Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Ar Vourboned er gear a Brag.

Eus Wikimammenn
◄   Ann Dukez a Verri er Vendea. Ar Vourboned er gear a Brag. Ar Vourboned e Goritz. Maro Charles X.   ►


IX.


AR VOURBONED ER GEAR A BRAG.


Epad ma kemeret ann Dukez a Verri e Naoned e 1832, he bugale geiz Herri ha Loeiza, a zigoueze euz a vro Skos e stadou ho eontr koz, ann Impalaër a Aotrich. Herri a zeuaz gand he dad koz Charles X, pehini na gwitee morse ar c’hrouadur ; ha Loeiza a erruaz dre eunn hent all gand he moereb, ann Dukez a Angoulem. Prinsed ha rouaned ann Allamagn, dre stadou pere e tremenaz ar Vourboned, a reaz d’ezho ann digemer ann tomma hag ann enorusa a oa enn ho galloud. Rak hel lavarout a renker ato, ar Vourboned hena a zo bet hag a zo bepred kemeret evit ann ti roeal ann huella a zo er bed. Impalaër ann Aotrich en em hastaz da rei da Charles X eur palez deread out-han, palez Hradschin er gear a Brag Prag, gwechall kear-benn rouantelez Bohem a zo 240 leo diouc’h Paris, kalz traou kaer a ve da lavarout war ar gear goz-se ; ne gomzinn nemed euz a zaou. Eur pont a zo eno hag a zo eur burzud da welout. Douget eo var c’houezek bolz ha treuzi a ra enn doare-ze ar ster-vraz Moldao, ledan a zeitek kant troatad. Divar ar pont-se eo e oe taolet Sant Iann Nepomucen e barz ar ster dre urz ann Impalaer Wencellas. Hema a felle d’ezhan en divije ar belek santel-ze diskleriet d’ezhan eunn dra bennak euz a govesion ann Impalaerez ; ar belek a réuzaz a grenn ober eunn dra ken disleal ha ken difennet gand ar relijion, hag a roaz he vuez da ziella he greden ha sekret ar govesion. Eunn daolen marbr a verk al leach ma pouezaz troad ar zant abarz beza taolet er ster, hag ann holl a ra sin ar groaz pa dremenont ar mean marbr-se. A bep tu d’ar pont ez euz diou renkad skeudennou sent. Da genta ur c’halvar kaer meurbed, hag enn dro d’ezhan, barou pe bochadou Elez hag Arc’helez ; goude-ze hed-ha-hed d’ar pont diou renk eskep ha leaned, pere a astenn ho daouarn var ann dremenidi, evel evit ho benniga hag ho difenn ouc’h buanegez Doue, var eul leac’h e pehini ez euz bet great eun torfed ker braz.

Daou dour koz a ziskouezeur ivez e Prag, hag a zo brudet dre ar vro : Daleborka pe ann tour gwenn, Mitrulka pe ann tour du. Ann tour gwenn a oa prizoun ann dud a huel stad, ann tour du a oa hini ar bob keaz. Ann den paour a iea enn he-ma a leze pep esperanz var ann treujou : laosket e vije da vervel eno gand ann naon. Unan koulskoude a zeuaz beo er meaz euz ar bez heuzuz-se. N’euz netra dihalluz d’ar garantez, eme leor ann imitasion ; grek ar prizounier paour-ze her c’hare dreist kement tra a ioa, hag he c’harantez a roaz d’ezhi spered hag ijin, ober a reaz anezhi eur zaëzerez euz ar re genta. Var brizoun he fried e oa eul lomberik striz hag huel meurbed. Ar prizounier a lekea bemnoz he gleuzeur var elum e diabarz al lomber ; hag ar c’hrek a ijignaz kas boed d’ezhan dre eno. Ar boed a vije staget ouc’h birou saezer, hag ann tennou bir a vije great ken kalounek ha ken eeun, ma ie peb bir ebarz al lomber. Ar c’hrek souezuz-se a vagaz he fried epad daou viz enn doare-ze. Dizoloet a oe he zro izignuz, hag e oe great trugarez d’he fried. Ar pez a gas ar maro d’ann dud all a gasaz d’ezhan ar vuez.


————


Da viz gwenngolo 1833, tost da eur bloaz goude ma oe deuet ar Vourboned da choum da Brag, palez Hradschin, peurvuia ken sioul ha ken didrouz, en em gavaz karget a fransizien, ha laoueneet gand ann niver braz a dudchentil iaouank, deuet da zaludi mab bihan Loeiz XIV ann devez ma’z aje enn he drizek vloaz. Hervez lezennou koz ar rouantelez, Roue Bro-C’hall a guita he vugaleach d’a drizek vloaz, a ia e meaz a c’houard, hag a gemer he-unan ar stur enn he c’houarnamant. Ar roealisted a vennaz eta e tlie rouantelez Frans lida ann devez-se evel pa vije bet Herri var ann tron, hag en em glevjont da vont tric’hant leo diouc’h ho bro, da ober gwazouniez d’ezhan.

Ar c’houarnamant a strivaz he walc’h evit mirout na rajent ar veach-se pehini a raje kement a drouz dre ann Europa ; hogen evel ne oa eno netra enep al lezennou, na hellaz ket mirout a grenn out-ho. Ar roealisted, o veza bet ann tu goll er Vandea, a zalc’he da ober ar veach-se, evit na vije ket lavaret ho devoa kollet kaloun e oant eat da netra, hag ho doa great dilez euz ar Vourboned. Ann enor hag ar garantez ho c’hasaz eta da gavout ho frinsed. Ec’hiz na helle ket ann holl ober ar veach, ann hent o veza hir hag ann dispignou re vraz, e oe hanvet e meur a leac’h kannaded da vont ken enn ho hano ken e hano ar gear pe ar c’harter. Evelse pep provins, pep departamant, pep kear vraz e devoe he c’hannaded ebarz ar stroll kaer-ze euz a dud iaouank ar vro.

Ar c’houarnamant a roaz urz da herzel ar beachourien ken e Frans ken er broiou a ziaveaz ; mes ar re-man, paotred skanv hag iskuit, en em denne egiz ma karent a dre daouarn ar polis. E gwirionez ne oa nemet tud ar reiz pe ar polis a gement a glaske enebi out-ho, ann dud all, dreist pep tra er meaz a Frans, ho digemere gand joa hag ho zikoure dre holl da dremen ho hent. Ho iaouankiz, ho dereadegez, ho c’halouniez, hano ar c’hrouadur a ient da welout, a rea plijadur d’ann holl, hag e pep leac’h e vije great lid d’ezho. Pet gweach n’ho deuz-hi ket gwelet hostizez ann hostaliriou e peleac’h e tiskennent, o lavarout d’he merc’hed koant, merc’hedigou dous, daou-lagad c’hlaz ha bleo melen d’ezho, digas prim var ann doucher wenn, eur voutaillad gwin mad, hag ar bastezen fresk, evit ober fest d’ann dremenourien, hag eva da iec’hed ar Roue trizek vloaz. E Prag evel enn hent, tud chentil bepred, e talc’hent huel ato enor ha brud-vad ar Fransizien.

Diez a ve lavarout esmaë ha doujanz ann dud iaouank-se pa dosteent ouz ar Roue koz Charles X, enorusoc’h eget biskoaz e kreiz e walleuriou, pa ieent da zaludi ann Dukez a Angoulem, pehini ho digemere evel eur zantez kurunet a spern hag a vertusiou. Pa zeuent euz a gichen Charles X hag ann Dukez, ho c’haloun a vije dam-drist ha pridiriuz, evel pa vezeur bet o sellout ouz eur palez braz ha brudet ha diskaret gand ann amzer ; mes gwelout a reent ker kent ann Demezell Loeiza, ha gand ar gwel anezhi e tigore ar galoun d’ar vuez ha d’ann esperanz. Hag e gwirionez ar Brinsezik iaouank, evel ma he galvent, a oa ker mad ha kel laouen ; he spered hag he c’haloun a oa ken digor, he c’homzou ken dous ha ken fur ; he fevarzek vloaz ker skeduz ha ker flour !

Euz he c’hostez, Loeiza na ankounac’hea netra evit plijout d’ar beachourien c’hall. Da unan e kennigaz lod euz he meren vihan, o veza he welet epad ann deiz ebarz ar palez, o c’hortoz he dro da veza digemeret gand ar Roue ; evit choum gand ar re-ma da gaozeal euz rouantelez Frans, e leze he zro bale da ober ; evit saludi ha digemerout a re-hont, e talc’he he c’harrons a zao, e balli vraz ann avalennou, hag azezet eno var eur skaon glazadur, e kleve kelou euz a Baris, euz ar Vandea hag euz a Vreiz.

Kement a goanteri hag a vadelez a vrumene ann dudchentil iaouank dre ma tigouezent ; evel-se enn ho frejou hag enn ho strollou, ne oa ken kaoz gant-ho nemet euz ar brinsez vihan. « Ha gouzout a rit-hu, eme unan anezho d’ar re all, petra zo c’hoarvezet nevez-so gand rouanezik hor c’haloun ! N’oun pe zeiz, enn he baleaden mintin, en em gavaz gand eunn toullad tud divar ar meaz dastumet enn dro da eur c’hravaz. — Petra ’zo eme ann Demezell ? Eur c’hrek goz hag enoruz, kantvederez ar c’harter, e deuz torret he gar. — Evel-se e komz ar re a zo enn dro d’ezhi, hag er memez amzer e tiwiskont ho zokou, hag en em dennont var ho c’hiz, evit lezel Eal ann nevez amzer da dostaat ouz ar c’hrek var benn pehini e oe tremenet pevar goanv ha kant. Loeiza en em stou evel eur bodik roz etrezek tal ann hini glanv, a lavar d’ezhi eur gomz vad ha frealzuz, hag a nij d’ar palez, skanv evel eur wenanen, da glask medesin ar Roue. — Aotrou Bougon, aotrou Bougon, hastit buhan, diredit, ezomm a zo ac’hanhoc’h, vad a zo da ober ama ! — Ann aotrou Bougon a zired ; ha Loeiza a red ivez ; mes da beleac’h ? Ne ket awalc’h kaout medesin, ret eo c’hoaz ober eur gwele d’ann hini c’houliet. Loeiza a bign enn he c’hambr, a gemer he matalasen, hag a c’halv he breur d’he sikour. Arruout a reont ho daou var al leac’h, ruz penn gant ho beac’h ha gant ar blijadur ; ha Charles X pehini a wel euz he brenestr ar freuz hag ann tregas-se, a c’houlenn enn eur vousc’hoarzin petra zo c’hoaz a nevez e penn he vugale vihan. Klevout a ra ar pez ho deuz great, ha diou zaelaouen a red var he ziouchod. Daelou dous, ha gwestl da barea c’hwervderiou he zivroidigez. Trugarekaat a ra Doue, e gweled he galoun, o welout e choum vertusiou Sant Loeiz startoc’h e kalounou he vugale eget na choum ar gurunen var ho fenn. Benniga a ra neuze Herri ha Loeiza, enn eur drei he zaoulagad var zu Frans. »

Chetu ar c’haosiou a vije gand ar Fransizien iaouank enn ho nosvesiou dirak tan-flamm eur ponch Joauz. Goude ar c’hoar e teue ar breur ; ha pep hini a lavare he c’her var-n-ezhan. Ne gar ket al likaourien, eme unan, amprouet mad am euz kement-se. Ann enor am boe da ober eur barti billard gant-han, ann devez all, eun taol fall a riz a zevri, evit rei d’ezhan ann tu da c’hounit. Herri her gwelaz, ha kerkent e ehanaz ar barti ; « ne c’hoariann ket eme-z-han gant likaouerien. » N’euz ket pell, eme eunn all, Herri, o welout eur rejimant housarded o vont ebiou, enn eur gas d’ar vered ar prins gouarnour a Vohem, a lavare gant herder : « Sellit ’ta ouz ho gwisk- rejimant, nag henvel ef-hen ouz hini housarded Frans ! Ma vijent bet Fransizien, em bije lammet er meaz dre ar prenest evit arruout buhanoc’h gant-ho ! »


————


Beachourien nevez a zigoueze e Prag, ha tostaat a rea ann nao var-n-ugent a viz gwengolo, deiz merket evit ober al lez d’ar Roue iaouank : mes chetu enn eun taol ar vrud o sevel penaoz ann Dukez a Verri a oa kouezet klanv var ann hent, o tont he-unan da Brag ; ha penaoz e oa Charles X o vont enn hent gant ann Duk a Vourdel hag he c’hoar, evit mont var arbenn ann Dukez. Ann nevezenti-ze a lekeaz trouz ha keflusk etouez ar Fransizien. Var ho meno, ne oa na tu na taill da bellaat ann Duk a Vourdel diout-ho var ar c’houls-se. Meur a genbrezek a oe etre ar Brinsed hag ann dudchentil, hag ann traou a oe hep dale lekeat var ho zu. Ann Dukez a Angoulem az aje bepred var arbenn ann Dukez a Verri, ha na gasje gant-hi nemet ann Demezell Loeiza ; Herri ha Charles X a c’hortoje eun devez bennak d’en em lakaat enn hent ; hag ar Fransizien en em strolje d’ar zeiz var-n-ugent diouc’h ar mintin evit ober ho c’hefridi.

D’ar zeiz var-n-ugent eta a viz gwengolo, 1833, kerkent hag eiz heur diouc’h ar beuré, ar c’hirri a ruille hep distag ebed var valli vraz ann avalennou pehini a gas euz a Brag da gastel Buschtirhad. Da eunnek heur en em gave e Buschtirhad meur a gant beachour ha beachourez, deuet di euz a bevar c’horn rouantelez Frans.

Da gresteiz, ann aotrou Damas, gouarnour ann Duk a Vourdel, a reaz lavarout d’ar Fransizien, en em zastumet e ti ann aotrou Lavillat, e oa ar prins o vont d’ho digemerout. Mont a reaz he-unan var ho arbenn, hag hen eo ho digasaz dirak he skolaer roeal. Ar Prins a ioa enn he zao ; eur zae voulouz c’hlaz a ziskenne beteg he zaoulin ; eur c’houzougen dantellezet, pe eur c’holier roufennet evel ma touge Herri Pevar, a oa enn dro d’he c’houzoug, hag he benn, ploum var he ziskoaz a oa kaer ha dudiuz da welout. Ar re ho devoa he welet e Holy-Rood, her c’have kresket, kreveet, ha kaereet ; ar re n’ho devoa ket he welet abaoue Rambouillet ha Cherbourg, ho devoe beac’h oc’h he anaout, kement a nerz hag a flourder en devoa kemeret dindan ann temps-amzer fresk ha iac’huz euz a vro Skos. Eun tal huel ha splann meurbed, eur fri dija eun tammik kamm, eun taol lagad dous ha lemm, eun ton mouez freaz ha kré, chetu petra a gave ann holl da welout enn-han ha da veuli. Ann esmaë a bare var dremmou ann holl, hag anat a oa e kemere Herri he lod anezhi. He ziouchod hag he dal o rusia, he zaoulagad o virvi, a ziskoueze awalc’h e kerze ar goad buannoc’h enn he waziad, hag e lamme he galoun stankoc’h. Neuze ar Fransizien o tostaat a reaz eun hanter kelc’h enn dro d’ar prins, ann holl a davaz, hag ann aotrou Edouard Wals, karget da zougen ar gomz, a gomzaz evel-henn :

« Gallaoued feal d’hor rouaned hervez ar goad, hag ho kenvroiz iaouank, e teuomp hirio pa’z oc’h deut enn oad, d’en em westli d’e-hoc’h korf hag ene, ha da ober d’e-hoc’h hor gwazouniez. »

« Plijet gan-e-hoc’h digemerout hor gwestlou, henvelep int enn holl d’ann holl ouz ar re a reomp bemdez evit Bro-C’hall. E kement tra a hell rei d’ezhi frankiz hag eur-vad, ar vro ha c’houi, n’hellit morse beza dispartiet. Galvet evel ma ’z oc’h d’he digas enn dro d’ar renk huel tonket d’ezhi, ha sur d’en em glevout ato gant-hi, c’houi vezo evit-hi ar pez ma eo bet unan euz hoc’h Huel-Dadou, c’houi vezo evit-hi, evel ma hoc’h euz hel lavaret, eun eil Herri Pevar. »

Ar Prins iaouank a respontaz :

« Labourat a rann, dre ma hellann, da zont a rez d’ar garg huel da behini oun galvet dre va goad, hag euz a behini hoc’h euz lekeat hirio ann dleadou kenta dirak va daoulagad. Hou-nez eo, a gaf d’in, ann daill wella da ziskoues d’e-hoc’h va anaoudegez vad evit ar pez hoc’h euz great em c’henver ama. Ne vezinn euruz nemet pa en em gavinn e tu da labourat var eun dro gan-e-hoc’h, da rei d’am bro ha d’hoc’h hini pep Frankiz ha pep eurusted. »

« Va spered ha va c’haloun a zo bepred e Frans. Mar studiann, eo evit ma vezin estimet gant-hi. Mar fell d’in beza mad, vaillant, larg e pep giz, eo evit beza karet gant-hi. Sonjal enn-hi eo va diverr-amzer, va flijadur, va eurusted. Eur gomz a zo bepred dirag va daoulagad hag am diouallo diouc’h meur a fazi : Frans her gouezo ! »

« Kredit mad, Aotrounez, e ouzoun petra dall ar pez hoc’h euz great, ha petra a joum kuzet dindan ho kefridi. Joauz e talc’hinn hoc’h hanoiou gan-en, ha joausoc’h e tiskouezinn d’e-hoc’h eun devez n’em bezo ankounac’heat hini anezho. »

Kerkent ha ma tavaz ar Prins, ar griaden a levenez : Bevet Herri ! a zilammaz euz a c’henou ann holl, ken a grenaz kastel Buschtirhad enn he bevar c’horn. Neuze ar re ho devoa eun dra bennak da rei d’ar Prins evel envor euz he vro, a dostaaz ann eil goude egile d’ho lakaat etre he zaouarn. Ann aotrou Philibaukourt a roaz d’ezhan eur vedalen aour, skoet a zevri evit derc’hel koun euz ar gouel a reent ; ann aotrou ar beskont a Nujent a stagaz d’ezhan, enn hano roealisted Paris, eur re gentrou enn aour ingrafet var-n-ezho ar geriou-ma : Frans, araok ! araok ! Ar beskont Edouard Wals a gennigaz enn hano roealisted arrondisamant Diepp, eur skeuden gaera Herri Pevar, great gant olifant, ha Sully e harz treid ar Roue he vignoun. Ann aotrou Demey a gennigaz eur c’hleze aour hag eur blumachen wenn. Goude-ze e teuaz kals prezanchou all euz a berz meur a ger vraz euz ar rouantelez. Pa oe achu al lid, ar Prins en em gollaz e mesk ar Fransizien, hag he gomzou eaz ha deread a rea plijadur d’ann holl ; mar greaz muioc’h a stad euz eur re bennak, e oe euz ann eiz vandean pere ho devoa risklet ho buez ha kollet ho frankiz, o vrezelekaat enn tu gand he vamm.


————


Epad ma oa ar prins iaouank ken euruz ha kel laouen e touez ann dudchentil c’hall, e teuaz eur c’hannad da lavarout d’ezhan e oa erru ann aotrou Chateaubriand. « Aotrounez, eme Herri kerkent d’ar Fransizien, chetu arru d’am gwelout unan hag a garit holl, eur mignoun d’am mamm, gwall na vezet gan-e-hoc’h ho kuitafenn evit mont d’he zigemerout. » O lavaret-se, ar c’hrouadur roeal skanv hag iskuit a lammaz d’ann dias gand ann delez, hag a redaz gand holl herder he oad var arbenn ar skrivagnour braz. Ar Fransizien a oa neuze e sall vraz ar c’hastel a welaz, eno eun arvest kaer d’ar spered ha tomm d’ar galoun, ann aotrou Chateaubriant o stoui he benn, kel leun a venosiou kaer, var eun tal a grouadur ken dous ha kel laouen. Herri a choumaz eur pennadik gand ann aotrou Chateaubriand, ha gand ar Brinses Beaufremont mignounez vraz he vamm. Ar Fransizien all a ioa skignet a vochadou var vali vraz ar maner ; komz a reant entre-z-ho gand beoder euz ar pez ho doa gwelet, euz ar Prins iaouank pehini a blije kement d’ezho, pa her gweljont o pigna var varc’h, hag o tremen e biou d’ezho evit mont var arbenn he vamm. Eur Bevet hir, deuet euz a c’henou ann holl Fransizien, he zaludaz, hag hen a respontaz en eur zevel he dok : Bevet ar Frans ! He genavezo a oa kement-se. — Eur minut bennak var lerc’h ar c’hirri a ruille adarre var hent Prag, ha kastel Buschtirhad en em gavaz enn eun taol ken didrouz ha ken tavedek ha biskoaz.

Eur skrivagnour keleier, ann aotrou De Jenoud, belek ha bet kannad Toullouz e kambr ar gannaded, o veza lekeat enn he c’hazetten ann danevel euz a veach ar Fransizien e Prag, ar c’houarnamant a harzaz ar c’hazetten a-Frans, hag a gasaz ann Aotrou De Jenoud dirag ar breujou braz. He damall a oa : Beza nac’het dre gement-se he wir ouz roue ar Fransizien, ha douget ann dud da derri ar vamm-lezen. Ar breujou braz na weljont ket e kement-se ar pez a felle d’ar c’houarnamant da welout, hag ann Aotrou De Jenoud a oe akuitet.

Ann Aotrou De Jenoud a lavare evit en em zifenn, penaoz diskleria he vennoz var ar fesoun da c’houarn ar vro evit ar gwella, ne oa ket eun dra noazuz e tu ebed. Enn eur vont da Brag, ar Fransizien n’ho devoa tamallet den, n’ho devoa great nemet diskoues ar venoz da behini e talc’h kals a dud, hag a zo : Kaout ar Roue dre c’hoad. Ma ho divije ar Fransizien lavaret, ec’h helle Herri V, eat enn he bevarzek vloaz, kemer ministred, sevel eur c’houarnamant, difenn paea ar gwiriou da zen nemet d’ezhan, difenn dougen ann armou nemet var he urz, neuze e vije gallet lavarout e oant eat enep ar vamm-lezen. Hogen na rejont netra enn doare-ze. Diskleria a rejont hep ken, penaoz, Charles X hag ann Duk a Angoulem o veza great dilez euz ho c’hurunen e Rambouillet, hag ann dilez-ze o veza bet skrivet hervez ar gwir var diellou ar rouantelez, Herri Duk a Vourdel a oa Roue hervez ar goad ; hag e vije d’ezhan ar gurunen e ken kaz ma teuje ar vro da c’houlenn ar Vourboned hena gant ar chenchamanchou great er vamm-lezen e 1830. Rak var ho meno, rouantelez Frans na hell padout nag ober brud nemet diazezet e ve var ann daou bost-ma : Ar Roue dre c’hoad ; ar gwiriou dre gannad.

Goude ann aotrou De Jenoud, ann aotrou Janvier, he alvokad, a lavaraz ivez traou euz ar re gaera. He gomzou a zo da veza pouezet, ha sulvuioc’h dre ’n abek ma oa liberal he-unan, hag unan euz a bennou braz ar c’houarnamant nevez.

« Ar rouaned kouezet divar ho zron, eme-z-han, a zo traou sakr evid eur rum dud a zo, tomm a galoun evel ma oa gwechall hor marc’heien. Diez braz eo dreist pep tra, d’ann dud kalounek-se choum klouar ha digar e kenver eur c’hrouadur koant, mad, eeun a spered, kollet gant-han he dad abarz genel, ha kaset kuit euz he vro da zek vloaz. Krouadur roeal, eme ann alvokad, n’ounn ket euz ar re ho deuz daoulinet enn dro d’as kavel, evel enn dro da eun aoter ; nag euz ar re ho deuz goulennet, evel eun aluzen, eur gomz euz da gomzouigou kenta, eur vignounach euz da vignounachou a vugel ; n’ounn ket euz a re a goueze d’ann douar dirak da vousc’harsin a levereur ken dudiuz, dirak da daol lagad a levereur kel lugernuz. N’ouzonn ket petra eo en em westla da eun den a gorf hag a spered evel ma rea gwechall marc’heien va bro ; n’ouzonn ket petra eo ober gwazouniez da eun den, ha koulskoude e kavann evid-oud em c’haloun teneredigez ha doujanz. Rak, kaer a zo lavaret, var da benn ez euz eul lezenn-gouarnamant hag a zo bet meur a gant vloaz lezenn garet ar Fransizien ; dre-z-hi eo deut va bro ar vro-veur. Al lezenn-ze e deuz da lekeat e niver ann dud misteriuz-se galvet gant Doue da zont araok pa lavaro. Muzellou ann den a hell nac’h kement-se, he galoun n’her grai bikenn. — Den na oar petra c’hoarvezo enn amzer da zont ; den na oar petra a vir Doue d’ar c’hrouadur harluet e Buschtirhad, ha chetu perag e tiougan pep hini he donkadurez gant komzou ken dishenvel. Epad ma tiougan eur rumm d’ezhan buez baleand heritour ar Stuarded, pe maro melkoniuz mab Napoleon, eur rumm all, leun a fisians dre forz fealded, a red d’he gavout, d’ann deiz ma kuita he vugaleach, hag a lavar d’ezhan : — Herri, da zaludi a reomp hor Roue ; euz a Frans e teuomp as pez fisians enn-hi, rak fisians e deuz enn-oud. Herri, ren a ri var-n-omp evel ma ho deuz da dadou renet var hon tadou ; hogen gortoz eur pennad c’hoaz, kentoc’h eget digas gan-ez ar brezel-bro ; ar brezel-bro gand he gounnar hag he wastadur ; kentoc’h dreist pep tra eget distrei daved-omp gant zoudarded diavesidi. Gortoz eur pennad c’hoaz ; ann amzer na vank ket d’id ; en em gemer lak da poan evit beza eun deiz par d’az amzer ha par d’az vro. En em gemer da zastum var da benn galloud ha vertusiou da dud koz, hep ho heulia enn ho faziou, hag e kendalc’hi enn hon touez ar renadur roeal, nevezet evel eun all, hag ar revolusion he-unan a gouezo d’ann daoulin dirak da wir a vab hena hor rouaned. »

Er giz-se, eur proses great evit dua ha tamallout ar Fransizien a oa bet e Brag, ne reaz nemet lakaat kaozeal anezho e mad, dre bevar c’horn ar rouantelez. Ann holl a glevaz komzou kaer ann aotrou Janvier, liberal he-unan, hag a welaz penaoz ann dudchentil iaouank-se a oa eat da Brag nann da ober eur revolusion, mes da ziskleria ha da zerc’hel huel ato ar venoz-ma karet gand ar Fransizien :

roue dre c’hoad
ha gwiriou dre gannad !


————


Charles X hag ann Duk a Vourdel ne zalejont ket d’en em gavout e Lioben e peleac’h e oa choumet klanv ann Dukez a Verry. Ar blijadur e devoe ann Dukez o welout he bugale ken ampart ha kel laouen, ar stad a reaz anezhi ar Roue koz, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem ha kals a Fransizien deuet gant-ho d’he gwelout, he digasaz iac’h enn eun taol. Ar vugale na ziskrogent mui diouc’h he daouzorn, ha na ehanent da boket d’ezho, evel pa ho divije bet c’hoant d’he dic’haoui euz ann holl boaniou e devoa gouzanvet. Mari-Karolin, o welout kemend a garantez enn he bugale, kemend a vadelez euz a berz he zud, a lavare, ann daelou enn he daoulagad : « Pell a oa ne oann ket bet ken euruz enn eur memes devez ! »

Distro da Brag, ann dud roeal a gemeraz a darre ho buez peoc’huz ha didrouz, hag ann Duk a Vourdel en em roaz gand mui a herr d’he studiou ha d’he labourou pemdesiek.

Ann Duk a Vourdel en devoa bet digant Doue ar pez a c’houlenne gwechal ann dud fur digant ann env, eur spered iac’h enn eur c’horf iachuz ; ha gwelet hon euz penaoz eo bet lekeat da dallout ann donezonou kaer-ze en devoa bet digant he grouer. Netra ne vankaz d’he zeskadurez : mistri diouc’h an dibab, leac’hiou distro, amzer didrouz, baleadennou e touez burzudou ar bed, kenteliou roet ha lavaret dirak ann holl, dirak kement den a ie da welout ar Vourboned enn ho harlu, netra ne vankaz, nann zo ken kentel ar gwall-eur.

Pa oe deuet Herri enn oad da ober he studiou braz, ken var draou ar bed-ma, ken var draou ar bed all, ar Roue Charles X a c’halvaz e kichen he vab bihan ann aotrou Frayssinous, eskop santel ha den gwisiek, bet ministr ar c’hredennou enn hor rouantelez. Charles X a lavare d’ezhan enn he lizer : « Neket eur beden hep ken a rann d’e-hoc’h, eur gourc’hemen eo, ha kredi a rann na zizentot ket ouz ho Roue. » Dirak eur garg ken huel, ann aotrou Frayssinous a varo’hataz. Deskadurez eur Roue da zont a zo eun dra hag a bouez var goustianz eun den a zoujanz Doue. Ann eskop mad a ieaz eta dioc’h-tu da Baris, da gemerout kuzul digant he vignouned, ha digant ann dud a iliz a re wisieka. Holl e leverjont d’ezhan e oa ret mont. Neuze e klaskaz e touez he wella mignouned eun den gwestl e pep tra d’he zikour, hag e choazaz ann aotrou ’n abad Trebuquet, bet pell amzer mestr kelenner er skolachou brasa ; ha boazet da gentelia ar iaouankisiou er skianchou huella. « Ann aotrou Trebuquet, eme ann eskop braz, a zesko d’ar Prins traou ar bed-ma, ha me a zesko d’ezhan traou ar bed all. »

Ann eskop santel a lavare bemdez d’he ziskibl iaouank : « Neket ret e vec’h Roue, Doue eo ar raio kement-se, hogen ar pez a zo ret, eo, mar n’emoc’h ket var ann tron, e lavaro pep unan, a galoun hag a c’henou, oc’h dellezek da bigna var-n-ezhan. » Enn eul lizer d’ann Dukez a Verri, ann aotrou Frayssinous a lavare c’hoas : « Kredomp gant fisians e talc’ho ar Prins da veza ar pez a lavar beza ; beza ez euz enn he galoun hag enn he spered peadra da ober eun den honest, eur c’hristen mad, eur Roue braz. » Da ober ann tri den-ze euz he skolaer eo e poanie noz-deiz ar mestr mad ha meurbed enoruz.

Ar c’henta tra a reaz ann aotrou Frayssinous oc’h arruout e Prag a oe goulenn na vije paeet netra d’ezhan. « Eunn dever, eme-z-han, eo e teuann da ober ama, ha nann eur garg da dallout d’in enor hag arc’hant. » Enn eun amzer a grinder, evel ma ’z eo hon hini, enn eur vro e pehini ne rear mui netra nemet dre ann aour hag ann arc’hant, ha ne ket eun dudi klevout eur Roue koz didronet o c’hourc’hemen da unan euz he zujedi dont d’he gavout euz a dri c’hant leo, hag o welout ar zervicher mad o senti raktal.

Ar zervicher-se a zo eskop, daoubleget dindan ann oad hag ar c’hlenved ; n’euz fors, ne c’houlenn ket pe geid a zo da vont di, pe seurt temps amzer a zo dre eno, ne c’houlenn nemet eun dra, ha par ef-hen da zougen ar garg a genniger d’ezhan. Kerkent ha ma lavar he vignouned eo ret mont, e kuita he vro, he dud, hag he ehan, evit ober bolontez he Zoue hag he Roue. Hag erru enn he bost, ne c’houlenn nemet eur c’hras, ar c’hras na vezo paeet netra d’ezhan ! Chetu aze vertusiou Fransizien, chetu aze Bro-C’hall enn he huelded, enn he largentez, glan ha distag euz pep gounit. Perak eo ret mont d’he c’hlask d’ann harlu, ha tri c'hant leo diouz-omp ?

Ann dud roeal a felle d’ezho e vije bet bepred eun den a vrezel e kichen ann Duk a Vourdel, evit kas da benn he zeskadurez a vrezellour. Kalz a offisourien euz a re vrudeta a em gavaz eta ebarz ar garg-se epad ar pemp bloaz ma choumaz ann aotrou Frayssinous gand ar Prins.

E touez ann dud a vrezel a zo bet gand ann Duk a Vourdel enn he vugaleach hag enn he iaouankiz eo red henvel c’hoaz ann aotrou La Villat, bet greunnadour er c’hward roeal dindan Loeiz XVIII ha Charles X. Ann Duk a Vourdel en em roaz abred da garout ann aotrou La Villat ; eun offisour frank ha leal a oa he-man, hag a lavare ar wirionez d’ar Prins hep kemer manegou. Ar vignounach ken abred ha ker paduz en devoe ar Prins evit-han a ra enor eta d’ann eil ha d’egile. Eun dra a c’hoarvezaz gant ann aotrou La Villat, hag a zo da lavarout, rak rei a ra da c’houzout petra oa mignoun braz ann Duk a Vourdel. La Villat a oa gwenn-kann he vleo ; hogen neket ann oad en devoa ho great evel-ze, eun nozvez hep ken a reaz d’ezhan ar berruken wenn-ze, ha n’en devoa nemet c’houezek vloaz. Edoat neuze e kreiz tan ar revolusion, e 1793 ; ha tad ann aotrou iaouank La Villat a oa koundaoudet d’ar maro. Hema a reaz ann holl draou evit savetei he dad. Dre forz aour ec’h hellaz mont beteg enn-han enn he brizoun, hag eno e strivaz hag e c’hourennaz out-han eur pennad mad, evit he lakaat da gemerout he zillad-hen, ha da dec’het kuit, hag hen a choumje enn he leac’h. Trec’het dre bedennou ha dre zaelou ar mab, ann tad a gonsantaz var ar fin, hag a dec’haz kuit. Kredi a rea ne vije ket bet ar revolusionnerien kriz awalc’h evit lakaat d’ar maro eur c’hrouadur ker mad ha ker kalounek. Ar pez a zonjaz a c’hoarvezaz ar wech-ma da vihana. Ar varnourien a c’hortoaz eun devez bennak da c’houzout petra da ober ouz La Villat iaouank, hag epad ann amzer-ze e kouezaz ar mac’her Robespierr. Ar prizouniou a oe digoret, ha La Villat a oe rentet d’he gerent. Mes ann enkrez vraz a waskaz var he galoun, ar boan a lekeaz var he spered epad ann nosvez-se, ma renkaz gourenn ouc’h he dad evit ober d’ezhan mont kuit hag he lezel he-unan enn eur prizoun kalet hag e bars treid ar c’hillotin, a zigasaz he vleo gwenn-kann enn eunn nosvez. — Eunn den hag en doa great eun dra ken kaer enn he iaouankiz a oa mad, a gredann, da veza mignoun braz eur Bourbon.

Gant mistri ker mad ha tud ken vertuzuz enn dro d’ezhan, ann Duk a Vourdel na helle beza nemet ar pez ma ’z eo, eur galoun vad a zen, hag eur Prins kalounek. Nebeut amzer goude ma oe achu gant-han he studi, o veza eunn deiz oc’h ober eur bale e tu Kirchberg en em gavaz gant eunn interamant. Eun den paour eo a gaset d’ann douar ; eur belek hep ken a ie araok ar c’horf, ha var lerc’h den ebed, na kar na mignoun. Herri hag ann aotrou de Montbel pehini a ioa gant-han en em lekeaz var lerc’h ar c’horf hag hen heuliaz beteg ar vered. Eno daoulinet e kichen ar bez gant feiz ha doujanz eur gwir gristen, ar Prins a c’hortoaz ken na oe taolet douar var gorf ar paour keaz tremenet. Herri a oa neuze enn he driouec’h vloaz.

Daou vloaz araok ma achuaz he studi, en eur lenn var ar c’heleier penaoz e oa eat Charles V, Roue Spagn, enn he rouantelez, hag edo o vont d’en em lakaat he-unan e penn he armeou gant Zumalacarreguy, Herri o sevel he benn a lavaraz d’ar re a oa enn dro d’ezhan : « Ac’han ’ta, ha lavaret a vezo c’hoaz ema ar rouaned o vont kuit ? » D’ar mare-ze ivez he vamm e devoa kaset d’ezhan eur maread taolennou var bere e oa skeudennet hor brezeliou enn Aljeri. Ann Duk a Orleann, mab henan Loeiz Phelep, a ioa eno portrezet kaer ; gwisket e letanant-jeneral, hag e penn ann arme. Herri hen diskoueze d’he dud gant eun tammik gwarizi, hag a lavare : « Nag euruz ef-hen o koumandi Fransizien var eunn dachen vrezel. »

Efeat karantez e kenver he vro, pell-zo e ouzomp petra eo. Edo c’hoaz e bro Skos, pa glevaz kana ar zon vrao great gand ann aotrou Chateaubriand, hag e pehini e leverer ar c’homzou-ma :

Va c’haloun a vezo d’am bro,
Ato.

Kemer a reaz diouc’h-tu ar c’homzou-ze da ziviz, ha ret a oe ho engrafi d’ezhan var he ziel-liziri. Devezatoc’h e kemeraz, da reolen enn he holl oberiou, ar lavar-ma ken anavezet : Holl evit Frans, hag holl dre Frans ! O Prins iaouank, mar karit kement ho pro, n’oc’h ket nebeutoc’h karet gant-hi. Daoust pe geid oc’h kaset diouz-omp, n’euz ket savet c’hoaz a ieot var ann hent a zo etre-z-hoc’h ha ni. N’hellit ket dont beteg enn-omp, mes ni iello beteg enn-hoc’h ; ni gaso d’e-hoc’h kelou ar vro hag a zigaso d’ar vro kelou ac’hanoc’h : Ho tivroidigez a vezo skanvoc’h pa welfot ac’hanomp, ha ni gavo berroc’h ann amzer o komz alies ac’hanoc’h.


————


Epad ann tri bloaz ma choumaz c’hoaz ann dud roeal e Prag ne c’hoarvezaz netra enn ho zouez enn tu all d’ar pez a c’hoarveze bemdez. Ho buez a ioa peoc’huz ha didrouz evel e palez Holy-Rood. Ar Fransizien a zeue da bep mare d’ho gwelout a rea d’ezho kalz a frealzidigez, hag ho mont-dont a daole eun tammik levenez var ho melkoniou pemdesiek. E touez ar beachourien vad-ze a zeuaz da Brag, e tigouezaz unan hag a lekeaz finv ha beac’h var ann Duk a Vourdel ; ann aotrou Berrier a oa. Hano kaer ar breutaer braz, brud ar c’hannad ker galloudek enn he gomz, hag ar vad a rea ken alies d’ar vro e kambr ar gannaded, a oa eat pell a oa beteg Herri enn he harlu. Hag ar Prins a felle d’ezhan a-grenn en divije ann aotrou Berrier kelou mad anezhan da gas d’he vro. Mes ann aotrou Berrier o veza kouezet klanv enn eur arruout e Prag, a renkaz choum enn he wele meur a zevez ; ar pez a viraz out-han da welout ha da amproui ar Prins keit ha ma felle da he-man. Pa oa ann aotrou Berrier var vare da vont kuit, ann Duk a Vourdel a grogaz enn he zorn gand eur garantez vraz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk am euz bet ouz ho klenved, dre ma en deuz miret ouz-in da dremen gan-e-hoc’h ann holl amzer am boa c’hoant. Poan a ra d’in ho kwelout o vont kuit ; mes na fell ket d’in ho terc’hel ; gouzout a rann pegen euruz eo ann den hag a ia da wellout he vro adarre. Kenavezo, aotrou Berrier ! c’hoant am euz ez afac’h d’ar ger kountant ac’hanoun, hag e halfac’h hel lavarout d’ho mignouned. » Ar Prins iaouank a grene gand ann esmaë, hag ann aotrou Berrier, kaloun dener evel ma ’z eo, na grene ket nebeutoc’h. Respont a reaz d’ar Prins : « Euruz ounn bet em beach ; euruz oun bet da veza ho kwelet, da veza ho klevet, da veza ho studiet. Ne ket falz-veuleudi a roann d’e-hoc’h, n’ho meulinn bikenn var c’haou ; selaouit kenteliou ho kwall amzer, amzer fall a ro kentel vad. »

Ar Fransizien a zeue da Brag, a vije pedet, evel ma hon euz he lavaret, da welout ha da glevout ann Duk a Vourdel var he genteliou. Lod anezho, distro d’ar ger a gounte d’ho c’henvroiz ar pez ho doa gwelet beteg ann traou disterra. Enn eur vont e kambr studi ar Prins, ho doa kavet ann eskop meurbed doujet, azezet var eur gador-vourrellet, displet awalc’h, o rei d’he skolaer ar gentel a histor. Pep tra ebarz ar gambr-se a brezege furnez ha distervez ; var zorn deou ann eskop, eur pez arebeuri great gant koat platan, da c’horren ann taolennou geographik ; goude-ze diou daolen ouz ar voger, skeudennet mad, eur Werc’hez, ha Jezuz o venniga ar vugaligou enn eur lavarout : List ar vugale vihan da zont daved-oun. Var ann dorn kleiz, eun doare trousad armou, eur zabren kaset d’ar Prins gant tudchentil ar skol polyteknik, pistolennou roet d’ezhan gant mignouned euz a Vro-C’hall, eur c’hleze euz ann amzer goz, sabren ann Dey a Aljer kaset d’ezhan da Holy-Rood gant ann aotrou Charles Bourmont, ha dreist ann trousad armou-ze, eur banniel gwenn, ann hini a zouge ar Prins e penn he zoudarded vihan, pa oa krouadur. Enn tu all euz ar gambr, eun daol-armell ha var-n-ezhi eur stal-levriou, eun daol da skriva, enn akajou, ha var-n-ezhi levriou a relijion. Er gambr e pehini e kouske ar Prins ne oa ket pinvidikoc’h ann traou. Eur gweleik bihan, diginkl, hep ridochou na goloenn, hag a oa evel stag ouz ar voger. A-uz d’ar gwele eun daolen hag a oa skeudennet kaer var-n-ezhi Jezuz ha Mari-Madalen, eun all hag a ziskoueze Mari-Karolin e kreiz ar Vandeaned. var ann dorn deou eun daolik d’en em wiska, hag a-uz d’ezhi eur mellezour, ne oa nemet-han ebarz ar gambr. Enn tu all diou gordennik gloan ruz da zeni, great gant ann Dukez a Angoulem ha roet e prezant d’ar Prins. D’ann divez ; e kichen ar pot-fornigel pehini a zalc’he leac’h da siminal, e oa diou daolen sternet, portret ann Duk a Verri hag hini ann Dukez.

Enn dervesiou diveza a dremenaz ar Vourboned e Prag, ann Duk a Vourdel a gollaz unan euz tud he di, evit pehini en devoa eur garantez vraz. Kolas a reat anezhan, offisour koz hag en devoa gounezet he groaz var ann dachen vrezel. Great en devoa brezel he walc’h dre bevar c’horn ann Europa, hag e teuaz da vervel e touez ar Vourboned var al leac’hiou memes ma vrezelekeaz gwechall enn ho enep, gand armeou ar revolusion ha re Bonapart. Enn he bore maro, ann Duk a Vourdel a zeuaz alies da azeza e kichen he wele, da zerc’hel konfort d’ezhan. Fellout a reaz d’ar Prins dreist pep tra en em gavout var al leac’h pa vije sakramantet ar zoudard koz. Goude ar gommunion, eul luc’heden a joa a baraz var dremm ar c’hlanvour pehini, daoust peger gwan a oa, a viraz he spered mad beteg ar fin. Trugarekaat ar reaz ar belek, hag ivez ar Prins iaouank, hag e lavaraz goustadik : « va heur ziveza n’ema ket hep frealzidigez pa eo deuet d’am gwelet var eun dro va Doue ha va Roue. » Herri a oa enn he zao er penn huella euz ar gwele, e peleac’h e oa bet var bennou he zaoulin epad ma oe roet d’ann hini klanv he zakramanchou diveza. Mab bihan Sant Loeiz a daole var ar zoudard kalounek eur zell kun ha trist, o welout edo var he dermen diveza. « Gwelit, eme-z-han d’ar re a oa eno, Kolas pehini en deuz great brezeliou ar revolusion, pehini a zo bet e ken alies a emgann brudet, Kolas a zo choumet ato kristen mad ha feal d’he Zoue, ha mervel a ra evel ma velit, gant sentidigez eur zant ha kourach eur zoudard kalounek. » Kolas a varvaz eur poulzadik goude.

Ar Vourboned a gwitaaz Prag evel ma ho devoa kuiteet Holy-Rood, gouelet ha kimiadet gand ann holl. Pa oa ar Roue koz o vont kuit ar beorien a lavare d’ezhan : « Distrei a reot enn hon touez adarre, rak pedet hon euz ann Aotrou Doue da zigas d’e-omp enn dro Ho Majeste. » Hag e gwirionez great a oa bet pedennou boutin e Prag dre urz ann Arc’heskop evit goulenn digant Doue n’ez aje ket ann dud roeal kuit. « Piou a hello bikenn dic’haoui ar bobl euz ar c’holl a ra, eme ann Arc’heskop santel, ar skouer vad a reont, ho madoberiou, ho frezanz hep ken enn hon touez a denn bennoz Doue var-n-omp. »

Ar Vourboned o kuitaat Prag, a oe eur pennad amzer hep mont nebleac’h da choum evit mad. Da C’horitz ho devoa sonj da vont, mes ar c’holera-morbus o veza var ann tuiou-ze, e oe ret d’ezho gortoz. Tremen a reant ho amzer tu-ma tu-hont dre ar c’heriou a zo etre Prag ha Goritz. E Budweis e oe ret d’ezho kemer ho lojeiz enn eun hostaleri dister awalc’h, e pehini ne oa ket hanter gamprou evit-ho nag evit ho zud. A veac’h ho devoa en em glozet eno ar gwella ma hellent, ma kouezaz ann Duk a Vourdel gwall glanv. Hervez pep doare, ann dersien domm a zeue d’ezhan, gand eur c’hlenved staguz all a ioa neuze ebarz ar c’harter. M’ho lez da zonjal peger braz a oe enkrez hag aoun Charles X, hen pehini a gare kement he vab bihan, hiviziken he holl joa hag he holl esperanz. Eun druez a oa gwelout Roue koz Bro-C’hall, gand he vab ann Duk a Angoulem, azezet enn eur c’hoz kamprik enn eun hostaleri Allamant, e kichen gwele eunn den iaouank beuzet enn eur c’houezen ien, o c’houlenn digant Doue ma n’en doa roet d’ezhan eur vuez ken hir nemet evit gwelout o vervel e kreiz he brud ar vrousen gaer-ze euz a wenn Loeiz XIV, ha ne oa mui nemet-hi. Kannaded a ieaz buan da gas ar c’helou doaniuz d’ann Dukez a Angoulem ha d’ann Demezell Loeiza. Diredek a reont, er meaz anezho ho-unan gant ann nec’h hag ann aoun. Pa errujont ne oa mui a zanjer evid ann hini klanv. Prederiou eur medesin gwisiek, hag eun diwad a boulladou pehini a zeuaz d’ar Prins, ho devoa saveteat he vuez d’ezhan. Hogen pell e oe abarz dont iac’h tre. Ar stokaden a oa bet re gre ; choum a reaz eur pennad mad gwenn ha blank, hag al liou ruz ha livrin en devoa kent, na zeuaz adarre d’ezhan nemet eun daou pe dri miz divezatoc’h.


————