Bibl/Aviel S. Vark

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 404-430)


AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT VARK.


————


I. PENNAD.


1. Derou Aviel Jézuz-Krist, mâb Doué.

2. Ével m’az eo skrivet gan̄d ar profed Izaiaz : Chétu é kasann va éal dirâg da zremm, péhini a aozô ann hén̄d enn da raok.

3. Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Aozid hen̄d ann Aotrou, grît ma vézô éeun hé wénodennou.

4. Iann a ioa el léac’h distrô ô vadézi, hag ô prézégi badisian̄t ar binijen évid distaol ar péc’héjou.

5. Hag holl vrô Judéa, hag holl dûd Jéruzalem a zeûé d’hé gavout, hag é oan̄t badézet gan̄t-han̄ é ster ar Jourdan, goudé béza an̄savet hô féc’héjou.

6. Ha Iann a ioa gwisket gan̄t bleô kan̄val, gan̄d eur gouriz ler war-drô d’hé groazel, hag é tebré kiḻeien-raden ha mél gouéz. Hag é prézégé, ô lavarout :

7. Eunn all a zeû war va lerc’h hag a zô kréoc’h égéd-oun : ha na zellézann két, ô stoui dira-z-han̄, diéréa liamm hé voutou.

8. Mé em eûz hô padézet enn dour ; hôgen hén̄ hô padézô er Spéred-san̄tel.

9. Hag é c’hoarvézaz enn deisiou-zé pénaoz é teûaz Jézuz eûz a Nazaret é Galiléa, hag é oé badézet gan̄t Iann er Jourdan.

10. Ha râk-tâl ô sével eûz ann dour, é wélaz ann én̄vou digor, hag ar Spéred é doaré eur goulm ô tiskenni, hag ô choum war-n-ézhan̄.

11. Hag eur vouéz a oé kleved enn en̄vou : Té eo va Mâb kér ; enn-od em euz lékéat va c’haran̄tez.

12. Rak-tâl ar Spéred hen boun̄taz el léac’h distrô.

13. Hag é choumaz el léac’h distrô daou-ugen̄d dervez, ha daou-ugen̄t nôzvez : hag é oé templet gan̄t Satan : édo é-touez al loéned, hag ann éled a zerviché anézhan̄.

14. Hôgen pa oé lékéat Iann er vâc’h, Jézuz a zeuaz é Galiléa, hag a brézégaz Aviel rouan̄télez Doué,

15. O lavarout : Pa eo sévéned ann amzer, ha pa dôsta rouan̄télez Doué, grît pinijen, ha krédid enn Aviel.

16. Hag ô kerzoud a-héd môr Galiléa, é wélaz Simon, hag An̄dré hé vreûr, péré a daolé hô rouéjou er môr (râk peskétérien oan̄t),

17. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Deûd war va lerc’h, ha mé hô lakai da véza peskéterien tûd.

18. Hag hî râk-tâl ô véza kuitéed hô rouéjou, a iéaz war hé lerc’h.

19. Hag ô véza éad eunn nébeût pellôc’h, e wélaz Jakez mâb Zébédé, ha Iann hé vreûr, péré a aozé hô rouéjou enn eur vag :

29. Ha râk-tâl é c’halvaz anézhô. Hag ô véza lézed hô zâd er vâg gan̄d hé c’hôpraérien, éz éjon̄t, war hé lerc’h.

21. Hag éz éjon̄t é Kafarnaom : ha kerken̄t Jézuz ô vézâ éad er sinagog da zeiz ar sabbat, é teské anézhô.

22. Hag é oan̄t souézet gan̄d hé gélen : râg hô deski a réa ével ann hini en deûz ar galloud, ha n’her gréa kéd ével ar Skribed.

23. Béz’ éz oa enn ho sinagog eunn dén trec’het gan̄t ar spéred louz, péhini a griaz,

24. O lavarout : Pétra a zô étré té ha nî, Jézuz a Nazaret ? Ha deûed oud-dé évid hor c’holIa ? Gouzoud a rann piou oud, San̄t Doué.

25. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz anézhan̄, ô lavarout : Tâv, ha kéa er-méaz eû̄z ann dén-zé.

26. Hag ar spéred louz goudé béza hé ziroget, a laoskaz eur c’hri brâz hag a ieaz-kuîd diout-han̄.

27. Souézet-brâz é oen̄d holl, enn hévélep doaré ma lavaren̄t étré-z-hô : Pétra eo ann dra-man̄ ? Pétrâ eo ar gréden nevez-zé ? Râk gan̄t galloud é c’hourc’hémenn d’ar spérejou louz hô-unan, hag é sen̄ton̄d out-han̄.

28. Hag ar vrud anézhan̄ a rédaz kerken̄t enn holl vrô enn-drô da C’haliléa.

29. Ha goudé béza éad er-méaz eûz ar sinagog, éz éjon̄d é tî Simon hag André, gan̄t Jakez ha Iann.

30. Hogen mamm-gaer Simon a ioa war hé gwélé klan̄v gand ann dersien : ha râk-tâl é komjon̄t out-han̄ diwar hé fenn.

31. Hag hén̄ ô tôstaat, a rôaz hé zourn d’ézhi hag hé savaz : ha râk-tâl ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi, hag é serviché anézhô.

32. Hôgen diouc’h ar pardaez, pa oé kuzed ann héol, é kaschon̄d d’ézhan̄ ann holl dûd-klân̄v, hag ar ré a ioa trec’het gan̄d ann diaoul :

33. Hag holl dûd kéar a ioa dastumed dirâg ann ôr.

34. Hag é iac’héaz kalz a dûd péré hô dôa meûr a glén̄ved, hag é kasaz-kuît kalz a ziaoulou, ha na aotréé kéd d’ézhô homza eûz a gémen̄t-man̄, dré ma anavézen̄d anézhan̄.

35. Hag an̄trônôz ô véza savet min̄tin mâd, éz éaz enn eul léac’h distrô, hag énô é pédé.

36. Ha Simon, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a iéaz war hé lerc’h.

37. Ha p’hô doé hé gavet, é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ann holl a glask ac’hanôd.

38. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Déomp d’ann tôsta bourc’hiou, ha d’ann tôsta keriou, évit ma prézéginn enn-hô : râk da gémen̄t-sé eo ounn deûet.

39. Hag é prézégé enn hô sinagogou, hag er Galiléa holl, hag é kasé-kuîd ann diaoulou.

40. Don̄t a réaz d’hé gavout eunn dén lovr, péhini oc’h hé bidi, hag ô pléga hé c’hlîn, a lavaraz d’ézhan̄ : Mar fell d’îd, é hellez va c’harza.

41. Hôgen Jézuz ô kaout truez out-han̄, a astennaz hé zourn, hag ô steki out-han̄ a lavaraz dézhan̄ : Felloud a ra d’in : Béz karz.

42. Ha pa en doé homzet, rak-tâl éz éaz al lovren̄tez diout-han̄, hag é oé karz.

43. Ha Jézuz a gasaz anézhan̄ kuit râk-tâl, goudé béza difennet out-han̄ komza,

44. O lavaroud d’ézhan̄ : Gwél na liviri kémen̄t-man̄ da zén : hôgen kéa, en em ziskouéz da brin̄s ar véleien, ha kinnig évid da garzérez ar péz a zô gourc’hémennet gan̄t Moizez da desteni d’ézhô.

45. Hôgen hé-man̄ ô véza éat-kuît a zéraouaz komza ha diskléria hé barédigez, enn hévélep doaré na hellé mui Jézuz mon̄d é kéar dirâg ann holl ; hôgen hén̄ a choumé er-méaz é lec’hiou distrô, hag a bép tû é teûed d’hé gavout.


————


II. PENNAD.


1. Ha nébeût goudé é tistrôaz da Gafarnaom.

2. Ha kerken̄t ha ma oé klevet pénaoz édo enn tî, en em strollaz kalz a dûd, enn hévélep doaré m’az oa anézhô enn tû all d’ann ôr ; hag hén̄ a brézégé d’ézhô ar gér.

3. Hag é oé kased d’ézhan̄ eur paralitik, péhini a zouget gan̄t pévar dén.

4. Hag ével na hellen̄t kéd hé ziskouéza da Jézuz dré ann abek d’ann en̄groéz, é tistôjon̄d ann tî é péhini édo, hag ô véza hé doullet, é tiskenjon̄d ar gwélé war béhini é oa kousked ar paralitik.

5. Hôgen Jézuz ô wéloud hô feiz, a lavaraz d’ar paralitik : Va mab, da béc’héjou a zo distaoled d’îd.

6. Hôgen eur ré eûz ar Skribed a ioa azézed énô, hag a venné enn hô c’halounou :

7. Pétrâ a fell d’ann dén-zé da lavarout ? A-énep Doué hag al lézen é komz : Piou a hell. disteûrel ar péc’héjou, néméd Doué hép-kén ?

8. Jézuz ô véza anavézet râk-tâl dré hé spéréd ar péz a vennen̄d enn-hô hô-unan, a lavaraz d’ézhô : Perâg é vennit-hu kémen̄t-sé enn hô kalounou ?

9. Péhini eo ann esa, lavarout d’ar paralitik : Da béc’hédou a zô distaoled d’îd, pé lavarout : Saô, kémer da wélé, ha balé ?

10. Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteurel ar péc’héjou (é lavaraz d’ar paralitik),

11. É lavarann d’îd : Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.

12. Hag hén̄ a zavaz râk-tâl : hag ô véza kéméred hé wélé, éz éaz-kuît dirâg ann holl, enn hévélep doaré ma oé souézet-brâz ann holl, ha ma veûljon̄t Doué, ô lavarout : Biskoaz n’hon eûz gwélet kémen̄d all.

13. Hag ô vézâ éad er-méaz adarré war-zû ar môr, ann holl bobl a zeûé d’hé gavout, hag é kélenné anézhô.

14. Ha pa’z éa ébiou, é wélaz Lévi mâb Alfé péhini a ioa azézet é tî ar gwiriou, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h. Hag hén̄ a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.

15. Hag é c’hoarvézaz, pa édo ouc’h taol é ti ann dén-zé, pénaoz kalz a bublikaned hag a béc’herien en em lékéaz ivé ouc’h taol gan̄t Jézuz, ha gan̄d hé ziskibled ; râk kalz a ioa anézhô war hé lerc’h.

16. Ar skribed hag ar farisianed ô wélout pénaoz é tebré gan̄d ar bublikaned ha gan̄d ar béc’herien, a lavaraz d’hé ziskibled : Pérâg é tebr hac éc’h év hô Mestr gan̄d ar bublikaned ha gan̄d ar béc’herien.

17. Jézuz ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhô : Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glan̄v eo. Râk n’ounn két deûet évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien.

18. Ha diskibled Iann hag ar farizianed a iuné : hag é teujon̄t, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Pérâk a iun diskibled Iann hag ar farizianed, ha na iun két da ziskibled-dé ?

19. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Bugalé ar pried hag hî a hell iuni é-pâd ma éma ar pried gan̄d-hô ? Na hellon̄t két iuni é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô.

20. Hôgen don̄d a rai deisiou é péré é vézô lamet ar pried digan̄t-hô ; hag enn amzer-zé é iunin̄t.

21. Dén na c’hrî eur pen̄sel mézer nevez oud eur zaé gôz : anéz ar pen̄sel nevez a ziframfé ar méser kôz, hag ar rôg a vijé gwâz.

22. Ha dén na laka gwîn nevez é listri kôz : anéz ar gwîn a dorfé al listri, ar gwîn a rédje, hag al listri a vé kollet : hôjen réd eo lakaad ar gwîn nevez é listri nevez.

23. C’hoarvézoud a réaz c’hoaz pénaoz pa dréméné ann Aotrou dré eur park éd é deiz ar sabbat, hé ziskibled enn eur gerzout a zéraouaz kutuḻa tamoézennou.

24. Hôgen ar farizianed a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é ra ar ré-zé ar pez a zô berzet é deisiou ar sabbat ?

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûs-hu két biskoaz lennet ar péz a réaz David, pa en doé ézomm, ha pa en doé naoun hén̄ hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?

26. Pénaoz éz éaz é tî Doué, enn amzer Abiatar prin̄s ar véleien, hag é tebraz baraou ar c’hénig, péré na oa aotréed hô dibri néméd d’ar véleien hép-kén, hag é rôaz Iôd d’ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?

27. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : Ar sabbat a zô gréad évid ann dén, ha né kéd ann dén a zô gréad évid ar sabbat.

28. Dré-zé Mâb ann dén a zô ann Aotrou eûz ar sabbat hé-unan.


————


III. PENNAD.


1. Ha Jézuz a iéaz adarré er sinagog ; hag énô éz oa eunn dén péhini en doa eunn dourn dizec’het.

2. Hag éc’h évésaen̄t out-han̄, da wélout hag hen a iac’hajé ann den-zé da zeiz ar sabbat, évit ma tamaljen̄d anézhan̄.

3. Hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizec’het : Saô é kreiz.

4. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha berzed eo da zeiz ar sabbat ôber ar mâd, pé ann drouk ? Savétei ar vuez, pé hé lémel ? Hôgen hî a davaz.

5. Hag ô selloud out-hô gan̄t buanégez, hag ô véza glac’haret eûz a zallen̄tez hô c’haloun, é lavaraz d’ann dén-zé : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag é teûaz iac’h.

6. Hôgen ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz gan̄d ann Hérodianed pénaoz hén koljen̄t.

7. Hôgen Jézuz en em dennaz gan̄d hé ziskibled étrézég ar môr : hag eul lôd brâz a dûd eûz a C’haliléa hag eûz a Judéa a iéaz war hé lerc’h.

8. Hag eûz a Jéruzalem, hag eûz a Iduméa, hag eûz a enn tu all d’ar Jourdan ; hag eûz ar vrôiou enn-drô da Dîr ha da Zidon, eul lôd brâz a dûd, ô klevout ar péz a réa, a zeûaz d’hé gavout.

9. Hag é lavaraz d’hé ziskibled derc’hel daré d’ézhan̄ eur vag, enn abek d’ann en̄groéz, gan̄d aoun na vijé gwasket gan̄t-hô.

10. Râk kalz a iac’héé, enn hévélep doaré ma en em daolé war-n-ézhan̄ évit gellout steki out-han̄, kémen̄d hini en doa eur gouli-bennâg.

11. Hag ar spérédou louz, pa her gwélen̄t, a stoué dira-z-han̄, hag a grié, ô lavarout :

12. Té eo Mâb Doué. Hôgen hén̄ a c’hourc’hémennaz stard d’ézhô na zisklerjen̄t kéd anézhan̄.

13. Hag hén̄ ô véza piñet war eur ménez a c’halvaz davet-han̄ ar ré ma fellaz d’ézhan̄ : hag é teujon̄t d’hé gavout.

14. Daouzég a hanvaz anézhô évit béza gan̄t-han̄, hag évid hô c’hâs da brézégi.

15. Hag é rôaz d’ézhô ar galloud da iac’haad ar ré glân̄v, ha da gâs-kuîd ann diaoulou.

16. Simon, da béhini é rôaz ann hanô a Ber :

17. Ha Jakez mâb Zébédé, ha Iann breûr Jakez ; péré a hanvaz Boanergez, da lavaroud eo, mipien ar gurun :

18 Hag An̄dré, ha Filip, ha Bertélé, ha Mazé, ha Tomaz, ha Jakez mâb Alfé, ha Tadé, ha Simon ar C’hananéad.

19. Ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.

20. Hag é teujon̄d enn tî, hag ar bobl en em strollaz a nevez, enn hévélep doaré na hellen̄t két dibri bara.

21. Ha pa glevaz hé dûd kémen̄t-sé, éz éjon̄d évit krégi enn-han̄ : râk lavaroud a réan̄t pénaoz é oa kolled hé skian̄t gan̄t-han̄.

22. Hag ar Skribed, péré a ioa deûed euz a Jéruzalem, a lavaré pénaoz é oa trec’het gan̄t Béelzébub, ha pénaoz é kasé-kuîd ann diaoulou gan̄t penn ann diaoulou.

23. Hag ô véza strolled anézhô, é lavaraz d’ézhô gant parabolen : Pénaoz é hell Satan kâs Satan kuît ?

24. Mar béz eur rouan̄télez dizunvan enn-hi hé-unan, na hell kéd ar rouan̄tétez-zé choum enn hé zâ.

25. Ha mar béz eunn ti dizunvan enn-han̄ hé-unan, na hell kéd ann tî-zé choum enn hé zâ.

26. Ha mar teû Satan da zispac’ha out-han̄ hé-unan, dizunvaned eo, ha na hell két choum enn hé zâ, hôgen ann divez a gâv.

27. Dén na hell mon̄d é ti ann dén kré ha preiza hé listri, néméd da gen̄ta en défé éréed ann dén kré, ha neuzé é preizô hé dî.

28. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz pép péc’hed ha pép lé-douet hô dévézô gréat mipien ann dûd a vézô distaoled d’ézhô.

29. Hôgen piou-pennâg en dévézo komzed a-éneb ar Spéred-glân̄, na vézô bikenn distaoled d’ézhan̄, hôgen kabluz é vézô euz a eur gwall peûr-baduz.

30. Dré ma lavaren̄d : Éma ar spéred louz gan̄t-han̄.

31. Koulskoudé hé vamm hag hé vreûdeûr a zeuaz : hag ô véza choumed er méaz é kaschon̄d d’hé c’hervel.

32. Ar bobl a ioa azézet enn-drô d’ézhan̄. Chétu da vamm ha da vreûdeûr a zô er-méaz hag a glask ac’hanod.

33. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Piou eo va mamm, ha piou eo va breûdeûr ?

34. Hag ô selloud oud ar ré a ioa azézet enn-drô d’ézhan̄, é lavaraz : Chétu va mamm ha va breûdeur.

35. Rak piou-bennâg a ra ioul Doué, hen-nez a zô va breûr, va c’hoar ha va mamm.


————


IV. PENNAD.


1. Hac é téraouaz adarré kélenna é-harz ar môr : hag eul lôd brâz a dûd en em zastumaz war hé drô, enn hévélep doaré ma piñaz war eur vâg ha ma azézaz a-ziouc’h ar môr ; hag ann holl bobl a ioa war ann douar é aot ar môr.

2. Hag hén̄ a zeské d’ézhô kalz a draou gan̄t parabolennou, hag é lavaré d’ézhô enn hé zeskadurez :

3. Sélouit : Chétu ann hader a iéaz da hada.

4. Hag é-pâd é hadé, lôd eûz ann hâd a gouezaz a-héd ann hen̄t, ha laboused ann én̄v a zeûaz, hag hé zebraz.

5. Lôd all a gouézaz enn eul léac’h meinek é péléac’h n’en doé két kalz a zouar : hag é savaz kerken̄t dré né oa két kalz a zounder douar :

6. Ha pa oé saved ann héol, é lôskaz : hag ô véza n’en doa kéd a c’hrisien, é sec’haz.

7. Ha lôd all a gouézaz é-touez ann drein, hag ann drein a zavaz, hag a vougaz anézhan̄, ha na rôaz kéd a frouez.

8. Ha lôd a gouézaz é douar mad : hag a rôaz frouez péhini a zavaz, hag a greskaz, hag a rôaz unan trégon̄t, unan tri-ugen̄t, unan kan̄t kémen̄d all.

9. Hag é lavaré : Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

10. Ha pa édo hé-unan, ann daouzég a ioa gan̄t-han̄ a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ é oa ar barabolen-zé.

11. Hag é lavaraz d’ézhô : Rôed eo d’é-hoc’h da anaout traou kuzet rouan̄télez Doué : hôgen d’ar ré a zô er-méaz, pép trâ a c’hoarvez gan̄t parabolennou.

12. Évit pa wélin̄t é wélin̄t, ha na wélin̄t két, hag ô klevout é klevin̄t, ha na boellin̄t két : gand aoun na zeûfen̄t da gemma a vuez, ha na vé distaoled d’ézhô hô féc’héjou.

13. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha na boellit-hu kéd ar barabolen-zé ? Pénaoz éta é poellot-hu ann holl barabolennou ?

14. Néb a hâd, a hâd ar gér.

15. Hôgen ar ré a zô a-héd ann hen̄t, eo ar ré é péré eo bét haded ar gér, ha pa hô deûz hé glevet, kerken̄t é teû Satan ; hag é lamm ar gér a ioa béd hadet enn hô c’halounou.

16. Ével-sé ar ré a zô béd hadet é lec’hiou meinek, eo ar ré péré a glev ar gér, hag a gémer anézhan̄ râk-tâl gan̄t laouénidigez :

17. Hag ô véza n’hô deûz kéd a c’hrisien enn-hô hô-unan, n’émin̄t néméd évid eunn amzer : ha pa zeû eunn enkrez pé eunn heskin-bennâg enn abek d’ar gér, kerken̄t é kéméron̄t gwall skouér.

18. Hag ar ré a zô béd hadet é-touez ann dréz, eo ar ré a zélaou ar gér ;

19. Ha préderiou ar béd-man̄, touellérez ar madou, hag ann holl droug-ôberiou all ô véza éad enn-han̄, a voug ar gér, hag hel laka da véza difrouez (G).

20. Hag ar ré a zô béd hadet é douar mâd, eo ar ré a zélaou ar gér, a gémer anezhan̄ hag hel laka da zigas frouez, lôd trégon̄t, lôd tri-ugen̄t, lôd kan̄t kémen̄d all.

21. Lararoud a réaz ivé d’ézhô : Ha kéméroud a réeur eur c’hleûzeur évid hé lakaad dindân ar boézel, pé dindân ar gwélé ? Ha né kéd évid hé lakaad war eur c’han̄toler ?

22. Râk n’eûz nétrâ kuzet, na dlé béza diskleriet : ha na réeur nétrâ évit béza gôlôet, hôgen évit béza gwélet gan̄d ann holl.

23. Mar en deûz diskouarn da glevout, ra glevô.

24. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : Likid évez oud ar péz a glevit. Diouc’h ar ven̄t gan̄t péhini hô pézô men̄tet, é viot men̄tet hoc’h-unan, hag é vézô rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.

25. Râk néb en deûz, a vézô rôet d’ézhan̄ ; ha néb n’en deûz két, a vézô lamed digan̄t-han̄ ar péz zô-kén en deûz.

26. Hag é lavaraz ivé : Rouan̄télez Doué a zô hén̄vel oud eunn dén a daol hâd enn douar (M).

27. Pé é kousk, pé é sâv enn nôz hag enn deiz, ann hâd a hegin, hag a gresk hép ma oar-hén̄ pénaoz.

28. Râg ann douar a zoug frouez anézhan̄ hé-unan ; da gen̄ta ar iéot, goudé ann damoézen, ha goudé ann éd leûn enn damoézen.

29. Ha pa vez daré ar frouez, é lékéeur râk-tâl ar fals enn-han̄, dré ma eo deûed ar médérez.

30. Hag é lavaraz adarré : Ouc’h pétrâ é lakaimp-ni eo hével rouan̄télez Doué ? Ha dré hé barabolen é tiskouézimp-ni anézhi ?

31. Hén̄vel eo oud eur c’hreûnen sezô, péhini pa eo hadet enn douar, a zô ar bihana eûz ann holl hadou eûz ann douar :

32. Ha pa eo hadet, é sâv hag é teû brasoc’h égéd ann holl louzou, hag é ra skourrou brâz, enn hévélep doaré ma hell laboused ann én̄v choum dindân hé skeûd.

33. Ével-sé é komzé out-hô gan̄t kalz a baraboleonou, diouc’h ma hellen̄t poella.

34. Hôgen na gomzé kéd out-hô hép parabolen : ha pa né vézé gan̄t-han̄ néméd hé ziskibled, é tisklerié pép trâ d’ar ré-man̄.

35. Enn dervez-zé, pa oé deûed ar pardaez, é lavaraz d’ézhô : Tréménomp enn tû all d’ann dour.

36. Hag ô véza kaset-kuîd ar bobl, é lékéjon̄d anézhan̄ enn eur vag : ha bagou all a ioa gan̄t-han̄.

37. Hag é savaz eur stourm brâz a avel, hag ar c’hoummou a gouézé er vâg, kémen̄t ma oa leûn ar vâg a zour (M).

38. Koulskoudé Jézuz a ioa diadré ar vâg, kouskét war eur penn-wélé : dihuna a réjon̄d anézhan̄, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Mestr, ha n’éc’h euz-té kéd a bréder gan̄t ma’z éomp da goll ?

39. Hag ô sével enn hé zav é c’hourdrouzaz ann avel, hag é lavaraz d’ar môr : Taô, sioula. Hag ann avel a davaz ; hag é teûaz sioul-brâz ann amzer (M).

40. Hag é lavaraz d’ézhô : Pérâg hoc’h eûs-hu aoun ével-se ? Ha n’hoc’h eûs-hu kéd a feiz ? Hag hî hô doé eur spoun̄t brâz, hag é lavaren̄d ann eil d’égilé : Piou, war hô ménô, eo hé-man̄, a zen̄t out-han̄ ann avel hag ar môr ? (M)


————


V. PENNAD.


1. Hag ô véza treûzed ar môr, é teujon̄d é brô ar Jérazéned.

2. Ha Jézuz ô véza diskenned eûz ar vâg, eunn dén touellet gan̄d ann diaoul a ziredaz râk-tâl d’hé gavout o ton̄t eûz ar bésiou,

3. É péléac’h é choumé, ha dén na hellé hé éréa, gan̄t chadennou zô-kén :

4. Râg évit-han̄ da véza béd aliez éréet gant chadennou ha gan̄d hualou, é torré hé chadennou, é tiframmé hé hualou, ha dén na hellé hé zon̄va.

5. Hag aliez é choumé enn nôz hag enn deiz er bésiou ha war ar ménésiou ô c’harmi hag oc’h en em vloun̄sa gan̄t mein.

6. Hôgen pa wéIaz Jézuz a bell, é rédaz hag é azeûlaz anézhan̄ :

7. Hag ô kria gan̄d eur vouéz gré, é lavaraz : Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz mâb Doué uc’hel-meûrbéd ? Da bidi a rann dré ann hanô a Zoué, na en̄krez kéd ac’hanoun.

8. Hag hén a lavaraz d’ézhan̄ : Spéred louz, kéa er-méaz eûz ann dén-zé.

9. Hag e c’houlennaz digan̄t-han̄ : Pé hanô éc’h eûz ? Hag hén̄ a lavaraz : Léjion eo va hanô, râk kalz omp.

10. Hag é pédé kaer anézhan̄ n’her c’hasché kéd er-méaz eûz ar vrô.

11. Hôgen béz’ éz oa énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri a-héd ar ménez.

12. Hag ann diaoulou a bédé anézhan̄, ô lavarout : Kâs ac’hanomp er môc’h évit m’az aimp enn-hô.

13. Ha Jézuz a aotréaz râk-tâl kémen̄t-sé d’ézhô. Hag ar spéréjou louz ô von̄t-kuît a iéaz er môc’h : hag ann holl van̄den, euz a béré éz oa daou vil, en em daolaz gan̄t frouden er môr, hag é oen̄t beûzed er môr.

14. Hôgen ar ré a vésé anézhô a dec’haz, hag a lavaraz kémen̄t-sé é kéar hag er parkou. Ha kalz tûd a iéaz er-méaz da wélout pétrâ a ioa c’hoarvézet.

15. Hag ô véza deûed étrézé Jézuz, é wéljon̄d ann hini a ioa bét trec’het gan̄d ann diaoul, péhini a ioa azézet, gwisket, hag enn hé skian̄t vâd, hag hî a oé spoun̄tet.

16. Ar ré hô doa gwélet a lavaraz d’ézhô kémen̄d a ioa c’hoarvézet gan̄d ann hini a ioa trec’het gan̄d ann diaoul, ha gand ar môc’h.

17. Hag é téraoujon̄d hé bédi da von̄d er-méaz eûz a barz hô brô.

18. Pa biñé er vâg, ann hini a ioa bét trec’het gan̄d ann diaoul, a bédaz anézhan̄ m’hen lezché da von̄t gan̄t-han̄.

19. Hôgen Jézuz na aotréaz kéd d’ézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa d’az tî da gavoud da dûd, ha grâ mének d’ézhô eûz a gémen̄t en deûz gréad ann Aotrou d’îd, hag eûz hé drugarez enn da gén̄ver.

20. Hag hé-man̄ a iéaz-kuît, hag a zéraouaz embanna é Dékapoliz kémen̄d en doa gréat Jézuz enn hé génver : hag ann holl a oé souézet-brâz.

21. Jézuz ô véza adarré tréméned enn tû all d’ann dour, râk tôst édo d’ar môr, eul lôd brâz a bobl en em zastumaz war hé drô.

22. Hag é teûaz eur penn eûz ar sinagog hanvet Jairuz : ha pa wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid.

23. Hag é pédé anézhan̄ stard, ô lavarout : Daré eo va merc’h da vervel, deuz, laka da zourn war-n-ézhi, hag é vézo paré, hag é vévô.

24. Jézuz a iéaz gan̄t-han̄, hag eur bobl brâz a iéaz war hé lerc’h, hag a vac’hé anézhan̄.

25. Hag eur vaouez, a ioa klân gan̄d ann diwad daouzék vloaz a ioa ;

26. Hag é doa gouzan̄vet kalz a boan étré daouarn al louzaouerien : hag é doa dispiñet hé holl madou, héb béza gounézet nétrâ, hôgen ô véza en em gavet gwâz-oc’h-wâz ;

27. O véza klevet komza eûz a Jézuz, a zeûaz a-ziadré é-touez ar bobl, hag a zournataz hé zaé.

28. Rag hi a lavaré : Mar gellann hép-kén dournata hé zaé, é vézinn paré.

29. Ha râk-tâl mammen hé goâd a oé dizec’het : hag éc’h anavézaz enn hé c’horf é oa paré hé gouli.

30. Ha kerken̄t Jézuz oc’h anaoud enn-han̄ hé-unan ar galloud a ioa éad er-méaz anézhan̄, ô véza en em drôed oud ar bobl, a lavaraz : Piou en deûz stoked ouz-in ?

31. Hag hé ziskibled a lavaras d’ézhan̄ : Ann en̄groez a wélez ô vac’ha ac’hanôd, hag é lévérez : Piou en deûz stoked oc’h va diḻad ? (G).

32. Hag é sellé enn-drô d’ézhan̄ évit gwélout ann hini é doa gréat kémen̄t-sé.

33. Hôgen ar vaouez a wié ar péz a ioa c’hoarvézed enn-hî, a oé spoun̄tet hag en em lékéaz da gréna, hag éz éaz hag en em strin̄kaz d’hé dreid ; hag é lavaraz d’ézhan̄ ar wirionez hed-da-hed.

34. Hôgen hén a lavaraz d’ézhi : Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet : kéa é péoc’h, ha béz paré eûz da c’houli.

35. Pa gomzé c’hoaz, é teûaz tûd euz a dî penn ar sinagog, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Marô eo da verc’h ; pérâg é torrez-té c’hoaz penn ann Aotrou ?

36. Hôgen Jézuz ô klevoud ar péz a lavaren̄t, a lavaraz da benn ar sinagog : N’az péz kéd a aoun : kréd hép-kén.

37. Ha na aotréaz da zén mon̄d war hé lerc’h, néméd da Ber, ha da Jakez, ha da Iann breûr Jakez.

38. Hag ô véza éad é tî penn ar sinagog, é wélaz safar, lôd ô lén̄va, lôd ô kria kré.

39. Ha pa oé éad enn tî, é lavaraz d’ézhô : Pérâg é safarit-hu, hag é lén̄vit-hu ? Né két marô ar plac’h-iaouan̄k, hôgen kousked eo.

40. Hag é réan̄t goab anézhan̄. Hôgen hén̄, goudé béza lékéad ann holl er-méaz, a géméraz tâd ha mamm ar plac’h iaouan̄k, hag ar ré en doa kaset gan̄t-han̄, hag éz éaz el léac’h ma édo gourvézed ar plac’h-iaouan̄k (G).

41. Hag ô kéméroud dourn ar plac’h-iaouan̄k, é lavaraz d’ézhi : Talita kumi, da lavaroud eo : Plac’h-iaouan̄k. (hé lavaroud a rann d’îd), saô.

42. Ha râk-tâl é savaz ar plac’h-iaouan̄k, hag é valéaz : râk daouzék vloaz é doa. Hag é oen̄t souézet meûrbéd.

43. Ha Jézuz a c’hourc’hémennaz stard d’ézhô na lavarjen̄d ann dra-zé da zén : hag é lavaraz rei da zibri d’ézhi.


————


VI. PENNAD.


1. Jézuz ô véza éad ac’hanô, a iéaz d’hé vrô hé-unan : hag hé ziskibled a iéaz war hé lerc’h.

2. Ha deiz ar sabbat ô véza deûet, é téraouaz kélenna er sinagog : kalz eûz ar ré hen sélaoué a oa souézet brâz eûz hé gélennadurez, hag a lavaré : A béléac’h eo deûed da hé-man̄ kémen̄t-sé ? Pétrâ eo ar furnez a zô bét roed d’ézhan̄, hag ar burzudou a zô gréat gan̄d hé zaouarn.

3. Ha né d-ef-hén̄ kéd eur méchérour, mâb Mari, breûr Jakez, ha Jozef, ha Judaz, ha Simon ? Hag hé c’hoarézed, ha n’émin̄d-hi kéd aman̄ gan-é-omp ? Hag é kaven̄t tamall enn-han̄.

4. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eur profed né d-eo kéd héb hanô-mâd néméd enn hé vrô, hag enn hé dî, hag é-touez hé dûd.

5. Ha na hellaz ôber énô burzud é-béd, néméd ma paréaz eunn niver bihan a dûd klan̄v oc’h astenna hé zaouarn war-n-ézhô.

6. Hag hén̄ a ioa souézet gan̄d hô diskrédoni ; hag éz éa da gélenna dré ar bourc’hiou tro-war-drô.

7. Hag é c’halvaz ann daouzék : hag é téraouaz hô c’hâs daou ha daou hag é rôaz d’ézhô galloud war ar spéréjou louz.

8. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô na gaschen̄t nétrâ enn hen̄t, nag ézef, na bara, nag arc’han̄t enn hô ialc’h, hôgen eur vaz hép-kén.

9. Hag arc’henna boutou, ha na gémerjen̄t kéd diou zaé.

10. Hag é lavaraz d’ézhô : É pé tî-bennâg ma ’z éot, choumid enn-han̄ bété ma ’z éot-kuîd ac’hanô :

11. Ha mar éz eûz unan-bennâg ha na zigémérô két, pé na sélaouô kéd ac’hanoc’h, pa ’z éot-kuîd ac’hanô, hejid ar poultr eûz hô treid é testéni enn hô énep.

12. Hag ô véza éat-kuît, é prézégjon̄d d’ann dûd ma rajen̄t pinijen :

13. Kalz a ziaoulou a gaschon̄t kuît ; kalz a dûd klan̄v a frotjon̄t gan̄d éôl, hag é iac’héjon̄d anézhô.

14. Ar roué Hérodez a glevaz méneg eûz a gémen̄t-sé (râg hanô Jézuz a oa anavézet-brâz), hag é lavaraz : Iann Badézour eo a zô saved a varô da véô : ha dré-zé eo é ra kémen̄d a vurzudou.

15. Ré all a lavaré : Éliaz eo. Lôd all a lavaré : Profed eo ével unan eûz ar Broféded.

16. Hérodez ô klevout kémen̄t-sé a lavaraz : Iann da béhini em eûz lékéat trouc’ha hé benn, a zô saved a varô da véô.

17. Râg Hérodez en doa kaset tûd da gémérout Iann, ha d’hé lakaad er vâc’h, dré ann abek da Hérodiaz grég d’hé vreûr Filip gan̄t péhini é oa dimézet.

18. Râk Iann en doa lavared da Hérodez : Né kéd aotréed d’id kaoud da c’hrég grék da vreûr.

19. Hôgen Hérodiaz a glaské ann darvoud d’hé golla : c’hoan̄t é doa d’hé lakaad da vervel, ha na hellé két.

20. Râg Hérodez ô c’houzout pénaoz é oa eunn dén gwirion ha san̄tel, en doa aoun ra-z-han̄ : prédériuz é oa enn hé c’hénver, kalz a réa diouc’h hé vénô, ha dâ é oa gan̄t-han̄ hé glevout.

21. Hôgen eunn dervez aotréuz ô véza deûet, Hérodez évit deiz hé c’hanédigez a réaz eur goan évid ar brin̄sed, ar vrézelidi, hag ar pennou-kéar eûz a C’haliléa.

22. Ha merc’h Hérodiaz ô véza éad énô, a zan̄saz, hag a blijaz da Hérodez, ha d’ar ré a ioa ouc’h-taol gan̄t-han̄. Ar roué a lavaraz d’ar plac’h-iaouan̄k : Goulenn diganén̄ ar péz a giri, hag her rôinn d’îd.

23. Hag é touaz d’ézhi : Rei a rinn d’îd kémen̄d a c’houlenni, ha pa vé ann han̄ter eûz va rouan̄télez.

24. Hag ô véza éad er-méaz, é lavaraz-hi d’hé mamm : Pétrâ a c’houlenninn-mé ? Hag hou-man̄ a lavaraz : Penn Iann-Vadézour.

25. Hag hî ô véza deûet râk-tâl da gavoud ar roué, a réaz hé goulenn, ô lavarout : Mé a ioul é rôjez d’in râk-tâl enn eunn disk penn Iann Vadézour.

26. Ar roué a oé glac’haret gan̄t kémen̄t-sé. Koulskoudé dré ’n abek d’hé lé, hag ivé d’ar ré a ioa azézet gan̄t-han̄ ouc’h taol, na fellaz kéd d’ézhan̄ glac’hari anézhi.

27. Hag ô véza kased eunn daréder, é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ digas penn Iann war eunn disk. Hag hé-man̄ a iéaz er vâc’h hag a drouc’haz hé benn d’ézhan̄.

28. Hag é tigasaz ar penn war eunn disk ; hag é rôaz anézhan̄ d’ar plac’h-iaouan̄k, hag hou-man̄ hé roaz d’hé mamm.

29. Hé ziskibled ô véza klevet kémen̄t-sé, a zeûaz hag a géméraz hé gorf, hag é lékéjon̄d anézhan̄ enn eur béz.

30. Hag ann ébestel ô véza en em zastumed enn-drô da Jézuz, a zanévellaz d’ézhan̄ kémen̄d hô doa great, ha kémen̄d hô doa desket.

31. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Deûid a-dû enn eul léac’h distrô, hag arzaôit eunn nébeût. Râk kalz a dûd a iéa hag a zeûé ; ha na gaven̄t kéd ann amzer da zibri.

32. Hag ô véza piñed enn eur vag, éz éjon̄d a-dû enn eul léac’h distrô.

33. Hôgen ar bobl a wélaz anézho ô von̄t-kuît, ha kalz ré all a glevaz méneg eûz a gémen̄t-sé, hag é rédjon̄t énô war-droad eûz ann holl geriou, hag é tiaraogjon̄d anézhô.

34. Ha pa’z éa-kuît Jézuz é wélas eul lôd brâz a dûd : hag en doé truez out-hô, dré ma oan̄t ével dén̄véd hép mesaer. Hag é téraouaz deski kalz a draou d’ézhô.

35. Ha pa oa deued da véza divézad, hé ziskibled a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Al léac’h-man̄ a zô distrô, ha divézad eo :

36. Kâs-hô kuît, évit ma’z ain̄t er c’heriou hag er bourc’hiou diwar-drô, da bréna peadrâ da zibri.

37. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Rôit c’houi da zibri d’ézhô. Hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ha mon̄d a raimp-ni da bréna évit daou c’han̄t diner a vara, évit rei d’ézhô da zibri ?

38. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhô : Péd bara hoc’h eûs-hu ? Id, ha gwélit. Ha p’hô doé gwélet, é léverjon̄t : Pemp, ha daou bésk.

39. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô ma lakajen̄d ann holl da azéza a van̄dennou war ar iéot glâz.

40. Hag éc’h azézjon̄t a van̄dennou, lôd a gan̄t, lôd a han̄ter-kan̄t dén.

41. Ha Jézus ô véza kéméred ar pemb bara, hag ann daou bésk, a zavaz hé zaoulagad étrézég ann énv, hag a vinnigaz anézhô : ha goudé béza torred ar baraou, é rôaz anézhô d’hé ziskibled, évit m’hô rojen̄d d’ar bobl : hag é rannaz ann daou bésk étré-z-hô holl.

42. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h.

43. Hag é kaschon̄t gan̄t-ho daou-zék paner leûn gan̄d ann dilerc’h eûz ar bara hag eûz ar pésked.

44. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa pemp mil dén.

45. Ha kerken̄t Jézuz a rédiaz hé ziskibled da biña er vâg, évit m’az ajen̄d enn hé raok enn tu all d’al lagen étrézék Betsaida, é-pâd ma kasché-kuîd ar bobl.

46. Ha pa en doé hô c’haset-kuît, éz éaz war eur ménez évit pidi.

47. Ha pa oé deûed ar pardaez, ar vâg a ioa é-kreiz ar môr, hag hén̄ a ioa hé-unan war ann douar.

48. Ha pa wélaz anézhô ô kaout béac’h ô roen̄via (râg ann avel a ioa énep d’ézhô), war-drô ar pévaré dihun eûz ann nôz, é teûaz étrézég enn-hô ô kerzoud war ar môr : ha c’hoan̄t en doa d’hô diaraogi.

49. Hôgen hî pa weljon̄d anézhan̄ ô kerzout war ar môr, é venjon̄t pénaoz é oa eunn teûz, hag en em lékéjon̄t da c’harmi.

50. Râg holl é wéljon̄d anézhan̄, hag hô doé spoun̄t brâz. Hôgen kerken̄t é komzaz out-hô, enn eul lavarout : hô pézet fisian̄s, mé éo, na spoun̄tit két.

51. Hag é piñaz gan̄t-hô er vâg, hag ann avel a baouézaz. Ha kémen̄t-sé a souézaz c’hoaz muioc’h anézhô.

52. Râk n’hô doa két gréad a évez out burzud ar baraou, kenn dall é oa hô c’haloun.

53. Ha goudé béza treûzed al lagen, é teûjon̄d é douar Jénézaret, hag é touarjôn̄d énô.

54. Ha pa oen̄d éad er-méaz eûz ar vâg, tûd ar vrô a anavézaz anézhan̄ râk-tâl (G).

55. Hag ô véza réded dré ann holl vrô, é téraoujon̄d digas war hô gwéléou ar ré-glan̄v diwar-drô, el léac’h ma kleven̄t é oa Jézuz.

56. Hag é pé léac’h-bennâg ma ’z éa, pé er bourc’hiou, pé er c’heriou, pé er gwikou, é lékéan̄t ann dud-klan̄v war leûr-géar, hag é péden̄t anézhan̄ da aotréa ma helljen̄t hép-kén steki out penn-piḻ hé zaé : ha kémen̄d hini a stoke out-han̄ a vézé paré.


————


VII. PENNAD.


1. Neûzé ar Farizianed ha lôd euz ar Skribed, péré a zeûé a Jéruzalem a iéaz d’hé gavout.

2. Ha pa wéljon̄d lôd eûz hé ziskikled péré a zebré bara, gan̄d daouarn dic’hlan, da lavaroud eo, héb béza hô gwalc’het, é tamaljon̄d anézhô.

3. Rag ar Farizianed, hag ann holl Iuzevien na zebron̄t két, héb béza aliez gwalc’hed hô daouarn, évit mirout kéménnadurézou a-c’hénou ar ré gôz.

4. Ha pa zeûon̄d eûz ar marc’had, na zebron̄t két, héb béza en em walc’het. Kalz traou all a zô péré a dléon̄d da virout, diouc’h ar c’héménnadurézou a-c’hénou : gwalc’hi ar c’hôpou, ar pôdou, al listi arm hag ar gwéléou.

5. Hag ar Farizianed, hag ar Skribed a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk da ziskibled na viron̄t-hi két kéménnadurez a-c’hénou ar ré gôz ? Pérâg é tebron̄t-hi bara héb béza gwalc’hed hô daouarn ?

6. Hôgen hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Diouganet mâd en deûz Izaiaz diwar hô penn, pilpouzed, diouc’h ma eo skrivet : Ar bobl-man̄ a énor ac’hanoun a-c’hénou, hôgen hô c’halonn a zô pell diouz-in.

7. Hôgen enn-aner eo éc’h énoron̄t ac’hanoun ô teski lézennou ha gourc’hémennou ann dûd.

8. Râg ô lézel gourc’hémenn Doué, é mirit kéménnadurez a-c’hénou ann dûd, ô walc’hi al listri arm, hag ar c’hôpou, hag oc’h ôber kalz traou all hén̄vel ouc’h ar ré-man̄.

9. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : Tûd vâd oc’h pa dorrit gourc’hémenn Doué, évit mirout hô kéménnadurez hoc’h-unan.

10. Râk Moizez en deûz lavaret : Énor da dâd ha va vamm. Hag ivé : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé dâd, pé gan̄d hé vamm, a dlé béza lékéad d’ar maro.

11. Hôgen c’houi a lavar : Ma lavar eunn dén d’hé dâd pé d’hé vamm, Korban, da lavaroud eo, pép rô a zeûi ac’hanoun, ra vézô talvoudek d’îd :

12. Ha na aotréit kéd d’ézhan̄ ôber muioc’h évid hé dâd pé hé vamm,

13. O lakaad da véza didalvez gourc’hémenn Doué dré hô kéménnadurez a-c’hénou, péhini hoc’h eûz gréat hoc’h-unan : ha kalz traou all hén̄vel ouc’h ar ré-man̄ a rit c’hoaz.

14. Hag ô c’hervel adarré ar bobl, é lavaraz d’ézhô : Va c’hlevid holl, ha poellit.

15. Nétrâ a-ziavéaz a gémen̄d a ia é korf ann dén na hell hé zaotra. Hôgen ar péz a zeu er-méaz eûz ann dén, eo a zaotr ann dén.

16. Mar en deûz eur ré diskouarn da zélaoui, ra zélaouô.

17. Goudé m’en doé kuitéet ar bobl, ha ma oé deûed enn tî, hé ziskibled a c’houlennaz out-han̄ pétrâ a verké ar barabolen-zé.

18. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pénaoz ha c’houi a zô ivé hép poell ? Na ouzoc’h két pénaoz kémen̄t trâ eûz a ziavéaz a ia é korf ann dén na zaotr kéd anézhan̄ :

19. Râg ann dra-zé na ia kéd enn hé galoun, hôgen enn hé gôv, a béléac’h é kouéz el léac’h distrô, goudé béza karzet ar boéd holl ?

20. Hôgen, émé-z-han̄ , ar péz a zeû eûz ann dén eo a zaotr ann dén.

21. Râg eûz a ziabarz kaloun ann dûd eo é teû ar gwall vénosiou, ann avoultriésiou, ar gadélésiou, al lazérésiou,

22. Al laéron̄siou, ar bizoni, ann drougiézou, ann touellérez, al lousdoniou, ann drouk-lagad, ann touadellou, ar balc’hder, ann diboell.

23. Ann holl wallou-zé a zeû eûz ann diabarz, hag a zaotr ann dén.

24. Hag ô von̄t-kuîd ac’hanô éz éaz Jézuz war harzou Tîr ha Sidon : hag ô véza éad enn eunn tî, é fellé d’ézhan̄ na vijé gwézet kémen̄t-sé gan̄d dén, ha na hellaz két béza kuzet :

25. Râg eur c’hrég péhini é doa hé merc’h en̄krézet gan̄d ar spéred louz, ô véza klevet méneg anézhan̄, a zeuaz râk-tâl hag en em daolaz d’hé dreid.

26. Hôgen ar c’hrég-zé a ioa paganez, hag eûz a vrô ar Sirofénisidi. Hag é pédé anézhan̄ da gâs ann diaoul er-méaz eûz a gorf hé merc’h.

27. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Lez da gen̄ta ar vugalé d’en em walc’ha : râk né két mâd kémérout bara ar vugalé, hag hé deûrel d’ar chas.

28. Hôgen hî a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwîr eo, Aotrou : hôgen ar chas bihan a zebr dindân ann daol bruzunou bara ar vugalé.

29. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Dré ann abek d’ar gér-zé, kéa, éad eo ann diaoul er-méaz eûz da verc’h.

30. Ha pa oé éad enn hé zî, é kavaz hé merc’h kousket war hé gwélé, hag ann diaoul éat-kuît.

31. Hag ô kuitaad harzou Tîr, é teuaz adarré dré Zidon étrézék môr Galiléa, ô tréménoud dré greiz harzou Dékapoliz.

32. Hag é oé kased d’ézhan̄ eunn dén bouzar ha mud, oc’h hé bidi da lakaad hé zourn war-n-ézhan̄.

33. Hag ô tenna anézhan̄ eûz a greiz ann en̄groez a-dû, é lékéaz hé viziad enn hé ziskouarn : hag ô véza tufet, é stokaz oud hé déôd :

34. Hag ô selloud ouc’h ann én̄v, éc’h huanadaz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Efféta, da lavaroud eo, digorit.

35. Ha râk-tâl hé ziskouarn a oé digor, hag hé déod stagellet a oé diéréet, hag é komzaz fréaz.

36. Hag é tifennaz out-hô na lavarjen̄d ann dra-man̄ da zén. Hôgen seûl-vui ma tifenné out-hô, seûl-vui é vruden̄t anézhan̄ :

37. Hag ô véza souézét-brâz, é lavaren̄t : Gréat mâd eo pép trâ gan̄t-han̄ ; lakaad a ra ar ré vouzar da glevout, hag ar ré vud da gomza.


————


VIII. PENNAD.


1. Enn deisiou-ze ô véza ma oa c’hoaz kalz a bobl, ha n’hô doa kéd a béadrâ da zibri, Jézuz a c’halvaz hé ziskibled hag a lavaraz d’ézhô :

2. Truez em eûz oud ar bobl-zé ; râk trî déz zô é choumon̄t gan-én̄, ha n’hô deûz nétrâ da zibri.

3. Ha mar kasann anézhô d’hô zî war iûn, é fatin̄t enn hen̄t : rak lôd a zô deûed a bell.

4. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é kafemp-ni el léac’h-distrô-man̄ a-walc’h a vara évid hô gwalc’ha ?

5. Hag hén̄ a c’houlennaz digan̄t-hô : Péd bara hoc’h eûs-hu ? Hag hi a lavaraz : Seiz.

6. Ha Jézuz a c’hourc’hémennaz d’ar bobl azéza war ann douar. Hag ô kéméroud ar seiz bara, é réaz hé drugarez, hô zorraz, hag hô rôaz d’hé ziskibled évid hô lakaad dirâg ar bobl ; hag ar ré-man̄ hô lékéaz dirâg ar bobl.

7. Béz’ hô doa ivé eunn nébeût peskédigou : hô binniga a réaz, hag é c’hourc’hémennaz hô rei d’ézhô.

8. Hag é tebrjon̄t, hag hô doé a-walc’h, hag é kaschon̄t seiz kést leûn gan̄d ann tammou a ioa choumed enn hô dilerc’h.

9. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa war-drô pevar mil dén : ha Jézuz hô c’hasaz-kuît.

10. Ha râk-tâl ô piña enn eur vag gan̄d hé ziskibled, é teûaz é bro Dalmanuta.

11. Hag ar Farizianed a zeûaz d’hé gavout, hag é téraoujon̄t ren̄daéla gan̄t-han̄ ; hag é c’houlenjon̄d digan̄t-han̄ évid hé dempti, da ziskouéza d’ézhô eunn arouéz-bennâg enn én̄v.

12. Hag hén̄ oc’h huanadi a greiz hé galoun, a lavaraz : Pérag ann dûd-zé a c’houlenn eunn arouéz ? É-gwirionez hé lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na vézô két rôed a arouéz d’ann dûd-zé.

13. Hag ô véza ho lézet, é piñaz adarré enn eur vag, hag é tréménaz enn tu all d’al lagen.

14. Hôgen ann diskibled hô doa an̄kounac’héet kémérout bara : ha n’ho doa néméd eur bara hép-kén er vâg.

15. Ha Jézuz a réaz ar c’hélen-ma d’ézhô, ô lavarout : Likid évez, hag en em ziwallid out goell ar Farizianed, hag out Hérodez.

16. Hag hî a venné hag a lavaré enn-hô ho-unan : Dré n’hon eûz két kéméred a vara eo.

17. Hôgen Jézuz oc’h anaout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhô : Pérâg é vennit-hu étré-z-hoc’h dré n’hoc’h eûz kéd a vara ? Ha na anavézit-hu, ha na boellit-hu nétrâ ? Hag éma c’hoaz hô kaloun enn dallen̄tez ?

18. Ha daoulagad hoc’h eûs-hu hép gwélout ? Ha diskouarn hoc’h eûs-hu hep klevout ? Ha kolled eo ann évor gan-é-hoc’h ?

19. Pa dorriz pemp bara évit pemp mil dén ; pét panerad dilerc’hiou hoc’h eûs-hu kaset gan-é-hoc’h ? Daouzég, émé-z-hô.

23. Ha pa dorriz ar seiz bara évit pévar mil dén ; pét késtad dilerc’hiou hoc’h eûs-hu kaset gan-é-hoc’h ? Seiz, émé-z-hô.

21. Hag hén̄ a lavaraz dézhô : Pénaoz éta na boellit-hu kéd ar péz a lavarann d’é-hoc’h ?

22. Hag ô véza deûet é Belsaida, é oé kased d’ézhan̄ eunn dén dall, hag é pédjon̄d anézhan̄ da steki out-han̄.

23. Hag ô véza kéméred dourn ann dén dall, é kasaz anézhan̄ er-méaz eûz ar vourc’h : hag ô véza tufet war hé zaoulagad, é savaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é c’houlennaz out-han̄ hag hen a wélé eunn dra-bennâg.

24. Hag hé-man̄ a zellaz hag a lavaraz : Gwéloud a rann tûd hén̄vel out gwéz hag a valé.

25. Neûzé Jézuz a lékéaz eur wéach all hé zaouarn war zaoulagad ann dén-zé ; hag é téraouaz gwélout, hag é oé paré, enn hévélep doaré ma wélaz splann pép-trâ.

26. Neûzé é kasaz anézhan d’hé dî, ô lavarout : Kéa d’az tî : ha ma’z éz er vourc’h, na lavar ann dra-man̄ da zén.

27. Ha Jézuz a iéaz ac’hanô gan̄d hé ziskibled, hag é teûaz er c’heriou war-drô Kézaréa-Filip : hag é-pâd é kerzen̄t é komzé oud hé ziskibled, ô lavarout : Piou a lavar ann dûd ounn-mé ?

28. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz dézhan̄ : Lôd a lavar oud Iann Vadézour, lôd all Éliaz, ha lôd all pénaoz oud hén̄vel ouc’h unan eûz ar broféded.

29. Hôgen c’houi, émé-z-han̄, piou é livirit-hu ounn-mé ? Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Té eo ar C’hrist.

30. Hag hén̄ a zifennaz out-hô na lavarjen̄d ann dra-man̄ da zén.

31. Neûzé é téraouaz diskleria d’ézhô pénaoz é oa réd da Vâb ann dén gouzan̄vi kalz, ha béza distaolet gan̄d ann hénaoured, gan̄t pennou ar véleien ha gan̄d ar skribed, ha béza lazet, ha distrei da véô goudé tri deiz.

32. Hag hén a lavaré kémen̄t-sé gan̄t komsiou splann. Hôgen Per oc’h hé géméroud a dû, a zéraouaz hé grôza.

33. Hag hén̄ ô tistrei, hag ô selloud oud hé ziskibled, a c’hourdrouzaz Per, ô lavarout : Pella diouz-in, Satan ; râk na vlazez két ar péz a zeû digan̄d Doué, hôgen hép-kén ar péz a zeû digan̄d ann dûd.

34. Hag ô véza galvet ar bobl gan̄d hé ziskibled, é lavaraz d’ézhô : Mar fell da unan̄-bennâg don̄t war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan : ha ra gémérô hé groaz, ha ra heuliô ac’hanôun.

35. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in ha d’ann Aviel, a zavétéô anézhi.

36. Râk pétrâ a dalfé da eunn dén gounid ar béd holl, ha kolla hé éné ?

37. Pé pétra a rôi ann dén enn eskemm évid hé éné ?

38. Hôgen piou-bennâg é-touez ar wenn avoultr ha péc’her-man̄ en dévézô méz ac’hanoun hag euz va geriou : Mâb ann dén pa zeûi gan̄d ann élez san̄tel é gloar hé dâd, en dévézô ivé méz anézhan̄.

39. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na varvin̄t két, kén n’hô dévézô gwélet rouan̄télez Doué ô ton̄d enn hé galloud.


————


IX. PENNAD.


1. Ha c’houéac’h dervez goudé, Jézuz a géméraz gan̄t-han̄ Per, Jakez ha Iann, hag hô c’hasaz a dû war eur ménez huel, hag é kemmaz a zoaré dira-z-hô.

2. Hé ziḻad a zeûaz da véza lugernuz, ha ker gwenn hag ann erc’h, ha ker kann ha na helfé bikenn eur c’houmer war ann douar hô lakaad enn hévélep doaré.

3. Hag é wéljon̄t Éliaz ha Moizez, péré a gomzé oc’h Jézuz.

4. Ha Per a lavaraz da Jézuz : Mestr, émomp mâd aman̄ : gréomp tri zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz.

5. Na ouié pétrâ a lavaré ; râk spoun̄tet-braz oan̄t.

6. Ha chétu eur goabren a dévalaas anézhô : hag eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaraz : Hé-man̄ eo va mâb ker-meurbed, sélaouit-hén̄.

7. Ha kerken̄t ô sellout enn-drô d’ézhô, na wéljon̄t mui dén, némét Jézuz a oa choumet hé-unan gan̄t-hô.

8. Ha pa ziskenjon̄d eûz ar ménez, é c’hourc’hémennaz d’ézhô na lavarjen̄d da zén ar péz hô doa gwélet ; kén na vijé savet Mâb ann dén eûz a douez ar ré varô.

9. Ar gér-zé a virjon̄d étré-z-hô, hag é c’houlennen̄t ann eil d’égilé pétra é oa da lavarout : Kén na vijé savet eûz a douez ar ré-varô.

10. Hag hî a réaz ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Pérâg éta é lavar ar Farizianed hag ar Skribed, pénaoz eo réd é teûfé Éliaz a-raok ?

11. Hag hén̄ a respountaz, hag a lavaraz d’ézhô : Éliaz a dlé don̄d a-raok, hag é lakai pép trâ er stâd ken̄ta : kalz é vézô disprizet, enn hévélep doaré ma eo skrivet diwar-benn Mâb ann dén.

12. Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaos Éliaz a zô deûet (ha gréad hô deûz enn hé c’hén̄ver é-c’hiz ma eo fellet gan̄t-hô) diouc’h ma eo skrivet diwar hé benn.

13. Ha pa zeûaz da gaoud hé ziskibled all, é wélaz eul lôd brâz a dûd war hô zrô, ha Skribed péré a strivé out-hô.

14. Ha râk-tal ann holl bobl ô véza gwélet Jézuz, a oé souézet ha spoun̄tet, hag ô tirédek é stoujon̄d dira-z-han̄.

15. Hag hén̄ a c’houlennaz digan̄t-hô : Diwar-benn pétrâ é strivit-hu étré-z-hoc’h ?

16. Hag unan eûz a douez ar bobl a respoun̄taz, hag a lavaraz : Mestr, digased em eûz d’îd va mâb, péhini a zô trec’het gan̄d eur spéred mûd :

17. Hag é pé léac’h-bennâg ma krog enn-han̄, é taol anézhan̄ oud ann douar, hag hé-man̄ a éon, a laka hé zend da skriña, hag a zizec’h. Lavared em eûz d’az diskibled hé gâs-kuît, ha n’hô deûz két gellet.

18. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Gwenn diskrédik, pé vété keit é vézinn-mé gan-é-hoc’h ? Pé vété keit é c’houzan̄vinn-mé ac’hanoc’h ? Digasit-hén̄ d’in.

19. Hag hen kaschon̄d d’ézhan̄. Ha pa wélaz Jézuz, ar spéred a héjaz anézhan̄, hé daolaz oud ann douar, hag hén̄ en em ruḻé oc’h éoni.

20. Ha Jézuz a c’houlennaz oud hé dûd : Pégeid amzer a zô abaoé ma c’hoarvez kémen̄t-sé gan̄t-han̄ ? Hag hén̄ a lavaraz : A-vihanik.

21. Hag ar spéred a daol aliez anézhan̄ enn tân, hag enn dour, évid hé lakaad da vervel. Hôgen mar gellez eunn dra-bennâg, kennerz ac’hanômp, hag az péz truez ouz-omp.

22. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mar gellez kridi, pép trâ a hell ann néb a gréd.

23. Ha râk-tâl tâd ar bugel, enn eur c’harmi, hag enn eur wéla, a lavaraz : Kridi a rann, Aotrou : kennerz ac’hanoun em digrédoni.

24. Ha Jézuz ô welout pénaoz ar bobl a zirédé enn eunn taol brâz, a c’hourdrouzaz ar spéred louz, ô lavaroud d’ézhan̄ : Spéred bouzar ha mûd, mé eo hen gourc’hémenn d’îd, kéa er-méaz eûz ar bugel-zé : ha na zistrô mui enn-han̄.

25. Hag ar spéred enn eur c’harmi, ha goudé béza hé hejet kaer, a iéaz er-méaz eûz ar bugel, hag hé-man̄ a zeuaz ével eunn dén marô, enn hévélep doaré ma lavaré kalz a dûd pénaoz é oa marô.

26. Hôgen Jézuz ô véza kéméred hé zourn, a loc’haz anézhan̄, hag é savaz enn hé zî.

27. Ha pa oé éat Jézuz enn tî, hé ziskibled a c’houlennaz digan̄t-han̄ a dû : Pérâg n’hon eûz-ni két gellet hé c’hâs-kuît ?

28. Hag é lavaraz dézhô : Ar wenn-zé na hell béza kaset-kuît, némét gan̄d ar béden, ha gan̄d ar iûn.

29. Goudé béza éad ac’hanô, éz éjon̄d a dreûz da C’haliléa : ha na fellé két d’ézhan̄ é vijé gwézet gan̄d dén.

30. Hôgen kélenna a rea hé ziskibled, hag é lavaré d’ézhô : Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn ann dûd : hag é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

31. Hôgen hî na wien̄t két pétrâ a fellé d’ézhan̄ da lavarout, ha na gréden̄t két goulenn digan̄t-han̄.

32. Hag é teûjon̄d da Gafarnaom. Ha pa oan̄d éad enn tî, Jézuz a c’houlennaz digan̄t-hô : Diwar-benn pétrâ é strivac’h-hu é-pâd ann hen̄t ?

33. Hôgen hî a davé ; râk strived hô doa étré-z-hô é-pâd ann hen̄t, évit gouzout péhini anézhô é oa ar brasa.

34. Hag hén̄ a azézaz, hag a c’halvaz ann daouzék, hag a lavaraz d’ézhô : Mar fell da eur ré béza ar c’hen̄ta, é vézô ann divéza holl, ha mével ann holl.

35. Neûzé é kéméraz eur bugel, hag é lékéaz anézhan̄ enn hô c’hreiz : ha goudé béza hé vriatet, é lavaraz d’ézhô :

36. Piou-bennâg a zigémer em hanô eur bugel bihan ével hé-man̄, am zigémer-mé : ha piou-bennâg a zigémer ac’hanoun, né két mé a zigémer, hôgen ann hini en deûz va c’haset.

37. Neûzé Iann a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, gwéled hon eûz eunn dén péhini a gasé-kuit ann diaoulou enn da hanô, pétrâ bennâg n’éma két war hon lerc’h, hag hon eûz mired out-han̄.

38. Hôgen Jézuz a lavaraz : Na virit kéd out-han̄ : râk n’euz dén a gémen̄d en défé gréad eur burzud em hanô, a helfé kerken̄t drouk-komza ac’hanoun.

39. Nép né két a-énep d’é-hoc’h, a zô évid-hoc’h.

40. Piou-bennâg en dévézô rôed da éva d’é-hoc’h eur wérennad dour em hanô : dré m’az oc’h d’ar C’hrist, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na gollô kéd hé c’hôbr.

41. Ha piou-bennâg en dévézô rôet gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-zé péré a gréd enn-oun : gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staged ouc’h hé gouzoud eur méan milin, hag é vé taoled er môr.

42. Ha ma rô da zourn gwall skouér d’îd, trouc’h-hen̄ : gwell eo d’îd mqn̄t moñ er vuez, éget kaout da zaou zourn ha mon̄d enn ifern, enn tân peur-baduz :

43. É péléac’h hô frén̄v na varv két, hag ann tân na voug két.

44. Ha ma rô da droad gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄ : gwell eo d’îd mon̄t kamm er vuez peûr-baduz, égét kaout da zaou droad ha mon̄d enn ifern, enn tân peûr-baduz,

45. É péléac’h hô frén̄v na varv két, hag ann tân na voug két.

46. Ha ma rô da lagad gwall skouér d’îd, diframm-hén̄ : gwell eo d’îd mon̄t born é rouan̄télez Doué, égét kaout da zaou lagad ha mon̄d enn ifern :

47. É péléac’h hô frén̄v na varv két ; hag ann tân na voug két.

48. Râk pép dén a vézô sallet gan̄d ann tân, ha péb anéval a vezô sallet gan̄d ar c’hoalen.

49. Ar c’hoalen a zô mâd : hôgen mar teû ar c’hoalen da véza dizall, gan̄t pétrâ é sallot-hu anézhan ? Hô pézet c’hoalen enn-hoc’h, hag hô pézet ar péoc’h étré-z-hoc’h.


————


X. PENNAD.


1. Ha Jézuz ô von̄t-kuît ac’hanô a zeûaz war harzou Judéa, enn tû all d’ar Jourdan : hag ar bobl en em strollaz adarré war hé drô : ha diouc’h hé voaz, é kélennaz adarre anézhô.

2. Hag ar Farizianed a dôstaaz out-han̄, hag a c’houlennaz out-han̄, évit hé dempti, ma oa aotréed da eunn ozac’h kuitaat hé c’hrég.

3. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Pétrâ en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez ?

4. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Moizez en deûz aotréet kâs-kuîd hé c’hrég, goudé béza rôed d’ézhi eur skrid-rann.

5. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : O wélout kaléder hô kaloun eo en deûz Moizez skrivet ar gourc’hémenn-zé évid-hoc’h.

6. Râk er penn ken̄ta euz ar béd, Doué a réaz ann dén pâr ha parez.

7. Dré-zé ann ozac’h a zilézô hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég,

8. Hag é vézin̄d daou enn eur c’hik hép-kén. Ével-sé né d-in̄t mui daou, hôgen eur c’hik hépkén.

9. Arabad eo éta d’ann dén ranna ar péz a zô bét frammet gan̄d Doué.

10. Ha pa oan̄d enn ti, hé ziskibled a réaz adarré goulennou d’ézhan̄ diwar-benn ann hévélep tra.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, hag a zimézô gan̄d eunn all, a gouézo enn avoultriez enn hé c’hénver.

12. Ha mar kas eur c’hrég hé ozac’h kuît, ha mar timez gan̄d eunn all, é kouéz hî enn avoultriez.

13. Neûzé é oé kaset d’ézhan̄ bugalé bihan évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô. Hôgen hé ziskibled a grôzé enn eunn doaré dichek ar ré hô c’hasé.

14. Pa wélaz Jézuz kémen̄t-sé, é savaz droug enn-han̄, hag é lavaraz d’ézhô : List ar vugaligou da zon̄d d’am c’havout, ha na virit kéd out-hô : râk rouan̄télez Doué a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

15. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Piou-bennâg na zigémérô két rouan̄télez Doué ével eur bugel bihan, n’az ai kéd ébarz.

16. Ha goudé béza hô briatet, é lékéaz hé zaouarn war-n-ézhô, hag hô binnigaz.

17. Hag ével ma oa éad er-méaz évit mon̄d enn hen̄t, chétu eunn dén a zirédaz, en em daolaz war hé zaoulin dira-z-han̄, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Mestr mâd, pétrâ a dléann-mé da ober évit kaoud ar vuez peur-baduz ?

18. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd.

19. Anaoud a réz ar c’hourc’hémennou : Na avoultri két : Na lazi két : Na laéri két : Na zougi kéd a falz testeni : Na rî gaou ouc’h dén. Énor da dâd ha da vamm.

20. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz dézhan̄ : Mestr, mired em eûz ann holl draou-zé adalek va iaouan̄kiz.

21. Hogen Jézuz ô véza selled out-han̄, hen karaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber ; kéa, gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô-hen̄ d’ar béorien, hag éz pézô eunn ten̄zor enn én̄v : ha deûz war va lerc’h.

22. Hé-man̄ glac’haret ô klevout kémen̄t-sé, a iéaz-kuît gwall drist : râk madou brâz en doa.

23. Ha Jézuz ô sellout war hé dro, a lavaraz d’hé ziskibled : Pégen diez eo da eunn dén pinvidik, mon̄d é rouan̄télez Doué.

24. Hôgen ann diskibled a oé souézet ô klevout kémen̄t-sé. Hôgen Jézuz a lavaraz c’hoaz : Va bugaligou, pégen diez eo d’ar ré a laka hô fisian̄s er madou, mon̄d é rouan̄télez Doué.

25. Éasoc’h eo da eur c’han̄val tréménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué.

26. Ar ré-man̄ a oé c’hoaz souézet brasoc’h, hag é lavaren̄d ann eil d’égilé : Piou éta a hell béza salvet ?

27. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô, a lavaraz : Kémen̄t-sé a zô dic’halluz d’ann dûd, ha né kéd dic’halluz da Zoué ; rak pép tra a zô galluz da Zoué.

28. Neûzé Per a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî hon eûz dilézet pép trâ, hag hon eûz da heûliet.

29. Jézus a respoun̄taz, hag a lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz n’euz dén a gémen̄d a zilezô hé dî, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hoarézed, pé hé dâd, pe hé vamm, pé hé vipien, pé hé barkou, enn abek d’in, ha d’ann aviel,

30. Ha n’en dévézô, a vréman̄ hag enn amzer-man̄, kan̄t kémen̄d all a diez, a vreûdeûr, a c’hoarézed, a vammou, a vipien, a barkou, hag ivé heskinou, hag enn amzer da zon̄t ar vuez peûr-baduz.

31. Hôgen kalz eûz ar ré gen̄ta a vézô ar re zivéza, ha kalz eûz ar ré zivéza a vézô ar ré-gen̄ta.

32. Pa édon̄t enn hen̄t évit mon̄d da Jéruzalem ; Jézuz a valéé enn hô raok, hag é oan̄t souézet-braz ; hag éz éan̄t gan̄t spoun̄t war hé lerc’h. Hag ô kéméroud adarré a dû ann daouzék, é téraouaz lavaroud d’ézhô ar péz a dlié c’hoarvézout gan̄t-han̄.

33. Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha Mâb ann dén a vézô lékéad étré douarn Prin̄sed ar véléien, hag ar Skribed, hag ann Hénaoured, pére hé varnô d’ar marô, hag a lakai anézhan̄ étré daouarn ar Jen̄tiled.

34. Hag é rain̄t goab anézhan̄, hag é skôpin̄t-war-n-ézhan̄, hag é skourjézin̄d anézhan̄, hag é lazin̄d anézhan̄ : hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

35. Neûzé Jakez ha Iann, mipien Zébédé, a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaras d’ézhan̄ : Mestr, nî a garfé é rafez évid-omp ar péz a c’houlennimp digan-éz.

36. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a fell d’é-hoc’h é rajenn évid-hoc’h ?

37. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotré d’é-omp ma vézimp azézet, unan war da zourn déou, égilé war da zourn kleiz, enn da rouan̄télez.

38. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Na ouzoc’h két pétrâ a c’houlennit. Ha c’houi a hell éva ar c’halir a dléann da éva, ha béza badézet gan̄d ar vadisian̄t gan̄t péhini é tléann béza badézet ?

39. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Nî a hell. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Éva a réot évit-gwîr ar c’halir a dléann da éva ; ha badézed é viot gan̄d ar vadisian̄t gan̄t péhini é tléann béza badézet :

40. Hôgen é-kén̄ver béza azézet war va dourn déou pé war va dourn kleiz, né két mé a dlé rei ann dra-zé d’é-hoc’h, hôgen d’ar ré évit péré eo bét aozet.

41. Ha pa glevaz kémen̄t-man̄ ann dég all, é savaz droug enn-hô out Jakez ha Iann.

42. Hôgen Jézuz ô véza hô galvet, a lavaraz d’ézhô : Gouzoud a rit pénaoz pennou ann dudou a aotrouni anézhô ; ha pénaoz hô frin̄sed a ziskouéz hô galloud war-n-ézhô.

43. Hôgen na dlé két béza ével-sé étré-z-hoc’h : râg ann hini a fellô d’ézhan̄ béza brasoc’h, a vézô gwâz d’é-hoc’h :

44. Hag ann hini a fellô d’ézhan̄ béza ar c’hen̄ta ac’hanoc’h, a vézô mével ann holl.

45. Râk Mâb ann dén hé-unan né kéd deûet évit béza servichet, hôgen évit servicha, hag évit rei hé vuez évit dasprénadurez kalz a dûd.

46. Neuzé é teûjon̄d da Jérikô, ha pa’z éaz-kuîd eûz a Jérikô, gan̄d hé ziskibled, ha kalz a dûd war hé lerc’h, eunn dén dall hanvet Bartimé, mâb da Dimé, péhini a ioa azézet war ann hen̄t évit goulenn ann aluzen,

47. O véza klevet pénaoz é oa Jézuz a Nazaret, en em lékéaz da c’harmi, ha da lavarout : Jézuz, mâb David, az péz truez ouz-in.

48. Ha meûr a hini a grôzé anézhan̄ évid hé lakaad da dével. Hôgen hén̄ a c’harmé c’hoaz kréoc’h, ô lavarout : Mâb David, az péz truez ouz-in.

49. Ha Jézuz ô véza arzaouet a c’hourc’hémennaz hé c’hervel. Hag é c’halvjon̄d ann dén dall, ô lavaroud d’ézhan̄ : Kalounéka : saô, da c’hervel a râ.

50. Hag hé-man̄ ô véza taoled hé zaé, a zilammaz hag a zeûaz da gavout Jézuz.

51. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a fell d’îd é rajenn évid-od ? Hag ann dén dall a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, grâ ma wélinn.

52. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, da feiz en deûz da zavétéet : ha râk-tâl é wélaz, hag éz éaz war-lerc’h Jézuz enn hen̄t.


————


XI. PENNAD.



1. Ha pa dôstajen̄d out Jéruzalem hag out Bétani, war-drô Ménez Olived, Jézuz a gasaz daou eûz hé ziskibled,

2. Hag a lavaraz d’ézhô : Id d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h ha kerken̄t ha ma viod éad enn-hi, é kéfot eunn azen iaouan̄k stâg, war béhini n’eo c’hoas piñed dén : distagit-hén̄, ha digasit-hén̄ d’in.

3. Ha ma lavar eur ré d’é-hoc’h : Pérâg é rît-hu ann dra-zé ? Livirit pénaoz ann Aotrou en deûz ézomm anézhan̄ : ha râk-tâl é lézô hé gâs aman̄.

4. Hag ô von̄t-kuît é kafchon̄t eunn azen iaouan̄k stâg é-tâl eunn ôr er-méaz enn eur c’hroas-hen̄t : hag é tistagchon̄d anézhan̄.

5. Hag hiniennou eûz ar ré a ioa énô a lavaraz d’ézhô : Pérâg é tistagit-hu ann azen iaouan̄k-zé ?

6. Ar ré-man̄ a lavaraz ével m’en doa gourc’hémennet Jézuz d’ézhô, hag hô lézchon̄t d’hé c’hâs gan̄t-hô.

7. Hag é tigaschon̄d ann azen iaouan̄k da Jézuz ; hag é lékéjon̄d hô diḻad war-n-ézhan̄, ha Jézuz a biñaz war-n-ézhan̄.

8. Hôgen eul lôd brâz a dûd a skiñaz ivé hô diḻad war ann hen̄t : ha lôd all a drouc’hé skourrou gwéz, hag hô skiñé war ann hen̄t.

9. Ha ken ar ré a ioa a-raok, ken ar ré a ioa adrén̄, a grié, ô lavarout : Hosanna.

10. Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou : Benniget ra vezô rouan̄télez hon tad David a zô tôst : Hosanna enn uc’héla eûz ann én̄vou.

11. Hag ô véza éad é Jéruzalem, éz éaz d’ann templ : hag ô véza selled out pép-trâ, ével ma oa divézad, éz éaz da Vétani gan̄d ann daouzég abostol.

12. Hag an̄trônôz pa zistrôen̄t eûz a Vétani, en doé naoun.

13. Hag ô wéloud a bell eur wézen-fiez gôlôed a zeliou, é teûaz da wélout ma na gavché kéd eunn dra-bennâg enn-hi : ha pa oé tôst d’ézhi na gavaz nétrâ néméd deliou hep-kén : râk né oa kéd amzer ar fiez.

14. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ar wézen-fiez : Na zebrô bikenn dén frouez ac’hanôd ! Hag hé ziskibled a glevaz kémen̄t-sé.

15. Hag é tistrôjon̄d da Jéruzalem. Ha p’az eaz enn templ, é kasaz er-méaz ar ré a werzé pé a bréné enn templ : hag é tiskaraz taoliou ar varc’hadourien arc’han̄t, ha kadoriou ar varc’hadourien koulmed.

16. Ha na aotréé két é trémenjé dén gan̄t listri dré ann templ.

17. Hag é kélenné anézhô, ô lavarout : Ha nef-hén két skrivet : Va zî a vézô galvet tî ar béden évid ann holl dudou. Hôgen c’houi hoc’h eûz gréad anézhan̄ eur c’héô laéroun.

18. Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed ô veza klevet kémen̄t-sé, a glaské ann darvoud d’hé golla : hôgen aoun hô doa ra-z-han̄, râg ann holl bobl a ioa souézet-brâz gan̄d hé gélen.

19. Ha war ar pardaez, éz éaz er-méaz eûz a géar.

20. An̄trônôz vin̄tin é wéljon̄d enn eur dréménout ar wézen-fiez a ioa deûet séac’h adaleg ar c’hrisiou.

21. Ha Per ô kaout koun eûz ar péz en doa lavaret Jézuz, a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, chétu ar wézen-fiez gan̄t péhini éc’h euz drouk-pédet, a zô dizec’het.

22. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : hô pézet feiz é Doué.

23. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a lavarô d’ar ménez-zé : Saô alessé, hag en em daol er môr, ha kémen̄t-sé héb arvari enn hé galoun, hôgen ô kridi pénaoz kémen̄d a lavarô a c’hoarvézô, é wélô kémen̄t-sé ô c’hoarvézout.

24. Dré-zé hel lavarann d’é-hoc’h : pétrâ-bennâg a c’houlennot er béden, krédit pénaoz é vézô rôed d’é-hoc’h, hag é teûi d’é-hoc’h.

25. Ha p’az éot da bidi, mar en deûz eur ré gréat eunn drouk-bennâg d’é-hoc’h, distaolit-hén̄ : évit ma vézo distaoled d’é-hoc’h hô pec’héjou gan̄d hô Tâd péhini a zô enn én̄vou.

26. Ma na zistaolit két d’ar ré all, hô Tâd péhini a zô enn én̄vou na zistôlô két ken-néheûd d’é-hoc’h hô péc’héjou.

27. Distrei a réjon̄t c’hoaz da Jéruzalem. Ha pa édo Jézuz ô valéa enn templ, Prin̄sed ar véleien, ar Skribed hag ann Hénaoured a zeuaz d’hé gavout,

28. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gan̄t pé c’halloud é réz-té kémen̄t-sé ? Ha piou en deûz rôed d’îd ar galloud d’hé ôber ?

29. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h ; livirit-hén̄ d’in, hag é livirinn d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.

30. Badez Iann a béléac’h é teûé, pé euz ann énv, pé eûz ann dûd ? Respoun̄tid d’in.

31. Hôgen hî a venné enn-hô hô-unan, ô lavarout : Ma lévéromp eûz ann én̄v, é lavarô : Pérâg éta n’hoc’h eûs-hu két kréded d’ézhan̄ ?

32. Ma lévéromp eûz ann dûd, é tléomp kaoud aoun râg ar bobl ; râg ann holl a géméré Iann évid eur gwîr profed.

33. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz da Jézuz : Na ouzomp ket. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.


————


XII. PENNAD.



1. Ha Jézuz a zéraouaz komza d’é-hô gan̄t parabolennou : Eunn dén, émé-z-han̄, a blan̄taz eur winien, hag a gelc’hiaz anézhi gan̄d eur c’harz, hag a gleûzaz enn-hi eur waskel, hag a zavaz eunn tour, hag hé rôaz é ferm da labourerien, hag éz éaz enn eur vrô bell.

2. Pa oa deûed ann amzer, é kasaz eur mével étrézég al labourerien, évit kémérout digan̄t-hô frouez hé vinien.

3. Ar ré-man̄ a grogaz enn-han̄, a gannaz anézhan̄ hag hé c’hasaz-kuît hép rei nétrâ d’ézhan̄.

4. Eur mével all a gasaz d’ézhô, hag hî a réaz gouliou enn hé benn, hag a réaz d’ézhan̄ meûr a zismégan̄s.

5. Eunn all a gasaz c’hoaz d’ézhô, hag é lazjon̄d anézhan̄. Kalz ré all a gasaz c’hoaz, hag hî a gannaz lôd, hag a lazaz lôd all.

6. Enn-divez ô véza en doa eur map penn-her péhini a garé dreist-penn, é kasaz c’hoaz anézhan̄ d’ézhô, ô lavarout : Douja a rain̄t va mâb.

7. Hôgen al labourerien a lavaraz étré-z-hô : Hé-man̄ eo ann her : deûit, lazomp-hén̄ hag hé zigwéz a vézô d’é-omp.

8. Hag ô véza kroged enn-han̄, hel lazjon̄t, hag é taoljon̄d anézhan̄ enn tû all d’ar winien.

9. Pétra éta a rai aotrou ar winien ? Don̄d a rai hag é kollô all labourerien, hag é rôi hé winien da labourerien all.

10. Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet ann dra-man̄ er Skritur : Ar méan hô deûz distaolet ar saverien-tiez a zô bét lékéad é penn ar c’horn :

11. Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daoulagad.

12. Hag ar ré-man̄ a glaské ann tû da gregi enn-han̄, râg anaoud a réjon̄t pén̄aoz é komzé anézhô er barabolen-zé. Hôgen aoun hô doa râg ar bobl. Hag ô véza hé lézet, éz éjon̄t-kuît.

13. Hag é kaschon̄d d’ézhan̄ hiniennou eûz ar Farizianed hag eûz ann Hérodianed, évid he géméroud enn hé gomsiou.

14. Ar ré-man̄ a zeûaz hag a lavaraz d’ézhan̄. Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud gwirion, ha pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évid dén : râk na zellez kéd oud dremm ann dûd, hôgen deski a réz hen̄t Doué er wirionez. Ha réd eo rei ar gwîr da Gézar, pé n’eo két réd ?

15. Hôgen Jézuz péhini a anavézé hô zouellérez, a lavaraz d’ézhô : Pérag é temptit-hu ac’hanoun ? Digasid d’in eunn diner ma wélinn.

16. Hag hî a zigasaz unan d’ézhan̄. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Eûz a biou eo ann hévélédigez-man̄, hag ar skrîd-man̄ ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Gézar.

17. Hôgen Jézuz a respountaz hag a lavaraz d’ézhô : Distaolid éta da Gézar ar péz a zô da Gézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué. Ar ré-man̄ a oé souezet-brâz oc’h hé glevout.

18. Neûzé ar Saduséed, péré a lavar na savô kéd ann dûd a varô da véô, a zeûaz d’hé gavout : hag é réjon̄t eur goulenn out-han̄, ô lavarout :

19. Mestr, Moizez en deûz skrivet d’é-omp, pénaoz mar marv eunn dén, ha ma lez hé c’hrég héb bugalé, é tlé dimézi hé vreûr da c’hrég hé-man̄, évit ma tigasô hâd d’hé vreûr.

20. Hôgen seiz breûr é oan̄t : hag ar c’hen̄ta a géméraz eur c’hrég, hag a varvaz héb beza lézed a hâd.

21. Ann eil a géméraz anézhi da c’hrég, hag a varvaz : ha na lézas két ken̄-nébeûd a hâd. Hag ann trédé enn hévélep doaré.

22. Evel-sé ar seiz breûr a géméraz anézhi : ha na lézchon̄t kéd a hâd. Enn-divez-holl ar c’hrég a varvaz ivé.

23. Hôgen pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, eûz a béhini eûz ar ré-man̄ é vézô-hî grég ? Râg hô seiz in̄t bét dimézet d’ézhi.

24. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ha na wélit-hu két pénaoz é faziit, ô véza na anavézit két ar Skrituriou, na galloud Doué ?

25. Râk pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, ar goazed n’hô dévézô kéd a c’hragez, nag ar gragez a c’hoazed, hôgen béz’ é vézin̄d ével élez Doué enn én̄v.

26. Hôgen diwar-benn ann adsav eûz ar ré varô, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet é levr Moizez, ar péz a lavaraz Doué d’ézhan̄ er vôden : Mé eo Doué Abraham, ha Doué Izaak ha Doué Jakob ?

27. Né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô. Dré-zé é faziit kalz.

28. Neûzé unan eûz ar Skribed, péhini en doa hô c’hlevet ô striva, pa wélaz pénaoz Jézuz en doa respoun̄tet ervâd d’ar Saduséed, a dostaas out-han̄, hag a c’houlennaz out-han̄ péhini é oa ar c’hen̄ta eûz ann holl c’hourc’hémennou.

29. Ha Jézuz a respountaz d’ézhan̄ : chétu ar c’hen̄ta eûz ann holl c’hourc’hémennou. Kleô, Israel, ann Aotrou da Zoué, eo eunn Doué hép-kén :

30. Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da spéred, hag a greiz da nerz. Hennez eo ar c’hen̄ta gourc’hémenn.

31. Hôgen ann eil a zô hén̄vel out-han̄ : Karoud a rî da nesa ével-d-oud da unan. N’eûz gourc’hémenn all é-béd brasoc’h égéd ar ré-man̄.

32. Hag ar Skrib a lavaraz d’ézhan̄ : Mâd, mestr, gwîr eo ar péz éc’h eûz lavaret, pénaoz éz eûz eunn Doué, ha n’en deûz néméd eunn Doué hép-kén :

33. Ha pénaoz karoud anézhan̄ a greiz hé galoun, a greiz hé spered, a greiz hé ené, hag a greiz hé ners ; ha karoud hé nesa ével-t-han̄ hé-unan, a zô mui égéd ann holl loéned-losket, hag ann holl azeûlidigézou.

34. Hôgen Jézuz ô wélout pénaoz en doa respoun̄tet gan̄t furnez, a lavaraz d’ézhan̄ : N’oud két pell eûz a rouan̄télez Doué. Hag a neûzé dén na grédaz mui ôber goulenn é-béd d’ézhan̄.

35. Ha Jézuz ô kélenna enn templ, a c’houlennaz : Pérâg é lavar ar Skribed pénaoz ar C’hrist a zô mâb da Zavid,

36. Pa en deûz David hé-unan lavaret dré ar Spéret San̄tel : Ann Aotrou en deûz lavared d’am Aotrou : Azez war va dourn déou, bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid.

37. Mar galv éta David hé-unan anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ? Hag eul lôd brâz a bobl a zélaoué anezhan̄ a ioul vâd.

38. Hag é lavaré d’ézhô enn hé gélen : Diwallid ouc’h ar Skribed, peré a fell d’ézhô kerzout gan̄t saéou-lôstek, ha kaout stouou er marc’hallec’h,

39. Ha béza azézet er c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, ha béza gourvézet war ar gwéléou ken̄ta er banvésiou :

40. Péré a zisman̄tr tiez ann in̄tan̄vézed, war zigarez ma réon̄t pédennou hîr. Ar ré-zé hô dévézô eur varnédigez wasoc’h.

41. Ha Jézuz ô véza azézet dirâg ar c’héf, a zellé é pé doaré é taole ar bobl arc’han̄t er c’héf. Ha kalz a dûd pinvidik a daolé kalz.

42. Don̄d a réaz ivé eunn in̄tan̄vez paour, péhini a lékéaz daou bézik a dalé eul liard.

43. Ha Jézuz ô c’hervel hé ziskibled, a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ann in̄tan̄vez paour-zé é deûz rôet muioc’h égéd ar re all holl péré hô deûz lékéad er c’héf.

44. Râg ar ré-zé hô deûz lékéat eûz ar péz a founné dézhô : hôgen houman̄ é deûz lékéat eûz hé diénez kémen̄d é doa, hag hé holl buézégez.


————


XIII. PENNAD.


1. Ha p’az éa Jézuz er-méaz eûz ann templ, unan eûz hé ziskikled a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, sell pébez mein, ha pébez tiez.

2. Ha Jezuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwéloud a réz-té ann holl diez brâz-zé ? Na jommô két méan war véan ; disman̄tret holl é vézin̄t.

3. Ha pa édo azézet war Ménez Olived ; dirâg ann templ, Per, ha Jakez, ha Iann, hag An̄dréaz a réaz a dû ar goulenn-man̄ out-han̄.

4. Lavar d’é-omp, peûr é c’hoarvézô kémen̄t-sé ? Ha pé arvéz a vézô, pa dostai ann holl draou-zé ?

5. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz : Likid évez na zeûfé dén d’hô touélla ;

6. Râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout : Mé eo ar C’hrist : hag é touellin̄t meûr a hini.

7. Hôgen pa glevot komza eûz a vrézeliou, hag eûz a vrûd brézeliou, na spoun̄tit két : râk réd eo é teûfé kémen̄t-sé. Hôgen na vézô két c’hoaz ann divez.

8. Râk sével a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez ; ha béz’ é vézô krénnou-douar é meûr a léac’h, ha naounégézou. Ann derou é vézin̄t eûz ar gloasiou.

9. Hôgen likid évez ouz-hoc’h hoc’h-unan. Râk kâs a rain̄t ac’hanoc’h enn hô strolladou, hag é viot skourjézet enn hô sinagogou. Kased é viot dirâg ar rénerien hag ar rouéed enn abek d’in, é testéni d’ézhô.

10. Réd eo ivé é vé da gen̄ta prézéged ann Aviel dré ar béd holl.

11. Ha pa viot kaset dira-z-hô, na vézit kéd é poan pénaoz é komsot : râk rôed é vézô d’é-hoc’h war ann heur pétrâ a lévérot. Râk né két c’houi a gomzô, hôgen ar Spéred-San̄tel.

12. Hôgen ar breûr a rôi hé vreûr d’ar marô, hag ann tâd hé vâb : hag ar vugalé a zispac’hô oud hô zâd hag oud hô mamm, hag hô lakain̄t da vervel.

13. Ha c’houi a vézô kaséet gan̄d ann holl enn abek d’am hanô. Hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divez, hen-nez a vézô salvet.

14. Hôgen pa wélot pénaoz heûz ann disman̄tr a vézô el léac’h é péhini na dlé két béza : ra boellô néb a lenn ; neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou :

15. Hag ann hini a vézô war ann dôen, na ziskennet két, évit kéméroud eunn dra eûz hé dî :

16. Hag ann hini a vézô er park, na zistrôet két évit kéméroud hé zaé.

17. Hôgen gwa ar gragez vrazez hag ar magérézed enn deisiou-zé.

18. Pédid éta évit na c’hoarvézô két kémen̄t-sé é-pâd ar goan̄.

19. Râk en̄krez ann deisiou-zé a vézô ker braz, na vézô két bét gwélet ann hévélep, abaoé derou ar béd krouet gan̄d Doué bété neûzé, ha na vézô bikenn.

20. Ha ma na vé két bét diverréet gan̄d ann Aotrou ann deisiou-zé, na vijé két salved eunn dén : hôgen enn abek d’ar ré zilennet, en deûz diverréed ann deisiou-zé.

21. Ha neûzé ma lavar d’é-hoc’h eur ré-bennâg : Chétu éma ar C’hrist aman̄, pé ahon̄t, na grédit két.

22. Râk sével a rai fals-kristed ha fals-proféded : hag é rôin̄t arwésiou ha burzudou, évit touella, mar d-eo galluz, ar ré zilennet hô-unan.

23. Ha c’houi likid évez : chétu em eûz diouganet pép trâ d’é-hoc’h.

24. Hôgen goudé en̄krez ann deisiou-zé, ann héol a dévalai, hag al loar na rôi kéd hé goulou :

25. Hag ar stéred a gouézô eûz ann én̄v, ha nersou ann én̄vou a vézô kéflusket.

26. Ha neûzé é vézô gwélet Mâb ann dén ô ton̄t war ar goabrou gan̄d eunn ners, hag eur veûrdez vrâz.

27. Hag é kasô hé élez, péré a zastumô ar ré-zilennet gan̄t-han̄ eûz ar pevar avel, adalek penn ann douar bété penn ann én̄v.

28. Hôgen deskid eur barabolen diwar-benn eur wézen-fiez. Pa vez téner hé skourrou, ha pa vez savet hé deliou, é ouzoc’h pénaoz eo tôst ann han̄v :

29. Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé holl, gwézit pénaoz éma tôst, hag oud ann ôr.

30. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.

31. Ann én̄v hag ann douar a ia é-biou, hôgen va geriou na dréménin̄t két.

32. Hôgen dén na oar ann deiz-zé nag ann heur, nag Élez ann én̄v, nag ar Mâb, hôgen ann Tâd hép-kén.

33. Likid evez, choumid dihun. Ha pédit, râk na ouzoc’h két peûr é teûi ann amzer-zé.

34. Béz’ é vézô ével eunn dén, péhini ô véza éad enn-hen̄t a lez hé di, hag a rô da bép-hini eûz hé vévellou al labour en deûz da ôber, hag a c’hourc’hémenn da néb a zô oud ann ôr choum dihun.

35. Choumid dihun éta, (râk na ouzoc’h két peur é teûi mestr ann tî ; da bardaez, pé da han̄ter-nôz, pé da gân ar c’hiḻek, pé d’ar min̄tin),

36. Gan̄d aoun na zeûfé enn-eunn-taol, ha n’hô kafché kousket.

37. Hôgen ar péz a lavarann d’é-hoc’h, a lavarann da béb unan : Choumid dihun.


————


XIV. PENNAD.


1. Hôgen édo ar Pask ha gouél ar bara dic’hoell da benn daou zervez : ha Prin̄sed ar véleien, hag ar Skribed a glaské ann doaré da gémérout Jézuz dré ijin, ha d’hé lakaad d’ar marô.

2. Hag é lavaren̄t : Na réomp két kémen̄t-se é deiz eur gouél, gan̄d aoun na zafché dispac’h é-touez ar bobl.

3. Hôgen pa édo Jézuz é Bétania é ti Simon al lovr, ha pa édo ouc’h taol, é teûaz eur vaouez péhini é doa eul léstr leûn a louzou c’houés-vâd, a c’halved nardi, hag ô véza torret al léstr, é taolaz al louzou war hé benn.

4. Hôgen hiniennou a zavaz droug enn-hô, hag a lavaré étré-z-hô : Da bétrâ kolla al louzou-zé ?

5. Râg galled é divijé gwerza al louzou-ze ouc’h-penn tri c’han̄t diner, ha rei ann arc’han̄t d’ar béorien. Hag é soroc’hen̄t out-hi.

6. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : List ar c’hrég-zé : pérâg é c’hlac’harit-hu anézhi ? Eunn dra vâd é deûz gréad em c’hén̄ver.

7. Râk péorien hoc’h eûz bépréd gan-é-hoc’h ; ha pa girit, é hellit ôber vâd d’ézhô ? Hôgen n’hô pézô két bébréd ac’hanoun.

8. Gréad é deûz ar péz é deûz gellet : skuḻed é deûz al louzou-zé war va c’horf évid hé liéna a ziaraok.

9. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : É pé léac’h-bennâg er béd holl ma vézô prézéged ann Aviel-man̄, é vézô lavared enn hé meûleûdi ar péz é deûz gréat.

10. Neûzé Iuzaz Iskariot unan eûz ann daouzék, a iéaz da gavout Prin̄sed ar véleien, évid hé werza d’ézhô.

11. Ar ré-man̄ a laouénaaz pa glefchon̄t kémen̄t-sé ; hag é léverjon̄d rei arc’han̄d d’ézhan̄. Hag a neuzé é klaské ann darvoud mâd évid hé lakaad étré hô daouarn.

12. Hôgen d’ann deiz ken̄ta eûz a c’houél ar bara hép goell, enn amzer ma réad ar Pask, hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : É péléac’h é fell d’îd éz ajemp évid aoza d’îd ar péz a zô réd évid dibri ar Pask ?

13. Hag hén̄ a gasaz daou eûz hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Id da géar : hag é kéfot dira-z-hoc’h eunn dén péhini a zougô eur pôdad dour : îd war hé lerc’h :

14. Hag é pé léac’h-bennâg m’az ai, livirid da vestr ann tî : Ar mestr a c’houlenn digan-éz : Péléac’h éma ar gambr é péhini é hellinn dibri ar Pask gan̄t va diskibled ?

15. Hag hén̄ a ziskouézô d’é-hoc’h eur gambr uc’hel, brâz hag annézet : hag énô éc’h aozod ar Pask d’é-omp.

16. Hag hé ziskibled a iéaz, hag a zeûaz é kéar : hag é kafchon̄t ar péz en doa lavaret, hag éc’h aojon̄d ar Pask.

17. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, é teûaz gan̄d ann daouzek.

18. Ha pa édon̄d ouc’h taol ô tibri, é lavaraz Jézuz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz unan ac’hanoc’h, hag a zebr gan-én, a werzô ac’hanoun.

19. Hag hî a oé glac’haret-brâz, hag é téraoujon̄t lavarout d’ézhan̄ ann eil goudé égilé : Ha mé eo ?

20. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Unan eûz ann daouzég eo, péhini a laka hé zourn gan-én̄ er plâd.

21. Mâb ann dén évit-gwîr a ia ével ma eo skrived diwar hé benn : hôgen gwa ann dén gan̄t péhini é vézô gwerzet Mâb ann dén ; gwall é vé d’ann dén-zé na vé két bét ganét.

22. Ha pa édon̄t c’hoaz ô tibri, Jézuz a géméraz bara ; hag ô véza hé vinniget, hé dorraz, hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : Kémérit : ann dra-man̄ a zô va c’horf.

23. Hag ô véza kéméred ar c’halir, é trugarékéaz hag hé rôaz d’ézhô ; hag holl éc’h évjon̄d eûz anézhan̄.

24. Hag é lavaraz dézhô : Hé-man̄ eo va goâd eûz ann testaman̄t nevez : péhini a vézô skuḻet évit meûr a hini.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na évinn mui eûz ar frouez-zé eûz ar winien, bétég ann deiz-zé é péhini éc’h évinn anézhan̄ a nevez é rouan̄télez Doué.

26. Ha goudé béza kanet eunn himn, éz éjon̄t war Ménez Olived.

27. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eunn darvoud a wall-skouér é vézinn évid-hoc’h holl enn nôz-man̄ ; rak skrived eo : Skei a rinn gan̄d ar mésaer, hag ann dén̄ved a vézô skiñet.

28. Hogen goudé ma vézinn savet a varô da véô, é tiaroginn ac’hanoc’h é Galiléa.

29. Ha Per a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa vijez eunn darvoud a wall-skouér évid ann holl, na vézi bikenn eur wall-skouér évid-oun.

30. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz te da-unan enn nôz-man̄, abarz m’en dévézô diou wéach kanet ar c’hiḻek, em dinac’hi teir gwéach.

31. Hôgen hen̄ a lavaré kréoc’h c’hoaz : Ha pa vé réd d’in mervel gan-éz, n’az tinac’hinn ket. Hag ar ré all holl a lavaraz ével-t-han̄.

32. Neûzé é teûjon̄d enn eul léac’h a c’halved Jetsémani. Ha Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : Azézid aman̄ en̄dra ma pédinn.

33. Hag é kéméraz gan̄t-han̄ Per, ha Jakez, ha lann : hag é téraouaz kaoud aoun ; ha béza glac’haret.

34. Hag é lavaraz d’ézhô : Trist eo va éné bétég ar marô : choumid aman̄, ha beḻit.

35. Hag ô von̄d eunn nébeût pelloc’h, en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar ; hag é pédaz m’az ajé, mar bije gallet, ann heur-zé é-biou d’ézhan̄.

36. Hag é lavaraz : Abba, va Zâd, pép trâ a zô gallouduz d’îd, pella diouz-in ar c’halir-zé ; koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.

37. Hag hen̄ a zeûaz, hag a gavaz hé ziskibled kousket. Hag é lavaraz da Ber : Simon, ha kousked oud ? Ha n’éc’h eûz két gellet beḻia eunn heur ?

38. Beḻit, ha pédit évit na viot két temptet. Râg ar spéred a zô téar, hogen ar c’hîg a zô gwân.

39. Mon̄d a réaz adarré, hag é pédaz ô lavarout ann hévélep geriou.

40. Hag ô véza distrôet, hô c’havaz c’hoaz kousket (rag hô daoulagad a ioa bec’hiet), ha na wien̄t pétrâ da lavaroud d’ézhan̄.

41. Hag é teûaz évid ann tréde gwéach ; hag é lavaraz d’ézhô : Kouskit bréma hag arzaôit. A-walc’h eo : deued eo ann heûr ; chétu Mâb ann dén a ia da véza lékéad étré daouarn ar béc’herien.

42. Savit, ha déomp. Chétu éma tôst ann hini a dlé va gwerza.

43. Komza a réa c’hoaz, ha chétu Iuzaz Iskariot, unan eûz ann daouzek, a zeûaz, ha gan̄t-han̄ eul lôd brâz a dûd gan̄t klezeier ha bisier, péré a ioa kaset gan̄t Pennou ar véleien, gan̄d ar Skribed, ha gan̄d ann Hénaoured.

44. Hôgen ann hini a werzaz anézhan̄ en doa rôed d’ézhô eunn arwéz, ô lavarout : Ann hini a bokinn d’ézhan̄, hen-nez eo, dalc’hit-hén̄ mâd.

45. Ha râk-tâl é tôstaaz ouc’h Jézuz, hag é lavaraz : Béz iac’h, Mestr ; hag é pokaz d’ézhân̄.

46. Hag ar ré-man̄ a lékéaz hô daouarn war-n-ezhan̄, hag a zalc’haz anézhan̄.

47. Hôgen unan eûz ar ré a ioa gan̄t Jézuz, a dennaz hé glézé, a skôaz gan̄t mével Prin̄s ar veleien, hag a drouc’haz hé skouarn d’ézhan̄.

48. Ha Jézuz a lavaras d’ézhô : Deûed oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier évit kregi enn-oun, é-c’hîz ma venn eul laer.

49. Bemdéz é oann enn hô touez ô teski enn templ, ha n’hoc’h eûz két va c’héméret. Hôgen réd eo ma vijé sévéned ar Skrituriou.

50. Neûzé hé ziskibled ô véza hé lézet holl, a dec’haz-kuit.

51. Hôgen béz’ éz oa eunn dén-iaouan̄k péhini a heûḻé anézhan̄, gôlôet hép-kén gan̄d eul liénen war hé gorf noaz : hag é krogjon̄d enn-han̄.

52. Hôgen hén̄ ô véza laosket hé liénen, a dec’haz-kuît enn noaz eûz hô daouarn.

53. Hag ar ré-man̄ a gasaz Jézuz da dî Prin̄s ar véleien, é péléac’h é oa strollet ann holl Véleien, hag ar Skribed, hag ann Hénaoured.

54. Hôgen Per a heûḻaz anézhan a-bell, bétég é léz Prin̄s ar véleien : hag éc’h azézaz é-touez ar mévellou, hag é tommé.

55. Koulskoudé Prin̄sed ar véleien, hag ann holl Alierien a glaské eunn desténi a-énep Jézuz, évid hé lakaad d’ar marô ; ha na gaven̄t két.

56. Râk kalz a zougé fals-desténi enn hé énep. Hôgen ann testéniou-zé na oan̄t két hévélep étré-z-hô.

57. Hiniennou a zavaz neûzé, hag a zougaz eur fals-desténi enn hé énep, ô lararout :

58. Hé gleved hon eûz ô lararout : Mé a zisman̄trô ann templ-zé péhini a zô gréat gan̄d daouarn ann dûd, hag é savinn eunn all a-benn tri déz, péhini na vézô két gréat gan̄d daouarn ann dûd.

59. Hag hô zesténiou né oan̄t kéd hévélep.

60. Neûzé Prin̄s ar véleien ô sével enn hô c’hreiz, a lavaraz da Jézuz : Ha na respoun̄tez nétrâ d’ar pez a desténion̄t enn da énep ?

61. Hôgen Jézuz a davé, ha na respoun̄taz nétrâ. Ar Bélek-brâz a réaz c’hoaz ar goulenn-ma out-han̄ : Ha té eo ar C’hrist, Mâb ann Doué benniget ?

62. Ha Jezuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo : ha c’houi a wélô Mâb ann dén azezet a zéou da c’halloud Doué, hag ô ton̄t war goabrennou ann én̄v.

63. Neûzé Prin̄s ar véleien a rogas hé ziḻad hag a lavaraz : Da bétrâ hon eûz mui ézomm a destou ?

64. Hé gleved hoc’h eûz ô toui : pétrâ a vennit-hu ? Hag holl é léverjon̄t pénaoz é talié ar marô.

65. Hag hiniennou a zéraouaz skôpa out-han̄ ; hag ô véza hé vouc’het, ô karvanaten̄t anézhan̄, ô lavarout : Diougan ; hag ar mévellou a rôé javédadou d’ézhan̄.

66. Hôgen Per a ioa er-méaz er pors, hag é teûaz éno unan eûz a vitisien ar Bélek-brâz,

67. Péhini ô véza gwélet Per ô tomma, goudé béza selled out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄  : Té a ioa ivé gan̄t Jézuz a Nazaret.

68. Hôgen hén hen nac’haz, ô lavarout : Na anavézann kéd anézhan̄, ha na ouzoun két pétrâ a lévérez. Hag éz éaz er-méaz er pors, hag ar c’hiḻek a ganaz.

69. Eur vatez ô véza c’hoaz gwélet anézhan̄, a zéraouaz lavarout d’ar ré a ioa énô : Hé-man̄ a zô eûz ann dûd-zé.

70. Hag hén̄ a nac’haz adarré : ha nebeut goudé ar ré a ioa énô a lavaraz adarré da Ber : Évit-gwîr té a zô euz ar ré-zé ; râk eûz a C’haliléa oud ivé.

71. Neûzé é téraouaz drouk-pédi, ha toui, ô lavarout : Na anavezann két ann dén-zé eûz a béhini é komzit d’in.

72. Ha râk-tâl ar c’hiḻek a ganaz eunn eil gwéach. Ha Per en doé-koun eûz a c’her Jézuz pa lavaraz d’ezhan̄ : Abarz m’en dévézo kanet diou wéach ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach. Hag hén̄ en em lékéaz da wéla.


————


XV. PENNAD.


1. Ha kerken̄t ha ma oé deûet ar min̄tin, Prin̄sed ar véleien, gan̄d ann Hénaoured, hag ar Skribed, hag ann holl Alierien en em guzuliaz : hag ô véza éréet Jézuz, é kaschon̄d anézhan̄, hag hen lékéjon̄t étré daouarn Pilat.

2. Ha Pilat a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄ : Ha té eo roué ar Iuzevien ? hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hé lavaroud a rez.

3. Prin̄sed ar véleien a damallé d’ézhan̄ kals traou.

4. Hôgen Pilat a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Ha na respountez nétrâ ? Gwél pégémen̄d a draou a damallon̄t d’îd.

5. Hôgen Jézuz na respoun̄taz mui nétrâ ; enn hévélép doaré ma oé souézet-brâz Pilat.

6. Hé-man̄ en doa ar boaz enn eunn deiz goél-brâz da leûskel d’ar bobl ann hini eûz ar brizounierien a venné d’ézhô.

7. Hôgen béz’ éz oa unan a c’halved Barabbaz, péhini a oa bét éréet gan̄d dispac’herien all, dré m’en doa lazet eur ré enn eunn dispac’h.

8. Ha pa oé piñet ar bobl énô, é téraoujon̄t pidi Pilat da ôber d’ézhô é-c’hîz m’en doa ar boaz da ôber.

9. Ha Pilat a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a fell d’é-hoc’h é laoskfenn roué ar Iuzevien ?

10. Râg gouzoud a réa pénaoz dré érez oa é oa bét lékéat étré hé zaouarn gan̄t Prin̄sed ar véleien.

11. Hôgen ar véleien a gen̄traoué ar bobl, évit ma c’houlennfen̄t ma vé laosket ken̄toc’h d’ézhô Barabbaz.

12. Ha Pilat a respoun̄taz, hag a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Pétrâ éta a fell d’é-hoc’h é rajenn eûz a roué ar Iuzevien ?

13. Hag hî a griaz adarré : Stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

14. Hôgen Pilat a lavaraz d’ézhô : Pé zroug éta en deûz-hén̄ gréat ? Hag hî a grié kréoc’h : Stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

15. Ha Pilat péhini a fellé d’ézhan̄ héta d’ar bobl, a laoskaz d’ézhô Barabbaz, ha goudé béza lékéat skourjéza Jézuz, é lékéaz anézhan̄ étré hô daouarn évit béza staget ouc’h ar groaz.

16. Neûzé ar soudarded a gasaz anézhan̄ é léz ar varn, hag a strollaz war hé drô ann holl vrézélidi.

17. Hag ô véza lékéat war hé gein eur van̄tel tané, é lékéjon̄t war hé benn eur gurunen spern gwéet.

18. Hag é téraoujon̄t pléga hô glîn dira-z-han̄, ô lavarout : Dématîd, roué ar Iuzevien.

19. Hag hî a skôé war hé benn gan̄d eur gorsen, hag é skôpen̄t out-han̄, hag ô taoulina, ec’h azeûlen̄t anézhan̄.

20. Ha goudé béza gréat goab anézhan̄, é tennjon̄d ar van̄tel tané diwar-n-ézhan̄, hag ô véza hé wisket gan̄d hé ziḻad hé-unan, é kaschon̄d anézhan̄ évid hé lakaad oud ar groaz.

21. Hag ô véza kavet eunn dén eûz a Ziren hanvet Simon, tâd Aleksan̄dr ha Rufuz, péhini a dréméné dré énô, ô ton̄d eûz hé vaner, é rédijon̄d anézhan̄ da zougen kroaz Jézuz.

22. Hag é kaschon̄d anézhan̄ enn eul léac’h hanvet Golgota, da lavaroud eo, léac’h ar C’halvar.

23. Hag é rôjon̄d dézhan̄ da éva gwîn gan̄t mirr mesket gan̄t-han̄ : ha na évaz kéd anézhan̄.

24. Ha goudé m’hô doa hé staged ouc’h ar groaz, é rannjon̄d hé ziḻad, hag hô lékéjon̄d d’ann darvoud, évit gouzout pé lôd a zigouésché da bép ini.

25. Édo ann trédé heur ; pa oé staget ouc’h ar groaz.

26. Hag é oé skrivet out-hi ann abek eûz hé varnédigez ével-henn : ROUÉ AR IUZEVIEN.

27. Neûzé é oé lékéad oud ar groaz gan̄t-han̄ daou laer, unan war ann dourn déou, hag eunn all war ann dourn kleiz.

28. Hag ével-sé é oé sevénet ar Skritur, pa lavar : Gan̄d ann dûd fall eo bét nivéret.

29. Hag ar ré a dréméné a zrouk-pédé gan̄t-han̄, enn eur heja hô fenn, hag ô lavarout : Té péhini a zisman̄tr templ Doué, hag hen sav a nevez a-benn tri deiz,

30. En em zavété da-unan, ha diskenn eûz ar groaz.

31. Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a réa ivé goab anézhan̄, hag a lavaré étré-z-hô : Ar ré all en deûz savétéet, ha na hell kéd en em zavétei hé-unan.

32. Diskennet bréma eûz ar groaz ar C’hrist, Roué Israel, évit ma wélimp ha ma krédimp. Ar ré a ioa staget out péb a groaz gan̄t-han̄, a gunuc’hé ivé anézhan̄.

33. Hôgen adaleg ar c’houec’hved heur bétég ann naved, é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.

34. Ha d’ann naved heur, Jézuz a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Éloi, Éloi, lamma sabaktani ? da lavaroud eo, va Doué, va Doué, pérâg éc’h eûz-dé va dilézet ?

35. Hag hiniennou eûz ar ré a ioa énô hag a glévé anézhan̄, a lavaré : Chétu é c’halv Éliaz.

36. Hôgen unan anézhô a rédas ; hag ô véza leûniet eur spoué gan̄t gwîn egr, hé lékéaz é penn eur gorsen, hag hé rôaz d’ézhan̄ da éva, ô lavarout : List, gwélomp mar teûi Éliaz d’hé denna alesé.

37. Neûzé Jézuz ô c’harmi gan̄d eur vouéz gré, a varvaz (M).

38. Ha gwél ann templ a rogaz é diou gévren, adaleg al lein bétég ar gwéled.

39. Hôgen ar C’han̄téner a ioa énô dira-z-han̄, ô wélout pénaoz é oa marô ô c’harmi ével-sé, a lavaraz : Ann dén-man̄ évit-gwîr a ioa Mâb Doué.

40. Béz’ éz oa ivé énô merc’hed péré a zellé a bell : é touez péré é oa Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez ar iaouan̄ka, ha Jozef, ha Salomé.

41. Péré ho doa heûliet Jézuz pa édo é Galiléa, oc’h hé zervicha ; ha kalz ré all péré a ioa piñet gan̄t-han̄ é Jéruzalem.

42. Hôgen ar pardaez ô véza deûet (râg ar gousper é oa, pé ann deiz ken̄t ar sabbat),

43. Jozef a Arimatéa, péhini a ioa eunn dén a hanô-mâd hag eûz a bennou kéar, ha péhini a ioa é gortoz eûz a rouan̄télez Doué, a iéaz gan̄d herder da gavout Pilat hag a c’houlennaz korf Jézuz.

44. Pilat a oé souézet brâz ô klevout pénaoz é oa marô ker buan. Hag ô véza digémennet ar C’han̄téner, é c’houlennaz out-han̄ mar d-oa marô ken abred.

45. Ha pa en doé klevet gan̄d ar C’han̄téner pénaoz é oa marô, é rôaz ar c’horf da Jozef.

46. Ha Jozef ô véza prénet eul liénen, a ziskennaz Jézuz euz ar grôaz hag a lékéaz al liénen enn-drô d’ézhan̄, hag a lékéaz anézhan̄ enn eur béz, péhini a ioa bét toullet enn eur roc’h ; hag é ruḻaz eur méan brâz ouc’h dôr ar béz.

47. Hôgen Mari Madalen, ha Mari mamm Jozef a zellé péléac’h é oa lékéat.


————


XVI. PENNAD.


1. Ha pa oé tréménet deiz ar sabbat, Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez, ha Salomé a brénaz louzou c’houés-vâd évit ma teujen̄d d’hé lakaad ouc’h hé gorf.

2. Hag ar c’hen̄ta deiz euz ar zizun é téûjon̄t d’ar béz mintin mâd ha d’ar sav-héol.

3. Hag é lavaren̄t ann eil d’ébén : Piou a ruḻô d’é-omp ar méan a zô é dôr ar béz ?

4. (Ha pa zeljon̄t é wéljon̄t pénaoz é oa tenned ar méan) râg gwall vraz é oa.

5. Hag ô véza éad er béz é wéljon̄t eunn dén iaouan̄k a ioa azézet enn tu déou, gwisket é gwenn ; hag hô doé aoun.

6. Hôgen hé-man̄ a lavaraz d’ézhô : N’hô pézet kéd a aoun : c’houi a glask Jézuz a Nazaret, péhini a ioa bet lékéad ouc’h ar groaz ; savet eo a varô da véô ; n’éma kéd aman̄ ; chétu al léac’h é péhini hô doa hé lékéet.

7. Id eta, ha livirid d’hé ziskibled, ha da Ber, pénaoz é tiaraogô ac’hanoc’h é Galiléa : Énô hen gwéloc’h, é-c’hîz m’en deûz lavared d’é-hoc’h.

8. Hôgen hî a dec’haz hag a iéaz er-méaz eûz ar bez : râg ar c’hrén hag ar spoun̄t a ioa kroged enn-hô ; ha na leverjon̄t nétrâ da zén, ker spoun̄tet oan̄t.

9. Jézuz éta ô véza savet da véô da vintin ar c’hen̄ta deiz eûz ar zizun, en em zizkouézaz da gen̄ta da Vari Madalen, eûz a béhini en doa kaset-kuît seiz diaoul.

10. Hag hî a iéaz da lavarout kémen̄t-sé d’ar ré a ioa bét gan̄t-han̄, ha né réant neûzé német lén̄va hag en em c’hlac’hari.

11. Hôgen ar ré-man̄ pa glefchon̄d anézhi ô lavarout é oa béô Jézuz, ha pénaoz é doa-hi gwéled anézhan̄, na grédjon̄t kéd d’ézhi.

12. Goudé-zé en em ziskouézaz enn eunn doaré all da zaou anézhô péré a iéa enn eunn ti war ar méaz :

13. Ar ré-man̄ a iéaz d’hé lavaroud d’ar ré all ; ha na grédjon̄t két d’ézhô ken-nébeût.

14. Enn-divez en em ziskouézaz d’ann unnék pa édon̄t ouc’h taol : hag é rébechaz d’ézhô hô digrédoni hag hô c’haléder a galoun, ô véza n’hô doa két krédet d’ar ré hô doa gwélet pénaoz é oa savet a varô da véô.

15. Hag é lavaraz d’ézhô : Id dré ar béd holl, ha prézégid ann Aviel d’ann holl grouadurien.

16. Néb a grédô, hag a vézô badézet, a vézo salvet : hôgen néb na grédô két, a vézô barnet.

17. Hogen ann arwésiou-man̄ a heuliô ar ré a grédô : em hanô é kasin̄t-kuîd ann diaoulou ; iézou nevez a gomzin̄t :

18. Ann aéred a gémérin̄t ; ha mar évon̄t eunn dra-bennâg a varvel, na rai kéd a zrouk d’ézhô : astenna a rain̄d hô daouarn war ar ré glan̄v, hag ar ré-man̄ a vézô paré.

19. Goudé m’en doé ann Aotrou Jézuz lavaret kémen̄t-sé d’ézhô, é piñaz enn én̄v, é péléac’h éma azezet enn tu déou da Zoué.

20. Hag hî a iéaz-kuîd ac’hanô hag a brézégaz dré-holl, ann Aotrou ô ken-ôber gan̄t-hô hag ô sévéni d’hé c’hér gan̄d ann arwésiou a heûlié anézhan̄.



————