Bibl/Levr 4 ar Rouéed

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 424-460)



PEVARÉ LEVR AR ROUÉED,


HERVEZ ANN HÉBRÉED,


ANN EIL EUZ A VALAKIM.


————


I. PENNAD.


Élias a ziougan hé varô da Oc’hozias.


1. Goudé ma oé marô Ac’hab, Moab en em zavaz a-énep Israel.

2. Hôgen Oc’hozias ô véza kouézet dré gael hé gambr en dôa é Samari, a oé klan̄v : hag hén̄ a gasaz kannaded, hag a lavaraz d’ézhô : It, ha goulennit kuzul digan̄t Beelzébub, doué Akkaron, da c’houzout ha mé a vézô béô goudé ar c’hlén̄ved-man̄.

3. Hôgen éal ann Aotrou a gomzaz oud Élias ann Tesbit, ô lavarout : Saô, ha kéa war arbenn da gannaded roué Samari, ha lavar d’ézhô : Ha n’eûz kéd a Zoué enn Israel, m’az îd da c’houlenn kuzul digan̄t Béelzébub, doué Akkaron ?

4. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini out piñet, hôgen mervel a rî. Hag Élias a iéaz-kuît.

5. Hag ar c’hannaded a zistrôaz étrézég Oc’holias ; hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h hu distrôet :

6. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén a zô deûet war hon arbenn, hag en deûz lavaret d’é-omp : It, ha distrôit étrézég ar roué en deûz hô kaset, ha livirid d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha n’eûz kéd a Zoué enn Israel, ma kasez da c’houlenn kuzul digan̄t Béelzébub, doué Akkaron ? Râk-sé na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini out piñet, hôgen mervel a rî.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pé zoaré ha pé wiskaman̄t en deûz ann dén-zé a zô deûet war hoc’h arbenn, hag en deûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h ?

8. Hag hî a lavaraz : Eunn dén bleveg eo, en deûz war hé zargreiz eur gouriz ler. Hag hén̄ a lavaraz : Élias ann Tesbit eo.

9. Hag hén̄ a gasaz étrézég enn-han̄ prin̄s han̄ter-han̄t brézéliad, hag ann han̄ter-kan̄t a oa dindan-han̄. Hag hé-man̄ a biñaz étrézég Élias péhini a oa azézet war lein eur ménez, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Dén Doué, ar roué a c’hourc’hémenn d’id diskenni.

10. Hag Élias a respoun̄taz hag a lavaraz da brin̄s ann han̄ter-kan̄t : Mar d-ounn eunn dén Doué, diskennet tân eûz ann én̄v, ha dévet ac’hanod, ha da han̄ter kan̄t dén. Hag ann tân a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zévaz anézhan̄, hag ann han̄ter-kant a oa gan̄t-han̄.

11. Ar roué a gasaz adarré eûr prin̄s all eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann kan̄ter-kan̄t gan̄t-han̄. Hag hé-man̄ a lavaraz da Éliâs : Dén Doué, ével-henn é lavar ar roué : Hast, ha diskenn.

12. Hag Élias a respoun̄taz hag a lavaraz : Mâr d-ounn eunn dén Doué, diskennet tân eûz ann én̄v, hâ dévet ac’hanod, ha da han̄tet-kan̄t dén. Hag ann tan̄ a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zévaz anézhan̄, hag hé han̄ter-kan̄t.

13. Ar roué a gasaz adarré eunn trédé prin̄s eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann han̄ter-kan̄t a oa gan̄t-han̄. Pa oé deûet hé-man̄, é plégaz hé zaoulin dirâg Élias, hag é pédaz anézhan̄, ô lavarout : Dén Doué, na zispriz két va buez, ha buez da zervicherien a zô gan-én̄.

14. Chétu eo bét diskennet ann tân eûz ann én̄v, hag en deûz dévet ann daou brin̄s ken̄ta eûz a han̄ter-kan̄t dén, hag ann han̄ter-kan̄t a oa gan̄t-hô : hôgen bréma az pédann da gaout truez out va buez.

15. Hôgen éal ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ô lavarout : Diskenn gan̄t-han̄, n’az péz két a aoun. Sével a réaz éta, hag é tiskennaz gan̄t-han̄ étrézég ar roué.

16. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma éc’h eût kaset kannaded évit goulenn kuzul digan̄t Béelzébub, Doué Akkaron, ével pa na vijé kéd a Zoué enn Israel digan̄t péhini é helfez goulenn kuzul, dré-zé na ziskenni két eûz ar gwélé war béhini ôut piñet, hôgen mervel a rî.

17. Mervel a réaz éta hervez gér ann Aotrou, lavaret gan̄t Élias. Ha Joram, hé vreûr, a rénaz enn hé léac’h, enn eil vloaz eûz a Joram, mâb Jozafat, roué Juda : râk n’en dôa két a vâb.

18. Obériou all Oc’hozias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é lévr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?


————


II. PENNAD.


Élias gorréet enn én̄v enn eur c’harr dân. Élizéus a zastum hé van̄tel.


1. Pa fellaz d’ann Aotrou gorréa Élias d’ann én̄v gan̄d eur gourven̄ten, é c’hoarvézaz pénaos Élias hag Élizéus a zeûé eûz a C’halgala.

2. Hag Élias a lavaraz da Élizéus : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset da Vétel. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, na guitainn két ac’hanod. Diskenni a réjon̄d éta da Vétel.

3. Ha mipien ar brofédèd, péré a oa é Bétel, a zeûaz da gavout Élizéus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na c’houzoud-dé két pénaoz ann Aotrou a lamô hiriô da vestr digan-éz ? Hag hén̄ è lavaraz : Hé c’houzoud a rann ; tavit.

4. Hag Élias a lavaraz da Élizéus : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset da Jériko. Hag hén̄ a lavaraz : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô dâ éné, na guitainn két ac’hanod. Hag hî a zeûaz da Jériko.

5. Ha mipien ar broféded, péré a oa é Jériko, a zeûaz da gavout Élizéus, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na c’houzoud-dé két pénaoz ann Aotrou a lamô hiriô da vestr digan-éz ? Hag hén̄ a lavaraz : Hé c’houzoud a rann ; tavit.

6. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Choum aman̄, râg ann Aotrou en deûz va c’haset bétég ar Jourdan. Hag hén̄ a lavaraz : Evel ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô dâ éné, na guitainn két ac’hanod. Hag hî a iéaz hô daou.

7. Ha daou-ugen̄t dén eûz a vipien ar broféded a iéaz war hô lerc’h, hag a choumaz râg-énep d’ézhô a bell. Hag hî hô-daou a choumaz war aot ar Jourdan.

8. Hag Élias a dennaz hé van̄tel, hag a blégâz anézhî, hag a skôaz wâr ann doureier, péré en em rannaz a bép tû ; hag hî hô-daou a dreûzaz war ar séac’h.

9. Ha pa oen̄t treûzet, Élias a lavaraz da Élizéus : Goulenn ar péz a fell d’id a rafenn évit-oud, ken̄t ha ma vézinn lamet digan-éz. Hag Élizéus a lavaraz : Bézet, mé az péd, da spéred daou-gémen̄t all {Reizh|eunn|enn}}-oun.

10. Hag Élias a lavaraz : Eunn dra ziez éc’h eûz goulennet : koulskoudé mar gwélez ac’hanoun, pa vézinn lamet digan-éz, ez pézô ar péz éc’h eûz goulennet ; ma n’am gwélez két, n’az pézô két.

11. Hag en̄dra ma kerzen̄t, ha ma valéen̄t enn eur gomza, chétu eur c’harr dân ha kézek tân hô rannaz hô-daou : hag Élias a biñaz é-kreiz eur gourven̄ten.

12. Hôgen Élizéus a wélaz, hag a c’harmaz : Va zâd, va zâd, karr Israel hag hé garréner. Ha n’her gwélaz mui ; hag hén̄ a grogaz enn hé ziḻad, hag hô rogaz é daou-han̄ter.

13. Hag hén̄ a zavaz man̄tel Élias, en dôa taolet d’ézhan̄ : hag ô tistrei é choumaz war aot ar Jourdan.

14. Hag hén̄ a skôaz war ann douréier gan̄t man̄tel Élias, en dôa taolet d’ézhan̄, ha n’en em ranchon̄t két ; hag hén̄ a lavaraz : Péléac’h éma bréma Doué Élias ? Hag hén̄ a skôaz war ann douréier péré en em rannaz tû-man̄ ha tû-hon̄t, hag Élizéus a dreûzaz.

15. Pa wélaz kémen̄t-sé mipien ar broféded, péré a oa é Jériko râg-énep, é léverchon̄t : Spéred Élias a zô diskennet war Élizeus. Hag hî a iéaz war hé arbenn hag en em strin̄kaz d’ann douar dira-z-han̄,

16. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu éz eûz é-touez da zervicherien han̄ter-kan̄t dén kré, péré a hell mon̄d da glask da vestr, gan̄d aoun n’en défé spéred ann Aotrou hé skrapet, hag hé daolet war eur ménez-bennâg, pé enn eunn draon̄ien-bennâg. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na gasit két.

17. Hogen hî a hégaz anézhan̄, kén na aotréaz d’ézhô ha kén na lavaraz : Kasit. Hag hî a gasaz han̄ter kan̄t dén̄, péré goudé béza hé glasket é-pâd trî dervez, n’her c’hefchon̄t két.

18. Hag hî a zistrôaz da gavout Élizéus, péhini a choumé é Jériko ; hag hén̄ a lavaraz dezhô : Ha n’em bôa-mé két lavaret d’é-hoc’h : Na gasit két ?

19. Tûd kéar a lavaraz ivé da Élizéus : Chétu béza ô choum er géar-man̄ a zô eûz ar ré wella, ével ma wélez da-unan, Aotrou ; hôgen ann douréier a zô gwall fall, hag ann douar distu.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Digasit d’in eul léstr névez, ha likit c’hoalen enn-han̄. Ha p’hô dôé hé zigaset,

21. Ez éaz da feun̄teun ann douréier, hag ô lakaad ar c’hoalen enn-hî, é lavaraz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Iac’héet em eûz ann douréier-zé, ha na vézô mui a varô enn-hô, nag a fraosdder.

22. Ann douréier-zé éta a zeûaz da véza iac’huz hag a zô c’hoaz bréma, hervez ar gér a lavaraz Élizéus.

23. Hag hén̄ a biñaz ac’hanô da Vétel ; ha pa biñé dré ann hen̄t, bugalé vihan péré a oa deûet er-méaz eûz a géar, a réa goab anézhan̄, ô lavarout : Pîñ, moal ; pîñ, moal.

24. Hag hén̄ a zellaz, hag hô gwélaz, hag a villigaz anézhô é hanô ann Aotrou : ha daou ours a zeûaz er-méaz eûz a eur c’hoat, hag a ziskolpaz daou ha daou-ugen̄t eûz ar vugalé-zé.

25. Hôgen hén̄ a iéaz ac’hanô war vénez Karmel, hag a zistrôaz ac’hanô da Zamari.


————


III. PENNAD.


Élizéus a laka dour da rédeg hép glaô.


1. Hôgen Joram, mâb Ac’hab, a rénaz war Israel é Samari enn triouec’hved bloaz eûz a Jozafat, roué Juda ; hag hén̄ a rénaz daouzék vloaz.

2. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hôgen n’her gréaz két ével hé dâd hag hé vamm : râg hén̄ a lamaz skeûdennou Baal, a oa bét gréat gan̄d hé dâd.

3. Koulskoudé en em rôaz da béc’héjou Jéroboam, mâb Nabot, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; ha n’en em dennaz két diout-hô.

4. Hôgen Mésa, roué Moab, a vagé kalz dén̄ved ; hag hén̄ a baéé da roué Israel kan̄t mil oan, ha kan̄t mil tourz, gan̄d hô c’hréon̄.

5. Hôgen pa oé marô Ac’hab, é torraz ar gévrédigez en dôa gréat gan̄t roué Israel.

6. Râk-sé ar roué Joram a iéaz enn deiz-zé er-méaz eûz a Zamari, hag a nivéraz Israel holl.

7. Hag hén̄ a gasaz étrézé Jozafat, roué Juda, ô lavarout : Roué Moab a zô en em dennet diouz-in, deûz gan-én̄ da vrézélékaad out-han̄. Ha Jozafat a lavaraz : Piña a rinn ; ar péz a zô d’in, a zô d’id ; va fobl a zô da bobl, ha va c’hézek a zô da gézek.

8. Hag hén̄ a lavaraz : Dré bé hen̄t é piñimp-ni ? Ha Joram a lavaraz : Dré zistrô ann Idumé.

9. Roué Israel ha roué Juda, ha roué Édora a iéaz éta, hag a drôidellaz dré ann hen̄t a-héd seiz dervez ; ha né oa két a zour évid ann armé, nag évid al loéned a oa war hé heûl.

10. Ha roué Israel a lavaraz : Gwâ, gwâ ! Ann Aotrou en deûz hor strollet tri roué kévret évid hol lakaad étré daouarn Moab.

11. Ha Jozafat a lavaraz : Ha béz’ éz eûz aman̄ eur profed d’ann Aotrou, évit ma pédimp ann Aotrou dré-z-han̄ ? Hag unan eûz a zervicherien roué Israel a respoun̄taz : Éma aman̄ Élizéus, mâb Safat, péhini a skuḻé dour war zaouarn Élias.

12 Ha Jozafat a lavaraz : Éma gér ann Aotrou enn-han̄. Ha roué Israel, ha Jozafat, roué Juda, ha roué Edom a ziskennaz d’hé gavout.

13. Hôgen Élizéus a lavaraz da roué Israel : Pétrâ a zô étré mé ha té ? Kéa da gavout proféded da dâd ha da vamm. Ha roué Israel a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg en deûz-hén̄ ann Aotrou strollet ann tri roué-man̄, évid hô lakaad étré daouarn Moab ?

14. Hag Êlizéus a lavaraz d’ezhan̄ : Ével ma eo béô Aotrou ann arméou, dirâk péhini é savann, ma na zoujfenn két Jozafat, roué Juda, n’am bijé két sellet ouz-id, ha n’am bijé két da wélet.

15. Hôgen bréma digasit d’in eunn télenner. Ha pa gané ann télenner, é teûaz dourn ann Aotrou war Élizéus, hag hén̄ a lavaraz :

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Grit kalz poullou é aoz ar froud-zé.

17. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Na wélot nag avel na glaô ; hag ann aoz-zé en em leûniô a zour ; hag éc’h évot c’houi, hag hô tûd, hag hô loéned.

18. Ha kémen̄t-sé a zô nébeût dirâg ann Aotrou : ouc’h-penn-zé é lakai Moab étré hô taouarn.

19. C’houi a ziskarô kémen̄t kéar gré, ha kémen̄t kéar dilennet ; c’houi a drouc’hô kémen̄t gwézen frouézek ; c’houi a stan̄kô ann holl feun̄teûniou dour ; c’houi a c’hôlôi gan̄t mein ann holl barkou mâd.

20. Hag an̄trônôz diouc’h ar min̄tin, er préd ma kennigeur ar sakrifiz, chétu é teûaz ann douréier a-héd hen̄t Édom, hag ann douar a oé leûn a zour.

21. Pa glevaz ar Voabited pénaoz é oa piñet ar rouéed-zé évit stourmi out-hô, é tastumchon̄t ar ré holl a zougé armou, hag ouc’h-penn, hag é choumchon̄t war hô harzou.

22. Hag hî a zavaz diouc’h ar min̄tin, ha pa biñé ann héol a-ziouc’h d’ann douréier ; hag ar Voabited a wélaz dira-z-hô ann douréier rûz ével goad ;

23. Hag hî a lavaraz : Goad ar c’hlézé eo : ar rouéed a zô en em gannet ann eil ouc’h égilé, hag en em lazet hô deûz : bréma, Moab, kerz d’ar preiz.

24. Hag hî a gerzaz étrézé kamp Israel : hôgen Israel a zavaz, hag a skôaz war ar Voabited, péré a déc’haz dira-z-hô. Ar ré a ioa tréac’h a zeûaz éta hag a zispennaz ar Voabited.

25. Hag hî a ziskaraz hô cheriou ; hag ô kémérout péb a véan, é leûnchon̄t ar parkou ar ré wella : hag é stan̄kchon̄t ann holl feun̄teûniou dour. Hag é trouc’hchon̄t ann holl wéz frouézek ; enn hévélep doaré na choumaz néméd ar môgeriou prî : hag ar géar a oé kelc’hiet gan̄d ar vatalmérien, hag eul lôd brâz anézhi a oé diskaret.

26. Pa wélaz roué Moab pénaos é oa tréc’het gan̄d ann énébourien, é kéméraz gan̄t-han̄ seiz kan̄t dén a zougé klézé, évid en em deûrel war roué Édom ; ha na helchon̄t két.

27. Neûzé é kéméraz hé vâb ken̄ta-ganet, a dlié rénâ war hé lerc’h, hag é kennigaz anézhan̄ é sakrifiz-losk war ar vûr : hag é c’hoarvézaz eunn argarzidigez vrâz enn Israel ; ha râk-tâl en em denchon̄t ac’hanô, hag é tistrôjon̄t d’hô brô.


————


IV. PENNAD.


Élizéus a gresk éôl eunn in̄tan̄vez baour.


1. Neûzé unan eûz a c’hragez ar broféded a c’harmaz oud Élizeus, ô lavarout : Va ozac’h, da zervicher, a zô marô, ha té a oar pénaoz da zervicher a zoujé ann Aotrou : ha chétu hé grédour a zeû évid kémérout va mipien da sklavéd d’ézhan̄.

2. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id é râjenn évid-oud ? Lavar d’in, pétrâ éc’h eûz-té enn da dî ? Hag hî a lavaraz : Mé, da vatez, n’em eûz nétrâ em zî, néméd eunn nébeûd éôl, gan̄t péhini en em frotann.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Kéa, goulenn é-prést digan̄d da holl amézeien kalz listri goullô.

4. Ha kéa enn da dî, ha serr da zôr war-n-oud ha war da vipien : ha skûḻ neûzé enn holl listri-zé ; ha pa vézin̄t leûn, tenn-.

5. Ar c’hrég éta â iéaz, hag a zerraz ann ôr war-n-ézhi ha war he mipien : ar ré-man̄ a zigasé d’ézhi al listri, hag hî a skuḻé enn-hô.

6. Ha pa oé leûniet al listri, é lavarâz-hî d’hé mâb : Digas c’hoaz eul lestr d’in. Hag hén̄ a lavaraz : N’em eûz mui. Hag ann éôl a zac’haz.

7. Hôgen hî a zeûaz, hag a zanévellaz kemen̄t-sé d’ann dén Doué. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Gwerz ann éôl, ha distol d’as krédour : ha té, ha da vipien bévit diwar ar péz a choum enn dilerc’h.

8. Hôgen eunn deiz Élizéus a dréméné dré Zunam : hag énô éz oa eur c’hrég pinvidik-brâz péhini a zalc’haz anézhan̄ évid dibri bara : hag ô véza ma tréméné aliez dré énô, é tistrôé étrézég enn-hi évid dibri bara.

9. Hag hî a lavaraz d’hé ozac’h : Mé a wél pénaoz ann dén-zé péhini a drémen aliez é-biou d’é-omp, a zô eunn dén Doué ha san̄tel.

10. Gréomb éta d’ézhan̄ eur gampr vihan̄, ha lékéomb enn-hi évit-han̄ eur gwélé, hag eunn daol, hag eur gador, hag eur c’han̄toler, évit ma choumô énô, pa zeûi d’hôr gwélout.

11. Euun deiz éta ô véza deûet dî, éz éaz er gampr-zé, hag é tiskuizaz énô.

12. Hag hén̄ a lavaraz da C’hiézi, hé baotr : Galv ar Zunamitez-zé. Hag hé-man̄ ô véza hé galvet, hag hî ô véza deûet dira-z-han̄,

13. É lavaraz Élizéus d’hé baotr : Lavar d’ézhi : Chétu éc’h eûz bét kalz a azaouez évid-omp é pép trâ ; pétrâ a fell d’id é rajenn évid oud ? Ha béz’ éc’h eûz-té eur géfridi-bennâg ? Ha felloud a ra d’id é komzfenn oud ar roué, pé out prin̄s ann armé ? Hag hî a lavaraz : É-kreiz va zûd é choumann.

14. Hag Élizéus a lavaraz : Pétrâ éta a fell d’ézhi é rajenn évit-hi ? Ha Giézi a lavaraz : Na glask két pétrâ : né deûz két a vâb, hag hé ozac’h a zô kôz.

15. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da C’hiézi hé gervel-hî : hag hî ô véza deûet, en em zalc’haz é-tâl ann ôr.

16. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : A-benn bloaz, er préd-man̄, hag enn hévéleb heûr-man̄, mar d’oud c’hoaz béô, ez pézô eur mâb enn da gôv. Hag hî a lavaraz : Nann, mé az péd, va aotrou, dén Doué, na lavar kéd a c’hévier d’as vatez.

17. Hag ar c’hrég-zé a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb, er préd hag enn hévéleb heûr m’en dôa lavaret Élizéus.

18. Hôgen ar bugel a greskaz. Hag ô véza éat eunn deiz da gavout hé dâd a oa gan̄d ar véderien,

19. É lavaraz d’hé dâd : Poan benn em eûz, poan benn em eûz. Hag ann tâd a lavaraz da eur paotr : Kemer-hén̄, ha doug-hén̄ d’he vamm.

20. Hag hé-man̄ a géméraz ar bugel, hag hé zougaz d’hé vamm ; hag hî hé lékéaz war hé barlen bété krésteiz, hag hén̄ a varvaz.

21. Hag hî a biñaz, hag a lékéaz anézhan̄ war wélé ann dén Doué ; hag ô véza serret ann ôr, éz éaz er-méaz.

22. Hag é c’halvaz hé ozac’h, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kâs gan-én̄, mé az péd, unan eûz ar baotred, hag eunn azénez, évit ma rédinn bétég ann dén Doué, ha ma tistrôinn.

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : pérâg éz éez-té d’hé gavout ? Né kéd hiriô ar c’hen̄ta eûz ar mîz, nag ar Sabbat. Hag hî a lavaraz : Mon̄d a rinn.

24. Hag hî a zibraz ann azénez, hag a lavaraz d’ar paotr : Kâs ac’hanoun, ha va c’hâs buan, ha na ra kéd a zalé d’in enn hen̄t : grâ ar péz a c’hourc’hémennann d’id.

25. En em lakaad a réaz éta enn hen̄t, hag é teûaz da gavout ann dén Doué war vénez Karmel. Pa hé gwélaz ann dén Doué dira-z-han̄, é lavaraz da C’hiézi hé baotr : Chétu ar Zunamitez-zé.

26. Kéa éta war hé arbenn ha lavar d’ezhi : Ha mâd éma ann doaré gan-éz, ha gan̄d da ozac’h, ha gan̄t da vâb ? Hag hî a lavaraz : Mâd.

27. Ha pa oé deûet-hî da gavout ann den̄ Doué war ar ménez, en em skrin̄kaz d’hé dreid ; ha Giézi a dôstaaz évid hé zenna alesé. Hôgen ann dén Doué a lavaraz : Lez-hî ; râg hé éné a zô gwall c’hlac’haret, hag ann Aotrou en deûz hé guzet ouz-in, ha n’en deûz két hé rôet da anaout d’in.

28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ha goulennet em eûz-mé eûr mâb digan̄t va aotrou ? Ha n’em eûz mé két lavaret d’id : Na doueli két ac’hanoun ?

29. Neûzé hén̄ a lavaraz de C’hiézi : Gouriz da zargreiz, ha kémer va bâz enn da zourn, ha kéa. Mar kavez eur ré enn hén̄t, na zalud két anézhan̄ ; ha mar salud eur ré ac’hanod, na zalud két anézhan̄ ; hag é liki va bâs war benn ar bugel.

30. Hôgen mamm ar bugel a lavaraz da Élizéus : Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, n’az kuitainn két. Hag hén̄ a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h-hi.

31. Hôgen Giézi a oa éat enn hô raok, hag en dôa lékéat ar vâz war benn ar bugel ; ha na zeûaz d’ézhan̄ nag al lavar, nag ar skian̄t. Hag hén̄ a iéaz war arbenn d’hé vestr, hag a zanévellaz d’ézhan̄, ô lavarout : Né két distrôet ar bugel a varô da véô. (T).

32. Ha pa zeûaz Élizéus enn tî, chétu ar bugel marô a oa gourvézet war hé wéle-hén̄.

33. Ha pa oé éat er gampr, é serraz ann ôr war-n-ézhan̄, ha war ar bugel, hag é pédaz ann Aotrou.

34. Hag hén̄ a biñaz, hag a c’hourvézaz war ar bugel : hag é lékéaz hé c’hénou war hé c’hénou, hag hé zaoulagad war hé zaoulagad, hag hé zaouarn war hé zaouarn ; hag hén̄ en em astennaz war-n-ézhan̄, ha kig ar bugel a oé tommet,

35. Hag hén̄ a zistrôaz, hag a valéaz enn ti tû-man̄ ha tû-hon̄t : hag é piñaz, hag é c’hourvézaz war-n-ézhan̄ : hag ar bugel a zic’hénaouaz seiz gwéach, hag a zigoraz hé zaoulagad.

36. Hag Élizeus a c’halvaz Giézi hag a lavaraz d’ézhan̄ : Galv ar zunamitez-zé. Hag hî ô véza bét galvet, a zeûaz d’hé gavout. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : Kémer da vâb.

37. Hag hî a zeûaz, hag en em strin̄kaz d’hé dreid, hag a azeûlaz hé dremm d’ann douar : hag hî a géméraz hé mâb hag a iéaz-kuît.

38. Hag Élizéus a zistrôaz da C’halgala. Hôgen naounégez a oa er vrô, ha mipien ar broféded a choumé gan̄t-han̄ ; hag hen̄ a lavaraz da unan eûz hé baotred : Kémer eur pôd brâz, ha laka boéd da boaza évit mipien ar broféded.

39. Hag unan a iéaz er-méaz évit dastumi louzou er parkéier : hag hén̄ a gavaz ével eur winien c’houez, a béhini é tastumaz gwéz-irvin leiz hé van̄tel : hag ô véza distrôet, hô draḻaz é pôd ar boéd ; râk na wié két pétrâ é oa.

40. Neûzé é rôjon̄t da Zibri d’ar genvreûdeûr : ha p’hô dôé tan̄véet ar ré-man̄ eûz ar boéd, é c’harmchon̄t, ô lavarout : Dén Doué, éma ar marô er pôd-zé ; ha na helchon̄t két dibri.

41. Hag hén̄ a lavaraz : Digasit bleûd. Ha p’hô dôé hé zigaset d’ezhan̄, hel lékéaz er pôd, hag é lavaraz : Rôit bréma da zibri d’ann holl dûd ; ha na oé mui nétrâ a c’houérô er pôd.

42. Hôgen eunn dén a zeûaz eûz a Vaalsalisa péhini a zigasé d’ann dén Doué baraou ar c’hen̄ta-frouez, ugen̄t bara heiz, hag éd névez enn hé visac’h. Hag Élizéus a lavaraz : Rô d’ar bobl, évit ma tebrô.

43. Hag hé vével a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo kémen̄t-sé, évit ma hé rôjenn da gan̄t dén ? Hag Élizéus a lavaraz adarré : Rô d’ar bobl, évit ma tebrô : râg ével-henn a lavar ann Aotrou : Dibri a rain̄t, hag é vézô enn hô dilerc’h.

44. Lakaad a réaz éta kémen̄t-sé dira-z-hô : hî a zebraz, hag é oé enn hô dilerc’h, hervez gér ann Aotrou.


————


V. PENNAD.


Élizéus a rô ar iéc’hed da Naaman a oa klan̄v gan̄d al lovren̄tez.


1. Naaman, prin̄s armé roué Siria, a oa eunn dén galloudék hag énoret-brâz é-kén̄ver hé aotrou : râk dré-z-han̄ en dôa ann Aotrou savétéet ar Siria : eunn dén kré ha pinvidik é oa, hôgen lovr é oa.

2. Hôgen laéroun a oa éat er-méaz eûz a Ziria, hag hô dôa digaset gan̄t-hô da sklavez eûz a vrô Israel eur plac’hik vihan, péhini a zeûaz da vatez da c’hrég Naaman.

3. Hag hou-man̄ a lavaraz d’hé mestrez : A-ioul é vijé éat va aotrou da gavout ar profed a zô é Samari : hép-mâr en divijé hé iac’héet eûz a lovren̄tez en deûz.

4. Naaman éta a iéaz da gavout hé aotrou, hag a zanévellaz d’ézhan̄, ô lavarout : Ével-henn hag ével-henn é deûz lavaret eur plac’h eûz a vrô Israel.

5. Ha roué Siria a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha mé a gasô lizer da roué Israel. Hag hén̄ en em lékéaz enn hen̄t, hag a gasaz gan̄t-han̄ dék talan̄t arc’han̄t ha c’houec’h mil skoéd aour, ha dék saé névez.

6. Hag hén̄ a rôaz al lizer da roué Israel, war béhini é oa ar geriou-man̄ : Pa vézô rôet al lizer-man̄ d’id gwéz pénaoz em eûz kaset d’id Naaman, va zervicher, évit ma iac’hii anézhan̄ eûz hé lovren̄tez.

7. P’en dôé lennet roué Israel al lizer, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz : Ha Doué ounn-mé, évit ma helfenn lémel ha rei ar vuez, pa zigas hennez d’in eunn dén évit ma hé iac’hainn eûz hé lovren̄tez ? Likid évez, ha gwélit ma na glask két eunn darvoud em énep.

8. Pa glevaz Élizéus, ann dén Doué, pénaoz roué Israel en dôa roget hé ziḻad, é kasaz étrézég enn-han̄, évit lavarout d’ézhan̄ : Perâg éc’h eûz-té roget da ziḻad ? Deûet d’am c’havout, ha gwézet pénaoz éz eûz eur profed enn Israel.

9. Naaman éta a zeûaz gan̄d hé gézek hag hé girri, hag a choumaz tâl dôr ti Élizéus.

10. Hag Élizéus a gasaz d’ézhan̄ eur c’hannad, hag a lavaraz : Kéa, hag en em walc’h seiz gwéach er Jourdan, ha da gîg a zeûi da véza iac’h ; ha té da véza glân.

11. Naaman ô véza savet droug enn-han̄ a iéa-kuît, ô lavarout : Mé a grédé é teûjé er-méaz d’am c’havout, en em zalc’hché enn hé zâ ô c’hervel hanô ann Aotrou, hé Zoué, é lakajé hé zourn war léac’h va lovren̄tez, hag é iac’hajé ac’hanoun.

12. Ha né két gwélloc’h ann Abana hag ar Farfar, steriou Damas, égéd holl zouréier Israel, évit ma en em walc’hinn enn-hô, ha ma vézinn glanet ? Pa oé éta trôet hé gein gan̄t-han̄, ha p’az éa-kuît, drouk brâz enn-han̄,

13. Hé zervicherien a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd, ha pa en défé ar profed lavaret d’id eunn dra ziez, évit gwîr é vijé bét réd d’id hé ôber : Pégément gwelloc’h pa lavar bréma d’id : En em walc’h, hag é vézi glanet ?

14. Diskenni a réaz, hag en em walc’haz seiz gwéach er Jourdan hervez lavar ann dén Doué, hag hé gîg a zistrôaz ével kîg eur bugel bihan, hag hén̄ a oé glanet.

15. Hag ô véza distrôet étrézég ann dén Doué gan̄d hé holl heûl, é teûaz, é savaz dira-z-han̄, hag é lavaraz : Gouzoud a rann évit-gwîr pénaoz n’eûz Doué all é-béd enn holl zouar néméd hini Israel. Kémer éta, mé az péd, ar péz a rô d’id da zervicher.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, dirâk péhini ounn savet, na gémérinn két. Ha pétrâ-bennâg ma fellé d’ézhan̄ hé rédia, na aotréaz két.

17. Ha Naaman a lavaraz : Ével ma kiri ; hôgen va lez, mé az péd, mé da zervicher da gâs gan-én̄ daou zamm mûl a zouar : râk da zervicher na gennigô mui na sakrifiz na viktim da zouéed a-ziavéaz, némed d’ann Aotrou.

18. É kémen̄t-man̄ hép-kén é pédi ann Aotrou évid da zervicher, p’az ai va aotrou é templ Remmon, évid azeûli, oc’h en em harpa war va dourn, ma azeûlann é templ Remmon, pa azeûlô hén̄ enn hévélep léac’h, ma tistolô ann Aotrou kémen̄t-sé d’in, mé da zervicher.

19. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é peoc’h. Hag hén̄ a iéaz-kuît goudé eunn nébeûd hen̄t.

20. Hôgen Giézi, paotr ann dén Doué, a lavaraz : Va mestr en deûz espernet ann Naaman-zé eûz a Ziria, pa né két fellet d’ézhan̄ digémérout ar péz en dôa digaset. Ével ma eo béô ann Aotrou, é rédinn war hé lerc’h, hag é tigémérinn eunn dra digan̄t-han̄.

21. Giézi a iéaz éta war-lerc’h Naaman : ha pa her gwélaz hé-man̄ ô tirédek étrézég enn-han̄, é lammaz eûz hé garr évid mon̄t war hé arbenn, hag é lavaraz : Hag ervâd éz â pép-trâ ?

22. Hag hén̄ a lavaraz : Ervâd éz â. Va mestr en deûz va c’haset étrézég enn-od évit lavarout : Daou zén-iaouan̄k, eûz a vipien ar broféded a zô deûet râk-tâl eûz a vénez Éfraim d’am c’havout : rô évit-ho eunn talan̄t arc’han̄t, ha diou zaé névez.

23. Ha Naaman a lavaraz : Gwelloc’h eo d’id digémérout daou dalan̄t. Hag hen̄ a réaz d’ézhan̄ hô c’hémérout ; hag é liammaz ann daou dalan̄t arc’han̄t é daou zac’h, hag ann diou zaé, hag hô lékéaz war zaou eûz hé baotred, péré hô dougaz dirâg Giézi.

24. Ha pa oé deûet ar pardaez, hô chéméraz hén̄ eûz a zaouarn ar ré-man̄, hag hô lékéaz enn hé dî ; hag hén̄ a gasaz kuît ann dûd-zé, péré a zistrôaz.

25. Hôgen hén̄ a iéaz ébarz hag a zavaz dirâg hé vestr. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez, Giézi ? Hag hén̄ a lavaraz : É nép léac’h n’eo bét éat da zervicher.

26. Hag Élizéus a lavaraz : Ha né oa két va c’haloun énô, pa eo distrôet ann dén-zé eûz he garr évit mon̄t war da arbenn ? Bréma éta éc’h eûz digéméret arc’han̄t, éc’h eûz digéméret saéou évit préna gwéz-olived, ha gwiniennou, ha dén̄ved, hag éjenned, ha mévellou, ha mitisien.

27. Hôgen lovren̄tez Naaman en em stagô ouz-id, hag oud da wenn da-vikenn. Ha Giézi a bellaaz diout-han̄ gwenn ével ann erc’h gan̄d al lovren̄tez.


————


VI. PENNAD.


Grounet eo Samari. Naounégez direiz.


1. Hôgen mipien ar broféded a lavaraz da Élizéus : Chétu al leac’h é péhini é choumomp dira-z oud, a zô ré en̄k évid-omp.

2. Déomp bétég ar Jourdan, ha kéméromp péb a dreûst er c’hoat évit ma savimb énô eul léac’h évit choum. Hag hén̄ a lavaraz : It.

3. Hag unan anézhô a lavaraz : Deûz éta ivé gan-é-omp. Hag hén̄ a lavaraz : Mon̄d a rinn.

4. Hag hén̄ a iéaz gan̄t hô. Ha pa oen̄t deûet étrézég ar Jourdan, é trouc’hchon̄t koat.

5. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz pa édô unan anézhô ô trouc’ha eunn treûst, é kouézaz houarn hé vouc’ha1 enn dour ; hag hé-man̄ a c’harmaz hag a lavaraz : Allas, allas, allas, va mestr, é prést é oa bét rôet din.

6. Hag ann dén Doué a lavaraz : Péléac’h eo kouézet ? Hag hén̄ a ziskouézaz al léac’h. Hag Élizéus a drouc’haz eunn tamm koat, hag hé daolaz énô ; hag ann houarn a zeûaz war-neûn.

7. Hag hén̄ a lavaraz : Kémer. Hag hé man̄ a astennaz hé zourn, hag hé c’héméras.

8. Hôgen roué Siria a vrézélékéé oud Israel ; hag hén̄ a zalc’haz kuzul gan̄d hé zervicherien, ô lavarout : El léac’h-ma-léac’h é likiimp spiou.

9. Ann dén Doué a gasaz éta étrézé roué Israel, ô lavarout : Laka évez na dréméni dré al léac’h-ma-léac’h ; râg ar Siried a zô énô é spî.

10. Roué Israel a gaaaz éta d’al léac’h en dôa lavaret d’ézhan̄ ann dén Doué, hag a géméraz anézhan̄ ; hag hén̄ en em ziwallaz énô ouc’h-penn eur wéach hag ouc’h-penn diou wéach.

11. Kaloun roue Siria a oé trubuḻet gan̄t kémen̄t-sé : hag ô véza galvet hé zervicherien, é lavaraz d’ézhô : Pérâk n’hoc’h eûs-hu két rôet da anaout d’in piou a werz ac’hanoun é-kén̄ver roué Israel ?

12. Hag unan eûz hé zervicherien a lavaraz : Dén é-béd, aotrou va roué ; hôgen Élizéus ar profed, péhini a zô enn Israel, eo a rô da anaout da roué Israel kémen̄t gér a lévérez enn da gampr.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : It ha gwélit péléac’h éma-hén̄, évit ma kasinn d’hé gerc’hout. Hag hî a zeûaz da lavarout d’ézhan̄ : Chétu éma é Dotan.

14. Kâs a réaz éta dî marc’héien ha kirri, hag eunn armé gré : hag ar ré-man̄ ô veza deûet a-héd ann nôz, a gelc’hiaz kéar.

15. Paotr ann dén Doué ô véza savet da c’houlou-deiz, hag ô véza éat er-méaz, a wélaz ann armé war-drô da géar, hag ar varc’héien, hag ar c’hirri : hag hén̄ hé rôaz da anaout d’ézhan̄, ô lavarout : Allas, allas, allas, va mestr, pétrâ a raimp-ni ?

16. Hag hén̄ a lavaraz : N’az péz két a aoun ; râk muioc’h a zô gan-é-omp égét gan̄t-hô.

17. Hag Élizéus ô véza pédet, a lavaraz : Aotrou, digor hé zaoulagad, évit ma wélô. Hag ann Aotrou a zigoraz daoulagad ar paotr, hag hén̄ a zellaz ; ha chétu é wélaz eur ménez leûn a gézek hag a girri tân war-drô da Élizéus.

18. Hôgen ann énébourien a ziskennaz étrézég enn-han̄ ; hag Élizéus a bédaz ann Aotrou, ô lavarout : Skô, mé az péd, ar bobl-zé a zallen̄tez. Hag ann Aotrou hô skôaz a zallen̄tez hervez gér Élizéus.

19. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhô : Né kéd aman̄ ann hen̄t nag ar géar : deûid war va lerc’h, ha mé a ziskouézô d’é-hoc’h ann dén a glaskit. Hag hén̄ hô c’hasaz da Zamari.

20. Ha pa oen̄t éat ébars Samari, é lavaraz Élizéus : Aotrou, digor daoulagad ar ré-man̄, évit ma welin̄t. Hag ann Aotrou a zigoraz hô daoulagad, hag hî a wélaz pénaoz é oan̄t é-kreiz Samari.

21. Ha roué Israel a lavaraz da Élizéus, pa hô gwélaz : Ha na skôinn-mé két war-n-ézhô, va zâd ?

22. Hag hén̄ a lavaraz : Na skôi két ; râk n’éc’h eûz két hô c’héméret gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d da warek, évit skei war-n-ézhô : hôgen laka bara ha dour dira-z-hô évit ma tébrin̄t ha ma évin̄t, ha m’az ain̄t étrézég hô aotrou.

23. Lékeat é oé éta dira-z-hô kalz a voéd ; hag hî a zébraz hag a évaz ; hag hén̄ hô chasaz-kuît, hag ez éjon̄t étrézég hô aotrou, ha na zistrôjon̄t mui ével laéroun eûz ar Siria war zouar Israel.

24. Goudé-zé Bénadad, roué Siria, a strollaz hé holl armé, a biñas hag a c’hrounnaz Samari.

25. Hag eunn naounégez vrâz a c’hoarvézaz é Samari : hag en̄dra ma oa grounnet, é werzed penn eunn azen pévar-ugen̄t péz arc’han̄t, hag ar bévaré lôden eûz a eur c’hab kaoc’h koulm pemp péz arc’han̄t.

26. Ha pa dréméné roué Israel a-héd ar vûr, eur c’hrég a c’harmaz out-han̄, ô lavarout : Savété ac’hanoan, aotrou, va roué.

27. Hag hén̄ a lavaraz : Ann Aotrou na zavété két ac’hanod : a béléac’h é helfenn-mé da zavétei ? Eûz al leûr, pé eûz ar waskel ? Hag ar roué a lavaraz c’hoaz dézhi : Pétrâ a fell d’id ? Hag hî a lavaraz :

28. Ar c’hrég-man̄ é deûz lavaret d’in : Rô da vâb, évit ma tebrimp anézhan̄ hiriô, ha va mâb a zebrimp war-c’hoaz.

29. Poazet hon eûz éta va mâb, hag hon eûz hé zebret. Ha mé em eûz lavaret d’ézhi aotrônôz : Rô da vâb, évit ma tebrimp anézhan̄ : hôgen hî é deûz kuzet hé mâb.

30. Pa glevaz ar roué kémen̄t-sé, é rogaz hé ziḻad hag éz éaz a héd ar vûr : hag ann holl bobl a wélaz ar zaé reûn a zougé enn diabarz war hé groc’hen.

31. Hag ar roué a lavaraz : Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar choum hiriô penn Élizéus war hé ziskoaz.

32. Hôgen Élizéus a oa azézet enn hé dî, ha tûd kôz a oa azézet gan̄t-han̄. Hag ar roué a gasaz eunn den enn hé raok ; hag abarz ma oé deûet ar c’hannad-zé, Élizéus a lavaraz d’ar ré gôz ; Ha gouzoud a rit-hu pénaoz ar mâb-lazer-zé en deûz kaset évit trouc’ha va fenn d’in ? Gwélit éta, pa zeûi ar c’hannad, serrid ann ôr, ha mirid out-han̄ na zeûi ébarz : râk chétu trouz treid hé aotrou a zeû war hé lerc’h.

33. Pa gomzé c’hoaz out hô, é oé gwélet ar c’hannad a zeûé étrézég enn-han̄. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu eo brâz ann droug a zeû d’é-omp digan̄d ann Aotrou : pétrâ a c’hédinn-mé ouc’h-penn digan̄d ann Aotrou.


————


VII. PENNAD.


Founder brâz é Samari diouganet gan̄d Élizéus.


1. Neûzé Élizéus a lavaraz : Sélaouit gér ann Aotrou. Ével-henn é lavar ann Aotrou : D’ann heûr-man̄ war-c’hoaz, eur boézellad vleûd a vézô évid eur sikl, ha daou voézellad heiz évid eur sikl, out porz Samari.

2. Unan eûz ar ré vrâz war zourn péhini éc’h harpé ar roué, a respoun̄taz oud ann dén Doué hag a lavaraz : Ha pa rajé ann Aotrou paliou enn én̄v, hag ar péz a lévérez a helfé béza ? Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄d da zaoulagad é wéli, hôgen na zebri két eûz ann dra-zé.

3. Hôgen béz’ éz oa pévar dén lovr é-tâl ar pors, péré a lavaraz ann eil d’égilé : Pérâg é choumomp-ni aman̄ kén na varvimp ?

4. Daoust pé éz aimp ébarz kéar, é varvimp gan̄d ann naôun ; daoust pé é choumimp aman̄, é ran̄kimp ivé mervel. Deûid éta ha déomp da gamp ar Siried : ma espernon̄t ac’hanomp, é vévimp ; ha ma fell d’ézhô hol laza, é varvimp na-mui-na-méaz.

5. Hag hî a zavaz é-trô ar pardaez évit mon̄t da gamp ar Siried. Ha pa oen̄t deûet da benn kamp ar Siried, na gefchon̄t dén énô.

6. Râg ann Aotrou en dôa lékéat da glevout é kamp ar Siried, trouz kirri ha kézek, hag eunn armé vrâz : hag hî a lavaraz ann eil d’égilé : Chétu roué Israel en deûz galvet enn hon énep rouéed ann Hétéed hag ann Éjiptianed, hap hî a zeû war-n-omp.

7. Sével a réjon̄t éta, hag e tec’hchon̄t é-kreiz ann dévalien, hag é lezchon̄t war hô lerc’h er c’hamp hô zeltou, hag hô c’hézek, hag hô azéned ; hag hî a dec’haz gan̄d ar c’hoan̄t hép-kén da zavétei hô buez.

8. Pa oé deûet éta ar ré lovr da benn ar c’hamp, éz éjon̄t enn eunn telt, hag é tebrchon̄t, hag éc’h évchon̄t ; hag hî a géméraz ac’hanô arc’han̄t, hag aour, na diḻad, hag a iéaz-kuît, hag hô c’huzaz : hag hî a iéaz enn eunn telt all, hag a guzaz ivé ar péz hô dôa kéméret énô.

9. Neûzé é léverchon̄t ann eil d’égilé : Na réomp két mâd ; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz a gélou mâd. Mar tavomp, ha ma na fell két d’éomp rei ar c’hélou abarz ar min̄tin, é vézimp barnet a-wall ; deûit, déomp, ha rôomp-hi da anaout é léz ar roué.

10 Ha pa oen̄t deûet da bors kéar, é tanévelchon̄t d’ézhô, ô lavarout : Béd omp é kamp ar Siried, ha n’hon eûz kavet dén é-béd énô, hôgen hép-kén kézek hag azéned staget ha teltou displéget.

11. Ar borsierien éta a iéaz hag a zanévellaz é diabarz léz ar roué.

12. Ar roué a zavaz é-kreiz ann nôz hag a lavaraz d’hé zervicherien : Mé a lavar d’é-hoc’h pétrâ hô deûz gréat ar Siried d’é-omp. Gouzoud a reon̄t pénaoz éma ann naounégez gan-é-omp, ha dré-zé in̄t éat er-méaz eûz hô c’hamp, hag in̄t en em guzet er parkéier, ô lavarout : Pa vézin̄t deûet er-méaz eûz a géar, é kémérimp anézhô ez-béô, ha neûzé é hellimp mon̄d é kéar.

13. Hôgen unan eûz hé zervicherien a respoun̄taz ; Kéméromp ar pemp marc’h a zô choumet é kéar (râk n’eûz mui némét-hô eûz ann niver brâz a oa enn Israel, ar ré all ô véza bét deûet-da get), ha kasomp hî da spia.

14. Kéméroud a réjon̄t éta daou varc’h, hag ar roué a gasaz da gamp ar Siried, ô lavarout : It ha gwélit.

15. Ar ré-man̄ a iéaz éta war hô lerc’h bétég ar Jourdan ; ha chétu ann holl hen̄t a oa leûn a ziḻad hag a listri a oa bét taolet gan̄d ar Siried enn hô reûstl ; hag ar c’hannaded a zistrôaz, hag a zanévellaz d’ar roué.

16. Hag ar bobl a iéaz er méaz, hag a breizaz kamp ar Siried : hag eur boézellad vleûd a oé rôet évit eur sikl, ha daou voézellad heiz évid eur sikl, hervez gér ann Aotrou.

17. Hôgen ar roué en dôa lékéat oud ar pors ann dug-zé war zourn péhini éc’h harpé : flastret é oé gan̄d ann en̄groez enn ôr bors, hag é varvaz, hervez m’en dôa lavaret ann dén Doué, pa oa diskennet ar roué d’hé gavout.

18. Hag é c’hoarvézaz ével m’en dôa komzet ann dén Doué oud ar roué, ô lavarout : Daou voézellad heiz a vézô évid eur sikl, hag eur boézellad vleûd évid eur sikl, d’ann heûr-man̄ war-c’hoaz out pors Samari.

19. Ha pa respoun̄taz ann dug-zé d’ann dén Doué, ha pa lavaraz : Ha pa rajé ann Aotrou paliou enn én̄v, hag ar péz a lévérez a helfe béza ? É lavaraz d’ézhan̄ : Gan̄d da zaoulagad é wéli, hôgen na zebri két eûz ann dra-zé.

20. C’hoarvézout a réaz éta gant-han̄ ével ma oa bét diouganet ; flastret é oé gan̄d ar bobl enn ôr bors, hag é varvaz.


————


VIII. PENNAD.


Élizéus a ziougan marô Bénadad, roué Siria, ha rén Hazael.


1. Neûzé Élizéus a gomzaz oud ar c’hrég a béhini en dôa dazorc’het ar mâb, ô lavarout : Saô, ha kéa té ha da dî, ha kerz el léac’h ma helli choum : râg ann Aotrou en deûz galvet ann naounégez, hag hî a zeûi war ar vrô é-pâd seiz vloaz.

2. Hou-man̄ a zavaz, hag a réaz ével m’en dôa lavaret ann dén Doué. Hag ô véza éat-kuît gan̄d hé zî, éz éaz da choum é brô ar Filistined é-pâd pell-amzer.

3. Hag a-benn ar seiz vloaz, é tistrôaz ar c’hrég eûz a vrô ar Filistined : hag hî a iéaz da gavoud ar roué diwar-benn hé zî, ha diwar-benn hé farkou.

4. Hôgen ar roué a oa ô komza out Giézi, paotr ann dén Doué, ô lavarout : Lavar d’in ann holl vurzudou en deûz gréat Élizéus.

5. Ha pa zanévellé d’ar roué é pé zoaré en dôa dazorc’het eunn dén-marô, ar c’hrég a béhini en dôa dazorc’het ar mâb, a zeûaz hag a c’harmaz oud ar roué diwar-benn hé zî, ha diwar-benn hé farkou. Ha Giézi a lavaraz : Aotrou va roué, chétu aman̄ ar c’hrég-zé, hag hé-man̄ eo hé mâb, a zô bét dazorc’het gan̄d Élizéus.

6. Hag ar roué a réaz goulennou oud ar c’hrég : hag hî a zanévellaz d’ézhan̄. Hag ar roué a rôaz d’ézhi eur spaz, ô lavarout : Distol d’ézhi kémen̄d a zô d’ézhî, hag holl levé hé farkou, abaoé ma é deûz kuitéet ar vrô bété vréma.

7. Élizéus a zeûaz ivé da Zamas, ha Bénadad, roué Siria, a oa klan̄v. Ha danévellet é oé d’ézhan̄, ô lavarout : Ann dén Doué a zô deûet aman̄.

8. Hag ar roué a lavaraz da Hazael : Kémer gan-éz rôou, ha kéa war arbenn d’ann dén Doué ; ha goulenn kuzul digan̄d ann Aotrou dré-z-han̄, ô lavarout : Ha mé a hellô sével eûz ar c’hlén̄ved-man̄ ?

9. Hazael a iéaz éta war hé arbenn, ha gan̄t-han̄ rôou, kémen̄d a oa a vâd é Damas, samm daou-ugen̄t kan̄val. Ha pa oé deûet dira-z-han̄, é lavaraz : Bénadad, roué Siria, da vâb en deûz va c’haset étrézég enn-oud, ô lavarout : Ha mé a hellô distrei iac’h eûz ar c’hlén̄ved-man̄ ?

10. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha lavar d’ézhan̄ : Iac’haad a rî ; koulskoudé ann Aotrou en deûz diskouézet d’in pénaoz é varvô.

11. Hag hén̄ a choumaz enn hé zâ gan̄t-han̄, hag a oé ker strafiḻet ma her gwélet war hé zremm ; hag ann dén Doué a skuḻaz daérou.

12. Hag Azael a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é wél va aotrou ? Hag hén̄ a lavaraz : O véza ma ouzoun ann droug a rî da vugalé Israel. Hô c’heriou kré a loski gan̄d ann tân, hag hô zûd-iaouan̄k a lazi gan̄d ar c’hlézé, hag hô bugaligou a friki, hag ar c’hragez vragez a ziframmi.

13. Hag Hazael a lavaraz : Piou ounn-mé, mé, eur c’hî, da zervicher, évid ôber eunn dra ker brâz ? Hag Élizéus a lavaraz : Ann Aotrou en deûz diskouézet d’in pénaoz é vézi roué war ar Siria.

14. Hag hé-man̄ a iéaz-kuît diouc’h Élizéus hag a iéaz étrézég hé aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ en deûz lavaret d’id Élizéus ? Hag hén̄ a lavaraz : Lavaret en deûz d’in pénaoz é tistrôi d’ar iéc’hed.

15. An̄trônôz Hazael a géméraz eur ballen a c’hlépiaz gan̄d dour, hag a lédaz war hé zremm ; hag ar roué ô véza marô, Hazael a rénaz enn hé léac’h.

16. Ar pempved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, roué Israel, hag eûz a Jozafat, roué Juda, é rénaz Joram, mâb Jozafat, roué Juda.

17. Daou vloaz ha trégon̄t en dôa pa zeûaz da réni ; hag eiz vloaz é rénaz é Jéruzalem.

18. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄chou rouéed Israel, ével m’en dôa kerzet tî Ac’hab : râg hé c’hrég a oa merc’h da Ac’hab ; hag hén̄ a réaz ar péz a zô droug dirâg ann Aotrou.

19. Hôgen na fellaz két d’ann Aotrou kolla a-grenn Juda, enn abek da Zavid hé zervicher, hervez ar gér en dôa rôet d’ézhan̄, pénaoz é rôjé d’ézhan̄ eur c’houlaouen, ha d’hé vugalé da vikenn.

20. Enn hé zeisiou en em dennaz Édom eûz a zindân dourn Juda, hag é lékéaz eur roué war-n-ézhan̄ hé-unan.

21. Hôgen Joram a zeûaz da Zeira, ha gan̄t-han̄ hé holl girri ; hag hén̄ a zavaz diouc’h ann nôz, hag a skôaz war ann Iduméed péré hô dôa hé gelc’hiet, ha war brin̄sed hé girri ; hag ar bobl-zé a dec’haz enn hé deltou.

22. Édom éta en em dennaz eûz a zindân dourn Juda, ével ma eo choumet bétég-henn. Neûzé en em dennaz ivé Lobna enn hévéleb amzer.

23. Oberiou all Joram, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

24. Ha Joram a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; hag Oc’hozias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

25. Enn daouzékved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, roué Israel, é rénaz Oc’hozias, mâb Joram, roué Juda.

26. Daou vloaz war-n-ugen̄t en dôa Oc’hozias pa zeûaz da réni ; hag eur bloaz é rénaz é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Atalia, merc’h Anori, roué Israel.

27. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄chou tî Ac’hab : hag hén̄ a réaz ar péz a zô droug dirâg ann Aotrou, ével tî Ac’hab ; râk mâp-kaer é oa da dî Ac’hab.

28. Kerzoud a réaz ivé gan̄t Joram, mâb Ac’hab, évit brézélékaat oud Hazael, roué Siria, é Bamot-Galaad, hag ar Siried a c’hlazaz Joram.

29. Hag hén̄ a zistrôaz da Jezrahel évit béza iac’héet ; râg ar Siried hô dôa hé c’hlazet é Bamot pa vrézélékéé oud Hazael, roué Siria Hag Ac’hozias, mâb Joram, roué Juda, a ziskennaz da wélout Joram, mâb Ac’hab, é Jezrahel, péhini a oa klan̄v énô.

IX. PENNAD.


Jéhu lékéat da roué war Israel. Jézabel debret gan̄d ar chas.


1. Hôgen Élizéus, ar profed, a c’halvaz unan eûz a vipien ar broféded, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Laka eur gouriz war da zargreiz, ha kémer ar fiolennig éôl-man̄ enn da zourn, ha kéa da Ramot-Galaad.

2. Ha pa vézi deûet énô, é wéli Jéhu, mâb Jozafat, mâb Namsi : ha pa vézi éat enn tî, é tenni anézhan̄ eûz a greiz hé vreûdeûr, hag hel likii da von̄t enn eur gampr distrô.

3. Hag ô kémérout ar fiolennig éôl, é skuḻi war hé benn, hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Da éôliet em eûz da roué war Israel. Hag é tigori ann ôr, hag é tec’hî, ha na choumi két énô.

4. Paotr-iaouan̄k ar profed a iéaz éta da Ramot-Galaad :

5. Hag hén̄ a iéaz ébarz : hôgen prin̄sed ann armé a oa azézet, hag hén̄ a lavaraz : Eur gér em eûz da lavarout d’id, ô prin̄s. Ha Jéhu a lavaraz : Da béhini ac’hanomb holl ? Hag hén̄ a lavaraz dézhan̄ : D’id, ô prin̄s.

6. Hag hé-man̄ a zavaz hag a iéaz enn eur gampr ; hag ar paotr-iaouan̄k a skuḻaz ann éôl war he benn, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Da éôliet em eûz da roué war Israel, pobl ann Aotrou.

7. Dispenna a rî tî Ac’hab da aotrou ; ha mé a ven̄jô goad ar broféded, va zervicherien, ha goad holl zervicherien ann Aotrou, eûz a zourn Jézabel.

8. Gwasta a rinn holl dî Ac’hab ; hag é lazinn eûz a dî Ac’hab bétég al loéned ; bétég ann hini a zalc’hed klôz, hag ann distéra eûz a Israel.

9. Ha mé a lakai tî Ac’hab, ével tî Jéroboam, mâb Nabat, hag ével tî Baasa, mâb Ahia.

10. Ar châs a zebrô ivé Jézabel é park Jezrahel, ha na vézô dén évid hé bésia. Hag hén̄ a zigoraz ann ôr, hag a dec’haz-kuît.

11. Hôgen Jéhu a zistrôaz étrézé servicherien hé aotrou ; hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Hag ervâd éma pép-trâ ? Da bétrâ eo deûet ann diskian̄t-zé d’az kavout ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : C’houi a anavez ann dén, hag ar péz en deûz lavaret d’in.

12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : É nép kîz ; hôgen ken̄toc’h danével-hén̄ d’é-omp. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével-henn hag ével-henn en deûz komzet ouz-in, hag en deûz lavaret : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Da éoliet em eûz da roué war Israel.

13. Hag hî a hastaz, ha pép-hini anézhô ô kéméroud hé zaé hé lékéaz dindân hé dreid é doaré eunn trôn ; hag hî a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz : Jéhu eo hor roué.

14. Jéhu éta, mâb Jozafat, mâb Namsi, en em zavaz a-énep Joram ; hôgen Joram a stourmé out Ramot-Galaad, hén̄ hag Israel holl, a-énep Hazael, roué Siria ;

15. Hag hén̄ a oa distrôet évit en em iac’haat é Jezrahel, eûz ar gouliou a oa bét gréat d’ézhan̄ gan̄d ar Siried, pa stourmé oud Hazael, roué Siria. Ha Jéhu a lavaraz : Mar kavit mâd, n’az ai dén er-méaz eûz a géar, gan̄d aoun n’az ajé da gas kélou da Jezrahel.

16. Ha Jéhu a biñaz, hag a iéaz étrézé Jezrahel : hôgen Joram a oa klan̄v énô, hag Oc’hazias, roué Juda, a oa diskennet évit gwélout Joram.

17. Hôgen ann évésiad a ioa war dour Jezrahel, a welaz Jéhu ô ton̄t gan̄d hé armé, hag hén̄ a lavaraz : Eunn armé a wélann. Ha Joram a lavaraz : Kémer eur c’harr, ha kâs-hén̄ étrézeg ann dûd-zé, ha ra vezô lavaret d’ézhô : Hag ervâd éz a pép-trâ ?

18. Ann hini a oa piñet war ar c’harr, a iéaz éta étrézé Jéhu, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ar roué : Hag é péoc’h éma pép-trâ ? Ha Jéhu a lavaraz : Pétrâ a zô etré té hag ar péoc’h ? Trémen, ha kéa war va lerc’h. Ann évésiad hé rôaz da anaout, ô lavarout : Ar c’hannad a zô éat étrézég enn-hô, ha n’eo két distrôet.

19. Kâs a réaz Joram eunn eil garr, évit mon̄d étrézé Jéhu, hag évit lavarout d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ar roué : Hag ar péoc’h a zô ? Ha Jéhu a lavaraz : Pétrâ a zô étré té hag ar péoc’h ? Trémen, ha kéa war va lerc’h.

20. Hôgen ann évésiad hé rôaz da anaout, ô lavarout : Éad eo étrézég enn-hô, ha n’eo két distrôet. Hé gers a zô ével kers Jéhu, mâb Namsi ; râk buan é kerz.

21. Ha Joram a lavaraz : Sternit va charr. Hag hî a sternaz hé garr ; ha Joram, roué Israel, hag Oc’hozias, roué Juda, a iéaz pép-hini enn hé garr, étrézé Jéhu, hag a gavaz anézhan̄ é park Nabot, ar Jezrahélit.

22. Ha pa wélaz Joram Jéhu, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha péoc’h a zô, Jéhu ? Hag hén̄ a lavaraz : Pébez péoc’h, en̄dra ma pâd c’hoaz gadélésiou da vamm Jézabel, hag hé holl strôbinellou ?

23. Ha Joram a drôaz hé zourn, hag ô tec’hout é lavaraz da Oc’hozias : Trubardérez, Oc’hozias.

24. Hôgen Jéhu a sten̄az hé wareg enn hé zourn, hag a skôaz gan̄t Joram étré hé ziskoaz. Ar zaez a dreûzaz hé galoun, ha râk-tâl é kouézaz marô enn hé garr.

25. Ha Jéhu a lavaraz da Vadaser, unan eûz hé ovisérien : Kémer-hén̄, ha taol-hén̄ é park Nabot ar Jezraélit : râk koun em eûz pénaoz, pa édomb hon daou azézet enn eur c’harr ô von̄t war-lerc’h Ac’hab hé dâd, ann Aotrou en deûz savet ar béac’h-man̄ war-n-ézhan̄, ô lavarout :

26. Enn abek da c’hoad Nabot, ha da c’hoad hé vipien, am eûz gwélet hiriô, émé ann Aotrou, é tistolinn d’id er park-man̄, émé ann Aotrou. Bréma éta kémer-hén̄, ha taol-hén̄ er park, hervez gér ann Aotrou.

27. Pa wélaz Oc’hozias, roué Juda, kémen̄t-sé, é tec’haz dré hen̄t tî ar garz ; ha Jéhu a iéaz war hé lerc’h, hag a lavaraz : Skôit ivé gan̄d hé-man̄ enn hé garr ; hag hî a skôas gan̄t-han̄ é kréac’h Gaver, a zô war-harz Jéblaam : hag hén̄ a dec’haz étrézé Mageddo hag a varvaz énô.

28. Hag hé zervicherien ô véza hé lékéat war hé garr, a zougaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé dadou é kéar David.

29. Enn unnékved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, é rénaz Oc’hozias war Juda.

30. Ha Jéhu a zeûaz da Jezrahel : hôgen Jézabel ô véza klevet pénaoz é teûé, a livaz hé daoulagad gan̄t liou dû, a gin̄klaz hé fenn, hag a zellaz dré ar prénestr

31. Out Jéhu péhini a oa out pors kéar, hag é lavaraz : Hag ar péoc’h a hell béza eûz a Zambri, péhini en deûz lazet hé aotrou ?

32. Ha Jéhu a zavaz hé benn war-zû ar prénestr hag a lavaraz : Piou eo houn-nez ? Ha daou pé dri spaz a stouaz out-han̄.

33. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Taolit-hi d’ann traoun̄. Hag hî hé zaolaz ; hag ar vôger a oé glépiet gan̄d hé goad, ha treid ar c’hézek a vac’haz anézhi.

34. Ha pa oé deûet ébarz évid dibri hag éva, é lavaraz-hén̄ : It ha gwélit ar c’hrég villiget-zé, ha likit-hi er béz ; râk merc’h eur roué eo.

35. Ha p’az éjon̄t évid hé bésia, na gefchon̄t néméd ar c’hlôpenn, ann treid, ha blen̄chou ann daouarn.

36. Hag hî a zistrôaz hag a zanévellaz kémen̄t-sé d’ézhan̄. Ha Jéhu a lavaraz : Gér ann Aotrou eo, pa en deûz komzet dré c’hénou Élias, ann Tesbit, hé zervicher, ô lavarout : É park Jezrahel é tebrô ar châs kîk Jézabel.

37. Ha kîk Jézabel a vézô é park Jezrahel ével ann teil war c’horré ann douar, enn hévélep doaré ma lavarô ann dréménidi : Hag houn-nez eo ar Jézabel-zé ?


————


X. PENNAD.


Jéhu a laka da laza mipien Ac’hab ha breûdeûr Oc’hoziaz.


1. Hôgen Ac’hab en dôa dék mâb ha tri-ugen̄t é Samari : ha Jéhu a skrivaz lizéri, hag hô c’hasaz da Zamari, d’ar ré gen̄ta eûz a géar, ha d’ann hénaoured, ha da vagerien Ac’hab, ô lavarout.

2. Kerken̄t ha ma vézô deûet al lizéri-man̄ d’é-hoc’h, c’houi péré hoc’h eûz mipien hoc’h aotrou, ha kirri, ha kézek, ha keriou kré, hag armou ;

3. Dilennit ar gwella, hag ann hini a blijô d’é-hoc’h é-touez mipien hô mestr, ha likit-hén̄ war drôn hé dâd, ha stourmit évit tî hoc’h aotrou.

4. Hag hî a oé spoun̄tet-brâz, hag é léverchon̄t : Chétu daou roué ha n’hô deûz két gellet harpa out-han̄ ; pénaoz é helfemp-ni énébi ?

5. Mistri ann tî, ha pennou kéar, hag ann hénaoured, hag ar vagerien, a gasaz éta étrézé Jéhu, ô lavarout : Da zervicherien omp, kémen̄d a c’hourc’hémenni a raimp, na lakaimp két a roué war-n-omp ; grâ ar péz a giri.

6. Hôgen hén̄ a skrivaz lizeri all d’ézhô, ô lavarout : Mar d-émoc’h d’in, ha mar sen̄tit ouz-in, kémérit pennou mipien hoc’h aotrou, ha deûit war-c’hoaz d’am c’havout d’ann heûr-man̄ é Jezrahel. Hôgen ann dék mâb ha tri-ugen̄t ar roué a oa maget é tiez ar ré gen̄ta eûz a géar.

7. Ha pa zeûaz al lizéri d’ézhô, é kémerchon̄t ann dék mâb ha tri-ugen̄t ar roué, hag é lazchon̄t anézhô ; hag ô véza lékéat hô fennou é késtou, é kazchon̄t anézhô da Jéhu é Jezrahel.

8. Hôgen eur c’hannad a zeûaz, hag a zanévellaz, ô lavarout : Digaset hô deûz pennou mipien ar roué. Hag hén̄ a lavaraz : Likit-hô é daou vern é-tâl ar pors béteg ar min̄tin.

9. Pa oé deûet ar min̄tin, éz éaz er-méaz, hag ô choum enn hé zâ, é lavaraz d’ann holl bobl : Tûd gwirion oc’h ; mar d-ounn en em zavet a-énep (T) va aotrou, ha ma em eûz hé lazet, piou en deûz lazet ar ré-man̄ holl ?

10. Sellid éta bréma pénaoz n’eûz kouézet gér é-béd eûz ann Aotrou d’ann douar, eûz a gémen̄t en dôa lavaret ann Aotrou diwar-benn tî Ac’hab, ha pénaoz en deûz gréat ann Aotrou ar péz en dôa lavaret dré c’hénou Élias, hé zervicher.

11. Jéhu éta a lazaz kémen̄d hini a oa choumet eûz a dî Ac’hab é Jezrahel, hag hé holl brin̄sed, hag he viñouned, hag hé véleien, kén na choumaz hini anézhô.

12. Hag hén̄ a zavaz, hag a zeûaz da Zamari : ha pa oé deûet war harz lôj ar veserien war ann hen̄t,

13. É kavaz breûdeûr Oc’hozias, roué Juda, hag é lavaraz d’ezhô : Piou oc’h-hu ? Hag hî a lavaraz : Nî a zô breûdeûr Oc’hozias, hag é tiskennomp évit saludi mipien ar roué, ha mipien ar rouanez.

14. Ha Jéhu a lavaraz : kémérit-hô ez-béô. Ha pa hô dôé hô c’héméret ez-béô, é lazchon̄t anézhô er pun̄s-dizour a oa é-harz al lôj, hag hî daou-ugen̄t dén, hép ma choumaz béô hini anézhô.

15. Ha pa oé éat-kuît ac’hanô, é kavaz Jonabab, mâb Rec’hab, a zeûé war hé arbenn ; hag hén̄ a zaludaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha reiz eo da galoun em c’hen̄ver-mé, evel ma eo va c’haloun enn da gen̄ver-té ? (M). Ha Jonadab a lavaraz : Bez’ éz eo. Mar d-eo, émé-z-han̄, rô da zourn d’in. Hag hén̄ a rôaz hé zourn dézhan̄. Ha Jéhu a lékéaz anézhan̄ da biña enn hé garr ;

16. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz gan-én̄, ha gwél va oaz é-kén̄ver ann Aotrou. Hag ô véza hé lékéat war hé garr,

17. É kasaz anézhan̄ da Zamari. Hag hén̄ a lékéaz laza ar ré holl eûz a di Ac’hab a oa choumet é Samari, bétég ann divéza, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Élias.

18. Jéhu éta a zastumaz ann holl bobl, hag a lavaraz d’ézhô : Ac’hab en deûz énoret Baal eunn nébeût, hôgen mé a énorô anézhan̄ muioc’h.

19. Galvit éta d’am c’havout holl broféded Baal, hag hé holl zervicherien, hag hé holl véleien. Na choumet hini hép don̄t, râg eur sakrifiz brâz a rinn da Vaal : piou-bennâg ha na zeûi két, a vézô kaset d’ar marô. Hôgen Jéhu a réa kémen̄t-sé dré douellérez, évit kolla azeûlerien Baal.

20. Hag hén̄ a lavaraz : Lidit eur goél da Vaal.

21. Hag hén̄ a gasaz dré holl harzou Israel, évit gervel holl zervicherien Baal ; ha na choumaz hini hép don̄t. Hag hî a iéaz é templ Baal ; ha tî Baal a oé leûn eûz ann eil penn d’égilé.

22. Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a viré ar gwiskaman̄chou : Digasit gwiskaman̄chou da holl zervicherien Baal. Hag hî a zigasaz gwiskaman̄chou dézhô.

23. Ha Jéhu ô véza éat ébarz templ Baal, gan̄t Jonadab, mâb Réc’hab, a lavaraz da azeûlerien Baal : En̄klaskit ha gwélit, ma na vé két gan-é-hoc’h unan-bennag eûz a zervicherien ann Aotrou, hôgen servicherien Baal hép-kén.

24. Mon̄d a réjon̄t neuzé ébarz évit kenniga viktimou ha sakrifisou-losk. Hôgen Jéhu en dôa lékéat er-méaz pévar-ugen̄t dén, da béré en dôa lavaret : Mar tec’h unan eûz ann dûd-zé a zigasinn étré hô taouarn, hô puez a vézô évid hé vuez.

25. Pa oé éta kenniget ar sakrifiz-losk, Jéhu a rôaz ar gourc’hémenn-man̄ d’hé vrézélidi ha d’hé ovisérien : Id ébarz ha lazit-hô, ha na dec’het hini anézhô ; hag hî hô lazaz gan̄d ar c’hlézé ; hag ar vrézélidi gan̄d ann ovisérien a daolaz anézhô er-méaz : hag hî a iéaz é kéar templ Baal,

26. Hag a dennaz eûz ann templ skeûden Baal, hag a zévaz anézhi.

27. Ha goudé m’hô dôé hé diskaret, é kaschon̄t ivé da-gét tî Baal, hag é réjon̄t kac’h-lec’hiou enn hé léac’h, bétég-henn.

28. Jéhu éta a gasaz-kuît Baal eûz a Israel.

29. Koulskoudé na zilézaz két péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi, ha na bellaaz két diouc’h al leûéou aour a oa é Bétel hag é Dan.

30. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jéhu : O véza ma éc’h eûz gréat gan̄t préder ar péz a oa reiz hag a oa mâd dirâk va daoulagad, ha ma éc’h eûz gréat a-énep tî Ac’hab kémen̄d em bôa em c’haloun ; da vipien bétég ar béderved lignez a vézô azézet war drôn lsrael.

31. Hôgen Jéhu na gerzaz két bépréd é lézen ann Aotrou, Doué Israel, a greiz hé galoun ; ha na dec’haz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi.

32. Enn deisiou-zé é teûaz ann Aotrou d’en em skuiza diwar-benn Israel ; hag Hazael a dréc’haz anézhô é holl harzou Israel,

33. Adaleg ar Jourdan war-zû ar sâv-héol, é holl vrô C’halaad, hag é Gad, hag é Ruben, hag é Manasé, adaleg Aroer, a zô war froud Arnon, hag é Galaad, hag é Basan.

34. Oberiou all Jéhu, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé nerz, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

35. Ha Jéhu a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vesiaz anézhan̄ é Samari ; ha Joac’haz, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

36. Ann deisiou é-pâd péré é rénaz Jéhu war Israel é Samari, a oé eûz a eiz vloaz war-n-ugen̄t.


————


XI. PENNAD.


Joas a zô lékéat war ann trôn.


1. Atalia, mamm Oc’hozias, ô wélout pénaoz é oa marô hé mâb, a zavaz hag a lazaz holl wenn ar roué.

2. Hôgen Josaba, merc’h ar roué Joram, c’hoar Oc’hozias, a géméraz Joas, mâb Oc’hozias, hag a laéraz anézhan̄ eûz a greiz mipien ar roué a lazed, ha gan̄t-han̄ hé vagérez a oa enn hé gampr ; hag hî hé guzaz diouc’h gwél Atalia, evit na vijé két lazet.

3. Hag hén̄ a oé kuzet gan̄t-hi é-pâd c’houec’h vloaz é tî ann Aotrou ; hôgen Atalia a réné war ar vrô.

4. Koulskoudé er seizved bloaz, Joiada a gasaz ; hag hén̄ ô kémérout kan̄ténerien ha soudarded, hô lékéaz da zon̄t étrézég enn-han̄ é ti ann Aotrou, hag é réaz kévrédigez gan̄t-hô : hag ô véza hô lékéat da doui é tî ann Aotrou, é tiskouézaz d’ézhô mâb ar roué.

5. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Chétu aman̄ ar péz a dleit da ôber.

6. R’az ai ann drédé lôden ac’hanoc’h é sizun, ra ziwallô tî ar roué. R’az ai eunn drédé lôden all out pors Sur : hag eunn drédé lôden all oud ar pors a zô adré tî ann dirennerien : hag é tiwallot tî Messa.

7. Hôgen diou lôden ac’hanoc’h, eûz ar ré a zeûi er-méaz eûz a zizun, diwallen̄t tî ann Aotrou war-drô d’ar roué.

8. Ha c’houi en em zalc’hô war hé drô, gan̄d hoc’h armou enn hô taouarn ; ha mar d-a eur ré é klôz ann templ, ra vézô lazet : ha c’houi a vézô gan̄d ar roué p’az ai ébarz ha p’az ai ér-méaz.

9. Ar gan̄ténerien a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’ézhô Joiada ar bélek brâz ; hag hî ô kémérout hô holl zûd, ar ré a zeûé é sizun, hag ar ré a zeûé er-méaz eûz a zizun, a zeûaz da gavout Joiada ar bélek brâz,

10. Péhini a rôaz d’ézhô gwafiou hag armou ar roué David, a oa é tî ann Aotrou.

11. Ha pép-hini a zavaz gan̄d hé armou enn hé zourn, adaleg ann tû déou eûz ann templ, bétég ann tû kleiz eûz ann aoter hag eûz ann tî, war-drô d’ar roué.

12. Hag hén̄ a gasaz dira-z-hô mâb ar roué, hag a lékéaz war-n-ézhan̄ ar gurunen, hag ann desténi : hag hî hel lékéaz da roué, hag a éôliaz anézhan̄ : hag ô stlaka gan̄d hô daouarn, é léverchon̄t : Ra vévô ar roué.

13. Hôgen Atalia a glevaz trouz ar bobl a rédé ; hag ô véza éat é-kreiz ann en̄groez é templ ann Aotrou,

14. É wélaz ar roué azézet war ann trôn hervez ar c’hiz, hag ar ganerien hag ar gornerien enn hé gichen, hag holl bobl ar vrô el lévénez, hag ô seni gan̄d ar c’horn. Hag hî a rogaz hé diḻad, hag a c’harmaz : Dispac’h, dispac’h.

15. Hôgen Joiada a c’hourc’hémennaz d’ar gan̄ténerien a oa é penn ann armé, hag a lavaraz d’ézhô : Kasit-hi er-méaz eûz ann templ, ha piou-bennag az ai war hé lerc’h-hî, ra vézô lazet gan̄d ar c’hlézé. Râg ar bélek en dôa lavaret : Na vézet két lazet-hî é templ ann Aotrou.

16. Hag hî a lékéaz hô daouarn war-n-ézhî, hag ô véza hé c’haset dré ners dré hen̄t ar c’hézek é-c’harz tî ar roué, hé lazchon̄t énô.

17. Ha Joiada a réaz kévrédigez étré ann Aotrou, hag ar roué, hag ar bobl, évit ma vijé pobl ann Aotrou, hag étré ar roué hag ar bobl.

18. Hag holl bobl ar vrô a iéaz é templ Baal, a ziskaraz hé aoteriou, hag a dorraz hé skeûdennou ; laza a réjon̄t ivé Matan, bélek Baal, dirâg ann aoter. Hag ar bélek brâz a lékéaz gwarded é tî ann Aotrou.

19. Hag hén̄ a géméraz ar gan̄ténerien, ha soudarded ar Sérétied hag ar Félétied, hag holl bobl ar vrô ; hag hî a dennaz ar roué er méaz eûz a dî ann Aotrou ; hag é teûjon̄t dré hen̄t dôr ann dirennerien é tî ar roué ; hag hén̄ a azézaz war drôn ar roueed.

20. Hag holl bobl ar vrô en em laouénéaz, ha kéar a oé é péoc’h ; hôgen Atalia a oé lazet é tî ar roué.

21. Ha Joas en dôa seiz vloaz, pa zeûaz da réni.


————


XII. PENNAD.


Joas a laka aoza ann templ. Marô Joas.


1. Er seizved bloaz Jéhu, é rénaz Joas, hag hén̄ a rénaz daou-ugent vloaz é Jéruzalem. Hé vamm a oa hanvet Sébia, eûz a Versabé.

2. Ha Joas a réaz ar mâd dirâg ann Aotrou é-pad ann holl zeisiou ma oé kélennet gan̄t Joiada ar bélek-brâz.

3. Koulskoudé na dennaz két al lec’hiou uc’hel : hag ar bobl a gennigé c’hoaz viktimou, hag a zevé ézan̄s el lec’hiou uc’hel.

4. Ha Joas a lavaraz d’ar véleien : Holl arc’han̄t ann traou sakr a vézô digaset da dî ann Aotrou gan̄d ar ré a dréménô ugent vloaz (M) ; pé a vézô kenniget évit gwerz ann ené, pé a vézô digaset da dî ann Aotrou a galoun hag a ioul vâd ;

5. Ra vézô kéméret gan̄d ar véleien, pép hini hervez hé reiz, ha ra aozin̄t-hî tî ann Aotrou, é pé léach-bennâg é wélin̄t é vézô réd hé aoza. (M).

6. Hôgen ar véleien n’hô dôa két aozet ann templ bétég ann trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz ar roué Joas.

7. Hag ar roué Joas a c’halvaz Joiada, ar bélek-brâz, hag ar véleien all, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâk na aozit-hu két ann templ ? Na gémérit két éta mui ann arc’han̄t, hôgen distolit-hén̄ évid aoza ann templ.

8. Difennet é oé éta oc’h ar véleien na gémerchen̄t arc’han̄t digan̄d ar bobl, ha na aozchen̄t tî ann Aotrou. (T).

9. Ha Joiada ar bélek-brâz a géméraz eur c’houfr, hag a réaz eunn toull war hé c’horré, hag a lékéaz anézhan̄ oud ann aotér enn tû déou d’ar ré a zeûé é ti ann Aotrou ; hag ar véleien a oa ô tiwall ann ôriou a lékéa enn-han̄ ann holl arc’han̄t a oa digaset da dî ann Aotrou.

10. Ha pa wélen̄t pénaoz é oa kalz a arc’han̄t er c’houfr, skrivañer ar roué, hag ar bélek-brâz a biñé, hag hî a denné hag a nivéré ann arc’han̄t en em gavé é tî ann Aotrou.

11. Hag hî a lékéa ann arc’han̄t, hervez ann niver hag ar poéz, étré daouarn ar ré a ioa é penn labourérien ti (M) ann Aotrou : hag ar ré-man̄ a rôé lôd d’ar gilvizien, ha lôd d’ar van̄sounerien a labouré é tî ann Aotrou ;

12. Hag hî a aozé ann tî ; hag évid ar ré a véné ar vein ; hag évit préna koat ha mein da gompéza évit peûr-aoza tî ann Aotrou, é kémen̄d en dôa ézomm.

13. Koulskoudé na réad két gan̄d ann arc’han̄t-zé a gased d’ann templ listri tî ann Aotrou, hag ar ferierigou, hag ann ézan̄souérou, hag ar c’hornou-boud, hag ann holl listri aour hag arc’han̄t.

14. Hé rei a réad d’ar ré a labouré évid aoza tî ann Aotrou.

15. Ha na c’houlenned két a goun̄t digan̄d ann dûd da béré é oa rôet ann arc’han̄t évid hé lôdenna étré al labourerien ; hôgen gan̄t féalded é lôdennen̄t anézhan̄.

16. Na zouged két é tî ann Aotrou ann arc’han̄t évid ar gwallou, hag ann arc’han̄t évid ar béc’héjou ; râk d’ar véléien é oa.

17. Neûzé Hazael, roué Siria, a bin̄az hag a stourmaz out Gét hag a géméraz anézhi ; hag hén̄ a drôaz évit piña da Jéruzalem.

18. Râk-sé Joas, roué Juda, a géméraz ann holl draou sakr hô dôa kenniget Jozafat, ha Joram, hag Oc’hozias, hé dadou ha rouéed Juda, hag ar ré en dôa kenniget hé-unan ; hag ann holl arc’han̄t a hellaz da gavout e ten̄zoriou tî ann Aotrou, hag é tî ar roué : hag hén̄ hô c’hasaz da Hazael, péhini a bellaaz diouc’h Jéruzalem.

19. Oberiou all Joas, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

20. Hôgen hé zervicherien a zavaz hag a zispac’haz étré-z-hô, hag a lazaz Joas é tî Mello, d’ann diskenn eûz a Zella.

21. Ha Josac’har, mâb Sémaat, ha Jozabad, mâb Somer, hé zervicherien, a skôaz gan̄t-han̄ hag a lazaz anézhan̄ ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé dadou é kéar David ; hag Amasias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XIII. PENNAD.


Marô Élizéus. Eur c’horf marô ô véza bét taolet enn hé véz a zâv râk-tâl.


1. Enn trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz a Joas, mâb Oc’hozias, roué Juda, é rénaz Joac’haz, mâb Jéhu, war Israel é Samari, é-pâd seiték vloaz.

2. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a heûliaz péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; ha na bellaaz két diout-hô.

3. Eunn drouk brâz a ioa enn Aotrou a-énep (T) Israel, hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn Hazael, roué Siria, hag étré daouarn Bénadad, mâb Hazael, enn holl zeisiou-zé.

4. Hôgen Joac’haz a bédaz dirâg ann Aotrou, hag ann Aotrou a zélaouaz anézhan : râg hén̄ a wélaz an̄ken Israel, ha pénaoz é oan̄t gwasket gan̄t roué Siria :

5. Hag ann Aotrou a rôaz eur Zalver da Israel, hag hén̄ a oé tennet eûz a zaouarn roué Siria : ha bugalé Israel a choumaz dindân hô zeltou ével ken̄t.

6. Koulskoudé na zilezchon̄t két péc’héjou tî Jéroboam, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi ; hôgen hî a gerzaz enn-hô ; hag ar c’hoat-sakr a choumaz zô-kén é Samari.

7. Ha né oa choumet da Joac’haz eûz hé bobl némét han̄ter-kan̄t marc’hek ha dék karr, ha dék mil dén war droad : râk roué Siria en dôa hô zréc’het ha brévet ével ar poultr war al leûr.

8. Oberiou all Joac’haz, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé ners, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

9. Ha Joac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vésiaz anézhan̄ é Samari : ha Joas, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

10. Er seizved blôaz ha trégon̄t eûz a Joas, roué Juda, é rénaz Joas, mâb Joac’haz, war Israel é Samari, é-pâd c’houézék vloaz.

11. Hag hén̄ a réaz ar péz a zô drouk dirâg ann Aotrou : na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; hôgen hén̄ a gerzaz enn-hô.

12. Oberiou all Joas, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé ners, ha pénaoz en deûz stourmet oud Amasias, roué Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

13. Ha Joas a gouskaz gan̄d hé dadou ; ha Jéroboam a azézaz war hé drôn ; ha Joas a oé bésiet é Samari gan̄t rouéed Israel.

14. Hôgen Élizéus a oa klan̄v gan̄d ar c’hlén̄ved gan̄t péhini eo bét marvet ; ha Joas, roué Israel, a ziskennaz d’hé wélout, hag a wélaz dira-z-han̄, ô lavarout : Va zâd, va zâd, karr Israel hag hé garréner.

15. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Digas eur wareg ha saésiou. Ha p’en dôé digaset d’ézhan̄ eur wareg ha saésiou,

16. É lavaraz da roué Israel : Laka da zourn war ar warek. Ha p’en dôé lékéat hé zourn war ar warek, é lékéaz Élizéus hé zaouarn war zaouarn ar roué,

17. Hag é lavaraz : Digor ar prénestr war zû ar sâv-héol. Ha pa en dôé hé zigoret, Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Taol eur zaez. Hag hén̄ hé zaolaz. Hag Élizéus a lavaraz : Saez silvidigez ann Aotrou, ha saez silvidigez a-éneb ar Siria ; skei a rî gan̄d ar Siria é Afek, kén na gasi anézhi da gét.

18. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Kémer saésiou. Ha p’en dôé hô c’héméret, é lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Skô gan̄d eur zaez war ann douar ; ha p’en dôé skôet war-n-ézhan̄ teir gwéach, ha ma oé éhanet,

19. Ann dén Doué a zavaz drouk enn-han̄ enn hé énep (T), hag a lavaraz : M’az pijé skôet pemp gwéach, pé c’houec’h gwéach, pé seiz gwéach, ez pijé skôet gan̄d ar Siria bétég hé c’hâs-da-gét ; hôgen brema e skôi gan̄t-hî teir gwéach.

20. Hag Élizéus a varvaz, hag hî a vésiaz anézhan̄. Hôgen don̄d a réaz laéroun eûz a Voab war ar vrô er bloaz-zé.

21. Hôgen eur ré-bennâg a vésié eunn dén ; ha pa wélchon̄t al laéroun, é taolchon̄t ar c’horf-marô é béz Élizéus. Pa stokaz ar c’horf-marô oud eskern Élizéus, é teûaz ann dén a varô da véô, hag é savaz war hé dreid. (T).

22. Hazael éta, roué Siria, a heskinaz Israel a-héd holl zeisiou Joac’haz.

23. Hag ann Aotrou en dôé truez out-hô, hag a zistrôaz out-hô enn-abek d’ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d Abraham, hag Izaak, ha Jakob ; ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét, nag hô disteûrel a-grenn, bétég ann amzer-man̄.

24. Hôgen Hazael, roué Siria, a varvaz. Ha Bénadad hé vâb a rénaz enn hé léac’h.

25. Neûzé Joas, mab Joac’haz, a géméraz eûz a zaouarn Bénadad, mâb Hazael, ar c’heriou en dôa kéméret eûz a zaouarn Joac’haz hé dâd dré wîr ar brézel ; Joas hé dréc’haz teir gwéach hag a zistolaz ar c’heriou da Israel.


————


XIV. PENNAD.


Amasias a laka da vervel ar ré hô dôa lazet hé dâd. Lazet eo hé-unan gan̄d hé dûd.


1. Enn eil vloaz eûz a Joas, mâb Joac’haz, roué Israel, é rénaz Amasias, mâb Joas, roué Juda.

2. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni : hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa eûz a Jéruzalem, hag a oa hanvet Joadan.

3. Hag hén̄ a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou ; hôgen n’her gréaz két ével David hé dâd ; ôber a réaz enn-holl ével Joas hé dâd :

4. Néméd hép-kén na dennaz két al lec’hiou uc’hel : râg ar bobl a gennigé c’hoaz sakrifisou hag a zevé ézan̄s el lec’hiou uc’hel.

5. Ha pa oé startéet hé rén, é skôaz gan̄d ar ré eûz hé zervicherien hô dôa lazet hé dâd :

6. Hôgen na lazaz két bugalé ar ré hô dôa lazet, hervez ar péz a zô skrivet é levr lézen Moizez, hag hervez ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou, ô lavarout : Na varvô két ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou ; hôgen pép-hini a varvô évid hé béc’hed hé-unan.

7. Hén̄ eo a dréc’haz dék mil eûz ann Iduméed é traon̄ien ar poullou-c’hoalen, hag a géméraz eur roc’h er brézel, a hanvaz Jektéhel, ével ma eo hanvet bétég-henn.

8. Neûzé Amasias a gasaz kannaded da Joas, mâb Joac’haz, mâb Jéhu, roué Israel, évit lavarout : Deûz hag en em wélomp ann eil égilé.

9. Ha Joas, roué Israel, a gasaz goudé da Amasias, roué Juda, évit lavarout : Askol al Liban a gasaz d’ar sedr a zô el Liban, évit lavarout : Rô da verc’h da c’hrég d’am mâb. Hag al loéned c’houéz a zô é koat al Liban a dréménaz hag a flastraz ann askol.

10. O véza ma éc’h eûz bét ar gounid war ann Iduméed, ha ma éc’h eûz hô zréc’het, eo bét stambouc’het da galoun ; béz laouen gan̄t da c’hloar hag azez enn da dî. Pérâg é klaskez-té da zroug da-unan, évit ma kouézi té ha Juda gan-éz ?

11. Hag Amasias na aotréaz két ; ha Joas, roué Israel, a biñaz, hag hî en em wélaz ann eil égilé, hén̄ hag Amasias, roué Juda, é Betsamez, kéar Juda.

12. Ha Juda a oé tréc’het dirâg Israel ; hag hî a déc’haz pép-hini enn hé delt.

13. Hôgen Joas, roué Israel, a géméraz é Betsamez Amasias, roué Juda, mâb Joas, mâb Oc’hozias, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hén̄ a ziskaraz mûr Jéruzalem, adalek pors Efraim bété pors ar c’hon̄, war-héd pévar c’han̄t ilinad,

14. Hag hén̄ a géméraz ann holl aour hag ann arc’han̄t, hag ann holl listri a oé kavet é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, ha gwéstlou ; hag é tistrôaz da Zamari.

15. Oberiou all Joas, hag ann ners gan̄t péhini é stourmaz oud Amasias, roué Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

16. Ha Joas a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é Samari é-touez rouéed Israel ; ha Jéroboam hé vâb a rénaz enn hé léac’h.

17. Hôgen Amasias, mâb Joas, roué Juda, a vévaz pemzék vloaz goudé ma oé marô Joas, mâb Joac’haz, roué Israel.

18. Oberiou all Amasias, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

19. Eunn dispac’h a zavaz enn hé énep é Jéruzalem ; hag hén̄ a déc’haz da Lac’his. Hag hî a gasaz tûd war hé lerc’h da Lac’his hag a lazaz énô anézhan̄.

20. Hag hî a zougaz anézhan̄ war hé gézek, hag hén̄ a oé bésiet é Jéruzalem gan̄d hé dadou, é kéar David.

21. Hôgen holl bobl Juda a géméraz Azarias, péhini en dôa c’houézek vloaz, hag hî hel lékéaz da roué, é léac’h Amasias hé dâd.

22. Hén̄ eo a zavaz Élat hag a zistolaz anézhi da Juda, goudé ma oé kousket ar roué gan̄d hé dadou.

23. Er pemzékved bloaz eûz a Amasias, mâb Joas, roué Juda, é rénaz Jéroboam, mâb Joas, roué Israel é Samari ; hag hén̄ a rénaz eur bloaz ha daou-ugen̄t.

24. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ha na bellaaz két diouc’h holl béc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.

25. Hén̄ eo a reizaz harzou Israel, adalek béven Émat bété môr ar gwélec’h, hervez gér ann Aotrou, Doué Israel, en deûz lavaret dré c’hénou hé zervicher Jonas, mâb Amati, ar profed, péhini a oa eûz a C’het, a zô é Ofer.

26. Râg ann Aotrou a wélaz glac’har Israel a oa c’houerô-meûrbéd ; pénaoz é oan̄t gwastet holl, kén ar ré a oa er vâc’h, kén ar ré a oa enn diénez ; ha na oa hini évit ken-nerza Israel.

27. Ha na lavaraz két ann Aotrou é vijé lamet hanô Israel eûz a zindân ann én̄v ; hôgen hén̄ hô diboaniaz dré zourn Jéroboam, mâb Joas.

28. Oberiou all Jéroboam, ha kémen̄d en deûz gréat, hag ann ners gan̄t péhini en deûz stourmet, ha pénaoz en deûz lékéat da zisteûrel da Israel Damas hag Émat a oa étré daouarn Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

29. Ha Jéroboam a gouskaz gan̄d hé dadou, rouéed Israel, ha Zacharias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XV. PENNAD.


Téglatfalasar a gâs da Ziria eul lôd brâz eûz ann Israélited.


1. Er seizved bloaz war-n-ugen̄t eûz a Jéroboam, roué Israel, e rénaz Azarias, mâb Amasias, roué Juda.

2. C’houézek vloaz en dôa pa zeûaz da réna, hag hén̄ a rénaz daou vloaz hag han̄ter-kan̄t é Jéruzalem : hé vamm a oa eûz a Jéruzalem, hag a oa hanvet Jéc’hélia.

3. Hag hén̄ a réaz ar péz a blijé d’ann Aotrou, hervez kémen̄d a réaz Amasias hé dâd.

4. Koulskoudé na ziskaraz két al léc’hiou uc’hel : ar bobl a réa c’hoaz sakrifisou, hag a zevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel.

5. Hôgen ann Aotrou a skôaz gan̄d ar roué-zé, hag hén̄ a oé lovr bété deiz hé varô, ha choum a réaz hé-unan enn eunn tî distrô ; hôgen Joatan, mâb ar roué, a réné tî ar roué, hag a varné pobl ar vrô.

6. Oberiou all Azarias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

7. Hag Azarias a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé c’hourdadou é kéar David ; ha Joatan, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

8. Enn eizved bloaz ha trégon̄t eûz a Azarias, roué Juda, é rénaz Zac’harias, mâb Jéroboam, war Israel é Samari, é-pâd c’houec’h miz :

9. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ével m’hô dôa gréat he dadou ; na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.

10. Hôgen Selleem, mâb Jabez, en em zavaz enn hé énep : hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz, hag a rénaz enn hé léac’h.

11. Oberiou all Zac’harias, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

12. Hen-nez eo gér ann Aotrou, pa gomzaz out Jéhu, ô lavarout : Da vipien bétég ar pévaré rumm a vézô azézet war drôn Israel. Hag ével-sé é oé.

13. Selleem, mâb Jabez, a zeûaz da réni enn naved bloaz ha trégon̄t eûz a Azarias, roué Juda ; hôgen é-pâd eur miz é rénaz é Samari.

14. Ha Manahem, mâb Gadi, a biñaz eûz a Dersa hag a zeûaz da Zamari ; hag hén̄ a skôaz gan̄t Selleem, mâb Jabez, é Samari, hag a lazaz anézhan̄, hag a rénaz enn hé léac’h.

15. Oberiou all Selleem, hag ann dispac’h dré béhini éc’h aozaz spiou, ha n’in̄t két bét skrivet e levr ôberiou rouéed Israel ?

16. Neûzé Manahem a skoaz gan̄t Tapsa, ha gan̄d ar ré holl a oa enn-hi, ha gan̄d hé harzou bété Tersa, enn abek na oa két fellet d’ézhô digéri d’ézhan̄ ; hag hén̄ a lazaz ann holl c’hragez vrazez, hag a zigoraz hô c’hôv d’ezhô.

17. Enn naved bloaz ha trégon̄t eûz a Azarias, roué Juda, Manahem, mâb Gadi, a rénaz war Israel ; hag hén̄ a rénaz dék vloaz é Samari.

18. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi é-pâd hé holl zeisiou.

19. Ful, roué ann Assiried. a zeûaz er vrô, ha Manahem a rôaz da Ful mil talan̄t arc’han̄t évit ma ken-nerzché anézhan̄ ha ma krétaaché hé rouan̄télez.

20. Ha Manahem a zastumaz ann arc’han̄t-zé é Israel war ar ré holl c’halloudek ha pinvidik, han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t war bép-hini, évit rei da roué ann Assiried ; ha roué ann Assiried a zistrôaz, ha na choumaz mui er vrô.

21. Oberiou all Manahem, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

22. Ha Manahem a gouskaz gan̄d hé dadôu ; ha Faséia, he vâb, a rénaz enn hé léac’h.

23. Enn han̄ter-kan̄tved bloaz eûz a Azarias, roué Juda, é rénaz Faséia, mâb Manahem, war Israel é Samari é-pâd daou vloaz.

24. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.

25. Faséé, mâb Roméli, penn hé armé, en em zavaz enn hé énep hag a skôaz gan̄t-han̄ é Samari, é tour tî ar roué, é-harz Argob hag Arié, ha gan̄t-han̄ han̄ter-kan̄t dén eûz a vipien ar Galaadited ; hag hén̄ a lazaz anézhan̄, hag a rénaz enn hé léac’h.

26. Oberiou all Faséia, ha kémen̄t en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

27. Enn eil vloaz hag han̄ter-kan̄t eûz a Azarias, roué Juda, é rénaz Faséé, mâb Roméli, war Israel é Samari, é-pâd ugen̄t vloaz.

28. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; na bellaaz két diouc’h pec’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi.

29. E deisiou Faséé, roué Israel, é teûaz Téglatfalasar, roué ann Assiried, péhini a géméraz Aion, hag Abel-tî-Maac’ha, ha Janoé, ha Sédez, hag Asor, ha Galaad, hag ar Galiléa, hag holl vrô Neftali ; hag hén̄ hô dizougaz enn Assiria.

30. Hôgen Oséé, mâb Éla a zispac’haz hag a aozaz spiou da Faséé, mâb Roméli ; hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz ; hag a rénaz enn hé léac’h enn ugen̄tved bloaz eûz a Joatam, mâb Ozias.

31. Oberiou all Faséé, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?

32. Enn eil vloaz eûz a Faséé, mâb Roméli roué Israel, é rénaz Joatam, mâb Ozias, roué Juda.

33. Pemp ploaz war-n-ngen̄t en dôa pa zeûaz da réni, hag hen̄ a rénas c’houézek vloaz é Jéruzalem ; hé vamm oa hanvet Jérusa, hag a oa merc’h da Zadok.

34. Hag hén̄ a réaz ar péz a oa hétuz d’ann Aotrou, hag hervez kémen̄d en dôa gréat Ozias, hé dâd.

35. Koulskoudé na ziskaraz két al lec’hiou uc’hel : ar bobl a réa c’hoaz sakrifisou, hag a zevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel. Hén̄ eo a zavaz ann ôr uc’héla eûz a di ann Aotrou.

36. Oberiou all Joatam, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

37. Enn deiziou-zé é teûaz ann Aotrou da gas da Juda Rasin, roué Siria, ha Faséé, mâb Roméli.

38. Ha Joatam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David hé dâd ; hag Ac’haz hé vâb a rénaz enn hé léac’h.


————

XVI. PENNAD.


Ac’haz en em rô da géélidigez ann idolou.


1. Er seitékved bloaz eûz a Faséé, mâb Roméli, é teûaz Ac’haz, mâb Joatam, roué Juda, da réni.

2. Ugen̄t vloaz é oa Ac’haz pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz c’houézék vloaz é Jéruzalem ; na réaz két ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hé Zoué, ével David hé dâd ;

3. Hôgen kerzoud a réaz é hen̄chou rouanez Israel : hag ouc’h-penn é wéstlaz hé vâb, oc’h hé lakaat é-kreiz (T) ann tân, hervez idolatri ar brôadou en dôa bévézet ann Aotrou dirâk bugalé Israel.

4. Laza a réa ivé viktimou, hag é tevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel, ha war ar c’hrec’hiou, ha dindân ar gwéz déliennek.

5. Neûzé é piñaz Rasin, roué Siria, ha Faséé, mâb Roméli, roué Israel, évit stourmi out Jéruzalem ; ha pétrâ-bennâg ma strôben̄t anézhan̄, na helchon̄t két hé drec’hi.

6. Enn amzer-zé Rasin, roué Siria, a rôaz a névez Ailam d’ar Siried, hag é kasaz-kuît ar Iuzevien eûz a Ailam ; hag ann Iduméed a zeûaz da Ailam, hag a choumaz énô ével ma réon̄t c’hoaz hiriô.

7. Hôgen Ac’haz a gasaz kannaded étrézé Téglatfalasar, roué ann Assiried, évit lavaroud d’ézhan̄ : Da zervicher ha da vâb ounn ; pîñ ha denn ac’hanoun eûz a zaouarn roué Siria, hag eûz a zaouarn roué Israel, péré a zô savet hô daou em énep.

8. Ha p’en dôé dastumet ann archan̄t hag ann aour a hellaz da gavout é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, hô c’hasaz da rei da roué ann Assiried.

9. Roué ann Assiried a aotréaz d’ézhan̄ hé c’hoan̄t, a biñaz da Zamas hag a wastaz anézhi : dizougen a réaz ann dûd anézhi é Sirén, hag é lazaz Rasin.

10. Neûzé Ac’haz a iéaz bété Damas war arbenn da Téglatfalasar, roué ann Assiried, ha pa wélaz ann aoter a oa é Damas, ar roué Ac’haz a gasaz da Urias, ar bélek, ar skouér anézhî, gan̄d ann hévélédigez eûz hé holl labour.

11. Hag Urias ar bélek a zavaz eunn aoter ; hag hén̄ hé gréaz enn-holl hervez m’en dôa hé c’hourc’hémennet ar roué Ac’haz eûz a Zamas, kén na zistrôjé ac’hanô.

12. Ha pa oé distrôet ar roué eûz a Zamas, é wélaz ann aoter, hag éc’h énoraz anézhi ; hag hén̄ a biñaz hag a lazaz viktimou, hag a gennigaz hé sakrifiz hé-unan.

13. Hag hén̄ a réaz hé vraoued-kennigou, hag a skuḻaz goad ann hostivou a béoc’h en dôa kenniget war ann aoter.

14. Hôgen ann aoter arem a oa dirâg ann Aotrou, hé zenna a reaz eûz a greiz ann templ, hag eûz a léac’h ann aoter, hag eûz a léac’h templ ann Aotrou, hag e lékéaz anézhi é-kén̄ver ann aoter war-zû ann han̄ter-nôz.

15. Hag ar roué Ac’haz a c’hourc’hémennaz da Urias ar bélek, ô lavarout : War ann aoter veûr é kennigi ar sakrifiz-losk eûz ar min̄tin, hag ar sakrifiz eûz ar pardaez, ha sakrifiz-losk ar roué, hag hé sakrifiz hé-unan, ha sakrifiz-losk holl bobl ar vrô, hag hô sakrifisou hô-unan, hag hô braoued-kennigou ; hag é skuḻi war-n-ézhi holl c’hoad ar sakrifisou, hag holl c’hoad ar viktimou ; hôgen ann aoter arem a vézô aozet hervez ma plijô gan-en.

16. Urias ar bélek a réaz éta kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’ezhan̄ ar roué Ac’haz.

17. Hôgen ar roué Ac’haz a dennaz ar sôliou kizellet, hag ar réol a oa war-n-ézhô ; tenna a réaz ivé ar môr diwar ann éjenned arem war béré é oa douget, hag é lékéaz anézhan̄ war leûr ann templ a oa gôlôet a vein.

18. Tenna a réaz ivez gôlô ar sabbat, en dôa savet enn templ, hag é léac’h an̄tré ar roué a-ziavéaz, é réaz unan é diabarz (M) templ ann Aotrou, enn-abek da roué ann Assiried.

19. Oberiou all Ac’haz, ha kémen̄d a réaz, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

20. Hag Ac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; hag Ézéc’hias, hé vâb, a rénaz eun hé léac’h.


————


XVII. PENNAD.


Salmanaser a gémer Samari, hag a zigas ann dûd anézhi enn Assiria.


1. Enn daouzékved bloaz eûz a Ac’haz, roué Juda, Oséé, mâb Éla, a rénaz é Samari war Israel é-pâd naô bloaz.

2. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; nann koulskoudé ével ar rouéed eûz a Israel a oa bét enn hé raok.

3. Salmanasar, roué ann Assiried, a zavaz enn hé énep, hag Oséé a zeûaz da bléga d’ézhan̄ ha da baéa gwiriou d’ézhan̄. (T).

4. Hôgen roué ann Assiried ô véza anavézet pénaoz Oséé ô klask ann tû da zispac’ha, en dôa kaset kannaded étrézé Sua, roué ann Ejipt, évit na baéjé mui da roué ann Assiried ar gwiriou é oa boazet da baéa bép ploaz, a stourmaz out-han̄, hag ô véza hé drec’het, é kasaz anezhan̄ er vâc’h.

5. Ha Salmanasar a réaz argadennou dré ann holl vrô ; hag ô piña bété Samari, é c’hrounnaz anézhi é-pâd trî bloaz.

6. Enn naved bloaz eûz a Oséé, Salmanasar a géméraz Samari, hag a zigasaz ann Israélited é brô ann Assiried ; hag hén̄ hô lékéaz da choum é Hala, hag é Habor, keriou d’ar Médied, war-harz ster Gozan.

7. Râk c’hoarvézoud a réaz pénaoz bugalé Israel a béc’haz a-éneb ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa hô zennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a zaouarn Faraon, roué ann Éjipt ; ha ma azeûlchon̄t douéed a-ziavéaz.

8. Hag hî a gerzaz hervez kîz ar brôadou en dôa disman̄tret ann Aotrou dirâk bugalé Israel, hag hervez kîz rouéed Israel, hô dôa gréat enn hévélep doaré.

9. Ha bugalé Israel hô dôa péc’het é-ken̄ver ann Aotrou (T), hô Doué, gan̄t ôberiou direiz : hag hî hô dôa savet évit-hô lec’hiou uc’hel enn hô holl geriou, adalek tour ar gwardou bétég ar géar gré.

10. Ober a réjon̄t ivé évit-hô skeûdennou, ha koadou sakr war ann holl grec’hiou uc’hel, ha war holl goadou déliennek :

11. Hag hî a zevé ézan̄s war ann aoteriou diouc’h boaz ar brôadou en dôa ann Aotrou disman̄tret dira-z-hô : hag hî a réaz gwall draou hag a heskiné ann Aotrou.

12. Hag hî a géélaz louzdoniou, pétrâ-bennâg m’en dôa ann Aotrou difennet ann traou-zé.

13. Ann Aotrou en dôa testéniet enn Israel hag é Juda, dré c’hériou hé holl broféded hag ar wélerien, ô lavarout : Distrôit eûz hô kwall hen̄chou, ha mirit va c’hélennou, ha va lidou hervez ann holl lézennou em eûz gourc’hémennet d’ho tadou ; hag ével ma em eûz hô c’haset d’é-hoc’h dré c’hénou ar broféded va zervicherien.

14. Ar ré-man̄ na zélaouchon̄t két ; hôgen kalédi a réjon̄t hô fennou ével pennou hô zadou, péré na fellaz két d’ézhô sen̄ti oud ann Aotrou, hô Doué.

15. Hag hî a zistaolaz hé lézennou, hag ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d hô zadou, hag ann testéniou en dôa rôet d’ézhô : hag hî a heûliaz ann traou gwân, ha na réjon̄t némét traou gwân ; mon̄d a réjon̄t war lerc’h ar brôadou a oa war hô zrô, pétrâ-bennâg m’en dôa ann Aotrou difennet out-hô na rajen̄t ével-t-hô.

16. Hag hî a zilézaz holl gélennou ann Aotrou, hô Doué, hag a réaz évit-hô daou leûé teûz ha koajou sakr ; hag éc’h azeûlchon̄t holl armé ann én̄v ; hag é servizchon̄t Baal.

17. Hag hî a wéstlaz hô mipien hag hô merc’hed dré ann tân, hag en em rôjon̄t d’ann diouganérez ha d’ann arouésiou ; hag é réjon̄t ann drouk dirâg ann Aotrou, évid hé heskina.

18. Hag ann Aotrou a zavaz kals a zrouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, hag a dennaz anézhô eûz a zira-z-han̄ ; ha na choumaz némét breûriez Juda hép-kén.

19. Ha Juda hé-unan na viraz két gourchémennou ann Aotrou hé Zoué ; hôgen kerzoud a réaz enn direisiou en dôa heûliet Israel.

20. Hag ann Aotrou a zistaolaz holl wenn Israel, hag a c’hlac’haraz anézhô, hag a lékéaz anézhô étré daouarn hô gwasterien, kén n’hô distaolaz eûz a zira-z-han ;

21. Adaleg ann amzer é péhini en em rannaz Israel eûz a dî David, hag é lékéjon̄t Jéroboam, mâb Nabat, da roué d’ézhô : râk Jéroboam a rannaz Israel diouc’h ann Aotrou, hag hô lékéaz da ôber eur péc’héd brâz.

22. Ha bugalé Israel a gerzaz enn holl béc’héjou en dôa gréat Jéroboam ; ha n’en em denchon̄t két diout-hô ;

23. Kén na zistaolaz ann Aotrou Israel eûz a zira-z-han̄, é-c’hiz m’en dôa hé lavaret dré c’hénou ann holl broféded hé zervicherien ; hag Israel a oé kaset eûz hé vrô é brô ann Assiried, ével ma eo bétég-henn.

24. Hôgen roué ann Assiried a zigasaz tûd eûz a Vabilon, hag eûz a Guta, hag eûz a Avash, hag eûz a Emat, hag eûz a Séfarvaim ; hag hén̄ hô lékéaz é kériou Samari é léac’h bugalé Israel. Ar ré-man̄ a oé perc’hen da (T) Zamari, hag a choumaz enn hé c’hériou.

25. Ha pa zeûjon̄t da choum énô, na zoujen̄t két ann Aotrou ; hag ann Aotrou a gasaz enn hô énep léoned, péré a lazé anézhô.

26. Danévellet é oé kémen̄t-sé da roué ann Assiried, ô lavarout : Ann dûd éc’h eûz digaset hag éc’h eûz lékéat da choum é keriou Samari, na anavézon̄t két lézennou Doué ar vrô, hag ann Doué-zé en deûz kaset enn hô énep léoned péré a lâz anézhô, ô véza na anavézon̄t két kéélidigez Doué ar vrô.

27. Neûzé roué ann Assiried a c’houc’hémennaz, ô lavarout : Kasit dî unan eûz ar véléien hoc’h eûz digaset ac’hanô é sklavérez ; éat, ha choumet gan̄t-hô, ha desket d’ézhô lézennou Doué ar vrô.

28. Unan éta eûz ar véléien a oa bét digaset é sklavérez eûz a Zamari, a iéaz hag a choumaz é Samari, hag a zeskaz d’ézhô pénaoz é tlien̄t kééla ann Aotrou.

29. Hôgen péb brôad a réaz pép-hini hé Zoué d’ézhi hé-unan, hag hî hô lékéaz é templou al lec’hiou uc’hel hô dôa savet ar Samaried, péb brôad er géar é péhini é choumen̄t.

30. Ha tûd Babilon a réaz Soc’hot-bénot hô Doué, ha tûd Kuta a réaz Nergel, ha tûd Emat a réaz Asima.

31. Ann Hévéed a réaz Nébahaz ha Tartak. Hôgen ar ré a oa eûz a Zéfarvaim a zévé hô bugalé enn tân, enn énor da Adramélec’h ha da Anamélec’h, douéed Séfarvaim :

32. Ha koulskoudé éc’h azeûlen̄t ann Aotrou. Hôgen kémérout a réjon̄t béléien é-touez ar ré zistéra évid hô léc’hiou uc’hel, hag é lékéjon̄t anézhô enn templou ar ré vrudéta.

33. Ha pétrâ-bennâg ma azeûlen̄t ann Aotrou, é servichen̄t ivé hô douéed hervez ar boaz eûz ar brôadou eûz a greiz péré é oan̄t bét dizouget da Zamari.

34. Bété vréma éc’h heûlion̄t c’hôaz hô boaz kôz ; na zoujon̄t két ann Aotrou, ha na viron̄t két hé lidou, nag hé varnédigézou, nag hé lézen, nag ar gourc’hémenn en deûz gréat da vugalé Jakob, en deûz les-hanvet Israel.

35. Hag ann Aotrou en dôa gréat kévrédigez gan̄t-hô, hag en dôa gourc’hémennet d’ézhô, ô lavarout : Na zoujit két douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô, ha na zervichit két anézhô, ha na rit két a zakrifiz d’ézhô :

36. Hôgen ann Aotrou, hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a vrô ann Ejipt gan̄d eunn nerz vrâz, ha gan̄d eur vréac’h astennet, doujit-hén̄, hag azeûlit-hén̄, ha grit sakrifisou d’ézhan̄.

37. Mirid ivé hé lidou, hag hé varnédigézou, hag hé lézennou, hag ar gourc’hémennou en deûz skrivet d’é-hoc’h, ha grit kémen̄t-sé bépréd ; ha na zoujit két douéed a-ziavéaz.

38. Na an̄kounac’hait két ar gévrédigez en deûz gréat gan-é-hoc’h ; ha na géélit két douéed a-ziavéaz.

39. Hôgen doujit ann Aotrou, hô Toué ; hag hén̄ a dennô ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h holl énébourien.

40. Hôgen ar ré-man̄ na zélaouchon̄t két, hag éc’h heûlchon̄t bépred hô boasiou kôz.

41. Ével-sé ar brôadou-zé a zoujé ann Aotrou, hag enn hévéleb amzer é servichen̄t hô idolou : râg hô mipien hag hô nized a réaz ével hô zadou, hag é réon̄t c’hoaz bréman̄.


————


XVIII. PENNAD.


Sennachérib, roué ann Assiried, a zeû da vrézélekaat a-énep brô Juda.


1. Enn trédé bloaz eûz a Oséé, mâb Éla, roué Israel, é rénaz Ézéc’hias, mâb Ac’haz, roué Juda.

2. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni : ha naô bloaz war-n-ugen̄t é rénaz é Jéruzalem. Hé vamm a oa hanvet Abi, hag a oa merc’h da Zac’harias.

3. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hervez kémen̄d en dôa gréat David hé dâd.

4. Hén̄ a freûzaz al lec’hiou uc’hel, hag a dorraz ar skeûdennou, hag a ziskaraz ar c’hoajou-sakr, hag a vrévaz ann aer arem en dôa gréat Moizez ; râk bugalé Israel hô dôa dévet ézan̄s d’ézhan̄ bété neûzé ; hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄ Noliestan.

5. Lakaad a réaz hé fisian̄s enn Aotrou, Doué Israel ; râk-sé na oé hini hen̄vel out-han̄ é-touez rouéed Juda hé-c’houdé, ha na oé hini zô-kén enn hé raok.

6. Hag hén̄ en em stagaz oud ann Aotrou ha n’en em dennaz két eûz hé hen̄chou ; ha mirout a réaz ar c’hourc’hémennou en dôa rôet ann Aotrou da Voizez.

7. Râk-sé ann Aotrou a oa gan̄t-han̄, ha kémen̄d a réa a oa gréat gan̄t furnez. Énébi a réaz ivé out roué ann Assiried, ha na choumaz két dindân hé c’halloud.

8. Tréc’hi a réaz ar Filistined bété Gaza hag hô holl harzou, adalek touriou ar gwardou bétég ar c’heriou kré.

9. Er pévaré bloaz eûz ar roué Ezéc’hias, péhini a oa ar seizved bloaz eûz a Oséé, mâb Éla, roué Israel, Salmanasar, roué ann Assiried, a bin̄az da Zamari hag a stourmaz out-hî,

10. Hag hé c’héméraz. Râg goudé tri bloaz, er c’houec’hved bloaz eûz a Ézéc’hias, da lavaroud eo, enn naved bloaz eûz a Oséé, roué Israel, é oé kéméret Samari.

11. Ha roué ann Assiried a zigasaz Israel enn Assiria, hag a lékéaz anézhô é Hala hag é Habor, keriou d’ar Médied war-harz ster Gozan :

12. O véza n’hô dôa két salaouet mouéz ann Aotrou, hô Doué, hôgen ma hô dôa torret hé gévrédigez ; ô véza n’hô dôa na sélaouet na gréat ar péz en dôa gourc’hémennet dézhô Moizez, servicher ann Aotrou.

13. Er pévarzékved bloaz eûz ar roué Ézéc’hias, Sennachérib, roué ann Assiried, a biñaz da holl geriou kré Juda, hag a géméraz anézhô.

14. Neûzé Ézéchias, roué Juda, a gasaz kannaded étrézé roué ann Assiried é Lac’his, évit lavarout : Péc’het em eûz, en em denn diouz-in ; ha kémen̄d a likii war-n-oun a zouginn. Roué ann Assiried a zavaz éta war Ézéc’hias, roué Juda, tri c’han̄t talan̄t arc’han̄t ha trégon̄t talan̄t aour.

15. Hag Ézec’hias a rôaz d’ézhan̄ ann holl arc’han̄t a oé kavet é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué.

16. Enn amzer-zé Ézéc’hias a zistagaz stalafiou dôriou templ ann Aotrou, hag al lamennou aour en dôa staget out-ho, hag hén̄ hô rôaz da roué ann Assiried.

17. Hôgen roué ann Assiried a gasaz Tartan, ha Rabsaris, ha Rabsasez, eûz a Lac’his da Jéruzalem étrézé ar roué Ézéc’hias, gan̄d eunn armé gré ; hag ar ré-man̄ ô véza piñet a zeûaz da Jéruzalem hag a arzaôaz é-harz kân al lenn uc’héla, a zô war hen̄t park-ar-c’hommer.

18. Hag hî a c’halvaz ar roué ; hag Éliasim, mâb Helsias, mérer ann tî, ha Sobna, ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf, ann dieller, a zeûaz d’hô c’havout.

19. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Livirit da Ézéc’hias : ével-henn é lavar ar roué brâz, roué ann Assiried : Pétrâ eo ar fisian̄s-zé war béhini en em harpez ?

20. Martézé éc’h eûz kéméret ann dézô d’en em aoza d’ann emgann. É piou é fisiez-té, ma krédez dispac’ha ouz-in ?

21. Ha té a fisiô é roué ann Éjipt, péhini n’eo néméd eur gorsen dorret ; mar teû eunn dén d’en em harpa war-n-ézhi (T), é torrô, éz ai ann tammou enn hé zourn, hag é toullô anézhan treûz-didreûz ? Ével-sé éma Faraon, roué ann Éjipt, é kén̄ver kémen̄d hini a laka hé fisian̄s enn-han̄.

22. Ma livirit d’in : Enn aotrou hon Doué é lékéomb hor fisian̄s ; ha né két hen-nez eûz a béhini en deûz Ézéc’hias diskaret al lec’hiou uc’hel hag ann aoteriou, hag en deûz gourc’hémennet da Juda ha da Jéruzalem, ô lavarout : Dirâg ann aoter-man̄ éc’h azeûlot é Jéruzalem ?

23. Bréma éta kerzit a-énep va aotrou, roué ann Assiried, ha mé a rôi d’é-hoc’h daou vil marc’h ; ha gwélit mar gellot kavout tûd da biña war-n-ézhô.

24. Ha pénaoz é helfez-té énébi oud eur c’habitan hép-kén eûz a zistéra servicherien va aotrou ? Ha fisioud a réz enn Éiipt enn abek d’hé girri ha d’hé varc’héien ?

25. Hag a-éneb ioul ann Aotrou ounn-mé piñet el leac’h-man̄, évid hé gâs-da-gét ? Ann Aotrou en deûz lavaret d’in : Pîñ d’ar vrô-zé ; ha kâs-hi da-gét.

26. Hôgen Éliasim, mâb Helsias, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez : Da bédi a réomp ma komzi ouz-omp-ni, da zervicherien, é iéz ar Siried, râk nî a oar ann iéz-zé ; ha na gomz két ouz-omp é iéz ar Iuzevien dirâg ar bobl a zélaou war ar vûr.

27. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Hag étrézé da aotrou, hag étrézég enn-od eo en deûz va c’haset va aotrou, évit lavarout kémen̄t-man̄ ; ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô war ar vûr, a zebrô hô c’haoc’h hag a évô hô zroaz gan-é-hoc’h ?

28. Rabsasez éta a zavaz, hag a griaz gan̄d eur vouéz gré é iéz ar Iuzevien, ô lavarout : Sélaouit geriou ar roué brâz, roué ann Assiried.

29. Ével-henn é lavar ar roué : Na douellet két Ézéc’hias ac’hanod, râk na hellô két hô tenna eûz va dourn.

30. Ha n’hô lékéet két da fisiout enn Aotrou, ô lavarout : Ann Aotrou a ziboaniô ac’hanomp, hag ar géar-man̄ na vézô két lékéat étre daouarn roué ann Assiried.

31. Na zélaouit két Ézéc’hias, râg ével-henn é lavar roué ann Assiried : Grît gan-én̄ ar péz a zô talvouduz d’é-hoc’h, ha deûit d’am c’havout ; ha pép-hini ac’hanoc’h a zebrô eûz hé winien hag eûz hé figézen, hag a évô dour eûz hé bun̄sou,

32. Kén na zeûinn ha na zigasinn ac’hanoc’h enn eunn douar a zô hén̄vel oud hô touar, douar frouêzuz, ha founnuz é gwîn, douar bara ha gwiniennou, douar olived, douar éôl ha mél ; hag é vévot, ha na varvot két. Na zélaouit két Ézéc’hias, péhini a douell ac’hanoc’h, ô lavarout : Ann Aotrou a zizoaniô ac’hanomp.

33. Douéed ar brôadou hag hî hô deûz tennet hô douar eûz a zaouarn roué ann Assiried ?

34. Péléac’h éma doué Êmat, ha doué Arfad ? Péléac’h éma doué Sefarvaim, doué Ana, ha doué Ava ? Ha tennet hô deûz-hi Samari eûz va dourn ?

35. Ha béz’ éz eûz unan é-touez holl zouéed ar brôadou, a gémen̄d en défé tennet hé vrô eûz va daouarn, évit ma helfé ann Aotrou tenna Jéruzalem eûz va daouarn ?

36. Koulskoudé ar bobl a davaz, ha na respoun̄taz nétrâ d’ézhan̄ ; râg ar roué en dôa gourc’hémennet d’ézhô na respoun̄tchen̄t két d’ézhan̄.

37. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, mérer ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf, ann dieller, a zeûaz da gavout Ézéc’hias, goudé béza roget hô diḻad ; hag hî a rôaz da anaout d’ézhan̄ geriou Rabsasez.


————

XIX. PENNAD.


Tréc’het eo armé Sennachérib gan̄d éal ann Aotrou.


1. Pa glévaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-sé, é rogaz hé ziḻad, é lékeaz eur sac’h war hé benn, hag éz éaz ébarz tî ann Aotrou.

2. Hag hén̄ a gasaz Éliasim, mérer ann tî, ha Sobna ar skrivañer, hag hénaoured ar véléien, gôlôet gan̄t séier, étrézég Izaias, ar proféd, mâb Amos.

3. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Ézéc’hias : Eunn deiz a c’hlac’har hag a damall hag a zrouk-péden eo ann deiz-man̄ ; deûed eo ar vugalé bétég war nez génel, hag ar c’hrég é gwilioud n’é deûz két a ners.

4. Martézé en dévézô klévet ann Aotrou, da Zoué, holl c’heriou Rabsasez a zô bét digaset gan̄t roué ann Assiried, hé vestr, évid drouk-pédi gan̄d ann Doué béô, hag évid hé heskina gan̄t geriou en deûz klévet ann Aotrou da Zoué ; grâ éta da béden évid ar ré n’eûz choumet kén német-hô.

5. Servicherien ar roué Ézéc’hias a iéaz éta étrézég Izaias.

6. Hag Izaias a lavaraz d’ézhô : Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr : Ével-henn é lavar ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun râg ar geriou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz drouk-pédet gan-én̄.

7. Chétu é kasinn d’ézhan̄ eunn avel, hag hén̄ a glévô eur c’hélou, hag é tistrôi d’hé vrô ; ha mé hel lakai da gouéza dindân ar c’hlézé enn hé vrô hé-unan.

8. Rabsasez éta a zistrôaz hag a gavaz roué ann Assiried péhini a stourmé out Sobna ; râk klévet en dôa pénaoz é oa en em dennet eûz a zirâk Lachis.

9. Ha pa glévaz hanô eûz a Daraka, roué Étiopia, ô lavarout : Éad eo er-méaz évit stourmi ouz-id ; abars m’az éaz enn hé énep, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout :

10. Livirit ann dra-man̄ da Ézéc’hias, roué Juda : Na véz két touellet gan̄d da Zoué é péhini éma da fisian̄s, ha na lavar két : Na vézô két lekéat Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.

11. Râk té éc’h eûz klévet da-unan pétrâ hô deûz gréat rouéed ann Assiried d’ann holl vrôiou, ha pénaoz hô deûz hô gwastet ; ha na vézô néméd-od bréma a hellô béza dieûbet ?

12. Douéed ar brôadou, hag hî hô deûz dizoaniet ar ré hô deûz gwastet va zadou, da lavaroud eo, Gozan, hag Haran, ha Résef, ha mipien Éden, péré a oa é Télassar ?

13. Péléac’h éma roué Émat, ha roué Arfad, ha roué kéar Séfarvaim, hag Ana, hag Ava ?

14. Ézéc’hias ô véza kéméret al lizer eûz a zourn ar c’hannaded, hé lennaz, a biñaz da dî ann Aotrou, hag hé zisplégaz dirâg ann Aotrou.

15. Hag Ézéc’hias a bédaz dira-z-han̄, ô lavarout : Aotrou, Doué Israel, péhini a zô azézet war ar gérubined, té hép-kén eo Doué holl rouéed ann douar ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar.

16. Rô skouarn ha sélaou ; digor da zaoulagad, Aotrou, ha gwél ; sélaou holl c’heriou Sennachérib, péhini en deûz kaset évit drouk-pédi gan̄d ann Doué béô dira-z-omp.

17. Gwîr eo, Aotrou, pénaoz rouéed ann Assiried hô deûz gwastet ann holl vrôadou hag hô douarou,

18. Ha ma hô deûz taolet hô douéed enn tân ; râk né oan̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, gréat gan̄t koat ha gan̄t mein ; hag hî hô deûz torret anézhô. (T).

19. Bréma éta, Aotrou, hon Doué, tenn ac’hanomp eûz hé zourn, évit ma wézô holl rouan̄télésiou ann douar pénaoz té hép-kén eo ann Aotrou Doué.

20. Neûzé Izaias, mâb Amos, a gasaz da gavout Ézéc’hias, évit lavarout d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ar béden éc’h eûz gréat d’in diwar-benn Sennachérib, roué ann Assiried, em eûz klévet.

21. Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou anézhan̄ : Ar werc’hez, merc’h Sion, é deûz en zisprizet ha gréat goab ac’hanod ; merc’h Jéruzalem é deûz hejet hé fenn adré da gein.

22. Piou éc’h eûz-te heskinet, ha diwar-benn piou éc’h eûz-té drouk-komzet ? A-énep piou éc’h eûz-té savet da vouéz ha da zaoulagad ? A-énep san̄t Israel.

23. Dré c’hénou da zervicherien éc’h eûz heskinet ann Aotrou, hag éc’h eûz lavaret : Gan̄d al lôd brâz eûz va c’hirri ounn bét piñet war lein ménésiou al Liban, hag em eûz diskaret hé wéz-sedr ar ré uc’héla, hag ar ré gaéra eûz hé wéz-sapr, hag éat ounn bétég hé harzou, hag em eûz diskaret koat ar C’harmel.

24. Ann douréier a-ziavéaz em eûz évet, hag em eûz dizéc’het gan̄t roudou va zreid ann holl zouréier klôz.

25. Ha n’éc’h eûz-té két klévet pétrâ em eûz gréat adaleg ar penn-ken̄ta ? Abaoé ann deisiou kôz em eûz hé aozet, ha bréman̄ em eûz hé gaset-da-benn ; hag ar c’heriou kré ô véza stourmet a zô bét gwastet ével krec’hiou dihen̄tet.

26. Hag ar ré a choumé enn-hô, ô véza ma oa diners hô daouarn, hô deûz krénet, hag a zô bét karget a véz ; deûet in̄t da véza ével foenn ar parkéier, hag ével géôt glâz ann tôennou, péhini a zizec’h abars ma teû da véza eok.

27. Rak pell amzer zô am eûz anavézet pé léac’h édoz o choum, pé varé é teûjez hag éz ajez-kuît, hag ann hen̄t ec’h eûz kerzet dré-z-han̄ (T), ha da ziboell em énep.

28. Rôk oud bét em c’héver, ha da rôgoni a zô bét piñet bété va diskouarn. Lakaad a rinn éta eur minouer oud da frî, hag eur wesken oud da c’hénou, hag é likiinn ac’hanod da zistrei dré ann hen̄t dré béhini oud deûet.

29. Hôgen évid-od, Ézéc’hias, hé-man̄ a vézô ann arouéz : Debr hévléné ar péz a helli da gavout ; enn eil vloaz, ar péz a zavô anézhan̄ hé unan ; hôgen enn trédé bloaz, hadit ha kutuḻit ; plan̄tit gwiniennou, ha debrit ar frouez anézhô.

30. Ha kémen̄d a choumô eûz a dî Juda, a daolô hé c’hrisiou d’ann-traon̄, hag a zougô hé frouez war-laez.

31. Râg ar ré a choum nébeût anézhô a zeûi er-méaz eûz a Jéruzalem, ha kémen̄d a vézô savétéet eûz a vénez Sion ; karan̄tez Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.

32. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou diwar-benn roué ann Assiried : Na d-ai két er géar-zé, ha na gavô két a zaez enn-hî, hag ann diren na choumô két enn-hî, hag ar c’hréou na rain̄t két ann drô anézhi.

33. Dré ann hen̄t dré béhini eo deûet, é tistrôiô, ha na d-ai két er géar-zé, émé ann Aotrou.

34. Ha mé a ziwallô ar géar-zé, hag a ziboaniô anézhi enn abek d’in, hag enn abek da Zavid va zervicher.

35. C’hoarvézoud a réaz éta enn nôzvez-zé, pénaoz é teûaz éal ann Aotrou, hag é lazaz é kamp ann Assiried pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén. Ha pa savaz Sennachérib diouc’h ar min̄tin, é wélaz ann holl gorfiou marô ; hag éz éaz-kuît.

36. Ha Sennachérib, roué ann Assiried, a zistrôaz hag a choumaz é Niniv.

37. Ha pa azeûlé Nesroc’h, hé Zoué, enn hé dempl, Adramélec’h ha Sarasar, hé vipien, a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a déc’haz é brô ann Arménied : hag Asarhaddon a rénaz enn hé léac’h.


————


XX. PENNAD.


Tamallet eo Ézéchias enn abek m’en dôa diskouézet hé den̄zoriou.


1. Enn deisiou-zé é klan̄vaaz Ézéc’hias bétég ar marô ; hag Izaias, ar profed, mâb Amos, a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Laka reiz enn da dî ; râk mervel a rî, ha na vévi mui.

2. Neûzé héman̄ a drôaz hé zaoulagad oud ar vôger, hag a bédaz ann Aotrou, ô lavarout :

3. Az péz koun, Aotrou, mé az péd, pénaoz em eûz baléet dira-z-od er wirionez ha gan̄d eur galoun c’houék, ha pénaoz em eûz gréat ar péz a oa mâd dira-z-od. Hag Ézéc’hias a wélaz dourek.

4. Ha pa oé tréménet gan̄d Izaias ann han̄ter eûz ann ôr-dâl, ger ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :

5. Distrô, ha lavar da Ézéc’hias, bleñer va fobl : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David da dâd : Klevet em eûz da béden, ha gwélet em eûz da zaérou ; ha chétu em eûz da baréet ; a-benn tri deiz é piñi da dempl ann Aotrou.

6. Ha mé a lakai c’hoaz pemzék vloaz ouc’h-penn war da zeisiou ; hag é tenninn ac’hanod hag ar géar-man̄ eûz a zaouarn ann Assiried ; hag é tiwallinn ar géar-man̄ enn abek d’in, hag enn abek da Zavid va zervicher.

7. Hag Izaias a lavaraz : Digasit eur maréad fiez. Hag hî hô digasaz, a lékéaz anézhô war hé c’houli, hag hén̄ a oé paréet.

8. Hôgen Ézéc’hias en dôa lavaret da Izaias : Pétrâ é vézô ann arouéz pénaoz é iachai ann Aotrou ac’hanoun, ha pénaoz a-benn tri deiz é piñinn da templ ann Aotrou ?

9. Hag Izaias a lavaraz d’ézhan̄ : Hou-man̄ eo ann arouéz a rôi d’id ann Aotrou, pénaoz é sévénô-hén̄ ar gér en deûz lavaret. Ha té a fell d’id ez ajé skeûd ann hêol araok a-héd dék rouden, pé é tistrôjé war hé c’hiz a-héd kémen̄d all a zaésiou ?

10. Hag Ézéc’hias a lavaraz : Éaz eo d’ar skeûd mon̄d araok a-héd dék rouden ; né kéd ann dra-zé a fell d’in a c’hoarvézché ; hôgen ma tistrôjé war hé c’hiz a-héd dék daez.

11. Izaias ar profed a bédaz éta ann Aotrou ; hag hén̄ a lékéaz ar skeûd da zistrei war hé c’hîz war gadran Ac’haz, a-héd ann dék daez dré béré é oa bét diskennet.

12. Enn amzer-zé Bérodac’h-Baladan, mâb Baladan, roué ar Vabilonied, a gasaz lizéri ha traou kaer da Ézéc’hias ; râk klévet en dôa pénaoz é oa bét klan̄v Ézéc’hias.

13. Laouen-brâz é oé Ézéc’hias eûz hô donédigez, hag é tiskouézaz d’ézhô tî hé louzou c’houés-vâd, hag hé aour, hag hé arc’han̄t, hag hé gin̄klérézou, hag hé drétou, ha tî hé armou, ha kémen̄d en dôa enn hé den̄zoriou. Na oé nétrâ enn hé dî hag enn hé gers, na ziskouézaz d’ézhô Êzéchias.

14. Hôgen Izaias, ar profed, a zeûaz da gavout ar roué Ézéc’hias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ hô deûz lavaret ann dûd-zé ? Hag a béléach in̄t-hi deûet d’az kavout ? Hag Ézéc’hias a lavaraz d’ézhan̄ : eûz a eur vrô bell in̄t deûet d’am c’havout, eûz a Vabilon.

15. Hag hén̄ a lavaraz : Pétrâ hô deûz-hi gwélet enn da dî ? Hag Ézéc’hias a lavaraz : Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet ; n’eûz nétrâ enn ten̄zoriou ha n’em eûz diskouézet d’ézhô.

16. Neûzé Izaias a lavaraz da Ezéc’hias : Sélaou gér ann Aotrou.

17. Chétu é teûi ann deisiou é péré é vézô kaset da Vabilon kémen̄d a zô enn da dî, ha kémen̄d hô deûz dastumet enn-han̄ da dadou bétég-henn ; na choumô nétrâ, émé ann Aotrou.

18. Kéméret é vézô ivé eûz da vipien, eûz ar ré a vézô deûet ac’hanod, eûz ar ré ez pézô ganet ; hag hî a vézô spazéien, é léz roué Babilon.

19. Neûzé Ézéc’hias a lavaraz da Izaias : Mâd eo gér ann Aotrou éc’h eûz lavaret ; ra vézô ar péoc’h hag ar wirionez em deisiou.

20. Oberiou all Ézéc’hias, hag hé holl ners, ha pénaoz é réaz eul lenn, hag eur san-dour, hag é tigasaz ann dour é kéar, ha né két skrivet kémen̄t-sé é levr ôberiou rouéed Juda ?

21. Hag Ézéc’hias a gouskaz gan̄d hé dadou, ha Manasez, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXI. PENNAD.


Fallagriez Manasez ; hé varô. Amon hé vâb a rén enn hé léac’h.


1. Daouzék vloaz en dôa Manasez pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz pemp ploaz hag han̄ter-kan̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Hafsiba.

2. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, oc’h heûlia idolou ar brôadou, en dôa disman̄tret ann Aotrou eûz a zirâk bugalé Israel.

3. Sével a réaz adarré al lec’hiou uc’hel en dôa diskaret Ézéc’hias hé dâd. Sével a réaz ivé aotériou da Vaal, hag é réaz koajou-sakr ével m’en dôa great Ac’hab, roué Israel, hag éc’h azeûlaz holl armé ann én̄v, hag é kéélaz anézhô.

4. Sével a réaz ivé aotériou é tî ann Aotrou, eûz a béhini en dôa lavaret ann Aotrou : É Jéruzalem é likiinn va hanô.

5. Hag hén̄ a zavaz aotériou da holl armé ann én̄v é diou leûr ti ann Aotrou.

6. Lakaad a réaz hé vâb da dreûzi ann tân ; en em rei a réaz d’ann diouganérez, arvesti a réaz ann arwésiou ; diwallout a réaz ar gelc’hierien, hag é kreskaz niver ar strôbinellérien, évid ôber ann drouk dirâg ann Aotrou, hag évid hé heskina.

7. Lakaad a réaz ivé idol ar c’hoat en dôa gréat, é templ ann Aotrou, diwar-benn péhini en dôa lavaret ann Aotrou da Zavid ha da Zalomon hé vâb : Enn templ-man̄ hag é Jéruzalem, em eûz dilennet eûz a holl vreûriézou Israel, é likiinn va hanô da-vikenn.

8. Ha né fell két d’in éz afé Israel kuit hiviziken (T) eûz ann douar em eûz rôet d’hô zadou ; gan̄t ma virin̄t ann holl c’hourc’hémennou em eûz rôet d’ézhô, hag ann holl lézen en deûz kémennet d’ézhô Moizez, va zervicher.

9. Hôgen na zélaouchon̄t két ; hag hî a oé touellet gan̄t Manasez, évid ôber gwasoc’h drouk égét n’hô dôa gréat ar brôadou en dôa disman̄tret ann Aotrou a zirâk bugalé Israel.

10. Hag ann Aotrou en deuz komzet dré c’hénou ar broféded hé zervicherien, ô lavarout :

11. O véza ma en deûz Manasez, roué Juda, gréat ar gwall fallagriézou-zé gwasoc’h égéd ar ré holl hô dôa gréat ann Amorréed enn hé raok, ha ma en deûz ivé lékéat Juda da béc’hi gan̄d hé hudurnézou ;

12. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Chétu é kasinn drouk war Jéruzalem ha Juda, ha néb her c’hlévô, é voudô hé ziskouarn.

13. Ha mé a astennô war Jéruzalem korden Samari, ha poéz ti Ac’hab ; ha mé a ziverkô Jéruzalem ével ma tiverkeur taolennou, hag oc’h hé diverka, é trôinn hag é tistrôinn alies ar broud war hé gorré.

14. Dilézel a rinn ar ré all eûz va digwéz, hag é likiinn anézhô étré daouarn hô énébourien ; hag hî a vézô gwastet ha preizet gan̄d hô holl énébourien ;

15. O véza ma hô deûz gréat ann drouk dira-z-oun, ha ma hô deûz ken̄dalc’het d’am heskina, adaleg ann deiz é péhini eo deûet hô zadou er-méaz eûz ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄.

16. Manasez ouch-penn en deûz skuḻet kalz a c’hoad dinam, kén n’en deûz leûniet gan̄than̄ Jéruzalem penn-da-benn ; hép nivéri he béc’héjou hé-unan, gan̄t péré en deûz lékéat Juda da béc’hi, évid ôber ann drouk dirâg ann Aotrou.

17. Oberiou all Manasez, ha kémen̄d en deûz gréat, hag ar péc’hed en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

18. Ha Manasez a gouskaz gan̄d hé dadou, ha bésiet é oe é liors hé dî, é liors Oza ; hag Amon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

19. Daou vloaz war-n-ugen̄t en dôa Amon pa zeûaz da réni ; ha daou vloaz é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Messalémet, merc’h Harus eûz a Jétéba.

20. Ober a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, ével m’en dôa gréat Manasez hé dâd.

21. Hag hén̄ a valéaz enn holl hen̄chou é péré en dôa baléet hé dâd ; kééla a réaz ann hudurnézou en dôa kéélet hé dâd, hag éc’h azeûlaz anézhô.

22. Dilézel a reaz ann Aotrou, Doué hé dadou, ha na valéaz két é hen̄t ann Aotrou.

23. Hé zervicherien a aozaz spiou d’ézhan̄, hag é lazchon̄t ar roué enn hé dî hé-unan.

24. Hôgen pobl ar vrô a skôaz gan̄d ar ré holl a ioa en em zavet a-énep ar roué Amon ; hag hî a lékéaz Josias, hé vâb, da roué enn hé léac’h.

25. Oberiou all Amon ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

26. Bésiet é oé enn hé véz hé-unan, é liors Oza ; ha Josias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXII. PENNAD.


Spoun̄tet eo Josias enn eur lenn levr al lézen.


1. Eiz bloaz en dôa Josias pa zeûaz da réni, hag eur bloaz ha trégon̄t é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Idida, merc’h Hadaia, eûz a Vésékat.

2. Ober a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou, hag é valéaz dré ann holl hen̄chou eûz a Zavid hé dâd ; ha na drôaz nag a zéou nag a gleiz.

3. Enn triouec’hved bloaz eûz a rén Josias, ar roué a gasaz Safan, mâb Assia, mâb Messulam, skrivañer templ ann Aotrou, ô lavarout d’ézhan̄ :

4. Kéa da gavout Helsias ar bélek-brâz, ma vézô dastumet ann arc’han̄t a zô bét kaset da dempl ann Aotrou, a zô bét dastumet digan̄d ar bobl gan̄t porsierien ann templ ;

5. Ha bézet rôet gan̄t mérerien tî ann Aotrou d’ann embrégérien, péré hé rannô étré ar ré a labourô évid aoza ann templ ;

6. Da lavaroud eo, d’ar gilvizien, d’ar van̄sounérien, ha d’ar ré a zres ann toullou-freûz ; hag évit préna koat ha mein-men̄gleûz, évid aoza templ ann Aotrou.

7. Koulskoudé na vézet két goulennet koun̄t digan̄t-hô eûz ann arc’han̄t a vézô rôet d’ézhô ; hôgen bézet enn hô c’hers, hag é pép fisian̄s.

8. Neûzé Helsias, ar bélek-brâz, a lavaraz da Zafan ar skrivañer : Eul levr eûz al lézen em eûz kavet é tî ann Aotrou ; hag Helsias a rôaz al levr da Zafan, péhini a lennaz anézhan̄.

9. Ha Safan, ar skrivañer, a zeûaz da gavout ar roué, hag a réaz hé zanével war ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄, hag a lavaraz : Da zervicherien hô deûz dastumet ann arc’han̄t a zô bét kavet é tî ann Aotrou, hag hô deûz hé rôet d’ar vérerien évid hé ranna étré ar ré a labourô évid aoza templ ann Aotrou.

10. Safan, ar skrivañer, a zanévellaz c’hoaz d’ar roué, ô lavarout : Helsias, ar bélek-brâz, en deûz rôet eul levr d’in. Ha Safan a lennaz anézhan̄ dirâg ar roué.

11. Pa glévaz ar roué gériou levr al lézen, é rogaz hé ziḻad.

12. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz da Helsias, ar bélek-brâz, ha da Ahikam, mâb Safan, ha da Ac’hobor, mâb Mic’ha, ha da Zafan, ar skrivañer, ha da Asaias, servicher ar roué, ô lavarout :

13. It, ha goulennit kuzul ann Aotrou war-n-oun, ha war va fobl, ha war Juda holl, diwar-benn gériou al levr-zé a zô bét kavet ; râg eunn drouk brâz a zô savet enn Aotrou enn hon énep, ô véza n’hô deûz két sélaonet hon tadou gériou al levr-zé, ha n’hô deûz két gréat ar péz a zô bét skrivet évid-omp.

14. Helsias, ar bélez brâz, hag Ahikam, hag Ac’hobor, ha Safan, hag Asaias a iéaz éta da gavout Holda, ar brofédez, grég Sellum, mâb Tékuas, mâb Araas, mirer ar gwiskaman̄chou, péhini a choumé enn eil glôz eûz a Jéruzalem ; hag ar ré-man̄ a gomzaz out-hî.

15. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Livirit, d’ann dén en deûz hô kaset étrézég enn-oun :

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou ; Chétu é tigasinn poaniou war al léac’h-man̄ ha war ar re a choum enn-han̄, hervez holl lavariou levr al lézen en deûz lennet roué Juda,

17. O véza ma hô deûz va dilézet, ha ma hô deûz kenniget sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, oc’h va heskina gan̄d holl ôberiou hô daouarn ; ha va buanégez en em en̄tanô el léac’h-zé ha na vougô két.

18. É-kén̄ver roué Juda, péhini en deûz hô kaset évit goulenn kuzul digan̄d ann Aotrou, é léverrot : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : O véza ma éc’h eûz sélaouet gériou al levr-zé,

19. Ha ma eo bét spoun̄tet da galoun, ha ma oud en em izéléet dirâg ann Aotrou, pa éc’h eûz klevet al lavariou a-énep al léac’h-man̄ hag ar ré a choum enn-han̄, pénaoz é kouézin̄t eunn deiz a vézô er zaouzan hag er valloz ; ha ma éc’h eûz roget da ziḻad, ha ma éc’h eûz gwélet dira-z-oun ; mé em eûz da zélaouet, émé ann Aotrou :

20. Râk-sé é likiinn ac’hanod gan̄d da dadou, hag é vézi lékéat é peoc’h enn da véz, évit na wélô két da zaoulagad ann holl zroug a zigasinn war al léac’h-zé.


————


XXIII. PENNAD.


Joac’haz, mâb Josias, a zô kaset é sklavérez enn Éjipt.


1. Hag hî a zanévellaz adarré d’ar roué ar péz é dôa lavaret ar brofédez. Hag hén̄ a gasaz, hag a lékéaz da zastumi war hé drô holl hénaoured Juda ha Jéruzalem.

2. Hag ar roué a biñaz da dempl ann Aotrou, ha gan̄t-han̄ holl dûd Juda, hag ar ré holl a choumé é Jéruzalem, hag ar véléien, hag ar broféded, hag ann holl bobl adaleg ar bihana bétég ar brasa ; hag hén̄ a lennaz dira-z-hô holl c’heriou levr ar gévrédigez a oa bét kavet é tî ann Aotrou.

3. Hag ar roué a zavaz war eunn désez, hag a réaz kévrédigez dirâg ann Aotrou, évit ma valéchen̄t war-lerc’h ann Aotrou, ha ma virchen̄t hé c’hourc’hémennou hag hé desténiézou, hag hé lidou, eûz hô holl galoun, hag eûz hô holl éné, ha ma sévenchen̄t geriou ar gévrédigez-zé a zô skrivet el levr-zé ; hag ar bobl a aotréaz ar gévrédigez.

4. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz da Helsias, ar bélek-brâz, ha d’ar véléien eûz ann eil reiz, ha d’ar borsierien, teûrel er-méaz eûz a dempl ann Aotrou ann holl listri a oa bét gréat évit Baal, hag évid ar c’hoat-sakr, hag évid holl armé ann én̄v ; hag hén̄ hé dévaz er-méaz eûz a Jéruzalem, é traon̄ien Sédron, hag a zougaz al ludu anézhô da Vétel.

5. Laza a réaz ivé ar véléien a oa bét lékéat gan̄t rouéed Juda évid ôber sakrifisou war al lec’hiou uc’hel, é keriou Juda, ha war drô da Jéruzalem ; hag ar ré a zévé ézan̄s da Vaal, ha d’ann héol, ha d’al loar, ha d’ar stérédennou-réd, ha da holl armé ann én̄v.

6. Lakaad a réaz ivé da denna eûz a dî ann Aotrou idol ar c’hoat-sakr, hag hé gâs er-méaz eûz a Jéruzalem é traon̄ien Sédron, hag énô é oé dévet, lékéat é ludu, ha taolet al ludu war vésiou ar bobl.

7. Diskara a réaz ivé tiézigou ar Sodomidi a oa é ti ann Aotrou, évit péré é réa ar merc’hed doaré gwéliou évit ar c’hoat-sakr.

8. Neûzé é tastumaz ann holl véléien eûz a gériou Juda ; hag é saotraz al lec’hiou uc’hel, é pére é kennigé ar véléien sakrifisou, adalek Gabaa bété Bersabé, hag hén̄ a ziskaras aoteriou ar persier oud dôr tî Jozué, prin̄s kéar, péhini a oa war ann tû kleiz eûz a bors kéar.

9. A neûzé béléien al léc’hiou uc’hel na bin̄en̄t két oud aoter ann Aotrou é Jéruzalem ; hôgen hép-kén é tebren̄t ar bara dic’hoell é mesk hô breûdeûr.

10. Saotra a réaz ivé Tofet a zô é traon̄ien mâb Ennom, évit na gennigché dén hé vâb pé hé verc’h da Voloc’h oc’h hé lakaad da dreûzi ann tân.

11. Tenna a réaz ivé ar c’hézek hô dôa rôet rouéed Juda d’ann héol, hag a oa é-tâl dôr templ ann Aotrou, é-kichen tiik Natanmélec’h ar spâz, a oa é Farurim ; hag é tévaz gan̄d ann tân kirri ann héol.

12. Ar roué a ziskaraz ivé ann aoteriou a oa war lein kambr Ac’haz, hô dôa gréat rouéed Juda, hag ann aoteriou en dôa gréat Manasez, é diou leûr templ ann Aotrou ; hag é tirédaz ac’hanô, hag é taolaz al ludu anézhô é froud Sédron.

13. Ar roué a zaotraz ivé al lec’hiou uc’hel a oa war-harz Jéruzalem enn tû déou eûz a vénez ar gwall-skouer, en dôa savet Salomon, roué Israel, da Astarot, idol ar Sidonied, ha da C’hamoas, gwall-skouér Moab, ha da Velc’hom, argarzidigez bugalé Ammon.

14. Hag hén̄ a dorraz ar skeûdennou, hag a ziskaraz ar c’hoajou sakr ; hag é leûniaz al lec’hiou-zé gan̄d eskern tûd-varô.

15. Hag é-kén̄ver ann aoter a oa é Bétel, hag al léac’h uc’hel en dôa savet Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi, é tiskaraz hag ann aoter hag al léac’h uc’hel ; hô dévi a réaz hag hô lékéaz é ludu, hag é lékéaz ivé ann tân er c’hoat-sakr.

16. Ha Josias ô véza distrôet dî, a wélaz ar bésiou a oa war ar ménez ; hag é kasaz tûd da gémérout ann eskern eûz ar bésiou, hag é tévaz anézhô war ann aoter, hag é saotraz anézhi hervez gér ann Aotrou en dôa lavaret ann dén Doué péhini en dôa diouganet ann traou-zé.

17. Ha neûzé é lavaraz : Pé véz eo hen-nez a wélann ? Ha tûd ar géar-zé a lavaraz d’ezhan̄ : Béz ann dén Doué eo, péhini a oa deûet eûz a Juda, hag en dôa diouganet ar péz éc’h eûz gréat war aoter Bétel.

18. Ha Josias a lavaraz : List hén̄, ha na fin̄vet dén hé eskern. Hag hé eskern a choumaz difin̄v, kerkouls hag eskern ar profed a oa deûet eûz a Zamari.

19. Josias a ziskaraz c’hoaz holl demplou al lec’hiou uc’hel, a oa é keriou Samari, hô dôa gréat rouéed Israel évid heskina ann Aotrou ; hag hén̄ a réaz enn hô c’hén̄ver ével m’en dôa gréat é-kén̄ver ré Vétel.

20. Hag hén̄ a lazaz holl véléien al lec’hiou uc’hel, a oa énô, war ann aoteriou ; hag é tévaz war-n-ézhô eskern tûd varô ; hag é tistrôaz da Jéruzalem.

21. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl, ô lavarout : Grîd ar pask d’ann Aotrou hô Toué, ével ma eo skrivet el levr-zé a gévrédigez.

22. Ha na oé két gréat a bask enn doaré-zé abaoé deisiou ar varnérien hô dôa barnet Israel, hag é holl zeisiou rouéed Israel ha rouéed Juda,

23. Ével ma oé gréat ar pask-zé d’ann Aotrou é Jéruzalem, enn triouec’hved bloaz eûz ar roué Josias.

24. Josias a gasaz ivé da gét ar strôbinellerien, hag ann diouganerien, ha skeûdennou ann idolou, hag ann hudurnézou, hag ann argarzidigézou a oa bét é brô Juda hag é Jéruzalem, évit sévéni geriou al lézen, péré a oa skrivet el levr en dôa kavet Helsias, ar bélek-brâz, é templ ann Aotrou.

25. N’eûz két bét enn hé raok a roué hén̄vel out-han̄, a gémen̄t a zô bét distrôet étrézég ann Aotrou eûz hé holl galoun, hag eûz hé holl éné, hag eûz hé holl ners, hervez holl lézen Moizez ; ha na zavaz hini hé-c’houdé hén̄vel out-han̄.

26. Koulskoudé ann Aotrou na zistrôaz két hé vuanégez hag hé frouden vrâz diwar Juda, enn abek d’ar fallagriézou gan̄t péré en dôa hé heskinet Manasez.

27. Ann Aotrou éta a lavaraz : Disteûrel a rinn ivé a zira-z-oun Juda, ével ma em eûz distolet Israel ; hag é tilézinn ar géar-zé a Jéruzalem péhini em bôa dilennet, hag ann tî diwar-benn péhini em eûz lavaret : Va hanô a vézô énô.

28. Oberiou all Josias, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?

29. Enn hé zeisiou é piñaz Faraon Néc’hao, roué ann Éjipt, a énep roué ann Assiried, war-zû ster Eufratez ; hag ar roué Josias a ziarbennaz anézhan̄ ; ha pa wélaz anézhan̄, é oé lazet é Mageddo.

30. Hag hé zervicherien a zougaz anézhan̄ marô eûz a Vageddo, hag a zigasaz anézhan̄ da Jéruzalem, hag a vésiaz anézhan̄ enn hé véz hé-unan. Ha pobl ar vrô a géméraz Joac’haz, mâb Josias, a éôliaz anézhan̄, hag hel lékéaz da roué é léac’h hé dâd.

31. Tri bloaz war-n-ugen̄t en dôa Joac’haz pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz tri miz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias, eûz a Lobna.

32. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’hô dôa gréat hé dadou.

33. Ha Faraon Néc’hao a chadennaz anézhan̄ é Rébia, a zô é brô Émat, évit na renché két é Jéruzalem ; hag hén̄ a zavaz évit gwîr war ar vrô kan̄t talan̄t arc’han̄t hag eunn talan̄t aour,

34. Ha Faraon Néc’hao a lékéaz Éliasim, mâb Josias, da roué é léac’h Josias hé dâd ; hag hén̄ a drôaz hé hanô é Joakim ; hôgen kémérout a réaz Joac’haz, hag e kasaz anézhan̄ enn Éjipt, é péléac’h é varvaz.

35. Joakim a rôaz da Faraon ann arc’han̄t hag ann aour, hervez ar gwîr en dôa savet war bép-hini er vrô, évit paéa ann tell gourc’hémennet gan̄t Faraon ; hag hén̄ a dennaz ann arc’han̄t hag ann aour digan̄t pobl ar vrô, da bep-hini diouc’h hé c’halloud, évid hô rei da Faraon Néc’hao.

36. Joakim en dôa pemp ploaz war-n-ugen̄t pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Zébida, merc’h Fadaia eûz a Ruma.

37. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’hô dôa gréat hé dadou.


————


XXIV. PENNAD.


Ar ré gen̄ta eûz a bobl Jéruzalem a zô dizouget da Vabilon.


1. É deisiou Joakim é piñaz Nabukodonosor, roué Babilon, ha Joakim a oé lékéat dindân hé c’halloud é-pâd tri bloaz ; hag hén̄ a savaz adarré enn hé énep.

2. Hag ann Aotrou a gasaz d’ézhan̄ laéroun eûz a Galdéa, ha laéroun eûz a Ziria, ha laéroun eûz a Voab, ha laéroun eûz a vipien Ammon ; hag hén̄ hô c’hasaz a-énep Juda, évit ma trec’hfen̄t anézhan̄, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou hé zervicherien, ar broféded.

3. Hôgen ann dra-man̄ a c’hoarvézaz dré c’hér ann Aotrou a énep Juda, évid hé zisteûrel a zira-z-han̄, enn abek d’ann holl béc’héjou en dôa gréat Manasez.

4. Hag enn abek d’ar goad dinam en dôa skuḻet, pa leûniaz Jéruzalem gan̄t goad ar ré zian̄tek ; râk-sé eo na fellaz két d’ann Aotrou béza trugarézuz.

5. Oberiou all Joakim, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ? Ha Joakim a gouskaz gan̄d hé dadou ;

6. Ha Joac’hin, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.

7. N’az éaz mui a-neûzé roué ann Éjipt er-méaz eûz hé vrô : râk roué Babilon en dôa kaset gan̄t-han̄ kémen̄t a oa bét da roué ann Éjipt, adalek ster ann Éjipt bétég ar ster Eufrat.

8. Triouec’h vloaz en dôa Joac’hin pa zeûaz da réni. Hag hen̄ a rénaz tri miz é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Nohesta, merc’h Elnatan eûz a Jéruzalem.

9. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou é kémen̄t m’en dôa gréat hé dâd.

10. Enn amzer-zé é savaz servicherien Nabukodonosor, roué Babilon, a-énep Jéruzalem ; hag hî a réaz douvésiou war-drô da géar.

11. Ha Nabukodonosor, roué Babilon, a zeûaz ivé a-énep kéar gan̄d hé zervicherien, évit stourmi out-hi.

12. Ha Joac’hin, roué Juda, a iéaz er-méaz étrézé roué Babilon, hén̄ hag hé vamm, hag hé zervicherien, hag hé brin̄sed, hag hé spazéien ; ha roué Babilon a zigéméraz anézhan̄ enn eizved bloaz eûz hé rén.

13. Hag hén̄ a gasaz gan̄t-han̄ ac’hanô holl den̄zoriou tî ann Aotrou, ha ten̄zoriou tî ar roué ; hag é torraz ann holl listri aour en dôa gréat Salomon, roué Israel, é templ ann Aotrou, hervez m’en dôa lavaret ann Aotrou.

14. Hag hén̄ a zizougaz holl Israel, hag ann holl brin̄sed, hag ar ré galounéka eûz ann armé, dék mil sklâv, hag ann holl vichérourien hag ar van̄sounerien : ha na lézaz er vrô néméd ar ré baoura eûz ar bobl.

15. Kas gan̄t-han̄ a réaz ivé da Vabilon Joac’hin, ha mamm ar roué, ha gragez ar roué, hag hé spazéien : kâs a réaz ivé da sklaved barnerien ar vrô eûz a Jéruzalem da Vabilon.

16. Hag ann holl dûd kré, seiz mil, hag ar vichérourien hag ar van̄sounerien, mil, hag ann holl ré galounek hag ar vrézélidi ; roué Babilon hô c’hasaz da sklaved da Vabilon.

17. Hag hén̄ a lékéaz da roué é léac’h Joac’him, Mattanias hé éon̄tr ; hag é c’halvaz anézhan̄ Sédésias.

18. Eur bloaz war-n-ugen̄t en dôa Sédésias pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz unnék vloaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias eûz a Lobua.

19. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄t m’en dôa gréat Joakim.

20. Râk mon̄t drouk a réa enn Aotrou mui-oc’h-vui out Jéruzalem hag out Juda, kén na zistolaz anézhô a zira-z-han̄ ; ha Sédésias en em dennaz eûz a zin̄dan galloud roué Babilon.


————


XXV. PENNAD.


Nabuzardan a laka ann tân é Jéruzalem.


1. Enn naved bloaz eûz a rén Sédésias, enn dékved mîz, hag enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz Nabukodonosor, hén̄ hag hé holl armé, a-énep Jéruzalem, hag a c’hrounnaz anezhi : hag hî a réaz douvésiou war-drô d’ézhi.

2. Hag ar géar a oé grounnet ha kelc’hiet, bétég ann unnékved bloaz eûz ar roué Sédésias ;

3. Hag ann naved deiz eûz ar mîz, eunn naounégez vrâz a zavaz é kéar, ha né oa két a vara évit pobl ar vrô.

4. Ha mûr kéar a oé difreûzet : hag ann holl vrézélidi a déc’haz a-zoug ann nôz dré hen̄t ar porz kéar a zô étré diou vur war-zû garz ar roué ; (hôgen ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô) : Sédésias a dec’haz éta dré ann hen̄t a gâs da gompézennou ann distrô.

5. Hag armé ar C’haldéed a iéaz war-lerc’h ar roué ; hag é kémerchon̄t anézhan̄ é kompézen Jérikô ; hag ann holl vrézélidi a oa gan̄t-han̄ a oe skiñet hag a zilézaz anézhan̄.

6. Goudé éta béza kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon é Réblata : hag hé-man̄ a varnaz anézhan̄.

7. Mipien Sédésias a oé lazet dirak hô zâd ; tarza a réaz hé zaoulagad d’ézhan̄ enn hé benn, hé éréa a réas gan̄t chadennou, hag é kasaz anézhan̄ gan̄t-han̄ da Vabilon. (T).

8. Enn naon̄tékved bloaz eûz a roué Babilon, er pempved mîz, er seizved deiz eûz ar mîz, Nabuzardan, prin̄s ann armé, servicher roué Babilon, a zeûaz da Jéruzalem.

9. Hag hén̄ a zévaz tî ann Aotrou ha tî ar roué ; holl diez Jéruzalem a loskaz ivé gan̄d ann tân.

10. Holl armé ar C’haldéed, a oa gan̄d ar prin̄s-zé, a ziskaraz muriou Jéruzalem trô-war-drô.

11. Hôgen Nabuzardan, prin̄s ann armé, a gasaz gan̄t-han̄ ar ré eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ann dec’herien a oa éat étrézé roué Babilon, hag ann dûd all.

12. Na lézaz néméd ar ré baoura eûz ar vrô évit laboura ar gwini hag ara ar parkou.

13. Ar C’haldéed a dorraz ar peûliou arem a oa é templ ann Aotrou, hag ar steûdennou, hag ar môr arem, a oé é tî ann Aotrou ; hag hî a gasaz ann arem holl da Vabilon.

14. Kâs a réjon̄t ivé ar c’haoteriou arem, hag ar paliou, hag ar feriérigou, hag ar c’hôpou, hag al listri-brév, hag ann holl listri arem, a béré en em zervichen̄t.

15. Prin̄s ann armé a gasaz ivé gan̄t-han̄ ann ézan̄souérou, hag ar boéstlou-ézans, kenn ar ré gréat gan̄d aour, kenn ar ré gréat gan̄d arc’han̄t :

16. Hag ivé ann daou beûl, hag ar môr, hag ar steûdennou en dôa gréat Salomon é templ ann Aotrou. Ha poéz ann arem eûz ann holl listri-zé né oad két évit hé nivéri, ker brâz é oa. (T).

17. Unan eûz ann daou beûl en dôa triouec’h ilinad a uc’helder ; ha war-n-ézhan̄ eur penn arem a dri ilinad a uc’helder : ha war ar penn peûl eur rouédik hag avalou-grénad, hag holl a arem. Ann eil beûl en dôa ann hévélep kempennadurézou.

18. Prin̄s ann armé a gasaz ivé gan̄t-han̄ Saraias, ar bélek-brâz, ha Sofonias ann eil vélek, hag ann tri forsier ;

19. Hag eur spâz eûz a géar, péhini a oa réner ann dûd-a-vrézel ; ha pemp dén eûz ar ré a oa bépréd dirâg ar roué, hag a gavaz é kéar ; ha Sofer, prin̄s ann armé, péhini a zeské ar soudarded névez a géméred eûz a bobl ar vrô ; ha tri-ugen̄t dén eûz ar bôbl a oa bét kavet é kéar.

20. Nabuzardan, prin̄s ann armé, a gasaz ar ré-man̄ da roué Babilon é Réblata.

21. Ha roué Babilon a lékéaz skei gan̄t-hô, hag hô laza é Réblata, é brô Émat ; ha Juda a oé kaset er-méaz eûz hé vrô.

22. Hôgen Nabukodonosor, roué Babilon, a lékéaz da réner war ar bobl en dôa lézet é brô Juda, Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan.

23. Pa glevaz holl oviserien ar vrézélidi, hî hag ann dûd a oa gan̄t-hô, pénaoz en dôa roué Babilon lékéat da réner Godolias, hag Ismahel, mâb Natanias, ha Johanan, mâb Karéé, ha Saraia, mâb Tanéhumet ann Nétofatit, ha Jézonias, mâb Maac’hati, hî a zeûaz da gavout Godolias é Masfa, hî hag hô zûd.

24. Ha Godolias a douaz d’ézhô ha d’ar ré a oa gan̄t-hô, ô lavarout : N’hô pézet két a aoun ô servicha ar C’haldéed : choumit er vrô, ha servichit roué Babilon, hag é vézô dâ gan-é-hoc’h.

25. Er seizved mîz, é teûaz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama eûz a wenn ar rouéed, ha dék dén gan̄t-han̄ : hag hî a skôaz gan̄t Godolias kén na varvaz, hag ivé gan̄d ar Iuzévien hag ar C’haldéed a oa gan̄t-han̄ é Masfa.

26. Hag ann holl bobl, eûz ann distéra bétég ar brasa, ha prin̄sed ar vrézélidi, a iéaz d’ann Ejipt, ô véza m’hô doa aoun râg ar C’haldéed.

27. Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t ma oé kaset Joac’hin, roué Juda, er-méaz eûz hé vrô (T), enn daouzékved mîz, er seizved deiz eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz é péhini é teûaz da réni, a dennaz Joac’hin, roué Juda, eûz ar vâc’h.

28. Hag hén̄ a gomzaz out-han̄ gan̄t madélez ; hag é lékéaz hé drôn dreist trôn ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.

29. Névézi a réaz ann diḻad en doa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voéd dira-z-han̄ hed ann holl zeisiou eûz hé vuez.

30. Krétaad a réaz ivé évit hé vévan̄s bepred, hag é oé rôet d’ézhan̄ bemdez gan̄d ar roué héd ann holl zeisiou eûz hé vuez.


————