Mont d’an endalc’had

Bilzig ha per an ôtrou person

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 27-32)



IV


Bilzig ha per en ôtrou person


Bilzig, ankouaet ’ta gantan e le, eun devez, brao an amzer anei, aet Izabel en hent, Katellig war e skoa, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h ês d’an trêz.

Eun toullad mat a ganfarted a oa eno unanet, pôtred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’hourenn ; ar merc’hed, darn anê en o fluch, a c’hoarie eiz meinigou, hag ar re all gant tri pe bevar bôtr a oa o c’hoari mouchig-dall.

E-pad eun diskuizadenn, unan eus ar bôtred a lavaras :

— Klevit ’ta ; ar Pôtr-ru, dec’h d’abardae, a zo bet e gweenn ber an ôtrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Pôtr-ru a roas unan d’in da dafea… Mat !

— Eomp, eme Fieg ar Moal, eomp da dafea anê !… Ar person n’eman ket er gêr, gwelet am eus anean, hen hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, marvad, da leina d’ar maner.

— Ar garabasenn, eme unan all, a zo o kanna, e-tal lenn-C’hirek, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !

— Eomp da dafea ar per !

— Ya, ha ma vemp tapet o laerez ? eme Bilzig.

— Tapet ? diod ’zo ac’hanout !… Gant piou ?… N’eus den en ti, eomp !… Aon ac’h eus te, marteze ?…

— Aon, me ?… aon, me ?…

Aet int pôtred ha merc’hed hag all, a-hed an ôd, evit na vijent ket gwelet, betek garz skô ar presbital. Daou, ar re hardian, Jojo hag ar Pôtr-ru, a grapas er weenn, darn abafoc’h, finoc’h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c’hortoz ar per ; darn all gant ar merc’hed a azeas war ar voger. Pep-hini a oa krog : mat per an ôtrou person.

Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.

— Mat ar per, pôtr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez !

— Ro d’emp peb a hini, Jojo ! eme Bilzig.

— Tôl d’ê peb a hini, a grias Oulier da Jojo, peb a hini !

— Dal !

Ha Jojo a stlapas eur vozad da Vilzig. Roet a zo bet d’ê ive eun toullad spezard, ha da Vadalen eur c’hodellad kastrilhez. Hag holl evurus, ankouaet gante o laeronsi, ha trefuet, krial a rênt, ha c’hoarzin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar zakrist koz, hanter bouar koulskoude, d’o c’hlevet. Heman a oa deut d’ar presbital, da ober petra ?… kent mont da zon an Angelus. Na padal ma welas ar bôtred el liorz, hag hen da grial, diwar-bouez e benn :

— Al laer ! al laer !

Eun troad skubellenn en eun dorn, eun dreujenn gôl en egile, hag hen d’ar bôtred, d’al laeron.

Ar re-man a oa skanv o zreid. Houp ! Eul lamm, ha d’an traon eus ar weenn, eul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c’harz, er-mêz al liorz. Ha da redek !…

Darn anê evelkent an neus tiet ar zakrist. Piou ?… ar re gablus ?… Ya marteze… Bilzig hag e drikon.

Pa weljont ar zakrist, eun troc’had baz gantan en pep dorn hag hen o youc’hal forz e vuhe : « Al laer ! » an tri vugel spontet a deuas da glask skoazell ha repu digant o breur Bilzig, aon d’ê. Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar zakrist. Ha ! ma vije bet e-unan !… Ya, met n’oa ket e-unan.

Chom a eure ’ta Bilzig gant e vreur hag e ziou c’hoar, ha, pa lakaas ar zakrist e zorn d’ean war e skoa, na troad na dorn ne finvas.

— Ac’hanta ’ta, marmoujen ! mic’hieien ! boued ar gounnar !…

O fevar int aet gant ar zakrist.

— N’eo ket me ! n’eo ket me ! a valbouzenne Bilzig.

— Hen ! hen ! hen ! a c’hlaourenne an tri all.

Pevar maltoutier a oa o c’hoari pilpot, ’hed moger ar vered, dirak dor-dal ar presbital. Pa glevjont ar zakrist o krial : « Al laer ! » buan ha buan o deus dilezet an tôl, daoust d’ean da vea jil ha da vea arc’hant (tri dôl zao !) war ar vil [1]. An nor a oa morailhet, met kement a dôliou-treid o deus roet d’ei, ken m’o deus hi torret. Gwelet gante al laeron : Bilzig, Katellig war e choug, Yannig krog en e zorn dehou, ha Madelen krog en e borpant, hag o fevar o vlejal evel pevar loue. Hag ar zakrist eun tamm foueltrenn baz gantan en pep dorn, oc’h heul e laeron. Ar valtouterien, souezet holl dirak eun hevelep arvest, n’int ket bet evit miret da c’hoarzin, ken a reudent :

— Al laeron ! al laeron !

Ar zakrist, dirak an nor didalbennet :

— Santez Vari, mamm da Zoue !… Petra ’lavaro an ôtrou person ?…

Darbet eo bet d’ean sempla, an dreujenn gôl a goueas eus e zorn.

P’o deus bet klevet hano eus an ôtrou person, ar valtouterien, peurvuia lanchennet mat koulskoude, peg o zeod eus o staon, ha kuit ha buan. An ôtrou person !…

Petra ’raio ar zakrist gant e laeron ? Kreiste eo, poent eo d’ean mont da zon an Angejus.

Eur grabanad da Vilzig, eun tôl-troad d’ean en e reor :

— Marmouz fall ! louidik… me ’lavaro d’an ôtrou person ! Ha Bilzig, seder meurbed, a deuas d’ar gêr, paeet en nevoa ha mat, e berenn. Echu ar gôz. Echu ar gôz ?…

Souezet an ôtrou person dirak dor-dal ar presbital.

— Torret an nor ! a vousgomze ar person.

— Torret an nor ! a fredone ar c’hure.

Ar garabasenn, distro eus ’tal al lenn, a deuas da gaout he ôtrone :

— Petra ’zo c’hoarvezet, Franseza ?

— Al laer ! al laer ! ôtrou person.

— Al laer en deus torret an nor ?

— Nann, ôtrou person.

— Piou ’ta !… piou ?

— Ar valtouterien.

— Ar valtouterien ? eme ar person, strafilhet holl.

— Ya, hag ar zakrist.

— Ar zakrist ?… Petra ? Ar zakrist !… Torret va dor !… Al laer, ar valtouterien, ar zakrist, evelato petra ’zo c’hoarvezet aman ?

Ar zakrist an nevoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan ha buan e tilezas e stern gwiader, hasta a rês affo da zont da gonta d’ê an doare. Penn-da-benn an neus displeget anei dirag an ôtrou person…

Aet int ar person, ar c’hure ar zakrist, ar garabasenn hag, evel just, Pipi war o lerc’h, d’al liorz. Pebez arvest ! Hijet ar weenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hassi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

Droug en ôtrou person, ken a verve :

— Piou ?

— Kanfarted ar bourk, ôtrou person ! eme ar zakrist.

— Piou ? piou ?

— Bilzig a oa gante, n’ oa ket el liorz evelkent, en diavêz e oa : flatal a raio ar re all.

— It d’hen kerc’hat, ha digasit anezan ganeoc’h !

Ar person an nevoa tremenet eun hanter devez, laouen meurbed, en ti an ôtrou Kont. Eul lein vat an nevoa debret : istr, eun alumenn viou, eur pesk (eun doulboudenn) [2], eun tamm kig-loue poazet en amann, hag, evit an divez, eun tamm gwastell ar Rouane, jistr mat ha gwin Bourdel da eva, ha kafe goude lein… N’oa ket figus an ôtrou person ! Bilzig, ma vije bet eno, en e lec’h, an nije bet labouret mat ive eus tôl an ôtrou Kont, hirr ha lemm meurbed a oa e zent, doun e gof ha direvus [3]. Ya, met n’oa ket bet pedet d’ar pred, paour kêz Bilzig !

An ôtrou person ’ta a oa evurus meurbed o tistrei d’ar gêr ; hag eun toullad kanfarted…

Setu ar zakrist ha Bilzig : heman a grene en e bilhou.

— Ac’hanta ’ta, pôtr, eme an ôtrou person, ha divergont te eo al laer ?

— N’eo ket me, ôtrou person.

— Piou ’ta ?

— N’eo ket me.

— Evelato piou ? Lavar piou.

Kaer an neus bet an ôtrou person goulenn digant ar pôtr piou a oa al laer pe al laeron, hano ebet na dennas dioutan.

— Taolit anezan er-meaz evelato !

An neventi-man en em skignas dre ar bourk : al laer a zo bet er presbital !

An ôtrou Kont, p’hen klevas, a deuas da c’hoût an doare.

— Laerez an ôtrou person !…

An ôtrou a lavaras d’e vevel :

— Buan, it da gerc’hat barner Tremedern. Arabad eo leuskel ar ganfarted da ober o fennou skanv, red eo rei d’ê eur gentel hag a bego dioute. Gwialenn ar barner a deuio a-benn anê.

Barner an ôtrou, an ôtrou Kerjantjili, eur pôtr yaouank koz viret, a oa anaveet gant an holl, ha dreist-holl gant kanfarted ar vro ; hag heman ive a anavee mat anê, ne oa ket evit o anduri dirag e zaoulagad. Goap a rênt outan, p’an nije evet eun dakadennig, eur bannac’hig a re (hag alïes ar bôtred o devoa abeg da ober goap outan) ; difreza a rênt anean : monkus [4] a oa eun tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar pôtr koz, e redent war e lerc’h, hag ec’h ênt da ambroug anean, en eur gana :

Kerjantjili, ar barvek gwenn,
Galochou bras, porpant lïen.

Esa a rê tapout anê, siouaz ! pounner a oa e c’halochou, hag ec’h ê gant e hent, en eur c’hrozmolat :

— Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarted !

Diveo ar pôtr koz, ar vugale ne dostaent ket outan, nan ênt ket, e c’hellet va c’hredi, da c’houlenn digantan e aluzen, rak, pa zigouee d’ean tizout unan bennak anê, ac’han ! neuze ar wialenn a c’hoarie ; ha, pa vije eur c’hlemm enep hini pe hini eus ar bôtred, gwir pe c’haou, ar wialenn ac’h ê en-dro. Brezel ’ta etre ar vugale hag ar barner. Kemenn an ôtrou Kont a dalvee urz d’ar pôtr koz : ar wialenn a labouro !

Ar barner a ziskennas ar c’hra gant e zaou archer : unan eus ar re-man a yeas en pep ti.

— Urz d’ar vugale da zont d’ar presbital, a-beurz an ôtrou barner !

Trefu er bourk, enkrez en kalon ar ganfarted… Ah ! mar gallfent !… Ya, met re diweat eo, ne c’hallfont ket tenna, eus fin fons o bouellou, ar per o devoa debret. Siouaz ! pell, re bell a oa erru ar per-ze. Ha pegement a blijadur o devoa gouzanvet o tastum, o kuntuilh, o tibri ar per, ar c’hastrilhez. Ha breman… Ha mar deo gwir, evel ma prezeg an ôtrou person, penôs ar binijenn a vo muchet war ar pec’hed… Ar wialenn ac’h aio war rôk.

Laouen ha seder meurbed a oa an ôtrou barner o tiskenn ar c’hra, gant e daou archer.

  1. Au jeu de la galoche, quand le palet et la galoche (ar vil) se touchent, le coup est déclaré nul : jil an tôl.
  2. Toulboudenn, turbot.
  3. Direvus, qui mange de tout, qui ne refuse rien..
  4. Monkus, nasillard.