Bibl/Lizer d’ann Hébréed

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 637-650)



KENTA LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D'ANN HÉBRÉED.


————


I. PENNAD.


1. Doué goudé béza komzet gwéchall oud hon tadou meûr a wéach hag é meûr a zoaré dré ar Broféded, a zeû da gomza ouz-omp enn deisiou divéza-man̄ dré hé Vâb hé-unan,

2. Péhini en deûz lékéad da her da bép-trâ, ha dré béhini en deûz gréad ar bédou,

3. Péhini ô véza ar skéd euz hé c’hloar, hag ann doaré eûz hé zén, hag a zoug pép-tra dré ar gér eûz hé ners, goudé béza hor c’harzet euz hor péc’héjou, a zô azézet enn tu déou d’ar Veûrdez el léach uc’héla :

4. Brasoc’h dreist ann élez, kémen̄t ha ma eo gwelloc’h ann hanô a zô bét rôed d’ézhan̄ égéd hô hini.

5. Râk piou eo ann éal da béhini en dead biskoaz lavared Doué : Va Mâb oud, da en̄géhen̄tet em eûz hirio ? Hag adarré : Da Dâd é vézinn d’ézhan̄, ha da Vâb é vézô d’in ?

6. Hag adarre pa laka hé gen̄ta-ganet er béd, é lavar : Hag holl élez Doué ra azeûlin̄t anézhan̄.

7. Ha diwar-benn ann élez é lavar ivé : Hén̄ a laka hé spérédou da véza hé élez, hag ar flammou tân da véza hé gannaded.

8. Hôgen d’hé Vâb é lavar : Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn : gwalen da rén a vézô eur walen a eeunder.

9. Kared éc’h eûz ar wirionez, ha kaséed éc’h eûz ann drougiez : dré-zé Doué, da Zoué en deûz da éôlet gan̄d eunn eôl a lévénez dreist da grévrenneien.

10. Ha c’hoaz : Té, Aotrou, éc’h eûz diazéret ann douar er penn-ken̄ta ; ha labour da zaouarn eo ann én̄vou.

11. Hî a zeûi da nétra, hôgen té a choumô ; hî holl a gôsai ével eur zaé :

12. Hag ével eur van̄tel é kemmi anézhô : hag é vézin̄t kemmet : hôgen té a zô ann hévélep hini, ha da vloavésiou n’hô dévézô kéd a zivez.

13. Hôgen da biou eûz ann élez en deûz-hén̄ lavaret biskoaz : Azez enn tu déou d’in, bété ma’m bézô lékéad da énébourien da skabel d’az treid ?

14. Hag ann élez n’in̄t-hi kéd holl spéréjou lékéad da zervicherien, kaset évit servich ar ré a dlé béza héred ar zilvidigez ?


————
II. PENNAD.


1. Rak-sé é tléomp mirout gan̄t mui a bréder ar péz hon eûz klevet, gan̄d aoun na zeûfemp da nétra.

2. Râk mar d-eo choumet stard ar gér a zô bét lavaret gan̄d ann élez, ha mar d-eo bét rôet da bép terridigez, da bép dizen̄tidigez ar gwîr c’hôbr a ioa dléed d’ézhô ;

3. Pénaoz é hellimp-ni tec’hout, mar tilézomp eur zilvidigez ker braz, péhini goudé béza bét da gen̄ta diskleriet gan̄d ann Aotrou, a zô bét krétéet enn-omp gan̄d ar ré hô deûz hé c’hlevet ;

4. Ha da béré en deûz Doué rôet testéni dré arouésiou, ha burzudou, ha meûr a ners, ha dré rannou ar Spéred-San̄tel hervez hé ioul ?

5. Râk Doué n’en deûz két lékéad dindân galloud ann élez ar béd da zon̄t, eûz a béhini é komzomp.

6. Hôgen unan-bennâg en deûz lavaret enn eul léac’h eûz ar Skritur ; Pétrâ eo ann dén évit ma’z pézô koun anézhan̄, pé pétrâ eo Mâb ann dén évit ma teui d’hé emwélout ?

7. Hé lékéad éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann élez ; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet ; hag hé lékéad éc’h eûz da Aotrou war ôberiou da zaouarn.

8. Lékéad éc’h eûz pép-tra da bléga dindân hé dreid. Râg ô lakaat pép-trâ da bléga dindân-han̄, n’en deûz lézet nétrâ ha na vé pléget dindân-han̄. Hôgen na wélomp két c’hoaz é plégfé pép-trâ dindân-han̄.

9. Hôgen gwéloud a réomp pénaoz Jézuz, péhini a ioa bét lékéad évit eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann élez, enn abek d’ar marô en deûz gouzan̄vet, a zô bét kurunet a c’hloar hag a énor ; évit dré c’hrâs Doué ma varvché évid ann holl.

10. Râk déréad é oa d’ann hini évit piou ha dré biou eo pép-trâ, péhini fellé dézhan̄ kâs kalz a vugalé er c’hloar, da glôkaat dré ar c’hloasiou ar penn-abek eûz hô zilvidigez.

11. Râk néb a zan̄téla, hag ar ré a zô san̄télet, a zeû holl eûz ann hévélep penn-abek. Dré-zé n’en deûz kéd a véz oc’h hô gervel hé vreûdeûr ;

12. O lavarout : Diskleria a rinn da hanô d’am breûdeûr : é-kreiz ann Iliz é veûlinn ac’hanod.

13. Hag adarré : Mé a fisiô enn-han̄. Hag adarré : Chétu mé, hag ar vugalé en deûz rôed Doué d’in.

14. Râg ô véza ma eo doaréet ar vugalé gan̄t kîk ha gan̄t goâd, eo bét fellet d’ézhan ivé kaoud hé lôd enn hévélep doaré ; évit ma tiskarjé dré ar marô ann hini a ioa ar penn-abek eûz ar marô, da lavaroud eo, ann diaoul :

15. Ha ma tieûbché ar ré, péré gan̄d ar spoun̄t râg ar marô a ioa é sklavérez héd hô buez.

16. Râk n’en deûz két kéméret doaré ann élez, hôgen doaré gwenn Abraham en deûz kéméret.

17. Dré-zé eo bét réd d’ézhan̄ béza hén̄vel é pép-trâ oud hé vreûdeûr, évit ma teûjé da véza eur bélek-brâz trugarézuz ha féal dirâk Doué ; évit dic’haoui péc’héjou ar bobl.

18. Râk enn hé c’hloasiou hag enn hé demptasionou hé-unan é kémer ann ners da skoazella ar ré a zô templet.


————
III. PENNAD.


1. Râk-sé, va breûdeûr san̄tel, c’houi péré a zô kévrennet er c’halvédigez én̄vuz, arvestit Jézuz péhini a zô ann Abostol hag ar bélek-brâz eûz hor c’hélénnadurez,

2. Péhini a zô féal d’ann hini en deûz hé lékéad é karg, ével ma eo bét féal Moizez enn hé holl di.

3. Râk kavet eo bét dellézek eûz a eur c’hloar ker braz dreist hini Moizez, ével ma’z eo énorusoc’h ann hini a zâv ann tî égéd ann tî hé-unan.

4. Râk pép tî a zô savet gan̄d unan-bennâg : hôgen ann hini en deûz krouet pép-trâ a zô Doué.

5. Ha Moizez ivé a zô bét féal é holl di Doué ével eur mével, évit testénia ar péz en doa da lavarout ;

6. Hôgen ar C’hrist, ével ar mâb enn hé dî ; ha nî eo a zô ann ti-zé, ma viromp bétég ann divez eur fisian̄s stard, ha gloar ann espéran̄s.

7. Rak-sé ar Spéred-San̄tel en deûz lavaret : Mar sélaouit hiriô hé vouéz,

8. Na galédit két hô kalounou, ével enn énébiez, da zeiz ann arnod enn distrô,

9. É péléac’h hô tadou hô deûz va zemptet, va arnodet, hag é péléac’h hô deûz gwélet va ôberiou é-pâd daou-ugen̄t vloaz :

10. Râk-sé eo savet droug enn-oun oud ar bobl-zé, hag em eûz lavaret : Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou ; ha n’hô deûz két anavézet va hen̄chou :

11. Ével-sé em eûz touet em brouez : Pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan.

12. Likid évez éta, va breûdeûr, na vé é hini ac’hanoc’h eur galoun falléet gan̄d ann disgrédôni, a zeûi d’hé bellaad diouc’h ann Doué béô.

13. Hôgen en em gélennit ann eil égilé bemdéz, é-pâd ma émoc’h enn amzer a zô hanvet Hiriô, évit n’en em galédô hini ac’hanoc’h dré douellérez ar péc’hed.

14. Kévrenneien d’ar C’hrist omp deûet évit-gwîr : Ia, mar miromp stard bétég ann divez ann derou eûz hé zén.

15. É-pâd ma lévéreur d’é-omp : Hiriô mar sélaouit hé vouéz, na galédit két hô kalounou, ével enn énébiez.

16. Râk lôd ô véza hé c’hlevet a énébaz, hôgen ar ré holl a ioa bét lékéat er-méaz euz ann Éjipt gan̄t Moizez na énébchon̄t két.

17. Hôgen out péré é savaz droug enn-han̄ e-pâd daou-ugen̄t vloaz ? Ha né oé két oud ar ré hô doa péc’het, hag eûz a béré, ar c’horfou a choumaz gourvézet enn distrô ?

18. Ha da béré é touaz-hén̄ na’z ajen̄t két enn hé éhan, néméd d’ar ré a ioa bét diskrédik ?

19. Ha gwéloud a réomp pénaoz na helljon̄t két mond-ébarz enn abek d’hô digrédôni.


————
IV. PENNAD.


1. Hor bézed aoun éta, ô tilézel ar gér a zô bét rôet éz ajemp é éhan Doué, na vé unan-bennâg ac’hanomp ha n’az ajé kéd enn-han̄.

2. Râk diskleriet eo bét d’é-omp kerkouls ha d’ézhô, hôgen ar gér hô doa klevet na oé két talvouduz d’ézhô, ô véza né oa kéd ar feiz kévret er ré hô doa klevet.

3. Évid-omp-ni péré hon eûz krédet, éz aimp enn éhan, ével ma en deûz lavaret : Ével ma em eûz touet em brouez : Pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan : hag ann éhan eo a zeûaz goudé ôberiou Doué é krouidigez ar béd.

4. Râk lavared en deûz enn eul léac’h-bennâg diwar-benn ar seizved dervez, ével-henn : Ha Doué a éhanaz ar seizved dervez goudé hé holl ôberiou.

5. Hag aman̄ c’hoaz : Na zeûin̄t két em éhan.

6. Pa eo réd éta é teûjé-ébarz eur ré-bennâg, ha pénaoz ar ré da béré eo bét diskleriet ar gér da gen̄ta, n’in̄t két éad-ébarz enn abek d’hô digrédôni :

7. C’hoaz é verk eunn dervez, a c’halv Hiriô, ô lavaroud dré Zavid, pell amzer goudé, ével ma eo lavaret diaraok : Hiriô mar sélaouit hé vouéz, na galédit két hô kalounou.

8. Râk ma en défé Jézuz hô lékéat enn éhan-zé, n’en divijé két komzet abaoé eûz a eunn deiz all.

9. Dré-zé eo bét lézet miridigez ar sabbat da bobl Doué.

10. Râk néb a zô éat enn hé éhan, a éhan ivé hé-unan goudé hé ôberiou, ével ma réaz Doué goudé hé ré.

11. Akétomp éta da von̄d enn éhan-zé, gan̄d aoun na gouézché unan-bennâg enn eunn hévélep skouér a zigrédôni.

12. Râg gér Doué a zô béô, ha nerzuz, ha lemmoc’h égéd eur c’hlézé a ziou zremm : mon̄d a ra bété rann ann éné hag ar spéred, bétég er mellou hag er mélou ; hag é tibab ar vénosiou hag ann ioulou eûz ar galoun.

13. Krouadur é-béd n’eo digwél dira-z-han̄ : pép-tra a zô enn-noaz ha dizôlô-kaer da zaou-lagad ann hini eûz a biou é komzomp.

14. Pa hon eûz éta da vélek-brâz Jézuz Mâb Doué, péhini a zô éat enn én̄vou ; miromp hor c’hréden.

15. Râk n’hon eûz két eur bélek-brâz ha na hellfé két truéza hor gwanderiou : râk temptet eo bét ével-d-omp é pép-trâ, néméd er péc’hed.

16. Déomp éta gan̄t fisian̄s étrézé trôn ar c’hrâs, évit ma vézo rôet trugarez d’é omp, ha ma kavimp ar c’hrâs da gen-ners talvouduz.


————

V. PENNAD.


1. Râk pép bélek-brâz savet eûz a douez ann dûd, a zô lékéad évid ann dûd é kémen̄d a zell ouc’h Doué, évit ma gennigô rôou ha sakrifisou évid ar péc’héjou ;

2. Ha ma hellô kaout truez oud ar ré a zô enn diwiziégez hag er fazi ; ô véza ma eo bét hé-unan strôbet gan̄d ar gwander.

3. Ha dré-zé é tlé kinniga ar sakrifiz a zistol ar péc’héjou, kerkouls évit-han̄ hé-unan, ével évid ar bobl.

4. Ha dén na gémer ann énor-zé évit-han̄ hé-unan, néméd ann hini a zô galvet gan̄d Doué, ével Aaron.

5. Ével-sé ar C’hrist né két en ém veulet hé-unan évit béza bélek-brâz ; hôgen meûlet eo bét gan̄d ann hini en deûz lavared d’ézhan̄ : Va Mâb oud ; hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

6. Hervez ma lavar enn eul léac’h all : Té eo ar bélek peûr-bâduz, hervez urs Melkisédek.

7. Ével-sé é deisiou hé gîk, ô véza kinnniget gan̄d garm ha gan̄d daérou hé bédennou hag hé c’houlennou d’ann hini a hell hé zavétei eûz ar marô, eo bét sélaouet enn abek d’hé zoujan̄s.

8. Hag hén̄, évit-han̄ da véza Mâb Doué, en deûz desket ar zen̄tidigez dré gémen̄t en deûz gouzan̄vet :

9. Hag ô véza éad da benn, eo deûed da benn-abek d’ar zilvidigez peûr-baduz évid ar ré holl a zen̄t out-han̄ ;

10. Doué ô véza hé c’halvet bélek-brâz hervez urs Melkisédek.

11. War gémen̄t-sé hor bé kalz traou da lavarout, hag a vé diez da zispléga, dré ma oc’h deûet diakétuz évid hô sélaoui.

12. Rak pa dléfac’h évid ann amzer béza deûed da vistri, ha ma hoc’h eûz c’hoaz ézomm koulskoudé é vé desket d’é-hoc’h ar c’hen̄teliou ken̄ta eûz a zerou komsiou Doué, ha deûed oc’h ével tûd da béré é vé rei léaz, ha nann boéd kré.

13. Râk néb a zô maget gan̄t léaz, a zô dic’halloudek é-kén̄ver lavar ar wirionez, ô véza ma’z eo eur bugel.

14. Hôgen ar boéd kré a zô évid ar ré glôk, ar ré péré dré voaz hô deûz skian̄chou doaréet évid dibaba ar mad hag ann drouk.


————
VI. PENNAD.


1. Rak-sé ô kuitaat ann derou eûz a gélénnadurez ar C’hrist, en em rôomp d’ar péz a zô klôkoc’h, héb teûrel adarré ann diazez eûz a binijen ann ôberiou marô, hag eûz ar feiz é Doué ;

2. Eûz a gélénnadurez ar badisian̄chou, eûz a astennidigez ann daouarn, eûz a zazorc’hidigez ar ré varô, eûz ar varn peûr-baduz.

3. Ha kémen̄t-sé a raimp, ma aotré Doué.

4. Râk na hell két béza pénaoz ar ré a zô béd eur wéac’h skleréet, hô deûz tan̄véet rô ann én̄v, hag a zô bét kévrennek eûz ar Spéred-San̄tel,

5. Hô deûz ivé tan̄véet gér mâd Doué, ha nersiou ann amzer da zon̄t,

6. Hag a zô kouézet goudé-zé ; na hell két béza é teûjen̄t da véza névézet dré ar binijen ; râk enn-hô hô-unan é lékéon̄t adarré oud ar groaz Mab Doué, hag é rôon̄t anézhan̄ d’ar vézégez.

7. Râk mar teû eunn douar-bennâg, goudé béza bét évet aliez ar glaô a zô bét kouézet war-n-ézhan̄, da zougem ar géot a rô mâd d’ar ré a c’hounid anézhan̄, é teû war-n-ézhan̄ ar vennoz a Zoué.

8. Hôgen ma na zoug nemét spern hag askol, eo dispriset, ha tôst da véza milliget ; hag enn divez da véza losket.

9. Hôgen gwelloc’h é vennomp ac’hanoc’h, hag eûz hô silvidigez, va breûdeûr kér, évid-omp da gomza ével-sé.

10. Râk Doué né kéd dizanaoudek, évit béza an̄kounac’héet hoc’h ôberiou, hag ar garan̄tez hoc’h eûz diskouézet enn hé hanô, pa hoc’h eûz skoazellet ar zen̄t, ével ma skoazellit c’hoaz.

11. Hôgen nî a garfé é tiskouézché pép-hini ac’hanoc’h ann hévélep préder bétég ann divez évit sévénidigez hoc’h espéran̄s :

12. Évit na zeûot két da véza lézirek, hôgen ma teûot da heulia ar ré péré dré hô habaskded a zô deûed da héred d’ann diouganou.

13. Râk Doué enn diougan en deûz gréad da Abraham, ô véza n’en deûz kaved dén dré béhini é hellfé toui, en deûz touet dré-z-han̄ hé unan,

14. O lavarout : Da leûnia a rinn a vénosiou, ha da lakaad a rinn da greski.

15. Hag ével-sé ô véza gédet gan̄d habaskded, en deûz kavet ann diougan.

16. Râg ével ma tou ann dûd dré ann hini a zô brasoc’h égét-hô, ha ma’z eo ann douadel ar brasa kréd eûz ann divez eûz hô strivou ;

17. Doué ô felloud d’ézhan̄ ivé diskouéza da héred ann diougan ar stardder eûz hé ali, en deûz lékéat hé lé ouc’h-penn.

18. Évit goudé béza bét skoret gan̄d ann diou dra-zé, péré na hell két Doué fazia, ma hor bézô eunn dizoan c’hallouduz, évit kaout ar madou a zô diouganet d’é-omp dré ann espéran̄s,

19. Péhini a zô stard ha gwirion enn hon éné ével eunn héôr, ha péhini a ia bétég enn diabarz eûz ar wél ;

20. É péléac’h Jézuz ével diaraoger a zô éat évid-omp, ô véza bét lékéat da Vélek-brâz peûr-baduz hervez urs Melkisédek.


————
VII. PENNAD.


1. Rag ar Melkisédez-zé, Roué Salem, Bélek ann Doué huel meûrbéd, péhini a ziambrougaz Abraham, a zistrôé eûz a wastadur ar rouéed, hag a vennigaz anézhan̄,

2. Gan̄t péhini é rannaz Abrabam ann déog eûz a gémen̄t en doa kéméret, péhini a zô galvet roué a wirionez, hag ivé roué a Salem, da lavaroud eo, roué a béoc’h,

3. Hép Tâd, hép mamm, hép mabérez, hép derou d’hé zeisiou, hép divez d’hé vuez, ô véza ével-sé skeuden Mâb Doué, a zô choumet bélek da vikenn.

4. Sellid éta péger braz é tlié béza, pa eo gwîr pénaoz ann tad-brâz Abrabam en deûz rôed d’ézhan̄ ann déog eûz hé breiz.

5. Ével-sé ar ré péré ô véza eûz a wenn Lévi hô deûz kéméret ar vélégiez, hô deûz ar gwîr da géméroud ann déog hervez al lézen digan̄d ar bobl, da lavaroud eo, digan̄d hô breûdeûr, pétrâ-bennâg ma eo deûed ar ré-man̄ euz a zigroazel Abraham.

6. Hôgen ann hini eûz a béhini ar mabérez né két nivéret gan̄t-hô, en deûz kéméret ann déog digan̄d Abraham, hag en deûz benniget ann hini da béhini é oa gréat ann diouganou.

7. Hôgen héb arvar eo pénaoz ann hini a vennigeur a zô distéroc’h égéd ann hini a vennig.

8. Hag aman̄ évit-gwîr ar ré a zigémer ann déog a zô tud marvuz : énô enn-énep eo eunn dén béô.

9. Hag (évid hé lavarout) Lévi péhini a zigémer ann déog, a zô bét déoget dré Abraham ;

10. Râg édo c’hoaz é digroazel hé dâd, pa zeûaz Melkisédek da ziambrouga Abraham.

11. Hôgen ma oa deûet ar zévénidigez dré vélégiez Lévi (râk dindan-han̄ en doa ar bobl digéméret al lézen), da bétrâ é oa réd é savché eur béleg all hervez urs Melkisédek, ha nann hervez urs Aaron ?

12. Râk pa eo bét dizouget ar vélégiez, é oa réd ivé é vijé dizouget al lézen.

13. Hôgen ann hini diwar-benn péhini eo bét lavaret kémen̄t-sé, a zô eûz a eur vreûriez all, euz a béhini dén n’en deûz servichet ann aoter.

14. Râg anad eo pénaoz hon Aotrou a zô savet eûz a Juda, é breûriez péhini n’en deûz Moizez lavaret nétrâ eûz ar vélégiez.

15. Hag anatoc’h eo c’hoaz, mar sâv eur béleg all hén̄vel out Melkisédek,

16. Pehini a zô gréat, nann hervez lézen gourc’hémenn ar c’hik, hôgen hervez ners eur vuez peûr-baduz.

17. Râk testéniet eo, ô lavarout Té a zô ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.

18. Râg ar gourc’hémenn all a zô bét torret dré ma oa gwân ha didalvez.

19. Râg al lézen na gâs kéd d’ar c’hlôkder ; eunn derou eo da gaout eunn espéran̄s gwelloc’h, dré béhini é tôstaomp ouc’h Doué.

20. Ouc’h-penn, ar vélégiez-zé né két bét lékéat hép lé.

21. (Râg ar ré all a zô bét lékéad da véleien hép lé ; hôgen hé-man̄ a zô bét lékéat dré lé gan̄d ann hini en deûz lavaret d’ézhan̄ : Touet en deûz ann Aotrou, ha n’en dévézô kéd a geûz, pénaoz oud ar bélek peûr-baduz.)

22. Ha gwîr eo pénaoz Jézuz a zô deûed da gréd euz a eunn testaman̄t gwelloc’h.

23. Ével-se kalz a véleien all a zô bét gréat, ô véza ma viré ar marô out-hô na choumchen̄t bépréd ;

24. Hôgen hé-man̄ ô véza ma choum da-vikenn, en deûz eur vélégiez peûr-baduz,

25. Dré-zé é hell savétei da-vikenn ar ré a dôsta ouc’h Doué dré-z-han̄ ; pa eo béô bépréd évid erbédi évid-omp.

26. Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou :

27. Péhini né két bét réd d’ézhan̄ bemdéz, ével d’ar véleien all, kinniga hostivou da gen̄ta évid hé béc’héjou hé-unan, ha goudé évit ré ar bobl ; ar péz en deûz gréat eur wéach oc’h en em genniga hé-unan.

28. Râg al lézen a laka évit béleien tûd gwân : hôgen gér al lé, péhini a zô deûet goudé al lézen, en deûz lékéat da vélek ar Mâb, péhini a zô klôk da-vikenn.


————
VIII. PENNAD.


l. Ann diverr eûz ar péz hon eûz lavaret diaraog eo, Pénaoz hon eûz eur bélek ker braz, ma’z eo azézet enn tu déou da gador ar veûrdez enn én̄vou,

2. Bélek ar san̄tuer, hag ar gwîr dabernakl, en deûz savet ann Aotrou, ha nann eunn dén.

3. Râk péb bélek-brâz a zô lékéat évit kinniga rôou, hag hostivou : dré-zé eo réd en défé ivé hé-man̄ eunn dra-bennâg da ginniga.

4. Ma vijé éta war ann douar, na vijé két bélek : pa ioa anézhô évit kinniga rôou hervez al lézen,

5. Hag a zervich Doué hervez skouériou ha skeûdennou eûz ann én̄v ; ével ma lavaraz Doué da Voizez, pa réa ann tabernakl : Laka évez, émé-z-han̄, da ôber pép-trâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’îd war ar ménez.

6. Hôgen bréma eo gwelloc’h ar vélégiez, ô véza ma eo han̄térour enn eur gévrédigez gwelloc’h, ha ma eo savet war wéstlou gwelloc’h.

7. Râk ma vijé bét difazi ann hini gen̄ta, na vijé két bét klasket léac’h d’ann eil.

8. Hôgen oc’h hô zamallout é lavar : Don̄d a rai eunn amzer, émé ann Aotrou, é péhini é rinn gan̄t tî Israel ha gan̄t tî Juda eur gévrédigez névez ;

9. Nann hervez ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré ann dourn évid hô zenna euz a zouar ann Éjipt ; râk n’in̄t két choumet em gévrédigez, ha mé em eûz hô dilézet, émé ann Aotrou.

10. Râk chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goude ann deisiou-zé, émé ann Aotrou : Va lézennou a likiinn enn hô spéred, hag é skrivinn anézhô enn hô c’haloun : ha mé a vézô hô Doué, hag hî a vézô va fobl.

11. Ha pép-hini anézhô na zeskô két hé nesa, hag hé vreûr, ô lavarout : Anavez ann Aotrou ; râg ann holl am anavézô, adaleg ann distéra bétég ann uc’héla.

12. Râk trugarez em bézô évid hô drougiézou, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou.

13. Hôgen ô lavarout eo nevez ar gévrédigez-man̄, en deûz diskouézet pénaoz eo kôséet ar gévrédigez gen̄ta. Hôgen ar péz a zeû da véza oadet ha kôz, a zô tôst d’hé zivez.


————

IX. PENNAD.


1. Ar gévrédigez gen̄ta-zé é deûz bét ivé lézennou évid azeûlidigez Doué, hag eur san̄tuer douarek.

2. Râg enn tabernakl a oé gréat, é oa da gen̄ta ar c’han̄toler-brâz, ann daol, hag ar baraou a gennig, ar péz a hanvet ar San̄t.

3. Goudé ann eil wél édo ann tabernakl, han̄vet San̄t ar zen̄t,

4. É péhini é oa eunn ézan̄souer aour, hag ann arch a gévrédigez gôlôed holl a aour ; é pehini é oa eul léstr aour leûn a vann, ha gwialen Aaron, péhini a oa deûed da vleûn̄vi, ha taoliou ar gévrédigez.

5. Ha war he gorre é oa daou Gérubin a c’hloar, péré a chôlôé ar goulc’her gan̄d hô eskel. Hôgen né kéd aman̄ al léac’h da gomza eûz ann traou-zé gan̄d ann holl zarvoudou.

6. Ann traou-zé éta ô véza aozet ével-sé, ar véleien a iéa bépréd er c’hen̄ta tabernakl, pa réan̄t ar servich eûz hô c’harg :

7. Ar belek-brâz hép-kén a iéa enn eil eur wéach ar bloaz, nann hép goâd, a ginnigé évid hé ziwiziégez hé-unan hag hini ar bobl.

8. Hag ar Spéred-San̄tel a ziskouézé dré énô pénaoz né oa kéd digor hen̄t ar San̄tuer, en̄dra ma édo ar c’hen̄ta tabernakl enn hé zâ.

9. Ann hévélébédigez eo eûz ann amzer a neûzé, é péhini é kinniged rôou hag hostivou, péré na hellen̄t két klôkaat koustian̄s ar ré a zerviché Doué ;

10. Pa né oa némét boédou ha braouédou, ha mêur a walc’h, ha boasiou kiguz, péré na oa bét rôed d’ézhô némét bétég ann amzer eûz ann difazi.

11. Hôgen ar C’hrist, bélek-brâz ar madou da zon̄t, a zô deûet dré eunn tabernakl brasoc’h ha klôkoc’h, péhini né két bét gréat gan̄d dourn ann dén, da lavaroud eo, eûz ar grouidigez-man̄ :

12. Hag éad eo eur wéach ébarz ar San̄tuer, nann gan̄t goâd ar bouc’hed hag al leûéou, hôgen gan̄d hé c’hoâd hé-unan, ô véza kavet ann dasprénadurez peûr-baduz.

13. Râk mar teû goâd ar bouc’hed hag ann tirvi, ha ludu eunn ounner strin̄ket gan̄d eur sparf, da zan̄téla ar ré a zô saotret, ô c’hlana hô c’hîk ;

14. Pégémen̄t muioc’h goâd ar C’hrist, péhini dré ar Spéred-San̄tel a zô en em ginniget hé-unan dinam da Zoué, a c’hlanô hôr c’houstian̄s eûz ann ôberiou marvel, évid hol lakaad da zervicha ann Doué béo ?

15. Dré-zé eo ann han̄térour eûz ann testaman̄t névez ; évid, dré ar marô en deûz gouzan̄vet da zazpréna ann drougiézou a réad dindân ann testaman̄t ken̄ta, ma teûi ar ré a zô galvet da gaout ann digouéz peûr-baduz a zô bét diouganet d’ézhô.

16. Râg el léac’h ma éz eûz testaman̄t, eo réd é c’hoarvézché marô ann testaman̄ter.

17. Râg eunn testaman̄t na dâl néméd dré ar marô ; ha n’eo deûz ners é béd é-pâd ma vév ann testaman̄ter.

18. Ével-sé ar c’hen̄ta testaman̄t a zô bét startéet gan̄d ar goad.

19. Moizez goudé béza lennet dirâg ar bobl holl c’hourc’hémennou al lézen, a géméraz goâd leûéou ha bouc’hed, gan̄d dour, gan̄t gloan tané, ha gan̄t sikadez, hag é taolaz gan̄d eur sparf war al levr hé-unan, ha war ar bobl holl,

20. O lavarout : Hé-man̄ eo ar goâd eûz ann testaman̄t en deûz gourc’hémennet Doué d’é-hoc’h.

21. Goâd a daolaz ivé war ann tabernakl ha war ann holl listri eûz a zervich Doué.

22. Hag hervez al lézen, ann darn-vuia eûz ann traou a zô glanet gan̄d ar goâd ; ha n’eûz kéd a zistol hép skûḻ goâd.

23. Réd é oa éta é vijé glanet dré ann traou-zé ar péz a ioa ar skouér eûz a draou ann én̄v ; hôgen ma vijé glanet ann traou eûz ann én̄v gan̄d hostivou gwelloc’h égéd ar ré-man̄.

24. Râk Jézuz-Krist né kéd éad er san̄tuer gréat gan̄d dourn ann den, péhini oa ar skouér eûz ar gwîr san̄tuer ; hôgen enn én̄v hé-unan, évid en em ziskouéza bréma dirâk Doué évid-omp.

25. Ha né kéd éad ébarz évid en em ginniga hé-unan aliez, ével ma’z a ar bélek-brâz bép ploaz er san̄tuer gan̄t goâd éunn all ;

26. Anéz é vijé bét réd d’ézhan̄ gouzan̄vi meûr a wéach adalek penn-ken̄ta ar béd : bréma n’eo en em zizkouézet néméd eur wéach war zivez ar béd, évid kâs-da gét ar péc’hed, oc’h en em rei da hostiv hé-unan.

27. Hag ével ma eo mennet pénaoz ann dûd a dlé mervel eur wéach, ha béza barnet goudé :

28. Ével-se ivé ar C’hrist a zô bét kinniget eur wéach évit lémel péc’héjou meûr a hini ; hag eunn eil gwéach é teûi hép péc’hed, évit silvidigez ar ré a c’hortoz anézhan̄.


————
X. PENNAD.


1. Râg ô véza n’é deûz al lézen néméd ar skeûd eûz ar madou da zon̄t, ha nann ar gwîr-hévélédigez eûz ann traou, na hell népréd dré ar c’hinnig a réon̄t bép ploaz eûz ann hévélep hostivou, lakaad da véza klôk ar ré a dôsta.

2. Anéz é vijé éhanet d’hô c’hinniga : rag ma vijé bet glanet eur wéach ann azeûlierien, n’hô divijé bét mui ar goustian̄s eûz hô féc’hed.

3. Hôgen bép ploaz é réeur enn hô zouez méneg a béc’héjou.

4. Râg goâd ann tirvi hag ar bouc’hed na hell két lémel ar péc’héjou.

5. Ével-sé ô ton̄d er béd en deûz lavaret : Né két felled d’îd kaout nag hostiv na kennig ; hôgen eur c’horf éc’h eûz gréad d’in.

6. Né két kavet-mâd gan-éz ann hostivou poaz.

7. Neûzé em eûz lavaret : Chétu é teûann : ével ma eo skrivet diwar va fenn, é penn al levr : Évit ma rinn, va Doué, da ioul.

8. Goudé béza lavaret uc’hé1oc’h : O véza ne két fellet d’îd kaout hostivou ha rôou, hag hostivou poaz évid ar péc’hed, péré a ginnigeur hervez al lézen,

9. Neûzé em eûz lavaret : Chétu é teûann, évit ma rinn, va Doue, da ioul. Tenna a ra ar c’hen̄ta ; évit lakaad ann eil.

10. Hag enn ioul-zé omb bét san̄télet dré ar c’hinnig a zô bét gréad eur wéach eûz a gorf Jézuz-Krist.

11. Hag é léac’h ma teû ar véleien holl da zervicha Doué bemdéz, ô kenniga d’ézhan̄ aliez ann hévéleb hostivou, péré na hellon̄t népréd lémel ar péc’hejou ;

12. Hé-man̄ ô véza kinniget eunn hostiv hép-kén évid ar béc’héjou, a zô azézed da-vikenn enn tu déou da Zoué ;

13. É péléac’h é chortoz ma vézô lékéat hé énébourien da skabel d’hé dreid.

14. Râk dré eur c’hinnig hép kén en deûz klokéet évit bépréd ar ré en deûz san̄télet.

15. Hag ar Spéréd-San̄tel hé-unan en deûz hé desténiet d’é-omp : râg goudé en deûz lavaret :

16. Chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, goudé ann deisiou-zé, émé ann Aotrou : Mé a lakai va lézennou enn hô c’haloun, hag a skrivô anézhô enn hô spéred ;

17. Ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou, nag eûz hô drougiézou.

18. Hôgen el léac’h ma éz eûz distol d’ézhô, n’eûz mui a gennig évid ar péc’hed.

19. Dré-zé, va breûdeûr, pa hon eûz ar fran̄kiz da von̄d er san̄tuer dré c’hoad Jézuz-Krist,

20. Oc’h heûlia ann hen̄t névez ha béô en deûz diskouézed d’é-omp da gen̄ta dré wél, da lavaroud eo, dré hé gîk ;

21. Ha ma hon eûz eur bélek-brâz lékéat war di Doué ;

22. Tôstaomp out-han̄ a wîr galoun, gan̄d eur feiz leûn, goudé béza glanet hor c’ha1oun eûz a eur goustian̄s fall, ha goudé béza gwalc’het hor c’horf gan̄d dour glân.

23. Dalc’homp stard ann an̄sav hon eûz gréat eûz hor feiz (râg gwirion eo ann hini en deûz rôed hé c’hér d’é-omp),

24. Gréomp stâd ann eil eûz égilé, évid en em zougen d’ar garan̄tez ha d’ann ôberiou mâd ;

25. Héb en em denna eûz hor strolladou, ével ma eo boazet hiniennou da ôber, hôgen oc’h en em fréalzi mui-oc’h-vui, pa wélomp é tôsta ann deiz.

26. Râk mar péc’homp a-ioul goudé béza bét digéméret gan-é-omp anaoudégez ar wirionez, n’eûz mui hivizikenn a hostiv évid ar péc’héjou ;

27. Ha n’eûz mui néméd ar géd eûzuz eûz ar varn, ha grouez ann tân a dlé gwasta énébourien Doué.

28. Néb en deûz torret lézen Moizez a zô barnet d’ar marô, hép truez é-béd gan̄d daou pé drî dést :

29. Péger brasoc’h kastiz é venn d’é-hoc’h é tellézfé ann hini en dévézô gréat faé eûz a Vâb Doué ; en dévézô sellet ével eunn dra louz goâd ar gévrédigez, dré béhini eo bét san̄télet ; hag en dévézô gwallet Spéred ar c’hras ?

30. Râk nî a oar piou en deûz lavaret : Ar ven̄jan̄s a zô d’in, ha mé hé rôi. Ha c’hoaz : Ann Aotrou a varnô hé bobl.

31. Eunn dra eûzuz eo kouéza étré daouarn ann Doué béô.

32. Hôgen digasid enn hô koun ann deisiou ken̄ta, e péré, goudé béza bét skleréet, hoc’h eûz gouzan̄vet stourmou brâz enn an̄kéniou :

33. O véza bét enn eunn tu man̄tret a zismégan̄s hag a asrec’h dirâg ann holl, hag enn eunn tu all ô véza deûed da eil d’ar ré hô deûz gouzan̄vet kémen̄t-sé.

34. Râk truez hoc’h eûz bét oud ar ré a zô éréet, ha gwélet hoc’h eûz gan̄t lévénez ar skrapérez eûz hô madou, ô c’houzout pénaoz hô poa madou all gwelloc’h, hag a badô bépréd.

35. Na gollit kéd éta hô fisian̄s, péhini en devézô eur gôbr brâz.

36. Râg ann habaskded a zô réd d’é-hoc’h, évit, goudé béza gréat ioul Doué, ma tigémérot ar péz a zô diouganet d’é-hoc’h.

37. Râk c’hoaz eunn nébeûd amzer, hag ann hini a dlé don̄t a zeûi, ha na zaléô két.

38. Hôgen ann dén gwirion hag a zô d’in a vév dré ar feiz : ma en em denn adré, na vézô két hétuz d’am éné.

39. Évid-omp-ni n’omp két bugalé ar ré en em denn a dû enn hô c’holl ; hôgen choum a réomp er feiz évit silvidigez hon énéou.


————
XI. PENNAD.


1. Hôgen ar feiz a zô ann diazez eûz ann traou a espéreur, hag ann arouéz anat eûz ann traou na wéleur két.

2. Râg er feiz eo hô deûz ar ré gôz kavet testéni.

3. Dré ar feiz eo é wézomp pénaoz ar béd a zô bét gréat gan̄t gér Doué, ha pénaoz ar péz a wéleur a zô bét gréat eûz ar péz na wéleur két.

4. Dré ar feiz eo é kinnigaz Abel da Zoué eunn hostiv c’houékoc’h égéd hini Kain. Dré-z-han̄ eo eo bét kavet gwirion, Doué hé-unan ô véza douget testéni é tigéméré hé rôou : dré-z-han̄ eo é komz c’hoaz goudé hé varô.

5. Dré ar feiz eo eo bét skrapet Énok, évit na wéljé kéd ar marô ; ha né oé kavet mui, ô véza ma oa bét skrapet gan̄d Doué ; râg ann desténi a rôeur d’ézhan̄ pénaoz abarz béza bét skrapet é plijé da Zoué.

6. Hôgen heb ar feiz na helleur két plijoud da Zoué. Râk réd eo é krétfé néb a dôsta ouc’h Doué pénaoz eo, ha pénaoz é c’hôprai ar ré her c’hlask.

7. Dré ar feiz eo Noé, ô véza bét rôet da anaoud d’ézhan̄ ar péz na oa két bét gwélet c’hoaz, a grogaz aoun enn-han̄ hag a zavaz ann arc’h évit savétei hé dûd, hag oc’h hé ôber é tamallaz ar béd, hag é teûaz da her d’ar wirionez dré ar feiz.

8. Dré ar feiz eo ann hini a oé hanvet Abraham, a zen̄taz ô von̄d el léac’h a oa bét rôed é digouéz d’ézhan̄ : hag éz éaz-kuît hép gouzout péléac’h éz éa.

9. Dré ar feiz eo é choumaz é douar ar gwéstl, ével enn eunn douar a-ziavéaz, ô véva dindân teltou, gan̄d Izaak ha Jakob ken-héred ann hévélep gwéstl.

10. Râg géda a réa ar géar-zé savet war eunn diazez stard, eûz a béhini eo Doué hé-unan ann diazézer hag ann ôbérer.

11. Dré ar feiz eo ivé é teûaz Sara, hag hî eur zec’hen, da gaoud ann ners da en̄géhen̄ta eur bugel, pétrâ-bennâg ma oa tréménet ann oad gan̄t-hi ; ô véza ma é doa krédet pénaoz é oa gwirion ann hini en doa hé wéstlet.

12. Dré-zé eo savet eûz a eunn dén hép-kén (hag hén̄ peuz-varô), eunn nésted ker stan̄k ha stéred ann én̄v, ha kenn diniver ha tréaz aot ar môr,

13. Holl in̄t marô er feiz, hép béza bét ar péz a oa bét gwéstlet d’ézhô, hôgen goudé béza bét hé wélet a bell, goudé béza hé zaludet, ha goudé béza an̄savet pénaoz é oan̄t pirc’hirined ha diavésidi war ann douar.

14. Râg ar ré a gomz évél-sé, a ziskouéz pénaoz é klaskon̄t hô brô.

15. Ha ma hô doa koun eûz ann hini a béhini é oan̄t deûet, ho doa amzer a-walc’h évid distrei enn-hi.

16. Hôgen bréma é c’hoan̄taon̄t gwelloc’h brô, da lavaroud eo, brô ann én̄vou. Ével-sé Doué n’en deûz kéd a véz ô véza galvet hô Doué, ô véza ma en deûz aozet eur géar d’ézhô.

17. Dré ar feiz eo é kinnigaz Abrakam Izaak, pa oé temptet ; râg hé vâp-pennher eo a ginnigé, da béhini é oa gréat ar wéstlou ;

18. Ha da béhini é oa bét lavaret : É Izaak é vézô galvet eur wenn d’îd.

19. Menna a réaz pénaoz é helljé Doué hé zazorc’hi eûz a douez ar ré varô, hag ével-sé hen digéméraz ével eunn hévélébédigez.

20. Dré ar feiz eo é vennigaz Izaak Jakob hag Ézau war ann traou da zon̄d.

21. Dré ar feiz eo é teûaz Jakob, pa oa daré da vervel, da rei hé vennoz da holl vugalé Jozef, ha da azeûli penn hé vâz.

22. Dré ar feiz eo é teûaz Jozef, pa oa daré da vervel, da ôber mének eûz a ergerz bugalé Israel, hag é rôaz gourc’hémenn diwar-benn hé eskern.

23. Dré ar feiz eo, pa oé ganet Moizez, é oé kuzet é-pâd tri miz gan̄d hé dûd, ô véza gwélet é oa kaer ar bugel ; ha n’hô doé kéd a aoun râg gourc’hémenn ar Roué.

24. Dré ar feiz eo, pa oé deûet brâz Moizez, é tinac’haz beza mâb da verc’h Faraon ;

25. Hag é kavaz gwelloc’h béza glac’haret gan̄t pobl Doué, égét kaoud dudi ar péc’hed évid eunn amzer ;

26. O sellout dismégan̄s ar C’hrist ével brasoc’h madou, égét ten̄zoriou ann Éjipt ; râg arvesti a réa ar gôbr.

27. Dré ar feiz eo éz éaz-kuît eûz ann Éjipt, hép kaoud aoun râk buanégez ar Roué ; râk stard é choumaz ével pa en défé gwélet ann diwéluz.

28. Dré ar feiz eo é lidaz ar Pask, hag ar skûḻ goâd ; évit na zeûjé kéd ann hini a lazé ar ré gen̄ta-ganet, da skei gan̄t-hô.

29. Dré ar feiz eo é treûzchon̄t ar Môr rûz, ével pa vijé bét douar séac’h ; hag ann Éjiptianed, ô véza hé arnodet ivé, a oé beûzet.

30. Dré ar feiz eo é kouézaz mogeriou Jériko, goudé ma oé gréad ann drô anézhô é-pâd seiz dervez.

31. Dré ar feiz eo na oé két kollet gan̄d ann dûd diskrédik, Rabab ar c’hrék fall, péhini é doa digéméret é péoc’h enn hé zi spierien Jozué.

32. Pétrâ a livirinn-mé ouc’h-penn ? Na gavinn kéd ann amzer évit komza eûz a Jédéon, eûz a Varak, eûz a Zamson, eûz a Jefté, eûz a Zavid, eûz a Zamuel hag eûz ar Broféded,

33. Péré dré ar feiz hô deûz gounézet rouan̄telésiou, hô deûz heûliet ar wirionez, hô deûz digéméret ann diouganou, hô deûz serret géôl al loéned ;

34. Péré hô deûz mouget fô ann tân, hô deûz tec’het diouc’h lemm ar c’hlézé, a zô bét paréet eûz hô c’hlén̄véjou, a zô bét nerzet er brézel, hô deûz lékéad da dec’hi arméou ann diavésidi ;

35. Péré hô deûz distaolet d’ar gragez hô bugalé, goudé ma oan̄t marô. Ré all a zô bét heskinet brâz, ô véza né két fellet d’ézhô en em zaspréna, évit ma kavchen̄t eur vuez gwelloc’h enn dazorc’hidigez.

36. Ré all hô deûz gouzan̄vet goapérézou ha skourjézou, éréou ha prizoniou :

37. Labézet in̄t bét ; heskennet in̄t bét ; gan̄d ar c’hlézé in̄t bét lazet ; kan̄tréet hô deûz, gôloet gan̄t krec’hin dén̄ved ha gan̄t krec’hin gevr, paour, glac’haret hag héskinet,

38. (Euz a béré ar béd na oa kéd din), péré a gildroé enn distrôiou, er ménésiou, er c’héviou hag é mougéviou ann douar.

39. Hag ar ré-zé holl péré a zô bét gratéet enn abek d’hô feiz, n’hô deûz két bét ar gôbr diouganet ;

40. Doué ô véza bét felled d’ézhan̄ enn akek d’é-omp, na zévenjé két hô gwenvidigez hép-z-omp.


————
XII. PENNAD.


1. Pa’z omb éta ével bec’hiet gan̄d eur goabren a destou, distaolomp pép pouez, hag ar péc’hed a strôb ac’hanomp, ha rédomp dré ann habaskded d’ar stourm a zô ton̄ket d’é-omp :

2. O selloud oud Jézuz penn-abek ha peûr-ôbérour ar feiz, péhini é léac’h al lévénez a hellé da gaout, en deûz gouvan̄vet ar groaz, ô tisprizoud ar vézégez, hag a zô azézet bréma enn tu déou da Zoué.

3. Hô pézet koun éta eûz ann hini péhini en deûz gouzan̄vet eunn hévélep dael eûz ar béc’herien enn hé énep, évit na skuizot két, ha na vézô két saouzanet hoc’h énéou.

4. Râk n’hoc’h eûz két énébet c’hoaz bétég ar goâd, ô stourmi oud ar péc’hed.

5. Hag an̄kounac’héet hoc’h eûs-hu ann ali-man̄ a zô bét rôed d’é-hoc’h ével da vugalé : Va mâb, na zilez két kélen ann Aotrou ; ha na véz két digalounékéet pa grôz ac’hanod :

6. Râg ann Aotrou a gastiz néb a gâr, hag a skourjez ar mâb a zigémer.

7. En em gen̄dalc’hit éta dindân ar gélen : Doué en em rô d’é-hoc’h ével d’hé vugalé ; râk piou eo ar mâb péhini n’eo két kastizet gan̄d hé dâd ?

8. Hôgen ma n’oc’h kastizet ével ar ré all holl, bestered oc’h éta, ha n’oc’h két bugalé.

9. Ma omb bét kastizet gan̄t tadou hor c’hik, ha ma hon eûz bét doujan̄s évit-hô ; pégémen̄t é tléomp-ni kaout muioc’h a zoujan̄s évit Tâd ar spéréjou, évit ma vevimp ?

10. Râg hî a gastizé ac’hanomp, hervez hô ioul, évit nébeûd a zervésiou ; hôgen Doué a gastiz ac’hanomp diouc’h ma eo talvouduz, évid hol lakaad da véza kévrennek enn hé zan̄télez.

11. Hôgen pép kastiz a hével béza a-vréma eunn abek a zoan ha nann a zizoan : hôgen goudé é rôi frouez ar wirionez d’ar ré a zô bét kélennet gan̄t-han̄.

12. Dré-zé, savid hô taouarn diners, hag hô taoulin disleber ;

13. Likid hô treid da ôber kamméjou eeun, évit ma éz eûz eur ré hag a horell, na zeûi kéd da gildrei, hôgen ma en em zalc’hô éeun,

14. Hô pézet ar péoc’h gan̄d ann holl, hag ar zan̄télez, hép pehini dén na hellô gwélout Doué :

15. O lakaad évez na zeûfé dén da golla grâs Doué ; na zafché eur c’hrisien c’houerô-bennâg, ha na vé saotret meûr a hini gan̄t-hi :

16. Na zeûfé da eunn orgéder pé da eunn dén dizoujuz ével Ézau, péhini évid eur boéd hép-kén a werzaz hé hénan̄ded.

17. Râk c’houi a oar pénaoz ô véza c’hoan̄téet goudé kaout bennoz hé dâd, é oé pelléet ; ha na gavaz kéd a léac’h da binijen, pétrâ-bennâg ma en doa hé goulennet gan̄d daélou.

18. Hôgen c’houi n’oc’h két tôstéet oud eur ménez méruz, pé oud eunn tan loskuz, pé out kourven̄tennou, pé tévalijen, pé barrou-amzer,

19. Pé out soun eunn drompiḻ, ha mouéz eur gér, pa glevchon̄t anézhi, é pédchon̄t stard na gomzché mui out-hô.

20. Râk na hellen̄t két gouzanvi ar péz a lavaré : Ha ma en divijé eul loen stoket oud ar ménez, é vijé bét labézet.

21. Ha ken eûzuz oa ar péz a wélet, ma lavaré Moizez : Spoun̄tet ounn, ha kréna a rann.

22. Hôgen tôstéed oc’h out ménez Sion, out kéar ann Doué béô, oud ar Jéruzalem én̄vuz, hag oud eur stroll dinivéruz a élez ;

23. Hag oud Iliz ar ré gen̄ta-ganet, hanvou péré a zô skrivet enn én̄vou, hag oud Doué a zô barner ann holl,

24. Hag out Jézuz han̄térour ann Testaman̄t nevez, hag oud ar skûḻ goâd-zé péhini a gomz gwelloc’h égéd hini Abel.

25. Likid évez na zisprizac’h ann hini a gomz ouz-hoc’h. Râk mar d-eo bét kastizet ar ré hô deûz disprizet ann hini a gomzé out-hô war ann douar : pégémen̄t é vézimp kastizet muioc’h, ni péré hor bézô pelléet ann hini a gomz ouz-omp eûz ann én̄v ;

26. Ann hini eûz a béhini ar vouéz é deûz neûzé lékéad ann douar da gréna ; péhini en deûz rôed eur gér nevez d’é-omp, ô lavarout : C’hoaz eur wéach hag é likinn da gréna nann hép-kén ann douar, hôgen ivé ann én̄v.

27. Hôgen ô lavarout : C’hoaz eur wéach, é teû da ziskleria pénaoz é lakai da éhana ann traou loc’huz, é-c’hîz traou gréat évid eunn amzer, évit na choumô néméd ann traou a zô diloc’huz.

28. Dré-zé piaouomp ar rouan̄télez diloc’huz, ha miromp ar c’hrâs, dré béhini éc’h azeûlimp Doué hervez hé ioul, gan̄t spoun̄t ha gan̄d doujan̄s.

29. Râg hon Doué a zô eunn tan gwastuz.


————
XIII. PENNAD.


1. Ra choumô gan-é-hoc’h ar garan̄tez a vreûr.

2. Na an̄kounac’hait két rei digémer enn hô tî, râg hiniennou oc’h ôber kémen̄t-sé hô deûz digéméret élez enn hô zî.

3. Hô pézet koun eûz ar ré a zô er chadennou, ével pa vec’h chadennet gan̄t-hô ; hag eûz ar ré a zô er c’hlac’har, ével pa vec’h enn hô c’horf.

4. Ra vézô reiz ar briédelez da bép-hini, ha dinam ar gwélé ; râk Doué a varnô ar c’hadaled hag ann avoultrerien.

5. Bévit hép pizôni, ha kavit-mâd ar péz hoc’h eûz ; râg hén̄ hé-unan en deûz lavaret : N’az dilézinn két, ha n’az kuitainn két.

6. Dré-zé é levéromp gan̄t fisian̄s : Ann Aotrou a zô skoazel d’in : n’am bézô kéd a aoun râg ar péz a hellô ann dûd da ôber d’in.

7. Hô pézet koun eûz hô plén̄erien, péré hô deûz prézéget d’é-hoc’h gér Doué : sellid oud divez hô frézégennou hag heûḻid hô feiz.

8. Jézuz-Krist a oa déac’h, a zô hiriô, hag a vézô ann hévélep hini enn holl amzeriou.

9. N’en em rôit két da gélénnadurésiou dishével hag a ziavéaz. Râg gwelloc’h eo krévaad hé galoun gan̄d ar c’hrâs, éget gan̄d ar boédou, péré n’in̄t két bét talvoudek d’ar re hô deûz hô miret.

10. Eunn aoter hon eûz, eûz a béhini na dlé két dibri ar ré a zervich ann tabernakl ;

11. Râk korfou al loéned eûz a béré ar goâd a zô douget gan̄d ar Bélek-brâz er San̄tuer évid ar péc’hed, a zô devet er-méaz eûz ar c’hamp.

12. Râk-sé Jézuz, évit san̄téla ar bobl dré hé c’hoad, en deûz gouzan̄vet er-méaz eûz ar pors.

13. Déomp éta d’hé gavout er-méaz eûz ar c’hamp, ô tougen hé zismégan̄s.

14. Râg n’hon eûz kéd aman̄ a géar paduz ; hôgen klask a réomp ann hini da zon̄t.

15. Kinnigomp éta bépred da Zoué eunn hostiv a veû1eûdi, da lavaroud eo, frouez ann diveûz péré a an̄sav hé hanô.

16. Na an̄kounac’hait két ar garan̄tez, ha kévrennidigez hô madou ; râk dré ann hévélep hostivou-zé eo é teû Doué trugarézuz enn hor c’hén̄ver.

17. Sen̄tid oud hô plén̄erien, ha plégit dindân-hô ; râg hî a veḻ, é-c’hiz ma tléfen̄t derc’hel koun̄t eûz hoc’h énéou ; évit ma rain̄t kémen̄t-sé gan̄t lévénez, ha nann gan̄t keinvan ; rak na vé két talvouduz d’é-hoc’h.

18. Pédid évid-omp : râk nî a gréd pénaoz hon eûz eur goustian̄s vâd, ha c’hoan̄t da véza déréad é pép-trâ.

19. Ha mé hô péd stard da ôber kémen̄t-sé, évit ma vézinn ken̄toc’h rôed d’é-hoc’h.

20. Doué ar péoc’h, péhini en deûz savet eûz a douez ar re varô hon Aotrou Jézuz-Krist, meser brâz ann dén̄ved, dré c’hoad ann testaman̄t peûr-baduz,

21. R’hô lakai da véza déréad da bép mâd-ôber, évit ma réot hé ioul ; pa ra enn-hoc’h ar péz a blîj d’ézhan̄, dré Jézuz-Krist, da béhini eo ar c’hloar é amzeriou ann amzeriou.

22. Mé hô péd, va breûdeûr, da aotréa ar péz em eûz lavared d’é-hoc’h évid hô tizoania, pétrâ-bennâg ma em eûz skrived d’é-hoc’h é berr gomsiou.

23. Gwézit pénaoz hor breûr Timotéuz a zô lékéat er-méaz a brisoun : mar teû hép-dalé, éz inn d’hô kwélout gan̄t-han̄.

24. Saludit hoc’h holl vléñerien, hag ann holl zen̄t. Hor breûdeûr eûz ann Itali a zalud ac’hanoc’h.

25. Ra vézô ar c’hrâs gan-é-hoc’h holl. Amen.



————

LIZER KATOLIK


SANT JAKEZ ABOSTOL


————


I. PENNAD.


1. Jakez, servicher Doué hag hon Aotrou Jézuz-Krist, d’ann daouzék vreûriez a zô skiñet, salud.

2. Va breûdeûr, likid hoc’h holl lévénez enn holl c’hlac’hariou a c’hoarvez gan-é-hoc’h ;

3. O c’houzout pénaoz arnod hô feiz a zigas ann habaskded.

4. Hôgen ann habaskded a dlé béza klôk enn hé ôberiou, évit ma viot hoc’h-unan klôk ha dinam, ha na ziouérot nétrâ.

5. Ma éz eûz hini ac’hanoc’h hag a ziouerfé furnez, goulennet digan̄d Doué, péhini a rô d’ann holl gan̄t largen̄tez, hag hép rébech : hag é vézô rôed d’ézhan̄.

6. Goulennet gant feiz, héb arvar é-béd : râk néb a zô arvaruz, a zô hén̄vel out koumm ar môr, péhini a zô kéflusket ha feltret gan̄d ann avel.

7. Na vennet kéd éta en défé ann dén-zé eunn dra digan̄d ann Aotrou.

8. Néb a zô daou-blég a spéred, a zô kildrô enn hé holl hen̄chou.

9. Ar breûr a zô enn eur stad izel, ra en em veûlô enn hé uc’helded ;

10. Hôgen ann hini pinvidik enn hé izelded ; râg ével bleûen ar géot é tréménô.

11. Râk mar sâv ann héol gan̄t grouez, ar géot a zec’h, hé vleûen a gouéz, hag hé gaerded a zô kollet : ével-sé ann dén pinvidik a vézô gwévet enn hé hen̄chou.

12. Euruz ann hini a c’houzan̄v ann heskinou ; râk pa vézô bét arnodet, é vézô rôed d’ézhan̄ ar gurunen a vuez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄.

13. Na lavaret dén, pa vézô temptet, pénaoz eo temptet gan̄d Doué : râk Doué na hell két tempti évid ann drouk, ha na dempt dén.

14. Hôgen pép-hini a zô temptet gan̄d hé wall-ioul hé-unan a zeû d’hé gâs ha d’hé zidenna.

15. Ha neûzé ar gwall-ioul, pa é deûz en̄géhen̄tet, a c’hân ar péc’hed : hag ar péc’hed pa eo kaset-da-benn, a c’hân ar marô.

16. Na faziit kéd éta, va breûdeûr kér.

17. Pép grâs c’houék, pe pép rô klôk a zeû eûz ann néac’h, hag a ziskenn eûz a Dâd ar goulaou, é péhini n’eûz kemm é-béd, na skeûd é distrô é-béd.

18. Hén̄ eo en deûz hor c’hrouet hervez hé ioul dré c’hér ar wirionez, évit ma vijemp ével ar frouez-ken̄ta eûz hé grouadurien.

19. Ével-sé, va breûdeûr kér, ra vézô pép-hini ac’hanoc’h téar da zélaoui, ha diek da gomza, diek da vuanékaat.

20. Râk buanégez ann dén na zéven két gwirionez Doué.

21. Dré-zé goudé béza pelléet péb hudurnez, hag ann holl zrougiez,