Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Herri V a ra he bask kenta.

Eus Wikimammenn
◄   Deskadurez Herri V. Herri V a ra he bask kenta. Ann Dukez a Verri er Vendea.   ►


VII.


(1832)


ANN DUK A VOURDEL A RA HE BASK KENTA.


Meur a viz a ioa, e vije roet d’ann Duk a Vourdel, oc’hpenn he studiou pemdeziek, kenteliou all kalz talvoudusoc’h, pa ’z eo gwir e tlient hel lakaat e stad da ober ar c’haera tra en deuz eur c’hrouadur kristen da ober var ann douar. Lekeat e oa en divije great he bask kenta d’ann daou a viz c’hoevrer 1832, gouel Maria ar goulou.

Eun aotrou euz a Vro-C’hall pehini en em gave e Holy-Rood d’ar mare-ze a gomz evel-henn var ar pez en deuz klevet ha gwelet he-unan. « Derc’hent ann devez kaer-ze, eme-z-han, ar prins iaouank abarz mont da gousket a ziskennaz e kambr he dad koz ; hag eno, var bennou he zaoulin en deuz goulennet ha bet ar vennoz ar vrasa hag ann denera a oufe bikenn beza roet. He dad koz, he eontr hag he voereb her bennige var eun dro. E kreiz ho esmaë hag ho daelou, e klevemp ar brinsed diseuruz o lavarout d’ezhan : ped mad, ped dreist pep tra evit Bro-C’hall !

Eul leor e ve ret da ober evit lavarout holl ar c’homzou mad hag ann traou kalouniuz a weljomp enn noz-se hag enn deiz varlerc’h. Ar c’hrouadur-ze benniget gant Doue, dreist he oad e pep tra, a ieaz d’ann devez kaer-ze enn tu all c’hoaz d’ezhan he-unan, dre he zonjou, dre he gomzou, ha dre ar merkou a roe e pep giz euz he feiz hag euz he garantez evit Doue. Ar c’hardinal Latil, mignoun braz Charles X, a lavaraz ann offeren. Araok ar gommunion e reaz eur brezegennik d’ar prins hag a achue dre ar c’homzou-ma : Mab Sant Loeiz, dorn Doue ra ho kunduo bepred ! Eur gomz henvel tost da vad a oa bet lavaret da Loeiz c’houezek var ar chafot. [1] Mes ar belek a gennerze ar roue santel da vervel a zelle ouz ann env, hag ann hini a roe ar bara a vuez d’he niz-bihan, a zelle ouz ann douar, var behini e wele o tigeri dirag ar c’hrouadur eun hent rust ha tenn, ha pell etre ann daou benn anezhan.

Goude al lid, ann dud roeal, enn eul lod, a c’hortoze ar c’hrouadur euruz ; holl ho deuz poket d’ezhan oc’h he starda gant teneredigez var boull ho c’haloun. Varlerc’h dijuni, a roue koz a c’halvaz d’he gambr ann Duk a Vourdel ha he vistri. Trugarekaat a reaz ar re-man euz ho foaniou hag ho labourou akeduz ; ha neuze e lavaraz d’he vab bihan gand eur vouez nobl ha karantezuz : « Krouadur ker, ar vuez a zo tonket d’id gand Doue a hell beza huel a stad, ha da zleadou diez da ober, mar santez bikenn ar boez euz ann trubuliou, euz ar poaniou a ia bepred da heul ar renk-ma oud ganet enn-han, ar zonj euz ann daou a viz c’hoevrer a raio nerz d’id. »

Ar c’hrouadur tenerreat beteg ann daelou a vokaz da zourn he dad-koz. — Unan bennak o veza neuze goulennet digant-han, petra felle d’ezhan e vije lavaret euz he berz d’ann dud vad ho devoa pedet evit-han e Bro-C’hall, da gen ann dervez kaer-ze : « Fallout a ra d’in, eme Herri, e ouifent holl, oun leun a anaoudegez vad evit-se, ha n’am euz ket ho ankounac’heat ken nebeut dirak Doue. Mar d-eo bet selaouet ma feden, Doue a vennigo Bro-C’hall. »

Bete neuze Charles X en devoa difennet mad ouc’h he dud lavarout ann disterra tra d’he vab bihan var varo ann duk a Verri ; kement a aoun en devoa na vije en em risklet e kaloun ar c’hrouadur re iaouank c’hoaz, drouk-vennoz pe gasoni ouc’h he vro, o klevout e oa maro he dad dre zourn eur Gall, siouaz ! Da zeiz he gommunion eta, pa oa ar c’hrouadur leun euz he Zoue ha prest da bardonni evel-t-han, e teuaz he dad-koz he-unan da lavarout d’ezhan penaoz en devoa kollet he dad.


————


Lavaret hon euz penaoz ar prins a rea alies troiou bale var ar mesiou, ken evit digor he spered d’ar skianchou, ken evit digor he galoun d’ann drugarez. Hogen mab bihan Herri pevar a ioa neuze paour he-unan. Ann tamm leve en devoa great d’ezhan ar roue Charles X pa oant e Frans, ne vije mui paet nemet eur wech ann amzer. Koulskoude he dud a roe d’ezhan da bep mare eun nebeudik arc’hant. Eur feson a oa houn-nez d’ezho evel eun all da ober ann aluzen, rak gouzout a reant penaoz daou zorn Herri a oa bepred digor evit soulaji ann dud-keiz ezommek. Abarz kuitaat Lulworth e oe anavezet enn doare-ze he valeadennou trugarezuz. Evel-se, o veza eat eur wech da welout prizoniou Dorchester, e kavaz eno floderien geaz euz a Vro-C’hall, marteze zo ken euz a Vreiz-Izell, hag hi enn eun dienez vraz. Rei a reaz d’ezho holl ar pezik a oa gant-han, hag e pedaz ker kaer ha ken stard ma vijent lekeat enn ho frankiz, ken a oe ret-mad rei he c’houlenn d’ezhan. Divroet he-unan e kave d’ezhan beza great eun taol kaer o kas evel-se he gen-zivroidi d’ho bro. Abaoue ma eo deuet da Holy-Rood, pet gwech n’en deus-hen ket digemeret ha sikouret e pep giz martoloded Gall taolet var ann aochou-ze, ha kollet gant-ho ho listri hag ho madou. Pa n’en divije mui netra da rei, e keste evit-ho. Ann dud keiz-se a gimiade out-han ann daelou enn ho daoulagad, ha kant sonjezon enn ho spered. Envori a reant, hep mar, var ar vadelez a Zoue pehini e devoa kaset d’ar broiou pell-se pensead eur revolusion, evit digemerout ha frealzi penseidi ar mor.

Chetu ama eun dro-vale gaer a reaz Herri e bro ann Higlanderiz, e mis gouere 1832. Ann higlanderiz a zo eur bobl-tud kalounek euz a vro Skos var-zu ar zao heol anezhi, ha brudet braz dre ho fealded a-wechall da wenn roeal ho rouaned koz, gouenn ar Stuarded, didronet ivez brema ’z euz kant hanter kant vloaz gand ar re a ren hirio e Bro-Zaoz ; Bruded dreist pep tra dre ar brezeliou kaer a rejont evit esaat lakaat var dron he dud koz ho frins iaouank Edouard, berad diveza euz ar goad Stuard, evel ma eo brema hon Herri-ni ar vronsen diveza euz ar wenn Bourbon, kenta brank.

Ar gentel genta a gavaz ar prins var he hent, a oa roet d’ezhan gand Mari-Stuard, ar rouanez vad-se, savet gan-e-omp e Frans, bet rouanez var-n-omp, hag a ouelaz ken dourek pa renkaz hor c’huitaat. Koz-vogeriou kastel Lochwen a zigasaz sonj d’ar prins euz a walleuriou ar rouanez geaz-se pehini a oa bet prizouniet enn-han gant he c’heniterv Elizabeth, hag euz a behini ne zeuaz er meaz nemet evit mont d’ar maro. Ar prins o klevout ann traou-ze a chenchaz liou eur pennadik, rak gouzout a rea e oa kemeret neuze he Vamm enn Naoned, ha kaset ivez d’ar prizoun da gastel Blai.

O kuitaat kastel Lochwen, ar prins a ie war-zu Dunkeld, gwechall ker benn rouantelez goz Kaledonia. Edo peuz-tost d’ar gear-ze pa glevaz o seni a-bell binviou ha kerniel-bombard e c’hiz ma zo er vro. Ann Higlanderiz a oant gwisket enn ho c’haera ; var ho fenn ho zokou brezel gwarniset a blun ; var ho diskouaz ho mintili marellet, ha diouc’h ho gouris ho c’hleze ken doujet hanvet klaimour. Arao-z-ho e kerze eun den koz ha meurbed enoruz, hanvet Mak-Gregor, a behini ar bleo gwenn hag ann tal huel a zigase sonj euz ar varzed a gane gwechal e pales Fingal. Neuze e c’hoarvezaz eno eunn taol-arvest hag a dennaz daelou euz a veur a lagad. Chetu penaoz e oa great ann dro. Mak-Gregor a oa bet en em gavet gand ar c’hrouadur epad ma edo hema o sellout gand aked ouz al lammou dour a zo e kichen Dunkeld, hag a ra, o koueza, eun trouz solenn ha spountuz. Dremm vad ar c’hrouadur hel lekeaz souezet, hag e c’houlennaz piou e oa. Kentiz ha ma klevaz en devoa dirak he zaoulagad heritour ar Vourboned, ar wenn vraz anavezet e pevar c’horn ar bed, e redaz a benn-kaer da eur stroll Higlanderiz a oa oc’h ober eur fest e kichen eno, da lavaret d’ezho piou en devoa kavet. Goulenn a reaz ha na oa ket mad enori e persounach ar c’hrouadur-ze ar wenn huel-ze a rouaned, mignouned a viskoaz da Vro-Skos, ha skoazellerien feal ar Stuarded gwechall. Eur iouaden hag eur strakl daouarn euz a berz ann oll en devoe evit respont. Ann henvelidigez anat a oa etre stad prins Edouard evit pehini ho devoa tud koz ann dud vad-ze skuillet ho diveza berad goad a daolaz e kalonou ann holl esmaë ha teneredigez. Mennout a rejont enn eur vouez ma vije kaset eur gannadur da gaout ar beachour roeal, evit he bedi da zont d’ar gouel. Herri a zeuaz gant-ho laouen, hag hep dale e tigouezaz enn ho zouesk, Mak-Gregor oc’h he gas dre an dourn. Eun tarz iouc’hadennou hen digemeraz, ha meur a zaelaouen a redaz e kuz var ziou-chod ar vrezilidi-goz, o sonjal enn ho frins Edouard. Mestr-merer ar fest a gemeraz neuze eur pot-pri leun a wiski (evach ar vro), hag a zikargaz eun tasad anezhan. Ann holl, pep hini d’he dro a evaz euz ann tas-se, evel ma eo ar c’hiz koz ebarz ar vro d’hen ober pa zigemereur eun hostiz bennak a zoare ; mes pa gasaz Herri ann tas d’he c’henou, eur bomm iouc’hadennou evel eun tarz kurun a zavaz beteg ann env, da zouheti d’ezhan iec’hed, buez hir, hag eur-vad enn he oll oberiou.

Goude kement-se ar prins iaouank a ieaz gant-ho da welout ho c’hoariou brudet, c’hoariou braz ha nerzuz evel ma rea gwechall-goz ar baotred-vad ; gournerez, rederez, ann taol-mean-pouner, hag er fin krogad ar Vombarderien.

Pa oe achwet ar c’hoariou, Mak-Gregor a gomzaz evel-henn :

« Krouadur burzuduz, ra zevenni hep dale ar gefridi en deuz roet Doue d’id oc’h da lakaat var ar bed ! Ra zeui pelloc’h ann dud dall ho-deuz da belleat da anzao ho fazi hag ho dislealded !

Eun deiz, da bobl, skuiz gant he zispac’hiou, a c’halvo, euz he holl galoun, eal-mad he zilvidigez. Gwelet e vezi neuze enn he greiz evel eun Eal a beoch hag a wir Frankiz.

Pobl touellet, anavez pelloc’h da vad gwirion ; anavez da vestr iaouank. Sell hepken out-han ; ha ma na gredez ket d’he vertusiou a grouadur, goulenn digant Mak-Gregor ar c’hoz ; goulenn digant ar vrezelidi-ma a rofe hirio ho goad evit eur prins n’ho deuz gwellet nemet eur weach, ha na welint mui taol-chanz. Ann earedigez koant anezhan, he ampartiz ho deuz skrapet ho c’halonou.

Krouadur brudet, kea gant da hent ; kount var zourn Doue ; mes kount ivez var-n-oud ha var da wir vignouned.

Mak-Gregor a varvo laouen hag euruz, mar klev lavaret oud digouezet er stad huel miret d’id gant Doue. »

Neuze ez ejont oll da ambroug ho hostiz iaouank, hag ar prins o kregi a gleiz hag a zeou enn ho daouarn kaled a astennent d’ezhan, a lavaraz d’ezho : « Kenavezho, tud vad, tud kalounek, na hellin mui birvikenn ankounac’haat Bro-Skos, ar merkou a garantez hoc’h euz roet d’in, ho deuz skrivet he hano enn douna pleg euz va c’halon, kenavezo ! »


————


Eunn dervez bennak goude kement-man, ann Duk a Vourdel en em gave var gad-lann Kulloden, pe er c’hiz all, var ann dachen vrezel e pehini e kollaz ar prins Edouard ar victor hag he gurunen.

Ar prins Edouard, heritour ar Stuarded, en devoa dija gounezet diou victor gaer, var ar Zaozon ; hag eat e oa zoken e penn he Higlanderiz, beteg Derbi, tregont leo hepken diouc’h Loundrez, pa gollaz emgann Kulloden, ha gant ann emgann-ze, he oll esperans ha gwir ar Stuarded. Tra eston ! Diou victor euz ar re gaera n’ho doa ket gallet harpa na startaat gwir ar prins kalounek-se, memes e rouantelez Skos he vro, hag eun emgann dizeur, e pehini zoken n’ho devoa ket bet amzer he dud d’en em zifenn, a ra d’ezhan koll enn eun taol teir rouantelez hag he gurunen evit bikenn. Petra oa kaoz a gement-se ? He c’houarnour hen diskleriaz da Herri, var ar leac’h memes. Ann taoliou teod hag ann taoliou pluen a reaz muioc’h a zrouk d’ar Stuarded eget ann taoliou kleze. Tud fallakr ha difeiz a laboure pell a oa da zikrial ar wenn roeal-ze e sperejou ar bobl, hag ar bobl touellet, en devoa pridiri ha gozik aoun oc’h anaout ar prins Edouard evit roue. Gwir ha vaillantiz enn eur prins n’int ket awalc’h eta evit sevel eur gurunen gouezet, ret eo aoza d’ezhan ann hent euz ha bell, diskulia fallagriez he enebourien, dizlavarout ho geier, divanega daoulagad ar bobl, ha diskouez d’ezhan e pe du ema he vad gwirion. (Ar pez a zo c’hoant da ober el leorik-ma). Epad ma selle Herri ouc’h ann dachen-vrezel-ze, trist hag envoruz, eur c’hrenn baotr divar ar meaz a gennigaz d’ezhan daou volod a oa bet kavet eno doun ebarz ann douar. Ar prins ho c’hemeraz gand anaoudegez vad, hag ho miraz bepred evel eur relek kanvouuz euz a emgann Kulloden.

O kuitaat kad-lann Kulloden, ann duk a Vourdel a ziskennaz eur pennadik e kastel Baladrum, maner ann dudchentil Steward. Ar re-ma hen digemeraz gand enor ha levenez. Pa ’z eaz kuit, demezell Stewart a gennigaz d’ezhan eur boked great gand bleun-askol, roz, ha lili, ar pez a ziskoueze e karjent gwelout ato unanet ann teir bro skeudennet dre ar bleun-ze, Bro-Skos, Bro-Zaoz, ha Bro-C’hall. C’hoariou a galoun a berz merc’hed iaouank a ioa kement-se ha netra ken ; rak boked ebed na hell bleunia e kichen rozen Bro-Zaoz : hou-ma a gas gant-hi ato ha bepred, holl domder ann heol, holl c’hliz ann env, hag holl zruzoni ann douar.

Hor beachourien a arruaz eur weach enn eun hostaliri hanvet Tynderum e rann-vro Argila. Ann hostaliri a oa pinvidik hervez doare, hag e oe roet d’hon tud eur zal gwarniset a daolennou kaer. Kerkent Herri a lammaz da zellet out-ho, da welout hag hi a oa great mad. Ann daolen genta a ziskoueze eun demezell iaouank enn eur prizoun, gant diou itroun euz a bere unan a henvele beza mamm d’ezhi. Ann demezell ho zerviche gand eun aked hag eun deneridigez ar vrasa. Enn dro d’ezho ne oa nemet paourentez hag ar boan spered a bare var ho dremmou, nobl kouskoude ha kaer da welout. Ann demezell he-unan na ouele ket, klask a rea e pep giz disc’hlac’hari ann itrounezed. Herri o veza spiet mad ann daolen a lavaraz gand esmaë : Va moereb eo ! [2] Ann eil daolen a oa c’hoaz kanvaouusoc’h : diskouez a rea eun nebeud tud, skerbou trikolor gant-ho, ha re all klezeier, kountelli ha pikou enn ho daouarn. Diframma a reant eun den digant he dud beuzet enn ho daelou, evit he gas d’ar c’hillotin. Ann den-ze leun a galoun hag a zentidigez ouc’h ioul Doue, a zave he zaou lagad var-zu ann env, hag a henvele lavarout : Va Doue, pardounit d’ezho evel ma pardounann va-unan. Ar c’hrouadur a lavaraz kentiz : va eontr koz eo ! mont a reaz d’ann daolen all, ann deirvet. Enn hou-ma e oa eur zal gaer, sklereet ha kinklet evit eur fest, eun den, iaouank c’hoaz a welet var eur gwele a boan ; he dud enn dro d’ezhan a ioa evel strafillet, hag ar goad a rede a boulladou euz eur gouli doun great enn he galoun. Ama ar c’hrouadur en em lekeaz da ouela ; anavezet en devoa maro trist ann Duk a Verri he dad.

Ann dudchentil a oa gand ann Duk a Vourdel na lezent netra gaer, netra vraz da vont ebiou, hep ober d’ar Prins teurel evez var-n-ezhan ; diskouez a reant d’ezhan er c’hiz-se nann hep ken oberiou ann dud, mes dreist pep tra oberiou Doue, enn eur vro e leac’h emaint ker braz. He gas a rejont eta da welout eul lenn vrudet, hanvet lenn Asv ; hag ober a rejont zo ken eun dro vale var-n-ezhi. Ar vag a neue goustadik ha didrouz, o lezel var he lerc’h eun antik eon-gwenn pehini en em zismantre kerkent evit bikenn, evel ar roudou a lezomp var hol lerc’h, o kerzet dre ar vuez-man. Ar measiou tro-var-dro al lenn a oa brao, mes sioul hag evel maro. Eur gorzennik voged a zave gant poan enn ear ; dont a rea euz eul lojennik baour a welent var lein eur roc’h, evel eur galzenn marr. Ar vag, na petra ’ta ? a dro etrezek eno. Herri a lamm er meaz ann hini kenta, hag a red a raok he dud d’al lojenn. Mont a ra ebarz he-unan, hag o veza ne wele den e teue er meaz, pa glevaz, enn eur c’hoignik tenval, evel klemmaden eun den klanv, o trei var he wele. Peleac’h emoc’h eta, eme ar c’hrouadur, ha piou oc’h ? Histor ar c’hlanvour na oe ket hir : Mak-Antir a oa he hano, ha dek vloaz a ioa ma edo var ar gwele-ze dalc’het gand ar remm. E keit-se ec’h arruaz ar c’hrek, hag ivez ar beachourien all. Herri a c’houlennaz diouc’h-tu he ialc’h digant ann Duk a Zamaz, rak evit enn he hini he-unan ne oa mui nemeur a dra : abarz mont e beach en devoa kaset da beorien Frans, hen hag he c’hoar ar pez a arc’hant ho doa gellet da zastum. Epad ma lekea e dourn ar c’hrek eunn tri pe bevar fez aour, e tigouezaz enn ti eur meneziad hag a ioa bet e fest ann Highlanderiz enn dervez ma oa bet digemeret ar Prins gant-ho. Hen anaout ar reaz hag e lavaraz da Vak-Antir piou e oa. Ret a oe raktal ellumi ar goulou, rak ar c’hlanvour a renkje gwelout a barz mervel, mab bihan ar Vourboned. Ar c’hrouadur a dostaaz ouz ar gwele, ha Mak-Antir ann daelou enn he zaoulagad a astennaz eun dourn hanter zizec’het gand ar c’hlenvet : ar c’hrouadur her gwaskaz etre he re, evel pa en divije bet c’hoant da rei lod d’ar c’hlanvour koz euz ar vuez beo-buezek a rede enn he wazied. Digaset e oe eur podad wiski var al lec’h ; gant ann tas hepmiken a oa enn ti, ann holl a evaz beb eil tro ; ha divar muzellou fresk ha livrin ar c’hrouadur ann tas a ieaz var re spinac’het ann Highlander keaz dare da vervel. Petra vanke da eunn arvest ker kaer ? eur Walter-Skott evit he skriva, hag eun Osian evit he gana !

Nebeud amzer goude ann dro-vale-ze, ann dud roeal a guitaaz Holy-Rood, ha Bro-Zaoz. N’ho devoa mui re a fisians e gouarnamant Bro-Zaoz, mignoun ha komper gouarnamant Loeiz Felep, dreist pep tra goude ar pez e devoa great ann Dukez a Verri evit esaat lakaat he map var dron he dud koz. Digemer a rejont eta kennik mad Impalaer ann Aotrich, pehini ho fede da zont enn he stadou. Pa oe klevet e tlie ar Vourboned kuitaat ar vro, ann holl a oe glac’haret er gear a Edimbourg. Rak ar Vourboned a oa bet eno ar pez ma oant e Pariz, mad ouz ar beorien ha karantezuz e kenver ann holl. Ar bobl a lavare : « na welimp mui eta dre hon ruiou ar paotrik bleo melen-ze kel livrin ha ker gae ; he galoun-vad hag he spered lemm a rea plijadur da gement hini a her gwele, hag he zourn a wie dija rei evel eur Bourbon ! » Mistri kear, gand ar mear enn ho fenn, a ieaz d’ann ugent a viz gwengolo da ober ho c’himiad d’a Charles X, hag ar c’homzou mad a leverjont ken dre c’henou ken dre skrid, a achue dre ar geriou-man : « Sir, hor spered hag hor c’haloun gand ar gwestlou ar re denerra ken evid-hoc’h ken evit ho tud, a iello d’ho heul daoust da beleac’h ez eot. Ëuruz pe dizeur, perz mad a gemerimp bepred enn ho stad. Fisianz hon euz, ha kredi mad a reomp e vir ann Aotrou Doue eurusoc’h deisiou d’ar Prins iaouank-se, e pehini e welomp o tiwan doareou ha vertusiou deread ouz mab bihan Sant Loeiz, hag ouz heritour ar wenn roeal-ze pehini a bign da bevarzek kant vloaz. »

Charles X a oe tenerreet holl o welout ar stad a rea ann dud vad-se anezhan. Mes he zrid-kaloun a oe brasoc’h c’hoaz, pa gavaz var he hent, en eur vont er meaz euz ar c’hastel, holl vourc’hisien Edimbourg, braz ha bihan, paour ha pinvidik, hag eun niver braz a dud a ziaveaz, deuet eno euz a ugent leo tro-var-dro, da welout eur weach c’hoaz ann dud roeal a Frans, ha da gimiada out-ho. E porz Leith, e pehini en em lestraz Charles X, ann Duk a Angoulem hag ann Duk a Vourdel, ann ingroez a oe souezuz. Ha pa zistagaz euz ann aot ar vag pehini ho douge d’al lestr braz hanvet United Kingdom, kant mil mouez var eun dro a gasaz d’ann env ar c’hri hag ar beden galounek-ma : God sav the king ! Doue savetait ar Roue ! Ret e oe da Charles X beza gopreet al lestr-se divar he goust he-unan. Rak ne gleve respont ebed digant gouarnamant Bro-Zaoz digant pehini en devoa goulennet eul lestr evit mont d’ann Allamagn. Pa arruaz lestr ar c’houarnamant e porz Leith, ar Brinsed ho devoa dija treuzet ar mor. Evel-se trenkijen gouarnamant Bro-Zaoz e kenver ar Vourboned euz ar brank henan en em ziskoueze beteg ar fin. Gant ienien e oant bet digemeret e Weimout e 1830, ha gant ienien int ambrouget euz a borz Leith e 1832.


————


  1. Mab Sant Loeiz pignet d’ann env !
  2. Mari-Antoinette, Elizabeth hag ar brinsez iaouank, greg, c’hoar ha merc’h ar roue Loeiz XVI e prizoun ann Templ.