Mont d’an endalc’had

Bourapted en tiegeh/Bourapted en tiegeh

Eus Wikimammenn



Dén ha moéz e oè paket ha paket mat ne oent ket. Ur fal hroeg e vè ur fal lon. Hag er voéz-men e oè ag er ré fallan émesk er groagé. Hé chonj e oè mestroniein hé goaz. Ha hennen e gredè é jaujè dohton mestroni en tiegeh, èl m’é ma er mod é pep léh, ha ne vennè ket plégein d’é voéz. Bamdé enta é spizè dehi hag e tiférè en treu e rekè bout groeit épad en dé hag er ré ne rekent ket bout groeit. Perpet é kavè groeit en treu ne vezè ket é chonj ha perpet é kavè d’obér er ré e fallè dehon ma vezent bet groeit.

Ha chetu béh én tiegeh, pé ataù léh de seùel béh. Eleih, én é léh, é guirioné en devehè groeit d’er hroah plégein pé torrein, hé lakeit de sentein goudé bout cheleuet pé lakeit er vah de hoari. Men dén ne havalè ket doh lod bras er chetal hag, é léh monet get é hroah dré gri ha téroni, éh oè guel geton obér ar hé zro get doustér. Un dén mat e oè, un dén a furnéh hag ur goaz karantéus. Un dén aral neoah e jaujè doh ur voéz ken digampen.

Skuéhein e hra neoah doh kement a ardeu hag, un dé, ean divizet dehi :

— Kleuet, er voéz, hur buhé nen dé ket ur vuhé hag hun tiegeh ne hello ket harz doh houh ardeu ; deu vestr édan ur memb toen e zo rè, kerklous èl ma vè rè a zeu bén édan un tok. Kredein e hren éh oè dein-mé é jaujè mestroniein ar en tiegeh, ar er labour, ar en dud, ar er loñned, dré en arben ma tougan-mé tok ha lavreg, ha deoh hui kerhet én ur lod getè, abalamor mah oh groñnet a hivizenneu.

A vras e fariè me spered. Tarhet é men deulagad d’houh ardeu. En tiegeh ne hello ket harz dohtè hag un ihuernité e vo hur buhédegeh. Penfollein e hrehen kent pèl, — ha nen don ket é klask, — pé hou tagein e hrehen, un droiad benak hag é vehé ur fal hoari eidonn-mé hag aveidoh-hui.

Trohamb d’er berran, er voéz, de hoarieu houh ardeu, ha guélamb, doh ur chach gourén get più ahanomb hun deu é teli koéh pouiz en tiegeh ha karg er vestroni. En nerh e zibabo er péh ne fonn ket d’er spered ha d’er galon dastum édan hou toketeu. En hani ahanomb hun deu e saùo meud hun chach gourén e vestronio, én amzér de zonet, ar en aral hemb hoari é ben dal.

Er voéz, e lonkè, get leuiné, konzeu hé goaz. Korv ha nerh bras e oè dehi ; hag, épad ma tevizè en aral, er greden e ziazéè én hé fen é hello, get kement a helloud, seùel meud er vestroni. Ha hi dizouj kaer goulennet obér ur hrogad aben kaer. Met hé goaz e eilgonz é ma guel dehé gortoz en trenoz hag obér er chachaden é dirak testeu.

Pariù e hrant en deùeh é tifér léh ha lézen en emgann, é nivérein en testeu, doh ou hlask ha doh ou diskein aveit en trenoz.

En um gleuet e hrér diar en treu-men : é porh en tiegeh é vo groeit en taul krog é dirak deu dest, ur goaz aveit er mestr hag ur voéz aveit er vestréz ; deli e hré er hann padein beta ken ne vehé bet spis ha splann gouniet er meud, (meud en hoari e oè ul lavreg) ; peb unan e labourehè aveiton a huellan ma hellehè.

Fechéz er Meillouz, test en oheh, e zo deit de ben, get éleih a zevizeu, a lakat é penneu er groagé ne rekè ket er gannerion na dantein, na krabisat na huchal èl spèged.

— Kleuet hui, « darzed » groagé ! spègereh, dantereh, krabisereh ne vè ket gourénereh, ha ne vo ket na spèget, na dantet, na krabiset. Spègeu moéz e zo mât de drehi ; danteu moéz e vè haval doh krabotereheu kah.

En trenoz, adal er mitin, é mant ou féar tolpet én ur porh mangoériet a bep tu. Er lavreg e zo displéget ar é lehed é kreiz er porh.

Azé éh oè bet un taul krog hag un tam diskrap ! Start ha poénius en deùeh ! na braset er profit !

Kent tâlein en eil doh égilé, er gourénerion e ra, peb eil tro, ur bok d’en aral. Iein e oè ou bokeu. Bout e oè én ou halon paud muioh a ongen eget a garanté.

Goudézé é stagant en eil doh é gilé èl deu gog kegninet ou hripenneu. Hag ind d’en um gas ha d’en um zegas arauk, ardran, a glei, a zeheu. Peb eil guéh é mant pen doh pen, skoé doh skoé, bréhad é bréhad, astennet ha lédet ar en doar a lammeu gaer, saùet, krommet, koachet, dizoaret. Huéhein, dihuéhein e hrant ha difronkal èl dornerézed tan. Kerhet e hra er paùadeu, poulkiladeu, guintadenneu. Kantrepouiz éh a en treu hag en testeu ne houiant ket get più éh ei er meud. Dré pep diù huéh er voéz e zigor hé chajelleu aveit dantein pé aveit garmal ha spègal, pé e grom hé bizied aveit krabisat fas héh eutru. En eun a gol er meud hé dalh ar en hent. Digor é deulagad er Meillouz ar héh ardeu hag aben é huch arnehi :

— Dihoallamb, er voéz, ha dalhamb d’er lézen ! Danteu, krabiseu, brunelleu ne vè ket gouréneu !

Hag er voéz ne zant ket, ne grabis ket ha ne vrunel ket ; met gourén e hra revé el lézen. Ha gouren e hra harz diharz.

Soñnet é kreisté. Hañni nen dé chonjet geton plegein. Nitra ne lusk diskoein pegours éh achiùo en treu na de biù é vo er lavreg.

Er lavreg ? Ne oè ket mui ur lavreg, ne oè ket mui meit tammeu lavreg. Deuhantéret é bet get un taul chach, hag er garegenneu e zo a houdé guerso renget ha direnget é uigent tam. Er heh lavreg ne haval ket mui doh nitra.

Ne bariù ket neoah er gouréneu. Hañni ag er hourenérion ne dréh ar en aral ha ne lusk tréhein en tazeu.

Displeg e hra er Meillouz :

— Dalhet hui, « darzed », en tam ledañnan ha brasan e hrei é léh er lavreg abéh. Ha gourén e hrér goah eget biskoah. Deval e hra en héaul duhont ha ruoni e saù doh er holern. Dén ne hel laret più ag en deu hourénour e chomo mestr ar en dachen. É ma ataù en treu a hantér de hantér étrézè ou deu.

— Sellet en « darzed ! » un deùeh abéh ne fonno ket dehé ; un deùeh pen-d’er-ben e rekeint hoah ! Dibiet distag, « darzed ! »

Kiseu er Meillouz e arfleu grons er houréneréz ha chetu deit dehi, én ur huélet ur poulad deur heudi, ur fal chonj hé laka de gol fréh hé deùeh gourénereh.

Ha hi de blégein aveit cherreh un dornad deur lous ha priellek de drujetat é deulagad hé fried En oheh ean ne gol ket er poel. Ur paùad displeget ar poulkil er hroah héh asten pebeilpennet ar hé hed de ziskrabellat ér poul.

Soéhet, dallet, boaret, vatet, chom e hra ér poul un herradig amzér hemb fichal. Hé fried e dro hag e zistro a bep tu d’er poul, e saù en tam lavreg ledañnan e gav, hag e za endro, e stag é zorn é poulkil é hroeg aveit hé derhel én deur beta ken n’hé devehè bet anaùet reih é vestroni ar pep tra ha beta ken e vehé bet groeit ur papér ag en doéré.

Donet e hra en testeu ar en dachen. Er goaz, un dorn é poulkil é bried, un aral é seùel en tam lavreg d’er lué, e huch en diféradenneu unan hag unan, tré ma vè « Darz » er Meillouz, doh ou distill d’en destéz de skriù.

— De biù é ma er lavreg ?

— Deoh hui, emé en deu dest.

Er voéz nen dé ket hoanteit geti distill hé chonj. Un taul pous ar hé fen en dichen én deur ; lañnet é hé beg, hé deulagad, hé diskoharn d’un trohad deur. Aters e hra en oheh geti :

— De biù é er lavreg ?

Ha hi, én ur hlougousal én hé diskrabellad deur :

— Deoh hui.

— De biù é vo er vestroni ar en tiegeh ?

— Deoh hui.

— De biù é vo sentein ?

— Dein mé.

— Sinet hou teu, emé en oheh d’en deu dest ha reit dein er papér ém dorn.

Nezé é léz é voéz de zonet tré ér méz ag er poul ha goudé men dé groeit un heij dehi d’hé dillad hag un tam torch d’hé fas éh a de vokein d’hé fried, aveit klozein er gouréneu.

Laret e hra en oheh d’é voéz :

— Pariù é en treu èl ma rekezent bout komanset, n’ankoéhet ket ha sinet d’hou tro n’ankoéheet ket.

Ha hi sinet d’hé zro hé halon lan a gounar hag ankin.

Un eih déiad goudé é ma bet er hroeg é ieinion bras doh hé fried. Ur misé bras é bet arlerh én tiegeh, rak ne oè ket mui abarh nameit ur mestr.

Nen dé ket bet bikin iùin get en tiegèhour bout prénet peah é diegeh doh dañné ur lavreg ha doh un deùeh gourén…


————