Bibl/Levr Apokalips

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 672-691)



APOKALIPS pé DISRÉVED


SANT IANN ABOSTOL.


————


I. PENNAD.


1. Disrével Jézuz-Krist, a zô bét rôed d’ézhan̄ gan̄d Doué, évid diskleria d’hé zervicherien ann traou a dlé choarvézout abarz némeûr ; hag en deûz rôed da anaoud dré hé Éal en deûz kaset da Iann hé zervicher,

2. Péhini en deûz rôet testéni da c’hér Doué, hag a rô testéni da Jézuz- Krist, eûz a gémen̄t en deûz gwélet.

3. Euruz ann hini a lenn hag a zélaou geriou ann diougan-man̄, hag a vîr ann traou a zô skrivet enn-han̄ ; râg ann amzer a zô tôst.

4. Iann d’ar seiz Iliz a zô enn Azia : Ar c’hrâs hag ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h dré ann hini a zô, hag a zô bét, hag a dlé don̄t : ha dré ar seiz Spéred, a zô dirâg hé drôn ;

5. Ha dré Jézuz-Krist, péhini eo ann tést gwirion, ar C’hen̄ta-ganet eûz a douez ar ré varô, hag ar Prin̄s eûz a Rouéed ann douar ; péhini en deûz hor c’haret, hag hor gwalc’het eûz hor péc’héjou enn hé c’hoad ;

6. Ha péhini en deûz hol lékéat da rouan̄télez ha da véleien da Zoué hé Dâd : dézhan̄ ra vézô ar c’hloar hag ar galloud é amzeriou ann amzeriou. Amen.

7. Chétu é teû gan̄d ar c’hoabr ; ha pép lagad her gwélô, ar ré zô-ken hô deûz hé doullet : hag boil boblou ann douar a geinô pa her gwélin̄t. Ével-sé eo. Amen.

8. Mé eo Alfa hag Oméga, ann derou hag ann divez, émé ann Aotrou Doué, péhini a zô, hag a zô bét, hag a dlé don̄t, ann Holl-c’halloudek.

9. Mé Iann hô preûr, ha péhini em eûz va lôd enn en̄krez, er rouan̄télez, hag é habaskded Jézuz-Krist, ounn bét enn énézen a c’halveur Patmos, enn abek da c’hér Doué, ha da desténi Jézuz-Krist.

10. Eur zulvez é oenn estlammet é spéred, hag é kleviz adré d’in eur vouéz é-c’hîz son eunn drompiḻ.

11. Hag a lavaré : Skriv enn eul levr ar péz a wélez, ha kâs hén̄ d’ar seiz Iliz a zô enn Azia, da Éfézuz, ha da Smirna, ha da Bergamuz, ha da Diatira, ha da Zardis, ha da Filadelfia, ha da Laodiséa.

12. Ha mé a drôaz, évit gwélout a biou é oa ar vouéz a gomzé ouz-in : ha pa oenn trôet é wéliz seiz kan̄toler aour ;

13. Hag é-kreiz ar seiz kan̄toler aour, unan hén̄vel out Mâb ann dén, gwisket gan̄d eur zaé hîr, ha gourizet a-iz hé zivronn gan̄d eur gouriz aour.

14. Hé benn hag hé vléô a ioa gwenn ével gloan gwenn, hag ével ann erc’h ; hag hé zaou-lagad a ioa ével eur flamm tân ;

15. Hag hé dreid a ioa hén̄vel oud arm, pa éma enn eur fourn dân ; hag hé vouéz ével ann trouz eûz a galz a zoureier.

16. Enn hé zourn déou en doa seiz stéren : hag eûz hé c’hénou a teûé eur c’hlézé a zaou lemm : hag hé zremm a oa ker skéduz hag ann héol enn hé ners.

17. Ha pa wéliz anézhan̄, é kouéziz d’hé dreid ével marô. Hag hén̄ a lékéaz hé zourn déou war-n-oun, ô lavarout : N’az péz kéd a aoun ; mé eo ar c’hen̄ta hag ann divéza :

18. Béô ounn, hag ounn bét marô ; ha chétu ounn béô é amzeriou ann amzeriou, hag éma gan-én̄ alc’houésiou ar marô hag ann ifern.

19. Skriv éta ar péz éc’h eûz gwélet, hag ar péz a zô, hag ar péz a dlé béza goudé.

20. Chétu ann diskleriadur eûz ar seiz stéren éc’h eûz gwélet em dourn déou, hag eûz ar seiz kan̄toler aour. Ar seiz stéren, eo ann élez eûz ar seiz Iliz : hag ar seiz kan̄toler, eo ar seiz Iliz.


————
II. PENNAD.


1. Skriv da éal Iliz Éfézuz : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zalc’h ar seiz stéren enn hé zourn déou, hag a gerz é-kreiz ar seiz kan̄toler aour :

2. Mé a anavez da ôberiou, ha da labour, ha da habaskded ha pénaoz na hellez két gouzan̄vi ar ré zrouk ; ha pénaoz ô véza arnodet ar ré a lavar in̄t Ébestel, ha n’in̄t két, éc’h eûz hô c’havet gaouiaded :

3. Pénaoz oud habask, hag éc’h eûz gouzan̄vet enn abek d’am hanô, ha n’éc’h eûz két kollet kaloun.

4. Hôgen eunn dra em eûz da rébecha d’îd ; pénaoz éc’h eûz dilézet da garan̄tez gen̄ta.

5. Az péz koun éta a béléac’h out kouézet ; grâ pinijen, ha distrô d’as ôberiou ken̄ta : anéz é teûinn d’az kavout, hag é tenninn da gan̄toler euz hé léac’h, ma na réz pinijen.

6. Hôgen ann dra-man̄ éc’h euz a vâd, é kaséez ôberiou ann Nikolaited, péré a gasaann ivé.

7. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : D’ar gounidek é rôinn da zibri eûz ar wézen a vuez, a zô é-kreiz baradoz va Doué.

8. Skriv ivé da éal Iliz Smirna : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô ar c’hen̄ta hag ann divéza, ann hini a zô bét marô, hag a zo béô :

9. Mé a anavez da en̄krez ha da baouren̄tez ; hôgen pinvidig oud, ô véza ma lavar droug ac’hanod ar ré a lavar in̄t Iuzevien, ha n’in̄t két, hôgen péré a zô sinagog Satan.

10. N’az péz kéd a aoun eûz ar péz az lakain̄t da c’houzan̄vi. Chétu ann diaoul a lakai hiniennou ac’hanoc’h er vâc’h, évit ma viot arnodet, hag é viot en̄krézet é-pâd dék dervez. Béz féal bétég ar marô, hag é rôinn d’îd ar gurunen a vuez.

11. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : Néb a vêzô gounidek, na vézô két gloazet gan̄d ann eil varô.

12. Skriv ivé da éal Iliz Pergamuz : Chétu pétrâ a lavar ann hini en deûz eur c’hlézé a zaou lemm :

13. Mé a oar pénaoz é choumez el léac’h ma éma trôn Satan ; pénaoz éc’h euz dalc’het va hanô, ha n’éc’h euz két nac’het va feiz, enn deisiou zô-kén é péré é oé lazet An̄tipaz va zést féal, enn hô touez, é péléac’h é choum Satan.

14. Hôgen eunn dra-bennâg em euz da rebecha d’îd, pénaoz éc’h eûz tûd enn da douez hag a zalc’h kélénnadurez Balaam, péhini a zeské da Valak lakaat gwall-skouér dirâk bugalé Israel, dré ar péz a zébren̄t ha dré hô gadélez.

15. Béz’ éc’h eûz ivé gan-éz hag a zalc’h kélénnadurez ann Nikolaited.

16. Grâ ivé pinijen : anéz é teûinn d’az kavout abarz némeûr, hag é stourminn out-hô gan̄t klézé va génou.

17. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou : D’ar gounidek é rôinn ar mann kuzet, hag é rôinn ivé eur méan gwenn, ha war ar méan-zé é vézô skrivet eunn hanô nevez, ha na anavez dén néméd ann hini da béhini eo bét rôet.

18. Skriv ivé da éal Iliz Tiatira : Chétu pétrâ a lavar Mab Doué, péhini en deûz daou-lagad ével eur flamm tân, ha treid ével arm :

19. Anaoud a rann da ôberiou, ha da feiz, ha da garan̄tez, ha da zervich, ha da habaskded, ha pénaoz da ôberiou zivéza a zô bét gwelloc’h égéd ar ré gen̄ta.

20. Hôgen eunn dra-bennâg em eûz da réhecha d’îd, pénaoz é lézez Jézabel, péhini a gémer ann hanô a brofédez, da gélenna ha da douella va servicherien, oc’h hô lakaad da gouéza er c’hadélez, ha da zibri eûz ar boéd gwéstlet d’ann idolou.

21. Ha mé em eûz rôed amzer d’ézhi da ôber pinijen, ha né két felled d’ézhi kaout keûz eûz hé gadélez.

22. Chétu éz ann d’hé gâs war hé gwélé ; hag ar ré a gouéz enn avoultriez gan̄t-hi, a vézô glac’haret-brâz, ma na réont kéd a binijen eûz hô ôberiou.

23. Lakaad a rinn da vervel hé bugalé, hag ann holl Ilizou a wezô pénaoz eo mé eo ann hini a c’houiḻ ann digroazel hag ar c’halounou : hag é rôinn da bép-hini ac’hanoc’h hervez hé ôberiou. Hôgen d’é-hoc’h-hu é lavarann,

24. Ha d’ar ré all ac’hanoc’h péré a zô é Tiatira, ha na heûḻion̄t kéd ar gélénnadurez-zé, ha na anavézon̄t két dounderiou Satan, ével ma lévéron̄t, pénaoz na likiinn kéd eur béac’h all war-n-hoc’h.

25. Hôgen mirit ar péz hoc’h eûz bété ma teûinn.

26. Ha néb a vézô bét gounidek, hag en dévézô miret va ôberiou béteg ann divez, é rôinn d’ézhan̄ ar galloud war ar boblou,

27. Hag hén̄ a vérô anézhô gan̄d eur walen houarn ; hag ével Iistri prî é vézin̄t brévet ;

28. Ével ma eo bét rôed ivé d’in ar galloud gan̄t va Zâd : ha mé a rôi d’ézhan̄ ar wérélaouen.

29. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.


————
III. PENNAD.


1. Skriv ivé da éal Iliz Sardis : Chétu pétrâ a lavar ann hini en deûz ar Spéred Doué, hag ar seiz stéren : Mé a anavez da ôberiou ; ann hanô éc’h eûz da véza béô, hag oud marô.

2. Béz évésiek, ha kréta ar ré all, péré a zô daré da vervel ; râk na gavann kéd da ôberiou leûn dirâk va Doué.

3. Az péz koun éta eûz ar péz éc’h eûz digéméret ha klevet ; mir-hén̄, ha grâ pinijen. Râk ma na veḻez két, é teûinn ével eul laer : ha na wézi két pé da beur é teûinn.

4. Béz’ éc’h eûz koulskoudé é Sardis eur ré-bennâg, péré n’hô deûz két saotret hô diḻad ; hag hi a gerzô gan-én̄ gwisket é gwenn, ô véza ma in̄t dellézek.

5. Néb a vézô gounidek, a vézô ével-sé gwisket gan̄d diḻad gwenn, ha na laminn kéd hé hanô eûz al levr a vuez, hag éc’h an̄savinn hé hanô dirâk va Zâd, ha dirâg hé élez.

6. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.

7. Skrîv ivé da éal Iliz Filadelfia : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô San̄t ha Gwirion, ann hini en deûz alc’houez David ; péhini a zigor, ha dén na zerr ; péhini a zerr ha dén na zigor ;

8. Mé a anavez da ôberiou. Chétu em eûz digored d’îd eunn ôr, ha na hell dén da zerra ; ô véza ma éc’h eûz nébeûd a ners, ha ma éc’h eûz miret va gér, ha n’éc’h eûz két dian̄savet va hanô.

9. Chétu é kasinn d’îd lôd eûz ar ré a zalc’h sinagog Satan, eûz ar ré a lavar in̄t Iuzevien, ha n’in̄t két, hôgen a zô gaouiaded. Hô lakaad a rinn da zon̄d d’en em strin̄ka d’az taoulin, hag é wézin̄t pénaoz é karann ac’hanod.

10. Dré ma éc’h eûz miret gér va habaskded, az mirinn ivé diouc’h heur ann arnod, a dlé don̄d er béd holl évid arnodi ar ré a choum war ann douar.

11. Chétu é teûinn abars némeûr : dalc’h ar péz éc’h eûz, évit na vézô rôed da zén da gurunen.

12. Néb a vézô gounidek, é likiinn anézhan̄ da beûl é templ va Doué, ha na’z ai mui er-méaz : hag é skrivinn war-n-ézhan̄ hanô va Doué, hag hanô kéar va Doué, Jéruzalem nevez, a ziskenn eûz ann én̄v digan̄t va Doué, ha va hanô nevez.

13. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.

14. Skrîv ivé da éal Iliz Laodiséa : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô ar wirionez hé-unan, ann tést féal ha gwîrion, penn-abek krouidigez Doué :

15. Mé a anavez da ôberiou, hag a oar pénaoz n’oud na ién, na tomm. Mé a garfé é vijez ién pé domm ;

16. Hogen ô véza ma’z oud klouar, ha na’z oud na ién, na tomm, éz ann d’az c’houéda eûz va génou.

17. Lavaroud a réz : Pinvidig ounn, ha karged a vadou, ha n’em euz ézomm a nétrâ ; ha na ouzoud két pénaoz oud reûzeûdik, ha kéaz, ha paour, ha dall, ha noaz.

18. Alia a rann d’îd préna digan-én̄ aour arnodet gan̄d ann tân, évid don̄d da véza pinvidik ; ha diḻad gwenn, évid en em wiska, hag évit kuza da noazder ; hag eul louzou da larda da zaou-lagad, évit ma wéli.

19. Mé a grôz hag a gastiz ar ré a garann. Béz éta oazuz, ha grâ pinijen.

20. Chétu émounn é-tâl ann ôr, hag é skôann. Mar klev eur ré va mouéz, ha mar tigor ann ôr d’in, éz inn enn hé dî, hag é koañinn gan̄t-han̄, hag hén̄ gan-én̄.

21. Néb a vézô gounidek, é likiinn anézhan̄ da azéza gan̄-én̄ war va zrôn ; ével goudé béza bét gounidek va-unan, ounn béd azézet gan̄t va Zâd war hé drôn.

22. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.


————
IV. PENNAD.


1. Goudé-zé é selliz : ha chétu é wéliz eunn ôr digor enn én̄v : hag ar gen̄ta mouéz em boa klevet é c’hiz soun eunn drompiḻ, a lavaraz d’in : Pîñ aman̄, hag é tiskouézinn d’îd ann traou a dlé c’hoarvézout goudé-hen.

2. Ha râk-tâl é oenn estlammet é spéred : ha chétu é wéliz eunn trôn savet enn én̄v, hag eur ré azézet war ann trôn.

3. Hag ann hini a oa azézet a oa hén̄vel a zoaré oud eur méan japs ha sardin : hag eur ganévéden a ioa enn-drô d’ann trôn-zé, hag a oa hen̄vel a zoaré oud eunn émérôden.

4. Hag enn-drô d’ann trôn-zé éz oa pevar-ugen̄t trôn bihanoc’h ; ha war ann trônou-zé pévar-ugen̄t dén-kôz, gwisket gan̄d diḻad gwenn, gan̄t kurunennou aour war hô fennou.

5. Hag eûz ann trôn é tilammé luc’hed, kurunou, ha mouésiou : ha dirâg ann trôn éz oa seiz kleuzeûr en̄tanet, péré eo seiz Spéred Doué.

6. Ha dirâg ann trôn éz oa ével eur môr gwer hén̄vel out strin̄k : hag é-kreiz ann trôn, hag enn-drô d’ann trôn éz oa pévar loen leûn a zaou-lagad araog hag adrén̄.

7. Al loen ken̄ta a oa hén̄vel oud eul léon, hag ann eil loen a oa hén̄vel oud eul leûé, hag ann trédé loen en doa eunn dremm ével hini eunn dén, hag ar pévaré loen a oa hén̄vel oud eunn er war-nich.

8. Ar pévar loen hô doa péb a c’houéac’h askel ; ha leûn é oan̄t a zaou-lagad war-dro hag enn diabarz : ha na éhanen̄t da lavarout nôz-deiz ; San̄t, San̄t, San̄t eo ann Aotrou Doué holl-c’halloudek, péhini a oa, hag a zô, hag a dlé don̄t.

9. Ha pa rôé al loéned-zé gloar, hag énor, ha trugarez d’ann hini a zô azézet war ann trôn, hag a zô béô é amzeriou ann amzeriou :

10. Ar pevar-ugen̄t dén-kôz a stoué dirâg ann hini a oa azézet war ann trôn, hag a azeûlé ann hini a zô béô é amzeriou ann amzeriou, hag a daolé hô c’hurunennou dirâg ann trôn, ô lavarout :

11. Dellézeg oud, Aotrou hon Doué, da gaoud ar c’hloar, ann énor, hag ar galloud ; râk té éc’h eûz krouet pép-trâ, ha dré da ioul eo émain̄t, hag in̄t bét krouét.


————
V. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz é dourn déou ann hini a oa azézet war ann trôn, eul levr skrivet enn diabarz hag enn diavéaz, siellet gan̄t seiz siel.

2. Hag é wéliz eunn eal kré, péhini a lavaré gan̄d eur vouéz uc’hel : Piou a zô dellézek da zigeri al levr, ha da ziskoulma hé ziellou ?

3. Ha dén na hellé, nag enn én̄v, na war ann douar, na dindân ann douar, digeri al levr, na selloud out-han̄.

4. Ha mé a wélé kalz, ô véza né oa bét kaved dén dellézek da zigeri al levr, na da zelloud out-han̄.

5. Hag unan eûz ar ré gôz a lavaraz d’in : Na wél kél : chétu al léon eûz a vreûriez Juda, ar bron̄s eûz a Zavid en deûz bét dré hé c’hounidégez ar galloud da zigéri al levr, ha da ziskoulma ar seiz siel anézhan̄.

6. Hag é selliz, hag é wéliz é-kreiz ann trôn hag ar pevar loen, hag é-kreiz ar pévar-ugen̄t dén-kôz, eunn oan ével marô a oa enn hé zâ, hag en doa seiz korn, ha seiz lagad, péré eo seiz Spéred Doué kased dré ar béd holl.

7. Hag é teûaz, hag é kéméraz al levr eûz a zourn déou ann hini a oa azézet war ann trôn.

8. Ha pa oé digored al levr gant-han̄, ar pévar loen, hag ar pevar-ugen̄t dén-kôz a stouaz dirag ann Oan, gan̄t péb a délen, ha péb a gôp nour leûn a louzou-c’houés-vâd, péré eo pédennou ar zen̄t.

9. Hag hî a gané eur ganaouen névez, ô lavarout : Dellézeg oud, Aotrou, da géméroud al levr, ha da zigeri hé ziellou : ô véza ma oud bét lazet, ha ma éc’h eûz hor préned da Zoué gan̄d da c’hoad, eûz a béb iéz, eûz a bép pobl, hag eûz a béb brôad.

10. Ha ma éc’h eûz hol lékéad da rouéed ha da véleien évid hon Doué, ha ma rénimp war ann douar.

11. Hag é selliz, hag é kleviz mouéz kalz a élez enn-drô dann trôn, ha d’al loéned, ha d’ar ré-gôz : hag ann niver anézhô a oa eûz a viled a viled,

12. Péré a lavaré gan̄d eur vouéz uc’hel : Dellézeg eo ann Oan a zô bét lazet, da gaout galloud, ha douélez, ha furnez, ha ners, hag énor, ha gloar, ha bennoz.

13. Hag é kleviz kémen̄t krouadur a zo enn én̄v, ha war ann douar, ha dindân ann douar, hag ar ré a zô er môr, hag ar ré a zô aman̄, ô lavarout : D’ann hini a zô azézet war ann trôn, ha d’ann Oan, bennoz, hag énor, ha gloar, ha galloud é amzeriou ann amzeriou.

14. Hag ar pevar loen a lavaré : Amen. Hag ar pevar-ugen̄t dén-kôz a gouézaz war hô dremm, hag a azeûlaz ann hini a vév é amzeriou ann amzeriou.


————
VI. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz pénaoz ann Oan en doa digoret unan eûz ar seiz siel, hag é kleviz unan eûz ar pévar loen ô lavarout, gan̄d eur vouéz hén̄vel out trouz ar gurun : Deûz, ha gwél.

2. Hag é wéliz : ha chétu eur marc’h gwenn, hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ en doa eur warek ; hag é oé rôed d’ézhan̄ eur gurunen, hag e iéaz-kuît ével eunn trec’her évit mon̄d da drec’hi.

3. Ha pa en doé digoret ann eil siel, é kleviz ann eil loen ô lavarout : Deûz, ha gwél.

4. Hag é teûaz er-méaz eur marc’h all hag a oa gell : hag é oé rôed d’ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ ar galloud da denna ar péoc’h diwar ann douar, ha da lakaad ann dûd d’en em laza ann eil égilé : hag eur c’hlézé brâz a oé rôed d’ézhan̄.

5. Ha pa en doé digoret ann trédé siel, é kleviz ann trédé loen ô lavarout : Deûz, ha gwél. Ha chétu é wéliz eur marc’h dû ; hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ en doa eur c’hrôk-pouéz enn hé zourn.

6. Hag é kleviz ével eur vouéz é-kreiz ar pevar loen hag a lavaré : eur muzul gwiniz a dalô eunn diner, ha tri muzul heiz a dalô eunn diner ; na walli kéd ar gwîn nag ann éôl.

7. Ha pa en doé digoret ar pévaré siel, é kleviz mouéz ar pévaré loen a lavaré : Deûz, ha gwél.

8. Ha chétu é wéliz eur marc’h glâz ; hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ a oa han̄vet ar Marô, hag ann ifern a iéa war hé lerc’h ; hag ar véli a oé rôed d’ézhan̄ war ar bévaré gévren eûz ann douar, évit lakaad da vervel gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar verven̄t, ha gan̄d loéned férô ann douar.

9. Ha pa en doé digoret ar pempved siel, é wéliz dindân ann aoter énéou ar ré a oa bét lazet évit gér Doué, hag évid ann desténi hô doa rôet.

10. Hag é c’harmen̄t gan̄d eur vouéz uc’hel, ô lavarout : Pé vété keit, Aotrou, san̄t ha gwîr, é choumi héb barna, hag hép ven̄ji hor goâd eûz ar ré a choum war ann douar ?

11. Rôed é oé d’ézhô péb a zaé wenn ; hag é oé lavared d’ézhô arzaôi c’hoaz eunn nébeûd amzer, bété ma vijé leûn ann niver eûz hô c’hen-zervicherien, hag eûz hô breûdeûr, pére a dlé béza lazet kerkouls hag hî.

12. Ha mé a wélaz ivé pa zigoraz ar c’houec’hved siel ; ha chetu é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar brâz ; hag ann héol a zeûaz dû ével eur sac’h bléô ; hag al loar holl a zeûaz ével goâd :

13. Ha stéred ann én̄v a gouézaz war ann douar, ével ma taol eur wézen-fiez hé fiez c’hlâz, pa eo héjet gan̄d eunn avel vraz.

14. Hag ann én̄v en em dennaz ével eul levr a rolleur : hag ann holl vénésiou, hag ann inizi a oé loc’het eûz hô léac’h.

15. Ha rouéed ann douar, hag ar brin̄sed, ha pennou ar vrézélidi, hag ar ré binvidik, hag ar ré c’halloudek, hag ar sklaved, hag ar ré zieub en em guzaz er c’héviou, hag é réier ar ménesiou ;

16. Hag é léverjon̄d d’ar ménésiou ha d’ar réier : Kouézit war-n-omp, hag hor c’huzit a zirâg ann hini a zô azézet war ann trôn, hag eûz a vuanégez ann Oan :

17. Râk deûed eo deiz brâz hô puanégez ; ha piou a hellô choum a zâ ?


————
VII. PENNAD.


1. Goudé-zé é wéliz pévar éal enn hô zâ war bevar c’horn ann douar, péré a zalc’hé ar pévar avel eûz ann douar, évit na c’houézchen̄t két war ann douar, na war ar môr, na war wézen é-béd.

2. Mé a wélaz eunn éal all a biñé euz ar sâv-héol, ha siel ann Doué béô gan̄t-han̄ : hag hén̄ a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré d’ar pevar éal da béré é oa bét rôed ar galloud da walla ann douar, hag ar môr,

3. O lavarout : Na wallit kéd ann douar, nag ar môr, nag ar gwéz, kén n’hor bézô merket enn hô zâl servicherien hon Doué.

4. Hag é kleviz pénaoz ann niver eûz ar ré a oa bét merket, a oa eûz a bevar mil ha seiz-ugen̄t mil eûz a holl vreûriézou bugalé Israel.

5. Eûz a vreûriez Juda, é oé daouzék mil merket : Eûz a vreuriez Ruben, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Gad, daouzék mil merket :

6. Eûz a vreuriez Aser, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Neftali, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Manasé, daouzék mil merket :

7. Eûz a vreûriez Siméon, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Lévi, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Isakar, daouzék mil merket :

8. Eûz a vreûriez Zabulon, daouzék mil merket ; Eûz a vreûriez Jozef, daouzék mil merket : Eûz a vreûriez Ben̄jamin, daouzék mil merket.

9. Goudé-zé é wéliz eunn en̄groez brâz, ha na hellé dén nivéri, a béb brôad, a béb breûriez, a bép pobl, hag a béb iéz, a ioa eun hô zâ é-harz ann trôn, ha dirâg ann Oan, gwisket gan̄t saéou gwenn, ha péb a bar-palmez enn hô dourn.

10. Hag é c’harmen̄t gan̄d eur vouéz uc’hel, ô lavarout : Gloar d’hon Doué, péhini a zô azézet war ann trôn, ha d’ann Oan.

11. Hag ann holl élez a oa enn hô zâ enn-drô d’ann trôn ha d’ar ré gôz, ha d’ar pévar loen, hag en em daoljon̄d dirâg ann trôn war hô genou, hag éc’h azeûljon̄d Doué,

12. O lavarout : Amen. Bennoz, ha gloar, ha furnez, ha trugarez, hag énor, ha galloud, ha ners d’hon Doué, é amzeriou ann amzeriou. Amen.

13. Hag unan eûz ar ré gôz a lavaraz d’in : Piou eo ar ré-zé a zô gwisket gan̄t saéou gwenn ? Hag a béléac’h in̄d deûet ?

14. Ha mé a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, té her goar. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar ré-zé eo ar ré a zô deûed aman̄ goudé eunn en̄krez brâz, hag hô deûz gwalc’het ha gwennet hô saéou é goâd ann Oan.

15. Dré-zé émin̄d dirâk trôn Doué, hag é servichon̄d anézhan̄ nôz-deiz enn hé dempl : hag ann hini a zô azézet war ann trôn a choumô enn hô c’hreiz.

16. N’hô dévézô mui na naoun, na séc’hed ; nag ann héol, na grouéz é-béd na gouézô war-n-ézho ;

17. Râg ann Oan a zô é-kreiz ann trôn a rénô anézhô, hag hô c’hasô da feunteûniou ann doureier a vuez, ha Doué a zéc’hô ann holl zaérou eûz hô daou-lagad.


————
VIII. PENNAD.


1. Ha pa en doé digoret ann Oan ar seizved siel, é c’hoarvézaz eunn tav enn én̄v é-pâd eunn han̄ter-heur, pé war-drô.

2. Hag é wéliz ar seiz éal a zô enn ho zâ dirâk Doué : ha rôed é oé d’ézhô seiz trompiḻ.

3. Hag eunn éal all a zeûaz, hag en em lékéaz enn hé zâ dirâg ann aoter gan̄d eunn ézan̄souer aour enn hé zourn : ha rôed é oé d’ézhan̄ kalz a ézan̄s, évit ma kennigché pédennou ann holl zen̄t war ann aoter aour a zô dirak trôn Doué.

4. Ha môged ann ézan̄s gan̄t pédennou ar zen̄t, a biñaz dirâk Doué dré zourn ann éal.

5. Neûzé ann éal a géméraz ann ézan̄souer, hag hé leûniaz gan̄t tân ann aoter, hag hé daolaz war ann douar ; hag é c’hoarvézaz kurunou, ha mouésiou, ha luc’hed, hag eur c’hrén-douar brâz.

6. Hag ar seiz éal péré hô doa ar seiz trompiḻ, en em aozaz évit lakaad da zeni hô zrompiḻou :

7. Ann éal ken̄ta a lékéaz hé drompiḻ da zeni, hag é c’hoarvézaz kazarc’h, ha tân kemmesket gan̄t goâd a oé taolet war ann douar ; hag ann drédé gévren eûz ann douar hag eûz ar gwez a oé losket, hag ann holl c’héot glâz a oé devet.

8. Hag ann eil éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni, ha doaré eur ménez brâz entanet holl a oé taoled er môr, hag ann drédé gévren eûz ar môr a zeûaz da c’hoad.

9. Hag ann drédé gévren eûz ar grouadurien a oa béô er môr a varvaz, hag ann drédé gévren eûz al listri a oé kollet.

10. Hag ann drédé éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag eur stéren vrâz leskidig ével eur c’houlaouen-déô a gouézaz eûz ann én̄v war ann drédé gévren eûz ar steriou, ha war feunteûniou ann doureier.

11. Ar stéren-zé a oa hanvet Huélen-c’houerô, hag ann drédé gévren eûz ann doureier a zeûaz da huélen : ha kalz a dûd a varvaz gan̄d ann doureier, ô véza ma oan̄t deûed da véza c’houérô.

12. Hag ar pévaré éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é oé skoet war ann drédé gévren eûz ann héol, war ann drédé gévren eûz al loar, ha war ann drédé gévren eûz ar stéred, enn hévélep doaré ma oé tévaléet ann drédé gévren anézhô, ha na luc’haz kéd ann drédé gévren eûz ann deiz, nag eûz ann nôz ken-nébeût.

13. Neûzé é wéliz, hag é kleviz mouéz eunn er a nijé dré greiz ann én̄v, ô lavarout gan̄d eur vouéz uc’hel : Gwa, gwa, gwa d’ar ré a choum war ann douar, enn abek da vouéz ann tri éal all a dlé lakaad hô zrompiḻou da zéni.


————
IX. PENNAD.


1. Hag ar pempved éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é wéliz eur stéren a oa kouézet eûz ann én̄v d’ann douar, hag alc’houez pun̄s al loun̄k a oé rôed d’ézhi.

2. Hag hî a zigoraz pun̄s al loun̄k ; hag é savaz eûz ar pun̄s eur môged, hén̄vel out môged eur fourn vrâz ; hag ann héol hag ann éar a oé tévaléet gan̄t môged ar pun̄s :

3. Hag eûz a vôged ar pun̄s é savaz kiḻeien-raden war ann douar ; ha rôed é oé d’ézhô eur galloud, ével ma ho deûz kroged ann douar.

4. Ha gouc’hémennet é oe d’ézhô na rajen̄d droug é-béd da c’héod ann douar, na da nétrâ a c’hlâz, na da wézen é-béd ; hôgen hép-kén d’ann dûd ha n’hô divijé két merk Doué war hô zâl.

5. Ha rôed é oé d’ézhô ar galloud, nann d’hô laza, hôgen d’hô heskina é-pâd pemp miz : hag ann droug a reon̄t a zô hén̄vel oud ann hini a ra ar grug pa flemm ann dén.

6. Enn deisiou-zé ann dûd a glaskô ar marô, ha n’her c’havin̄t két ; c’hoan̄t hô dévézô da vervel, hag ar marô a dec’hô diout-hô.

7. Ar rumm kiḻeien-raden-zé a oa hén̄vel out kézek aozed évid ar brézel. Béz’ hô doa war hô fennou ével kurunennou hén̄vel oud aour ; hag hô dremmou a oa ével dremmou tûd.

8. Bléô hô doa ével bléô merc’hed : hô den̄t a oa hén̄vel oud den̄t léoned.

9. Hobrégonou hô doa ével hobrégonou houarn ; ha trouz hô diou-askel a oa ével trouz kirri gan̄t kalz a gézek ô rédek d’ar brézel.

10. Hô lôst a oa hén̄vel oud hini ar gruged : râk flemmou a ioa oud hô lôst : hag ar galloud hô doa da walla ann dûd é-pâd pemp miz.

11. Da roué hô doa éal al loun̄k, hanvet é Hébrach Abaddon, hag é Grégach Apollion, da lavaroud eo, Gwaster.

12. Eur reûz a zô éad é-biou ; ha chétu daou reûz all a zeû warlerc’h.

13. Hag ar c’houec’hved éal a lékéaz hé drompiḻ da zéni, hag é kleviz eur vouéz a zeûé eûz a bévar c’horn ann aoter aour, a zô dirâk Doué,

14. Hag a lavaraz d’ar c’houec’hved éal, péhini en doa eunn drompiḻ : Distag ar pévar éal a zô stâg war ar ster vrâz Eûfratez.

15. Hag é oé distaget ar pevar éal, péré a oa daré évid ann heur, hag ann deiz, hag ar mîz, hag ar bloaz, évit laza ann drédé gévren eûz ann dûd.

16. Hag ann niver eûz ann armé a varc’heien-zé a ioa eûz a zaou c’han̄t milion : râk mé a glevaz ann niver anézhô.

17. Hag ével-henn é wéliz ar c’hézek er wélédigez : hag ar ré a ioa azézet war-n-ézhô hô doa hobrégonou ével a dân, hag a hiasin̄t hag a zoufr ; ha pennou ar c’hézek a oa hével out pennou léoned ; hag eûz hô génou é tilammé tân, ha môged, ha soufr.

18. Ha gan̄d ann tri gouli-zé, gan̄d ann tân, ha gan̄d ar moged, ha gan̄d ar soufr, a zeûe er-méaz euz hô génou, é oé lazet ann drédé gévren eûz ann dûd.

19. Râg galloud ar c’hézek-zé a zô enn hô genou, hag enn hô lôst ; râg hô lôst a zô hén̄vel oud aéred, ha pennou gan̄t-hô, gan̄t péré é réon̄d drouk.

20. Hag ann dûd all, péré né oan̄t két bét lazet gan̄d ar gouliou-zé, na réjon̄t kéd a binijen eûz a ôberiou hô daouarn, oc’h éhana da azeûli ann diaoulou, ha skeûdennou aour, hag arc’han̄t, hag arm, ha mein, ha prenn, péré na hellon̄t na gwélout, na klevout, na kerzout :

21. Ha na réjon̄t kéd a binijen eûz hô lazérésou, nag eûz hô strôbinellou, nag eûz hô gadélésiou, nag euz hô laéron̄siou.


————
X. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn éal all kré a ziskenné eûz ann én̄v, hag hén̄ gwisket gand eur goabren, ha gan̄d eur ganévéden war hé benn : hag hé zremm a ioa ével ann héol, hag hé dreid ével peûliou tân :

2. Hag hén̄ en doa enn hé zourn eul levr bihan digor : hag é lékéaz hé droad déou war ar môr, hag hé droad kleiz war ann douar ;

3. Hag é c’harmaz gan̄d eur vouéz gre, ével pa iûd eul léon. Ha goudé m’en doé garmet, seiz kurun a roaz da glevout hô mouésiou.

4. Ha p’hô doé ar seiz kurun rôed da glevout hô mouésiou, éz éann da skriva ; pa gleviz eur vouéz eûz ann én̄v a lavaraz d’in : Siell ar péz hô deûz lavaret ar seiz kurun, ha na skriv kéd anézhan̄.

5. Hag ann éal em boa gwélet enn hé zâ war ar môr ha war ann douar, a zavaz hé zourn étrézég ann én̄v,

6. Hag a douaz dré ann hini a zô béô é amzeriou ann amzeriou, péhini en deûz krouet ann én̄v, ha kémen̄d a zô enn-han̄, hag ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄, hag ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄, pénaoz na vijé mui a amzer ;

7. Hôgen pénaoz é deiz mouéz ar seizved eal, pa lakafé hé drompiḻ da zeni, mister Doué a vijé peûr-c’hréat, ével ma en deûz hé ziouganet dré ar Broféded hé zervicherien.

8. Hag ar vouéz em boa kleved eûz ann én̄v a gomzaz c’hoaz ouz-in, hag a- lavaraz : Kéa, ha kémer al levr bihan a zô digor é dourn ann éal a zô enn hé zâ war ar môr ha war ann douar.

9. Ha mé a iéaz da gavoud ann éal, hag é liviriz d’ézhan̄ : Rô d’in al levr. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kémer al levr, ha loun̄k-hén̄ : c’houervaad a rai da gôv ; hôgen enn da c’hénou é vézô c’houék ével mél.

10. Ha mé a géméraz al levr eûz a zourn ann éal, hag é loun̄kiz anézhan̄ : hag em génou éz oa c’houék ével mél ; hôgen goudé ma em boé hé loun̄ket, é c’houervaaz va c’hôv.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Réd eo c’hoaz d’id diougani da dûd a galz a vrôadou, hag a boblou, hag a iézou, ha da galz a rouéed.


————
XI. PENNAD.


1. Ha rôed é oé d’in eur gorsen hén̄vel oud eur walen, hag é oe lavared d’in : Saô, ha men̄t templ Doué, hag ann aoter, hag ar ré azeûl enn-han̄.

2. Hôgen leôr ann or-dâl, péhini a zô er-méaz eûz ann templ, léz-hi, ha na ven̄t kéd anézhi ; râk rôed eo bét d’ar Jen̄tiled, hag hî a vac’hô ar géar zan̄tel é-pâd daou viz war-n-ugen̄t.

3. Ha mé a rôi galloud d’am daou dést, hag é tiouganin̄t é-pâd mil daou c’han̄t ha tri-ugen̄d dervez, gwisket gan̄t seier.

4. Ar ré-zé a zô diou olivézen, ha daou gan̄toler, lékéad dirâk Doué ann douar.

5. Ha mar fell da zén gwalla anézhô, é teûi tân er-méaz eûz hô génou, hag a wastô hô énebourien : ha mar fell da zén ôber-drouk d’ézhô, eo réd d’ézhan̄ béza lazet enn doaré-zé.

6. Ar galloud hô deûz da zerra ann én̄v, évit na c’hlaviô két enn deisiou ma tiouganin̄t : hag ar galloud hô deûz ivé war ann doureier évid hô c’hemma é goâd, ha da zarc’haoui gan̄d ann douar a bép seurt gouli, kenn aliez ha ma kirin̄t.

7. Ha pa hô dévézô peûr-rôed hô zesténi, al loen a zâv eûz al lounk, a vrézélékai out-hô, a drec’hô anézhô, hag hô lazô.

8. Hag hô c’horfou a choumô gourvézet war ruou ar géar vrâz, a zô galvet enn eunn doaré spéréduz Sodoma, hag Éjipt, é péléac’h hô Aotrou hé-unan a zô bét lékéad oud ar groaz.

9. Ha tûd eûz a veûr a vreûriez, eûz a veûr a bobl, eûz a veûr a iéz, hag eûz a veûr a vrôad, a wélô hô c’horfou é-pâd tri dervez han̄ter, ha na lézin̄t két hô lakaad er bêz.

10. Hag ar ré a choumô war ann douar en em laouénai diwar hô fenn, hag a vragô : hag é kasin̄t rôou ann eil d’égilé, ô véza ma hô dévézô ann daou Brofed-zé gwall heskinet ar ré a c’houmé war ann douar.

11. Ha goudé tri dervez han̄ter, ar spéred a vuez a Zoué a iéaz enn-hô : hag é savchon̄t war hô zreid, hag eur spoun̄t brâz a gouézaz war ar ré a wélaz anézhô.

12. Hag hî a glevaz eur vouéz uc’hel eûz ann én̄v, hag a lavaré d’ézhô : Piñid aman̄. Hag hî a biñaz enn én̄v enn eur goabren ; hag hô énébourien a wélaz anézhô.

13. Hag enn heur-zé é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar brâz, hag ann dékved gévren eûz ar géar a gouézaz : hag er c’hrén-douar-zé é oé lazet seiz mil dén ; hag ar ré all a oé spoun̄tet brâz, hag a veûlaz Doué ann én̄v.

14. Ann eil reûz a zô éad é-biou ; ha chétu eunn trédé reûz a zeûi abarz némeûr.

15. Hag ar seizved éal a lékéaz hé drompiḻ da zeni ; hag é c’hoarvézaz mouésiou brâz enn én̄v, hag a lavaré : Rouan̄télez ar béd-man̄ a zo tréménét da hon Aotrou ha d’hé C’hrist ; hag hén̄ a rénô é amzeriou ann amzeriou. Amen.

16. Hag ar pevar dén-kôz war-n-ugen̄t ; péré a zô azézet war hô zrônou dirâk Doué, a gouézaz war hô génou, hag a azeûlaz Doué, ô lavavarout :

17. Da drugarékaad a réomp, Aotrou Doué holl-c’halloudek péhini a zô, hag a oa, hag a dlé don̄t ; ô véza ma éc’h eûz digeméred da c’halloud brâz, ha ma éc’h eûz rénet.

18. Hag ar brôadou hô deûz buanékéet ; ha da vuanégez a zô deûet, hag ann amzer da varna ar ré varô, ha da rei hô gôbr d’ar Broféded da zervicherien, ha d’ar zen̄t, ha d’ar ré a zouj da hanô, d’ar ré vihan ha d’ar ré vrâz, ha da wasta ar ré hô deûz saotret ann douar.

19. Ha templ Doué enn én̄v a oé digoret ; hag é oé gwélet arc’h hé gévrédigez enn hé dempl ; hag é c’hoarvézaz luc’hed, ha mouésiou, ha krénou-douar, ha kazarc’h brâz.


————
XII. PENNAD.


1. Hag eur burzud braz a oé gwélet enn én̄v : eur c’hrég gwisket gan̄d ann héol, hag al loar dindân hé zreid, ha war hé fenn eur gurunen a zaouzék stéren :

2. Hag hi brazez, a c’harmé gan̄d ar gwen̄trou, ô véza é poan vugalé.

3. Hag eur burzud all a oé gwélet enn én̄v : ha chétu eunn aérouan̄t brâz gell, péhini en doa seiz penn, ha dék korn ; ha war hé bennou seiz kurunen.

4. Hag hé lôst a dennaz gan̄t-han̄ ann drédé gévren eûz a stéred ann én̄v, hag hô zaolaz war ann douar. Hag ann aérouan̄t a zavaz dirâg ar c’hrég a oa daré da wilioudi ; évit loun̄ka hé mâb, pa vijé gwilioudet.

5. Hag hî a c’hanaz eur mab goaz, a dlié réna ann holl vrôadou gan̄d eur wialen houarn, hag hé mâb a oé skrapet étrézé Doué, hag étrézég hé drôn.

6. Hag ar c’hrég a dec’haz el léac’h-distrô, é péléac’h é doa eul léac’h aozet gan̄d Doué, évit béza maget énô é-pâd mil daou c’han̄t dervez ha trî-ugen̄t.

7. Hag eunn emgann brâz a c’hoarvézaz enn én̄v ; Mikéal hag hé élez en em ganné oud ann aérouan̄t, hag ann aérouan̄t gan̄d hé élez en em ganné out-han̄.

8. Hag ar ré-man̄ na oen̄t két tréac’h, ha na oé mui kaved a léac’h évit-hô enn én̄v.

9. Hag ann aérouan̄t brâz-zé, ann aer gôz, péhini a zô galvet Diaoul ha Satan, pehini a douell ar béd holl, a oé stlapet d’ann douar, hag hé élez a oé kaset gan̄t-han̄.

10. Hag é kleviz eur vouéz gré enn én̄v hag a lavaré : Bréma eo deûet ar zilvidigez, hag ann ners, ha rouan̄télez hon Doué ; ha galloud hé C’hrist ; râk tamaller hor breûdeûr, péhini a damallé anézhô dirâg hon Doué nôz-deiz, a zô bét diskaret.

11. Hag hî a oé tréac’h d’ézhan̄ dré c’hoad ann Oan, ha dré ann abek da c’her hé desténi ; ha n’hô deûz két karet hô énéou bétêg ar marô.

12. Râk-sé laouénait, én̄vou, ha c’houi péré a choum enn-hô. Gwa ann douar hag ar môr, râg ann diaoul a zô diskennet étrézég enn-hoc’h, gan̄d eur vuanégez vrâz, ô c’houzout pénaoz en deûz nébeûd a amzer.

13. Ha pa wélaz ann aérouan̄t pénaoz é oa bét stlapet d’ann douar, é heskinaz ar c’hrég péhini é doa ganet eur mab goaz.

14. Ha rôed é oé d’ar c’hrég diou-askel eunn er brâz, évit ma nijché el léac’h-distrô, enn hé léac’h hé-unan, ma eo maget é-pâd eunn amzer, hag amzeriou, hag ann han̄ter euz a eunn amzer, pell diouc’h dremm ann aérouan̄t.

15. Hag ann aérouan̄t a daolaz eûz hé c’henou, war-lerc’h ar c’hrég, dour ével eur ster, évid hé didenna gan̄d ar ster.

16. Hag ann douar a gen-nerzaz ar c’hrég ; digéri a réaz ann douar hé c’hénou, hag é loun̄kaz ar ster en doa taolet ann aérouan̄t eûz hé c’hénou.

17. Hag ann aérouan̄t a zavaz droug enn-han̄ oud ar c’hrég ; hag éz éaz da vrézélékaad gan̄d ann dilerc’h eûz hé gwenn, péré a vir gourc’hémennou Doué, hag a rô testéni da Jézuz-Krist.

18. Hag é choumaz war dréaz ar môr.


————
XIII. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eul loen ô sével eûz ar môr, péhini en doa seiz penn, ha dék korn, ha war hé gerniel dék kurunen, ha war hé bennou hanvou a zrouk-prézek.

2. Hag al loen a wéliz a oa hénvel oud eul léonpard, hag hé dreid ével treid eunn ours, hag hé c’hénou ével génou eul léon : hag ann aérouan̄t a rôaz d’ézhan̄ hé ners, hag eur galloud brâz.

3. Ha mé a wélaz unan eûz hé bennou ével gouliet d’ar marô ; hag hé c’houli marvel a oé iac’héet : hag ann douar holl a oé souézet gan̄d al loen.

4. Hag hî a azeûlaz ann aérouan̄t, péhini en doa rôed he c’halloud d’al loen : hag éc’h azeûljon̄t al loen, ô lavarout : Piou a zô hén̄vel oud al loen ? Ha piou a hellô en em ganna out-han̄ ?

5. Ha rôed é oé d’ézhan̄ eur génou hag a lavaré traou brâz ha drouk-prézégou : hag ar galloud a oé rôed d’ézhan̄ da ôber ével-sé é-pâd daou miz ha daou-ugen̄t.

6. Hag hén̄ a zigoraz hé c’hénou évid drouk-prézégi ouc’h Doué, évid drouk-prézegi oud hé hanô, hag oud hé dabernakl, hag oud ar ré a choum enn én̄v.

7. Rôed é oé ivé dézhan̄ ar galloud da ôber ar brézel oud ar zen̄t, ha d’hô zrec’hi : ha rôed é oé d’ézhan̄ béli war béb breûriez, ha pobl, ha iéz, ha brôad.

8. Hag azeûlet é oé gan̄d ar ré holl a choum war ann douar, hag eûz a béré né két skrivet ann hanvou el levr a vuez ann Oan, a zô bét lazet adalek penn-ken̄ta ar béd.

9. Ma en deûz eur ré diskouarn, sélaouet.

10. Néb en dévézô kaset é sklavérez, az ai é sklavérez. Néb en dévézô lazet gan̄d ar c’hlézé, eo réd é vé lazet gan̄d ar c’hlézé. Aman̄ éma habaskded, ha feiz ar Zen̄t.

11. Ha mé a wélaz eul lôen all a zavé eûz ann douar, hag en doa daou gorn hénvel out ré ann Oan, hag a gomzé ével ann aérouan̄t.

12. Hag hén̄ a ziskouézaz holl c’halloud al loen ken̄ta dira-z-han̄ : hag é lékéaz ann douar, hag ar ré a choumé enn-han̄ da azeûli al loen ken̄ta, péhini a oa bét iac’héet eûz hé c’houli marvel.

13. Hag hén̄ a réaz burzudou brâz, bété lakaad da ziskenni ann tân euz ann én̄v war ann douar dirâg ann dûd.

14. Ha touella a réaz ar ré a choum war ann douar, gand ar burzudou a oa rôed d’ézhan̄ da ôber dirâg al loen, ô lavaroud d’ar ré a choum war ann douar, ôber eur skeûden d’al loen, péhini a vézô bét glazet gan̄d ar c’hlézé, hag a vézô c’hoaz béô.

15. Ha rôed é oé d’ézhan̄ ar galloud da rei ar vuez da skeuden al loen, ha d’hé lakaad da gomza : ha lakaad a rai da laza kémen̄d hini na azeûlô kéd al loen.

16. Lakaad a rai ivé ann holl dûd, bihan ha brâz, pinvidik ha paour, fran̄k ha sklâv, da gaoud eur merk enn dourn déou pé war hô zâl :

17. Ha na hellô dén na préna, na gwerza, néméd ann hini en dévézô ar merk, pé ann hanô eûz al loen, pé ann niver eûz hé hanô.

18. Aman̄ éma ar furnez. Néb en deûz poell, koun̄tet niver al loen. Râk niver eunn dén eo ; hag hé niver eo c’houec’h kan̄t c’houec’h ha tri-ugen̄t.


————
XIV. PENNAD.


1. Ha mé a zellaz, ha chétu ann Oan a oa enn hé zâ war vénez Sion, ha gan̄t-han̄ pevar mil ha seiz-ugen̄t mil dén, péré hô doa hé hanô, hag hanô hé Dâd skrivet war hô zâl.

2. Ha mé a glevaz eur vouéz eûz ann én̄v, hén̄vel out trouz doureier brâz, hag hén̄vel out trouz eur gurun vrâz ; hag ar vouéz a gleviz a oa hén̄vel out télennerien a délenné war hô zélennou.

3. Hag hî a gané é-c’hîz eur ganaouen nevez, dirâg ann trôn, ha dirâg ar pevar loen, hag ar ré gôz : ha dén na hellé kana ar ganaouen, néméd ar pevar mil ha seiz-ugen̄t mil, péré a zô bét prénet eûz ann douar.

4. Ar ré-zé eo péré n’int két en em zaotret gan̄d ar merc’hed, râg gwerc’h in̄t. Ar ré-zé a heûḻ ann Oan da béléac’h-bennâg ma’z a. Ar ré-zé a zô bét prénet eûz a douez ann dûd évit ken̄ta-frouez da Zoué, ha d’ann Oan.

5. Ha n’eûz két bét kavet a c’haou enn hô génou : râk dinam in̄t dirâk trôn Doué.

6. Ha mé a wélaz eunn éal all a nijé dré greiz ann én̄v, hag ann Aviel peûr-baduz gan̄t-han̄, évid hé brézégi d’ar ré a choum war ann douar, da béb brôad, ha da béb breûriez, ha da béb iéz. ha da bép pobl ;

7. O lavarout gan̄d eur vouéz gré : Doujid ann Aotrou, ha meûlit-hén̄, râk deûed eo heur hé varn : hag azeûlid ann hini en deûz gréad ann én̄v, hag ann douar, ar môr, ha mammennou ann doureier.

8. Hag eunn éal all a zeûaz war-lerc’h, hag a lavaraz : Kouézed eo, kouézed eo Babilon, ar géar vrâz-zé, péhini é deûz rôed da éva d’ann holl vrôadou gwîn buanégez hé c’hadélez.

9. Hag eunn trédé éal a zeûaz war-lerc’h ar ré-man̄, hag a lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Mar teû eur ré da azeûli al loen, hag hé skeûden, ha da zigéméroud hé verk war hé dâl, pé enn hé zourn ;

10. Hen-nez a évô eûz a wîn buanégez Doué, a zô aozet gan̄t gwîn digemmesk é kalir hé vuanégez : hag hén̄ a vézô heskinet enn tân hag er soufr dirâg ann élez san̄tel, ha dirâg ann Oan.

11. Ha môged hô heskinou a biñô é amzeriou ann amzeriou : ha na vézô éhan é-béd na deiz na nôz, évid ar ré hô dévézô azeûlet al loen, hag hé skeûden, pé évid ar ré hô dévézô digéméret merk hé hanô.

12. Aman̄ éma habaskded ar zen̄t, péré a vîr gourc’hémennou Doué, ha feiz Jézuz.

13. Ha mé a glevaz eur vouéz eûz ann én̄v, hag a lavaraz d’in : Skrîv : Gwenvidig ar ré varô, péré a varv enn Aotrou. A-vréman̄, émé ar Spéred, é éhanin̄t oud hô labouriou : râg hô ôberiou a heûḻ anézhô.

14. Ha mé a zellaz, ha chétu eur goabren wenn ; ha war ar goabren unan azézet hag a oa hén̄vel out Mâb ann dén, ha war hé benn eur gurunen aour, hag enn hé zourn eur falc’h lemm.

15. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz eûz ann templ, hag a griaz gan̄d eur vouéz gré d’ann hini a oa azézet war ar goabren : Taol da falc’h, ha méd ; rék deûed eo ann heur da védi, ha médérez ann douar a zô darev.

16. Hag ann hini a oa war ar goabren a daolaz hé falc’h war ann douar, hag ann douar a oé médet.

17. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz euz ann templ a zô enn én̄v, ha gan̄t-han̄ ivé eur falc’h lemm.

18. Hag eunn éal all a zeûaz er-méaz eûz ann aoter, hag hén̄ en doa galloud war ann tân ; hag hén̄ a griaz gan̄d eur vouéz gré d’ann hini en doa eur falc’h lemm, ô lavarout : Taol da falc’h lemm, ha trouc’h bodou gwini ann douar ; râg hé rezin a zô darev.

19. Hag ann éal a daolaz hé falc’h lemm war ann douar, hag a drouc’haz bodou gwini ann douar, hag ho zaolaz é béol vrâz buanégez Doué.

20. Hag ar véol a oé gwasket er-méaz eûz a géar, hag ar goâd a zeûaz er-méaz eûz ar véol bété gwesken ar c’hézek a-héd mil c’houec’h kan̄t stâd.


————
XV. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn arouéz all enn én̄v, brâz ha souézuz, seiz éal, péré hô doa ar seiz gouli divéza ; râg gan̄t-hô eo sévénet buanégez Doué,

2. Ha mé a wélaz é-c’hiz eur môr gwér, mesket gan̄t tân ; hag ar ré hô doa trec’het al loen, hag hé skeûden, hag ann niver eûz hé hanô, a ioa war ar môr gwér-zé, ha télennou Doué gan̄t-hô.

3. Hag hî a gané kanaouen Moizez servicher Doué, ha kanaouen ann Oan, ô lavarout : Brâz ha souézuz eo da ôberiou, ô Aotrou Doué holl-c’halloudek : da hen̄chou a zô gwirion ha gwîr, ô Doué ann amzeriou

4. Piou na zoujô ked ac’hanod, ô Aotrou, ha na veûlô két da hano ? Rak n’eûz néméd-od a gémen̄d a vé mâd : râg ann holl vrôadou a zeûi, hag a azeûlô ac’hanod, ô véza ma eo splann da varniou.

5. Ha goudé-zé é selliz, ha chétu é wéliz templ tabernakl ann desténi digor enn én̄v :

6. Hag ar seiz eal péré hô doa ar seiz gouli a zeûaz er-méaz euz ann templ, gwisket gan̄t lin glân ha kann, ha gourizet enn hô dargreiz gan̄t gourizou aour.

7. Hag unan eûz ar pevar loen a rôaz d’ar seiz éal seiz kôb aour, leûn gan̄t buanégez Doué, péhini a vév é amzeriou ann amzeriou.

8. Hag ann templ a oé leuniet gan̄d ar môged eûz a veûrdez Doué, hag eûz hé ners : ha dén na hellé mon̄d enn templ, ken na vijé bét peûr-skuḻet seiz kôb ar seiz éal.


————
XVI. PENNAD.


1. Ha mé a glevaz eur vouéz gré a zeûé eûz ann templ, hag a lavaraz d’ar seiz éal : Id, ha skuḻit ar seiz kôb eûz a vuanégez Doué war ann douar.

2. Hag ar c’hen̄ta a iéaz, hag a skuḻaz hé c’hôb war ann douar : hag eur gouli drouk ha gwalluz a gouézaz war ann dûd péré hô doa merk al loen, ha war ar ré péré a azeûlé hé skeûden.

3. Hag ann eil éal a skuḻaz hé gôb war ar môr, hag é teûaz ével goâd eunn dén marô ; ha kémen̄d en doa buez er môr a varvaz.

4. Hag ann trédé éal a skuḻaz hé gôb war ar steriou, ha war vammennou ann doureier ; hag é oen̄t trôed é goâd.

5. Ha mé a glevaz éal ann doureier ô lavarout : Té a zô gwirion, ô Aotrou, té péhini a zô hag a oa San̄t, pa éc’h eûz barnet kémen̄t-sé.

6. O véza ma hô deûz skuḻet goâd ar Zen̄t hag ar Broféded, hag éc’h eûz rôet goâd d’ézhô da éva ; râk dellézeg é oan̄t eûz a gémen̄t-sé.

7. Ha mé a glevaz eunn all eûz ann aoter hag a lavaraz : Ia, Aotrou Doué holl-c’halloudek, da varnou a zô gwîr ha gwirion.

8. Hag ar pevaré éal a skuḻaz hé gôb war ann héol ; hag ar galloud a oé rôed d’ézhan̄ da en̄krézi ann dûd gan̄d ar c’hrouéz ha gan̄d ann tân.

9. Hag ann dûd a oé poazet gan̄d eur c’hrouéz vrâz, hag é trouk-prézégchon̄t gan̄d hanô Doué pehini en deûz ar galloud war ar c’houliou-zé ; ha na réjon̄d kéd a binijen évit rei gloar d’ézhan̄.

10. Hag ar pempved éal a skuḻaz hé gôb war drôn al loen ; hag hé rouan̄télez a zeûaz da véza tén̄val, hag é chaokchon̄t hô zéôdou gan̄d ho glac’har :

11. Hag é trouk-prézégchon̄t gan̄d Doué ann én̄v, enn abek d’hô glac’hariou ha d’hô gouliou : ha na réjon̄t kéd a binijen eûz hô ôberiou.

12. Hag ar c’houec’hved éal a skuḻaz hé gôb war ar ster vrâz Eufratez ; hag é tizéc’haz hé dour, évid aoza ann hen̄t da rouéed ar sav-héol.

13. Ha mé a wélaz tri spéred louz hén̄vel out gweskléved, péré a zeûé er-méaz eûz a c’héôl ann aérouan̄t, hag eûz a c’héôl al loen, hag eûz a c’hénou ar fals-profed.

14. Râk spérejou diaoulou in̄t péré a ra burzudou, hag a ia étrézég rouéed ann douar holl, évid hô strolla d’ar brézel é deiz brâz ann Doué holl-c’halloudek.

15. Chétu é teûann ével eul laer. Euruz ann hini a veḻ, hag a vir hé ziḻad, gan̄d aoun na gerzfé enn-noaz, ha na wélfen̄t hé vézégez.

16. Hag hén̄ a strollô anézhô el léac’h a zô galvet enn Hébrac’h Armagédon.

17. Hag ar seizved éal a skuḻaz hé gôb enn éar ; hag eur vouéz gré a zeûaz eûz ann templ, ével eûz ann trôn, hag a lavaré : Gréad eo.

18. Hag é c’hoarvézaz luc’hed, ha mouésiou, ha kurunou ; hag é teûaz eur c’hrén-douar brâz, eur c’hrén-douar ker braz, ha na oé biskoaz eunn hévélep abaoé ma éz euz tûd war ann douar.

19. Hag ar géar vrâz a oé rannet é teir gévren, ha keriou ar brôadou a gouézaz : ha Babilon ar vrâz a zeûaz da goun dirâk Doué, évit rei d’ézhi da éva ar c’halir eûz a wîn broez hé vuanégez.

20. Hag ann holl énézi a dec’haz, ha na oé két kaved ar ménésiou.

21. Hag eur c’hazarc’h brâz é-c’hîz eunn talan̄t a gouézaz euz ann én̄v war ann dûd : hag ann dûd a zrouk-prézégaz gan̄d Doué enn abek da c’houli ar c’hazarc’h ; rag gwall vraz é oa ar gouli-zé.


————
XVII. PENNAD.


1. Hag unan eûz ar seiz éal péré ho doa ar seiz kôb, a zeûaz, hag a lavaraz d’in : Deûz, hag é tiskouézinn d’id barnédigez ar c’hrek fall, péhini a zô azézet war ann doureier brâz ;

2. Gan̄t péhini rouéed ann douar a zô en em zaotret, hag eo mezviet gan̄t gwin hé gadélez ar ré a choum war ann douar.

3. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el léac’h-distrô ; hag é wéliz eur c’hrég azézet war eul loen a liou tané, leûn a hanôiou drouk-prézek, ha gan̄t-han̄ seiz penn ha dék korn.

4. Hag ar c’hrég a ioa gwisket gan̄d diḻad mouk ha tané ; kin̄klet é oa gan̄d aour, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄t perlez ; enn hé dourn é doa eur c’hôb aour, leûn a argarzidigez, hag eûz a hudurnez hé gadélez.

5. Ha war hé zâl ann hanô-man̄ a oa skrivet : Mister ; Babilon vrâz, mamm ar gadésiou, hag argarzidigésiou ann douar.

6. Ha mé a wélaz ar c’hrég-zé mezô gan̄t goâd ar zen̄t, ha gan̄t goâd merzerien Jézuz : ha pa hé gwéliz é oenn souézet-brâz.

7. Hag ann éal a lavaraz d’in : Pérâg oud-dé souézet ? Mé a lavarô d’îd ar mister eûz ar c’hrég, hag eûz al loen a zoug anézhi, péhini en deûz seiz penn ha dék korn.

8. Al loen éc’h eûz gwelet, a zô bét, ha n’eo mui ; piña a dlé eûz al lounk, ha mon̄d-da-nétra : ha souézet é vézô ar ré a choumô war ann douar (ar ré na vézô két skrivet hô hanôiou el levr a vuez adalez penn-ken̄ta ar béd), pa wélin̄t al loen, péhini a ioa, ha n’eo mui.

9. Chétu ann dalvoudégez eûz a gémen̄t-sé, hag a zô leûn a furnez. Ar seiz penn, eo ar seiz ménez war béré eo azézet ar c’hrég : seiz roué in̄d ivé.

10. Pemp a zô marô ; unan a zô ; hag égilé né kéd deûet c’hoaz : ha pa vézô deûet é tlé c’houm nébeût.

11. Hag al loen a ioa ha n’eo két, a zô ivé ann eizved, hag eûz ar seiz eo, ha mon̄d a ra da nétra.

12. Ann dék korn éc’h eûz gwélet, a zô dék roué, da béré né két bét c’hoaz rôed ar rouan̄télez ; hôgen rôed é vézô d’ézhô ar galloud ével rouéed évid eunn heur goudé al loen.

13. Ar ré-zé hô dévézô holl eunn hévélep ménoz, hag é rôin̄t hô ners hag hô galloud d’al loen.

14. Ar ré-zé en em gannô oud ann Oan, hag ann Oan a vézô tréac’h d’ézhô : ô véza ma eo Aotrou ann aotrounez, ha Roué ar rouéed : hag ar ré a zô gan̄t-han̄, a zô ar ré c’halvet, ar ré zilennet, ar ré féal.

15. Lavaroud a réaz c’hoaz d’in : Ann doureier éc’h eûz gwélet el léac’h ma eo azézet ar c’hrek fall, eo ar poblou. ar brôadou, hag ann iézou.

16. Ann dék korn éc’h eûz gwélet el loen, eo ar ré a gasai ar c’hrek fall, hag hé lakai da véza glac’haret hag enn noaz, a zebrô hé c’hîk, hag a loskô anézhi gan̄d ann tân.

17. Râk Doué en deûz lékéad enn hô c’halounou ôber ar péz a fell d’ézhan̄ ; évit ma rôjen̄t hô rouan̄télez d’al loen, bété ma vézô peûr-zévénet geriou Doué.

18. Hag ar c’hrég éc’h eûz gwélet, eo ar géar vrâz, péhini é deûz ar rouan̄telez war rouéed ann douar.


————
XVIII. PENNAD.


1. Ha goudé-zé mé a wélaz eunn éal all a ziskenné eûz ann én̄v, péhini en doa eur galloud brâz : hag ann douar a oé goulaouet gan̄d hé c’hloar.

2. Hag hén̄ a griaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Kouézed eo, kouézed eo Babillon ar vrâz : ha deûed eo da géar d’ann diaoulou, ha da zigémer da bép spéred louz, ha da zigémer da bép labous louz ha kasauz :

3. O véza ma hô deûz ann holl boblou évet eûz a wîn buanégez hé gadélez ; ha ma hô deûz rouéed ann douar en em zaotret gan̄t-hi ; ha ma hô deûz marc’hadourien ann douar pinvidikéet gan̄d ann direiz euz hé dispiñ-brâz.

4. Ha mé a glevaz eur vouéz all eûz ann én̄v, hag a lavaré : Id er-meaz eûz ar géar-zé, va fobl, gan̄d aoun na zeûfac’h da véza kévrennek enn hé féc’héjou, ha n’hô pé lôd enn hé gouliou.

5. Râg hé féc’héjou a zô piñet bétég ann én̄v, ha Doué en deûz bét koun eûz hé fallagriézou.

6. Distaolid d’ézhi ével ma é deûz distaoled d’é-hoc’h ; ha rôid d’ézhi daou-c’hémen̄d-all évid hé ôberiou. Er c’hôb é péhini é deûz rôed da éva d’é-hoc’h, rôid da éva d’ézhi daou c’hémen̄d-all.

7. Kémen̄t ha ma eo en em veûlet, ha ma eo en em gavet enn dudiou, rôid d’ézhi en̄krézou ha glac’hariou : râk lavared é deûz enn hé c’haloun : Mé a zô azézet ével eur rouanez ; ha n’ounn kéd in̄tan̄vez ; ha na wélinn kéd a gaoû.

8. Dré-zé enn eunn deiz é teûi hé gouliou, ar marô, ar c’haon̄ hag ann naoun, hag é vézô losket gan̄d ann tân : râk kré eo ann Doué a varnô anézhi.

9. Ha rouéed ann douar péré a zô en em zaotret gan̄t-hi, hag hô deûz bévet enn dudiou, a wélô, hag en em c’hlac’harô war-n-ézhi, pa wélin̄t môged hé en̄tan.

10. En em zerc’hel a rain̄t pell diout-hi,gan̄d aoun râg hé en̄krézou, hag é livirin̄t : Gwa, kéar vrâz Babilon, kéar gré ; râk da varn a zô deûet enn eunn-taol.

11. Ha marc’hadourien ann douar a wélô hag a geinô war-n-ézhi ; râk dén na brénô mui hô marc’hadourésiou ;

12. Ar marc’hadourésiou aour, hag arc’han̄t, ha mein kaer, ha perlez, ha lin moan, ha mouk, ha seiz. ha tané, hag a bép koat c’houés vad, hag a bép léstr olifan̄t, hag a bép léstr mein kaer, hag arm, hag houarn, ha mein-marellet.

13. Ha kinamom, ha c’houésiou-mâd, ha louzou-c’houék, hag ézan̄s, ha gwîn, hag éôl. ha flour-bleud, ha gwiniz, ha loéned, ha dén̄ved, ha kézek, ha kirri, ha sklaved, ha tûd dieûb.

14. Hag ar frouez a c’hoan̄taé da éné a zô pelléed diouz-id, ha kémen̄t tra c’houek ha kaer a zô kolled évid-oud, ha n’hô c’havi mui.

15. Marc’hadourien ann traou-zé, péré a zô deûet pinvidik gan̄t-hi, en em zalc’hô pell diout-hi, gan̄d aoun râg hé en̄krézou, hag enn eul lén̄va, hag enn eur wéla,

16. É livirin̄t : Gwa, gwa ar géar vrâz-zé péhini a oa gwisket gan̄t lin moan, gan̄t mouk, ha gan̄t tané, hag a oa kin̄klet gan̄d aour, gan̄t mein kaer, ha gan̄t perlez :

17. Râg enn eunn heur kémen̄d all a vadou a zô kollet. Ha kémen̄t sturier, ha kémen̄d hini a ia war zour, hag ar verdéidi, hag ar ré a ra hô gwerz war vôr, a zô en em zalc’het pell ;

18. Hag en em lékéjon̄d da c’harmi, pa wéljon̄d al léac’h eûz hé en̄tan, hag é léverjon̄t : Pé géar a zô béd hén̄vel oud ar géar vrâz-sé ?

19. Hag hî a daolaz poultr war hô fennou, hag a c’harmaz enn eul lén̄va hag enn eur wéla, ô lavarout : Gwa, gwa ar géar vrâz-zé, é péhini eo pinvidikéet dré hé dispiñ, ar ré holl hô doa listri war ar môr : râg enn eunn heur eo éad-da-nétra.

20. Laouéna diwar hé fenn, ô én̄v, ha c’houi, Abostoled ha Proféded ; râk Doué en deûz hé gwanet enn abek d’é-hoc’h.

21. Hag eunn éal kré a zavaz eur méan hén̄vel oud eur méan-milin brâz, hag hé daolaz er môr, ô lavarout : Gan̄d ann herr-zé é vézô diskaret Babilon ar géar vrâz, ha na vézô kavet mui.

22. Ha mouéz ann délennerien hag ar varzed, hag ar zutellerien hag ann drompiḻerien na vézin̄t mui kleved enn-od : ha michérour é-béd na vézô mui kaved enn-od ; ha trouz ar méan-milin na vézô mui kleved enn-od :

23. Ha goulou ar gleûzeûriou na vézô mui gwéled enn-od ; ha mouéz ann ozac’h hag ar c’hrég na vézô mui kleved enn-od : râk da varc’hadourien a ioa prin̄sed ann douar, ô véza ma hô deûz touellet ann holl boblou gan̄d da vréou.

24. Ha kaved eo béd enn-hi goâd ar Broféded hag ar Zen̄t, hag euz ar ré holl a zô bét lazet war ann douar.


————
XIX. PENNAD.


1. Goudé-zé é kleviz ével mouéz eul lôd brâz a dûd enn én̄v, hag a lavaré : Alléluia : Salud, ha gloar, ha galloud d’hon Doué :

2. Râg hé varnou a zô gwîr ha gwirion ; ha ma en deûz barnet ar c’hrek fall, péhini é deûz saotret ann douar gan̄d hé gadélez ; ha ma en deûz ven̄jet goâd hé zervicherien a zô bét skuḻet gan̄d hé daouarn-hî.

3. Hag é léverjon̄d adarré : Alléluia. Hag hé môged a zavaz é amzeriou ann amzeriou.

4. Hag ar pevar dén-kôz war-n-ugen̄t, hag ar pevar loén a stouaz, hag a azeûlaz Doué, a oa azézet war ann trôn, ô lavarout, Amen : Alléluia.

5. Hag eur vouéz a zeûaz eûz ann trôn, hag a lavaraz : Meûlid hon Doué-ni, c’houi holl hé zervicherien ; ha c’houi péré a zouj anézhan̄, bihan ha brâz.

6. Ha mé a glevaz ével mouéz eul lôd braz a dûd, hag ével trouz doureier vrâz, hag ével trouz kurunou brâz, a lavaré : Alléluia ; ô véza ma en deûz rénet ann Aotrou hon Doué holl-c’halloudek.

7. Laouénaomp, ha tridomp, ha réomp gloar d’ézhan̄ ; râk deûed eo eûreûd ann Oan, hag hé c’hrég a zô en em aozet.

8. Ha rôed eo d’ézhan̄ ar galloud d’en em wiska gan̄t lin moan gwenn-kann : râg al lin moan eo mâd-ôberiou ar Zen̄t.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Skrîv : Euruz ar ré a zô galved da goan eûreûd ann Oan. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwîr eo ar geriou-zé a Zoué.

10. Ha mé en em strin̄kaz d’hé dreid, évid hé azeûli. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwél na rî : da gen-zervicher ounn, hag hini ar ré eûz da vreûdeûr péré hô deûz rôet testéni da Jézuz. Azeûl Doué : râk testéni Jézuz eo ar spéred a ziougan.

11. Ha mé a wélaz ann én̄v digor ; ha chétu eur marc’h gwenn, hag ann hini a oa azézet war-n-ézhan̄ a oa galvet Féal ha Gwirion, ha gan̄t gwîrionez é varn, hag é stourm.

12. Hé zaoulagad a ioa ével eur flamm tân ; ha war hé benn éz oa kalz kurunennou : hag eunn hanô skrivet en doa, ha na anavez dén é-béd némét-han̄ hé-unan.

13. Ha gwisket é oa gan̄d eur zaé livet gan̄t goâd : hag hanved é oa, Gér pé Verb Doué.

14. Hag ann arméou a zô enn én̄v a iéa war hé lerc’h war gézeg gwenn, hag hî gwisket gan̄t lin moan gwenn ha glân.

15. Hag eûz hé c’hénou é teûé eur c’hlézé lemm enn daou du, évit skei gan̄d ar boblou gan̄t-han̄ : hag hén̄ a vérô anézhô gan̄d eur wialen houarn ; hag hén̄ eo a vâc’h ar véol eûz a frouden buanégez ann Doué holl-c’halloudek.

16. Ha skrived eo war hé zaé ha war hé vorzed : Roué ar rouéed, hag Aotrou ann aotrounez.

17. Ha mé a wélaz eunn éal enn hé zâ enn héol, péhini a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, enn eul lavaroud d’ann holl laboused a nijé dré greiz ann én̄v : Deûit, hag en em strollit évit koan vrâz Doué ;

18. Évit ma tebrot kîg ar rouéed, ha kîg ar gabitaned, ha kîg ann dûd kré, ha kîg ar c’hézeg, hag ar ré a zô azézet war-n-ézhô, ha kîg ar ré zieûb, hag ar sklaved, hag ar ré vihan hag ar ré vrâz.

19. Ha mé a wélaz al loen, ha rouéed ann douar, hag hô arméou péré a oa en em strollet, évit brézélekaad oud ann hini a oa azézet war ar marc’h, hag oud hé armé.

20. Hôgen paked é oé al loen, ha gan̄t-han̄ ar fals-profed, péhini en doa gréat arouésiou dira-z-han̄, dré béré en doa touellet ar ré hô doa digémeret merk al loen, hag hô doa azeûlet hé skeûden. Hô daou é oen̄t taolet béô-buézek el lenn leskidig a dân hag a zoufr.

21. Hag ar ré all holl a oé lazet gan̄t klézé ann hini a oa azézet war ar marc’h, hag a zeûé eûz hé c’hénou, hag ann holl laboused hô doé hô gwalc’h gan̄d hô c’hîk.


————
XX. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn éal o tiskenni eûz ann én̄v, ha gan̄t-han̄ alc’houéz al loun̄k, hag eur chaden vrâz enn hé zourn.

2. Hag hén̄ a grogaz enn aérouan̄t, ann aer kôz, péhini eo ann diaoul ha Satan, hag é éréaz anézhan̄ évit mil bloaz.

3. Hag ô véza hé daolet el loun̄k, hé zerraz hag hé ziellaz war-n-ézhan̄, évit na doueljé mui ar boblou, ken na vijé peûr drémenet ar mil bloaz-zé : ha goudé-zé é tlé béza diéréet évid eunn nébeûd amzer.

4. Ha mé a wélaz ivé trônou, ha tûd a oa azézet war-n-ézhô, hag ar varn a oé rôed d’ézhô : ha mé a wélaz ivé énéou ar ré a zô bét dibennet é testéni eûz a Jézuz, hag évit gér Doué, hag ar ré n’hô deûz kéd azeûlet al loen, nag hé skeûden, ha n’hô deûz két digéméret hé verk war hô zaliou pé enn hô daouarn ; hag hî hô deûz bévet ha rénet gan̄d ar C’hrist é-pâd mil bloaz.

5. Ar ré varô all na zistrôjon̄t kéd d’ar vuez, abarz ma oé peûr-dréménet ar mil bloaz. Houn-nez eo ann dazorc’hidigez gen̄ta.

6. Euruz ha san̄tel eo ann hini, péhini en deûz lôd enn dazorc’hidigez gen̄ta : ann eil varô n’en dévézô kéd a véli war-n-ézhô ; hôgen hî a vézô béleien Doué hag ar C’hrist, hag é rénin̄t gan̄t-han̄ é-pâd mil bloaz.

7. Ha pa vézô peûr-dréménet ar mil bloaz, Satan a vézô diéréet, hag é teûiô er-méaz eûz hé brizoun, hag é touellô ar boblou a zô é pevar c’horn ann douar, Gog ha Magog, hag é strollô anézhô évid ann emgann. Ann niver anézhô a vezô hén̄vel out tréaz ar mor.

8. Ha piña a réjon̄t war léd ann douar, hag en em lékéjon̄t enn-drô da gamp ar zen̄t, ha d’ar géar karet-brâz.

9. Ha tân a ziskennaz digan̄d Doué eûz ann én̄v, hag hô devaz : hag ann Diaoul, péhini en doa hô zouellet, a oé taolet el lenn a dân hag a zoufr, é péléac’h édo al loen,

10. Hag ar fals-profed, a vézô en̄krézet nôz-deiz é amzeriou ann amzeriou.

11. Ha mé a wélaz eunn trôn brâz gwenn, hag eur ré a oa azézet war-n-ézhan̄, a-zirâk péhini é tec’haz ann én̄v hag ann douar, hag hô léac’h na oé két kavet.

12. Ha me a wélaz ar ré varô, brâs ha bihan, a zavaz dirâg ann trôn, ha levriou a oé digoret : hag eul levr all a oé digoret, pehini eo al levr a vuez : hag ar ré varô a oé barnet war ar péz a oa skrivet el levriou-zé, hervez hô oberiou.

13. Hag ar môr a rôaz ar ré varô a oa enn-han̄ : ar marô hag ann ifern a roâz ivé ar ré varô a oa enn-hô ; ha pép-hini a oé barnet hervez hé ôberiou.

14. Hag ann ifern hag ar marô a oé taolet el lenn a dân. Hen-nez eo ann eil varô.

15. Hag ann hini ha na oe két kavet skrivet el Levr a vuez, a oé taolet el lenn a dân.


————
XXI. PENNAD.


1. Ha mé a wélaz eunn én̄v nevez, hag eunn douar nevez. Râg ann én̄v ken̄ta hag ann douar ken̄ta a oa éad é-biou, hag ar môr né oa mui.

2. Ha me Iann a wélaz ar géar zan̄tel, Jéruzalem nevez a ziskenné a Zoué eûz ann én̄v, aozet ével eur c’hrég kempennet évid hé ozac’h.

3. Ha mé a glevaz eur vouéz a zeûé eûz ann trôn, hag a lavaré : Chétu tabernakl Doué gan̄d ann dûd ; hag hén̄ a choumô gan̄t-hô. Hag hî a vézô hé bobl, ha Doué ô véza gan̄t-hô a vézô hô Doué.

4. Ha Doué a zec’hô ann holl zaérou eûz hô daou-lagad : hag ar marô na vézô mui, ha na vézô mui na doan, na garm, na glac’har, râg ann traou ken̄ta a vézô éad é-biou.

5. Hag ann hini a oa azézet war ann trôn a lavaraz : Chétu é rann pép-trâ nevez. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Skrîv, pénaoz ar geriou-man̄ a zô gwîr ha gwîrion.

6. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’in : Sévéned eo. Mé eo Alfa hag Oméga, ann derou hag ann divéz. Mé a rôi da éva évit-nétrâ, d’ar ré hô deûz séc’hed, eûz a feun̄teun ann dour a vuez.

7. Néb a vézô gounidek, en dévézô kémen̄t-sé, ha mé a vézô Doué d’ézhan̄, hag hen̄ a vézô Mâb d’in.

8. Hôgen é kén̄ver ar ré aounik hag ar re ziskrédik, hag ar ré argarzuz, hag al lazerien, hag ar c’hadaled, hag ar gon̄tammerien, hag ann idolatred, hag ann holl-c’haouiaded, é vézô hô lôd el lenn a dân loskuz hag a zoufr : énô éma ann eil varô.

9. Ha don̄d a réaz unan eûz ar seiz éal hô doa ar seiz kôp leûn gan̄d ar seiz gouli divéza, hag é komzaz ouz-in, ô lavarout : Deûz, ha mé a ziskouézô d’îd ar bried, grég ann Oan.

10. Hag hén̄ a zougaz ac’hanoun é spéred war eur ménez braz hag uc’hel, hag é tiskouézas d’in ar géar, Jéruzalem zan̄tel, péhini a ziskenné eûz ann én̄v digan̄d Doué,

11. Ha sklerder Doué gan̄t-hi : hag hé goulou a oa hén̄vel oud eur méan kaer, oud eur méan jasp, boull ével strin̄k.

12. Hag hî é doa eur vur vrâz hag uc’hel, é péhini éz oa daouzék pors, ha daouzég éal, unan out pép pors ; hag hanvou skrivet, péré eo hanvou ann daouzék vreûriez eûz a vugalé Israel.

13. War-zû ar Sâv-héol, teir zôr ; war-zû ann Han̄ter-nôz, teir zôr ; war-zû ar C’hresteiz, teir zôr ; war-zû ar Chûs-héol, teir-zôr.

14. Ha mûr ar géar é doa daouzék diazez, hag enn-hô hanvou ann daouzég Abostol euz ann Oan.

15. Hag ann hini a gomzé ouz-in, en doa eur gorsen aour, évit men̄ta ar géar, hag he fersier, hag hé mûr.

16. Hag ar géar a zô pevar-c’hornek ; ha keit eo hé héd hag hé léd. Hag hén̄ a ven̄taz ar géar gan̄d hé gorsen aour, hag é kavas daouzék mil stad : hag hé héd, hé léd hag hé uc’helded a zô kévatal.

17. Hag hén̄ a ven̄taz ar vûr anézhi, hag é kavaz pevar ilinad ha seiz-ugen̄t, diouc’h men̄t eunn dén, pehini é oa hini ann éal.

18. Hag ar vûr-zé a oa gréat gan̄d eur méan jasp : hag ar géar a oa gréat gan̄d aour glân̄ hén̄vel out gwér boull.

19. Ha diazézou mûr kéar a oa kin̄klet gand a bép seurt mein kaer. Ar c’hen̄ta diazez a oa eûz a jasp ; ann eil, safer ; ann trédé, kalsédon ; ar pévaré, smaragduz ;

20. Ar pempved, sardoniz ; ar c’houec’hved, sardiuz ; ar seizved, krisolituz ; ann eizved, bérilluz ; ann naved, topaziuz ; ann dékved, krisoprasuz ; ann unnekved, hiasintuz ; ann daouzékved, amétistuz.

21. Hag ann daouzék porz, a ioa daouzék perlézen ; ha péb a borz a ioa eûz a eur berlézen : hag al leûr-ger a ioa eûz a aour glân̄, ével gwér boull.

22. Ha na wéliz kéd a dempl enn-hi ; râg ann Aotrou Doué holl-c’halloudek, hag ann Oan, eo ann templ anézhi.

23. Hag ar géar-zé n’é deûz kéd a ézomm a héol nag a loar, évid hé goulaoui ; râk sklerder Doué eo a c’houlaou anézhi, hag ann Oan eo hé c’houlaouen.

24. Hag ar boblou a gerzô diouc’h hé goulou : ha rouéed ann douar a gasô enn-hi hô gloar hag hô énor.

25. Hag hé fersier na vézin̄t két serret bemdez ; râk na vézô kéd a nôz énô.

26. Ha gloar hag énor ar brôadou a vézô kased enn-hi.

27. N’az ai é-barz nétra a zaotret, nag hini eûz ar ré a ra argarzidigez, pé a lavar gevier ; hôgen hép-kén ar ré a zô skrivet hô hanvou é levr a vuez ann Oan.


————
XXII. PENNAD.


1. Hag hén̄ a ziskouézaz d’in eur ster dour béô, skléar ével strin̄k, hag a zeûé eûz a drôn Doué hag ann Oan.

2. É-kreiz al leûr-ger, hag enn daou dû eûz ar ster édo ar wézen a vuez, péhini a zoug daouzék frouézen, hag a rô hé frouez pép mîz : ha deliou ar wézen-zé a zô évid iac’haad ar brôadou.

3. Ha na vézô mui a valloz : hôgen trôn Doué hag ann Oan a vézô énô, hag hé zervicherien a zervichô anézhan̄.

4. Hag hî a wélô hé zremm ; hag hé hanô a vézô skrivet war hô zaliou.

5. Ha na vézô mui a nôz énô : ha n’hô dévézô mui a ézomm a c’houlou a gleûzeûr, nag a c’houlou a héol ; râg ann Aotrou Doué eo a c’houlaouô anézhô, hag é rénin̄t é amzeriou ann amzeriou.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar geriou-zé a zô gwîr ha gwirion. Hag ann Aotrou, Doué spéréjou ar Broféded en deûz kased hé éal évid diskouéza d’hé zervicherien ar péz a dlé c’hoarvézout abarz némeûr.

7. Chétu é teûinn hép-dalé : Euruz ann hini a vîr geriou diougan al levr-man̄.

8. Ha mé eo Iann, péhini em eûz klevet ha gwélet ann traou-zé. Ha goudé ma em boé klévet ha gwélet, en em daoliz out treid ann éal hô diskouézé d’in, évid hé azeûli :

9. Hôgen hén̄ a lavaraz d’in : Gwél na rî ; râk da gen-zervicher ounn, hag hini da vreûdeûr ar Broféded, hag ar ré a vîr geriou diougan al levr-man̄. Azeûl Doué.

10. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’in : Na ziel két geriou diougan al levr-man̄ : râk tôst eo ann amzer.

11. Néb a ra gaou, ra rai gaou c’hoaz : ha néb en em zaotr, r’en em zaotrô c’hoaz : ha néb a zô gwirion, bézet gwirion c’hoaz ; ha néb a zô san̄t, r’en em zan̄télô c’hoaz.

12. Chétu é teûinn hép-dalé ; ha va gôbr a zô gan-én̄, évit rei da bép-hini hervez hé ôberiou.

13. Mé eo Alfa hag Oméga, ar c’hen̄ta hag ann divéza, ann derou hag ann divez.

14. Euruz eo ar ré a walc’h hô zaéou é goâd ann Oan ; évit ma vézô hô galloud er wézen a vuez, ha ma’z ain̄t er géar dré ar persier,

15. Ra choumô er-méaz ar châs, hag ar gon̄tammerien, hag ar c’hadaled, hag al lazerien, hag ann idolatred, ha kémen̄d hini a gâr hag a ra ar gaou.

16. Mé Jézuz em eûz kaset va éal, évit testénia d’é-hoc’h ann traou-zé enn ilizou. Mé a zô grisien ha gwenn David, ar stéren lugernuz, ar stéren vintin.

17. Ar Spéred hag ar bried a lavar : Deûz. Hag ann hini a glev, lavaret : Deûz. Hag ann hini en deûz séc’hed, deûet : hag ann hini a fell d’ézhan̄, kéméret dour a vuez évit-nétrâ.

18. Râk testénia a rann da gémen̄d hini a glev geriou diougan al levr-man̄, pénaoz ma laka eunn dra ouc’h-penn, Doué a lakai war-n-ézhan̄ ar c’houliou a zô skrivet el levr-man̄.

19. Ha mar tenn eur ré eunn dra eûz a levr ann diougan-man̄, Doué a lamô digan̄t-han̄ hé lôd el levr a vuez, hag er géar zan̄tel, hag enn traou a zô skrivet el levr-man̄.

20. Néb a rô testéni eûz ann traou-man̄ a lavar : Évît-gwîr é teûinn hép-dalé. Amen. Deûz, Aotrou Jézuz.

21. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.





DIVEZ.