Mont d’an endalc’had

Breïz-Izel

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Breizh-Izel.

Th. Clairet, 1862  (p. 26-32)



BREIZ-IZEL.
————

— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h, war ar garrek, sao dero ;
Lec’h kân ar barz war dreuz he zor,
Ha war ann aod e trouz ar mor ? —

— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
War ar bed pa daolann eur zell,
Ne welann hini koulz hag hi,
A c’houlenn ker braz meuleudi. —

— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h ma kaver c’hoaz war eunn dro
Komz Doue hag ar feiz o rén,
Ha reiz hag eeun kalon ann dén ? —


— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
Me a garfe ’vel eur sparfel,
Kaout diou-askel, evit monet
Trezeg ar vamm ’deuz ma ganet. —

— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h na gren den rag ar maro ;
Ma vever e doujanz Doue
Ha doujanz lezen ar roue ? —

— Ia , ar vro-ze eo Breiz-Izel,
Evid-oun beza diout-hi pell,
D’al lec’h m’eo choumet ma c’halon
Ma spered nij ’vel eur gudon.

— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h, evel bleun barz ar parko,
Ma weler ar merc’hed iaouank
Er pardoniou, seder ha koant ? —


— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
Kudon a nij a denn-askel
War zu ma bro, lavar, koulmik,
Deiz-mad da Vona, ma dousik. —

— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
A gar he gisiou koz ato ;
Ma peder c’hoaz enn ilizou
Hag er vered, war ar besiou ? —

— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel.
Kouabren, kaset gant ann avel,
Eunn tamm d’ann douar diskennit,
Ha bete ma bro ma dougit. —

— Lâr d’in anaout a rez ar vro
Ma kaner gwerziou ha sonio
E tal ar fornigal, bep noz
E koûn oberiou ar re goz ? —



— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
Lec’h ma fell d’in mont da vervel,
Ha beza eunn deiz douaret
Gant ma broïz enn ho bered.

————


— Ann hini a zavaz ar zon
Zo eur zoudard, trist he galon,
Hag a varvo gant keun d’he vro,
Met prest da vreiz e ve distro.


————