Botrel

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 76)



BOTREL
————

Klevet hoc’h euz Botrel o iouc’hal he zouniou ?
Her c’hlevet hoc’h euz c’hoaz o vous-kan he werziou ?
Ne gan ket enn hor iez, e iez ar Vretouned,
Med he galoun zo tomm hag he benn zo kaled ;
Bez en deuz eunn dremm leon, gand daoulagad eunn er,
Eunn tal huel, eur jestr braz, eur vouez nerzuz ha kaer ;
Heb klask hentchou distro, e lavar krenn, heb aoun,
Ar wirionez ebken, hag a-greiz he galoun.
Epad ma’z oud iaouank, kan heb skuiza, Botrel,
Lavar d’ar C’hallaoued eo c’hoaz beo Breiz-Izel,
E kar ar Chouanted ato kement ho Roue,
Ha ne fell ket d’ezho nac’h ho feiz hag ho Doue.
D’ezho lavar oc’hpenn ez euz c’hoaz enn Arvor,
Goazed dispount war zouar ha bleizi koz war vor ;
Ne garont ket avad lampouned ann dispac’h,
Herzel a raint out-ho varc’hoaz, kement a deac’h,
Kentoc’h eget lezel, a-zindan ho skilfou,
Mouga feiz ho zud koz, goapaat ho giziou.
Lavar d’ar C’hallaoued e kar ar Vretouned
Frans Sant Loiz, Duguesclin, kement hag hi bepred,
Rag bikenn ar Zaozoun n’ho lako da blega,
Evel m’ho deuz pleget hi, deac’h, e Fashoda.
Lavar d’ar C’hallaoued, pa vint skuiz a-walac’h
Gand ho follenteziou, gant klenved ann dispac’h,
Ha pa vezint gwasket gand ann enebourien
Ez euz e Breiz-Izel tud a galoun, a benn,
Pere ielo d’ann tan evit difenn Bro-C’hall,
Eun despet m’ho deuz sonj euz ann dispac’h gwech’all.


————