Bourapted en tiegeh/Na tuem na beruidant
Moéz ha dén e oè paket ha paket kaer ne oent ket. Liésoh eget liés é tarhè gurunenneu getè. Er voéz ne vourè ket bout dislaret na get guirioné, na get geu.
Chetu hoah, un dé, saùet béh étrézè, dré ben ket ha nitra.
Éh oent é tistern ou miren hag é kemér ou hafé.
Laret e hra en dén, hemb chonjal a zroug
— Er hafé-men nen dé ket tuem.
Ne oè ket kaer perachiùet é gonzeu dehon, m’é ma fardet dehi hé deulagad arnehon ha hi de dérein ha de doroñnal :
— Penaus ! nen dé ket tuem er hafé ? Chetu un doéré aral ! Ne houian ket mui ha tuem pé iein e vè un dra, marsé. Mal e oè deoh temal dein ne houian ket tuemmet kafé…
Hag hi e huchè hag e vrunellè, goah, goah eget pe vehé bet deit er hafé én tan.
— Goustaùet, er voéz ; didéret ! Ne laran ket mé penaus ne houiet ket tuemmet kafé ; bout onn bet é laret penaus er hafé-men nen dé ket tuem. Bout e zo kem étré en deu dra.
— Me lar mé, é skroéj hi, é ma tuem hag é houian
tuemmet kafé kerklouz èl peb unan.
En dén e droh é zeulagad ar é huérennad kafé hemb ou seùel diarnehi, ha chonjet mat e oè a zihoal a laret ur gir ohpen, aveit trohein fonnusoh en tabut.
Drouget é grons er hroah, doh en doéré, ha chetu hi, goudé hé brunellereh, é vléjal hag e houilar, ma tapen hé dareu én hé zasad kafé. Difronkal e hra embér èl ur hroèdurig.
Hag ean, souret en druhé d’é galon, ha laret, aveit torrein hé halonad :
— Trohamb d’er bèran, er voéz, ha lakamb é ma er hafé tuem ha tuem berùidant.
Ne oè ket hoah kouchet guel er heh dén. Delahein e hra arnehon selleu téret. Ha hi de huibañnal én é ziskoharn :
— Nen dé na tuem, na berùidant !
Hag en dén saùet édan é huéh kafé ha oeit de valé.
Avelsé e rekezè bout bet groeit a getan : nebetoh a ardeu e vehé bet get é Jannig.
Truhé Doué ! diméet hui hoah, pautred !