinvill, ann Duk a Aumal ; nag he ziou verc’h, nag ann Demezell a Verri, c’hoar Herri, ker gae, ker spereduz ker grasiuz ; hogen miromp hor gwella taol lagad evid eur c’hrouadur all, pehini a ia da c’hoari eur roll ker kaer e kreiz ann daoliad tud-se ann huella a oufet da welout bikenn.

Bet eo ar c’henta meuz, bet eo ann eil, hirnez ar vugale a zo barr ; ann doujanz hep ken ho dalc’h e paouez. Er fin deut eo ann termen a-geid-se gortozet ; daoulagad ann holl a ia var arbenn ann offisour a daol, pehini a zigas enn eun disk arc’hant, ha goloet gand eul liennen wenn, ar pemzek tamm kouign, euz a bere unan, hag unan hep ken a hell rei eur gurunen. Ann Duk a Aumal, dre he wir a iaouanka, a zo karget da gas ann tammou tro ann daol ; hag hen ober a ra skanv hag iskuit, o kaout sonj da viret unan evit-han. Peb unan en em hast da glask ha da anaouet he chans, a bep tu e sav klemm ha safar, rak pevarzek Roue a geuzia d’ho c’hurunen gollet. Eur c’hrouadur hep ken a zo deuet ruz-glao, ha na lavar ger ; ne ket lavarout e ve nec’het na luiet gand ar garg a zo digouezet gant-han, mes ne fell ket d’ezhan diskar he geferourien dre eun tarz levenez ha na ve ket dereat. Koulskoude ar Roue nevez na hell ket choum pelloc’h dianavezet, hag ann Duk a Vourdel a zo embannet Roue, e kreiz ar straklerez daouarn ha iouc’hadennou ann holl. Neuze, var skouer ho Roue iaouank, ar vugale en em ro d’al levenez hep harz ebed ; ar Roue koz, ann Dukez a Verri a ra evel-d-ho, hag ann Delfinez, ar weach-se na glask ket derc’hel var-n-ezho. Eur rouanez a zo dija choazet, ann Itroun ann Dukez a Orleann eo ; hag al lein a denn d’he finvez e kreiz ar bommou c’hoarzin hag ar griaden-ma : ar Roue a ev, ar rouanez a ev ! laosket kant gweach gand ar vugale. Pa oa achuet ar pred, pa oa ann dud o vont da zevel diouc’h taol, Charles X a c’houlennaz eun tammik tao, ha beac’h awalc’h en devoa oc’h he gaout.

« Sir, a lavaras-hen d’he vab bihan, a benn pemp minuten ne viot mui Roue ; ho Meurded ha ne deus-hi urz ebed da rei d’in ?

— Eo, va zad koz, c’hoant am euz...

C'hoant hoc’h euz,.... evesait ; e rouantelez frans ar Roue a lavar c’hoant hon euz, hag a wechou c’hoant ho deuz.

— Ha-ma, c’hoant hon euz e rafe d’e-omp hor gouarnour tri miz pae ouz hor pansion, a raok termen.

— Tri miz, Sir ! petra a reot-hu gant kemend a arc’hant ?

— Va zad koz, mamm eur zoudard kalounek unan euz ho kouardou, e deuz bet he zi devet nevez-zo gand ann tan-gwall, ha ne ket re arc’hant tri miz evid he zevel a nevez.

— Mad ! mad ! me en em garg a gement-se.

— Nann, nann, va zad koz, rak mar d-eo c’houi eo, ne ket me e vezo.

— Na petra a reot-hu hep argant epad tri miz ! —

— Esaat a rinn gounit arc’hant all dre va garedonou pere a baeit ato gand eun aked braz.

— Ah ! var gement-se e kountit ?

— Na petra ’ta, ha n’am euz-me ket va feorien da wiska ; rak peorien am euz evel m’ho deuz va mamm, ha va moereb. Oh ! great am euz va c’hount, hag kountant braz ounn ; pa am bezo roet daou bez a ugent real d’ar baourez-keaz euz a goat Boulogn pehini e deuz eur c’hrouadurik klanv, e choumo c’hoaz gan-en pevar real da ober va frins. »

Var a gomz-ze Charles X a vriataz he vab bihan, oc'h he starda var boull he galoun, a lavaraz a vouez huel : Eurusa Frans, mar bez bikenn Roue !


————


E doug ar memes miz kenver, ann Duk a Vourdel a c’houlennaz mont da riskla var ar gompezen dour a zo e kreiz jardin ann Teoleri, ha lezet a oe da vont. Evel ma choume ar zoudarded da zellet out-han var hed eun daou c’hant paz bennak, hen a c’houlennaz digand ar c’habitan, ann aotrou de Lamberti, perak na zeuent ket tostoc’h. Ann difenn eo kement-se, eme ar c’habitan d’ezhan. Ar prins a ziskouezaz e vije dà gant-han gwelout lod anezho o ruza gant-han var ar glerenn. Dont a rejont ; kalz anezho amparfal er vicher-se, na reent nemet koueza. Az prins a c’hoarze he walc’h gant-ho ; hogen ann taol c’hoarz kenta tremenet, ne vanke morse da c’houlenn out-ho ma ne oa bet droug ebet. Ann earik dous gand pehini e c’houlenne kement-se, hag ar pezouigou arc’hant a lakee e kuz e daouarn ar zoudarded, a ziskoueze mui-oc’h-mui ar vadelez euz he galoun.

D’ann ugent a viz ebrel, euz ar bloaz-se 1830, ann aotrou de la Villatt a glevaz eur c’helou trist ; eur gear divar ar meaz a oa bet rostet enn he fez enn he vro, departamant ar Wern. Mont a reaz kentiz da gavout ann Duk a Vourdel, hag e savaz etre-z-ho eunn diviz hag a zellez beza skrivet.

— « Va Frins, eur gwalleur braz a zo c’hoarvezet. — Oh ! va Doue na petra ’ta ? — Eur gear divar ar meaz ebarz ar Wern a zo bet devet enn he foull, ha meur a diad tud a zo kouezet er baourentez ar vrasa. — Tud keaz maz int’ — Mar ve ann Duk e tro da gas eur sikour bennak d’ezho e rafe eun drugarez ar vrasa. — Na c’houlennann ket gwelloc’h ; hogen gouzout a rit penaoz arc’hant va garedonou evid ar miz-ma a zo gwestlet d'am feorien a Zant Kloud. — Petra da ober eta ? — Eur zonj a zeu d’in ; ma lakafenn muioc’h c’hoaz va foan, e halfenn gounit garedonou dreist-kustum, hag a rafe d’in eur c’hant liour bennak. — Ia ’vad, eur zonj vad hoc’h euz great. — Gwir eo, mes kement-se a ve re nebeud, red e ve d’in kaout da vihana daou c’hant liour, me ia da bedi ann aotrou Damas da rei d’in araok termen meur a viz euz va arc’hant-c’hoari (dek skoed ar miz a vije roet d’ezhan da zispign egiz ma kare). — Ia, mes n’hoc’h euz ket eveseet, ne choumo netra gen-e-hoc’h evit ho choantedigezou, ha pa dremenot e biou d’ar staliou a bemp kwennek var-n-ugent, ma teu c’hoant d’e-hoc’h da gaout eun dra bennak ? — Ha-ma, gant c’hoant me dremeno, hag e leac’h sonjal e c’hoariellou, e teuio sonj d’in euz ann dud ezommek. » — Ar Prins a redaz rag-eeun da gavout he c’houarnour, roet a oe d’ezhan arc’hant tri miz araok termen, hag epad tri miz n’e brenaz netra dre zivuz na dre faltazi. Nikun euz he gerent na roaz arc’hant d’ezhan e plas ann arc’hant en doa gwestlet d’ann ober kaer-ze a drugarez, evit ober d’ezhan santout penaoz ar blijadur da zoulaji ann dud enkrezet a zo sul vrasoc’h ma renker dioueri muioc’h dre’n abek da gement-se. Chetu aze ar c’henteliou a vije roet d’ar Prins, chetu aze ann had mad a vije taolet enn he galoun hag enn he spered.

E miz mae, epad ma edo he dad koz, Roue Naplez, e kastel Rozui e ti ann Dukez a Verri, ann Duk a Vourdel a dremenaz eiz devez er maner kaer-ze, hag a reaz meur a redaden-bale dre ar c’heriou tro-var-dro d’ezhan. Eunn devez ez eaz enn eun tiik divar ar meaz, ha, dare gand ann naoun, e c’houlennaz, hep beza anavezet, ha beza ez oa eun dra bennak da rei d’ezhan da zibri. Eur c’hrac’hik goz a gennigaz d’ezhan bara segal ha leaz ; ar Prins ho c’havaz mad tre. « Mamm goz, eme-z-han neuze d’ar vaouez, me garfe gouzout petra ho pe c’hoant da gaout d’ho tro. » — Va merc’h vihan eme-z-hi, a zo o vont da ober he fask kenta, hag e deuz ezomm a galz a draou. — Neuze ann aotrou Damaz a dostaaz out-hi, hag a lekeaz pevar loeiz-aour enn he dorn, enn eur lavarout d’ezhi : « Ann Duk a Vourdel eo hoc’h euz digemeret enn ho ti, hen eo a ro ann draze d’e-hoc’h. » Ar vaouez baour na ouie mui peleac’h e oa ; a veac’h ec’h hellaz ballouza eur gerik bennak evid he drugarekaat ; ar joa a drouc’he ar gomz d’ezhi.

Hep dale holl dud kear en em zastumaz enn dro d’ezhi ; hi a ziskoueze d’ezho ann aour, hag a zanevelle ar pez a oa c’hoarvezet. Mezevenet holl e oa gand al levenez, he zeod neuze ne oa ket liammet, me hen attest ; hag en em zic’haoui mad a reaz da veza choumet evel dilavar dirak ar Prins hag he c’houarnour.


————

D’ann nao a viz gouere, ann devez ma oe klevet e Paris e oa kemeret ar gear a Alger gand ar C’hallaoued ann Duk a Vourdel a c’houlennaz ober eun tan-ijin. Charles X a zigouezaz var dro eiz heur, ha rejimant ann Duk a Vourdel, he zaludaz dre ar griaden joauz : Bevet ar Roue ! Ann Aotrou de la Villat a reaz d’ar Vugale ober ann exersis ; ar pez a rejont iskuit ha klok. Goude-ze e oe tennet ann tan-ijin ; mont a reaz diouc’h ar gwella, ar strakl hag ann tennou a zigoueze e kentel. Ar banniel gwenn a nije a-uz d’ann tantad var veg eur berchen huel. Evel ma oe dare d’ar flamm he dizout, lod a felle d’ezho he ziskenn ; hag ann demezell a Verri da grial : Nann, nann, list hen da nijal, gand ar banniel gwenn, na hell drouk ebed c’hoarvezout e Bro-C’hall. — Ugen devez var lerc’h e tarzaz dispac’h dizeur mil eiz kant tregont !


————


Bugale Herri pevare ha Loeiz pevarzek a renk eur weach c’hoaz goulenn ann hent da vont er meaz euz ar vro, ha trei kein da rouantelez Frans, rouantelez gaer taillet var daolen ar bed gant klezeier ho zud koz, kresket, ronteet, kreveet dre ho dimiziou pinvidik, ha dre ho furnez o kontraji gand ar rouaned all ho amezeien. Hogen, penaoz eo bet diskaret e tri devez eur rumm rouaned a bevarzek kant vloaz ? Kement-se a zo bet eun dra souezuz a-walc’h evid tud ar broiou all, hag evit eleiz ac’hanomp-ni ; rak ar Vourboned a oa prinsed mad, hegarad, kalounek, boazet a rumm-da-rumm da zougen huel galloud ha brud ho rouantelez. Ho doare da ren afferiou ar vro enn diaveaz a oa direbec’h, hervez ma ho deuz hen anzavet abaoue ho brasa enebourien. E mil eiz kant pemzek, pa gouezaz Napoleon Bonnapart, ar Vourboned a zistroaz divar hor bro ar brasa gwalleuriou. Ar brinsed unanet enn hon enep a oa deuet bete Paris. Treac’h d’eomp ar wech-se siouaz, e komzent huel. Ho dorn var galoun hor bro, ha taol chanz ar Vourboned eo a viraz na oe neuze rannet ar rouantelez etre-z-ho, evel ma felle d’ar Zaozoun he ober. Ker kent ha ma oa great ar peoc’h, Loeiz XVIII a gemeraz he renk evel he dud koz var ben oll roueed ar bed, ha Charles X var he lerc’h en deuz great ar memes tra. Gant budjet ar vro, pehini na dremenaz morse 900 million, ha pehini a ia hirio da zaou milliard. Ar Vourboned a baeaz d’ar brinsed unanet ho dic’haou brezel, d’ann noblans ho dic’haou danvez, hag aozet ilizou braz ar vro war bere e oa choumet bete neuze roudou heuzuz daouarn ar Republik.

Gand ho 900 million, ar Vourboned a ziframmaz ar Gresianed a zindan mestrouniez garo ann Turked, hag a zavaz eur rouantelez evit-ho. Tenna a rejont bro Spagn a dre daouarn he dispac’herien, ha lakaat a rejont var he dron ar Roue Ferdinand, taolet gant-ho enn eur prizoun-vrezel. Aljer a zo kemeret, dispignou ar brezel a zo paeet, ha tenzor ar rouantelez a ie bepred var gresk. Enn hevelep fesoun ma kennigas ar Ministr d’ar c’hamprou ann arc’hant a oa re, evit ober dre ar Vro henc’hou braz nevez, ha kaniou e leac’h ma oa ezomm. Great ho divije hep kresk ebed var ar gwiriou, ann holl labourou hon euz paeet a c’houdevez ken ker. E fead frankiz pe liberte, biskoaz ne oa bet ker braz ebars ar vro hervez testeni al liberaled ho-unan. « Anzavomp, eme Benjamin Constant, ne ket bet morse Bro-C’hall dieupoc'h, na frankoc’h var-n-ezhi eget ne d-eo hirio. »

Gant kemend a vadelez, a furnez hag a enor euz a berz ar Vourboned, perak eta eo bet savet etre ar bobl hag hi ? Ar bobl a zo bet troumplet, netra ken ! Tud fallakr a droe da zrouk kement mad a rea ar Vourboned, hag ar bobl en deuz kredet d’ezho.

Pa viraz ar Vourboned na vije rannet, na vije boulc’het zo ken rouantelez ho zud koz, ann dud fall a lavare d’ar bobl : Digaset int da vistri var-n-hoc’h gand ar brinsed a ziaveaz, ha paet mad ho deuz ar re-ma, o lezel gant-ho ar broiou braz gounezet gant Bonnapart ha staget ouz rouantelez Frans. Ec’hiz pa n’ho divije ket ar brinsed unanet kemered enn dro ar broiou-se, abarz digouezout gant Paris !

Pa zave ar Vourboned rouantelez Gresia, pa dennent a Roue Ferdinand euz he brizoun, ann dud fall a lavare d’ar bobl, ne reant kement-se nemed dre urz ar Rouaned all, hag evel mevellou d’ezho ; ne reant kement-se nemed evit kreski niver ar Rouaned ha gwaska mui-oc’h-mui ar bobl.

Na var brezel Aljer, pet tra n’ho deus hi ket lavaret evit mirout na vije great, ha pa oe digouezet ar c’helou euz hor gounid burzuduz eno, pet gaou na embannent-hi ket evit mastari hor gloar. Pobl a Frans, pobl re gredik, chetu petra ho deuz great hoc’h alvokaded var ho meno, evit koll ho rouaned. Oc’h ho c’hlevout, Charles X na rea mui netra vad. Chench a reaz ministred teir pe bedeir gwech da glask plijout d’ezho, kemer a reaz da vinistred tud zo ken euz ar memes menosiou gant-ho, ha na c’hounezaz netra, ar c’hlemmou, ann tamalou, ar geier a ie bepred var gresk. Var ar fin, a Roue keaz a vennaz skei eun taol kre, enn eur zougen pevar gourc’hemen hag a henvele beza kountrol d’ar Vamm-lezen (la Charte), hag eno hep ken eo bet faziet.

Ar rumm ministred choazet gant Charles X d’ann taol diveza, ha var-ben pere edo ann Aotrou Polignac, a lekeaz al liberaled da grial forz. Hanad a oa, var ho meno, e felle d’ar Roue terri ar c’houarnamant konstitusionel, pa gemere da guzulierien tud hag a oa bet a viskoaz enebourien touet da eun hevelep gouarnanamant. Ann trouz hag ar safar a rejont a daolaz difizianz hag aoun memes etouez ar gwella fransizien. Kambr ar gannaded, da lavarout eo daou c’hant unan-varn-ugent kannad enep kant unan ha pevar-ugent, a ziskleriaz d’ar Roue ne oa ket a unvaniez etre ar gambr hag he vinistred. Ar roue, pehini e gwirionez ne glaske nemet ober evid ar gwella, ha ren hervez lezen ar vro, o sonjal e oa ann enebiez-se euz a berz ar gambr eun taol great c’hoaz gand al liberaled, a respontaz : Na zistroinn bikenn var ar pez am euz great. Hag eleac’h kemeret ministred all ar gambr eo ann hini a dorraz.

Neuze ar Roue a skrivaz he-unan eul lizer d’ann oll Fransizien, evit esaat ho difasia, hag ho zenna diouc’h ann difisianz hag ann aoun-ze hadet enn ho zouez gant tud fall ; lavarout a reaz gronz e felle d’ezhan kenderc’hel a grenn ar vamm-lezen... Poan gollet, he gomzou a zo troet da fall gand al liberaled, hag he wella mennosiou tamallet e gaou. Ann Eskibien var ar fin, mes re zivezad, a zav ho mouesiou enn tu gand ar Roue ; embann a reont he lizer enn ho eskoptiou ha pedi a reont ar bobl kristen da selaou ho Roue ha d’he harpa. Mes al liberaled ho zamall ivez, hag a embann penaoz ann eskibien na reont kement-se nemed evit digas ann Deog enn dro ; hag evit ma vezo daskoret d’ann iliz ar c’hoajou hag ar madou braz a oa d’ezhi gwechall. Hag ar bobl a Frans eur weach c’hoaz a gredaz gwelloc’h d’ann dud a bluen eget d’ho eskibien. Ann daou-c’hant unan-var-n-ugent kannad, ha kalz re all euz ar memes mouez gant-ho, a oe kaset enn dro d’ar gambr. Ann taol-ze a reaz nec’het ar Roue mad Charles X, hag ar pevar gourchemen dizeur a oe douget.

Kenta gourc’hemen : Frankiz ar voulourez a zo lammet evit eunn nebeud amzer.

Eil gourc’hemen : Kambr ar gannaded a zo torret.

Trede gourc’hemen : Ar gambr ne vezo mui savet nemet gant kannaded ann departamanchou. Ar guiriou a rai ann elektourien a vezo hep ken ar gwiriou diazezet war ann douarou, hag ann tas.

Pevare gourc’hemen : Elektourien ann arrondissamanchou a raio mouez d’ar c’houec’h a viz gwengolo ; re ann departamanchou d’ar seitek ; ha kambr ar gannaded a zigoro d’ar c’houec’h var-n-ugen.

Ha beza en devoa ar Roue ar gwir da zougen ar gourc’hemennou-ze pe n’en devoa ket ? Ann dra ne ket barnet c’hoaz evit mad ; lod a lavar : ia ; lod a lavar : Nann ; hervez ma klevont ha ma tisplegont ann artikl pevarzek euz ar vamm-lezen. Hogen ann darn vrasa a zalc’h eo bet eat ar Roue re bell. Galloud en devoa evit gwir da ober gourc’hemennou diouc’h ma c’houlenje mad ar vro ; mes nann gourc’hemennou hag a dorre lezennou. Hogen ann trede gourc’hemen douget ama uhelloc’h a dorre hag a chenche lezen ann eleksionou.

Ne felle netra ken da enebourien ar Roue. Sevel a reont kentis da lavarout : Charles X a zo eat enep he c’her, torret en deuz ar vamm-lezen, ne d-eo mui hor Roue ! skrivagnourien ar c’heleier en em guzul e ti Labord ; skolaerien ar studi-alvokad a gas da lavarout d’ezho int prest da rei dourn d’ezho. La Faiett ha Lafitt a zired da Baris d’en em lakaat var benn ann dispac’herien. Lafitt a daol c’houec’h kant mil liour d’ar bobl ha d’ann offisourien vihan, evit ho gounit, La Faiett a ra offisourien gant paotred koz ar c’hward nasional ha gant skolaerien ar skol politeknik, hag ar brezel a darz e ruiou Paris.

Ann darn vrasa euz ar gannaded a oa neuze e Paris, a zalc’he bepred evit Charles X. Goulenn a reant ma vije kaset eur re bennak euz ho fers d’he gavout, evit en em glevout gant-han, rak ho c’houstianz a lavare d’ezho, penaoz ar Roue ne glaske nemed ober evid ar gwella. Hogen al liberaled dreist penn na felle ket d’ezho klevout komz a gement-se. Gouzout awalc’h a reent penaoz ann dra-ze en divije dalc’het a zao ann dispac’h, digoret ken kaer evit-ho. Dre ruiou Paris ann dispac’herien a c’houneze eaz awalc’h, pa eo gwir ar zoudarded na dennent var ar bobl nemed en despet d’ezho, hag hepken evit difenn ho buez. Evit lavaret mad, ne oa nemet ar gwarded Suis hag a denne da vad var ann dispac'herien ; ha kouskoude d’ann devez kenta, eiz var-n-ugent a c’houere, e oe dare d’ezho beza bet trec’h d’ar Barizianed. Evid ar re-ma, n’oufer ket lavarout peger kriz en em ziskouezjont e kenver ar zoudarded, dreist pep tra ar c’hos krenn-baotred. Gwelet ez euz bet unan euz ar re-man o vont da gavout eun offisour, diou bislolen kuzet enn he c’hodellou ; hag erru beteg enn-han, hel laz var al lec’h, dre dreitourez. Souezet eo ann den o welout c’hoaz peger buhan ha pegen eaz e oe kemeret gand al livastred-se daou balez hor rouaned, al Louvr hag ann Teoleri. Eur paotr a c’houezek vloaz a bignaz dreist ar porastel e palez al Louvr hag a zigoraz ann or d’ar re all. M’ho lez da sonjal pet laeronsi pet dismeganz a oe great eno neuze ; da beurachui ho reuz e lekejont eur c’horf maro var dron ar Roue.

Koulzkoude daou Ber a-frans ann Aotrou Dargout hag ann Aotrou Semonvill a glask dre ma hellout ober eur gevredigez bennak etre ar Roue ha La Faiet ; da gement mad a lavarent, hema na responte nemet ar gomz ma : Re zivezad eo ! Mes, eme ann Aotrou Dargout, ar Roue, kerkent ha ma en deuz anavezet ar wirionez, en deuz en em hastet da lemel he c’hourc’hemennou, ha da derri he Vinistred ; henvel a ra enn ho lec’h aotronez Mortemart, Kazimir Perier ha Gerard. — Lafaiett a ra van da c’houlenn kuzul digand ar re a zo enn dro d’ezhan hag a respont evel ken : « Re zivezad eo, n’euz mui leac’h d’en em glevout. »

Diwar neuze ec’h ehanaz ar brezel e Paris. Ar Roue a oa en em dennet da Rambouillet gand he c’hward roeal hag ann nebeudik soudarded choumet feal d’ezhan. Dija eur rumm kannaded ha gant-ho ann aotrou Tiers, ho doa great eur skrid-embann da lakaat Loeiz Felep, Duk a Orleann, da Letanant Braz var ar rouantelez. Ar re furra euz ar gannaded a felle d’ezho bepred distrei da Charles X, gant ma roje he c’her da zerc’hel lezennou ar rouantelez ; lod all a c’houlenne en divije ar Roue great dilez euz he gurunen e kenver ann Duk a Vourdel ; La Fit a gomze lakaat Loeiz Felep da Roue. D’ann divez en em glevjont da genniga da Loeiz Felep ar garg a Letanant braz euz ar rouantelez. Loeiz Felep a gemer ar garg-se, var ali Talleirand eskop torret, ha neuze eo e lavaraz ar Prins-se ar gomz-ma ker brudet a c’houdevez : « Hiviziken ar vamm-lezen a vezo eur wirionez. » Mont a ra gand ar gannaded ha pennou ann dispac’h d’ann ti-kear, hag eno La Faiett, oc’h he ziskouez d’ar bobl, a lavaraz : « N’oufemp ket kaout gwelloc’h republik eget he-ma. » D’ann deiz kenta a viz eost Charles X he-unan a hanvaz ann Duk a Orlean Letanand Braz ar rouantelez, hag a lavaraz d’ezhan digerri ann diou gambr a-benn ann dri, ha pourvei ar gwella ma hellje da ezommou kenta ar vro. Antronoz Charles X hag ann Duk a Angoulem a reaz ann dilez euz ar gurunen e kenver ann Duk a Vourdel. Ha var gement-se Charles X a skrivaz al lizer-ma d’ann Duk a Orleann :

« Va c’henderv,

« Evel Letanand Braz ar rouantelez, ho pezo da ziskleria d’ar Fransizien eo Herri V ho Roue. Lakaat a reot ar skrid-embann a gement-se etre daouarn kannaded ar rouaned all e Paris, ha rei a reot d’in da anaout, kenta ma hellot, eo bet kemeret va mab bihan da Roue. »

Ann diou gamhr a zigoraz d’ann dri ; ha dilez Charles X hag hini ann Duk a Angoulem e kenver ann Duk a Vourdel a zo skrivet var diellou ar rouantelez, ha sinet gant ann Duk a Orleann ha gant ar pennou all euz ar c’houarnamant pere ho doa gwir d’hen ober. Anzao a rejont eta Herri V evit Roue.

La Faiett o welout e kemere ann traou eun dro fall evit he Republik, a gas c’houec’h mil den da Rambouillet var lerc’h Charles X. Ar c’houec’h mil harros-se ne oant ket eur skopaden da c’hward ar Roue ; mes Charles X a bleg da ioul Doue ; difenn a ra tenna ; en em glevout a ra gant tud ar c’houarnamant nevez, hag ober a ra he zonj da guitaat evit ann deirved gweach rouantelez he Dud koz.

D’ar c’houec’h a viz eost, Berard a c’houlenn, e kambr ar gannaded, ma vezo asgreat ar vamm-lezen, ha lekeat Loeiz-Felep var ann tron. Antronoz e oe poezet ar goulenn-ze ha kavet mad. Daou-c’hant naontek kannad a roaz ho mouesiou evit-se. Kentis, hep gortoz grat-vad na mouez kambr ar Pared, ar gannaded a ieaz d’ar palez-roeal, ha Laffitt a lennaz da Loeiz-Felep mennoz kambr ar gannaded. Loeiz-Felep a vriata Laffitt, en em daol etre divrec’h La Faiett, hag ann holl da grial : Bevet ar roue !

Mes e kambr ar pared ann traou na gerzent ket ker buhan. Ann aotrou Chateaubriand a ziskouezaz eno « e oa ar gurunen d’ann Duk a Vourdel ; ha mar boa eun den ret da gaout, Herri V a oa ann den-ze, gwelloc’h pouez a oa enn-han, var he veno, eget e den all ebed. » Daoust d’he gomzou kre ha kalounek, kant pevarzek Par a roaz mouez d’a vennad kambr ar gannaded, ha da nav heur diouz ann noz e oe kaset ho diskleriadur da Loeiz Felep.

D’ann nao deiz euz ar miz, Loeiz Felep a ia d’ar gambr gant eul lid braz, hag a lavar dirag ar gannaded hag ar pared : « Kemer a rann ger-evit-ger, hag hep lemel netra, ar pez a zo douget e diskleriadur ann diou gambr, hag ann hano a Roue ar Fransizien roet d’in gant-ho. Toui a rann dirak Doue e virinn feal ar Vamm-lezenn gand ar chenchamant merket enn diskleriadur-ze, hag e reninn dre al lezennou hag hervez al lezennou. » Peur-c’hreat eo ann taol ! Ha setu ar fealded a ziskouezaz Loeiz Felep e kenver he genderv hag e roue.

Charles X a vennaz ma en divije ann Duk a Vourdel klevet euz a c’henou ann Aotrou Damas he c’houarnour, ar chenchamanchou braz ha souezuz a oa c’hoarvezet.

Ann Aotrou Damas a gemeraz gand doujanz ha teneridigez he skolaer roeal var he zaoulin ; a lavar d’ezhan e pe stad ema ar rouantelez, pegen maleuruz eo bet ar Roue, ha petra en deuz great evit digas ar peoc’h e touez he sujidi ; d’ann divez e lavar d’ezhan eo Roue, hag ema dalchet mui eget biskoaz da labourat hep ehan da veza eur Roue braz hag eur roue mad. Glac’haret bete gweled he galoun, ar c’hrouadur a skuill kalz a zaelou, a vriata he c’houarnour, hag a c’houlenn mont diouc’h-tu da gavout he dad-koz. Kerkent ha ma wel ar Roue, ar c’hrouadur en em strink etre he zivrec’h, a bok d’he zaouarn, oc’h ho glepia gant he zaelou, hag e silou gant evez ha doujanz aliou ar Roue koz tenereet



V.


CHARLES X A GUITA BRO FRANS.


Prest-goude kement-man ar Roue hag he dud a ziblasaz euz a Rambouillet evit kuitaat he rouantelez. Odillon-Barrot, Schonen hag ar Marichal Maison a oe karget gant ar c’houarnamant da vont gant-han betek Cherbourg. Ar veach a oe trist ha tavedik. E meur a leac’h koulzkoude ar bobl a gemere ann hardisiegez da rei d’ar Beachourien ger merkou hanad a geuz hag a garantez. E Montebourg ann dud en em zastummaz en dro da garrons ann Duk a Vourdel, a c’houlennaz he zaouarn da boket d’ezho, ha kalz a lavare o skuilla daelou druz : Difenet mad eo ouz-omp lavarout d’eoc’h ar pez a zo e gweled hor c’haloun ; n’euz fors, bevet ann duk a Vourdel ! Deuit enn dro hep dale. Er gear a Valogn soudarded ar c’houard roeal, ann daelou enn ho daoulagad, a roaz d’ar roue ho bannielou, ha Charles X a lavaraz d’ezho : Kemer a rann digan-e-hoc’h ho pannielou nobl, dinam ; ha kredi a rann penaoz ann Duk a Vourdel ho digaso-d’e-hoc’h enn dro, enn hevelep stad ; Kenavezo aotrounez !

D’ar c’houezek a viz eost 1830 ar Roue hag he dud a guitae Cherbourg var zaou lestrik Amerikan, hag ar gomz diveza lavaret da Charles X divar zouar Franz a oe ar gomz-ma a c’henou Odillon-Barrot : Sir, diouallit mad ar c’hrouadur prisiuz-se var behini eo diazezet chanz-vad rouantelez Frans.

Setu penaoz eo bet didronet ha forbaned unan euz hor guella rouaned. Charlez X n’en doa ket meritet koll he gurunen. Pa zougaz ar pevar gourc’hemenn a zo bet kiriek d’he walleur, ne zonje nemet ober evit ar gwella ; ha pa welaz e oa faziet, e c’houlennaz lemel ar gourc’hemennou-ze. He enebourien n’hen silaoujout ket.

Disleal eo bet ar vro enn he genver ; ha ken ne vezo raparet ann dislealded-se, Bro-Franz ne devezo na peoc’h paduz na gwir eurusted.

Abarz kuitaat Cherbourg, Charles X en devoa skrivet eul lizer da roue Bro-Zaoz da c’houlenn digant-han minic’hi evit-han he-unan hag evit he dud. Kemm-digemm euz a draou ar bed-ma ! Ann hini pehini daou viz araok a rea da listri Bro-Zaoz skarza er meaz euz ar Mor-Kreiziad, evit lezel ann hent frank ha dieub gand hol listri-ni da vont da c’hounit Aljer, a renk goulenn digor digant Bro-Zaoz, divar zaou lestrik amerikan. Ann treiz euz a Cherbourg da Vro-Zaoz e oe great buhan awalc’h ; ha ne c’hoarvezaz netra dreist-ordinal, nemet ma kreske tristidigez ann dreminidi dre ma pellaent diouc’h aochou Franz. Epad eur pennadik amzer ho devoe aoun na vijent kaset d’ann Amerika. Ann aotrou Dumont d’Urvil kabiten ar veach, ha pehini, var ma levereur, en doa urz da denna var lestr ar Roue ha d’he weledi ma raje Charles X ann distera min da zistrei var he giz, ann den digar-ze en divije ho c’haset d’ann Amerika hep truez ebed, ma vije bet roet urz d’ezhan d’hen ober : rak diskouez a reaz epad ann treiz ne oa ket eur galoun vad a zen. Charles X en devoa great kalz a vad d’ezhan ; offisour braz e oa dre he aotre, hag e oa zoken o paouez beza great tro ar bed var vor, dre choaz hag euz a berz ar roue. Ha koulskoude e vankaz a respet da Charles X, o tamallout d’ezhan ha d’he vignouned ar reusiou nevez-c’hoarvezet. Den reuzeudik he-unan, pa’z eo gwir ec’h ankounac’heaz madoberou he roue, ha reuzeudikoc’h a c’houdevez, o veza bet lazet ha devet, enn eur freuz-kirri-tan, eur bloavez bennak goude.


————


Bro-Zaoz a reaz eun digemer ien a-walc’h d’ar Vourboned euz ar brank henan. Var ann aod e peleac’h e tiskenjont e oe guelet pavillonou tricolor pe triliou ; hag ar c’houarnamant evit lavarout mad, na reaz d’hon tud roeal nemet hanter zigemer. Ar joa vraz e devoa Bro-Zaoz o klevout dispac’h 1830, a ziskouez hanad he drouk-menosiou enn hor c’henver-ni. Elbik a zo a viskoaz etre ann daou bobl, hag eun dra a zo hag a ra mui a blijadur d’ar Zaozon eget ho brasa mad, drouk-eur ar C’hallaoued. Gouzout a reont penaoz ar C’hallaoued dispartiet diouc’h ar Vourboned a zo evel eun tiad tud kollet gant-han ann tad hag ar vamm, ha pehini na hell mui nag en em zifenn nag ober brud, keit ha ma choum er stad-se ; chetu perak en em hastjont da rei dorn d’ar c’houarnamant nevez. Hag ar c’houarnamant nevez, kaset da vale gand ar broiou all, en em harpaz var ann dorn trubard-se. Eur c’houarnamant a renk en em deurel etre divrec’h he vrasa enebour evit en em zerc’hel, a zo eunn dra dibaod awalc’h ma ne d-eo iskiz.

Mar tiskouezaz Bro-Zaoz hag he hugunoded kement a c’hlazentez e kenver Charles X, eun tiad tud katholik a zeuaz d’he zic’haoui dre ho hast hag ho c’halouniez. Ar C’hardinal Weld, kef ann dudchentil-ze pere a zisken euz a c’hoad Mari-Stuard, a gennigaz d’ar roue he vaner hag he vadou. D’ar maner-ze, hanvet Lulworth ez eaz eta ar Vourboned da c’hortoz gouzout peleac’h trei, ha peleac’h mont da choum evit mad.

Ann dud roeal hag ann nebeudik tudchentil a oe deuet d’ho heul enn ho harlu, a oa e maner koz Lulworth, evel eur vandennik treminidi, taolet gand ar stourm-vor var eun enezen didrouz ha kaer awalc’h mes pell siouaz euz ho bro ! Ann derveziou a dremene tenval ha tavedik. Ann daoulagad a droe bepred var-zu Bro-C’hall, hag ar spered leun a velkoni a c’houlenne digand ar galoun petra ’zeuje var lerc’h eur chenchamant ker prount ha ker souezuz. Pa zigoueze ar c’heleier euz a Vro-C’hall, neuze hep ken e save kaoz ha finv e Lulworth. E touez kalz a nevezentiou mantruz da galoun ar Roue, en em gave kalz a draou gwestl d’he frealzi. Eur blijadur dudiuz a oa d’ezhan gwelout pegement a dud a choume feal d’ezhan e rouantelez Frans. Tud a bep stad, tud a bep rumm, pere a rea dilez euz ann huella kargou, kentoc’h eget ober al le d’ar c’houarnamant nevez. Pebez kemm etre he vignouned hag he enebourien ? Ar re-ma a rea eur revolusion, a gase kuit ho rouaned guirion, evit kargou, hag a re-hont a zilez ho c’hargou, a gouez lod anezho e dienez evit derchel mad d’ho Roue ha d’ho lealded. Ann drid-kaloun a vije braz dreist holl, pa zigoueze eur beachour bennak euz a Vro-C’hall da brezek enn hir gomzou euz ar Vamm-vro. Unan euz ar re genta a zeuaz da welout ar Vourboned enn ho harlu, a oa ann aotrou de Sez, mab ann hini a zifennaz Loeiz-C’houezek dirak ar Gonvansion. Ann Duk a Vourdel, o veza klevet he hano, a lammaz d’he zorn a lavaraz d’ezhan : « Vad a ra d’in ho kwelout ama, e koun eveuz ho tad. »

Tost da zaou vis a ioa edo roue Bro-c’hall evel hostiz e ti ar Weled, pa zeuaz gouarnamant Bro-Zaoz da geniga d’ezhan kastel Holy-Rood e rouantelez Skos. Kannad Loeiz Felep e Bro-Zaoz, Talleirand ann eskop torret, a gavaz mad awalc’h kement-se, o veza ma ’z ea er c’hiz-se Charles X pell-oc’h-pell diouc’h rouantelez Frans. Da zivez miz here eo ez eaz ar Vourboned da Holy-Rood. Charles X gand ann Duk a Vourdel a ieaz dre vor ; ann Duk a Angoulem ann Dukez hag ann demezell Loeiza a ieaz dre zouar. Neuze Loeiza a lavaraz d’he breur : « Ni vezo eurusoc’h eged-oud, en eur vont dre zouar ni welo kalz traou, hag o vont dre vor te na weli netra. — Oh ! Loeiza, eme Herri, me laka e-vezo va beach eurusoc’h eget ho hini, rak me wello Bro-C'hall.

Holy-Rood, palez roeal, amzer zo bet, a zo hirio eur c’hastel koz hanter-zismantret, ha deread dre gement-se ouz ar Vourboned, kouezed ivez euz ho stad euruz. E leac’h kirri alaoured ann Teoleri, n’ho doa eno nemet eur c’harrons louach gopreet gant-ho. Ann demezell Loeiza, pehini a gare kalz ar baleadennou var varc’h, a bae kezek louach dre hanter zeiz, pa felle d’ezhi ober he galopaden.

Pa ieaz ar Vourboned ermeaz euz ar vro, e oe komzet a zevri e touez ar bobl euz a zommou spontuz eat gant-ho enn ho harlu. Eun dervez pe zaou goude e oe gwelet sklear hag hanat ne oa kement-se nemet eur gaou nevez da greski ar bern euz ar geier all. Ar Vourboned var ann tron a rea gant ho madou ar pez a ra ann heol gant douriou ar mor : Ann heol a zav hag a denn douriou ar mor etrezek enn-han evit ho skuilla goude var ann douar e glao hag e gliz, hag ar Vourboned mar ho devoa eun nebeudik madou ebarz ar rouantelez, ho c’hemere gand eun dorn hag ho ranne gand egile etre ezommou ar vro. Er c’hiz-se, eur ministr o veza deut eun devez da c’houlenn digant ann Duk a Angoulem eur zikour bennak evid eur barrez, ann Duk a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, gwall na vezet gan-e-hoc’h, red e vezo d’e-hoc’h dont eur wech all. Boazet ounn a bell-zo da rei bep bloaz d’ar vro ar pez a douchann digant-hi. Ar bloaz a echu hirio, ha va arc’hant ivez ; roet am euz, er mintin-ma, holl ar pez ar choume gan-en ; deuit enn dro var c’hoaz. » Gand ann hevelep boasiou na zastummer ket a denzoriou. Evel-se dispac’h 1830 a bakaz ar Vourboned gozik var netra ; ha ma vije bet lammet digant-ho ar c’hoajou ho devoa pep hini var he hano he-unan dre ar rouantelez, e vijent eat er meaz euz ar vro var ann aluzen. N’hon euz ket klevet en divije Charles X lekeat eur gwennek var gampi er rouantelesiou all ; hag hirio e lekeeur milionou. Charles X a lavare evel guechall he dad koz herri IV : « Ar Rouantelez ha me a zo egiz grek hag ozac’h hor madou a dleomp da vera evit brasa mad hor bugale. » Petra zo kaoz eo kresket ar gwiriou euz a eunn drederen abaoue 1830 ? Ann hanter euz ann dud a zo er c’hargou n’emaint ket enn ho renk, ha gant aoun rak eur chenchamant bennak, en em gemeront pep hini enn he zoare da douza ha da ober ho fellen epad ma ema ann denved etre ho daouarn. Gant mistri natur ar vro, ann traou na iafent ket er c’hiz-se. Madou Roue Franz a zo madou ar vro hag a choum gant-hi.



VI.


DESKADUREZ HERRI V.


Adalek 1830 betek ma teuaz ann dud Roeal da Holi-Rood, ne oa ket gallet heulia var studiou ann Duk a Vourdel, na derc’hel urz ebed enn he labourou. Hogen kentiz ma’z oat digouezet e Holi-Rood, e oe lekeat adarre ar breur hag ar c’hoar var ho c’henteliou, hag evit mad. Ann aotrou Barant a oa karget da ren deskadurez ann Duk a Vourdel, hag ann den fur ha gwisiek-se en devoa dindan-han mistri all, unan evit pep skiant. Mistri ann Duk a oa holl tud a vrezel, nemet ann aotrou Martin, belek, karget da rei d’ezhan he zeskadurez kristen. Chetu ama penaoz e oa reoliet he zervesiou.

Da c’houec’h heur, hanv, gouanv, goude ar beden diouz ar mintin, e vije roet ar gentel da denna d’ann armou. Eur blijadur a oa gwelout ar c’hrouadur o kemer buan-afo he vouch hag he glezeier, hag o tont d’en em ganna ouz eur greunadour var varc’h, unan euz a c’houardou ar Roue deuet d’he heul enn he harlu. Ar c’hrouadur a c’hoarie da vad, hag ann holl a vousc’hoarze o welout he herder hag he ampartis ebarz ann tamm labour-ze. Euz a zeiz heur nemet kart d’a eiz heur ha kart, skol c’hallek hag allamand ; eur c’hart heur da zijuni, ha goude, studi latin beteg nav heur ha kart. Neuze evit diskuiza, ar Prins a ia da zemata he dad koz, da welout he eontr hag he voereb, hag ar re en deuz c’hoant euz a dud he di. Da zek heur, ann trez pe ann desin. Measiou kemeret e Bro-C’hall, pe tachennou emgann a vez roet d’ezhan peur vuia da skeudenni. He blijadur vraz eo, pa gav he du da ober portrejou soudarded. He gartounou a zo leun a skeudennou brezelidi, ehaniou-noz, troiou-ha-distroiou ar wel (e gallek la revue) ; ha pa zigouez offisourien da welout ann dud roeal, ar Prins ho diskouez d’ezho en eur c’houlenn digant-ho ha ne ket er c’hiz-se eo gwisket ar zoudarded e Frans ? mes deuet eo unnek heur ; eur vouezik dous ha laouen a zo klevet o tostaat ; Herri a anavez mouez he c’hoar ; lammet a ra var he arbenn, poket a ra d’ezhi, hag he digas a ra gant-han enn he gambr-studi ; rak ar gentel var ann histor a gemeront ho daou kevret.

Herri a zo envoret kaer, he spered a zo lemm ha eeun, respount a ra bepred gant urz ha beoder. Ar Fransizien a zo bet o welout ar Vourboned enn harlu, a c’houlenne peur-vuia en em gavout var genteliou ar Prins, hag holl e tougont testeni a gement a lavarann.

Da gresteiz, lein ; ha goude lein eunn dro-vale var ar meaz. Da ziv heur, kentel ar varc’hegiez pe ar fesonn da vera eur marc’h. Houn-nez a oa he gentel muia-karet. En em rei a rea d’ezhi gand eun herder hag eun hardisiegez da ober aoun avechou d’ar re a vije o sellet out-han.

Warlerc’h ar varc’hegiez e teue ar c’henteliou all da rei ners guender hag ijin d’ann izili, ho gervel a reer c’hoariou gimnastik. Pa oa Herri e Paris, var vammen ar chans-vad, e oe savet evit-han enn eul leac’h hanvet Trokadero, kement a oa red evit ar c’henteliou-ze. Ama eur wezen a zalc’h leac’h d’ar pez-ijin a oa e Trokadero ; hag eur waz e kreiz eur prad, a zo da lammout dreist-hi. Eul leor, eur wareg eur gurunen lore a zalc’h leac’h da brizou braz Sant-Kloud ; n’euz fors, ann dalvoudegez ne ra netra, ar gounit a ra holl ; hag ama evel e Sant-Kloud, Herri a vez peurvuia trec’h d’he gamaraded iaouank.

Goude-ze e teue ann dennadek pistolen. Adalek he unnek vloaz Herri a ioa eur gwall denner. Goude kentel ar varc’hegiez, ar gentel-ma a oa ann hini da behini en em roe gant mui a dan. Eun den iaouank euz a Vro-Zaoz, bet och he welet er bloaz 1831, a lavare penaoz he vestr-tenner, ann aotrou Delavillat, a renke alies stleja he skolaer d’ar gear pa vije deut ar mare da vont kuit. « C’hoaz eunn taolik, aotrou Lavillat, eme ar c’hrouadur, oc’h he vriata, ann diveza e vezo, ma n’her mankann ket. Paon !... Chetu hen manket ! Na helleur ket echui er c’hiz-se ; o nann ! Ann taolik ma c’hoaz, ha kredit ne vankinn ket » ha ne vanke ket. Ha neuze e teue d’ar gear rubin ha laouen.

Mare ar vern-vihan a zigoueze e kreiz ar c’hoariou-ze ; mes ar pred ne bade ket pell. Diou gentel c’hoaz, unan var daolen ar bed, pe ar geografi ; heben var ar prezek saoz, ha chetu great ann devez labour. Seiz heur a zon, hag Herri en em gav e kreiz he dud da zibri koan. Ha goude koan, epad ma’z a ann dud roeal d’ar zall-veur, petra ra ann Duk a Vourdel ? Dousaat tristidigez he dud, dre he c’hoariou hag he veoder ; ober kant goulenn divar benn Bro-C’hall ; kestal evit he beorien choumet var he lerc’h eno, hag evit peorien Edimbourg, pere en em erbede alies da vugale Sant-Loeiz, mad ha trugarezuz e pep leac’h ; striva gant he c’hoar, da c’houzout piou a raje mui a blijadur d’ho zad koz meurbed doujet, d’ho eontr ha d’ho moereb, evit ober d’ezho ankounnc’haat ho stad enkrezuz, eur pennadik da vihana. Chetu penaoz e tremene Herri ann heur ziveza euz he zervez. Neuze eun tammik levenez, evel eur bann-heol dilammet a dreuz d’ar c’houmoul tenval, a bare var dal ar roue koz, stouet d’ann douar peurliesa gand he venosiou trist. O welout o tigeri, evel ar bleun nevez, spered kaer he vab bihan ; o klevout euz a c’henou ann aotron Barand he-unan peger buhan e teske ; o lenn e barz ar galounik iaouank-se evel enn eur feunteun sioul ha skler, hag o welout ne zave eno nemet sonjou nobl, hag ioulou huel, ar Roue koz, kollet he gurunen gant-han, a gave c’hoaz en devoa da drugarekaat Doue enn he walleur. He zaouarn en em astenne da venniga mab ha merc’h ann Duk a Verri, pere a rea d’ezhan eur joa ken dudiuz, hag he galoun a lavare d’ezhi he-unan da bep mare : « Bro-C’hall a ouezo eun devez, petra ’dall va mab bihan. » Da eiz heur hanter ann Duk a Vourdel a lavare a vouez huel ar pedennou diouz ann noz, hag he gerent, var ho daoulin, hen responte. Ar c’hrouadur a ie neuze d’he wele, e pehini e kouske dousoc’h ha kaletoc’h eget na rea meur a hini all e palesiou he dud koz e Paris.


————


Evel-se e tremene ann amzer e Holi-Rood, peoc’huz braz, hag eun tammik melkoniuz ; mes ar velkoni-ze, evel ma hon euz gwelet e devoa he dousteriou. Ar vuez didrouz-se a oa rag-eeun ar pez a felle evit lakaat ar Prins da zeski gwell-oc’h-gwell. Ann holl a oar pegen talvoudek eo d’ar vugale ober ho studiou pell diouc’h trouz ha diouc’h safar ar bed ; ha chetu perak ho dastumer peur liesa ebarz ann tiez distro-ze, pere a zo bet gwechall klostrou santel ha tiez ar wisiegez. Ar plant iouank ha tener na reont ket a vrud pa vent lezet re dirak ann avel pe dindan ar c’hroez. Goude holl, ne oa ket leac’h da gaout aoun e vije ar vuez distro-ze enouuz evit eur c’hrouadur ken beo ha ma oa Herri ; rak da bep mare e tigoueze e Holi-Rood beachourien euz a Vro-C’hall, ha Doue a oar pebez plijadur en divije ar Prins o kaozeal gant-ho, hag o kemer he genteliou dira-z-ho. Da bep mare ivez e vije great troiou bale pell pell dre vro Skos, ken evit rei mui a zigor da spered ar c’hrouadur, ken evit dougen he galoun mui-oc’h mui e trezek ar mad ; rak neuze e kave bepred ann tu da ober eunn drugarez bennak.

Chetu ama penaoz e komz ann aotrou ar beskont De Conny euz ann traou en devoa gwelet ha klevet pa oa bet o welout ar Vourboned enn ho harlu. « Kemennet a oe, eme-z-han, d’ann Duk a Vourdel e oa digoezet Fransizien hag ho devoa c’hoant braz d’he welout ; va daou vab a oa gan-en. Ar Prins a ziredaz d’hor c’havout, hag a astennaz he zournik d’e-omp enn eun daill dudiuz. « Euz a Frans e teuit, eme-z-han, hag hep dale e tistrofot da Frans ! Euruz ar re a zo o choum e Frans ! » He spered hag he galoun a zo e Frans ; enn he studiou hag enn he c’hoariou, hano Bro-C’hall a zo bepred enn he c’henou. Daou dra dreist holl a zo eat doun enn he envor hag a ra plijadur d’ezhan komz anezho ; enn dro vale great e ti-skol Sant-Cyr, hag eur gwel great da bark ar c’hanoliou e Vensenn. Gouzout a rea hanoiou eur maread skolaerien euz a Zant-Cyr. Va mab a oa bet e skol ebarz ann ti-ze, hag ar Prins a choume heurvesiou hed-ha-hed da gaozeal gant-han var ar pez en devoa gwelet e touez ar skolaerien-brezelidi-ze. Goude-ze e tanevellaz ivez d’e-omp, evel pa her gwelje, doareou park Vensenn, ha pet heur en devoa tremenet o sellout ouz ann dennadeg kanoliou.

Enn he studiou-peinturach e kaver c’hoaz ar zonjen a behini eo karget he spered : taoliou lagad var mesiou Bro-C’hall, portrejou soudarded, kezek, armou, kampou, emgannou, chetu ann traou a gar da skeudenna dreist holl. « Me roio d’e-hoc’h, eme-z-han, eur portred skeudennet gan-en, eur greunadour eo euz a c’hward ar Roue. » Neuze e tigoraz eunn doug-paperiou e pehini e oa meur a bortred evel-se, lavaraz : « Sellit, aotrou, na brao oant-hi, ar c’hreunadourien-ze ! oh ia ! ho c’harout a reann, hag hi em c’hare ivez ! » Ha gand eun herr dispar, e hanvaz d’inn holl rejimanchou ar ward, e lavaraz d’in hanoiou ann offiserien ha re eun niver braz a zoudarded. Eun dervez goude beza kaozeet pell amzer gan-en divar benn ar ward-ze ker feal d’he Roue, e sao enn eun taol kontr, hag o kas ac’hanoun d’ar penn pella euz ar zal-vraz, e tiskouez d’in eur c’hi, pehini ker kent ha ma her gwelaz a lammaz d’he lipat adalek ar penn betek ann troad. « Ha gouzout a rit-hu perak e-karann kement ar c’hi-ma ?... Bet em euz-hen digand eun offisour a drived rejimant ar ward. Ki ar ward e oa ; pa zeue ann tremen-wel, kentis ha ma kleve ann daboulin o seni, e tiskenne hag e lampe da heul ar greunadourien. Choum a rai gan-en-me bepred. »

Eur weach e lavare d’in : « Me zo bet euruz er mintin-ma ! Mont a reann d’am skol-marchegiez ; enn eur dreuzé ar ru e pehini emoc’h o choum, ez ounn en em gavet gand eur rejimant, hag ar meuzik en deuz c’hoariet ann ton : Herri Pevar. N’hoc’h eus-hu ket he glevet ? me zonje d’in e oann e Bro-C’hall. »

Setu ama ar zon. [4] Eur weach all e c’houlennaz digan-en ma oann bet o welout ti ann armou e Loundrez ! « Bet ounn, eme-ve, hogen Prins, mar d-it di eun devez, c’houi ho pezo poan galoun o welout eno daou ganol euz a Vro-C’hall. — Kanoliou gall ! — Ia, va Frins, daou ganol kemeret var-n-omp e emgann Crécy. — Ne fell ket d’in ho gwelout ! ne d’inn ket da di ann armou e Loundrez. Hogen mar bez brezel, ha ma kar ar zaozon digas hor c’hanoliou gant-ho, ni ho c’hemero endro, ha neket-’ta, ni ho c’hemero endro. »

Chetu aze ar c’hrouadur a zo bet harluet euz he vro da zek vloaz ! Mab Bro-C’hall a zo deut da veza bugel ann harlu ! Ar re ho deuz he gaset kuit, ho deuz gallet bruzuna ar gurunen var he dal ; met eun dra en deuz bet digant Doue ha na oufent bikenn da lemel digant-han, ar galoun C’hall-ze deuet gant-han var ann douar, hag a choumo enn he greiz keit ha ma vervo eur veraden c’hoad enn he wazied. »

Ann Aotrou De Conny, evel hon euz lavaret, a ioa he zaou vab gant-han. Unan anezho, ann Aotrou Leopold De Conny distro da Frans a gomze alies gand ioul vraz euz a eur gentel marc’hegiez a gemeraz ar Prins dira-z-han ha dirak kalz a Fransizien all. Kentis, eme-z-han, ha ma oe digouet ar Prins e klostr ar varc’hegiez, e oe digaset d’ezhan eur marc’h, eun dibr saoz var-n-ezhan hag hep stleukou. Ar Prins a lamm var-n-ezhan ken ez ha ker skanv ma vousc’hoarjomp holl gand dà. He daol lagad a ioa lemm ha steredek, lavaret ho pije e oa o vont da ober ar gwel var eur rejimant Fransizien. Ar gentel a zeraou : ar mestr-floc’h, ann Aotrou Ogerthi n’en deuz ket kalz a dra da lavarout d’he skolaer, pehini, diouc’h ma welemp, en devoa c’hoant braz da denna d’ezhan meuleudiou ar re a oa o sellout Fransizien gozik holl.

Pa fellaz d’ar Prins ober d’he varc’h mont etre ar pilierou, en doe forz da ober ; ar marc’h a zave var he dreïd a-dréd, en em daole a gostez, mes na hellaz morse dizipra he varc’hek dizaouzan. Gwelout a reamp dremm ar Prins o tana mui-oc’h-mui, he zaou-lagad o steredenna, mall a oa gant-han dont abenn euz ar pek-gourenn-ze ; ha dont a reaz gant-han. Goude beza drasklet ha dibadet he walc’h e oe ret d’ar marc’h plega hag ez eaz ebarz ar pilierou. Ann drid-levenez a baraz neuze var dremm ar Prins iaouank, ha ni a straklaz hon daouarn var he wiziegez ha var he zalc’h-mad.

A veac’h eo eat ar marc’h kenta er meaz, ma tigaseur eun all. He-ma a oa ners ha buez holl. Ar Prins a dlie mont var-n-ezhan da lammout dreist ar c’hlouejou. Ar mestr-floc’h na lez ehan ebed gand ar c’hrouadur ; Herri, evit lavarout mad, ne ra nemet tremen divar ann eil marc’h var egile, ha koulskoude ne ziskoues tamm ebed e ve skuiz. Pa lavaraz ar mestr e oa pred ober al lamm, eur c’hlazennik a dremenaz var dremm ar Prins. Ar wech genta a oa houn-nez d’ezhan da lammout, hag ar gloueden e devoa pevar zroatad huelded. Neuze me dostaaz hag a lavaraz d’ezhan : « Hag aoun en defe Herri a Frans dre zarvoud ? Aoun, eme-z-han gant herder ; me aoun ! n’em euz gouezet biskoaz petra eo ar ger-ze. » Hag evit diskouez d’in e lavare gwir, e tro kein, e laosk he varc’h d’ann daou-lamm, ha tre dreist ar gloued.

Lavaret am euz ne oa ket a stleukou gand ar Prins ; eur poulzadik e kostezaz var ann dibr, mes hep dale e pakaz he bloum. Ar marc’h a zalc’haz da redek, a reaz he dro hag a lammaz eun eil gweach dreist ar gloued. « Ac’han’ta, aotrou, eme ar Prins d’in-me, ha kredi a rit-hu em be aoun ? »

Ann Asamble nasional a c’houlenne gwechall ma vije great bep bloaz d’ar bobl eun danevell var ann deskadurez a vije roet da vab Loeiz C’houezek ; mad ! dre eun taol great evel espres gant Doue, deskadurez ann Duk a Vourdel en em gave er c’hiz-se e gwel ann holl. Heuliet ha spiet eo bet gand mui a dud e Holi-Rood, eget na vije bet e palez ann Teoleri. Rak kement den a zigoueze eno euz a Vro-C’hall, ken roealist ken liberal, a vije lezet gand joa da welout ar Prins war he genteliou.


————

VII.


(1832)


ANN DUK A VOURDEL A RA HE BASK KENTA.


Meur a viz a ioa, e vije roet d’ann Duk a Vourdel, oc’hpenn he studiou pemdeziek, kenteliou all kalz talvoudusoc’h, pa ’z eo gwir e tlient hel lakaat e stad da ober ar c’haera tra en deuz eur c’hrouadur kristen da ober var ann douar. Lekeat e oa en divije great he bask kenta d’ann daou a viz c’hoevrer 1832, gouel Maria ar goulou.

Eun aotrou euz a Vro-C’hall pehini en em gave e Holy-Rood d’ar mare-ze a gomz evel-henn var ar pez en deuz klevet ha gwelet he-unan. « Derc’hent ann devez kaer-ze, eme-z-han, ar prins iaouank abarz mont da gousket a ziskennaz e kambr he dad koz ; hag eno, var bennou he zaoulin en deuz goulennet ha bet ar vennoz ar vrasa hag ann denera a oufe bikenn beza roet. He dad koz, he eontr hag he voereb her bennige var eun dro. E kreiz ho esmaë hag ho daelou, e klevemp ar brinsed diseuruz o lavarout d’ezhan : ped mad, ped dreist pep tra evit Bro-C’hall !

Eul leor e ve ret da ober evit lavarout holl ar c’homzou mad hag ann traou kalouniuz a weljomp enn noz-se hag enn deiz varlerc’h. Ar c’hrouadur-ze benniget gant Doue, dreist he oad e pep tra, a ieaz d’ann devez kaer-ze enn tu all c’hoaz d’ezhan he-unan, dre he zonjou, dre he gomzou, ha dre ar merkou a roe e pep giz euz he feiz hag euz he garantez evit Doue. Ar c’hardinal Latil, mignoun braz Charles X, a lavaraz ann offeren. Araok ar gommunion e reaz eur brezegennik d’ar prins hag a achue dre ar c’homzou-ma : Mab Sant Loeiz, dorn Doue ra ho kunduo bepred ! Eur gomz henvel tost da vad a oa bet lavaret da Loeiz c’houezek var ar chafot. [5] Mes ar belek a gennerze ar roue santel da vervel a zelle ouz ann env, hag ann hini a roe ar bara a vuez d’he niz-bihan, a zelle ouz ann douar, var behini e wele o tigeri dirag ar c’hrouadur eun hent rust ha tenn, ha pell etre ann daou benn anezhan.

Goude al lid, ann dud roeal, enn eul lod, a c’hortoze ar c’hrouadur euruz ; holl ho deuz poket d’ezhan oc’h he starda gant teneredigez var boull ho c’haloun. Varlerc’h dijuni, a roue koz a c’halvaz d’he gambr ann Duk a Vourdel ha he vistri. Trugarekaat a reaz ar re-man euz ho foaniou hag ho labourou akeduz ; ha neuze e lavaraz d’he vab bihan gand eur vouez nobl ha karantezuz : « Krouadur ker, ar vuez a zo tonket d’id gand Doue a hell beza huel a stad, ha da zleadou diez da ober, mar santez bikenn ar boez euz ann trubuliou, euz ar poaniou a ia bepred da heul ar renk-ma oud ganet enn-han, ar zonj euz ann daou a viz c’hoevrer a raio nerz d’id. »

Ar c’hrouadur tenerreat beteg ann daelou a vokaz da zourn he dad-koz. — Unan bennak o veza neuze goulennet digant-han, petra felle d’ezhan e vije lavaret euz he berz d’ann dud vad ho devoa pedet evit-han e Bro-C’hall, da gen ann dervez kaer-ze : « Fallout a ra d’in, eme Herri, e ouifent holl, oun leun a anaoudegez vad evit-se, ha n’am euz ket ho ankounac’heat ken nebeut dirak Doue. Mar d-eo bet selaouet ma feden, Doue a vennigo Bro-C’hall. »

Bete neuze Charles X en devoa difennet mad ouc’h he dud lavarout ann disterra tra d’he vab bihan var varo ann duk a Verri ; kement a aoun en devoa na vije en em risklet e kaloun ar c’hrouadur re iaouank c’hoaz, drouk-vennoz pe gasoni ouc’h he vro, o klevout e oa maro he dad dre zourn eur Gall, siouaz ! Da zeiz he gommunion eta, pa oa ar c’hrouadur leun euz he Zoue ha prest da bardonni evel-t-han, e teuaz he dad-koz he-unan da lavarout d’ezhan penaoz en devoa kollet he dad.


————


Lavaret hon euz penaoz ar prins a rea alies troiou bale var ar mesiou, ken evit digor he spered d’ar skianchou, ken evit digor he galoun d’ann drugarez. Hogen mab bihan Herri pevar a ioa neuze paour he-unan. Ann tamm leve en devoa great d’ezhan ar roue Charles X pa oant e Frans, ne vije mui paet nemet eur wech ann amzer. Koulskoude he dud a roe d’ezhan da bep mare eun nebeudik arc’hant. Eur feson a oa houn-nez d’ezho evel eun all da ober ann aluzen, rak gouzout a reant penaoz daou zorn Herri a oa bepred digor evit soulaji ann dud-keiz ezommek. Abarz kuitaat Lulworth e oe anavezet enn doare-ze he valeadennou trugarezuz. Evel-se, o veza eat eur wech da welout prizoniou Dorchester, e kavaz eno floderien geaz euz a Vro-C’hall, marteze zo ken euz a Vreiz-Izell, hag hi enn eun dienez vraz. Rei a reaz d’ezho holl ar pezik a oa gant-han, hag e pedaz ker kaer ha ken stard ma vijent lekeat enn ho frankiz, ken a oe ret-mad rei he c’houlenn d’ezhan. Divroet he-unan e kave d’ezhan beza great eun taol kaer o kas evel-se he gen-zivroidi d’ho bro. Abaoue ma eo deuet da Holy-Rood, pet gwech n’en deus-hen ket digemeret ha sikouret e pep giz martoloded Gall taolet var ann aochou-ze, ha kollet gant-ho ho listri hag ho madou. Pa n’en divije mui netra da rei, e keste evit-ho. Ann dud keiz-se a gimiade out-han ann daelou enn ho daoulagad, ha kant sonjezon enn ho spered. Envori a reant, hep mar, var ar vadelez a Zoue pehini e devoa kaset d’ar broiou pell-se pensead eur revolusion, evit digemerout ha frealzi penseidi ar mor.

Chetu ama eun dro-vale gaer a reaz Herri e bro ann Higlanderiz, e mis gouere 1832. Ann higlanderiz a zo eur bobl-tud kalounek euz a vro Skos var-zu ar zao heol anezhi, ha brudet braz dre ho fealded a-wechall da wenn roeal ho rouaned koz, gouenn ar Stuarded, didronet ivez brema ’z euz kant hanter kant vloaz gand ar re a ren hirio e Bro-Zaoz ; Bruded dreist pep tra dre ar brezeliou kaer a rejont evit esaat lakaat var dron he dud koz ho frins iaouank Edouard, berad diveza euz ar goad Stuard, evel ma eo brema hon Herri-ni ar vronsen diveza euz ar wenn Bourbon, kenta brank.

Ar gentel genta a gavaz ar prins var he hent, a oa roet d’ezhan gand Mari-Stuard, ar rouanez vad-se, savet gan-e-omp e Frans, bet rouanez var-n-omp, hag a ouelaz ken dourek pa renkaz hor c’huitaat. Koz-vogeriou kastel Lochwen a zigasaz sonj d’ar prins euz a walleuriou ar rouanez geaz-se pehini a oa bet prizouniet enn-han gant he c’heniterv Elizabeth, hag euz a behini ne zeuaz er meaz nemet evit mont d’ar maro. Ar prins o klevout ann traou-ze a chenchaz liou eur pennadik, rak gouzout a rea e oa kemeret neuze he Vamm enn Naoned, ha kaset ivez d’ar prizoun da gastel Blai.

O kuitaat kastel Lochwen, ar prins a ie war-zu Dunkeld, gwechall ker benn rouantelez goz Kaledonia. Edo peuz-tost d’ar gear-ze pa glevaz o seni a-bell binviou ha kerniel-bombard e c’hiz ma zo er vro. Ann Higlanderiz a oant gwisket enn ho c’haera ; var ho fenn ho zokou brezel gwarniset a blun ; var ho diskouaz ho mintili marellet, ha diouc’h ho gouris ho c’hleze ken doujet hanvet klaimour. Arao-z-ho e kerze eun den koz ha meurbed enoruz, hanvet Mak-Gregor, a behini ar bleo gwenn hag ann tal huel a zigase sonj euz ar varzed a gane gwechal e pales Fingal. Neuze e c’hoarvezaz eno eunn taol-arvest hag a dennaz daelou euz a veur a lagad. Chetu penaoz e oa great ann dro. Mak-Gregor a oa bet en em gavet gand ar c’hrouadur epad ma edo hema o sellout gand aked ouz al lammou dour a zo e kichen Dunkeld, hag a ra, o koueza, eun trouz solenn ha spountuz. Dremm vad ar c’hrouadur hel lekeaz souezet, hag e c’houlennaz piou e oa. Kentiz ha ma klevaz en devoa dirak he zaoulagad heritour ar Vourboned, ar wenn vraz anavezet e pevar c’horn ar bed, e redaz a benn-kaer da eur stroll Higlanderiz a oa oc’h ober eur fest e kichen eno, da lavaret d’ezho piou en devoa kavet. Goulenn a reaz ha na oa ket mad enori e persounach ar c’hrouadur-ze ar wenn huel-ze a rouaned, mignouned a viskoaz da Vro-Skos, ha skoazellerien feal ar Stuarded gwechall. Eur iouaden hag eur strakl daouarn euz a berz ann oll en devoe evit respont. Ann henvelidigez anat a oa etre stad prins Edouard evit pehini ho devoa tud koz ann dud vad-ze skuillet ho diveza berad goad a daolaz e kalonou ann holl esmaë ha teneredigez. Mennout a rejont enn eur vouez ma vije kaset eur gannadur da gaout ar beachour roeal, evit he bedi da zont d’ar gouel. Herri a zeuaz gant-ho laouen, hag hep dale e tigouezaz enn ho zouesk, Mak-Gregor oc’h he gas dre an dourn. Eun tarz iouc’hadennou hen digemeraz, ha meur a zaelaouen a redaz e kuz var ziou-chod ar vrezilidi-goz, o sonjal enn ho frins Edouard. Mestr-merer ar fest a gemeraz neuze eur pot-pri leun a wiski (evach ar vro), hag a zikargaz eun tasad anezhan. Ann holl, pep hini d’he dro a evaz euz ann tas-se, evel ma eo ar c’hiz koz ebarz ar vro d’hen ober pa zigemereur eun hostiz bennak a zoare ; mes pa gasaz Herri ann tas d’he c’henou, eur bomm iouc’hadennou evel eun tarz kurun a zavaz beteg ann env, da zouheti d’ezhan iec’hed, buez hir, hag eur-vad enn he oll oberiou.

Goude kement-se ar prins iaouank a ieaz gant-ho da welout ho c’hoariou brudet, c’hoariou braz ha nerzuz evel ma rea gwechall-goz ar baotred-vad ; gournerez, rederez, ann taol-mean-pouner, hag er fin krogad ar Vombarderien.

Pa oe achwet ar c’hoariou, Mak-Gregor a gomzaz evel-henn :

« Krouadur burzuduz, ra zevenni hep dale ar gefridi en deuz roet Doue d’id oc’h da lakaat var ar bed ! Ra zeui pelloc’h ann dud dall ho-deuz da belleat da anzao ho fazi hag ho dislealded !

Eun deiz, da bobl, skuiz gant he zispac’hiou, a c’halvo, euz he holl galoun, eal-mad he zilvidigez. Gwelet e vezi neuze enn he greiz evel eun Eal a beoch hag a wir Frankiz.

Pobl touellet, anavez pelloc’h da vad gwirion ; anavez da vestr iaouank. Sell hepken out-han ; ha ma na gredez ket d’he vertusiou a grouadur, goulenn digant Mak-Gregor ar c’hoz ; goulenn digant ar vrezelidi-ma a rofe hirio ho goad evit eur prins n’ho deuz gwellet nemet eur weach, ha na welint mui taol-chanz. Ann earedigez koant anezhan, he ampartiz ho deuz skrapet ho c’halonou.

Krouadur brudet, kea gant da hent ; kount var zourn Doue ; mes kount ivez var-n-oud ha var da wir vignouned.

Mak-Gregor a varvo laouen hag euruz, mar klev lavaret oud digouezet er stad huel miret d’id gant Doue. »

Neuze ez ejont oll da ambroug ho hostiz iaouank, hag ar prins o kregi a gleiz hag a zeou enn ho daouarn kaled a astennent d’ezhan, a lavaraz d’ezho : « Kenavezho, tud vad, tud kalounek, na hellin mui birvikenn ankounac’haat Bro-Skos, ar merkou a garantez hoc’h euz roet d’in, ho deuz skrivet he hano enn douna pleg euz va c’halon, kenavezo ! »


————


Eunn dervez bennak goude kement-man, ann Duk a Vourdel en em gave var gad-lann Kulloden, pe er c’hiz all, var ann dachen vrezel e pehini e kollaz ar prins Edouard ar victor hag he gurunen.

Ar prins Edouard, heritour ar Stuarded, en devoa dija gounezet diou victor gaer, var ar Zaozon ; hag eat e oa zoken e penn he Higlanderiz, beteg Derbi, tregont leo hepken diouc’h Loundrez, pa gollaz emgann Kulloden, ha gant ann emgann-ze, he oll esperans ha gwir ar Stuarded. Tra eston ! Diou victor euz ar re gaera n’ho doa ket gallet harpa na startaat gwir ar prins kalounek-se, memes e rouantelez Skos he vro, hag eun emgann dizeur, e pehini zoken n’ho devoa ket bet amzer he dud d’en em zifenn, a ra d’ezhan koll enn eun taol teir rouantelez hag he gurunen evit bikenn. Petra oa kaoz a gement-se ? He c’houarnour hen diskleriaz da Herri, var ar leac’h memes. Ann taoliou teod hag ann taoliou pluen a reaz muioc’h a zrouk d’ar Stuarded eget ann taoliou kleze. Tud fallakr ha difeiz a laboure pell a oa da zikrial ar wenn roeal-ze e sperejou ar bobl, hag ar bobl touellet, en devoa pridiri ha gozik aoun oc’h anaout ar prins Edouard evit roue. Gwir ha vaillantiz enn eur prins n’int ket awalc’h eta evit sevel eur gurunen gouezet, ret eo aoza d’ezhan ann hent euz ha bell, diskulia fallagriez he enebourien, dizlavarout ho geier, divanega daoulagad ar bobl, ha diskouez d’ezhan e pe du ema he vad gwirion. (Ar pez a zo c’hoant da ober el leorik-ma). Epad ma selle Herri ouc’h ann dachen-vrezel-ze, trist hag envoruz, eur c’hrenn baotr divar ar meaz a gennigaz d’ezhan daou volod a oa bet kavet eno doun ebarz ann douar. Ar prins ho c’hemeraz gand anaoudegez vad, hag ho miraz bepred evel eur relek kanvouuz euz a emgann Kulloden.

O kuitaat kad-lann Kulloden, ann duk a Vourdel a ziskennaz eur pennadik e kastel Baladrum, maner ann dudchentil Steward. Ar re-ma hen digemeraz gand enor ha levenez. Pa ’z eaz kuit, demezell Stewart a gennigaz d’ezhan eur boked great gand bleun-askol, roz, ha lili, ar pez a ziskoueze e karjent gwelout ato unanet ann teir bro skeudennet dre ar bleun-ze, Bro-Skos, Bro-Zaoz, ha Bro-C’hall. C’hoariou a galoun a berz merc’hed iaouank a ioa kement-se ha netra ken ; rak boked ebed na hell bleunia e kichen rozen Bro-Zaoz : hou-ma a gas gant-hi ato ha bepred, holl domder ann heol, holl c’hliz ann env, hag holl zruzoni ann douar.

Hor beachourien a arruaz eur weach enn eun hostaliri hanvet Tynderum e rann-vro Argila. Ann hostaliri a oa pinvidik hervez doare, hag e oe roet d’hon tud eur zal gwarniset a daolennou kaer. Kerkent Herri a lammaz da zellet out-ho, da welout hag hi a oa great mad. Ann daolen genta a ziskoueze eun demezell iaouank enn eur prizoun, gant diou itroun euz a bere unan a henvele beza mamm d’ezhi. Ann demezell ho zerviche gand eun aked hag eun deneridigez ar vrasa. Enn dro d’ezho ne oa nemet paourentez hag ar boan spered a bare var ho dremmou, nobl kouskoude ha kaer da welout. Ann demezell he-unan na ouele ket, klask a rea e pep giz disc’hlac’hari ann itrounezed. Herri o veza spiet mad ann daolen a lavaraz gand esmaë : Va moereb eo ! [6] Ann eil daolen a oa c’hoaz kanvaouusoc’h : diskouez a rea eun nebeud tud, skerbou trikolor gant-ho, ha re all klezeier, kountelli ha pikou enn ho daouarn. Diframma a reant eun den digant he dud beuzet enn ho daelou, evit he gas d’ar c’hillotin. Ann den-ze leun a galoun hag a zentidigez ouc’h ioul Doue, a zave he zaou lagad var-zu ann env, hag a henvele lavarout : Va Doue, pardounit d’ezho evel ma pardounann va-unan. Ar c’hrouadur a lavaraz kentiz : va eontr koz eo ! mont a reaz d’ann daolen all, ann deirvet. Enn hou-ma e oa eur zal gaer, sklereet ha kinklet evit eur fest, eun den, iaouank c’hoaz a welet var eur gwele a boan ; he dud enn dro d’ezhan a ioa evel strafillet, hag ar goad a rede a boulladou euz eur gouli doun great enn he galoun. Ama ar c’hrouadur en em lekeaz da ouela ; anavezet en devoa maro trist ann Duk a Verri he dad.

Ann dudchentil a oa gand ann Duk a Vourdel na lezent netra gaer, netra vraz da vont ebiou, hep ober d’ar Prins teurel evez var-n-ezhan ; diskouez a reant d’ezhan er c’hiz-se nann hep ken oberiou ann dud, mes dreist pep tra oberiou Doue, enn eur vro e leac’h emaint ker braz. He gas a rejont eta da welout eul lenn vrudet, hanvet lenn Asv ; hag ober a rejont zo ken eun dro vale var-n-ezhi. Ar vag a neue goustadik ha didrouz, o lezel var he lerc’h eun antik eon-gwenn pehini en em zismantre kerkent evit bikenn, evel ar roudou a lezomp var hol lerc’h, o kerzet dre ar vuez-man. Ar measiou tro-var-dro al lenn a oa brao, mes sioul hag evel maro. Eur gorzennik voged a zave gant poan enn ear ; dont a rea euz eul lojennik baour a welent var lein eur roc’h, evel eur galzenn marr. Ar vag, na petra ’ta ? a dro etrezek eno. Herri a lamm er meaz ann hini kenta, hag a red a raok he dud d’al lojenn. Mont a ra ebarz he-unan, hag o veza ne wele den e teue er meaz, pa glevaz, enn eur c’hoignik tenval, evel klemmaden eun den klanv, o trei var he wele. Peleac’h emoc’h eta, eme ar c’hrouadur, ha piou oc’h ? Histor ar c’hlanvour na oe ket hir : Mak-Antir a oa he hano, ha dek vloaz a ioa ma edo var ar gwele-ze dalc’het gand ar remm. E keit-se ec’h arruaz ar c’hrek, hag ivez ar beachourien all. Herri a c’houlennaz diouc’h-tu he ialc’h digant ann Duk a Zamaz, rak evit enn he hini he-unan ne oa mui nemeur a dra : abarz mont e beach en devoa kaset da beorien Frans, hen hag he c’hoar ar pez a arc’hant ho doa gellet da zastum. Epad ma lekea e dourn ar c’hrek eunn tri pe bevar fez aour, e tigouezaz enn ti eur meneziad hag a ioa bet e fest ann Highlanderiz enn dervez ma oa bet digemeret ar Prins gant-ho. Hen anaout ar reaz hag e lavaraz da Vak-Antir piou e oa. Ret a oe raktal ellumi ar goulou, rak ar c’hlanvour a renkje gwelout a barz mervel, mab bihan ar Vourboned. Ar c’hrouadur a dostaaz ouz ar gwele, ha Mak-Antir ann daelou enn he zaoulagad a astennaz eun dourn hanter zizec’het gand ar c’hlenvet : ar c’hrouadur her gwaskaz etre he re, evel pa en divije bet c’hoant da rei lod d’ar c’hlanvour koz euz ar vuez beo-buezek a rede enn he wazied. Digaset e oe eur podad wiski var al lec’h ; gant ann tas hepmiken a oa enn ti, ann holl a evaz beb eil tro ; ha divar muzellou fresk ha livrin ar c’hrouadur ann tas a ieaz var re spinac’het ann Highlander keaz dare da vervel. Petra vanke da eunn arvest ker kaer ? eur Walter-Skott evit he skriva, hag eun Osian evit he gana !

Nebeud amzer goude ann dro-vale-ze, ann dud roeal a guitaaz Holy-Rood, ha Bro-Zaoz. N’ho devoa mui re a fisians e gouarnamant Bro-Zaoz, mignoun ha komper gouarnamant Loeiz Felep, dreist pep tra goude ar pez e devoa great ann Dukez a Verri evit esaat lakaat he map var dron he dud koz. Digemer a rejont eta kennik mad Impalaer ann Aotrich, pehini ho fede da zont enn he stadou. Pa oe klevet e tlie ar Vourboned kuitaat ar vro, ann holl a oe glac’haret er gear a Edimbourg. Rak ar Vourboned a oa bet eno ar pez ma oant e Pariz, mad ouz ar beorien ha karantezuz e kenver ann holl. Ar bobl a lavare : « na welimp mui eta dre hon ruiou ar paotrik bleo melen-ze kel livrin ha ker gae ; he galoun-vad hag he spered lemm a rea plijadur da gement hini a her gwele, hag he zourn a wie dija rei evel eur Bourbon ! » Mistri kear, gand ar mear enn ho fenn, a ieaz d’ann ugent a viz gwengolo da ober ho c’himiad d’a Charles X, hag ar c’homzou mad a leverjont ken dre c’henou ken dre skrid, a achue dre ar geriou-man : « Sir, hor spered hag hor c’haloun gand ar gwestlou ar re denerra ken evid-hoc’h ken evit ho tud, a iello d’ho heul daoust da beleac’h ez eot. Ëuruz pe dizeur, perz mad a gemerimp bepred enn ho stad. Fisianz hon euz, ha kredi mad a reomp e vir ann Aotrou Doue eurusoc’h deisiou d’ar Prins iaouank-se, e pehini e welomp o tiwan doareou ha vertusiou deread ouz mab bihan Sant Loeiz, hag ouz heritour ar wenn roeal-ze pehini a bign da bevarzek kant vloaz. »

Charles X a oe tenerreet holl o welout ar stad a rea ann dud vad-se anezhan. Mes he zrid-kaloun a oe brasoc’h c’hoaz, pa gavaz var he hent, en eur vont er meaz euz ar c’hastel, holl vourc’hisien Edimbourg, braz ha bihan, paour ha pinvidik, hag eun niver braz a dud a ziaveaz, deuet eno euz a ugent leo tro-var-dro, da welout eur weach c’hoaz ann dud roeal a Frans, ha da gimiada out-ho. E porz Leith, e pehini en em lestraz Charles X, ann Duk a Angoulem hag ann Duk a Vourdel, ann ingroez a oe souezuz. Ha pa zistagaz euz ann aot ar vag pehini ho douge d’al lestr braz hanvet United Kingdom, kant mil mouez var eun dro a gasaz d’ann env ar c’hri hag ar beden galounek-ma : God sav the king ! Doue savetait ar Roue ! Ret e oe da Charles X beza gopreet al lestr-se divar he goust he-unan. Rak ne gleve respont ebed digant gouarnamant Bro-Zaoz digant pehini en devoa goulennet eul lestr evit mont d’ann Allamagn. Pa arruaz lestr ar c’houarnamant e porz Leith, ar Brinsed ho devoa dija treuzet ar mor. Evel-se trenkijen gouarnamant Bro-Zaoz e kenver ar Vourboned euz ar brank henan en em ziskoueze beteg ar fin. Gant ienien e oant bet digemeret e Weimout e 1830, ha gant ienien int ambrouget euz a borz Leith e 1832.


————

VIII.


MARI-KAROLIN
PE ANN DUKEZ A VERRI ER VANDEA.


Epad ann daou vloaz ma eo bet ar Vourboned e Bro-Zaoz, a veac’h hon euz klevet eur weach bennak komz euz ann Dukez a Verri. E peleac’h edo eta mamn ann Duk a Vourdel epad ann amzer-ze ? E Londres, enn Itali, e Marsailla, enn Naoned. Mamm Herri a ioa mamm ha rouanez adaleg ar penn beteg ann troad, ha ne gave ket gant-hi e oa dleet d’ezhi lezel kurunen he mab var ann douar, hep esaat he assevel dre gaer dre hek. Histor burzuduz he foaniou ne vezo ket lekeat ama ; re vraz e ve al leor.


————

IX.


AR VOURBONED ER GEAR A BRAG.


Epad ma kemeret ann Dukez a Verri e Naoned e 1832, he bugale geiz Herri ha Loeiza, a zigoueze euz a vro Skos e stadou ho eontr koz, ann Impalaër a Aotrich. Herri a zeuaz gand he dad koz Charles X, pehini na gwitee morse ar c’hrouadur ; ha Loeiza a erruaz dre eunn hent all gand he moereb, ann Dukez a Angoulem. Prinsed ha rouaned ann Allamagn, dre stadou pere e tremenaz ar Vourboned, a reaz d’ezho ann digemer ann tomma hag ann enorusa a oa enn ho galloud. Rak hel lavarout a renker ato, ar Vourboned hena a zo bet hag a zo bepred kemeret evit ann ti roeal ann huella a zo er bed. Impalaër ann Aotrich en em hastaz da rei da Charles X eur palez deread out-han, palez Hradschin er gear a Brag Prag, gwechall kear-benn rouantelez Bohem a zo 240 leo diouc’h Paris, kalz traou kaer a ve da lavarout war ar gear goz-se ; ne gomzinn nemed euz a zaou. Eur pont a zo eno hag a zo eur burzud da welout. Douget eo var c’houezek bolz ha treuzi a ra enn doare-ze ar ster-vraz Moldao, ledan a zeitek kant troatad. Divar ar pont-se eo e oe taolet Sant Iann Nepomucen e barz ar ster dre urz ann Impalaer Wencellas. Hema a felle d’ezhan en divije ar belek santel-ze diskleriet d’ezhan eunn dra bennak euz a govesion ann Impalaerez ; ar belek a réuzaz a grenn ober eunn dra ken disleal ha ken difennet gand ar relijion, hag a roaz he vuez da ziella he greden ha sekret ar govesion. Eunn daolen marbr a verk al leach ma pouezaz troad ar zant abarz beza taolet er ster, hag ann holl a ra sin ar groaz pa dremenont ar mean marbr-se. A bep tu d’ar pont ez euz diou renkad skeudennou sent. Da genta ur c’halvar kaer meurbed, hag enn dro d’ezhan, barou pe bochadou Elez hag Arc’helez ; goude-ze hed-ha-hed d’ar pont diou renk eskep ha leaned, pere a astenn ho daouarn var ann dremenidi, evel evit ho benniga hag ho difenn ouc’h buanegez Doue, var eul leac’h e pehini ez euz bet great eun torfed ker braz.

Daou dour koz a ziskouezeur ivez e Prag, hag a zo brudet dre ar vro : Daleborka pe ann tour gwenn, Mitrulka pe ann tour du. Ann tour gwenn a oa prizoun ann dud a huel stad, ann tour du a oa hini ar bob keaz. Ann den paour a iea enn he-ma a leze pep esperanz var ann treujou : laosket e vije da vervel eno gand ann naon. Unan koulskoude a zeuaz beo er meaz euz ar bez heuzuz-se. N’euz netra dihalluz d’ar garantez, eme leor ann imitasion ; grek ar prizounier paour-ze her c’hare dreist kement tra a ioa, hag he c’harantez a roaz d’ezhi spered hag ijin, ober a reaz anezhi eur zaëzerez euz ar re genta. Var brizoun he fried e oa eul lomberik striz hag huel meurbed. Ar prizounier a lekea bemnoz he gleuzeur var elum e diabarz al lomber ; hag ar c’hrek a ijignaz kas boed d’ezhan dre eno. Ar boed a vije staget ouc’h birou saezer, hag ann tennou bir a vije great ken kalounek ha ken eeun, ma ie peb bir ebarz al lomber. Ar c’hrek souezuz-se a vagaz he fried epad daou viz enn doare-ze. Dizoloet a oe he zro izignuz, hag e oe great trugarez d’he fried. Ar pez a gas ar maro d’ann dud all a gasaz d’ezhan ar vuez.


————

Da viz gwenngolo 1833, tost da eur bloaz goude ma oe deuet ar Vourboned da choum da Brag, palez Hradschin, peurvuia ken sioul ha ken didrouz, en em gavaz karget a fransizien, ha laoueneet gand ann niver braz a dudchentil iaouank, deuet da zaludi mab bihan Loeiz XIV ann devez ma’z aje enn he drizek vloaz. Hervez lezennou koz ar rouantelez, Roue Bro-C’hall a guita he vugaleach d’a drizek vloaz, a ia e meaz a c’houard, hag a gemer he-unan ar stur enn he c’houarnamant. Ar roealisted a vennaz eta e tlie rouantelez Frans lida ann devez-se evel pa vije bet Herri var ann tron, hag en em glevjont da vont tric’hant leo diouc’h ho bro, da ober gwazouniez d’ezhan.

Ar c’houarnamant a strivaz he walc’h evit mirout na rajent ar veach-se pehini a raje kement a drouz dre ann Europa ; hogen evel ne oa eno netra enep al lezennou, na hellaz ket mirout a grenn out-ho. Ar roealisted, o veza bet ann tu goll er Vandea, a zalc’he da ober ar veach-se, evit na vije ket lavaret ho devoa kollet kaloun e oant eat da netra, hag ho doa great dilez euz ar Vourboned. Ann enor hag ar garantez ho c’hasaz eta da gavout ho frinsed. Ec’hiz na helle ket ann holl ober ar veach, ann hent o veza hir hag ann dispignou re vraz, e oe hanvet e meur a leac’h kannaded da vont ken enn ho hano ken e hano ar gear pe ar c’harter. Evelse pep provins, pep departamant, pep kear vraz e devoe he c’hannaded ebarz ar stroll kaer-ze euz a dud iaouank ar vro.

Ar c’houarnamant a roaz urz da herzel ar beachourien ken e Frans ken er broiou a ziaveaz ; mes ar re-man, paotred skanv hag iskuit, en em denne egiz ma karent a dre daouarn ar polis. E gwirionez ne oa nemet tud ar reiz pe ar polis a gement a glaske enebi out-ho, ann dud all, dreist pep tra er meaz a Frans, ho digemere gand joa hag ho zikoure dre holl da dremen ho hent. Ho iaouankiz, ho dereadegez, ho c’halouniez, hano ar c’hrouadur a ient da welout, a rea plijadur d’ann holl, hag e pep leac’h e vije great lid d’ezho. Pet gweach n’ho deuz-hi ket gwelet hostizez ann hostaliriou e peleac’h e tiskennent, o lavarout d’he merc’hed koant, merc’hedigou dous, daou-lagad c’hlaz ha bleo melen d’ezho, digas prim var ann doucher wenn, eur voutaillad gwin mad, hag ar bastezen fresk, evit ober fest d’ann dremenourien, hag eva da iec’hed ar Roue trizek vloaz. E Prag evel enn hent, tud chentil bepred, e talc’hent huel ato enor ha brud-vad ar Fransizien.

Diez a ve lavarout esmaë ha doujanz ann dud iaouank-se pa dosteent ouz ar Roue koz Charles X, enorusoc’h eget biskoaz e kreiz e walleuriou, pa ieent da zaludi ann Dukez a Angoulem, pehini ho digemere evel eur zantez kurunet a spern hag a vertusiou. Pa zeuent euz a gichen Charles X hag ann Dukez, ho c’haloun a vije dam-drist ha pridiriuz, evel pa vezeur bet o sellout ouz eur palez braz ha brudet ha diskaret gand ann amzer ; mes gwelout a reent ker kent ann Demezell Loeiza, ha gand ar gwel anezhi e tigore ar galoun d’ar vuez ha d’ann esperanz. Hag e gwirionez ar Brinsezik iaouank, evel ma he galvent, a oa ker mad ha kel laouen ; he spered hag he c’haloun a oa ken digor, he c’homzou ken dous ha ken fur ; he fevarzek vloaz ker skeduz ha ker flour !

Euz he c’hostez, Loeiza na ankounac’hea netra evit plijout d’ar beachourien c’hall. Da unan e kennigaz lod euz he meren vihan, o veza he welet epad ann deiz ebarz ar palez, o c’hortoz he dro da veza digemeret gand ar Roue ; evit choum gand ar re-ma da gaozeal euz rouantelez Frans, e leze he zro bale da ober ; evit saludi ha digemerout a re-hont, e talc’he he c’harrons a zao, e balli vraz ann avalennou, hag azezet eno var eur skaon glazadur, e kleve kelou euz a Baris, euz ar Vandea hag euz a Vreiz.

Kement a goanteri hag a vadelez a vrumene ann dudchentil iaouank dre ma tigouezent ; evel-se enn ho frejou hag enn ho strollou, ne oa ken kaoz gant-ho nemet euz ar brinsez vihan. « Ha gouzout a rit-hu, eme unan anezho d’ar re all, petra zo c’hoarvezet nevez-so gand rouanezik hor c’haloun ! N’oun pe zeiz, enn he baleaden mintin, en em gavaz gand eunn toullad tud divar ar meaz dastumet enn dro da eur c’hravaz. — Petra ’zo eme ann Demezell ? Eur c’hrek goz hag enoruz, kantvederez ar c’harter, e deuz torret he gar. — Evel-se e komz ar re a zo enn dro d’ezhi, hag er memez amzer e tiwiskont ho zokou, hag en em dennont var ho c’hiz, evit lezel Eal ann nevez amzer da dostaat ouz ar c’hrek var benn pehini e oe tremenet pevar goanv ha kant. Loeiza en em stou evel eur bodik roz etrezek tal ann hini glanv, a lavar d’ezhi eur gomz vad ha frealzuz, hag a nij d’ar palez, skanv evel eur wenanen, da glask medesin ar Roue. — Aotrou Bougon, aotrou Bougon, hastit buhan, diredit, ezomm a zo ac’hanhoc’h, vad a zo da ober ama ! — Ann aotrou Bougon a zired ; ha Loeiza a red ivez ; mes da beleac’h ? Ne ket awalc’h kaout medesin, ret eo c’hoaz ober eur gwele d’ann hini c’houliet. Loeiza a bign enn he c’hambr, a gemer he matalasen, hag a c’halv he breur d’he sikour. Arruout a reont ho daou var al leac’h, ruz penn gant ho beac’h ha gant ar blijadur ; ha Charles X pehini a wel euz he brenestr ar freuz hag ann tregas-se, a c’houlenn enn eur vousc’hoarzin petra zo c’hoaz a nevez e penn he vugale vihan. Klevout a ra ar pez ho deuz great, ha diou zaelaouen a red var he ziouchod. Daelou dous, ha gwestl da barea c’hwervderiou he zivroidigez. Trugarekaat a ra Doue, e gweled he galoun, o welout e choum vertusiou Sant Loeiz startoc’h e kalounou he vugale eget na choum ar gurunen var ho fenn. Benniga a ra neuze Herri ha Loeiza, enn eur drei he zaoulagad var zu Frans. »

Chetu ar c’haosiou a vije gand ar Fransizien iaouank enn ho nosvesiou dirak tan-flamm eur ponch Joauz. Goude ar c’hoar e teue ar breur ; ha pep hini a lavare he c’her var-n-ezhan. Ne gar ket al likaourien, eme unan, amprouet mad am euz kement-se. Ann enor am boe da ober eur barti billard gant-han, ann devez all, eun taol fall a riz a zevri, evit rei d’ezhan ann tu da c’hounit. Herri her gwelaz, ha kerkent e ehanaz ar barti ; « ne c’hoariann ket eme-z-han gant likaouerien. » N’euz ket pell, eme eunn all, Herri, o welout eur rejimant housarded o vont ebiou, enn eur gas d’ar vered ar prins gouarnour a Vohem, a lavare gant herder : « Sellit ’ta ouz ho gwiskrejimant, nag henvel ef-hen ouz hini housarded Frans ! Ma vijent bet Fransizien, em bije lammet er meaz dre ar prenest evit arruout buhanoc’h gant-ho ! »


————


Beachourien nevez a zigoueze e Prag, ha tostaat a rea ann nao var-n-ugent a viz gwengolo, deiz merket evit ober al lez d’ar Roue iaouank : mes chetu enn eun taol ar vrud o sevel penaoz ann Dukez a Verri a oa kouezet klanv var ann hent, o tont he-unan da Brag ; ha penaoz e oa Charles X o vont enn hent gant ann Duk a Vourdel hag he c’hoar, evit mont var arbenn ann Dukez. Ann nevezenti-ze a lekeaz trouz ha keflusk etouez ar Fransizien. Var ho meno, ne oa na tu na taill da bellaat ann Duk a Vourdel diout-ho var ar c’houls-se. Meur a genbrezek a oe etre ar Brinsed hag ann dudchentil, hag ann traou a oe hep dale lekeat var ho zu. Ann Dukez a Angoulem az aje bepred var arbenn ann Dukez a Verri, ha na gasje gant-hi nemet ann Demezell Loeiza ; Herri ha Charles X a c’hortoje eun devez bennak d’en em lakaat enn hent ; hag ar Fransizien en em strolje d’ar zeiz var-n-ugent diouc’h ar mintin evit ober ho c’hefridi.

D’ar zeiz var-n-ugent eta a viz gwengolo, 1833, kerkent hag eiz heur diouc’h ar beuré, ar c’hirri a ruille hep distag ebed var valli vraz ann avalennou pehini a gas euz a Brag da gastel Buschtirhad. Da eunnek heur en em gave e Buschtirhad meur a gant beachour ha beachourez, deuet di euz a bevar c’horn rouantelez Frans.

Da gresteiz, ann aotrou Damas, gouarnour ann Duk a Vourdel, a reaz lavarout d’ar Fransizien, en em zastumet e ti ann aotrou Lavillat, e oa ar prins o vont d’ho digemerout. Mont a reaz he-unan var ho arbenn, hag hen eo ho digasaz dirak he skolaer roeal. Ar Prins a ioa enn he zao ; eur zae voulouz c’hlaz a ziskenne beteg he zaoulin ; eur c’houzougen dantellezet, pe eur c’holier roufennet evel ma touge Herri Pevar, a oa enn dro d’he c’houzoug, hag he benn, ploum var he ziskoaz a oa kaer ha dudiuz da welout. Ar re ho devoa he welet e Holy-Rood, her c’have kresket, kreveet, ha kaereet ; ar re n’ho devoa ket he welet abaoue Rambouillet ha Cherbourg, ho devoe beac’h oc’h he anaout, kement a nerz hag a flourder en devoa kemeret dindan ann temps-amzer fresk ha iac’huz euz a vro Skos. Eun tal huel ha splann meurbed, eur fri dija eun tammik kamm, eun taol lagad dous ha lemm, eun ton mouez freaz ha kré, chetu petra a gave ann holl da welout enn-han ha da veuli. Ann esmaë a bare var dremmou ann holl, hag anat a oa e kemere Herri he lod anezhi. He ziouchod hag he dal o rusia, he zaoulagad o virvi, a ziskoueze awalc’h e kerze ar goad buannoc’h enn he waziad, hag e lamme he galoun stankoc’h. Neuze ar Fransizien o tostaat a reaz eun hanter kelc’h enn dro d’ar prins, ann holl a davaz, hag ann aotrou Edouard Wals, karget da zougen ar gomz, a gomzaz evel-henn :

« Gallaoued feal d’hor rouaned hervez ar goad, hag ho kenvroiz iaouank, e teuomp hirio pa’z oc’h deut enn oad, d’en em westli d’e-hoc’h korf hag ene, ha da ober d’e-hoc’h hor gwazouniez. »

« Plijet gan-e-hoc’h digemerout hor gwestlou, henvelep int enn holl d’ann holl ouz ar re a reomp bemdez evit Bro-C’hall. E kement tra a hell rei d’ezhi frankiz hag eur-vad, ar vro ha c’houi, n’hellit morse beza dispartiet. Galvet evel ma ’z oc’h d’he digas enn dro d’ar renk huel tonket d’ezhi, ha sur d’en em glevout ato gant-hi, c’houi vezo evit-hi ar pez ma eo bet unan euz hoc’h Huel-Dadou, c’houi vezo evit-hi, evel ma hoc’h euz hel lavaret, eun eil Herri Pevar. »

Ar Prins iaouank a respontaz :

« Labourat a rann, dre ma hellann, da zont a rez d’ar garg huel da behini oun galvet dre va goad, hag euz a behini hoc’h euz lekeat hirio ann dleadou kenta dirak va daoulagad. Hou-nez eo, a gaf d’in, ann daill wella da ziskoues d’e-hoc’h va anaoudegez vad evit ar pez hoc’h euz great em c’henver ama. Ne vezinn euruz nemet pa en em gavinn e tu da labourat var eun dro gan-e-hoc’h, da rei d’am bro ha d’hoc’h hini pep Frankiz ha pep eurusted. »

« Va spered ha va c’haloun a zo bepred e Frans. Mar studiann, eo evit ma vezin estimet gant-hi. Mar fell d’in beza mad, vaillant, larg e pep giz, eo evit beza karet gant-hi. Sonjal enn-hi eo va diverr-amzer, va flijadur, va eurusted. Eur gomz a zo bepred dirag va daoulagad hag am diouallo diouc’h meur a fazi : Frans her gouezo ! »

« Kredit mad, Aotrounez, e ouzoun petra dall ar pez hoc’h euz great, ha petra a joum kuzet dindan ho kefridi. Joauz e talc’hinn hoc’h hanoiou gan-en, ha joausoc’h e tiskouezinn d’e-hoc’h eun devez n’em bezo ankounac’heat hini anezho. »

Kerkent ha ma tavaz ar Prins, ar griaden a levenez : Bevet Herri ! a zilammaz euz a c’henou ann holl, ken a grenaz kastel Buschtirhad enn he bevar c’horn. Neuze ar re ho devoa eun dra bennak da rei d’ar Prins evel envor euz he vro, a dostaaz ann eil goude egile d’ho lakaat etre he zaouarn. Ann aotrou Philibaukourt a roaz d’ezhan eur vedalen aour, skoet a zevri evit derc’hel koun euz ar gouel a reent ; ann aotrou ar beskont a Nujent a stagaz d’ezhan, enn hano roealisted Paris, eur re gentrou enn aour ingrafet var-n-ezho ar geriou-ma : Frans, araok ! araok ! Ar beskont Edouard Wals a gennigaz enn hano roealisted arrondisamant Diepp, eur skeuden gaera Herri Pevar, great gant olifant, ha Sully e harz treid ar Roue he vignoun. Ann aotrou Demey a gennigaz eur c’hleze aour hag eur blumachen wenn. Goude-ze e teuaz kals prezanchou all euz a berz meur a ger vraz euz ar rouantelez. Pa oe achu al lid, ar Prins en em gollaz e mesk ar Fransizien, hag he gomzou eaz ha deread a rea plijadur d’ann holl ; mar greaz muioc’h a stad euz eur re bennak, e oe euz ann eiz vandean pere ho devoa risklet ho buez ha kollet ho frankiz, o vrezelekaat enn tu gand he vamm.


————

Epad ma oa ar prins iaouank ken euruz ha kel laouen e touez ann dudchentil c’hall, e teuaz eur c’hannad da lavarout d’ezhan e oa erru ann aotrou Chateaubriand. « Aotrounez, eme Herri kerkent d’ar Fransizien, chetu arru d’am gwelout unan hag a garit holl, eur mignoun d’am mamm, gwall na vezet gan-e-hoc’h ho kuitafenn evit mont d’he zigemerout. » O lavaret-se, ar c’hrouadur roeal skanv hag iskuit a lammaz d’ann dias gand ann delez, hag a redaz gand holl herder he oad var arbenn ar skrivagnour braz. Ar Fransizien a oa neuze e sall vraz ar c’hastel a welaz, eno eun arvest kaer d’ar spered ha tomm d’ar galoun, ann aotrou Chateaubriant o stoui he benn, kel leun a venosiou kaer, var eun tal a grouadur ken dous ha kel laouen. Herri a choumaz eur pennadik gand ann aotrou Chateaubriand, ha gand ar Brinses Beaufremont mignounez vraz he vamm. Ar Fransizien all a ioa skignet a vochadou var vali vraz ar maner ; komz a reant entre-z-ho gand beoder euz ar pez ho doa gwelet, euz ar Prins iaouank pehini a blije kement d’ezho, pa her gweljont o pigna var varc’h, hag o tremen e biou d’ezho evit mont var arbenn he vamm. Eur Bevet hir, deuet euz a c’henou ann holl Fransizien, he zaludaz, hag hen a respontaz en eur zevel he dok : Bevet ar Frans ! He genavezo a oa kement-se. — Eur minut bennak var lerc’h ar c’hirri a ruille adarre var hent Prag, ha kastel Buschtirhad en em gavaz enn eun taol ken didrouz ha ken tavedek ha biskoaz.

Eur skrivagnour keleier, ann aotrou De Jenoud, belek ha bet kannad Toullouz e kambr ar gannaded, o veza lekeat enn he c’hazetten ann danevel euz a veach ar Fransizien e Prag, ar c’houarnamant a harzaz ar c’hazetten a-Frans, hag a gasaz ann Aotrou De Jenoud dirag ar breujou braz. He damall a oa : Beza nac’het dre gement-se he wir ouz roue ar Fransizien, ha douget ann dud da derri ar vamm-lezen. Ar breujou braz na weljont ket e kement-se ar pez a felle d’ar c’houarnamant da welout, hag ann Aotrou De Jenoud a oe akuitet.

Ann Aotrou De Jenoud a lavare evit en em zifenn, penaoz diskleria he vennoz var ar fesoun da c’houarn ar vro evit ar gwella, ne oa ket eun dra noazuz e tu ebed. Enn eur vont da Brag, ar Fransizien n’ho devoa tamallet den, n’ho devoa great nemet diskoues ar venoz da behini e talc’h kals a dud, hag a zo : Kaout ar Roue dre c’hoad. Ma ho divije ar Fransizien lavaret, ec’h helle Herri V, eat enn he bevarzek vloaz, kemer ministred, sevel eur c’houarnamant, difenn paea ar gwiriou da zen nemet d’ezhan, difenn dougen ann armou nemet var he urz, neuze e vije gallet lavarout e oant eat enep ar vamm-lezen. Hogen na rejont netra enn doare-ze. Diskleria a rejont hep ken, penaoz, Charles X hag ann Duk a Angoulem o veza great dilez euz ho c’hurunen e Rambouillet, hag ann dilez-ze o veza bet skrivet hervez ar gwir var diellou ar rouantelez, Herri Duk a Vourdel a oa Roue hervez ar goad ; hag e vije d’ezhan ar gurunen e ken kaz ma teuje ar vro da c’houlenn ar Vourboned hena gant ar chenchamanchou great er vamm-lezen e 1830. Rak var ho meno, rouantelez Frans na hell padout nag ober brud nemet diazezet e ve var ann daou bost-ma : Ar Roue dre c’hoad ; ar gwiriou dre gannad.

Goude ann aotrou De Jenoud, ann aotrou Janvier, he alvokad, a lavaraz ivez traou euz ar re gaera. He gomzou a zo da veza pouezet, ha sulvuioc’h dre ’n abek ma oa liberal he-unan, hag unan euz a bennou braz ar c’houarnamant nevez.

« Ar rouaned kouezet divar ho zron, eme-z-han, a zo traou sakr evid eur rum dud a zo, tomm a galoun evel ma oa gwechall hor marc’heien. Diez braz eo dreist pep tra, d’ann dud kalounek-se choum klouar ha digar e kenver eur c’hrouadur koant, mad, eeun a spered, kollet gant-han he dad abarz genel, ha kaset kuit euz he vro da zek vloaz. Krouadur roeal, eme ann alvokad, n’ounn ket euz ar re ho deuz daoulinet enn dro d’as kavel, evel enn dro da eun aoter ; nag euz ar re ho deuz goulennet, evel eun aluzen, eur gomz euz da gomzouigou kenta, eur vignounach euz da vignounachou a vugel ; n’ounn ket euz a re a goueze d’ann douar dirak da vousc’harsin a levereur ken dudiuz, dirak da daol lagad a levereur kel lugernuz. N’ouzonn ket petra eo en em westla da eun den a gorf hag a spered evel ma rea gwechall marc’heien va bro ; n’ouzonn ket petra eo ober gwazouniez da eun den, ha koulskoude e kavann evid-oud em c’haloun teneredigez ha doujanz. Rak, kaer a zo lavaret, var da benn ez euz eul lezenn-gouarnamant hag a zo bet meur a gant vloaz lezenn garet ar Fransizien ; dre-z-hi eo deut va bro ar vro-veur. Al lezenn-ze e deuz da lekeat e niver ann dud misteriuz-se galvet gant Doue da zont araok pa lavaro. Muzellou ann den a hell nac’h kement-se, he galoun n’her grai bikenn. — Den na oar petra c’hoarvezo enn amzer da zont ; den na oar petra a vir Doue d’ar c’hrouadur harluet e Buschtirhad, ha chetu perag e tiougan pep hini he donkadurez gant komzou ken dishenvel. Epad ma tiougan eur rumm d’ezhan buez baleand heritour ar Stuarded, pe maro melkoniuz mab Napoleon, eur rumm all, leun a fisians dre forz fealded, a red d’he gavout, d’ann deiz ma kuita he vugaleach, hag a lavar d’ezhan : — Herri, da zaludi a reomp hor Roue ; euz a Frans e teuomp as pez fisians enn-hi, rak fisians e deuz enn-oud. Herri, ren a ri var-n-omp evel ma ho deuz da dadou renet var hon tadou ; hogen gortoz eur pennad c’hoaz, kentoc’h eget digas gan-ez ar brezel-bro ; ar brezel-bro gand he gounnar hag he wastadur ; kentoc’h dreist pep tra eget distrei daved-omp gant zoudarded diavesidi. Gortoz eur pennad c’hoaz ; ann amzer na vank ket d’id ; en em gemer lak da poan evit beza eun deiz par d’az amzer ha par d’az vro. En em gemer da zastum var da benn galloud ha vertusiou da dud koz, hep ho heulia enn ho faziou, hag e kendalc’hi enn hon touez ar renadur roeal, nevezet evel eun all, hag ar revolusion he-unan a gouezo d’ann daoulin dirak da wir a vab hena hor rouaned. »

Er giz-se, eur proses great evit dua ha tamallout ar Fransizien a oa bet e Brag, ne reaz nemet lakaat kaozeal anezho e mad, dre bevar c’horn ar rouantelez. Ann holl a glevaz komzou kaer ann aotrou Janvier, liberal he-unan, hag a welaz penaoz ann dudchentil iaouank-se a oa eat da Brag nann da ober eur revolusion, mes da ziskleria ha da zerc’hel huel ato ar venoz-ma karet gand ar Fransizien :

roue dre c’hoad
ha gwiriou dre gannad !


————


Charles X hag ann Duk a Vourdel ne zalejont ket d’en em gavout e Lioben e peleac’h e oa choumet klanv ann Dukez a Verry. Ar blijadur e devoe ann Dukez o welout he bugale ken ampart ha kel laouen, ar stad a reaz anezhi ar Roue koz, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem ha kals a Fransizien deuet gant-ho d’he gwelout, he digasaz iac’h enn eun taol. Ar vugale na ziskrogent mui diouc’h he daouzorn, ha na ehanent da boket d’ezho, evel pa ho divije bet c’hoant d’he dic’haoui euz ann holl boaniou e devoa gouzanvet. Mari-Karolin, o welout kemend a garantez enn he bugale, kemend a vadelez euz a berz he zud, a lavare, ann daelou enn he daoulagad : « Pell a oa ne oann ket bet ken euruz enn eur memes devez ! »

Distro da Brag, ann dud roeal a gemeraz a darre ho buez peoc’huz ha didrouz, hag ann Duk a Vourdel en em roaz gand mui a herr d’he studiou ha d’he labourou pemdesiek.

Ann Duk a Vourdel en devoa bet digant Doue ar pez a c’houlenne gwechal ann dud fur digant ann env, eur spered iac’h enn eur c’horf iachuz ; ha gwelet hon euz penaoz eo bet lekeat da dallout ann donezonou kaer-ze en devoa bet digant he grouer. Netra ne vankaz d’he zeskadurez : mistri diouc’h an dibab, leac’hiou distro, amzer didrouz, baleadennou e touez burzudou ar bed, kenteliou roet ha lavaret dirak ann holl, dirak kement den a ie da welout ar Vourboned enn ho harlu, netra ne vankaz, nann zo ken kentel ar gwall-eur.

Pa oe deuet Herri enn oad da ober he studiou braz, ken var draou ar bed-ma, ken var draou ar bed all, ar Roue Charles X a c’halvaz e kichen he vab bihan ann aotrou Frayssinous, eskop santel ha den gwisiek, bet ministr ar c’hredennou enn hor rouantelez. Charles X a lavare d’ezhan enn he lizer : « Neket eur beden hep ken a rann d’e-hoc’h, eur gourc’hemen eo, ha kredi a rann na zizentot ket ouz ho Roue. » Dirak eur garg ken huel, ann aotrou Frayssinous a varo’hataz. Deskadurez eur Roue da zont a zo eun dra hag a bouez var goustianz eun den a zoujanz Doue. Ann eskop mad a ieaz eta dioc’h-tu da Baris, da gemerout kuzul digant he vignouned, ha digant ann dud a iliz a re wisieka. Holl e leverjont d’ezhan e oa ret mont. Neuze e klaskaz e touez he wella mignouned eun den gwestl e pep tra d’he zikour, hag e choazaz ann aotrou ’n abad Trebuquet, bet pell amzer mestr kelenner er skolachou brasa ; ha boazet da gentelia ar iaouankisiou er skianchou huella. « Ann aotrou Trebuquet, eme ann eskop braz, a zesko d’ar Prins traou ar bed-ma, ha me a zesko d’ezhan traou ar bed all. »

Ann eskop santel a lavare bemdez d’he ziskibl iaouank : « Neket ret e vec’h Roue, Doue eo ar raio kement-se, hogen ar pez a zo ret, eo, mar n’emoc’h ket var ann tron, e lavaro pep unan, a galoun hag a c’henou, oc’h dellezek da bigna var-n-ezhan. » Enn eul lizer d’ann Dukez a Verri, ann aotrou Frayssinous a lavare c’hoas : « Kredomp gant fisians e talc’ho ar Prins da veza ar pez a lavar beza ; beza ez euz enn he galoun hag enn he spered peadra da ober eun den honest, eur c’hristen mad, eur Roue braz. » Da ober ann tri den-ze euz he skolaer eo e poanie noz-deiz ar mestr mad ha meurbed enoruz.

Ar c’henta tra a reaz ann aotrou Frayssinous oc’h arruout e Prag a oe goulenn na vije paeet netra d’ezhan. « Eunn dever, eme-z-han, eo e teuann da ober ama, ha nann eur garg da dallout d’in enor hag arc’hant. » Enn eun amzer a grinder, evel ma ’z eo hon hini, enn eur vro e pehini ne rear mui netra nemet dre ann aour hag ann arc’hant, ha ne ket eun dudi klevout eur Roue koz didronet o c’hourc’hemen da unan euz he zujedi dont d’he gavout euz a dri c’hant leo, hag o welout ar zervicher mad o senti raktal.

Ar zervicher-se a zo eskop, daoubleget dindan ann oad hag ar c’hlenved ; n’euz fors, ne c’houlenn ket pe geid a zo da vont di, pe seurt temps amzer a zo dre eno, ne c’houlenn nemet eun dra, ha par ef-hen da zougen ar garg a genniger d’ezhan. Kerkent ha ma lavar he vignouned eo ret mont, e kuita he vro, he dud, hag he ehan, evit ober bolontez he Zoue hag he Roue. Hag erru enn he bost, ne c’houlenn nemet eur c’hras, ar c’hras na vezo paeet netra d’ezhan ! Chetu aze vertusiou Fransizien, chetu aze Bro-C’hall enn he huelded, enn he largentez, glan ha distag euz pep gounit. Perak eo ret mont d’he c’hlask d’ann harlu, ha tri c'hant leo diouz-omp ?

Ann dud roeal a felle d’ezho e vije bet bepred eun den a vrezel e kichen ann Duk a Vourdel, evit kas da benn he zeskadurez a vrezellour. Kalz a offisourien euz a re vrudeta a em gavaz eta ebarz ar garg-se epad ar pemp bloaz ma choumaz ann aotrou Frayssinous gand ar Prins.

E touez ann dud a vrezel a zo bet gand ann Duk a Vourdel enn he vugaleach hag enn he iaouankiz eo red henvel c’hoaz ann aotrou La Villat, bet greunnadour er c’hward roeal dindan Loeiz XVIII ha Charles X. Ann Duk a Vourdel en em roaz abred da garout ann aotrou La Villat ; eun offisour frank ha leal a oa he-man, hag a lavare ar wirionez d’ar Prins hep kemer manegou. Ar vignounach ken abred ha ker paduz en devoe ar Prins evit-han a ra enor eta d’ann eil ha d’egile. Eun dra a c’hoarvezaz gant ann aotrou La Villat, hag a zo da lavarout, rak rei a ra da c’houzout petra oa mignoun braz ann Duk a Vourdel. La Villat a oa gwenn-kann he vleo ; hogen neket ann oad en devoa ho great evel-ze, eun nozvez hep ken a reaz d’ezhan ar berruken wenn-ze, ha n’en devoa nemet c’houezek vloaz. Edoat neuze e kreiz tan ar revolusion, e 1793 ; ha tad ann aotrou iaouank La Villat a oa koundaoudet d’ar maro. Hema a reaz ann holl draou evit savetei he dad. Dre forz aour ec’h hellaz mont beteg enn-han enn he brizoun, hag eno e strivaz hag e c’hourennaz out-han eur pennad mad, evit he lakaat da gemerout he zillad-hen, ha da dec’het kuit, hag hen a choumje enn he leac’h. Trec’het dre bedennou ha dre zaelou ar mab, ann tad a gonsantaz var ar fin, hag a dec’haz kuit. Kredi a rea ne vije ket bet ar revolusionnerien kriz awalc’h evit lakaat d’ar maro eur c’hrouadur ker mad ha ker kalounek. Ar pez a zonjaz a c’hoarvezaz ar wech-ma da vihana. Ar varnourien a c’hortoaz eun devez bennak da c’houzout petra da ober ouz La Villat iaouank, hag epad ann amzer-ze e kouezaz ar mac’her Robespierr. Ar prizouniou a oe digoret, ha La Villat a oe rentet d’he gerent. Mes ann enkrez vraz a waskaz var he galoun, ar boan a lekeaz var he spered epad ann nosvez-se, ma renkaz gourenn ouc’h he dad evit ober d’ezhan mont kuit hag he lezel he-unan enn eur prizoun kalet hag e bars treid ar c’hillotin, a zigasaz he vleo gwenn-kann enn eunn nosvez. — Eunn den hag en doa great eun dra ken kaer enn he iaouankiz a oa mad, a gredann, da veza mignoun braz eur Bourbon.

Gant mistri ker mad ha tud ken vertuzuz enn dro d’ezhan, ann Duk a Vourdel na helle beza nemet ar pez ma ’z eo, eur galoun vad a zen, hag eur Prins kalounek. Nebeut amzer goude ma oe achu gant-han he studi, o veza eunn deiz oc’h ober eur bale e tu Kirchberg en em gavaz gant eunn interamant. Eun den paour eo a gaset d’ann douar ; eur belek hep ken a ie araok ar c’horf, ha var lerc’h den ebed, na kar na mignoun. Herri hag ann aotrou de Montbel pehini a ioa gant-han en em lekeaz var lerc’h ar c’horf hag hen heuliaz beteg ar vered. Eno daoulinet e kichen ar bez gant feiz ha doujanz eur gwir gristen, ar Prins a c’hortoaz ken na oe taolet douar var gorf ar paour keaz tremenet. Herri a oa neuze enn he driouec’h vloaz.

Daou vloaz araok ma achuaz he studi, en eur lenn var ar c’heleier penaoz e oa eat Charles V, Roue Spagn, enn he rouantelez, hag edo o vont d’en em lakaat he-unan e penn he armeou gant Zumalacarreguy, Herri o sevel he benn a lavaraz d’ar re a oa enn dro d’ezhan : « Ac’han ’ta, ha lavaret a vezo c’hoaz ema ar rouaned o vont kuit ? » D’ar mare-ze ivez he vamm e devoa kaset d’ezhan eur maread taolennou var bere e oa skeudennet hor brezeliou enn Aljeri. Ann Duk a Orleann, mab henan Loeiz Phelep, a ioa eno portrezet kaer ; gwisket e letanant-jeneral, hag e penn ann arme. Herri hen diskoueze d’he dud gant eun tammik gwarizi, hag a lavare : « Nag euruz ef-hen o koumandi Fransizien var eunn dachen vrezel. »

Efeat karantez e kenver he vro, pell-zo e ouzomp petra eo. Edo c’hoaz e bro Skos, pa glevaz kana ar zon vrao great gand ann aotrou Chateaubriand, hag e pehini e leverer ar c’homzou-ma :

Va c’haloun a vezo d’am bro,
Ato.

Kemer a reaz diouc’h-tu ar c’homzou-ze da ziviz, ha ret a oe ho engrafi d’ezhan var he ziel-liziri. Devezatoc’h e kemeraz, da reolen enn he holl oberiou, ar lavar-ma ken anavezet : Holl evit Frans, hag holl dre Frans ! O Prins iaouank, mar karit kement ho pro, n’oc’h ket nebeutoc’h karet gant-hi. Daoust pe geid oc’h kaset diouz-omp, n’euz ket savet c’hoaz a ieot var ann hent a zo etre-z-hoc’h ha ni. N’hellit ket dont beteg enn-omp, mes ni iello beteg enn-hoc’h ; ni gaso d’e-hoc’h kelou ar vro hag a zigaso d’ar vro kelou ac’hanoc’h : Ho tivroidigez a vezo skanvoc’h pa welfot ac’hanomp, ha ni gavo berroc’h ann amzer o komz alies ac’hanoc’h.


————


Epad ann tri bloaz ma choumaz c’hoaz ann dud roeal e Prag ne c’hoarvezaz netra enn ho zouez enn tu all d’ar pez a c’hoarveze bemdez. Ho buez a ioa peoc’huz ha didrouz evel e palez Holy-Rood. Ar Fransizien a zeue da bep mare d’ho gwelout a rea d’ezho kalz a frealzidigez, hag ho mont-dont a daole eun tammik levenez var ho melkoniou pemdesiek. E touez ar beachourien vad-ze a zeuaz da Brag, e tigouezaz unan hag a lekeaz finv ha beac’h var ann Duk a Vourdel ; ann aotrou Berrier a oa. Hano kaer ar breutaer braz, brud ar c’hannad ker galloudek enn he gomz, hag ar vad a rea ken alies d’ar vro e kambr ar gannaded, a oa eat pell a oa beteg Herri enn he harlu. Hag ar Prins a felle d’ezhan a-grenn en divije ann aotrou Berrier kelou mad anezhan da gas d’he vro. Mes ann aotrou Berrier o veza kouezet klanv enn eur arruout e Prag, a renkaz choum enn he wele meur a zevez ; ar pez a viraz out-han da welout ha da amproui ar Prins keit ha ma felle da he-man. Pa oa ann aotrou Berrier var vare da vont kuit, ann Duk a Vourdel a grogaz enn he zorn gand eur garantez vraz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk am euz bet ouz ho klenved, dre ma en deuz miret ouz-in da dremen gan-e-hoc’h ann holl amzer am boa c’hoant. Poan a ra d’in ho kwelout o vont kuit ; mes na fell ket d’in ho terc’hel ; gouzout a rann pegen euruz eo ann den hag a ia da wellout he vro adarre. Kenavezo, aotrou Berrier ! c’hoant am euz ez afac’h d’ar ger kountant ac’hanoun, hag e halfac’h hel lavarout d’ho mignouned. » Ar Prins iaouank a grene gand ann esmaë, hag ann aotrou Berrier, kaloun dener evel ma ’z eo, na grene ket nebeutoc’h. Respont a reaz d’ar Prins : « Euruz ounn bet em beach ; euruz oun bet da veza ho kwelet, da veza ho klevet, da veza ho studiet. Ne ket falz-veuleudi a roann d’e-hoc’h, n’ho meulinn bikenn var c’haou ; selaouit kenteliou ho kwall amzer, amzer fall a ro kentel vad. »

Ar Fransizien a zeue da Brag, a vije pedet, evel ma hon euz he lavaret, da welout ha da glevout ann Duk a Vourdel var he genteliou. Lod anezho, distro d’ar ger a gounte d’ho c’henvroiz ar pez ho doa gwelet beteg ann traou disterra. Enn eur vont e kambr studi ar Prins, ho doa kavet ann eskop meurbed doujet, azezet var eur gador-vourrellet, displet awalc’h, o rei d’he skolaer ar gentel a histor. Pep tra ebarz ar gambr-se a brezege furnez ha distervez ; var zorn deou ann eskop, eur pez arebeuri great gant koat platan, da c’horren ann taolennou geographik ; goude-ze diou daolen ouz ar voger, skeudennet mad, eur Werc’hez, ha Jezuz o venniga ar vugaligou enn eur lavarout : List ar vugale vihan da zont daved-oun. Var ann dorn kleiz, eun doare trousad armou, eur zabren kaset d’ar Prins gant tudchentil ar skol polyteknik, pistolennou roet d’ezhan gant mignouned euz a Vro-C’hall, eur c’hleze euz ann amzer goz, sabren ann Dey a Aljer kaset d’ezhan da Holy-Rood gant ann aotrou Charles Bourmont, ha dreist ann trousad armou-ze, eur banniel gwenn, ann hini a zouge ar Prins e penn he zoudarded vihan, pa oa krouadur. Enn tu all euz ar gambr, eun daol-armell ha var-n-ezhi eur stal-levriou, eun daol da skriva, enn akajou, ha var-n-ezhi levriou a relijion. Er gambr e pehini e kouske ar Prins ne oa ket pinvidikoc’h ann traou. Eur gweleik bihan, diginkl, hep ridochou na goloenn, hag a oa evel stag ouz ar voger. A-uz d’ar gwele eun daolen hag a oa skeudennet kaer var-n-ezhi Jezuz ha Mari-Madalen, eun all hag a ziskoueze Mari-Karolin e kreiz ar Vandeaned. var ann dorn deou eun daolik d’en em wiska, hag a-uz d’ezhi eur mellezour, ne oa nemet-han ebarz ar gambr. Enn tu all diou gordennik gloan ruz da zeni, great gant ann Dukez a Angoulem ha roet e prezant d’ar Prins. D’ann divez ; e kichen ar pot-fornigel pehini a zalc’he leac’h da siminal, e oa diou daolen sternet, portret ann Duk a Verri hag hini ann Dukez.

Enn dervesiou diveza a dremenaz ar Vourboned e Prag, ann Duk a Vourdel a gollaz unan euz tud he di, evit pehini en devoa eur garantez vraz. Kolas a reat anezhan, offisour koz hag en devoa gounezet he groaz var ann dachen vrezel. Great en devoa brezel he walc’h dre bevar c’horn ann Europa, hag e teuaz da vervel e touez ar Vourboned var al leac’hiou memes ma vrezelekeaz gwechall enn ho enep, gand armeou ar revolusion ha re Bonapart. Enn he bore maro, ann Duk a Vourdel a zeuaz alies da azeza e kichen he wele, da zerc’hel konfort d’ezhan. Fellout a reaz d’ar Prins dreist pep tra en em gavout var al leac’h pa vije sakramantet ar zoudard koz. Goude ar gommunion, eul luc’heden a joa a baraz var dremm ar c’hlanvour pehini, daoust peger gwan a oa, a viraz he spered mad beteg ar fin. Trugarekaat ar reaz ar belek, hag ivez ar Prins iaouank, hag e lavaraz goustadik : « va heur ziveza n’ema ket hep frealzidigez pa eo deuet d’am gwelet var eun dro va Doue ha va Roue. » Herri a oa enn he zao er penn huella euz ar gwele, e peleac’h e oa bet var bennou he zaoulin epad ma oe roet d’ann hini klanv he zakramanchou diveza. Mab bihan Sant Loeiz a daole var ar zoudard kalounek eur zell kun ha trist, o welout edo var he dermen diveza. « Gwelit, eme-z-han d’ar re a oa eno, Kolas pehini en deuz great brezeliou ar revolusion, pehini a zo bet e ken alies a emgann brudet, Kolas a zo choumet ato kristen mad ha feal d’he Zoue, ha mervel a ra evel ma velit, gant sentidigez eur zant ha kourach eur zoudard kalounek. » Kolas a varvaz eur poulzadik goude.

Ar Vourboned a gwitaaz Prag evel ma ho devoa kuiteet Holy-Rood, gouelet ha kimiadet gand ann holl. Pa oa ar Roue koz o vont kuit ar beorien a lavare d’ezhan : « Distrei a reot enn hon touez adarre, rak pedet hon euz ann Aotrou Doue da zigas d’e-omp enn dro Ho Majeste. » Hag e gwirionez great a oa bet pedennou boutin e Prag dre urz ann Arc’heskop evit goulenn digant Doue n’ez aje ket ann dud roeal kuit. « Piou a hello bikenn dic’haoui ar bobl euz ar c’holl a ra, eme ann Arc’heskop santel, ar skouer vad a reont, ho madoberiou, ho frezanz hep ken enn hon touez a denn bennoz Doue var-n-omp. »

Ar Vourboned o kuitaat Prag, a oe eur pennad amzer hep mont nebleac’h da choum evit mad. Da C’horitz ho devoa sonj da vont, mes ar c’holera-morbus o veza var ann tuiou-ze, e oe ret d’ezho gortoz. Tremen a reant ho amzer tu-ma tu-hont dre ar c’heriou a zo etre Prag ha Goritz. E Budweis e oe ret d’ezho kemer ho lojeiz enn eun hostaleri dister awalc’h, e pehini ne oa ket hanter gamprou evit-ho nag evit ho zud. A veac’h ho devoa en em glozet eno ar gwella ma hellent, ma kouezaz ann Duk a Vourdel gwall glanv. Hervez pep doare, ann dersien domm a zeue d’ezhan, gand eur c’hlenved staguz all a ioa neuze ebarz ar c’harter. M’ho lez da zonjal peger braz a oe enkrez hag aoun Charles X, hen pehini a gare kement he vab bihan, hiviziken he holl joa hag he holl esperanz. Eun druez a oa gwelout Roue koz Bro-C’hall, gand he vab ann Duk a Angoulem, azezet enn eur c’hoz kamprik enn eun hostaleri Allamant, e kichen gwele eunn den iaouank beuzet enn eur c’houezen ien, o c’houlenn digant Doue ma n’en doa roet d’ezhan eur vuez ken hir nemet evit gwelout o vervel e kreiz he brud ar vrousen gaer-ze euz a wenn Loeiz XIV, ha ne oa mui nemet-hi. Kannaded a ieaz buan da gas ar c’helou doaniuz d’ann Dukez a Angoulem ha d’ann Demezell Loeiza. Diredek a reont, er meaz anezho ho-unan gant ann nec’h hag ann aoun. Pa errujont ne oa mui a zanjer evid ann hini klanv. Prederiou eur medesin gwisiek, hag eun diwad a boulladou pehini a zeuaz d’ar Prins, ho devoa saveteat he vuez d’ezhan. Hogen pell e oe abarz dont iac’h tre. Ar stokaden a oa bet re gre ; choum a reaz eur pennad mad gwenn ha blank, hag al liou ruz ha livrin en devoa kent, na zeuaz adarre d’ezhan nemet eun daou pe dri miz divezatoc’h.


————


X.


AR VOURBONED E GORITZ.
MARO CHARLES X.


Deuet e oa hanter miz here pa erruaz ar Vourboned e Goritz. Tostaat a rea ar goanv ; eun avel ien-sklas a zavaz euz a du ann hanter-noz ; ann erc’h a gouezaz epad meur a zevez ; ann holl en em zantaz kalz pe nebeut euz ar c’hemm amzer-ze, c’hoarvezet enn eun taol. Charles X he-unan na gavaz chenchamant ebed enn he stad ker iac’h ha biskoaz. Koulskoude gwelout a reat var-n-ezhan e komze aliesoc’h euz ar maro ; e komze aliesoc’h euz a Vro-C’hall, ha gant mui a deneredigez eget ne oa boazet da ober ; he gomz a zeue evel daouhanteret, hag ann daelou a zeue enn he zaoulagad. Maro unan euz he zervicherien ; maro ann aotrou Chabrol, bet ministr dindan-han ; maro Roue ar Saks, he vignoun hag he gamarad a oad, a daolaz enn he spered eun dristidigez hag eur velkoni digustum : Da c’houel ann holl zent e reaz he zevosionou. Antronoz e heuliaz penn da benn ofis ann anaonn, ha kan ann Dies iræ a douchaz he galoun mui eget n’en devoa great bete neuze. Distro enn he balez, e tisplegaz dirak he vugale vihan meur a wersad euz ar proz kaer-se, hag e lavare d’ezho evel eur c’hrouadur, ar zonjou mad a oa deuet enn he spered epad ma ez oat oc’h he gana. « Ar c’homzou-ma : Recordare, Jesu pie, quod sum causa tuœ viœ, Ho pet envor, o va Jezuz, ez ounn bet kaoz d’ho peach poaniuz, ar c’homzou-ze, eme-z-han, ho deuz karget va c’haloun a fisians daoust peger braz pec’her ounn bet. » Neuze o tistrei ouz he dud all a ioa e kichen eno e lavaraz : « Ar zonj euz ar maro a zo eun dra talvoudek braz evit ar zilvidigez : hon lakaat a ra da evesaat var hon holl oberiou, hag e kreiz hor poaniou e tigas d’e-omp frealzidigez. »

D’ar bevare a viz du, gouel Sant Charles he batrom, e teuaz riou ha krinien d’ezhan epad ann offeren. Na hellaz ket mont da leina gand he dud ; goude lein e teuaz d’ar zal vraz hag e lavaraz d’ezho : « Gwall c’houan ounn ; mes c’hoant am euz bet dont d’ho kwelout, ha d’ho trugarekaat evit ar gwestlou hoc’h euz great evid-oun hirio. »

Euz a neuze ar c’hlenved a ieaz var wasaat taol-ha-taol. Ar c’hoant teurel a zeuaz d’ezhan, gant ar c’hlaz enn he izili, ar c’holera a oa gant-han. Ann aotrou Bougon he vedesin a c’houlennaz ma vije roet dioc’h-tu he zakramanchou d’ezhan. Ar c’hardinal Latil o tostaat ouz he wele, a gomzaz d’ezhan anezho, ha Charles X ho goulennaz he-unan gant hast. Goude he govesion e kaozeaz eur pennadik gand ar c’hardinal. « Ho trugarekaat a rann, eme-z-han, va mignoun ker, d’e-hoc’h e tleann ar zentidigez am euz bet e kenver bolontez Doue epad va buez, hag ar peoc’h a gavann brema dirag ar maro ; oh ia ! kalz a dleann d’e-hoc’h. » Respont a reaz he-unan da bedennou ann nouen, hag o veza ma taole da bep mare, e oe lavaret d’ezhan ne vije ket sakramantet e viatik ; gouzanv a reaz ann diouer-ze gand he zentidigez a vepred. Savet a oe eun aoter enn he gampr evit ma vije lavaret ann offeren dira-z-han. Ar Roue a c’houlennaz he heuriou, hag a heuliaz pedennou ann offeren, epad ma ehane gwaskadennou ar c’hlaz. Goude ann offeren, ann aotrou Frayssinous pehini a zave he-unan euz a glenved, a zeuaz da gomz gand ar Roue koz var he eternite. Digas a reaz sonj d’ezhan euz he drubuillou tremenet, pere a droe brema e levenez hag e fisians. Komzou mad eun den ken helavar a daole var ene ann hini klanv ar balzam eoliek-se, roet gant Doue d’ar relijion gristen evit dousaat d’he bugale ho zermen diveza. Ar Roue a responte da bep tra gant sioulded ha gant he holl spered vad.

Hag eun arvest kaer awalc’h a oa gwelout eun eskop hag eur Roue a bevar-ugent vloaz ho tiviz gant sioulded var ar vuez peur-baduz, e c’harz eur bez hanter-zigor. Ehan a rejont da gaozeal eur pennadik ; ar Roue a zistroaz enn-han he-unan, a bedaz evit Bro Frans, hag he bennigaz, evel ma vennig eun tad enn he dremenvan eur c’hrouadur meurbed karet. Ha pa lavaraz ann eskop d’ezhan pardoni abarz mervel d’ar re ho devoa great kement a boan d’ezhan, e respontaz : « Pell-zo em euz pardonet d’ezho, hag ho fardoni a rann c’hoaz brema a greiz va c’haloun. Ra rai Doue trugarez d’ezho ha d’in-me siouaz ! »

Ann Duk a Vourdel hag he c’hoar, ann daelou var ho dichod, a felle d’ezho briata ho zad koz eur weach c’hoaz. Ar medesin en devoa goulennet ma vijent pelleat diouc’h ann hini klanv, rak aoun en doa na vije staguz ar c’hlenved ; mes Herri a ziskleriaz a grenn penaoz netra er bed na virje out-han da ober ar pez a c’hourc’hemenne neuze he garantez : ann Demezell Loeiza a reaz hevelep respont. Ar Roue koz a bokaz eta d’ezho gant kalz a deneredigez. Ar vugale a ieaz var ho daoulin, hag a Roue, enn eur astenn he zaouarn var-n-ho, a lavaraz gant eur vouez hag o ioa beac’h oc’h he c’hlevout : « Doue r’ho pennigo, va bugale, Doue r’ho tiouallo ! Baleit dira-z-han dre hent ar wirionez... n’am ankounac’hait ket.... pedit awechou evid-oun ! »

Var ann abardae-noz e teuaz esoc’hik var ar Roue, hag e c’houlennaz digant ann aotrou Blacas mar boa hen eo en devoa sonjet ar c’henta rei he zakramanchou diveza d’ezhan ? — « Nann, Sir, eme ann aotrou Blacaz, ann aotrou Bougon eo en deuz ho goulennet. Mad, mad, eme ar Roue, dà eo gan-en klevout en deuz great Bougon he zlead a vedesin, ugent vloaz zo en deuz roet he c’her d’in her graje. »

Da zeiz heur diouc’h ann noz e krogaz adarre ar c’hlaz enn-han. Koll a reaz ar gomz, hogen he spered vad a choume bepred gant-han ; meur a weach epad ann noz e vouschoarzaz d’ann Duk ha d’ann Dukez a Angoulem, hag enn eun taol e kouezaz enn he basion.

Ann aotrou Frayssinous, gand daou velek all ann aotrou Jocard hag ann aotrou Trebuquet, a lavaraz pedennou ann tremenvan. Ar Roue na helle mui respont, mes gwelet a rent enn he zaoulagad ha var he zremm e kleve ar pedennou, hag e kemere pers enn-ho. Goude holl, he boaniou na ziskouezent ket beza kriz na gwall denn, ar maro a zeue d’ezhan evel ma teu ar c’housket da eur beachour skuiz. Ne oa ket gwelet zo ken peur e tennaz he alanad diveza.

Da eun heur goude hanter noz, ann aotrou Bougon a ziskleriaz e oa ar Roue o vont da dremen. Ann holl a gouezaz d’ann daoulin. Ann Duk a Angoulem a choukaz he benn e kichen penn he dad. Ann Dukez a ioa choumet enn he sao, he daouarn e kroaz ha stardet ann eil ouz egile. Lavaret ho pije e oa hi eo a rene ar c’hlac’har roeal-ze. Da eun heur hanter ann aotrou Bougon a reaz sin d’ann aotrou Blakaz, pehini o stoui etrezek ann Duk a Angoulem a lavaraz a vouez izell eur ger bennak d’ezhan. Neuze ar Prins a glozaz gant doujanz daoulagad he dad, hag hirvourdou ann Dukez, o tidarza, a reaz da anaout e oa echu pep tra.

Evelse e varvaz ann diveza euz a vreudeur Loeiz XVI ganet e Versaill d’ann 9 a viz bore 1757, ha maro e Goritz d’ar 6 a viz du, 1836. — Ann Dukez a Angoulem o welout e oa c’hoaz ar vugale ebarz ar gampr, a lavaraz neuze : « Epad ma veve ar Roue, va niz en deuz great ar pez en doa da ober, o choum ama enn he gichen, d’in-me eo brema da virout ne choumo mui enn eul leac’h hag a hell beza danjer evit-han, he gas kuit rak tall a fell d’in. » Hag ez eaz he-unan d’he gas d’ann ti ma edo o choum enn-han, er penn pella euz ar gear.

Interramant Charles X a oe great d’ann unnek a vis du diouc’h ar mintin. Ar gear a Goritz a roaz d’ezhan ann holl lid a hellaz da lakaat. Ann Arc’heskop, gand ar gloer hag ar venec’h a bep urz, a ieaz da zevel ar c’horf d’ar palez. Peorien a oe lekeat da zougen ar goulou braz, hag a reaz evel gward d’ann hini a oa bet ker mad enn ho c’henver. C’houec’h marc’h sternet e kanv a gase goustadik ar c’harr. A dre ar c’harr e teue ann Dunk a Angoulem hag ann Duk a Vourdel, enn ho mintili kanv. Var ho lerc’h e teue ar Fransizien a ioa neuze dre ar vro, ha goude, pennou kear gand ar bobl ha na oa niver ebed d’ezhan. Ann Dukez a Angoulem hag ann demezell Loeiza, kuzet enn eul litrin ebarz ann iliz veur, en em gavaz enn interramant. Pa oe kanet ann ofis ebarz ann iliz veur, e oe kaset ar c’horf da leandi menec’h Sant Franses, ha besiet eno enn eun douaren dindan ar c’heur, da c’hortoz ma plijo gant Doue lakaat he sperejou ar Fransizien digas ho Roue koz etouez he dud da zouaren Sant Denis Paris.

Evel-se e oe peurc’hreat interramant ar Roue Charles X, gand eul lid e gwirionez roeal, mes nann siouaz gant lidou koz rouantelez Bro-C’hall. Eno ne oe ket klevet ann harod a ganv o krial teir gweach dioc’h-tu : Maro eo ar Roue ! maro eo ar Roue ! maro eo ar Roue ! Eno ne oe ket gwelet banniel braz Bro-C’hall o stoui goustadik beteg ar bez, hag o sevel enn eun taol e kreiz ar griaden laouen : Bevet ar Roue ! Ar pez a ziskoueze penaoz ma renke ar rouaned mervel, ar rouelez ebarz ar vro ne varve morse.

Pa oe klevet e Bro-C’hall e oa maro Charles X, ann holl a ziskouezaz ho devoa keuz d’ezhan ; ann holl a zamantaz he blaneden galet da veza maro ken pell diouc’h he vro. Ann holl a rea he veuleudi, ar re zo ken ho devoa roet dorn d’he gas er meaz euz ar vro, na lavarent mui nemet mad anezhan. Eunn dra hep ken a oe remerket gand ann holl ; he gerent, ar re a rene neuze enn he bales, na rejont ket a ganv d’ezhan. Koulskoude den ebed var ann douar na reaz kement a vad d’ezho hag en devoa great Charles X. Aoun a gemerjont n’ho divije displijet da eur rumm dud, hag e tisplichont d’ann holl.


————


XI.


BEACHOU ANN DUK A VOURDEL.


Goude maro ar Roue Charles X, ann Duk a Angoulem a zeuaz penn kef ann dud roeal enn ho divroidigez. Touet en devoa d’he vreur ann Duk a Verri, pa oa var he wele-maro, e talc’hje leac’h a dad d’he verc’hik emzivadez, ha d’ar c’hrouadur a ioa c’hoaz e kof he vamm. Mar boa Charles X eur galoun vad a zen, hag eur Prins kristen, ann Duk a Angoulem a ioa c’hoaz santeloc’h den eget-han. He vuez enn he bales he-unan a oa kuzet ha reoliet evel buez eul lean enn eur gouent. He gampr a oa evel lochik eun ermit oc’h ober pinijen ; eur gwele hep ridochou, eur gador bennak euz ar re zisterra, eun daolik koat gwenn ha var-n-ezhi eun nebeudik levriou, chetu aze he holl arebeuri. Mes ann Duk a Angoulem en eur heulia er gis-ze hen he-unan kenteliou ann Aviel var ann distervez hag ar baourentez kristen, a rea eun implich larg ha roeal euz ar madou a oa choumet gant-han. He aluzennou ne oa muzul ebed d’ezho ; hag enn he harlu, e kavaz c’hoaz ann tu da ober vad da eur Roue all harluet evel-d-han. Gouzout mad a rear e kasaz kalz arc’hant da Dom Karlos, Roue Spagn dre c’hoad, ha kasset ivez kuit euz he stadou gand dispac’herien he vro.

Da bemp heur diouz ar mintin, hanv-goanv, e vije savet ann Duk hag ann Dukez a Angoulem. Neuze ez eant da glevout ann offeren genta da iliz veur ar barres. Eno e vijent gwelet alies, mesk-e-mesk gand ar bobl munud, o toslaat ouz ann daol zantel, hag o kemerout, gand eun deoliez skoueriuz meurbed, ann Hini a zo diskennet var ann douar evit tostaat ann eil ouz egile ann dud euz a bep stad, hag ober ac’hanomp holl bugale eur memes Tad. En eur zerc’hel da eur vuez ken didrouz ha ken distro, ann Duk a Angoulem a ouie mad penaoz tonkadurez ann Duk a Vourdel ne oa ket da ober evel-d-han. Kerkent eta ma oe achuet he studiou a zen iaouank e skol ann aotrou Frayssinous, e vennaz ober d’ezhan beachi, evit m’en divije gwelet dre ar bed ar pez en devoa desket enn he levriou, hag evit m’en divije great anaoudegez gant ann holl dud gwisiek ha brudet e pep bro. Neuze ’ta, gant ali ann aotrou Fraissinous, e c’halvaz euz a Frans da vlenia he niz enn he veachou skiantuz, tud anavezet kaer dre ho furnez hag ho c’halouniez, tud a vrezel ha var zouar ha var vor, tud a lezen ha boazet diouc’h ar c’hargou ar re huella.

Ann aotrou Fraissinous a guitaaz he skolaer roeal d’ann 29 a viz gwengolo 1838. Peur-c’hreat e oa he zeskadurez a zen iaouank. Derc’hent ann deiz ma tlie ann eskop santel en em lakaat enn hent, ar Prinz a vennaz kaozeal gant-han evit ar weach diveza, hag a zeuaz d’he gavout enn he gampr. He drugarekaat a reaz a greiz kaloun euz ar boan hag ann aked en devoa lekeat d’he gentelia epad keid amzer ; euz ar garantez vraz-se en devoa diskouezet enn he genver, o kuitaat he vro, hag oc’h ober eur veach ken hir, dre’n abek d’ezhan, daoust d’he oad braz ha d’he iec’hed pell a oa entre daou. « Great hoc’h euz evid-oun, eme ar Prins, ar pez ho poa en em garget da ober ; distrei a rit da Frans, ha mall eo d’e-hoc’h hen ober, evit prederia eur iec’hed hag hoc’h euz gwalleget pe uzet evid-oun. Koulskoude n’hellann ket en em ober gand ar zoujezon da veza dispartiet diouz-hoc’h evid-mad hag enn holl-d’ann-holl. Digaset hoc’h euz ama gan-e-hoc’h eur belek hag a garit dreist ar re all, hag a c’halvit hoc’h Eal-mad. Ha-ma, pa renkit mont kuit, gwestlit d’in he tigasot d’in ho migoun adarre a benn eur miz. Er c’hiz-se ho pezo bepred eur c’hannad em c’hichen, eun test euz va holl oberiou, eun den da lavarout d’e-hoc’h n’am bezo ket ankounac’heat ho kenteliou, ha ne oann ket dizellezek (indin) euz ar boan hoc’h euz kemeret gan-en. He welout a rit, eur zakrifis a c’houlennann c’hoaz digan-e-hoc’h. »

Enn eur lavarout ar c’homzou-ze, ar Prins a vriate ann eskop meurbed enoruz, hag a roe d’ezhan he bortred, var behini en devoa skrivet ar geriou-ma : D’ann Aotrou n’Eskop a Hermopolis, evel gwestl euz va c’harantez dener hag euz va anaoudegez a vab.

Beza ez euz kalounou tud evit pere komzou evel ar re-ma a dall muioc’h eged berniou aour. Ann aotrou Frayssinous a ioa euz ann dud-se. Kuitaat a reaz he skolaer ann dour enn he zaoulagad, hag e lavaraz d’ezhan, oc'h e gimiada : « Va Mab, n’ouzoun ket ha plijout a rai gand Doue ho kervel eun deiz da ren ; eun dra hep ken a ouzoun, eseet am euz rei d’e-hoc’h eun deskadurez hag a dalvezo d’e-hoc’h enn eil stad hag enn eben. »

Pa oe digouezet ann eskop e Frans, ar c’henta den a zeuaz d’he welout a glevaz ar c’homzou-man euz he c’henou he-unan : « Kredi mad a reann en divije Doue roet d’in ar c’hras da gas va labour da benn. Ann Duk a Vourdel a vezo par da gement tra a oufe c’hoarvezout gant-han. Doue a hell brema ober ac’hanoun-me ar pez a garo. » Da eun all e respontaz : « Biskoaz n’en deuz roet d’in gwall abek ebed da veza drouk-kountant anezhan. » Ha da re all : « Eur spered en deuz da zevel bepred hueloc’h eged pep eur-vad, hag eur galoun da herzel ouz ann taoliou ar re c’hrevusa. »

E divez ar bloaz 1838 e teraouaz ann Duk a Vourdel he valeadennou skiantuz dre ann Europa. Ann dud a zellid a zeuaz ar re genta euz a Frans d’he gavout evit derc’hel mad d’ezhan enn he veachou a oa ann Duk a Levis, ar c’hount a Lok-Maria, hag ar jeneral Latour-Foissac. Na heulimp ket ann Duk a Vourdel enn he holl valeadennou, kement-se a ve re hir, eun dra hep ken a livirimp hag a zell out-ho holl : derc’hel a rea evel da eul lezen, gwelout kement tra vrudet a vije dre ar vro, burzudou Doue, ijinou ann dud, ha dreist pep tra ann dud gwisiek ha vertuzuz a bere en devoa klevet hano mad. He blijadur vrasa a oe dreist holl redek ha studia ann tachennou brezel brudet-kaer dre emgannou ha gounidou ar c’hallaoued e peb amzer ha peurgedget e amzer Napoleon. Er c’hiz-se, epad c’houec’h vloaz, da lavarout eo, adalek 1838 betek 1844, ann Duk a Vourdel a redaz hag a studiaz holl rouantelesiou ann Europa, nemet hini Frans hag hini Spagn. Al lezen a vannisamant douget enn he enep er bloaz 1831 a vire out-han na lakaje he dreid var ann douarou-ze gounezet ha kaereet epad keid amzer gand he dud.

Hag kavout a rafac’h-hu kalz a brinsed hag ho defe bet enn ho iaouankiz ann tu hag ar volontez da welout ha da zeski kement a draou, hag en deuz great ann Duk a Vourdel ? Evid-oun-me n’ho anavezann ket.


————


XII.


ANN DUK A VOURDEL E ROM.


(1839)


Leveromp brema eur ger bennak var ar veach a reaz ann Duk a Vourdel e Rom, e divez ar bloaz 1839. Tri abek dreist ar re all en devoa ar Prins da ober ar veach-se. Fellout a reé d’ezhan diskouez ne oa dindan beli gouarnamant ebed, evit-han da veza harluet euz he vro, ha penaoz netra na virje out-han da vont ha da zont dre ar bed, pa vije eur gounid bennak da ober evit he enor hag he zeskadurez. — Fellout a ree d’ezhan gwelout hon Tad Santel ar Pab, hag ar burzudou a bep seurt a bere eo karget ar ger a Rom. — Fellout a ree d’ezhan dreist holl en em ziskouez d’ar bed evit ar pez ma oa, hag e Rom e kavje bepred eun niver braz a dud gwisiek, a beb oad hag a beb stad, ken euz a Frans ken euz ar broiou all, gwestl e pep fesoun d’he studia ha da lavarout petra oa. Mall a oa gant-han ober ar veach-se, rak he enebourien, hag he gerent zo ken ann Orleaned pa eo ret ho henvel, na ehanent da hada gwall vrud divar he goust. He zeskadurez, eme-z-ho, a oa manket enn holl d’ann holl ; ann dud a ioa bet en dro d’ezhan n’ho devoa karget he benn nemet a venosiou balc’h hag amzere ; ne hunvree nemet renadur absolut, hag ann dud var bere e tlie ren eun devez, ne oant dirak he zaoulagad nemet sklaved displet, great evit dougen ar ieo ha plega d’he volontez. Houn-nez a oa, var ho lavar, ann deskadurez roet d’ar Prins gand ann Eskop a Hermopolis ann aotrou Fraissinous. Oc’hpenn-ze, oc’h ho c’hlevout, ann Duk a Vourdel a ioa eun den iaouank klanvuz, eur Prins bervelet. — Ret e oa eta da Herri mont da Rom, ha mont a reaz. Hogen na eaz ket hep poan nag enebiez.

Kalz a dalie da c’houarnamant Frans kretaat ha kenderc’hel, ar gwall-vrud-se var ann Duk a Vourdel. Pedi a reaz eta impalaër ann Aotrich da zerc’hel strisoc’h var ar Prins iaouank, ha da virout na ’z ache er meaz euz he stadou. Gand eur pennad dievested, eme kannad Bro-C’hall, ann Duk a Vourdel a helfe enn em deurel e Frans, ha beza kiriek da galz a reusiou. Ann digarez-se a oe roet, mes ar wirionez a oa, e rea poan galoun d’ann dud a rene e Paris klevout komz euz a valeadennou ann Duk a Vourdel, hag euz ar stad a reat anezhan e pep leac’h. Gwelout a reant o vont e dismantr ar gwall-vrud ho devoa hadet, hag he felle d’ezho mirout da vihana n’en em ziskouezje ar Prins dirak daoulagad he gen-vroiz er gear a Rom. Ann impalaer a anaie mad awalc’h digareziou ha menosiou kuzet gouarnamant Bro C’hall, hag evel ma kave he vad o kenderc’hel ar peoc’h etre ann diou vro, e roaz he c’her na lezje ket ann duk a Vourdel da vont er meaz euz he stadou ; hag ann Aotrou Meternik, ministr ann impalaer a reuzaz tremenhent d’ar prins iaouank da vont d’ann Itali.

Euz eur pers all, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem na welent ket gant re a blijadur ho niz o vont keid all hep aotreadur an Impalaer ; o veza ma oant kred ha gward evit-han, ho devoa aoun na vije c’hoarvezet eur wall dro bennak gant-han, koulskoude evel ma welent en devoa Herri kals da c’hounit oc’h ober ar veach-se, e rojont d’ezhan ho grat-vad. Kredi a reant e gweled ho c’haloun ne vije ket eat, pa na felle ket d’ann Impalaer. Tud ar c’houarnamant ivez a grede ne vije ket eat, pa na felle ket d’he dud, ha na daoljont ket evez braz var-n-ezhan. Herri a welaz eun hent digor e kreiz etre ann diou fisians-se, hag a dremenaz eeun-hag-eeun dre-z-han. Ret a oa dispak buan ha beachi prim, ar pez a oe great. Kemer a reaz gant-han eur mevel hep ken hag ann Duk a Levis. En em rei a reaz evit niz ann Duk a Levis, he baperiou hent a oe roet d’ezhan var ann hano-ze, ha d’ann eiz war-nugent a viz here 1839 e tigouezjont er gear a Rom.

Eun dro ken hardis ha ken ijinus a ra enor da spered Herri, hag a ziskouez e oar mad kas eun dra da benn, pa ve ar gwir hag al lealded enn tu gant-han. Ann dervez ma tigouezaz ann Duk a Vourdel e Rom, ann Duk a Levis a skrivaz d’ar c’hardinal Lambruschini, ministr braz ar Pab, evit rei d’hezhan da anaout edo ar Prins e kear. Ar ministr karget neuze a gefridiou, o welout eul lizer skrivet e Rom, hel lekeaz a gostez hep he zigeri dioc’h-tu. Den ebed na oa e gortoz gwelout ann Duk a Vourdel e Rom. Ar c’hardinal Lambruschini en devoa memes lavaret a gren da gannad Bro-C’hall ne vije ket deuet ar Prins d’ann Itali. Hag ar c’hannad, pehini a oa neuze ann aotrou Latour-Maubourg, en devoa en em hastet da gas ar c’helou mad-se d’he c’houarnamant. Evel-se epad ma errue ar Prins e kear-benn ar gristeniez, eur rumm dud en em laouenee e kear-benn he vro, en eur lavarout ann eil d’egile : Ne d-ai ket, ned-ai ket. Hag ann aotrou Guizot en em vugade dirak kampr ar gannadet o lavarout : « Gwelit petra omp, mab bihan Loeiz XIV na hell ket ober eur gammed dre ann Europa pa gomzomp. »

Koulskoude ar vrud a ie dre Rom e oa ann Duk e kear. Eun den o veza eat da welout ar c’hardinal Lambruschini, a lavaraz d’ezhan : « Ac-han-ta, chetu ann Duk a Vourdel enn hor c’hreiz. » Ar c’hardinal o vousc’hoarzin, a respountaz : « Eun all a gemerit evit-han, kredit mad penaoz ann Duk a Vourdel a zo hirio enn deiz sioul ha dibreder enn Alamagn e kichen he dud meurbed enoret. Mes, eme egile, hel lavarout a rann d’e-hoc’h e pep gwirionez, ema ann Duk e Rom, n’em euz ket hep ken he welet, mes komzet am euz gant-han ha great am euz va lez d’ezhan. »

Piou a oe souezet nemet ar c’hardinal ? Gervel a reaz dioc’h-tu mestr braz ar reiz. Klask a reaz etouez he baperiou al lizer a ioa roet d’ezhan tri dervez a oa, hag e lennaz ebars ar c’homzou-ma : « Rei a rann d’ehoc’h da c’houzout eo digouezet ann Duk a Vourdel e Rom. Evit kas he studiou da benn, e fell d’ezhan gwelout kement ker vraz e deuz eun hano kaer var histor ar bed, hag ar ger a Rom na helle ket choum hep beza studiet gant-han. He spered hag he galoun hen tenne etrezek enn-hi, dre’n abek d’ann arouesiou kaer (monuments) a bere eo karget, dre ’n abek d’ann enor e deuz da veza hirio evel gwechall ar genta kear euz ar bed, hirio dre he skianchou ha dre he feiz, gwechall dre he galloud hag he brezeliou. Goude holl ar Prins na fell d’ezhan beza kemeret nemet evit eur beachour, ne c’houlenn netra digant ar ger a Rom nemet ar pez a ro bemdez ar ger a Rom d’ar beachourien all, frankiz ha surentez. »

Eun donedigez evel hou-ma, ha c’hoarvezet enn eun taol, a rouestlaz eun tammik gouarnamant ar Pab. He vinistr ne ouie ket re petra da ober. Hag epad ma choume evel var var, ann Duk a Vourdel a iee bepred araok, fermi a reaz eur pales evit tri-miz, evit ma vije diesoc’h d’ar c’houarnamant he alia da vont kuit.


————
E keid-se, kannad ar Pales roeal, [7] o klevout edo ann duk a Vourdel e Rom, a gredaz e oa great goab anezhan, hag a bignaz var he gezek-braz. Ret e oa d’ezhan skriva d’e c’houarnamant ann enep kaer d’ar pez en devoa kemennet d’ezhan eun devez bennag a-raok. Hag evit eun den huel-savet, neket eun dra eaz anzao ez oar bet trec’het, goude beza great kana Te Deum ar gounid. Daoust da ze en em denna a reaz evel ma hellaz, enn eur ober fors trouz ha gourdrouz. Enn he lizer da vinistred ar Pales roeal, e lavare hag e aslavare a zevri, penaoz ann Duk a Vourdel, o tont da Rom hep tremen-hent, en devoa great eur follentez a zen iaouank ha netra ken, eur gwir achapaden euz a behini en divije keuz, ha pehini a droje evit he zizenor ; hag en em garga a ree da lakaat he gas kuit euz a Rom, ma rea kement-se plijadur d’ar Palez roeal. Ministred ar Pales roeal, ato prest, evel ma ouzor, da vont var arbenn ann taoliou kaer, a skrivaz d’ar c’hannad en devoa da c’houlenn ha da ober ma vije boutet ann Duk a Vourdel er meaz. Ar c’hannad a reaz he gefridi ; mes Rom na venne ket evel-d-han. Ar c’hannad a lekeaz gourdrouzou var benn he c’houlenn, hag ann traou a droaz tu. Ne oa mui hano euz a eun digemer fall pe vad, great pe reuzet d’ann Duk a Vourdel, enor ar gear a Rom eo a oa da zifenn. Rogoni gouarnamant Bro C’hall hag hini he gannad a c’hlazaz ann holl. Ar Pap a reuzaz a grenn ober ar pez a c’houlenne ar Pales roeal, hag a respontaz d’he gannad evel-henn : « Rom a zo eul leac’h a zigemer mad evit ann oll brinsed harluet euz ho bro. Ar gear e deuz bet roet minic’hi d’ann Duk a Orleann he unan, pa oa gwall gas var he lerc’h, na zarro ket he doriou ouz mab bihan Charles X. » Evit diskouez splannoc’h ar boan a reaz d’ezhan eur goulenn ken disleal, ha great gant fesouniou ken diorbit, ann Tad Santel a ziskleriaz anezhan he-unan, hep beza bet na pedet nak aliet gant den, e vije digemeret ann Duk a Vourdel gant ann enoriou dleet d’he renk. Er c’hiz-se kabined ar pales roeal n’en devoa netra euz ar pez a c’houlenne, hag ann Duk a Vourdel en devoe ar pez ne c’houlenne ket.

D’ann dri var-n-ugent a viz du, e oe digemeret ann Duk a Vourdel, evit ar weach genta, gand hon Tad Santel ar Pab. Gouelet ho pije, mar vijac’h bet eno var al leac’h ; Gregor XVI na hellaz ket derc’hel var he deneredigez ; karout a reaz ar prins iaouank kerkent ha ma her gwelaz, hag he zourn benniget en em astennaz enn eur grena var he benn, da rei d’ezhan he vennoz ar binvidika. Kaera tra da welout gant daoulagad ar feiz ! Eun den iouank a naountek vloaz, mab bihan da gel-lies a Roue, daoulinet dirak eur manac’h koz ha dister, ha dianaf d’ar bed araok ma pignaz var gador Sant Per. Al lean deol-ze, pehini epad he vuez hir, en devoa great ken alies he brederen a galoun var ar c’homzou-ma euz a skritur sakr : Avel avelou, hag avel eo pep tra ! A wele dirag he zaoulagad eur gentel veo var ar wirionez-se, mab bihan Loeiz XIV, heritour rouaned Bro-C’hall, hep tan na mann, deuet da c’houlenn lojeiz evit eun dervez bennak, dindan porchedou Rom hanter-zismantret.

Euz he gostez, ann Duk a Vourdel a oa reustlet holl, o welout kement a garantez enn he genver euz a berz Vikel Jezuz-krist var ann douar. Biskoaz ne oe ken abafet na ken berr enn he gomziou. — Epad ma edo ar prins e Rom, hon Tad Santel evit lavarout mad na denne mui divar-n-ezhan nag he galoun nag he lagad. He holl dud e karg ho devoa urz da ober d’ar prins enor ha digemer mad e pep fesoun hag he pep leac’h. Da c’houel ann oll zent ha da c’houel ann anaoun, Herri a glevaz ann offisou e iliz vraz Sant Per enn eul litrin a enor miret hep ken d’ar pennou kurunet. Eun offisour hanvet gant ar Pab evit-se, a oa karget da vont da glask ar Prins d’he bales, ha d’he ambrouga d’ar ger. — Ha pa bignaz ar Prins var volz-vraz iliz Sant Per, huella pez labour a zo e Rom, he hano a oe skrivet eno var eun daolen marbr, ar pez na vez great nemet e kenver ar brinsed a c’hoad roeal. Da c’houel Sant-Charles, Herri a glevaz c’hoaz ann offeren enn eul litrin a enor da behini e oe kaset, evel bepred, dre urz ar Pab. Ha dre unan euz ann taoliou chanz-ze pere a sko sperejou ann holl, var al litrin-ze e oa skrivet ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr ! In tempore iracundiæ factus est reconciliatio. Ar pez a zo :

E amzer ar vuaneghez,
Hen zo bet ann unvaniez.

Ne oa ket awalc’h d’ann Duk a Vourdel arruout e Rom, ret e oa d’ezhan kas da benn ar pez e oa deuet d’a ober di ; en em ziskouez d’ar bed, ha dismantr ar vrud a zistervez a glaske enebourien he di rei da gredi enn he enep. Dre c’hras Doue, mont a reaz gant han pep tra evit ar gwella. Ar wenn huel a behini e tiskenne, gwalleuriou he dud hag he walleuriou he-unan a rea c’hoant d’ann holl d’he welout, d’he glevout, d’he studia. Ann holl a glaske lenn var he dal ar pez en devoa sonj Doue da ober gant-han. Evel-se kentiz ha ma tigoraz ar Prins e zaliou da zigemeret ann dud, kement a ioa a vras er gear a Rom, ken romaned ken diavezidi, a vodennaz enn he balez, epad ma choume ti ar c’hannad goullo ha didrouz. Doareou ann Duk, ken a gorf ken a spered a blije d’ann oll ; kement hini her gwele her c’hare. Hag ar re ho devoe ann eur da gaozeal gant-han pa vije he-uuan, na ehanent da veuli ar furnez euz he responchou, he wisiegez var bep tra, hag he venosiou frank e feat gouarnamant. Roue dre c’hoad, gwiriou dre gannad ; pep den hevelep dirak ar roue, evel dirak Doue ; Frankiz evit pep mad ; chetu ar zonjou a bere eo leun he galoun hag he spered.

Ne oa ket diez he gavout nag he welout, pa eo gwir e valee bemdez dre Rom, ha var droad hag e kar, mont a ree da welout ann holl izignou hag ann holl labouradegou brudet, hep goulenn morse pe seurt sperejou tud a vije enn ho fenn. Eun dervez ma ’z ea da welout labouradek eul liver brudet, e oe lavaret d’ezhan ; Eur republican euz ar re genta a gafot aze. « Petra ’ra ann dra-ze, eme ar prins, Gall eo, ijin en deuz, en em glevout a raimp. »

Ann huella tiegesiou euz a Rom a oa kendamouez etre-z-ho, da ober lid ha digemer d’ann Duk a Vourdel. Kerent Bonapart na oent ket ar re ziveza, hag eun niz d’ezhan a bedaz zo ken ann Duk da zont da choum d’he bales. Enn nosvesiou hag er bankejou-ze, roet enn enor d’ann Duk a Vourdel, en em gave ato ar pez a oa a uhella e Rom, ken euz a gear ken euz ar broiou a ziaveaz, hag ar re-ma a gase gant-ho d’ho bro ann testeniou ar re gaera divar he goust. Evel-se hirio enn deiz, daoust da be rouantelez euz ann Europa ez afac’h, ne glefot nemet eur vouez var ann Duk a Vourdel : « Bourbon eo, ha gwestl eo da zougenn he hano. »

Mar talie kalz d’ann Duk a Vourdel en em ziskouez d’ar gear a Rom, ha plijout d’ar beachourien gwiziek a ioa eno euz a bep bro, anaoudeghez en devoa da ober gant tud all, ha d’ar re-ma dreist pep tra e felle d’ezhan plijout. Kentiz ha ma oe digouezet e Rom, en devoa roet da c’houzout e Frans en divije gwelet gant plijadur he vignouned a Vro-C’hall o tont d’he gavout ar muia ar gwella. He c’halvaden a oe klevet, hag hep dale e tigouezaz stank-ha-stank e Rom, ar Fransizien ar re huella. Ar c’houarnamant evel ato a glaskaz bihanaat herder ar beachourien birvidik-se, dre gant tregas a berz tud ar reiz-vro ; hogen ne c’hounezaz netra. Keariou a bez, evel Marseilla, a gasaz kannadureziou d’ar Prins. Marseilla a zavaz he hini gant tud euz a bep stad : Tud a skiant, tud a vrezel, tud a varc’had, tud a vicher. Ar gannadurez-ma eo a reaz ar muia a blijadur d’ar Prins. Hi digemerout a reaz gant eun dereadeghez ar vrasa. Ha ma tiskouezaz ober mui a stad ouz eur re bennak, e oa euz ar varc’hadourien hag euz ann dud a vicher. Poueza a rea enn he galoun ar boan ho doa bet, ann dispignou ho doa great enn eur veach ken hir, hag he anaoudegez vad enn ho c’henver a ieaz beteg ann daelou. Ann demezell de Faveau, maouez a spered mar boe nikun, o veza var al leac’h pa zeuaz ann dud vad-se dirak ar Prins, na hellaz ket mirout da grial enn he estlamm : « Oh Doue, kaera taol-arvest ! »

Da zeiz kenta ar bloaz, 1840, e oe kountet e pales ar Prins oc’h penn daou c’hant a Fransizien. O veza ma choumaz ar prenestrou re bell hep beza digoret, meur a itroun en em gavaz klanv gand ar c’hôr a zave etouez kement a dud. Herri o welout-se, a lavaraz eun eur vous-c’hoarzin. « Lod en em glemm hag a lavar n’ho deuz ket ear awalc’h, evid-oun-me, biskoaz n’em euz tennet va alan easoc’h eget na rann ama ; ann dud-ma, o tont euz a Frans, ho deuz digaset d’in ear euz va bro, biskoaz na lammaz va c’haloun em c’hreiz ker brao. »

Mar boe fouge gant ann dud a ziaveaz bro beza gwelet ha klevet ann Duk a Vourdel, ar Fransizien a oa c’hoaz eurusoc’h. Digouezout a reant e Rom eun tammik melkoniet, aoun ho devoa n’ho divije ket kavet var dal ann den iaouank ann esperans kaer ho devoa gwelet enn he vous-c’hoarz a grouadur. Hogen pa weljont splannoc’h eget biskoaz donezonou Doue var-n-ezhan, ho levenez a oe bar. Distrei a rejont d’ar gear, laouen ha kountant, ha mall gant-ho diskleria d’ho c’henvroiz ar pez ho devoa gwelet ha klevet.

Neuze ann aotrou Frayssinous a skrivaz ar c’homzou-ma d’he skolaer roeal : « Ann holl draou a glevann lavarout ac’hanoc’h a ra d’am c’haloun eur blijadur vraz. Karet e viot mar bezit Roue ; keuz a vezo d’e-hoc’h, ma na vezit ket. »


————


D’ann eiz a viz kenver ann Duk a Vourdel a guitaaz Rom evit eun dervez bennak, evit mont bete Napl, da welout he eontr, breur he vamm, Roue ann diou Sisilia. Eur pales kaer a oe aozet evit-han eno, hag eun digemer skeduz a oe great d’ezhan. Eur c’houard var gezek a ieaz var he arbenn eur pennadik er meaz a gear ; kear a oe goulaouet epad ann noz, hobadennou muzik a oe great, hag antronoz e oe roet eun arvest roeal e sal vraz Sant-Charles. Ebarz letrin ar Roue, e touez eur maread a brinsed goloet a aour hag a ziamanchou, eun den iaouank, gwisket e glaz-pers, egiz ann dudchentil e Frans, a denne var-n-ezhan daoulagad ann holl ; ann Duk a Vourdel e oa.

Kalz a Fransizien a ieaz da heul ann Duk a Vourdel da Napl, evit diskoues pegement her c’harent, ha pegement a fouge ho devoa gant-han. Ar Prins a veve e Napl evel e Rom. Al loden vihana euz he amzer a roe da dud al Lez ha d’ann dereadegez euz he stad, eul loden all d’ar Fransizien a zeue d’he welout, hag ann darn vrasa da welout ha da studia ar pez a helle kas araok he zeskadurez.

Eun diskouez-soudarded a oe great enn he enor, epad pehini en devoe eur blijadur dudiuz meurbed. Eur rejimant a welaz gwisket enn holl d’ann holl evel ma oa ar c’hward roeal e Paris. Herri en em lezaz eur pennad da gredi edo c’hoaz e kreiz ar c’hreunadourien gaer-ze evit pere en devoa, pa oa krouadur, eur pleg ker kalouniuz. Ar Prins a welaz, e Napl ha var dro, ar pez a wel ann holl veachourien all, Pompeia, Herkulanom, ha dislounk-tan ar Vezuv. O vonet da venez Vezuv, e oe gant-han eur varc’hekaden Fransizien iaouank, pere a choume eun tammik var he lerc’h dre enor hag azaouez. Herri, o welout se, a griaz d’ezho : « Araok, araok, aotrounez, e pep tu d’in e fell d’in ho kavout ! »

Antronoz e oe great eun dro vale var vor. Ann amzer a oa kaer ha seder, eur gwir zevez a Italia, pa en em glev ann env ann douar hag ar mor da rei plijadur da galoun mab-den. Ar vag skanv, he goueliou c’houezet gand eun ezenik klouar ha flour, a neuie etrezeg Iskia. Ann aotrou de Miramon a gane ker kaer soniou dous ha tener var garantez kaloun ann den evid he vamm-bro, ha var velkoni ann dud keiz koundaonet da veva pell diout-hi. Ann holl a ziskane d’he zon, ha lod a ouele. Ar gaoz a gouezaz goude var ar bariou amzer hag ar stourm vor a zav avechou enn eun taol var al leac’hiou-ze ; Unan bennak a lavaraz : « Ma c’hoarfe d’e-omp beza taolet var aochou ann Afrika, var zouar ann Aljeri, petra rafemp-ni ? — Petra rafemp-ni, eme Herri, en eur vousc’hoarzin ? Kemer bep a fuzill, mont d’ann Arabed, ober eur frot d’ezho, ha distrei d’hon lestr, goude beza goulennet digant ar zoudarded hor c’henvroiz ha kountant a oant ac’hanomp. »

D’ar seiz var-n-ugent a viz kenver, 1840, ann Duk a Vourdel a oa distro e Rom. Ar pab en devoa kaset eur c’hward a enor var he arbenn, daoust petra lavarje ar Pales-Roeal. Goude daou zevez fest, roet d’ezhan, unan gand ann aotrou Pastoret, hag egile gand ar Brinses Doria, e pehini e oe digemeret dre ar c’han gall a Herri Pevare, ar Prins a guitaaz Rom evit mad. Eun eil emwel en devoa bet digant ar Pab, ha choum a reaz eur pennad mad a amzer enn he gampr. Pa zeuaz er meaz, e touge var he zremm merkou hanad euz he estlamm hag euz he zoujanz. Ann den koz ha santel, pehini divar gador Sant Per, a ren var bed ann eneou, hag heritour iaouank ar rouaned-ze, hanvet gwechall mipien henan hor Mamm Zantel ann iliz, en em gavaz tenerreet ho daou oc’h en em welout eur weach c’hoaz dremm oc’h dremm ann eil gant egile. Vikel Jezuz Krist a zantaz enn he galoun eun deneredigez a dad evit ann den iaouank kaset kuit euz a rouantelez he dud, hag euz a behini ann amzer da zont a oa eur sekret, henvel euz al levriou-ze a bere e komz ar skritur, siellet euz a zeiz siel gant dourn ann Eal.

Eur varc’hegaden gaer a Fransizien a ieaz da ambroug ar Prins eur pennad mad euz a Rom. Ar c’himiad etre-z-ho a oe trist ha tavedek. Herri a waskaz ann dourn d’ezho holl, en eur lezel gant peb unan anezho eur skeudennik euz he balez e Rom ; ha var behini en devoa skrivet he-unan ar giriou-ma : Envor euz hor beach e Rom.

D’ann nao a viz c’houevrer, ann Duk a Vourdel a zigoueze e Florans. Ar gear-vamm-ze d’ar skianchou ha d’ann ijinou kaer, hen digemeraz gant bar-levenez. Eur c’hward a enor a ioa deuet var he arbenn, enn dro d’he garr e kerze var gezek ann huella tudchentil euz a gear, hag ar bobl enn he bez a zigarge var he hent evit he welout, he anaout, he garout. Diskenn a reaz enn eun ti annezet evit-han, hag e pehini en em gave dija eun ugent bennak a Fransizien. Pa glevaz ar Prins e oa Fransizien eno, e fellaz d’ezhan ho gwelout dioc’h-tu. Dont a rejont, ha digemerout a reaz anezho, he zillad c’hoaz goloet a boultren evel pa ziskennaz euz he garrons. Antronoz ann Duk a Doskan en em hastaz da genniga d’ezhan eur pales kaer. Herri a réuzaz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk na vezet gan-e-hoc’h, Aotrou Duk, e choumfenn ama, ama emaounn e kreiz va c’henvroiz. »

Eun niver braz a Fransizien en em gavaz raktal e Florans, evel enn holl geariou e pere e tlie ann Duk tremen eun dervez bennak. Henvel a rinn daou anezho, anavezet mad gand ar vretouned, ar jeneral Jozef Kadoudal, ha Markiz Guebriand. Ann Duk a Vourdel a reaz e Florans ar pez a reaz e Rom ; gwelout ann traou a ioa da welout, ha plijout d’ann holl. Eno e kavaz labouradek vrudet ann Demezell de Faveau, vandeanez ker kalounek ha ma oa maouez a spered. He micher a oa kizella skeudennou pe portrejou e marbr ; ober a reaz hini ann Duk a Vourdel, hag oc’h he welout ho pije lavaret e oa buez enn-han. Ar Prins a ieaz ivez gand plijadur da welout labouradek eur c’hizelleur all hanvet Bertholoni. Hema a oa eur republikan koz. Digemer a reaz ar Prins gand ann esmaë ar vrasa, ha pa oa eat kuit, e lavaraz gand estlamm : « Me garje beza bet hirio em femp bloaz var-n-ugent, great am bije dre envor skeuden ann Duk, ha bet e vije Roue ar Rouaned. »

Euz a Florans ann Duk a Vourdel a dremenaz dre Bologn ha Ferrar, hag e peb leac’h e oe great d’ezhan ar memes enoriou. Ne zaleaz mui e neb leac’h, rak mall a oa gant-han gwelout pelloc’h he gerent meurbed karet. Erruout a reaz eta e Goritz iac’h ha laouen, o veza bet var dro pemp miz oc’h ober he veach.


————


XIII.


GWALL LAMM ANN DUK A VOURDEL.


Tud ha na ouzont ober netra nemet dre c’heier ha dre fallagriez, ho deuz bet embannet ha roet da gredi dre ma ho deuz gallet, penaoz ar Vourboned na zeujont e Frans, pa gouezaz Bonapart, nemet e kreiz armeou ar broiou all ; hag e oa ret d’ar vro ho c’hemer droug ha mad gant-hi, pe beza flastret. Ar gaou-ze a zo anaveet ha dislavaret gant kement den a oa e Frans enn amzer ze ; ann holl a oar e c’houlennaz ar vro hec’h-unan ar Vourboned evel he gwir Brinsed ; ann holl ho deuz sonj pegement a Joa, a beoc’h hag a eurvad a zigasaz d’e-omp ho distro enn hon touez. Mad, hirio enn deiz, ar memes rumm dud a zalc’h c’hoaz da lavaret penaoz Herri V, pe ann Duk a Vourdel a zo sonj da zont abred pe zivezat da c’houlenn he gurunen, e penn armeou ar broiou all digaset gant-han var he vro. Herri n’en deuz ehanet morse d’en em zevel enep eur gaou ker braz ha ker malisiuz, hag er bloaz 1840, e kavaz ann tu da ziskouez d’ar bed holl peger pell ema euz he spered eur zonj ken argarzuz. D’ar bemzek a viz gouere 1840, ar Rusia, ann Aotrich, ar Prus ha Bro-Zaoz en em glevaz da aoza etre-z-ho aferiou ar Zao-heol, hep lavarout netra da Frans, ha zoken drouk ha mad gant Frans. Dare e oa bet da gement-se lakaat brezel da zevel etre ar broiou-ze ha rouantelez Frans. Mad, ann Duk a Vourdel pehini a ioa var vare da gemer a nevez he droiou bale ha da vont d’ar Prus ha da Vro-Zaoz, a ziskleriaz grons n’ez aje ket d’ar broiou-ze na da hini all e bed, epad ma vije hano a vrezel etre-z-ho hag he vro. D’ar mare-ze eun dichentil enoruz, ann Duk a Glermont-Tonnerr o veza lavaret d’ar Prins, o kimiada out-han : « Hep dale marteze ho kwelimp e Frans, » Herri a respountaz : « Ia mar bezann galvet gand va bro, er c’hiz all, bikenn. » D’ar mare-ze c’hoaz en em gavaz ar Prins gand eun ofisour iaouank euz a Frans, pehini en devoa en em engwestlet da zervicha e armeou ann Aotrich, hag Herri a lavaraz d’ezhan : « Kredi mad a rann, Aotrou, e tilesot ho karg, mar sav brezel etre Frans hag ann Aotrich. »

Pa c’houlennaz ar c’houarnamant tri c’hant milioun digant ar vro, evit sevel mogeriou ha kreou brezel en dro da Baris, ann Aotrou Persil e kambr ar Bared, hag ann Aotrou Thiers e kambr ar Gannaded, a gredaz lavarout ec’h halje a-walc’h ann Duk a Vourdel digas var he vro armeou ar rouanteleziou all, hag e oa mad lakaat Paris e stad da herzel out-ho. Mignouned Herri e barz ann diou gampr en em zavaz holl, ha drouk enn-ho, da deurel pell diout-han eun tamall ken diwir, hag ann Aotrou de Breze a lavaraz dre ziou wech ar c’homzou nerzuz-ma : « Nann bikenn ne deuio Herri a Frans enn doare-ze daved-omp ; me respount anezhan kaloun evit kaloun, korf evit korf. » Dre ziou wech e lavaraz ar c’homzou-ze dre ’n abek d’ann trouz a rea he enebourien evit mirout na vije klevet. Hogen klevet a oe he gomzou dre vro Frans penn da benn ; hag ar roealisted a zavaz holl da lavarout ar memes tra. Eur skrid a rejont neuze evit diskleria d’ar vro pere oa ho menosiou e feat gouarnamant, e ken kaz ma teuje Herri en dro, ha den skiantet ebed e Frans na gavo da lavarout var ann traou ho deuz sinet.

Eat e oa trouz a brezel ebiou ; Bro-Frans e devoa en em glevet gand ar rouantelesiou all, hag ann Duk a Vourdel en em aoze da ober he valeadennou e rouantelez Prus hag e Bro-Zaoz, pa c’hoarvezaz gant-han eur gwall daol pehini en dalc’haz er gear epad daou vloaz.


————


D’an eiz var-n-ugent a viz gouere 1841, ar Prins a ie var varc’h euz a Girchberg da Skrem, gand ann Aotrou de Lok-Maria, hag ann Aotrou de Foresta. He varc’h a ioa eul loen iaouank leun a vuez hag a dan. Eur pennad mad euz ar c’hastel, enn eun hent doun ha striz, e tigouezjont gand eur c’harr goloet gand eul liser wenn. Ar marc’h a gemer aoun, a zraskl dindan he varc’hegour, hag a lavar ne iei ket pelloc’h. Unan euz ann dudchentil a oa da heul ar Prins a fell d’ezhan tremen a raok, da rei hardisted d’ar marc’h ; mes Herri a ra zin d’ezhan da choum, rak fellout a ra d’ezhan pennekaat he loen, hag e ro d’ezhan ar c’hentrou enn he gostou. Ar marc’h kounnaret, a zav ploum var he dreid a-dré, hag a gouez var chouk he gil, he varc’hegour dindanna. Eul lamm evel-se a zo peurvuia marvel. Ar Prins, hep beza kuiteet na dipr na stleukou, en em gave enn he c’hwen, hag ar marc’h a zouge euz he holl bouez var eur vorzad d’ezhan. Gand eun dourn a choume d’ezhan dispak, ar Prins a skoaz var ar marc’h da ober d’ezhan sevel, hag hema, enn eur ober eun taolad bec’h, pehini a reaz eur boan skrijuz d’ar Prins en em gavaz adarre var he dreid. Neuze Herri a lavaraz : « N’hellan mui en em zerc’hel, ret eo klask eur c’harr, santout a rann em euz eur vorzad torret. » O welout ann Aotrou de Foresta, evel ann dudchentil all, gwenn-kann gand ar strafill hag ann nec’h, e lavaraz d’ezhan : « N’eut ket gand al liou-ze da Girchberg, spounta a rafac’h va moereb ha va c’hoar. »

Ar c’har a zigouezaz hag ar Prins a oe douget ebarz. Pedeir heur a lekejont da zont d’ar c’hastel, o veza ma oant eat dija pell, ha ma oa diez braz ann henchou. Gloasiou ar Prins a oa braz, mes ato gouzanvet gand eur galoun brasoc’h c’hoaz. E hanter ann hent ec’h arruaz gand ann c’harr medesin mad ann ti, ann Aotrou Bougon, pehini a zirede trist ha nec’het, evel da nozvez ann 13 a viz c’houevrer. Anaout a reaz e oa torret ar vorzad peuz dost da gorn al lez, hag ez ejont gand ann hent. C’houec’h den divar ar meaz a skoazelle ar c’harr evit bihanaat ar strons ; hag e kreiz ar ward-ze e tigouezaz Herri a Frans e kastel Kirchberg. Na hellann na skriva na lavarout ar stad truezuz e pehini edo ann Dukez a Angoulem. Ann Duk a Angoulem a oa tost da vad ken rouestlet ha ken glac’haret hag hi. Ann Demezell Loeiza, na guitee mui he breur ; choum a ree enn he gichen dilavar, dislivet, efreizet. Evit Herri, lavarout a rea d’he dud, n’ho devoa ket leac’h d’en em enkrezi kement-ze, ne oa riskl ebed d’ezhan da vervel. Ha daoust peger braz a oa he boan, e choumaz ato dizaouzan ha laouen. Eun dra hep ken a rea poan [[Reizh|sperep|spered}} d’ezhan ; ha gallout a raje c’hoaz mont var varc’h ? Pa en devoe ann Aotrou Bougon lavaret d’ezhan ec’h halje mont, e teuaz seder ha dizoan tre.


————


Pevar devez ne oa kent, e oa eat ann Dukez a Verri kuit euz a Girschberg. Edo c’hoaz e Vienn. Eur c’hannad a zigasaz d’ezhi ar c’helou trist d’ann nao var-n-ugent e tro kuz heol. Petra bennak ma en devoa Herri gourc’hemennet d’ar c’hannad trei ha poeza he gomzou, enn hevelep fesoun na vije ket strafillet he vamm, ann Dukez a ziblaz raktal hag a reaz hent epad ann noz. Ann Dukez a Verri a ioa glac’haret, mes ne doa aoun ebed ; abaoue ann deiz ma c’hanaz he mab, e krede ato en devoa Doue eunn dra vraz bennak da ober gant-han, ar zonj-ze a oa deut evel eur greden a feiz evit-hi. Pa erruaz e Kirschberg mintin mad, e kavaz ann Duk a Angoulem e kichen he mab ; falvezet a oe d’ezhan tremen he-unan ann nozvez genta gand he niz. Kerkent ha ma’z eaz ann Dukez er gampr, Herri en em hastaz da lavarout d’ezhi n’en doa nemet eun draik bennak torret enn he c’har, hag ez aje hep dale he-unan da gas d’ezhi euz he gelou beteg Brunze. Hogen pa oa eat ann Dukez er meaz, ar prins a lavaraz d’he vevel a gampr : « Dalc’hit ann nor serret, c’hoant am euz da veza va-unan eur poulzad, kalz poan am euz. » Eun dra gaer ha daelouuz a oa gwelout enn dro d’ar gwele-ze a boan, merc’h Loeiz XVI, Mari Karolin ar Vandea, ha merc’h ann Duk a Verri. Ar voereb ho pije kemeret evit ar Vamm dener ha melkoniet ; ar vamm ho pije kemeret evit skeuden ann nerz hag ann esperanz gristen, hag ar c’hoar evel eun Eal a frealzidigez. Teir c’harantez enn dro d’ann hini klanv, dishenvel ann eil ouz eben, ha ker kre ann eil hag eben. Ho fedennou dous hag herruz a zave kevret etrezeg ann env, hag a zigase d’ar c’hlanvour pasianted ha iec’hed.

Ar iec’hed a zeuaz, mes pell amzer a oe ret he gortoz. Eur vorzad torret el leac’hiou-ze a zo diez braz da eeuna. Koulskoude a vedesined ho devoa kemeret var-n-ezho d’he digas da vad enn hevelep fesoun na vije choumet merk ebed euz ann torr, na pa gerzje ar prins na pa joumje enn he zao.

Pa oe digouezet ann Duk e Kirchberg ha lekeat var he wele, ann aotrou Bougon a welaz e oa deuet he c’har dorret tri meudad berroc’h eget eben. Ar c’houenv hag ann nervennou krizet gand ann drouk ho devoa great kement-se. Ann aotrou Bougon en em hastaz eta da lemel ar c’houenv hag ann danijen dre fors gwaderezed, ha dre balastrou bleud lin dalc’het epad ann noz var al leachiou brounduet. Pa oe digouenvet ar c’har, e vanke d’ezhi c’hoaz eur meudad evit beza keit hag eben. Da zikour ann aotrou Bougon e oe galvet ann aotrou Wattman, medesin kenta ann Impalaer a Aotrich. Ann aotrou Wattman pa oe deuet, a gavaz mad ar pez en devon great ann aotrou Bougon, hogen gand aoun na vije choumet berroc’h ar c’har dorret eget eben, e rejont eun ijin-tra evit he derc’hel var stegn, ken na vije deuet ann askorn da vad. Ret a oe eta d’ar prins choum gourvezet var he wele n’ouzonn ket pet miz. Nag euruz e oe hen neuze da gavout eur c’hoar ker vertuzuz ha ker mad enn he genver. Ann demezell Loeiza a dremene ann darn vuia euz he amzer e kichen gwele Herri. Ha pa na gaozeent pe na lennent ket, ar breur o sellout ouz he c’hoar o labourat, a gave var he zal ker pur ha kel laouen, kourach eneb ar boan ha sioulded eneb ann hirnez.

Kalz a Fransizien roealist a ziredaz da Girchberg da ouzout doare euz ar Prins, ha d’he welout ho-unan, evit gellout enn ho distro, disc’hlac’hari ho c’henvroiz, ha dislavarout ar gwall vrud hadet var stad ar prins gant he enebourien malisiuz. Rak ar c’helou trist euz ar goall daol-ze, oc’h arruout e Frans a daolaz e kalounou ann dud sonjou ha menosiou dishenvel meurbed. Ar roealisted a oe mantret ha sebezet holl. Al lamm spountuz-se, lekeat gwasoc’h c’hoaz eget na oa gant liziri digouezet euz ann Allamagn, a vrallaz kalz a sperejou, hag a vihanaaz e meur a hini ann esperanz-se ho devoa enn divije Doue great eun dra bennak a vraz gand eur prins a behini ar c’henivelez a oa bet evel eur burzud. Ar gristenien ar re wella, a c’houlenne en despet d’ezho e gweled ho c’haloun, mar n’en devoa Doue diskouezet ha miret dezho bete neuze eur prins ker meulet, nemet evit goapaat furnez ann dud, hag ho zroumpla goude enn ho espéranz, evel ma ra awechou evit hon distaga euz a draou ar bed-man ?

Mignouned tomma ar c’houarnamant nevez a ziskouezaz joaiou digar, hag a c’houlenne ho esperans digant ar maro. Paperiou ho c’heleier a embannaz meur a weach ne zavje ket ann Duk a Vourdel eveuz he lamm ; pe ma c’houmje ar vuez gant-han ne halje biken en em stleja nemet gant branellou pe gant bisier-loaiek. Ho levenez iskiz hag ho c’homzou amzere a ieaz ker pell, ma teuaz ar C’honstitusionnel, gazetten a viskoaz enebourez d’ar Vourboned, da rebech da gazettennou ar c’houarnamant « da veza var gement-se great gaou ouz ar vrud kaer ho devoa ar Fransizien, da veza tud frank a galoun, ha da veza dizenoret ar vro dre ho joaiou mezuz. »

Arabad eo beza laouen,
Na komz huel war walleur den.

Eur bloaz var lerc’h, d’ann drizek a viz gouere 1842, ann Duk a Orleann, mab henan Loeiz-Felep, hag heritour he gurunen, a gouezaz divar he garr var hent ann dispac’h, a faoutaz he benn, hag a varvaz abarz nemeur eno, enn eur c’hoz tiik marc’hadourez.

Pa zeuaz eur c’hannad euz a Vienn da zigaz da Girchberg ar c’helou trist euz a varo ann Duk a Orleann, chetu e pe giz ez eaz ar bed gand ar Vourboned.

Ann Duk a Angoulem a oe nec’het braz o klevout e oe maro ar Prins hep he zakramanchou. Kristen mad he-unan, e tamante kalz eun den iouank hag a oe e kreiz he vrud, galvet enn eun taol dirak Doue, hep beza bet amzer d’en em lakaat e stad. Sonjen genta ann Duk a Angoulem a oe da ober kanv. « Hervez kenteliou ann Aviel, eme-z-han, e tleomp diskouez e pardonomp, hag he karomp, e gwir gristenien, ar re ho deuz great drouk d’e-omp. » Koulskoude o veza great he zonj gwelloc’h, e chenchaz mennoz, hag e lavaraz d’he dud : « Nann, na zougimp ket dillad kanv, rak kement-se a helfe beza kemeret evit eur gentel roet gan-e-omp da di ann Orleanned, pere na rejont ket a ganv d’am zad, da behini e tlient koulskoude kement a anaoudegez-vad. Kanv a raimp, ha pedi a raimp evit ar prins dirak Doue hepken. »

Antronoz e oe kanet eur zervich e chapell kastel Kirchberg evit repoz-van ann Duk a Orleann ; ha tri c’heaz forbannet, mab Charles X, merc’h Loeiz XVI, ha merc’h ann Duk a Verri, a dostee ouz ann daol zantel, evit rei mui a nerz hag a dalvoudegez d’ar pedennou a gasent da Zoue, evit ma plijche gant-han digemerout enn he drugarez mab henan Roue nevez ar Fransizien.

Tra zouezuz ! Ann Duk a Vourdel pehini a glevaz ar c’helou trist-ma er gear a Deplitz e peleac’h e kemere ann dour-kann, dre urz he vedisined, en em gavaz da zonjal ha da ober ar pez ho devoa great he dud, hep beza morse en em glevet gant-ho. Enn eul lizer skrivet gant-han d’ann Aotrou Pastored d’ann 28 a viz gouere 1842, e lavar d’ezhan ger evit ger : « Kentiz ha ma em euz klevet ann nevezenti spountuz e komzit d’in anezhi. Va zonj genta a zo bet pedi, ha lakaat pedi evit ann hini eo c’hoarvezet gant-han ar gwall daol. Trugarezusoc’h eo bet Doue em c’henver-me warlene. He drugarekaat a rann euz a greiz va c’haloun, ha kredi a rann n’en deveuz miret d’in ar vuez, nemet evit ma vezo eun deiz talvoudek d’am bro. Daoust petra vezo euz ann amzer da zont, kavet e vezinn bepred dare d’en em westla evit Bro-Chall ha da vervel evit-hi. »


————


XIV.


ANN DUK A VOURDEL E LOUNDREZ.


Ann Duk a Vourdel, evel ma hon euz he welet, a dlie ober e 1840 eun dro-vale e rouantelez Prus hag e Bro-Zaoz, da beur-achui he zeskadurez a brins. Hogen trouz brezel o veza savet etre Bro-C’hall hag ar stadou tro-war-dro, dre ’n abek ma ho devoa ar re-ma en em glevet da aoza gwall afferiou ann Turked hep lavarout netra da c’houarnamant Bro-C’hall, Herri na fellaz mui d’ezhan beachi e broiou hag a oa war var da ober brezel d’he hini. Evit da Vro-Zaoz n’ez aje ket a dra zur, enn eun amzer ma klaske ar vro-ze ober fae var-n-omp-ni ; enn amzer ma lavare he c’henta ministr en divije skubet hon armeou-ni divar ann Europa, ha great da dud hor gouarnamant tremen dre graoen ann nadoz. Ar bloaz var lerc’h e c’hoarvezaz he wall lamm gant-han, ha na hellaz ket ober he valeadennou ken nebeut. E divez ar bloaz 1843 e oe pare adarre da veachi, hag en em gemeraz da vont da Vro-Zaoz. Mall braz en devoa da ober ar veach-se evit daou dra ; evit gwelout eno eun niver braz a Fransizien, hag evit en em rei da anaout d’ezho.

Ar veach-se a reaz kalz a dregas ha kalz a boan-spered d’ar c’houarnamant. Kalzik geier a oa bet lavaret c’hoaz divar goust iec’hed ar Prins, ha divar ben he venosiou var ar fesoun da c’houarn ann dud ; hag ar geier-ze a ioa da veza dismantret pa vije gwelet ar Prins, evel ma en em zismantr eur vrumen deo pa bar ann heol. Eseet a oe mirout na vije great ar veach-se, hogen na oe ket gallet mirout. Kaset a oe ann Duk a Nemour da Loundrez, evit distrei sonjou ha sellou tud Bro-Zaoz divar ann Duk a Vourdel, ha kas he veach da netra. Hogen ann Duk a Nemour a ieaz da Loundrez hag a zeuaz d’ar ger didrouz, hag hano ann Duk a Vourdel a ioa he genou hag e kalonou ann holl.

Ann Duk a Vourdel en devoa sonjet mont da genta da welout ann Irland, bro ar gatholiked, evit pere en devoa eur pleg-kaloun tener ; c’hoant en devoa dreist pep tra d’en em gavout gant Daniel O’ Connell, evit diskenn e Bro-Zaoz, skoaziet, evel pa lavarfenn, var ann daou zen muia brudet euz he amzer, var zaou vignoun vrasa ar bobl, O’ Connell e Bro-Zaoz ha Chateaubriand e Bro-C’hall. Rak abarz kuitaat ann Allamagn, ar Prins en devoa skrivet d’ann aotrou Chateaubriand, evit he bedi d’en em gavout gant-han e Loundrez.

E Paris, mignouned ar c’houarnamant na espernjont netra evit mirout na ’z aje ann aotrou Chateaubriand da Loundrez. Lod a zeue da lavarout d’ezhan e kollje fisians ha karantez ar bobl enn eur vont di ; lod all a lavare e vije digemeret fall e Bro-Zaoz, hag e vije choumet ann digemer-ze evel eun tach var he gozni. Hiniennou, enn eur ober van da veza douget braz evit-han, a zeue dre guz da ziskuilla d’ezhan e sonje ar c’houarnamant ober he broses, pa vije distroet euz he veach. Hogen Chateaubriand a choume digeflusk enep ann aliou hag ar c’homzou ganaz-se. Ha d’ar re a zalc’he ar muia d’he dregasi e lavare : « Pa en deuz bet eunn den eul lizer evel ann hini a zo bet skrivet d’in, eo ret d’ezhan mont beo ; ha maro, lakaat he gas choaz enn he archet. » Mont a reaz eta.

Neuze Bro-C’hall ha Bro-Zaoz, hag ann Europa enn he fez a zave ho daoulagad hag ho fennou da welout eun arvest kaer ; Herri Bourbon, ha Chateaubriand o verdei etrezek Loundrez evit en em welout hag en em glevout.

Herri, evel evit rei d’he vignoun koz amzer da ober he hent var he bouez, a ia da zouara e Bro-Skos. Tud Mari Stuard ho devoa diskouezet kemend a garantez evit-han pa oa krouadur enn ho zouez ! Brema, den iaouank gren ha flamm, e teu d’ho zaludi ha d’ho zrugarekaat. Treuzi a ra ho bro, o kas var he lerc’h eun ingroez a vobl, laouen hag euruz oc’h he welout. Mont a ra he-unan da welout ar pez ho deuz a enorusa. Ho labouradegou brudet, ho ijinou kaer, ho merouriou-skol, ho zudchentil vrasa. E pep leac’h e touger d’ezhan enor ha karantez, rak e pep leac’h e weler enn-han heritour eur wenn vraz, eun den iaouank gwalleuruz hep her beza meritet, eur Prins miret gant Doue evit ober gant-han eunn dra bennak ha na hell den da lavarout. Gouarnamant Bro-Zaoz hep ken, ann enebour koz-ze da Vro-C’hall, ne ra enor ebed d’ezhan. Gwelloc’h eo d’ezhan dougenn ann dorn da vinistred hon tud nevez, eget anaout mab bihan ar Vourboned. Ha neket eun dra didalvez evit hema beza bet digemeret enn doare-ze gant ar rumm dud a reaz ato lid d’ar re a werze d’ezho Bro-C’hall, hag a zevaz Jeann d’Ark pehini he diframme digant-ho. Noblanz Bro-Zaoz nag ar bobl munud na heuiljont ket mouzerez tud ho gouarnamant. Herri, evel kenta denchentil euz ann Europa a oe digemeret gand enor ha gand joa enn huella maneriou, hag ar bobl a zalc’he stad anezhan, o sonjal enn he renk, enn he iaouankiz, enn he walleur.


————


Ann aotrou Chateaubriand a zigouezaz e Loundrez d’ann 23 a viz du, hag en em gemeraz euz ar zal vraz miret evit-han dre urz ann Duk a Vourdel, e palez Belgrav-Skarr. Eno e kavaz eul lizer leun a zevenidigez, skrivet d’ezhan gand ar Prins. Ann Duk a Vourdel a zigouezaz, d’ar 27, da eiz heur diouz ann noz. Enn eur ziskenn euz he garr, hag abarz pignat enn he gamprou, e fellaz d’ezhan gwelet ann aotrou Chateaubriand. Kentis ha ma oe eat ebarz ar gampr, Herri en em daolaz etre divrec’h ar skrivagnour braz ; hag hema oc’h he starda var boull he galoun, a oe ker rouestlet, ken a oe ret d’ar Prins he zerc’hel enn he zao. Antronoz da gresteiz e oe great ann digemer kenta d’ar Fransizien a oa deuet da welout ar Prins, euz a bep korn a Vro-C’hall. Herri gand he vadelez hag he zevenedigez a vepred, a gaozeaz gant-ho enn he eaz, ha gand pep hini anezho hep dibab evit nikun, nemet ato evit ann aotrou Chateaubriand, da gavout pehini e teue alies alies, ha da behini e c'hourc'hemennaz choum azezet, enn eur lavarout d’ezhan ker kaer : Sonjit, aotrou Chateaubriand, e fell d’in en em harpa var n-hoc’h.

Evel ma hon euz hel lavaret, pa gomzemp euz a zeskadurez ann Duk a Vourdel, he spered hag he galoun a ioa evel moulet var spered ha var galoun ann aotrounez Frayssinous ha Chateaubriand, ho menosiou var ar fesoun da c’houarn ann dud a oa deuet da veza he venosiou. Aoun na vije gouiet kement-se eo en devoa gouarnamant Loeiz Felep, pa gemere kement a boan o klask mirout na ’z aje Chateaubriand nag ann Duk da Loundrez. Hogen ann hevelidigez-ze a venosiou etre ar Prins iaouank hag ar skrivagnour koz a oe diskleriet d’ar bed splannoc’h eged ann deiz d’ann 29 a viz du.

Ar Fransizien a oa bet ann devez araok o saludi ann Duk a Vourdel, a zeuaz da ober ho gwel a enor d’ann aotrou Chateaubriand. Enn ho fenn edo ann Duk a Fitz-Jams, pehini, enn hano ann holl, a gomzaz evel-henn : — « Goude beza saluded Herri a Frans, e choume d’e-omp eun dleat da ober, ann hini da zont da zaludi Roue ar sperejou braz. Roet hoc’h euz kuzul d’ar Rouaned pa oant var ann tron, ha n’oc’h ket bet selaouet ; eurusoc’h, e teuit hirio da starda enn he venosiou, ha da zifenn mab bihan Loeiz XIV. Eun arvest kaer a ziskouezit d’ar bed. Bro-C’hall, pehini goude holl, a zo bepred Bro-C’hall sounn he fenn, a zell ouz-hoc’h, laouen ha souezet. Ho kwelet e deuz gant plijadur o tont ama dre ma anaie ho menosiou, pere eo ivez he re ; dre ma ouie e teuac’h da ober eun dra hag a hell talvezout kalz d’ezhi. Grit ho kefridi. Komzit d’ar Prins euz ann amzer dremenet, evit diskouez d’ezhan ar gwall-gerrek en devezo da drei divar-n-ho, komzit euz ann amzer da zont, ëvit diskouez d’ezhan ann hent en devezo da heulia. »

Ann aotrou Chateaubriand tenereet holl, n’en devoa ket gallet c’hoaz rei he respont, pa zigoraz dor ar zal enn he diou stalaf ; Herri a Frans a zeue. Mont a reaz eeun-hag-eeun da gavout Chateaubriand, hag eun dourn d’ezhan var skoaz ar skrivagnour koz, e troaz ouz ar Fransizien souezet, hag e lavaraz d’ezho : « Gouezet am euz e oac’h en em zastumet e ti ann aotrou Chateaubriand, hag eo falvezet d’in paea d’e-hoc’h ho pizit dira-z-han, ken euruz ounn d’en em gavout e touez Gallaoued ! Bro-C’hall a garann, dre ma eo Bro-C’hall va mamm-bro. Ha mar d-eo eat biskoaz zonjezonnou va c’haloun etrezek tron va zad-koz, ne d-eo bet nemet gand ann esperans da hellout ober vad d’am bro, enn eur heulia kenteliou ha menosiou ann aotrou Chateaubriand ; menosiou pere ho deuz kement a zifennourien kalounek er vro gaer e pehini ounn ganet kerkoulz ha c’houi, aotrounez. »

Eur griaden a levenez a darzaz var lerc’h ar c’homzou kaer-ze. Al laouenedigez a ioa bar ; Herri a Frans en devoa great he ziskleriadur, hag he gomzou a oa klevet gant Bro-Zaoz, gant Bro-C’hall, gant ann holl Europa. Petra ho devoa mui he enebourien da lavarout. Ann diskleriadur-ze a gemeraz c’hoaz eun nerz nevez diouc’h ann daou lizer a zo ama var lerc’h, hag a zo evel ar skrid-diel euz ar pez a oa deuet ann Duk a Vourdel da ober da Vro-Zaoz.

E Loundrez, ar 4 a viz kerzu, 1843.

« Aotrou Chateaubriand, var vare da gaout ar c’hlac’har d’en em zispartia diouz-hoc’h, e fell d’in komz d’e-hoc’h c’hoaz eur weach euz va holl anaoudegez vad evit ar vadelez hoc’h euz bet da zont d’am gwelout e diaveaz bro, ha lavarout d’e-hoc’h ann holl blijadur am euz bet oc’h ho kwelout hag o kaozeal gan-e-hoc’h var ar pez a zell ouz ann amzer da zont. O veza ma oa va zonjou ha va menosiou var ar fesoun da ren, henvel e pep tra ouz ho re, em euz gwelet gant plijadur penaoz al linen am euz heuliet bete vrema em divroidighez, hag ann doare am euz kemeret dirak va Bro ha dirak ar bed, en em gav henvel tre ouz ann aliou a oann deuet da c’houlenn digant ho kosni ha digant ho kouiziegez. Kerzet a rinn eta gant muioc’h c’hoaz a fisians ha startoc’h var va zreid, dre ann hent am boa dija linennet arao-z-oun.

« Eurusoc’h eged-oun, c’houi a ia da welout adarre hor mamm-bro muia-karet. Livirit da Vro-C’hall ann holl garantez a zo em c’haloun evit-hi. Joa eo gan-en e klefe kement-se euz a c’henou eun den ken karet ha ken anavezet gant-hi, ha pehini en deuz, e pep amzer, difennet gant kemend a nerz gwiriou ar rouaned ha gwiriou ar bobl.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou Chateaubriand, ar gwestl euz va c’harantez gwirion.

» Herri. »

Antronoz ann aotrou Chateaubriand a responte dre al lizer-ma :

Loundrez ar 5 a viz kerzu, 1843.

» Aotrou Prins,

« Ar stad a ziskouezit ober ac’hanoun em digolfe euz va holl zrouk-euriou. Hogen ar c’homzou a gavann enn ho lizer a zoug muioo’h eget karantez em c’henver, eur bed all eo a zizoloont d’am daou-lagad, eur bed nevez eo en em ziskouez da Vro-C’hall.

« Saludi a rann gant daelou a levenez ann amzer euruz a ziouganit d’e-omp. C’houi dinamm e pep tra, c’houi da behini na helleur ober ken rebech nemet ma ’z oc’h mab bihan da Zant Loeiz, ha na ve eta nemet-hoc’h-hu a wall-euruz etouez ar iaouankisiou a dro ho daoulagad var-zu enn hoc’h ?

« Lavarout a rit d’in penaoz, eurusoc’h eged-hoc’h ez ann da welout adarre Bro-C’hall : eurusoc’h eged-hoc’h ! hen-nez, hep mui ken, eo ar rebech a hell ho kaloun ober d’ho mamm-bro. Nann, Prins, n’hellann ket beza euruz epad ma viot er boan. Nebeud amzer a joum gan-en da veva, va c’honfort eo kement-se. Ann hardisiegez am euz da c’houlenn, ma ho pezo, pa na vezinn mui, eun tammik sonj euz ho servicher koz.

« Beza ez ounn, gand ann doujanz ar vrasa, aotrou Prins, d’ho Huelded Roeal, ar vuella hag ar sentusa servicher,

» Chateaubriand. »

Ar pez a helle Herri da ober evit difenn he wir, a oa great. Ne oa ket enn he c’halloud pignat c’hoaz var ann tron, na kemer kurunen he dud koz ; ar pez a oa da ober evit neuze, a oa diskouez d’ar bed penaoz evit euz he du-hen netra na virje ne zistroje d’he vro. Lekeat en devoa frankisiou ar bobl var ar memes linnen gant gwiriou ar Roue, ha prouvet en devoa ec’h anaie menosiou hag ezommou he amzer. Goulenn a rea ar pez a c’houlenn ann darn fura euz ar Fransizien : Ar Roue dre c’hoad, ar gwiriou dre gannad.

Al lezenn-vamm-ze euz hor gouarnamant konstitusionel a ioa skrivet doun enn he spered hag enn he galoun. Ann holl Fransizien eat d’he zaludi hen amprouaz, ha pa he weljont a vandennadou ; ha pa he weljont pep hini enn he du. Etouez ar Fransizien-ze e oa tud ar re enorusa euz hor bro, ha dre ho c’hargou ha dre ho gwisiegez. Eat e oant da welout ar Prins, nann hep ken evit ober al lez d’ezhan, mes evit lavarout d’ezhan pep gwirionez. Diskleria a rejont frank ar stad e pehini edo Bro-C’hall, ann ezomm en deuz pep hini da gemer perz e afferiou he vro, hag ar gwir a dle pep hini da gaout da hellout mont er garg-ma-karg, mar d-eo par d’he dougen. Ar Prins ho selaoue gant plijadur, a responte gant furnez ha gwieziegez, ha peb unan a oe souezet o welout e oa he venosiou var ann traou-ze holl henvel e pep tra ouz menosiou ar vro. D’ar re-ma e lavare : « Ma lez Doue ac’hanoun da bignat var dron va zud koz, ne fell d’in beza na Roue ann dudchentil na Roue ar vourc’hisien, mes Roue ann holl. » Da re all e lavare : « Frankisiou ar vro e rouantelez Frans a zo ker sakr ha gwiriou ar Roue. » D’ar re a zeue dre herder ha dre garantez da doui fealded d’ezhan e responte : « Ann daill wella da brouvi d’in ho karantez, eo servicha Bro-C’hall. » Pedi hag aspedi a rea ar re a zeue d’he gavout d’en em glevout, d’en em unani, pep hini hervez he stad, evit ober mad ar vro. « Va brasa mignouned, eme-z-han a vezo ar re ho devezo ar muia skoaziet va bro. » Ha dont a rea unan bennak ha na vije ket roealist da c’houlen he welout ? e responte kerkent : « Gall eo, digasit-hen ; fellout a ra d’in klevout ar c’hallaoued holl, fellout a ra d’in anaout ho menosiou ; na ouezin ar wirionez nemet er c’hiz-se. » Ha lavaret a vije d’ezhan e oa unan bennak e touez he genvroiz ha na grede ket dont dira-z-han, dre’n abek d’he stad izel pe d’he zillad displet ? « Na pa vern ann dillad, eme ar Prins ? e welout a fell d’in ; ne fell ket d’in e ve lavaret en defe bet eur Gall, unan hep ken, c’hoant d’am gwelout, ha n’en defe ket bet he c’houlenn. »

Ann Duk a Vourdel, ken drant ha ker mad gand ar c’hallaoued he genvroiz, en em ziskoueze braz ha solenn dirak ann dudchentil huella euz a Vro-Zaoz, pa zeuent da ober al lez d’ezhan. Neuze e kemere he daol-lagad a Brins, hag ann doareou-ze leun a veurded, pere a rea d’ann dud lavarout : Mab bihan Loeiz XIV a gas gant-han, daoust da beleac’h ez a, Versaill hag ann Teoleri.

Eur weach hep ken e oe gwelet enn eul leac’h digor d’ann holl ; d’ar zul, pa ’z eaz d’ann offeren da iliz katholik King’s-street. Gourc’hemennet mad en devoa na vije ket great eno enn he enor na lid, na kan, na kriaden ebed. « E ti Doue, eme-z-han n’euz brazder ebed evid ann dud, rez eo eno ann holl bennou ; Doue a zo keid enn tu all d’he grouadurien, ma’z omp dira-z-han ker bihan ann eil evel egile. » Dont a reaz ebarz ann iliz, ien ha tavedek, daoulina a reaz da glevout ann offeren, e kreiz etre ann Duk a Levis hag ann aotrou Chateaubriand ; ha plijadur a rea d’ar galoun gwelout ar feiz hag ann doujanz a rene etouez ar Fransizien iaouank all, var skouer ho Frins muia-karet.

Ar Fransizien a zo bet o welout ar Prins a lavar holl ez eo eun den iaouank diouc’h ar re gaera ken a gorf ken a spered. Pa gerze var ar plean, ne lavarjac’h ket en divije bet eur vorzad torret ; pa ziskenne ann delesiou, neuze hep ken e tiskoueze e kamme eun tammik. Ann aotrou Theodor Hersart de la Villemarque, bet o welout ar Prins evel eun niver braz a vretouned all, henvel a helleur ann tri breur De Saint-Luc, ann aotrounez Du Dresnay, De Forsantz, Du Couëdik, Ann aotrou de la Villemarqué ar skrive eta da eur mignoun d’ezhan ar c’homzou brezounek-ma divar benn ar Prinz.

« Me lavaro d’e-hoc’h penaoz em euz gwelet e London brava map-den ha Roue a zo bet krouet gand Doue Eur potr ken drant, ken dreo, ker kalounek, ken nerzuz, enn he gomzou, ker mignoun d’ar Vretouned ! — Karout a rann ar Vretouned, eme-z-han, dre’n abek m’ho deuz roet ho buez evid-omp, hep goulenn na kemeret pae. Paeet int brema, Aotrou, em euz-me lavaret dioc’h-tu. — Hag hen da astenn he zorn d’in ker kaer ! Ha me d’en em deureul da boket d’he zorn... Nec’h am boa ne oa ket ho son c’halv gan-en. Lavaret am euz d’ezhan koulskoude e oa bet savet eur zon gaer e Breiz diwar he benn, ha c’hoarzet en deuz. »

Setu ama ar zon ; hogen ne zere mui ouz ann amzer-ma. Herri V ne fell ket d’ezhan dont e Franz dre vresel ; mes galvet gant ar vro [8]

D’ann 13 a viz kenver 1844 ann Duk a Vourdel a guitaaz Bro-Zaoz enn eun taol. Eul lizer a oa digouezet da lavarout d’ezhan e oa kouezet gwall glanv ann Duk a Angoulem he eontr. Kimiada a reaz ouz ar C’hallaoued dre ar c’homzou-ma : « Aotrounez ho trugarekaat a rann da veza great d’in kavout, epad re verr amzer siouaz ! eur Vamm-vro, » ha d’ar 24 euz ar memes miz ec’h arrue enn dro e Goritz, e peleac’h e oa mall he welout pell a oa.

Emwel ann Duk a Vourdel hag ar Fransisien a reaz re a boan spered da dud hor gouarnamant-ni, evit lavarout ne glaskjent ket en em venji. Sonjal a rejont da genta ober ho froses d’ann daou vill Gall a oa bet e Londrez ; hogen etouez ar roealisted-se a ioa kalz a dud a huel-stad hag a huel galoun, ha na oa ket eaz ho c’hondaoni. En em gemer a rejont eta ouz ar paperiou-keleier pere ho devoa meulet ar pez a oa tremenet e Bell-grav-skarr ; ha kaset a oent dirak ar breujou braz. En em gemer a rejont ouz ann dud a ioa e karg, evel meared, kuzulierien-parres, ha tud a lez, ha taolet a oent e meaz a garg. En em gemer a rejont dreist pep tra ouz ar pemp kannad a ioa bet e Londrez, ha lakaat a rejont ar gampr da vouezi enn ho enep eun tamall hag a felle d’ezho da henvel namm pe eun tach mezuz. Hogen ne oent ket euruz enn ho venjanz : skrivagnourien ar c’heleier a oe akuiteet gand ar breujou, ann dud torret euz ho c’hargou, a oe meulet hag enoret gant ho farresianed mui eget biskoaz ; hag ar pemp kannad, pere ho devoa great dilez euz ho c’harg, a oe hanvet enn dro gant ho elektourien. Evel-se ann namm mezuz a fellaz da dud ar c’houarnamant da deurel var ar roealisted, a gouezaz var-n-ezho ho-unan. Hag e gwirionez, ar pez a rea ne oa netra da damallout d’ar roealisted, a oa ar furnez ho devoa diskouezet epad ann emwel, hag enn ho c’homzou, hag enn ho oberiou. Ne oe klevet eno nemet ar pez ho divije lavaret ann holl Fransizien a feiz vad, ma vijent bet enn ho leac’h. Goulennet ha meulet a oe eno, euz ann eil tu hag euz egile, Frankisiou ar vro ha gwiriou ar Roue ; unvaniez etre ann holl Fransizien, hag ar c’heid-ha-keid a bep hini dirak al lezen ha dirak ar c’hargou ; ezomm ebed euz ann diavezidi, pep tra dre ar vro hag evid ar vro. Warlerc’h ann emwel-ze eo e lavaraz ann aotrou Metternik, ministr braz impalaer ann Aotrich, ar c’homzou-ma : « Ann Duk a Vourdel a zo bet difazi enn he gomzou hag enn he oberiou. He evez-mad, he furnez, he spered eeun ha dizaouzan, enn eun tremen-leac’h ken diez, a zo bet meulet gand ann holl. Komzet enn deuz bepred e kentel, ha great en deuz pep tra gand gwiziegez ; lavaret en deuz ar pez a felle d’ezhan da lavarout, hag hel lavaret en deuz evel ma oa dleet.


————


XV.


MARO ANN DUK A ANGOULEM.


Ann Duk a Angoulem a reaz eur gwellaik, pa erruaz Herri e Gorits. Eur gaouad levenez, ar blijadur da welout ann hini a gar ar galoun ho deuz pareet meur a weach klenvejou hir ha poaniuz, mes ann Duk a Angoulem a dostee ouz he dermen diveza. Da verc’her al ludu, e lavaraz d’ann aotrou Montbel : « En em gavout a rann klanvoc’h, hirio ema ann deiz da sonjal n’ed-oun nemet poultr hag e tistroinn e poultr ; ret eo d’in en em lakât e stad. Great am euz lavarout da vikel ar barrez a zo e sizunvez, digas d’in mar gell va zakramanchou diveza. Ne gollomp ket ann amzer, lennit d’in, evel aozedigez d’ar gommunion, prezegen ann Tad Bourdalou var ar zonj euz ar maro. »

Pa lenne ann aotrou Montbel ann displeg euz ar c’homzou ma : chetu me, dont a rann kentiz, va gopr a zo gan-en.. Ecce venio cito, merces mea mecum est, dor ann ti a zigoraz en eun taol, hag e oe lavaret : arru eo ann aotrou Doue. Ann Dukez a Angoulem a ieaz var arbenn ar zakramant hag a choumaz d’he c’hortoz daoulinet er meaz. Hep dale e oe gwelet ann Arc’heskop o tont. Ar vikel en devoa kemenet d’ezhan ar pez a c’houlenne ar Prins, hag ann Arc’heskop na vennaz ket e vije great ann traou evel m’her goulenne vuelded mab Sant Loeiz. Dont a rea he-unan e penn he gloer, da zigas d’ezhan ann Doue ken trugarezuz e kenver ar re a zo bihan ha dister dirak ho daoulagad ho-unan. Chalonied ann iliz kathedral, hag abaded a seminer a zeue da heul ar zakramant, peb a c’houlaouen enn ho dourn. Pa ’z eaz ann Arc’heskop enn ti, e kavaz ar Prins daoulinet var dreuzou dor he gampr. Daoust peger goan e oa, e oa bet ret gwiska d’ezhan he zillad, hag he zougen eno, evit digemerout he Grouer gant mui a zoujanz. Ann dour a zeue e daoulagad ann holl, o welout eun arvest ker skoueriuz. Goude ar gommunion, e oe douget ar Prins enn he wele evit beza nouet, ha respount a reaz he-unan d’ar pedennou gand pouez ha deoliez. Ann Dud roeal, hag ar Fransizien a ioa gant-ho, a ieaz holl da ambroug ar zakramant beteg ann iliz kathedral, e peleac’h e oe roet ar vennoz solenn gant ann Arc’heskop.

Goude ar pedennou a drugarez, hag eur pennadik prederen a galoun, ann Duk a Angoulem a c’halvaz d’he gavout Herri hag ann demezell he c’hoar. « Va bugale, eme-z-han d’ezho, deut eo va heur ziveza, n’hellann mui ober vad ebed var ann douar. Lavaret am boa d’ho tad var he dremenvan, em bije dalc’het he leac’h enn ho kenver ; great am euz ar pez a oa em galloud evit derc’hel mad d’am ger. Gouzout a rit pegement e karann ac’hanhoc’h, ha pegement a c’hoant am boa e vizac’h bet bugale vad ha glan : Va goulenn am euz bet digant Doue. Euruzted ar vuez-ma, Doue he ro d’ann nep a gar ; d’e-hoc’h-hu en deuz roet sperejou eeun ha kalounou mad, hag ho tiouall a rai bepred. N’hoc’h euz ket ezomm mui euz va aliou ; great am euz ar pez am boa da ober, Doue brema ra em c’hemero enn he drugarez ! »

Ann Duk a Angoulem a varvaz da zul a dreinded, deiz kenta a viz even 1844. He gorf a oe kaset gand eul lid braz da gichen hini he dad, Charles X, e douaren abati menec’h sant Franses ; hag ann Duk a Vourdel a ioa e penn ar c’hanv. Tud ar bed a zo bet disleal e kenver ann Duk a Angoulem. Nac’het ho deuz out han meur a galite gaer, hag en devoa koulskoude. Goude holl, kristen mad eo bet, ha lavarout a rafenn eo bet eur zant.

Goude ar maro euz ann Duk a Angoulem, Herri a Frans a gasaz ann diskleriadur-ma da holl rouaned ann Europa.

« O veza ma’z ounn deuet, dre varo ann Aotrou ar C’hont a Varn, da veza penn-kef ti ar Vourboned, e kredann ez eo eun dlead evid-oun sevel ma mouez enep ar chenchamant a zo bet great e Bro-C’hall e lezen ann digouez var ann tron, ha diskleria penaoz ne rinn bikenn dilez euz ar gwiriou a zalc’hann dre c’hoad, hervez lezennou koz ar C’hallaoued.

« Ar gwiriou-ze a zoug gant-ho dleadou euz ar re vrasa, ho ober a rinn, gant skoazel Doue. Hogen ne fell ket d’in goulenn dre nerz va gwir, nag he lakaat da dallout, ken na lavaro d’in va choustianz e vezinn galvet gant Doue da ober vad va Bro.

« Da c’hortoz ann deiz-ze ne gemerinn ebarz ann harlu e pehini eo ret d’in beva, nemet ann hano a Gont a Chambord. Ann hano-ze a gemeriz o kuitaat Bro-C’hall, ha c’hoant am euz ê ve dalc’het d’in em holl gefridiou gand rouaned ar broiou all. »

Ann holl rouaned a reaz d’ann diskleriadur-ze eur respount vad ha leun a galouniez ; rouanez Bro-Zaoz hep ken n’her greaz ket. Skriva a reaz dre zorn he c’henta ministr penaoz, al liammou striz a unvaniez a oa etre tud Palez Sant-Jamm ha re ar Palez-Boeal, na c’houzanvent ket ho divije ar re-hont na great na lavaret netra hag a hellje noazout pe zisplijout d’ar re-ma.

Ar C’hont a Chambord o veza enn doare-ze merket ann hano hag ar renk a felle d’ezhan da gemerout epad he harlu, a guitaaz Goritz gand he voereb ha gand he c’hoar. Dont a rejont da gastel Froshdorff, pehini a zo var dro pemzek leo hep ken diouc’h Vienn, kear-benn impalaerded ann Aotrich, hag eno e choumjont, ho zri enn eul lod, ken na oe dimezet ann Demezell Loeiza, hag eur pennadik goude, ann Duk a Vourdel he-unan.


————


XVI.


DIMIZI AR C’HONT A CHAMBORD.


Meur ar vloaz a ioa en devoa ar C’hont a Chambord great he choaz, hag ar Brinsez he vuia-karet e devoa réuzet meur a zimizi skeduz, evit gortoz ann hini evit pehini e kave d’ezhi beza bet krouet. Dimizi ar C’hont a Chambord ne oa ket eur fest evit tud hor gouarnamant nevez, hag ann holl draou a reant evit mirout na’z aje da benn. Rei a rejont da glevout da impalaër ann Aotrich penaoz dimizi he nizez gand ar C’hont a Chambord a lakaje ienien vraz etre ann daou c’houarnamant ha marteze brezel etre ann diou vro. Ann impalaer eta, petra bennak ma plije kalz ann dimizi d’ezhan, en devoa eun tammik prideri o rei he aotreadur, hag a zalee bepred.

Hogen ar Roue Loeiz-Felep, o veza demezet he vap, ann Duk a Vompansier, da c’hoar rouanez Spagn, enep grad vad Bro-Zaoz, e savaz eun tamm rouestl etre tud ann daou c’houarnamant. Epad ma oa prederiet holl re Bro-C’hall, o klask en em wenna, hag ober ho feoc’h gant re Bro-Zaoz, impalaerez ann Aotrich hag ann Dukez a Verri en em glevaz, a bakaz aotreadur ann impalaer, hag ann dimizi a oe great enn eun taol. Ar goulenn a oe great d’ar 5 a viz du ; d’ar 7 e oe great ann eureud e Moden, dre brokuration, ha d’ann 9 e kuitaaz ar Brinsez palez he breur, evit dont da gastel ann Duk e Frohsdorff.

D’ar bemp a viz du 1846, e teuaz eta ann Duk a Levis, gant pep galloud euz a berz ann aotrou ar C’hont a Chambord, da c’houlenn digant ann Archiduk a Voden, ann Archidukez Mari-Therez he c’hoar, da bried d’he vestr iaouank. Ann Duk a Levis o veza bet digaset er zall a enor, a zougaz evel-henn ar gomz d’ar Prins rener a voden :

Aotrou Duk,

« Ann Aotrou ar C’hont a Chambord en deuz gourc’hemennet d’in dont da c’houlenn enn he hano, digant hoc’h Huelded Roeal, ann Archidukez Mari-Therez evit pried. Euruz en em gavann da veza bet karget euz ar gefridi enoruz-se, pehini a dle starda c’hoaz mui-oc’h-vui al liammou a gerentiez hag a garantez dre bere eo unanet a bell-zo daou di brudet meurbed. Vertuziou huel ha doareou kaer ar Brinsez ho c’hoar, na hellont ket mankout da ober eurusted ann Aotrou ar C’hont a Chambord. Aotrou Duk, enn eur rei, hep ged ebed, da vab bihan hor rouaned, dalc’het da veva paour er meaz euz he vro, eur pried dign euz a Vro-C’hall ha dign anezhan, e kemerit eur gwir nevez var ann anaoudegez vad en deuz gwestlet pell-zo da eun tiad tud, digant pere en deuz bet dija kement a verkou a vignounach hag a deneredigez. »

Ann Duk a Voden a respountaz :

« Enoret ounn meurbed dre ar goulenn a rit ouz-in, enn hano ann aotrou ar C’hont a Chambord, euz a zourn va choar muia-karet, ann Archidukez Mari-Therez. Euz a greiz va c’haloun e roann va aotreadur da eun dimizi, pehini a ia da starda mui-oc’h-vui, liammou a gerentiez ken enoruz d’am zi ha d’in va-unan. O kredi mad e raio ann dimizi-se eurusted va c’hoar muia-karet, e hastinn pep tra evit ma vezo ann Aotrou ar C’hont a Chambord ekreiz he c’houlenn ar c’henta ar gwella. Dâ eo gan-en, aotrou Duk, emedi c’houi eo a zo bet choazet gant-han da ober d’in he gefridi ; den all ebed n’em bije gwelet gant mui a blijadur, ha gant joa e tiskleriann ar stad a rann ac’hanhoc’h, hag ar fisians am euz enn-hoc’h, dre’n abek d’ar pez hoc’h euz great hag a rit bemdez evit ho Prins ken dellezek da veza karet. »

He Huelded Roeal ann Itroun ann Archidukez Mari-Therez, o veza deuet neuze ebarz ar zal a enor, ann Duk a Levi a lavaraz d’ezhi ar c’homzou-ma :

Itroun,

« Ann aotrou ar C’hont a Chambord en deuz va digaset ama da lavaret d’e-hoc’h peger braz c’hoant en deuz e pliche gan-e-hoc’h unani evit mad ho puez gant he hini. Mar aotreit he c’houlenn d’ezhan, evel ma en deuz fisians her greot, c’houi ho pezo great eun den euruz, hag he zikour a reot da zougen ar garg tonket d’ezhan gant madelez Doue.

« Itroun, deuet da veza Gallez, ho vertuziou ho madoberiou a lakai benniga ho hano dre holl Vro-C’hall, hag ho pedennou, evel holl menosiou ho kaloun, a vezo da c’houlenn ha da ober eurusted ho pro nevez. »

Ann Itroun ann Archidukez e deuz respountet evel-henn :

« A-greiz va c’haloun e fell d’in unani va buez gand hini ann Aotrou ar C’hont a Chambord, rak gouzout mad a rann e vezinn euruz enn he gichen. O veza ma em euz lekeat doun em c’haloun gwestla va holl vuez d’ann Aotrou ar C’hont a Chambord, e karinn Bro-C’hall evel d-han, ha va holl bedennou ha va holl venosiou a vezo evit ar vro a zo euz a vrema he hini-va-hini. »

D’ar 7 a viz du, da unnek heur diouz ar mintin, ann eureud dre brokuration a oe benniget gant ann Aotrou ’n Eskop a Voden, e chapell al lez, dirak holl gerent ar Brinsez, ha testou ar C’hont a Chambord. Ann Duk a Levis a zalc’he leac’h ar Prins da rei ha da zigemer ar Ger a zimizi.

Antronoz ann Itroun ar Gontez a Chambord a zigemeraz, gand he madelez a vepred, he c'herent, pennou kear, hag ann dud all pere a zeue da ober d'ezhi ho c'hen-levenez, hag ho c'himiad. Ha d'ann 9 euz ar miz e kuitaaz Moden, evit dont da gavout ar C’hont a Chambord. Ann itrounezed Dukez a Levis ha kontez a Chabann a oe hanvet gand ar Prins d’he heulia, ha da zerc’hel mad d’ezhi enn he beach.

Ann Duk a Voden he breur, a ieaz d’he ambroug beteg ar gear a Vantou. Treuzi a rejont Moden enn eur c'harr dizolo, evit beza gwelet eur weach c’hoaz gand ar bobl pehini he c’hare kement, ha pehini a ziredaz a vac’h var he hent. N’oufac’h ket kredi betek pegeid ez eaz ar merkou a deneridigez hag a geuz a oe roet d’ezhi enn dervez ze, a behini e vezo dalc’het sonj pell amzer.

Mari-Therez a zo eur vaouez vrao-tre, huel, mentet kaer, he spered hag he madelez peintet var he dremm. Abaoue maro he mamm, gant-hi edo ann emell a bep tra e palez he breur ; ha beza ez oa eun eil vamm evit he breudeur hag he c’hoarezed iaouankoc’h eget-hi.

Epad ma teue Mari Therez euz a Voden da Frohsdorff, Herri a Frans, mall braz gant-han gwelout ar vignounez a roe Doue d'ezhan, a ziblase ivez euz Frohsdorff, evit dont var he arbenn. Ann Dukez a Angoulem he voereb, hag ann Dukez a Verri he vamm, ker c’hoantek hag hen da welout ho merc’h nevez, a zeue gant-han. Er gearik a Vruck e kavjont ann Archiduked Ferdinand ha Maksimilien a Aotrich, ha breur Mari-Therez, deuet enn he raok da aoza ann digemer. Antronoz 15 a viz du, e tigouezaz ar Brinsez nevez. Ar 16 a oa ann deiz merket evit nevezi lidou ann eureud great dija gand Eskop Moden ; hogen evel ne oa ket eaz en em gavout abred awalc’h e kastel Frohsdorff evit ann offeren, ar C’hont a Chambord a c’hourc’hemennaz e vije great al lid e Bruck. D’ar c’houezek eta beure mad, ar gearik-se en em gave drant ha klinket evel evid eur fest. Ann dud-ze a anaie pell a oa ar Vourboned, evit beza bet lod meur a weach enn ho madoberiou, hag a ziskoueze dre ho bervder hag ho laouenedigez e kemerent perz vraz e joa ann dud roeal hag enn ho eurusted. Da 9 heur diouc’h ar mintin e oe daoulined ann dud nevez ec’h hars treid ann aoter. Enn tu deou d’ann aoter, e kostez ar C’hont a Chambord, en em gave ann Dukez a Verri, hag ann Dukez a Angoulem. He c’hoar muia karet demezet er bloaz araok, ha dare da wilioudi na hellaz ket dont d’ann eureud. Enn tu kleiz, e kostez a Brinsez nevez, en em gave ann Archiduked he eontred hag he breur. Eur belek simpl a vennigaz ann eureud ; mes ar belek-se a oa eur mignoun d’ann aotrou Fraissynous, ha lezet gand hema e kichen ar Prins, evel eun eil hen-he-unan. E pep digwez euz ar vuez-ma, mouez eur belek, o komz enn hano Doue, a zo bepred sakr hag a renk beza doujet ; hogen ama, komzou ann aotrou Trebuked a zeuaz huel hag helavar meurbed.

Goude beza great, gant pep gwirionez ha dirak Doue, meuleudi ann dud nevez hag hini ar gerent euz ann daou du, ec’h achuaz he brezegen dre ar c’homzou-man :

« Priejou iaouank, brema pa ’z oc’h o vont da nevezi ho le a eureud dirak Doue hag dirak ho kerent meurbed enoruz, hag e kreiz ar pedennou grouezuz a zav evid-hoc’h etrezek ann env euz a galounou ann holl, e kav d’in gwelout skeuden a Werc’hez sakr o kemer buez aze war ann aoter, pe evit lavarout gwell, ar Werc’hez he-unan o tiskenn euz ann env evit en em lakaat e penn al lid santel-ma, hag evit siella gant goad he Mab al le santel a rit ann eil d’egile. »

« N’am euz ket ankounac’heat, a lavar hi d’e-hoc’h, eo bet lekeat rouantelez Frans dindan va fatrouniez gant he rouaned deol, ha n’ounn ket evit choum hep kemer eur perz braz enn eun dimizi dre behini eo unanet gant liammou sakr daou euz he bugale ar re nopla. Kemerit, kemerit va geo var-n-hoc’h ; va geo a lavarann, dre ma em euz he douget enn ho raok, ha dre ma fell d’in he lakaat va-unan var ho pennou. Mar talc’hit da veza feal da Zoue, ar ieo-ze a vezo dous evid-hoc’h, hag ann dleadou a lakai var ho tiskoaz a vezo eur beac’h skanv d’e-hoc’h da zougen. Adalek ho tenerra iaouankiz, hoc’h euz va galvet ho mamm, ha bet am euz ato evid-hoc’h holl deneredigez eur vamm. Beillet am euz var ho kammejou, ho tiouallet am euz diouz ann holl danjeriou, Enn ho joaiou, enn ho trubuillou, e oann enn ho kichen. Ann holl vad hoc’h euz bet digant Doue, ha bras eo bet he vadelez enn ho kenver, a zo deuet d’e-hoc’h dre-z-oun-me ; ha dre-z-oun-me e teuio c’hoaz var-n-hoc’h ar mad a c’hortozit digant ann amzer da zont. Doue a felle d’ezhan e vije great ann dimizi-ma, ha den n’en deuz gallet mirout ne-d-eo bet great ; fallout a ra d’ezhan brema her bennig-fenn euz he berz, hag hen ober a rann ; ma respountit da holl venosiou he drugarez var-n-hoc’h, den na hello ken nebeut terri na distrei divar-n-hoc’h ar vennoz vraz en deuz gourc’hemennet d’in skuilla var ho timizi. Bezit eta benniget hag he kear ha var ar mesiou, e pe leac’h bennak e safot ho teltou ! Bezit benniget er vro e pehini em’ oc’h evel tremenidi, hag enn hini da behini e tleit mont da choum eur weach evit mad.

« Bezit benniget enn hoc’h holl oberiou. Evit ann amzer da zont, miret d’e-hoc’h gant Doue, na glaskit ket dizolei ann traou kuzet a zo enn-hi. Eun dra hep ken, ho pezet fisianz ; kerzit bepred soun a benn ha stard a droad dre henchou Sant Loeiz ho Tad. Va mab ha me ho tiouallo, ha mar d-omp evid-hoc’h piou a vezo a enep d’e-hoc’h ? Bugale ar rouaned, selaouit mouez ho mamm selestiel, lakit he c’huzuliou doun enn ho sperejou, ha dreist pep tra heuliit-ho gant eur zentidigez a wir vugale ; frouez euz a re brizusa a dennfot anezho. Ho puez a dremeno seder ha leun a zellidou, sklerder hoc’h oberiou mad, kaeroc’h ha skedusoc’h eget hini ann deiz, a vezo evid-hoc’h evel eur vantel roeal, hag a luc’ho var ho tal evel eur gurunen a c’hloar. »

Goude ann offeren e oe dijunet, hag e oe gwelet ouc’h ar memes taol, ann dud-nevez, ho c’herent hag ann nebeudik Fransizien, ho devoa bet digant Doue ann eur-vad d’en em gavout enn deiz-se e Bruck. Unan anezho a skrivaz evel-henn d’he genvroiz : — « Me garje e vije bet Bro-C’hall enn he fez ama, evit gwelout ann digemer a ra d’e-omp ar C’hont a Chambord, evit gwelout pegen laouen, pegen digor, peger kaer eo he dal pa en em gav e kreiz ar C’hallaoued. Ret eo hel lavarout, hag hel lavarout huel, ret eo e ve klevet kement-ma dre Vro-C’hall penn-da-benn : den na hell he welout hep he garout ; den na hell he glevout hep santout enn he galoun eun tamm fouge da veza Gall evel-t-han ; den na hell he guitaat hep skuilla daelou, nag hep klemm he blaneden galed ! » —

Da gresteiz, ann aotrou ar C’hont hag ann Itroun ar Gontez a Chambord gand ann Dukez a Angoulem hag ann Dukez a Verri, en em lekeaz enn hent evit dont da Frohsdorff. Ann Archiduked a zeuaz d’ho ambroug beteg ar c’hirri-tan, hag eno e kimiadjont out-ho en eur zouheti d’ann dud-nevez kant eur-vad hag hir-vuez. Da nav heur diouc’h ann noz e tigouezjont e Frohsdorff, e peleac’h e oe great d’ezho eun digemer kalounek gand ar gearadik tud-se, e touez pere n’euz mui paour ebed, abaoue ma eo deut ar Vourboned da choum enn-hi.

Chetu ama daou lizer skrivet gand ar C’hont a Chambord, eun devez bennak araok he zimizi.

« Frohsdorff ann 28 a viz here 1846.

« Aotrou Markiz Pastored, c’hoant am euz, pa ’z oun o vont da zimizi, ho defe ar beorien ho lod em levenez, rak gwelout a rann e kement-ma eur merk nevez euz a vadelez Doue em c’henver hag e kenver ar wenn ac’hanomp. Hogen kavout a ra d’in e tle peorien Pariz kavout brasoc’h gwir em madoberiou, rak ne ankounac’haan ket ounn bet ganet ebarz ar gear-ze, hag em euz tremenet enn-hi va bloavesiou kenta. Dre-ze en em hastann da rei d’e-hoc’h da c’houzout e lakaann enn ho kourc’hemen eur zoum a ugent mil liour da veza rannet etre-z-ho. Pa viot o lodenna ann arc’hant-se etre ann dud ezommek, na zellit ket pe hi a zo enn tu gan-en pe ne d-int ket ; na zellit nemet ouz ho ezommou. En em glevit evit kement-se gand eur re bennak euz va mignouned féal, boazet da zarempredi ann dud keiz, hag en em gavo euruz da hellout sikour ac’hanoc’h da ober al lodennadur-ze evel ma fell d’in e ve great. Eun dra hep ken a choum var va c’haloun, doaniet ounn dre na hellann ket rei muioc’h. Pa zonjann enn dienez vraz a zo e touez ann dud, hag a ia c’hoaz da greski gant ar goanv a zo o tont, e karfenn kavout tenzoriou da skuilla evit soulaji kement a enkresiou. Kredi mad a rann e lavaro hag e rai va mignouned evel-d-oun, hag e tiouerint ar muia ma hellint, evit ober ho aluzennou brasoc’h eget biskoaz. Goude holl, houn-nez eo ann daill wella da bellaat diouc’h hor bro muia-karet ar reusiou dare da goueza var-n-ezhi, ha da denna var-n-ezhi ann holl venosiou gwestl da ober he eurusted.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastored, ar gwestl euz ar stad a rann ac’hanoc’h hag eus va c’harantez. »

» Herri.  »


Ann ugent mil liour a oe roet da beorien Paris, d’ar 7 ha d’ar 16 a viz du, deisiou eureud ar C’hont a Chambord, ar pez a zigasaz sonj da bep unan euz eur gomz vad bet lavaret gand ann Duk a Verri : N’euz fest kaer ebed, ma n’ho deuz ket ar beorien al loden genta enn han. Daou zervez var lerc’h e tigouezaz eun eil lizer, ha gant-han daou-ugent mil liour all, evit lakaat sevel e maner Chambord, hag ebarz er C’hoajou choumet gand ar Prins, ijinou ha liez labour a bep seurt, evid ann dud ezommek a dro-var-dro. Eaz awalc’h eo gouzout a beleac’h e teuaz ar zoum arc’hant-ze d’ar C’hont a Chambord ; ar Brinsez a zemeze d’ezhan a zo pinvidik braz, ha ken douget da rei ha ma ’z eo ar Vourboned. Chetu ama ann eil lizer :

« Frohsdorff ann 30 a viz here, 1846.

« Aotrou markiz Pastoret, gouzout a rit penaoz eo dre aluzennou ha sikourou all roet d’ar bobl ezommek, e fell d’in merka dervesiou va dimizi, ha trugarekaat madelez Doue, pehini en deuz var a fin lamet divar va hent ann harzou ho deuz miret ouz-in da zemezi ken ne d-eo breman. Petra bennak ma eo ret d’in beva er meaz euz va bro, n’hellinn bikenn choum ien ha didruez keid ha ma vezo va mamm-bro e poan. O sonjal peger ker e teu ann ed, ha peger stard e vezo d’ar bobl tremen a goanv a zo o tont var-n-omp, em euz klasket em spered ha gallout a rajenn ober eun dra bennak da zikour soulaji ezommou hag a vezo braz. Kavet eo bet d’in penaoz a gwella implij a zo da ober euz ann arc’hant am euz c’hoaz da rei, eo sevel gant-han e maner Chambord, hag ebarz er c’hoajou a choum c’hoaz gan-e-omp, ijinou ha labouradegou a drugarez, e pere e vezo sur ar vicherourien hag ann dud paour a dro-var-dro da gavout labour epad ar goanv, ha da hellout enn doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da ezommou tud ho ziez. Karg a roann d’e-hoc’h eta d’en em gemer abred awalc’h evit ma vezo great ar pez a c’houlennann. Dà e ve gan-en e teufe va mignouned da zevel kalz a diez-labour evel-se dre holl rouantelez Frans. Evid-oun-me da vihana, euruz en em gavinn da veza gellet divec’hia eun nebeudik Fransizien, pere, dre’n abek d’al leac’hiou e pere emaint o choum, ho deuz c’hoaz brasoc’h gwir er pez a vad a hellann da ober.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastoret, ar gwestl euz ann holl stad a rann ac’hanhoc’h, hag euz va c’harantez ar vrasa. »

» Herri. »

Antronoz ma oa digouezet ann dud roeal e Frohsdorff, ar c’henta tra a reaz ann Itroun ar Gontez a Chambord, a oe mont d’ann iliz da glevout ann offeren, ha da drugarekaat Doue evit he dimizi. O tont er meaz euz ann iliz, e pedaz ar C’hont a Chambord da gas euz he ferz he-unan, d’ann aotrou Pastoret dek mil liour evit ann dud a oa bet beuzet ho douarou hag ho ziez gant ster al Loer. Kas a reaz ivez mil skoed da Vreuriez ar Feiz, hag ar C’hont a lekeaz var-n-ho mil liour evit ti fournigellou ar beorien e Paris. Euz ho c’hostez, mignouned ar C’hont, pe ar roealisted, a glevaz he c’halvaden e kenver ar dud ezommek, hag e meur a leac’h euz ar vro e oe savet ijinou ha tiez labour evit ar beorien, ha dre Frans penn-da-ben e oe roet sommou arc’hant ha dre gant ha dre vil, enn hano Doue hag enn hano ar Prins ken dellezek da veza selaouet. Pobl a Vro-C’hall, goude kement-se, savit ho penn, sellit enn dro d’e-hoc’h, ha gwelit e pe du ema ho prasa mignouned.


————


XVII.


(1848)


LOEIZ-FELEP DISKARET.


D’ar bevar-var-n-ugent a viz c’houevrer, ar gear a Baris en em zav, ha Loeiz-Felep a zo diskaret divar he dron.

Ar C’hont a Chambord, o klevout ar c’helou spountuz-se, a laoskaz eur griaden : « O Franz ! o va bro ! Ha goude eur pennadik sioulanz, na hellaz ket miret da welout enn traou a oa c’hoarvezet dourn Doue hag al lezen a henvel-boan (talion) ; tri devez dispac’h evel e 1830 ; eun dilez kurunen e faver eur c’hrouadur, réuzet gant ar bobl ; eun teac’h great dre guz, eun tiad tud roeal kondaonet d’ann harlu. O justis Doue !

Planeden galet eun tiad tud bet enn he enep a douchaz kaloun ar Prins. Sonjal a rea e enkreziou ar Roue koz, e poaniou spered a Rouanez Mari-Ameli, hag e rann-galoun he merc’h kaer ann Dukez a Orleann, gant he bugale ker iaouank ret d’ezho kuitaat ho bro.

Ar zonj se a zigasaz var he vuzellou ar pardoun a ioa pell a oa enn he galoun, hag e pede Doue d’ho diouall ha d’ho c’honforti enn ho divroidigez.

C’hoarvezout a reaz neuze ar pez hon euz gwelet e 1871. Ar bobl troumplet gant renerien fallakr, a zavaz enep ar republik nevez. Neket houn-nez a felle d’ezho, mes danvez ann dud pinvidik ; ha setu adarre ar brezel e ruiou Paris. Kement a Fransizien lazet enn eil tu hag egile a c’hlac’hare ar Prins beteg ann daëlou.

Ha da griski he c’hlac’har e klevaz e oa maro ann aotrou Chateaubriand, he vignoun braz hag he guzulier fealla. Ann hini n’en doe ket aoun o lavarout dirag he varnerien o komz euz ann Dukez a Verri ; Itroun, ho mab eo va roue.


————


XVIII.


(1849)


AR C’HONT A CHAMBORD ER GEAR A EMS.


Pa oe deuet eun tammik peoc’h e Franz, ar C’hont a Chambord a zonjaz e oa mad d’ezhan tostaat ouc’h he vro, evit gwelout muioc’h a ze euz he genvroiz, nann hep ken ann dud pinvidik, mes dreist holl tud euz ar bobl. He welout a rajent evel ma’z eo, klevout a rajent gant-han he venosiou var he fesoun da rén ; hag e vije dismantret ar geier a hade bepred divar he goust eur rum dud aheurtet enn he enep. Dont a reaz eta d’ar gear a Ems enn Allamagn, peuz dost da harzou Franz.

Pa oe klevet edo Herri er gearik-se e savaz finv ha keflusk e Franz. Ann hent a gas da zukach Nassau a oe goloet buhan a veachourien. Tremen a rann ar re binvidik evit arruout gant ar vicherourien.

Hanvet ho doa kannaded euz ho renk da vont beteg ar prins ; hag e kasent d’ezhan eur re bistolennou kaer prenet etrez-ho, gant eul lizer skrivet enn hano ann holl.

Eur blantennik fuchsia e kreiz he bleun ho doa laeret douar hag all diouc’h jardin ann Teoleri, hag a reaz eur blijadur vraz d’ar Prins, rak houn-nez a vije loden ar Brinsez.

Pa oe digoret boestl ar pistolennou, ar Prins a lammaz d’ar paper a welaz ebarz, hag a lennaz, ann daelou enn he zaoulagad, ar c’homzou-ma : « Ar vicherourien d’ar C’hont a Chambord. »

Al lizer a lavare : « Micherourien a bep stad a bed ann aotrou ar C’hont a Chambord da gaout ar vadelez da zigemeret ann desteni-ma euz ho doujanz, euz ho c’harantez evit-han, hag euz ho anaoudegez vad evit ar madoberiou en deuz kaset ken aliez d’ho bro enn he dienez vrasa. Ar vicherourien-ze n’int ket bet gounezet gant promessaou faoz eur rum dud a zo, na troumplet gant geïer mallisiuz hadet divar goust ar C’hont a Chambord. Gouzout a reont pegen huel eo he spered, pegen digor he galoun, peger gwirion eo he garantez evit ar bobl. Gouzout a reont e tistroo gant-han al labour enn ho c’hreiz, e kavo gant-han Bro-C’hall eur peoc’h paduz, gloar evel gwechall ha peb eurusted. Karet ho divije mont ho-unan da gas ho frezant d’ezhan, mes n’ho deuz ket peadra da vont beteg enn-han ; plijet gant Doue he zigas hep dale beteg enn-ho. »

O veza peurlennet al lizer, ar Prins ne bade mui, hag a lavaraz a vouez huel : « Nag euruz e venn-me oc’h ober va lod da lakaat ann dud vad-ma enn ho eaz, hag o tiskouez d’ezho anaoudegez va c’halon ! »

Ar Prins o veza roet enn taol lagad d’ar prezanchou kaer digaset d’ezhan gant ann dud pinvidik, a zistroaz d’he vicherourien, hag oc’h en em lakaat enn ho c’hreiz, e lavaraz gant drid-kaloun : « Setu-me e Bro Franz. » Oc’h penn eun hanter heur e choumaz da gaozeal gant-ho evel eur mignoun gant he vignouned, o c’houlenn digant pep hini doare euz he gerent, euz he stad, ha mont mad a rea al labour e Franz.

« Evit ar vasounerez, eme ann autrou Oudin, mestr mansouner, ne gerz ket re gaer. Ha pa choum ar mansouner hep labour ar micherou all a choum a zao. Karout a rafemp ez afe gwelloc’h ann traou endro. » « Ha me ivez, eme ar Prins, oh ! ma tepante kement-se ouz-in ? » « E amzer ho tud, me ’m euz sonj mad ez ea gwelloc’h ann traou ; ha kredi a rann ez afent gwelloc’h c’hoaz ma teufac’h en dro. Gwelit, ho koulenn a reomp nann hep ken abalamour d’ehoc’h, mes abalamour d’eomp. » Eun hejik stard d’he zourn a oe respont ar Prins.

Abarz kuitaat Ems, ar C’hont a Chambord a skrivaz al lizer-ma da vicherourien Paris : « Gwelet am euz, gant eur galoun tenereet beteg ann daelou, micherourien a bep stad euz a Baris deuet beteg enn-oun enn eur vro estren da rei d’in testeniou kaer euz ho fealded hag euz ho c’harantez. Ra vezo al lizer-ma test ivez euz va anaoudegez-vad hag euz va c’harantez evit-ho ! Kannaded a oant aberz eleiz a vicherourien all pere na heljont ket ober ar veach. Ho fedi a rann da gas d’ho c’hamaraded va lizer ha va anaoudegez-vad.

« Klevout ez eo lavaret va hano gant karantez ebarz em bro hag er gear ez ounn bet ganet enn-hi, a zo eur frealzidigez vraz evid-oun em divroidigez.

« O lenn ann holl hanoiou digaset d’in var al lizer am euz bet, ounn bet euruz ha fier, o kounta eun niver ker braz a vignouned e renk ar vicherourien. Studia a rann hep ehan da ouzout penaoz ec’h halfenn ober vad d’ezho. Anaout a rann ho ezommou, ho buez poaniuz, ha va brasa nec’h eo en em welout re bell diout-ho, ha na hellann ket ho zikour na gwellaat ho stad kement ha ma karfenn, mes eun deiz a zeuio, hen esperout a rann, eun deiz a zeuio hag am bezo galloud da glevet out-ho, da zervicha Bro-Frans, ha da veritout he c’harantez hag he fisianz. »

« Ems, 25 a vist eost 1849.

» Herri. »


XIX.


(1850)


AR C’HONT A CHAMBORD E WEISBADEN.


Euz a Ems ar C’hont a Chambord a zistroaz d’he gastel Frohsdorf e peleac’h e tremenaz he amzer dieub ha didrouz, nemet ma ’z eaz eun devez bennag d’ar gear a Venis da welet he vamm.

Koulskoude eleiz euz he vignouned a skrive d’ezhan ez oa e Franz eun taol braz a dud hag ho doa c’hoant d’he welout, d’he anaout, d’he amproui, evel ar re a ioa bet e Ems.

Respont a reaz eta en em gavche e Weisbaden d’ann 10 a viz eost, 1850.

Pa oe klevet ar c’helou-ze e savaz adarre keflusk e Bro-C’hall. Lavaret ho pije ne oa nemet hano ar Prins e pep genou hag e pep kaloun.

Eun ingroëz a belerined a bep renk, roealisted, liberaled , republikaned a ziblas da vont da Weisbaden. Ar c’hirri tan ha bagou ar ster Rhin ne oa ket awalc’h anezho evit ann dud en em haste da erruout e kear-benn ann dukach Nassau.

Ar Prins euz he gostez en em laka enn hent. Treuzi a ra Berlin, e peleac’h eo digemeret evel eur Roue. Roue ar Prus a ro eul lein vraz enn he enor. Hag e pep kear ma tremen dre-z-ho, e peder anezhan da choum a zao ; mes hast en deuz da arruout e Kologn eleac’h ma oar ez euz dija eun niver braz a Fransizien oc’h he c’hortoz.

O tiskenn euz he garrons ec’h helle lavarout eur wech c’hoaz edo enn he vro, o welout en dro d’ezhan kement a vignouned, tudchentil, mistri-ijignou, micherourien, labourerien douar a bevar c’horn Bro-C’hall.

Ann eurusted a lugerne var dremm ar Prins, dîja ken nobl, ker spereduz, ken digor, ken karantezuz. Eur gomz vad a lavare da bep hini euz he vizitourien, hag ar re-ma ne oant ket nebeutoc’h euruz.

D’ann 10 a viz eost ar Prins a gwita Kologn var eul lestrik, da vont da Wesbaden. Mar boa great lid karanlezuz d’ezhan dre gement leac’h ma tremene divar vordou ar ster, e Weisbaden ann digemer a oe dispar.

Antronoz e tigoraz ann digemeredigeziou a roaz ar Prins d’he dud, hag a zo bet kement a gaosiou divar ho fenn dre ann holl Europa. Eno al labourer douar kouls hag eur Par a Franz s rea d’ar Prins ar goulennou a gare ; a zivize gant-han var ezommou ar vro, ha var ezommou ann douar ; ha bep-unan a vije souezet o klevout responchou ar Prins var bep tra. Eun anaoudegez barfet en devoa nann hep ken euz he vro, mes ivez euz ann dud a ioa e karg, ha dreist-holl euz ar re a rea vad d’ar bobl. Lavarout a rea : « Ober vad da dud va bro a zo ober al lez d’in-me. »

Da c’houel Maria kreiz eost, ar Prins a glevaz ann offeren e iliz veur Weisbaden. Kreiz ann iliz a oe karget gand ar Fransizien ; tud kear hag ann diavezidi a choumaz er c’hostesiou. Vad a rea d’ar galoun gwelout mab bihan Sant Loeiz hag Herri pevar daoulinet e kreiz he vignouned, o pedi var eun dro gant-ho evit Bro-Franz e deuz he forbannet, hag a zo karet gant-han koulskoude euz a greiz he galoun.

Ne gomzinn ket euz ar bizitou a vanden a rea d’ar Prins beachourien nevez oc’h arruout bemdez, nag euz ann divizou karantezuz a vije etre-z-ho. Komzomp euz ann digemer great da vicherourien Paris ; hast a oa d’ho gwelout.

Setu ama ann danevel euz ar vizit-se, skrivet gant unan euz ar vicherourien.

« D’ann 18 a viz eost 1850, ec’h arrujomp e Weisbaden. Adaleg ar mintin edo ar Prins o c’hortoz ac’hanomp gant mal d’hor gwelout ha na guze ouc’h den. Meur a weach e savaz enn he za epad he zijuni da welout hag arruout a reamp. Eun heur goude ma oamp digouezet, edomp e ti ar C’hont a Chambord. Epad ann hent e oa bet trouz ha safar gan-eomp, brema n’euz grik. Pep hini a zante he galoun o lammout evel pa vez ann den o c’hortoz eun taol enkrezuz bennag. Kaset e oemp enn eur zal vraz, hag a veac’h hor boa en em renket, ma teuaz ar Prins ebarz. Moment kaer ! Pebez tal, pebez lagad ! mes pebez madelez ! enn eul lamm en em lekeaz enn hor c’hreiz. « Deuet mad ra viot, va mignouned, eme-z-han ; tostait, tostait ouz-in. » Tostaat a rejomp ; mes ann doujanz hon dalc’he c’hoaz pellik diout-han. « Tostoc’h, eme ar Prins, tostoc’h ! en em zantout a fell d’in goasket gant Fransizien. »

Mont a rejomp neuze ken tost en dro d’ezhan ken na lezemp gant-han nemet plas he gorf. He zaouarn nerzuz a voaske var hor re. He zaoulagad tenereet a glaske pep hini ac’hanomp. Hon trugarekaat a rea da veza deuet a gen pell d’he welout. Ne oamp evit lavarout ger, ann daelou a droc’he d’eomp ar gomz. Setu hen aze, a lavaren-me em c’haloun, mab bihan Sant Loeiz hag Herri pevar, ar c’hrouadur koant a welemp e Paris daoulagad c’hlaz ha bleo melen d’ezhan. Hirio eo eun den leun a nerz, a iaouankiz, kaer e pep giz ; a gomz euz Bro-Franz evel pa n’en divije biskoaz he c’huiteet ; a zigemer ann holl Fransizien evel mignouned. Pa gomz ouz-hoc’h, ho kaloun a lamm ; pa voask var ho tourn, n’oc’h mui d’e-hoc’h, mez d’ezhan penn ha troad.

D’ann 20 a viz eost, e oe roet eul lein vraz d’ar vicherourien. Dek kouvert ha tri-ugent a oa var ann daol. Tudchentil ar re vrasa a oe karget da gas ar banked en dro, ha da azeza ama hag ahont mesk-e-mesk gant ar vicherourien, evel tud eur memez ti. D’ann desert e teuaz ar Prins er zal. Ann holl a zavaz enn ho zao. Ar Prins a ia tro ha dro d’ann daol, gant eun dremm laouen ha komzouigou karantezuz meurbed. Arruet er penn pella, e kemer eur weren, ha gant eur vouez skiltr evel m’en deuz : « Da iec’hed Franz, Aotrounez ! Da iec’hed hor mamm bro ker karet ! »

Hag ezomm ez euz da lavarout gant pebez trouz, gant pebez tan e oe digemeret ar iec’hed-se ? euz ar galoun e teu, ha kalounou ann holl a responte.

Pa oa ehanet ann trouz, eur micherour a c’houlennaz dougenn eur iec’hed ivez d’he dro. Ar iec’hed-se d’ar Prins a ioa c’hoaz eur iec’hed da Franz ; rak, kaer a vezo, biken ne vezo torret al liamm a stag Bro-Franz ouz ar Vourboned. Ar iec’hed-se a oe digemeret gant strakl ha drid-kaloun. Daouarn ann holl a oa astennet var zu ar C’hont a Chambord ; kalonou ann holl a lamme evit-han ; ar Prins a oa tenereet holl, hag ar vicherourien ne oant ket nebeutoc’h.


————


Epad ma edo ar Fransizien e Weisbaden, kement tra gaer a oa e kear da welout a oa enn ho gourc’hemen, hag ann holl a veule ho furnez hag ho zevenidigez.

Evel na helle ket ar C’hont a Chambord rei audianz d’ann holl vicherourien ann eil goude egile, e roaz d’ezho da c’houzout en divije digemeret tri anezho choazet gant-ho ho-unan. Hag e hanvjont Petit, papeter e Paris ; Mathias, diprer ; ha Salat den a vureo.

Ar re-ma a gountaz d’ar Prins en hir gomzou ar stad emedo ann dud a labour e Franz. Hag hen a zivize gant-ho var bep tra, evel eun den hag en devoa studiet a zevri ann holl bouenchou a zelle out-ho.

Komz a reaz gant tristidigez euz ar merc’hed iaouank bugale ar vicherourien baour, troumplet dizenoret kement anezho gant likaourien fallakr. Diskouez a reaz penaoz e vije gallet rei deskadurez d’ezho, ho lakaat e koumanant, hag ho dimizi zoken diouc’h ma ho divije labouret.

He galoun a oa ivez prideriet braz gant ar vicherourien vad-se, pere, al labour o vankout, n’hellont mui maga ho bugale, ha ne fell ket d’ezho koulskoude astenn ann dourn. Nann, eme-z-han gant tearded, ne ket pa vezo gwerzet ho zammik arebeure eo e tle ar binvidien hag ann dud e karg dont d’ho zikour ; ar reuz-se a hell beza diarbennet enn eur c’houarnamant reizet mad.

Karout a rafenn c’hoaz, eme-z-han, e ve ann dud honest trugarezusoc’h e kever ar re a zo bet prizouniet hag ho deuz great ho amzer. Eleac’h sarra ho dor out-ho, e ve gwelloc’h rei labour d’ezho, evit na zistroint ket d’ho gwall vuez na d’ar feneantiz mammen ann holl c’houallou.

Re hir e ve diskriva penn da benn ar gaozeaden talvouduz-se e oe etre ar C’hont a Chambord hag ann tri micherour. Blamet a oe al labourou sul, ann ehaniou lun, ar vesventi, hag ar c’heleier fall a vez roet evit netra kouls lavarout, hag a zo eur gwir gontam evit ar sperejou, dre ar geier a hadont hep mez ebed enep ann dud a iliz, ann noblanz hag ar rouaned.

Micherourien Paris ha keriou braz all, a gwitaaz Weisbaden d’ann 22 a viz eost. « Gwelit ar garantez, eme unan anezho ; ann ti emedo ar C’hont a Chambord a zo dirag ar gar. Araog pignat er wagonou, e tistrojomp da rei eun taol lagad d’ann doen a c’holoe ann hini a garemp. Ar Prins, var ar memes sonj gan-eomp, en em zalc’he enn he zao var ar c’hae-prenestr (balcon) evit rei d’eomp ha digemerout digan-eomp ar c’himiad diveza. »


————

XX.


AR VRETOUNED E WEISBADEN.


A veac’h edo micherourien Paris er meaz a Weisbaden, ma tigoueze ar Vretouned. Pa iea kement a dud a bep korn a Franz da welout mab bihan hor rouaned, ar Vretouned na hellent ket choum er gear. Ar vrud ho deuz da veza bet a viskoaz feal d’ho Doue ha d’ho Roue.

Dre gement leac’h e tremenent, ann dud a zelle gant souez ha plijadur ouz hor goazed, bizachet kaer, mentet kré, hardis ha distak enn ho c’herz. Ho zokou ledan, ho ziletennou goloet a voutounou ha bordet a neud seiz, ho gourizou hag ho dilladou all pep hini hervez he garter, ho grea dishenvel ouz ar belerined all.

Kerkent ha ma oent arruet e Weisbaden, holl aked ar Prins a oe evesaat na vankje netra d’ezho. Ho gourc’hemennet en devoa evit-se da dudchentil ho bro a oa c’hoaz e kear ; mes difenn a reaz out-ho leuskel pa her gwelchent ho c’hriaden garet : Vive le Roi !

Enn ho fenn e oa eur gwenedad koz, eur pennad bleo hir ha gwenn va he chouk. Great en devoa eneb ar republik ar brezeliou-ze hanvet gant Napoleon I. brezeliou ar géanted. Ar C’hont a Chambord hen digasaz da leina ouz he daol. Azezet enn tu deou d’ar Prins, ar chouan koz a zivisk he dok, a lavar he venedicite evel pa vije er gear ; ha goude lein ann Agimus hep sellet petra ’ raje ar reall... Doue araok ato !

Eun devez ma tlie ar Prins ober eur bale, ar Vretouned en em lekeaz e diou renk etal dor he di, evit he zaludi pa bignche enn he garrons. Eur vouez euz a greiz ar foul o veza laosket ar griaden a garent kement, ar Vretouned na leverjont grik. « Ah ! aotrou, eme unan anezho da eun den a ioa a-dre he gein, ret eo e ve braz ar zentidigez gan-eomp, pa n’hor beuz ket respontet d’ar griaden-ze ker c’houek d’ar galoun. »

Eun Allamant souezet o sellet ouz dilladou espar bugale ann Arvorik, a c’houlennaz digant unan anezho ha Gall e oa ? « Ia, eme ar Breizad, Gall ounn er broiou estren, ha Bretoun e Bro C’hall. » Setu eur gomz hag a ziskouez ar Breizad soun he benn.

Ar C’hont a Chambord a vennaz rei eul lein vraz d’ar Vretouned abarz ma tistrochent d’ar gear. D’ann dessert e teuaz ebarz er zal ma oant oc’h taol enn-hi. Ar c’halonou a lamme, ann daoulagad a verve ; mes den na lavaraz ger. Ar Prins a vousc’hoarze, sonj en devoa euz he c’hourc’hemen. Goude beza komzet eur pennadik out-ho gant frankiz ha karantez, e krogaz enn eur weren : « Mignouned, da iec’hed Bro-Franz. » Ann teodou a oa diliammet : « Da iec’hed Bro-Franz » eme ar Vretouned gant ho mouesiou nerzuz. Teir gweach e oe douget ar iec’hed, ha teir gweach e oe respontet gant ar memes nerz.

Ar Vretouned a c’houlennaz pep hini he weren da gas gant-han d’ar gear. Unan zoken a c’houlennaz hini ar Prins, evel eun dra hag a vije tenzor ar vro. Petra ’ fell d’e-hoc’h ? ar Vretouned a zo tud avizet mad e kenver ann amzer da zont. Var ho meno, eun devez ho divije ezomm euz ar gwerr-ze da iec’hedi da Herri V e rouantelez he dud koz.

Ar Vretouned a zistroaz d’ar gear evel ar vicherourien, laouen ha fouge enn-ho da veza bet o welout ho Frins. Beachourien nevez a zigoueze bepred e Weisbaden, hag e oe ret d’ar C’hont a Chambord choum c’hoaz eun devez bennag er gear-ze. Ann tamik dale-ze a reaz tu d’ezhan da rei eur skouer vad d’he vignouned ha d’ar bed.

Dont a reaz ar c’helou e oa maro Loeiz-Felep. Ar C’hont a Chambord en em lekeaz ractal e kanv gant tud he di. Ha kemenn a reaz d’ar Fransizien a oa e kear e vije lavaret antronoz, 27 a viz eost, eun offeren ganv evit he genderf tremenet. Pebez sonjou a zeue e spered ann den, o welout divroad 1830 daoulinet e kreiz he vignouned, o pedi evit Divroad 1848. Goude ann offis, ar C’hont a Chambord o klevout e oa ann aotrou Becdelievr euz a Naouned o vont da vervel, ez eaz a brez-kaer d’ho welout, eur weach c’hoaz. Pa erruaz edo ar Bretoun o paouez mervel. Mab Sant Loeiz a zaoulinaz da bedi evit eur mignoun ker kalounek ; hag ho kemer etre he zivreac’h mab iaouank ann aotrou Becdelievr, e veskaz he zaelou gant re eun tiad tud, braz ho glac’har.

D’ann 31 a viz eost ar C’hont a Chambord a gwitaaz Weisbaden da c’houec’h heur diouc’h ar mintin. O tont er meaz euz he di, en em gavaz ar Fransizien deuet eno da ober d’ezhan ho c’himiad diveza. Eun deiz araok en doa lavaret : Nann Adeo ! mes d’ar c’henta gweled ! Ha da ziskouez d’ezho he garantez, e lezaz he garrons evit mont gant-ho var droad d’ann hent houarn. Ar c’harr-tan a ruill, ar Fransizien a stag ho zell ouz wagon ar Prins, ha peb-unan a lavar enn he galoun : Nann Adeo mes d’ar c’henta gweled !


————


Bretouned, anaout a rit brema ar Prins penn-kef gouenn ar Vourboned hag heritour kenta d’ho c’hurunen. Setu hen aze evel ma eo bet great gant Doue, hag amprouet e skol ar gwalleuriou ; savet dindan daoulagad eun tad koz, eur eontr hag eur voereb a halfemp da c’hervel sent ; savet evit karout Bro-C’hall ; skoliet gant ann eskop ar fura, ar zantella, ar skiantetta euz he amzer ; kenteliet gant Fransizien ar re vrudéta ken enn armeou ken er skianchou ; guelet ha spiet mad gant tud a bep stad ha dishenvel enn ho menosiou e feat gouarn ar vro, ha pere a zo bet holl souezet ha gounezet gant-han.

Deuent brema ann dud gaouiad hag a feiz fall da lavarout d’ehoc’h ar pez a girint divar goust ar Prins Herri. Respont a reot d’ezho : he welet hon euz krouadurik kouant er gear a Baris, ha karet gant ann holl. He welet hon euz paotrik laouen ha skanv e palez koz Holy-rood, ha var menesiou Bro-Skos, karet gant ann holl. He welet hon euz den iaouank kaer ha flamm e Rom var boull-kaloun hon Tad Santel ar Pap ; e Loundrez, harpet var Chateaubriant, spiet gant daou vil a Fransizien, ha karet gant ann holl. He welet hon euz enn diou gear a Ems hag a Weisbaden bizitet gant eun niver braz a Fransizien, tudchentil, micherourien, Bretouned, prizet ha karet gant ann holl. Ha na vezo nemet he vro ha n’her c’harfe ket ! A beleac’h eta e teu eun dra ker souezuz ? Dre n’eo ket anavezet ar Prins ; Dre ma’z euz bet hag a zo c’hoaz tud fallakr hag a feiz fall oc’h he zikrial bemdez hag o rei da gredi d’ar bobl dizisk n’en deuz Herri V ken sonj nemet da zigas endro lezennou ann amzeriou koz, ann deog, ar c’horveou, privilachou ann noblanz ha re ar veleien, prizoun ha tan d’ar re na heuliint ket he relijion, ha traou all ker sot pe zotoc’h ha n’oufent ket dont e spered eun den enn he skiant vad. [9].

Ret eo eta achui ar vuez-ma dre eur skrid hanvet e gallek : Henri V jugé par lui-même. Ar pez a zo : Herri V diskouezet petra eo dre he gomzou he-unan. Ha neuze darn euz ar pevar lizer skrivet gant Herri V d’ar Fransizien abaoe m’ema ar Republik gan-eomp.


————


HERRI V


DISKOUEZET PETRA EO DRE HE GOMZOU HE-UNAN

HERRI V


DISKOUEZET PETRA EO DRE HE GOMZOU HE-UNAN.
————
KENT SKRID
————


Piou a lavaro gwell eget Herri V he-unan, petra zo enn he spered, enn he galoun, petra ra d’ezhan kaout fisianz ? Piou a ziskouezo d’eomp gant komzou gwiroc’h kalouniusoc’h he garantez evit Bro-Franz, he veoder d’he servicha, he breder birvidik da glask ar pez a zo mad ha talvouduz evit-hi, ann dilez enn holl d’ann holl anezhan he-unan evit ober he eurusted ?

Piou a zisklerio d’eomp gant eur gomz gronsoc’h, noploc’h, lealloc’h, helavaroc’h, roealloc’h enn eur gher, ar pez e deuz Bro-Franz da c’hortoz digant penn-her gouenn hor rouaned, digant mab bihan Sant Loeiz, Herri IV, ha Loeiz XIV, a zoug enn he zourn kleze koz Bro-C’hall, hag enn he greiz ar galoun ze a Roue hag a dad n’eo ket anavezet c’hoaz gant ar vro. Mes ar vro a dle deski he anaout, evit he frizout ar pez a dalv, ha neuze, hep mar, evit he c’harout. Eno ema he feoc’h he finvidighez, he brasder, he silvidighez.

Ra glevo ar vro, ha ra bouezo !
Hen-nez eo ioul va c’haloun, Gall ma ’z ounn
Ha mab karantezuz va Bro.


————

LODEN GHENTA
PETRA NE VEZO KET HERRI V.
————
Herri V ne vezo ket Roue hervez ann doare
emedo ar bed gwechall-goz hon tadou.


« Lezen-benn eur rouantelez a zo ma reno ar mab var lerc’h he dad ; d’al lezen-ze e talc’hann, evel da eun dra fisiet enn-oun. Mes gouzout a rann ivez ne ve ket eur Roue goestl da glevout ouz holl ezommou Bro-Franz ma n’ema ket he ren urvan gant ar stad emedi ar vro, gant doare beva ann dud a zo enn-hi, ha gant ann traou a zo da ober evit ho brasa mad ; hag eo ret c’hoaz e ve anavezet ha dighemeret gant ar vro, evel eun dra ret, al lezen-benn-ze am euz komzet anezhi ; rak stad a rann ouz bolontez va bro kement ha ma he c’harann. »

23 a viz kenver 1851.

————
Herri V ne vezo ket Roue ar privilachou.

« E peb leac’h hag e pep tro em euz great dighemer mad d’ann holl Fransizien hep sellet a bez stad nag a bez renk e vijent. Penaoz ghellout diskredi war-n-oun em be c’hoant da veza Roue eur rumm privilejiet ; pe, evit komz ec’hiz ma reer hirio, Roue ann amzer goz, Roue ann noblanz, Roue ann dud a lez. »

22 a viz kerzu 1850.

————

Herri V ne vezo ket Roue ar c’hloer.

« Doughet ounn, n’euz mar ebed, da lezel gant ann Iliz ar Frankiz e deuz, hag a zo ret d’ezhi da gaout evit gouarn ha mera ar pez a zell ouz ann eneou. Hag e kement-se en em glevinn bepred gant ann Tad Santel ar Pab.

Mes d’ho zro, ann eskibien hag ann holl dud a iliz n’oufent ket teurel re a evez n’en em ghemerfent ouc’h renadur ar vro, e kreiz ober deveriou ho stad santel, ha n’en em emelfent euz a draou ha na zellont nemet ouz ann dud a zo er c’hargou huel. Kement-se a ve ker kountrol da enor ha da c’hounidou ar relijion, ha ma ve noazuz da ren-vad ar rouantelez. »

20 a viz maë 1857.

————
Herri V ne vezo kel Roue eur rum dud euz ar memes tu.

« Mar plij gant Doue digheri d’in eur veach bennak doriou Bro-C’hall, ne fell ket d’in beza Roue tud a eur stad na tud a eunn tu, mes Roue ann holl. Ann dalvoudeghez hep ken, hag ar vad great d’ar vro a vezo ar c’hemm a velinn etre va sujedi.

26 a viz eost 1844.

————


Ghervel a rann ann holl dud kalounek, ann holl dud a spered, ann holl eneou lark, ann holl galouuou eeun, daoust e pe renk en em gavont, daoust dindan pe vanniel ho deuz brezelekeat bete vrema, ho ghervel a rann d’am skoazia dre ho gouizieghez, dre ho bolontez vad, dre holl nerz ho divreac’h, evit savetei ar vro, beza kred evit he amzer da zont. Ha digas d’ezhi, goude kement a drubuillou, kement a chenchamanchou, kement a walheuriou, deisiou nevez a c’hloar hag a eur-vad.

22 a viz kerzu 1850.

————

« N’ounn ket banniel eur rum hep ken ; ne fell ket d’in distrei evit ren dre c’halloud eur rum hep ken. N’em euz venjanz ebed da denna, fortun ebed da ober nemet hini Bro-Franz. Hag ec’h hallann kemer a gleiz hag a zeou al labourerien a zeui gant lealded hag a galoun vad da rei d’in beb a daol skoaz da gas va labour da benn. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V ne vezo ket enebour da wir lezennou ar bloaz 1789.

« Ar c’hement-ha-kement (pe ann ingalder) dirag al lezen, ar frankiz da bep-unan da heulia he relijion, ann hent digor da bep den, hervez he c’halloud war ar c’hargou, war ann enoriou war ar gounidou leal ; ann holl reolliou brudet-ze, mad evit bobladou-tud desket ha kristenien, ho c’harout a rann, ho enori a rann evel ma rit hoc’h-unan, hag evel ma ra ann holl Fransizien.

Lizer d’ann aotrou Berryer 23 a viz kenver 1851.

————

N’em euz netra da lavarout oc’h penn ar menosiou am euz diskleriet meur a weach ; menosiou ar memes re bepred, ha na chenchinn biken. Setu hi ama : netra dre faltazi, al lezen bepred a-raok, honestiz hag ar gwir e peb leac’h hag e pep tra ; ar vro o komz dre he c’hannaded, o tiazeza ar gwiriou, o ken-ober al lezennou gant ar Roue, ann dispignou pouezel hag eveseet piz ; he vadou, he frankiz he greden da beb-unan, traou sakr ha na heller ket touch out-ho ; gouarnamant ar parresiou hag ann departamanchou lezet gant-ho a nebeut da nebeut ha gant furnez ; hent digor da beb-unan war ar c’hargou, ann enoriou ha gounidou all e mesk ann dud ; enn traou-ze ema, diouc’h ma kredann, gouarantiz gwirion da gaout eur c’houarnamant mad. Ha va c’hoant hep mui ken eo galloud eun devez en em rei enn holl d’ann holl d’he zevel e bro-Franz. »

12 a viz meurs 1856.

————
Herri V n’en devezo morse na dispriz nag ankounac’h
e kenver ann taoliou kaer hag ar zervichou mad
great d’ar vro enn amzer dremenet.

« Prizout a rann ann holl zervichou rentet d’ar vro, ha kount a zalc’hann euz a ghement tra a zo bet great a amzer da amzer evit he mirout diouc’h ar goallou ar re vrasa barret da goueza war-n-ezhi neuze, hag hirio ivez gouaz eghet biskoaz. »

22 a viz kerzu 1850.


« Va anaoudeghez vad ar vrasa a virann da ghement tra vad, talvouduz ha kaer a zo bet great gant Bro-C’hall n’euz forz e pe amzer. »

5 a viz c’houevrer 1857.

————
Herri V ne vezo biken enebour ann traou nevez
a zigaser da wellaat ar vro.

Ama e ve ret lakaat penn da benn ar skridou ker freaz ha ken nerzuz divar benn Frankisiou ann departamanchou, deskadurez ar iaouankiz, stad ar vicherourien, ar c’henverz, ann izignou, al labourou douar, great gant ar Prinz a-daleg ar bloaz 1862 bete 1869, hag a zo bet moulet nevez-so hed-da-hed enn eun dastum euz he liziri, hag a gaver berroc’h enn eul leorik hanvet : Herri V hag ar rouantelez a dad da vab, e gallek : Henri V et la monarchie traditionnelle.




EIL LODEN


AR PEZ A VEZO HERRI V.
————
Herri V a roio eur zao nevez d’ar relijion.

« Eur bobl kristen na hell ket, hep beza kastizet, reghi follennou he histor, terri ar chaden euz he gredennou hag euz he c’hisiou koz ; lakaat e penn he vamm-lezen n’en deuz Doue gwir ebed e renadur ar vro ; ha banna diouc’h levr he lezennou ha diouc’h he diez-skol pep meneg a relijion. »

8 a viz maë 1871.


« Frankiz ann Iliz katholik eo ar ghenta tra ret da zerc’hel evit ma vezo ar sperejou e peoc’h, hag ar bed e reiz-vad. Harpa kador Sant Per a zo bet a viskoaz enor braz hor mamm-bro, hag ar penn-kaoz euz he galloud brudet e kreiz ar rouantelesiou all. Ne deuz dilezet ar garg enoruz-se nemet e amzeriou he goalleuriou brasa. » [10].

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a zigaso endro ann urz-vad e pep tra.

« Hep eur rouantelez a dad da vab n’euz evit hor bro-ni, na peoc’h, na brasder na gwellaen paduz. Koundaonet eo, dre eul lezen ha na vank morse, da dremen hep ehan diouc’h re a frankiz, dindan gwask ; ha diouc’h renadur hep penn na mestr dindan dourn eur mac’her didruez. »

28 a viz c’houevrer 1852.

————

« Kredit ar pez a lavarann, galvet e vezinn nann hep ken dre ma’z ounn ar gwir [11], mes dre’n abek ma’z ounn ann urz-vad, dre’n abek ma’z ounn ann hini a hell rapari pep tra, dre’n abek ma em euz ar garg hag ar galloud da zigas dres ar pez n’ema ket enn he leac’h ha da c’houarn gant lealded ha diouc’h al lezennou, dic’haoui diouc’h reusiou ann amzer dremenet ha rei digor pelloc’h d’ann amzer vad a zeu. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a zigaso c’hoaz ar furnez e buezeghez ann dud.

« Honestiz ! honestiz ! ann dud e karg a renk he c’haout muioc’h c’hoaz eghet ann den enn he bart he-unan. Honestiz ! muzul a dalvoudeghez evit eur rouantelez kerkoulz hag evit pep den enn he dieghez. »

9 a viz kerzu 1866.

« Evit eur Prinz o ren e rouantelez he dud koz, gouarn a zevri a zo en em harpa war vertuziou ar vro ; leuskel da vont ha bepred war gresk tro vad ar sperejou warzu ann traou kaer ; poania hep ehan da rei d’ar vro ar pez a zigas ar boblou kré, brudet ha doujet, da lavarout eo ar vertusiou. Enn eur gher, fallout e ve Franz ar ghenta bepred ha dre ar feiz, ha dre ar galloud, he dre ann enor. »

15 a viz du 1869.

« N’hen ankounac’hait ket, dre ann distro da feiz he zud koz ha d’ho enor, eo e kavo adarre hor bro gaer, eur moment disterreet, he galloud hag he gloar. »

9 a viz here 1870.

————
Herri V a aotreo a-nevez he frankisiou d’ar vro.

« N’euz nemet ar rouantelez savet a-nevez ha diazezet war ar gwir en deuz ar mab da heritout d’he dad eur rouantelez goestl da glevout ouz ezommou ar vro ec’hiz ma ’z eo great gant ar chenchamanchou c’hoarvezet enn-hi abaoue hanter-kant vloaz ; n’euz nemet ar rouantelez-se a ghement a helfe kas a-raok kenver ha kenver mad ann holl ha mad peb-unan ; gouaranti he wir da bep perc’hen, ha rei d’ar Fransizien evit mad ar Frankiziou ho deuz ezomm. »

22 a viz kerzu 1850.

————


« Fransizien, eur rouantelez a fell d’ehoc’h, dre ma hoc’h euz anavezet eo hi hep ken a hell rei d’ehoc’h adarre, gant eur c’houarnamant reiz ha paduz, peoc’h ha fisianz da virout ar pez a zo d’ehoc’h a berz vad ; gouarantiz evit ho kemverz bag ho kounidou ; eur mestr kre gant eur frankiz deread ; ann traou-ze holl pere a ra hag a ghendalc’h euruzded ar boblou. N’en em lezit ket da veza touellet gant esperansou faltaziuz a denno gwall war-n-hoc’h abred pe zivezad. Ann impalaerded nevez a gheniger d’ehoc’h ne vezo biken ar rouantelez-se kempouezet ha paduz digant pehini e c’hortozit pep mad. En em drompla hag ho trompla a reer pa ho frometer d’ehoc’h en hano eur mestr nevez. Ar rouantelez gwirion, ar rouantelez a dad da vab, harpet war gwiriou ann heritour ha sakret gant ann amzer a hell hep ken lakaat a-darre enn ho kerz ar madou prizuz a gomzann anezho, hag ho lakaat da veza da viken euruz gant-ho. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded
25 a viz here 1832.

————

« Ar pez a c’houlennann, her gouzout a rit, eo labourat da rei d’ar vro eur vuez nevez, rei dighemer ha lanz da ghement mad a vezo c’hoant da ober ; hag, e penn holl brinsed va lignez, ren Bro-C’hall el leac’h ma he c’has dourn Doue ; ha na raï va gouarnamant na lezen na netra nemet gant ali hag assant ar gannaded choazet e pep frankiz. »

8 a viz mae 1871.

————
Herri V a zigaso ar peoc’h hag ann unvaniez etrez-omp holl.

« Ia, e gwirionez, houn-nez eo va reizen-Roue ar muia-karet, ann hini hoc’h euz displeghet gant komzou ker kaer. Ober ar peoc’h etrez-omp Prinsed, beza a-unan bepred, ober hiviziken eun tiad tud hep ken. Ar reizen gristen-ze pehini a ra ankounac’haat ann disunvaniezou, ann tamallou, ann enebieziou tremenet, hag a c’houlenn evit ann holl eun amzer da zont ma hello pep den honest, evel ma hel livirit ker brao, en em gavout braz hag enn he eaz gant he stad ha gant he enor. »

Respount d’ann Aotrou Berryer
23 a viz kenver 1854.

————


« Aslavarout a rinn d’ehoc’h ama ar pez am euz lavaret alies d’am mignouned : Dalc’hit stard d’ho kreden divar benn lezen ar rouantelez a dad da vab ; mes er memes amzer bezit sioul, gouzanvuz, bepred mad hag eaz ober gan-ehoc’h, e kenver ann dud. Ra vezo ho renk hag ho kalounou, evel m’ema va hini, bepred digor d’ann holl.

27 ebrel 1852.

« Ar c’haera devez euz va buez a vezo ann hini m’am bezo ann eur-vad da welout ann holl Fransizien tosteet ann eil ouz eghile dre wir garantez a vreudeur, goude beza bet keid amzer dishenvel enn ho menosiou, ha ken douget da gaout gouarizi ann eil rum ouz eghile ; ann eur-vad da welout tud va goad dastumet holl endro d’ho chef, leun a zoujanz ann eil evit gwir eghile, feal pep hini d’he zever, leun a garantez hag a veoder e kenver ar vro ; er fin, ann eur-vad da welout Bro-Franz enn he fez lekeat e peoc’h dre unvaniez he bugale, o rei d’ar bed ann arvest kaer euz a eur bobl great euruz dre eur ghen garantez leal ha paduz, hag a zigaso d’ezhan c’hoaz enor ha madou epad meur a gantved.

E miz eost 1848.

« Na zigasann endro nemet ar relijion, ann unvaniez hag ar peoc’h ; ne fell d’in beza mestr absolut nemet evit ober trugarez ; rak etre va daouarn, hag etre va daouarn hep ken, ann drugarez a zo c’hoaz justiz. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo difennour enor ar vro.

« Histor va zud-koz a zo histor galloud Bro-C’hall o vont bepred war gresk. Dindan ho ren e deuz c’hoaz gounezet ann Aljeri, eienen a binvidighez evit ann amzer da zont ; hag euz a vrema ker pinvidik gant brud vraz ar vrezelerien e deuz great ; ho gloar a zo eur c’hresk kaer war benn taoliou brudet ho pro. »

« Mab hema e lignez ho rouaned koz, heritour d’ar steïad rouaned-ze ho deuz, epad kement a gant vloasiou, kresket Bro-Franz, ha great d’ar boblou all douja he galloud hag he chanz-vad, va dever a lavar d’in, ha va c’herent ha va bro a c’houlenn ma savinn huel va mouez eneb ann impalaerded, eneb ann traou a zo c’hoant da ober, traou leun a c’heier, ha riskluz braz da vont da fall. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded.
25 a viz here 1852.

Herri V a vezo e gwirionez tad ar bobl.

« O welout peger ker eo ar boed, hag o sonjal gant enkrez petra a vezo epad ar gouanv a zeu var-n-omp, em euz klasket petra am boa da ober d’am lod evit bihanaat dienez ar bobl. Kavout eo bet d’in penaoz ar gwella implich da ober euz ann arc’hant a hellenn da rei a oa sevel e Chambord hag er c’hoajou a zo c’hoaz d’in, tiez-labour, e pere e kavje ann dud diezet a dro-war-dro peadra da ober epad ar gouanv, hag ec’h helchent en doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da re ho bugale. Ho karga a rann eta da ober pep tra evit ma ’z aï da vad ann ober am euz sonjet, hag a garfenn e ve heuliet e Franz penn da benn. »

Lizer d’ann aotrou Pastoret.
30 a viz here 1846.

————


« Mar plij gant Doue va ghervel eun devez bennag da renn, ne vezinn ket Roue eur rum-dud hep ken, mes Roue, pe ghentoc’h, tad ann holl. »

22 a viz kerzu 1850.

« Ann eil a lavaro d’eghile e tougann em dourn kleze koz Bro-C’hall, hag em c’hreiz ar galoun-ze a Roue hag a dad ha na anavez Tu abed.

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo den euz he amzer.

« Anaout a rann ar stad nevez emedi ar bed hirio ; great eo bet gant ann amzer hag gant ann traou c’hoarvezet. Gouzout a rann ez euz e Franz mil dra nevez hag a zo gant-ho da c’hounit pe da goll. Kerkoulz ha ma anavezann ar renk huel, nevez gounezet gant ann dud a spered hag oberiant a bep stad. Ma am galv bolontez Doue war ann tron, e tizkouezinn ec’h anavezann va deveriou daoust pegher braz ha pegen huel a oufent beza. Pell diouc’h kaout ar spered enk da bellaat eur re bennak diouz-in, e klaskinn dre c’hellin lakaat ann oll dalanchou, ann oll sperejou kaer, ann oll dud a skiant da labourat ken etrez-ho da greski bemdez gloar ha pinvidighez Bro Franz. »

5 a viz here 1858.

————
Herri V a vezo dreist pep tra den he zever ha goestlet holl d’he vro.

« Mar deu Bro-C’hall, skuiz pelloc’h oc’h esaat gouarnamanchou ha na reont nemet he derc’hel a-ispill a-ziouc’h eun islounk, mar deu da drei he daoulagad warzu-en-oun ha da c’hervel va hano evel eur goestl a beoc’h hag a zilvidigez, evel eur c’hred gwiriou a lealded hag a frankiz evit ann oll, ra zeui sonj d’ezhi neuze ema enn he gourc’hemen va breac’h, va c’haloun, va buez hag ec’h hell kounta war-n-oun. »

1 a viz even 1848.

« Va deveriou e kenver Bro-Frans a vezo bepred reizen ghenta va oberiou. Kement tra a hell talvezout da rei d’ezhi peoc’h, gloar, euruzted, prest oun den ober hep marc’hata, hep menoz kuzet. Ann traou tremenet n’int mui netra evid-oun pa ’z euz hano a vadou va bro, pa ’z eo mall he savetei hag he zenna divar vord eun islounk spountuz.

5 a viz bere 1848.



Ha brema, petra oufemp-ni da lakaat war c’hore komzou Herri V ? Petra helfemp-ni lavaret gwelloc’h evit serra ho ghenou d’he damallerien gaouiad, ha dezarmi ar re ne fell ket d’ezho klevet hano euz eur rouantelez a ia a dad da vab !

Derc’hel a rit da lavaret e teuio gant Herri V ar renadur a veachall, ann deok, ar feodalc’h, ar privilachou, ar vignouned dibabet, galloud divrid ar roue da ober he benn, ren ann dud a Iliz, ann noblanz var ar penn, gwall voasiou ann amzer dremenet, eur roue absolut, eur bern tud barnet d’ann harlu pe d’ar maro, venjanz, kasoniou kuzet, na pet tra all c’hoaz.

Diskouezet hon euz er c’hountrol e c’houlenn Herri V ar c’hement ha kement dirak al lezen ; ar frankiz da beb-unan da heulia he greden ; ann holl frankisiou deread ouc’h ar vro ; e fell d’ezhan ren gant grad-vad ha kenoberedighez ann holl ; o lakaat renadurez rouantelez he dud koz d’en em glevet gant stad nevez ar bed ha doare-beva ar Fransizien ; o c’hervel enn dro d’ezhan ann oll Fransizien hep sellout muioc’h ouz ar rum-ma pe ouz ar rum-hont ; o tispartia guiriou ann Iliz diouc’h gwiriou ar vro ; o poanioa da ad-ober fortun hor Franz, dijal gant he hini he-unan ; o terc’hel kount euz ann holl vad great d’ar vro n’euz fors e pe amzer ; o tigas endro gant ar relijion ann urz-vad, ar peoc’h ar binvidighez, ar frankiz, ann honestiz ; o fallout e ve Bro-C’hall ar ghenta bepred dre ar feiz, dre ar galloud ha dre ann enor ; o skriva e penn e reizen a roue ar gheriou : Unvaniez, peoc’h gwirion, emglev, mestr absolut e netra nemet da ober trugarez. Rak, evel m’en deuz lavaret d’eomp nevez-so ker brao, etre he zaouarn ann drugarez a zo c’hoaz justiz ; O tigas endro hor c’hustumou-bro, kustumou a enor, a eeunder, a lealded.

En eur ziskouez er fin petra eo eur roue a Franz, da c’houzout eo, den ar vro, den al lezen, den ann dever, den a galoun goestlet da ober pep mad ; ha dre-ze, den da zic’haoui kollou braz, ha d’hen ober gant larghentez.




HERRI V
D’AR FRANSIZIEN
Ann 9 a viz here, 1870.
Fransizien,

Setu c’hoaz eur weach ho stad hag hini ho pro etre ho taouarn.

Evit ar bederved gweach, e nebeutoc’h eget hanter-kant vloaz, eo kouezet ho kouarnamanchou d’ann douar ; hag hirio emaomp dindan eun amprou ann ankeniusa.

Ha dleet eo da Franz choum hep ober fin da zispac’hiou ken dibrofît, ha penn-kaoz euz he gwalleuriou ? D’ehoc’h eo d’hel lavarout.

Epad eun divroidigez hir ha n’hor boa ket meritet ne ket bet falvezet d’in, eun devez zoken, e vije eat va hano da lakaat dizunvaniez ha trouz etre-z-hoc’h ; mes hirio, pa hell beza eun arhez a unvaniez hag a beoc’h paduz, ne varc’hantann ket da lavarout d’am bro emaoun oll en he gourc’hemen evit ober he eurusted.

Ia, Bro-C’hall a zavo c’hoaz huel he fenn, mar kar, kenteliet gant ann amzer dremenet, ha, skuiz oc’h ober kant essa didalvez, ia, m’ar kar distrei d’ar venuojen merket d’ezhi gant ren-vad ann Aotrou-Doue.

Mab henan ar wenn roeal-ze pehini, gant sikour Doue ha gant divreac’h ho tadou e deuz great euz ar vro-ma eur rouantelez ker kré ha ker brudet, e tlienn santout mui eget den all ebed ar bouez euz he reusiou, hag eo d’in mui eget da eun all trouc’ha berr d’ezho hag ho rapari.

Hor bro e kanv a gri etrezeg en-omp ; dihunomp ha redomp holl d’he disc’hlac’hari. Ar prusian a iello war he ghiz, hor bro a choumo divoulc’h, ma ouzomp lakaat boutin nerz hon divreac’h, hor c’harantez-bro, hag ar pez a hell peb-unan da rei.

N’hen ankounac’hit ket, dre ann distro da feiz he zud-koz ha d’ho enor, hor mamm-bro, eur momet dinerzet, a gavo adarre he galloud hag he gloar.

N’euz ket pell hel lavarenn d’ehoc’h : gouarn eur vro n’eo ket dorlota gwall-ioulou ar bobl, mes en em harpa war he vertuziou.

N’en em lezit ket da veza touellet gant kredennou reuzeudik ; doareou ar Republik a hell plijout da eur bobl nevez-savet, hag ober he vad ; mes eur republik na raï biken grisiou doun enn hor bro goz a bell-zo bro ar rouaned.

Anaout mad a rann ezommou va amzer, ha va holl c’hoant eo sevel, war eun dro gan-ehoc’h, eur c’houarnamant dioc’h ma c’houlenn hor bro ; eur c’houarnamant hag e devezo evit diazez ar gwir, evit renadur al lealded hag evit pal brazder ha furnez.

Kollomp beteg ar zonj euz hor strivou tremenet, strivou didalvez, noazuz da wir gresk peb mad enn eur vro, noazuz d’ar wir frankiz.

Fransizien, ra zavo eur c’hri hepken euz ho kalonou : Pep tra evit Franz, pep tra dre Franz, pep tra gant Franz.

Herri.

————
LIZER
ANN AOTROU AR C’HONT A CHAMBORD
da eur mignoun d’ezhan e kampr hor c’hannaded.

8 a viz maë, bloaz 1871.

Va mignoun ker,

Va c’haloun evel hoc’h hini a zo leun a c’hlac’har o sonjal petra ’deui da veza ar brezel-bro argarzuz-ma deuet ker buhan goude mac’homerez eun enebour digar.

N’em euz ket ezomm da lavarout d’ehoc’h e sav em spered ar memes tristidighez hag ar memes menosiou a zo enn hoc’h hini, o welout eun hevelep brezel, hag e komprenann hoc’h oll enkreziou. Pa eo bet tarzet a zioc’h Paris kenta boumbezen ann enebour, n’em euz sonjet nemet he brud goz hag enoruz ar Gear garet ma ’z ounn ganet enn-hi, hag am euz laosket eur griaden ankeniuz a zo bet klevet gant ar bed oll : Espernit, espernit Kear-benn ar zevenedighez !

N’hellenn ket ober muioc’h ; hag hirio c’hoaz n’hellann nemet hirvoudi war ann traou heuzuz a reer er brezel-ze savet etre bugale ar memes Mamm.

Mes ho pet fizianz, daoust pegen diez ha peger mantruz eo lakaat da blega eur geariad tud kounaret, al labour-ze ne ket eun tu all da vaillantiz hor zoudarded.

Beva a rit, eme c’houi, etouez tud a bep rumm prederiet o klask gouzout petra a fell d’in, petra a c’houlennann, petra a esperann.

Roit d’ezho da anaout ar pez a zo doun em spered ha doun em c’haloun hag a fell d’in ober evit ma bro.

Livirit d’ezho n’em euz ho zromplet gweach ebed, ha n’her grinn bikenn ; hag e c’houlennan digant ho ma ankounac’haint hon dizunvaniezou, hor menosiou dishenvel, hag ar gôr-gasouni a choum avechou e goueled ar galoun. Her goulenn a rann en hano ho brasa mad hag hini hor bro muia-karet ; en hano ar zevenedighez, enn hano ar bed oll, test euz hor gwalleuriou.

Livirit d’ezho diouall ouz ar gheier a skuiller a bep tu evit rei da gredi ounn digalounekeat dirak reusiou re vraz siouaz ! E tizesperann gwelout biken va bro e peoc’h, hag e lezann gant neb a garo ann eur-vad d’he savetei.

Saveteat e vezo enn deiz ma ehano da gemerout ann dizurz evit al liberte ; saveteat e vezo dreist holl pa ne c’hortozo mui he silvidighez digant ar gouarnamanchou-ze mont-dont, pere, goude eur bloaz bennag a beoc’h dam-livet, he saol enn eur stad ar spountusa a oufer da welet.

Huelloc’h eget holl skiant ann dud da c’houarn eur vro ez euz eur rouantelez disterreet evit gwir, mes eur rouantelez ha na gouezo ket, Rouantelez Franz. Rak pa zeu Doue da amproui eur vro evel m’en deuz amprouet hon hini, eo hanad en deuz da ober gant-hi meur a dra evit he c’hloar.

Anzavomp ivez penaoz ann dilez euz ar gwirionezou kenta eo ar penn-abek euz hor gwalleuriou.

Eur bobl kristen na hell ket, hep beza kastizet, reghi follennou he histor ; terri ar chaden euz he gredennou hag euz he gustumou koz ; lakaat e penn he Vamm-lezen n’en deuz Doue gwir ebed da welout e renadur ar vro ; banna diouc’h levr he lezennou ha diouc’h he diez-skol pep meneg a relijion, eur bobl kristen oc’h ober traou evel-se na choumo ket digastiz ; na rai biken nemet eun ehan e kreiz mill dizurz, ken n’e gouezo dindan eur mestr garo, pe eur revolusion dinask, evel gwechall ar broiou païan a-barz koueza mezuz enn drouzivez ; ha c’hoarvezout a rai gant-han, hep mank ebed, ar pez ar c’hoarvez ato gant ar boblou na reont ket ar pez a felle da Zoue e rajent pa en devoa ho zavet.

Bro-C’hall e deuz komprenet mad ann traou-ze, pa e deuz hanvet evit he c’hannaded tud a skiant hag a oar evel d-hoc’h petra a c’houlenn ar bed enn amzeriou-ma, hag ho deuz ivez lekeat doun enn ho c’haloun ar gwirioneziou kenta hep pere ne vezo biken etre ann dud na darempredez vad, na frankiz nag enor.

Rak-se ’ta, va mignoun ker, daoust d’ar pez a choum c’hoaz a venosiou dishenvel etouez eur rum dud, sperejou eeun Bro-Franz a c’houlenn hirio eur Roue. Sklerijen ann tan-gwall a ziskouez d’ezho ann hent. Santout a reont ez euz ezomm a urz-vad, a lealded, a zereadeghez, ha na hellont kaout netra en doare-ze hep eur Roue hag a vezo divar ar c’hef koz ha gwirion.

Komzit kre hag huel eneb ar falz kredennou hag ar venosiou kamm-izik ho deuz c’hoaz divar va fenn tud nobl a galoun kouskoude, ha doughet da bep mad.

Lavarout a rear em euz sonj da lakaat rei d’in eur galloud hep harz ebed. Plijet gant Doue ne vije ket bet roet eun heveleb galloud d’ar re ho deuz bet en em ghenighet evit tud goestl da zaveteï ar vro enn he deisiou a wall-amzer ! N’hor bije ket bet da hirvoudi, evel ma hon euz hirio, war reusiou hor Mamm-bro. Ne rainn netra nemet gant ali ha gant assant hor c’hannaded, choazet gan-ehoc’h e pep frankiz.

Lavarout a rear penaoz rouaned a dad-da-vab n’hellont ket ren enn eur vro eleac’h m’ema ann holl kement ha kement dirag al lezen. Respontit kre ounn bet kelennet war gement-se, hag am euz desket gant histor va bro, petra zo bet fall pe vad da lakaat ar bobl euruz pe reuzeudik hervez ann dro spered kemeret gant ann dud. (Eun tad enn he dieghez na hello ket etat gouarn he vugale dre’n abek ma’z int he heritourien ann eil kement hag eghile).

Penaoz e c’houzanfenn-me rei privilachou da reall, pa na c’houlennann evid-oun va-unan nemet ar privilach da gonsakri va holl vuez da c’houaranti Bro-Franz enep pep gwall, da ober he eurusted mar ghellann, ha da veza bepred gant-hi er boan araog beza gant-hi er c’hloar.......

Setu aze, va mignoun ker, perag ne gollann ket fisianz dirag gwall stad va bro ; ha perag ne ghilann ket dirag ann tamm-labour braz meurbed a zo d’in da ober.

Ar gomz a zo da Franz, ann heur a zo da Zoue.

Herri.




SKRID-EMBAN
————
HERRI V.
E MANER CHAMBORD AR BEMP A VIZ GOUERE, 1871.


Fransizien,

Emaoun enn ho kreiz. Digoret hoc’h euz d’in doriou Bro-C’hall, ha n’em euz ket gallet dioueri pelloc’h ann eur-vad da welet va Mamm-bro.

Mes ne fell ket d’in choum pell enn ho touez, gant aoun na rofenn leac’h d’ar sperejou da labourat, enn eun amzer ma ’z euz enn ho kement a dan.

Kuitaat a rann eta Chambord, ar maner-ze hoc’h euz roet d’in pa oann krouadur, hag a behini am euz doughet ann hano gant foughe epad daou-ughent vloaz war henchou ann harlu.

En eur vont kuit e fell d’in lavaret d’ehoc’h n’en em zispartiann ket diou-z-hoc’h, Bro-Franz a oar ervad ez-ounn d’ezhi kement a zo ac’hanoun.

N’oufenn ket ankounac’haat eo guir ar Fransizien kaout ho Roue, hag eo karg ar Roue va c’harg-me, ha ne fell ket d’in teurel divar va diskouaz ar bouez anezhi.

Deveriou ar garg-se, ho ober a rinn ; kredit d’am gher, gher eun den honest, gher eur Roue.

Gant sikour Doue, ha pa blijo gan-ehoc’h, e savimp ken etrez-omp eur c’houarnamant dioc’h m’her goulenn ezomou ar vro, gant gwir frankiz da bep departamant ha da bep parrez da ober ho-unan ar pez a zell out-ho.

Ar frankiziou-ze, en deuz peb pobl kristen ar gwir da gaout, ho devezo evit kred mouesiou ann holl roet gant lealded, hag assant ann diou gampr. Eun eur gher, kemer a raimp a-nevez hor bro o klask mont war vell, ec’hiz ma rea e divez ar c’hanved diveza dindan ren ar Roue Loïz c’houezek.

Ar Roue a roaz he aotre da lemel eur rum ghiziou koz ne oant mui dioc’h doare ar vro. Ann darn vrasa euz ar gannaded a oa enn tu gant-han ; mes eun nebeut dispac’herien a drouc’haz hent d’ar mad-ober-ze, hag a zigoraz dor dre ho gheier d’ann dizurjou ar re heuzusa, ha dre ho c’hrisderi d’ann dismantrou ar re spontusa. Ho zorfejou argarzuz a daolaz ar revolusion war ar vro ha na c’houlenne nemet mont war vellaat ; hag ho deuz he foulset euz a neuze etrezeg ann izlounk e pehini e divije kollet ar vuez, enn deisiou diveza-ma, paneved nerz kaloun ha nerz divreac’h hor zoudarded dispar.

Piou en deuz bet ar muia da c’houzanv gant ann dispac’hiou reuzeudik-se ha neket ann dud a boan int, micherourien vad ar c’heariou, hag ann dud divar ar meaz ? o velet ho buez tenn eo bet ato diez va spered, ha va studi muia-karet a zo klask ann tu da wellaat ho stad.

Bro-C’hall dizaouzanet dre walleuriou ha n’ho deuz bet biskoaz ho far, a zesko ne zistroer ket d’ar wirionez o kemer eun eil fazi, ha ne dec’her ket dre droidelerez diouc’h eul lezen hag a zo lezen Doue : Gwir ann tad a dremen d’he vugale.

Ar vro am galvo, hag e teuinn d’ezhi gant va c’harantez, gant va c’hreden, gant va banniel.

Divarbenn ar banniel-ze ez euz bet komzet a zivizou ha na hellann ket rei va grad d’ezho.

Fransizien,

Prest ounn da ober pep tra evit sikour va bro da zevel diouc’h he c’hollou, diouc’h he revin, ha da ghemeret adarre he renk ebarz er bed ; eur zakrifiz hep ken a zo ha na hellann ket hen ober evit-hi, ar zakrifiz euz va enor.

Bez’ ez ounn ha bez e vezinn den va amzer, ha meuli a rann a greiz kaloun, ann traou kaer a zo bet great e doug ar c’hanved-ma ; ha daoust dindan pe vanniel e kerze hor zoudarded, ounn bet estlammet gant ho gounidou, hag em euz trugarekeat Doue evit ar c’hloar nevez a daole ho vaillantiz var vrud goz va bro hag ho hini.

Fransizien, arabad eo eve etre c’houi ha me na drouk-entent na sonj kuzet.

Nann, dre’n abek ma ho devezo tud dizisk, tud re vuhan o kredi, tud a feiz fall, komzet d’ehoc’h euz a brivilachou, euz eur Roue ha na c’houzanv nag ali, na relijion ebed nemet he hini ; nag a bet tra c’hoaz, ann deok, dalc’hou ann dudchentil pe ar feodach, ann aneriou pe ar c’horveou, ha kant tra all n’euz mui hano anezho, daoust d’ar gheier-ze skignet gant tud fallakr ha divez, nann, na laoskinn ket difframa a-dre va daouarn banniel Herri Pevar, banniel Francès Kenta euz ann hano, banniel Jann D’Ark.

Gant ar banniel-ze eo bet savet rouantelez Franz, gant-han ho deuz ho tud koz, hag enn ho fenn va re-me, gounezet ann Alsas-se hag al Lorrèn-ze, euz a bere ar garantez hag ann esperanz da zistrei davedomp, a zisc’hlac’har ac’hanomp e kreiz hor goalleuriou.

Ar banniel gwenn eo a drec’haz al laeroun-vor, hag ann dud hanter-c’houez enn Aljeri, e peleac’h eo bet gwelet kenta taoliou kaer Prinsed va lignez ; hen eo a drec’ho c’hoaz ann danerien hag ann dud hanter-c’houez a c’hourdrouz hirio trei ar bed-ma war he du ghin.

Hel lakaat a rinn, heb aoun, etre daouarn hor zoudarded kalounek, n’eo bet guelet morse, her gouzout a reont, nemet war hent ann enor.

Roet eo bet d’in, evel eun dra sakr da viret, gant va zad koz Charles Dek, o vervel enn harlu ; he garet am euz ato evel ar zonj euz va Mamm-bro pell diouz-in. War va c’havel eo bet war nij, va bez dindan-han a zisheolio.

E touez plegou gloriuz ar banniel didach-se e tigasinn d’ehoc’h ann urz vad hag ar frankiz.

Fransizien,

Herri Pemp na hell ket teurel a-gostez banniel gwenn Herri Pevar.

Herri.

————
DISKLERIADUR
AR C’HONT A CHAMBORD.

Ar 25 a viz kenver, 1872.

O welout e kendalc’her da glask rei d’am c’homzou eun displeg disleal, ha va lakat da lavarout ar pez n’am euz na lavaret, na sonjet, na great, e kav d’in e c’houlenn al lealded ha va enor ma savinn va mouez eneb ar c’horvighellou fallakr-se.

Souezet ez oar em be kuiteet Chambord, pa oa ken dudiuz d’in choum pelloc’h er maner karet-se. Hag a zo lavaret e kollenn kaloun, hag e kimiadenn gant ar zonj kuzet da ober dilez euz va c’hurunen.

N’em euz ket d’en em wenna euz va c’hammejou war ann hent am euz lekeat em spered da heulia. Gouaz a-ze d’ar re n’ho deuz ket komprenet ar pez am euz great. Mes ar re a laka ho esperanz er greden ec’h halfenn ankounac’haat va dever, en em drompl.

Biken ne rainn dilez euz va gwir a Roue.

Ne c’houzanvinn ket e ve torret eul lezen am euz difennet epad daou-ugent vloaz, lezen rouantelez Franz divarbenn heritour he Rouaned ; lezen ha n’euz nemet-hi goestl da c’houaranti galloud ar Vro hag he frankiz.

Ne oa ket dleet d’in, a leverer, goulenn rei eur banniel nevez d’hor zoudarded kalounek.

N’em euz bannie] nevez ebed, hini Bro-C’hall eo a zalc’hann. Hag am euz rogoni a-walc’h evit kredi e tigasso c’hoaz d’hon armeou ar vrud ho deuz bet a viskoaz.

Ar banniel gwenn a zo bet trec’het eur wech bennag war ann tachennou brezel ; mes bez’ ez euz dizenoriou ha n’en deuz biskoaz anavezet. (Eun dichentil ha dilezel a rafe-hen armoariou he dud-koz) ?

N’am euz ket gwelet ann Iliz katholik amprouet evel m’ema, hep sonjal er pez e deuz great a viskoaz va bro evit he skoazia. Lavaret am euz e tougehenn ato ann dourn d’hon Tad Santel ar Pab, ha kerkent eur rumm-dud da grial e oann o vont da gass hon tud iaouank d’ann Itali d’en em laza !

O kenderc’hel stard d’am Feiz ha d’am banniel ne zifennann nemet enor Bro-Franz ha gloar he amzer dremenet ; ne rann nemet plenaat ann hent d’he amzer gaer da zont endro.

Kement heurvez a goller o lavarout : Greomp ann dra-ma, greomp ann dra-hont, a brofit d’ar re a zo lorc’h enn-ho o welout ac’hanomp izelleet evel ma ’z omp. (N’euz nemet eun hent da zont er meaz euz hon traounien a c’hlachar, ann hent roeal).

Lezen Bro-Franz a zo : Mab henan ar Roue a zo Roue en he c’houde. Hep al lezen-ze ne d-ounn netra, gant-hi ec’h hellann pep tra. Hep al lezen-ze peleac’h e vezo hor mignouned a ghevredighez etouez ar rouaned all ? Piou a lakaï urz ha sentedighez enn hon armeou, hag a zalc’ho stard hor zoudarded war ann dachen-vrezel ? Piou a raio pouez d’hor c’hannaded ebarz er broiou estren ? Piou a raio adarre da Franz he renk ha fisianz ann holl evel gwechall ?

Piou a c’houaranto eur peoc’h paduz d’ann dud vad a gar labourat, piou a raï ma vezo enoret ar micherour enn he vicher, ma talvezo d’ezhan he labour ha ma vezo he gozni dienkrez ?

Hel lavaret am euz alies, prest ounn da ober kement a helleur ober hep dizenor ; ha lezel euz va gwir kement a vezo goulennet, ma n’eo ket fillidighez hen ober.

Doue her goar, va c’haloun na c’houlenn nemet eurusted Franz ; n’em euz c’hoant brazac’huz ebed nemet ann hini da gaout va lod el labour a zo da ober evit sevel adarre va bro enn he stad huel ha paduz. Hag al labour-ze na hell ket beza labour eur rumm hep ken, ann holl a renk lakaat enn-han ho c’harantez leal hag holl nerz ho divreac’h.

Va zonjou a zo great evit mad ; ann hent am euz kemeret a heuliinn ha na droinn ket divar-n-ezhan, gortoz a rinn keit ha keit ; mes den, war zigarez ebed, na denno digan-en eur gher evit ober ac’hanoun eur Roue great gant ar revolusion.

Herri.

————
Nominabitur... Pax justitiæ et honor pietatis

Baruch V. 4.

  1. Opera, diver-amzer gant kan ha muzik.
  2. Ar C’hont a Artoa, tad ann Duk a Verri a oe divezatoc’h Charles X. Loeiz XVIII ha Charles X a oa breudeur da Loeiz XVI ghillotinet epad ar revolution vraz.
  3. Ann Dukez a Angoulem a oa merc’h da Loeiz XVI ha da Vari-Antoinetta, ho daou dibennet gant republikaned 1793.
  4. SON HERRI PEVAR
    ROUE FRANS.

    ————

    TON : Vive Henri Quatre !


    I
    Na pebez Roue
    Eo bet Herri gwechall ?
    Koulz a hell bale,
    Mes nikun en tu—all
    Na welot morse
    E Franz nag e leac’h all.

    II
    Ar Roue Herri
    A oa eur potr diouc’h-tu,
    A garie hardi
    He jannet, ha gwin ru ;
    Hag o kombatti
    A ouie kregi du.

    III.
    E kreiz ar gombat
    E komze evel-henn :
    « Taolit ho lagad
    « Var va flumachen wenn,
    « Sur eo d’ho lakat
    « Bepred er wir rouden. »

    IV.
    Herri a garie
    Ann dud divar ar mez
    Hag a rekete
    M’ho dije beb sulvez
    Iar er pot d’ezhe
    Da zibri enn ho ez.

    V
    Herri pevare
    N’en d-eo ket maro c’hoaz,
    Rak he vugale
    He lignez hag he raç
    Zo leun a vuhe
    Gras d’eho da choum mil bloaz !

    VI
    Mar distro bikenn
    Ann diaoul da c’hoari vaz,
    Goestl omp da zoutenn
    Ar Roue enn he blas,
    Ha prest omp laouen
    Da rei bep a daol-skoaz.

    Ann Aotrou Goesbriant, 1815.

  5. Mab Sant Loeiz pignet d’ann env !
  6. Mari-Antoinette, Elizabeth hag ar brinsez iaouank, greg, c’hoar ha merc’h ar roue Loeiz XVI e prizoun ann Templ.
  7. Ar palez roeal a oa ti Loeiz Felep, hag a zo lekeat ama eleac’h Loeiz Felep he-unan hag he vinistred.
  8. AR ZON C’HALV

    (1840).

    TON : Seziz, Gwengamp, e Barzaz breiz.

    Klevit, klevit, gwir Vretouned,
    Gant eur Prins iaouank omp galvet
    D’he zikour da zifram’ ar vro
    Dioc’h krabanou mistri garo.

    Dek vloaz zo emaint o sunnal
    Ann dour a ziverr ouz hon tal ;
    Petra ’ choum mui gan eomp a vad
    Nemet hon divrec’h hag hor goad ?

    Ma n’hor be kolt nemet danve,
    Salv hon enor, ni zelaoufe ;
    Mes me wel ar bed o c’hoarzin
    D’hor Broik baour war he daoulin.(1)

    Tavit, tavit, gwir Fransizien,
    Rebell oc’h euz stouet ho penn ;
    Arru Herri ! n’euz ket he bar
    Da lakat termen d’ho klac’har.

    Bronsen glaz-dour a wenn Bourbon
    Goad Sant Louiz a verv ’n he galon,
    Mab bihan da Herri pevar,
    Ha, war ma glevomp d’ezhan par.

    M’her gwel o tont war ann dachen,
    Ar vlumachen wenn war he benn :
    « Sell, Breton, ouz va flumachen,
    « Ha deuz d’am heul er wir rouden.

    « Breton, me oar mad petra oud,
    « Klevet am euz komz ac’hanoud ;
    « Stard oud enn da Relijion,
    « Ha roealist enn da galon.

    « Ma na gredez ket em befe
    « Memes Feiz, memes Karante
    « Ha memes Esperanz gan-ez,
    « Goul’n digant persoun da barrez.

    « Ma na fell ket d’ar Brovidanz
    « E venn biken Roue e Franz ;
    « Duk e vezinn e Breiz-Izell
    « Ha da gabiten, pe mervel. »

    O Prins dign da veza karet,
    Er vro ma n’hoc’h euz met digouet ;
    Da vestr var-n-omp c’houi a choumo,
    Pe da Baris ni ho kasso.

    Evit pelloc’h na choumimp ket
    Dindan gwalen koz kanfarted ;
    Tud vad ha fur, war ho meno ;
    E gwirionez gwall-skouer ar vro.

    Serjanted, ha maltouterien,
    A gerz hirio huel ho fenn ;
    Hucher, noter, paotr ar gwirio
    A ruill ar voul p’ ema gant-ho.

    Evid-hoc’h-hu, micherourien,
    Kouer, noblanz, ha beleien,
    Pa fell d’hoc’h, d’ar vaz grit ho chouk,
    Ha doughit ar ieo war ho kouk.

    Ma karze, d’ar mare zo bet,
    Ann Eskibien beza komzet,
    Ha noblanz tennet he sabren,
    Neket keriz ve war hor penn.

    Mes siouaz d’eomp ! lezet omp bet
    E skol klik ar Jakobined,
    Ken habil da liva geier
    Ha ma’z int da skarza ilc’hier.

    Evel-se gant mil ha mil c’haou
    Ho deuz sarret d’eomp hor genaou,
    Epad ma kassent meaz ar vro
    Gwella Roue zo bet pell-zo. — (Charles X).

    Tad ar bobl eur veach forbannet,
    War ar vro raktal int kouezet
    Evel chas kear war eur c’haign fall,
    Darn da gignat, darn da stlejal.

    Va Doue piou hon dilivro ?
    Fuzul, kleze, holl emaint gant-ho ;
    N’euz forz ! darc’homp ann taol kenta
    Ha deuet Doue d’hor skoazia !

    Defaot fuzul, defaot sabren,
    Ni c’hoario gant ann torr-he-benn ;
    Filzier, ferrier, hachou zo mad,
    Pa vent lemmet, da leuskel goad.

    Ni oar tapout enn eun taol-red
    Kanoliou ar citoyaned ;
    Ar re goz a oar ar vicher,
    Hag ar re iaouank zo lijer.

    Holla ! me glev son ann toksinn,
    Tennou kanol, trouz ’n daboulin ;
    Arru Herri ! war zao paotred,
    Fuzuliou walc’h a zo digouet !

    (1). D’ar mare-ze rouantelesiou ann Europa a oa o paouez ober faë war c’houarnamant Loeiz Felep.

  9. Souezet ounn n’int ket eat beteg ar profed Samuel da glask gwiriou ar Roue da zigas var-n-omp, I reg. VIII, 11.
  10. E miz gouere, 1871, e mare ann eleksionou, ar republikaned a reaz eur spontaill d’ar Vretouned gant ar c’homzou-ze, o rei d’ezho eun dro fall, evel ma ouzont hen ober. Lavarout a reant d’ar Vretouned : « Ma roit ho mouez enn tu gant ar re Wenn, e roit mouez da gass adarre ho pugale d’ar brezel. Guelit, ar c’henta tra a rai Herri V o tont e Franz a vezo essaat lakat ar Pap endro e penn he stadou ; ha diskar Victor-Emmanuel, roue ann Itali. » Nann, Herri V ne ket eun drailler tud, ma laka Doue enn he spered difenn gwir hon Tad Santel ar Pap, ne ket dre vrezel e vezo ; mes dre eun emgleo peoc’huz gant ar rouaned all, ha gant Victor-Emmanuel he-unan.
  11. Herri a lavar : « Bez’ ez ounn ar gwir. » Eleiz a dud a c’houlenn petra eo ar gwir-ze. Ar gwir eo ann urz lekeat gant Doue e pep tra. Urz Doue a zo ma vezo ar mab heritour d’he dad. Eur roue dre wir Doue n’eo eta nemet eur mab o kemer ar gurunen goude he dad. Ann dud a feiz fall ho deuz roet da gredi d’ar bobl penaoz eur roue dre wir Doue (de droit divin) a zo eur Roue roet gant ar Pap ha gant ar veleien ; ha pa dalv ar gomz-ze dre wir Doue, ne zinifi nemet en deuz Doue roet eur map da eur Roue evit beza Roue enn he c’houde. Ho pugale a zo heritourien d’ehoc’h dre wir Doue.