Bezomp ni hon-unan
Den werden bag min pandehvœlv,
som goer, at jeg er ingen anden,
end mig, saa lidt som Gud er Fanden !
Ar bed ebarz em fenn, pehini a ra n’ounn
ket eunn all, egiz Doue n’eo ket ann Diaoul !
(Henrik Ibsen, Peer Gynt).
N’euz ket pell amzer e oe brud euz ar brezounek. E gazetennou ar vro e oe bransellet, eur weach c’hoaz, Iez koz hon Tadou egiz eur banniel gant meur a Fidèle Abonné hag a Groupe de lecteurs assidus pere a guzaz dioc’h-tu da c’houde evel ma ra ar merkerien war eur poligogn er poent ma ’z eer da zigeri ann tan. E gazetennou a-ziaveaz e savaz ivez eunn nebeut moueziou : unan anezho, m’em euz sonj, a ziskuliaz d’ar Fransizien ann dra souezuz meurbed-ma : penaoz « er goeled euz a Vreiz, e billachou bennag, eunn nebeudik anezho, e veze c’hoaz komzet eur iez pehini… etc. » [1]. Mez petra eo c’houec’h kant komunenn e-skoaz d’eur frazenn gaer ? !
Ar re-ze, me gav d’in, — me fell d’in da lavaret ar re n’ho doa gant-ho nemet ho c’hoant d’ober vad, — ho deuz lekeat enn araok, evit difenn ar iez, eunn dra hepken : he gozni. « Ar brezounek a oa giz-prezek hor gourdadou, — emezho —, ni rank eta komz brezounek ive. Koulz lavaret, a gav d’in : « Setu aman bragez va zad-koz ; arabad d’in-me dougen eur vragez all, abalamour ma’z eo houma hini va zad-koz. »
Kement-se a zo brao. Mez ne ket awalc’h eo. Rak lakaat a reer ar bragou koz er c’houfr, ne wisker ket anezho avad, peurliesa. Lavaret a rann muioc’h zoken : Mar be gwir ne dalfe ar brezounek — egiz a zisplege ar memez gazetenn — nemet da « ober d’ar Fransizien derc’hel sonj euz ar C’helted », koulz e ve d’in-me, feiz, e vije trouc’het ho zeod dioc’h-tu d’ar millioun bennag a dud pere a gomz brezounek, ha d’in-me da genta, kentoc’h eget gouzout d’in n’her c’homzont nemet evit ober plijadur da eunn nebeut tud wiziek. Nann. Tud awalc’h ho deuz komzet euz ar C’helted hag euz ann amzer dremenet. Me garfe d’am zro displega eunn nebeut traou abalamour d’ar Vretouned enn amzer a-vrema ha dreist-holl d’ho bugale enn amzer da zont.
Enn dervez all em euz lennet enn eur c’hazetenn euz a Vreiz ar pez a zo aman warlerc’h :
« Skriva a reer d’eomp euz a (aman hano eur bourk bennak) : Deac’h eo bet great enn abek da (n’ouzonn mui petra) eunn tammik fest ebarz enn ti-kear. Hor gourc’hemennou d’ann Ao. X… dreist ann holl, pehini en deuz distaget a c’hiz ken speredok, Viens Poupoule ha T’en as un œil, grand succès des concerts parisiens. »
N’anavezann ket ann Ao. X… Me gav d’ in evelato ez eo eur paotr euz ar re wella : den a fesoun, a skiant, a honestiz. Me gav d’in ne rafe drouk ebed da eur gelienenn, na gaou oc’h he nesa evit ann distera.
Koulskoude m’ em euz kasoni ouz ann Ao. X… Me gav d’in ez eo eunn den fall. Eunn torfeder eo zoken. Eur muntrer eo !…
Laza a ra Spered ar Vro.
Daoust peger braz a vezo ann unanded e Frans, ne vezo ket miret ouz ann dud da veza pe deo pe dreud, pe drist pe laouen. Ne vezo ket miret out-ho da veza dishenvel a zoare hervez ar broiou. Ne vezo ket miret oc’h broiou dishenvel da veza dishenvel a spered.
Petra eo eta spered eur vro ?
Unan-bennag — pe egile — en deuz lavaret : « Va zok a zo va zok-me, o veza ma ne ket tok eunn all eo ». Kement-se ne lavar ket kalz e doare. Koulskoude n’oufenn kaout tro welloc’h evit displega petra eo spered eur vro. Spered eur vro bennag a zo spered ar vro-ze, o veza ma ne ket spered eur vro all eo. Pep bro, pep pobl e deuz he giz-hi da zonjal, he giz-hi da welet, he giz-hi da lavaret, he giz-hi da ober. Bez e deuz he vertuziou-hi hag he zechou fall-hi. En em ziskouez a ra hi he-unan e pep tro. Dispar eo. Hag, o veza ma’z eo dispar, ez eo kaer, kre, braz e kemend a ra.
Enn eur vro, eur spered all a deu atao da veza eur spered fall. Da genta, eunn dra anat eo e vez eazoc’h kemeret eur pleg fall eget unan mad. Mez gwazoc’h a zo c’hoaz : eur pez hag a zo mad gant ann eil bobl a deu peurliesa da veza fall gant eben. Dre gemeret skouer dioc’h eur bobl gae a spered, eur bobl all trist a spered na deuio kalz a weachou da netra nemet da veza diot hag iskiz. Rak-se, n’euz netra falloc’h enn eur vro eget ar spered a henveledigez. Gant ar spered-ze e teu, hep mank ebed, n’euz fors pe vro da veza ken dishenvel diout-hi he-unan ha ma ’z eo ar marmouz diouz ann den, ann Diaoul dioc’h Doue.
Ar wirionez-ze zo anavezet a bell zo. Mez ar gwirioneziou koz a zo c’hoaz ar re wella.
Enn he skrijou, enn he Lizeradur eo dreist-holl ec’h en em ziskouez tro-spered eur vro. Gant he skrijou eo ivez e kas eur vro bennak he zro-spered d’ar broiou all. Hag, abalamour d’ar pez a leverenn eunn tamm araok, eul lizeradur ha n’eo ket great hervez tro-spered eur vro ne c’hall nemet ober drouk d’ezhi. E fesoun, me gred e vezinn tostoc’h d’ar wirionez eget d’ar gaou enn eur lavaret ne vez tennet, deuz ar skrijou kaset en gros a Baris da Vreiz, nemet ar zotoni, ann irrelijion hag al lousdoni gant ann darn-vuia.
Eur vro hag e deuz c’hoant da viret he spered-hi a dle eta kaout he lizeradur-hi. Hag evit-se e tle-hi, da genta, miret he iez-hi. Eur vro hag a goll he iez a goll he spered er memez taol.
Ia, gouzout a rann : Ne ket ar wiskamant eo a ra ar belek. Anat eo kement-se. Anat eo ive e vez kustum eur belek d’en em wiska e belek ha nann e miliner. M’oarvad, hag hen gwisket e miliner e rafe he vicher memez tra. Mez kerse a vije kement-se gant ann holl. Ha me ne gav ket d’in, abenn ar fin, e vije gant he brezegennou kemend a dalvoudegez, pa ’z eo gwir, dre welet eur miliner, e sonjer kentoc’h enn Ifern eget er Baradoz !
Spered ar Vretouned en deuz he wiskamant : ar brezounek. Perag eta ampresta hini ann amezek ? Ann neb a gemer dillad eunn all a gemer ivez he c’hoenn.
Kredi a reer awalc’h e Breiz e c’heller fiziout er bobl (me fell d’in da lavaret er re vunut, er re diwiziek) evit difenn ar iez. Hogen fazia a reer, n’em euz ket aoun d’hen diskleria, ha pa rankfenn beza lekeat kaner fall.
Ar bobl ne ra fors ebed euz he giz-prezek. Her miret a ra, m’oarvad, dre voaz ; n’her difenno ket avad dre gefridi, pa ouezo eur c’hiz all. Rak ar bobl n’oar ket petra eo ar superflu. Kement tra ha n’e deuz ket ezomm anezhi e lavar ez eo didalvez. Pa n’e devezo mui ezomm euz ar brezounek e tilezo anezhan.
Ann Ao. X… — setu e teu d’in sonj euz he hano : ann Ao. Instar eo a reer anezhan — a vez e Breiz kalz euz he seurt pere, dre ho stad pe dre ho micher, en em gav bemdeiz gant maread tud : goazed, merc’hed, bugale. Abalamour d’ho renk, d’ho c’harg, d’ho deskadurez ho deuz galloud warnezho. Ar re-ma a zilaou ha (pez a zo muioc’h) a gred anezho. Kemend a reont, kemend a leveront a gavont brao. Da skouer ho c’hemeront. Ober eveldho a glaskont.
Ar re-ze a zo ar Vretouned desket. Enn ho galloud ema Spered ar Vro.
Ar Vretouned, evit-ho da veza o choum kant leo dioc’h Paris, n’int ket holl imbesiled. Ar pez a leverenn huelloc’h, lod anezho ho deuz her c’houmprenet. Hag eunn dra souezuz awalc’h a c’hoarvez enn amzer-ma : epad ma teu ar bobl da zilezel ar brezounek, ez a ann dud desket da gemeret damant d’ezhan. Rak-se e c’heller lavaret : Neb a fell d’ezhan labourat evit ar bobl a rank brema labourat evit ann dud desket. D’ann Ao. Instar da genta e ranker diskouez penaoz eo he vro pinvidik awalc’h hep mond da gerc’hat spered er broiou all. Pa vezo koumprenet ann dra-ze gant-han, ann holl bobl a goumpreno da c’houde.
Ema skrivagnerien ar vro o staga gant-hi dija. Me garfe sikour anezho gant ar Gelouenn-ma.
Al Leor, brema, a gomz oc’h meur a hini. Ne ra ket oc’h kalz evelato. Ar skrid pep enn amzer, ar Gelouenn, a dal gwelloc’h a gav d’in. Rak, mar d’eo gwir e tle al lenner mond da gerc’hat al Leor, ar Gelouenn avad a deu da gaout anezhan. Evit lenn al Leor e vez red kaout bolantez d’her ober ; evit lenn ar Gelouenn, bolante vad a vez awalc’h.
Ha pioù n’en deuz ket gant-han ar volantez vad da vihana ?
Kement den desket a zo e Breiz a garfemp eta mond d’ho c’haout bep miz ha goulenn diout-ho :
« Bretouned ma’z oc’h, petra ho peuz-hu great euz Spered ho Pro ? »
Mez, pa eo gwir e c’hallint respount d’eomp-ni : « Na c’houi hoc’h-unan ? », ni a lavaro neuze : « Sellit, lennit.
« Setu aman oberiou skrivagnerien ho pro. Setu aman gwerziou, marvaillou, historiou a bep seurt, c’hoarvezet pe nann, mez gwir atao ; plijaduruz pe zoaniuz, mez mad atao da wellaat ann ene. Setu aman tud hag a brezek evel ma prezeger war ann tevenn, pa vez ann avel o c’hourdrouz, ha nann evel ma reer er saloniou evit plijout d’ ann itrounezed koant. Setu goazed hag a zonj hag a zant ann traou evel ma reer etre ann douar hag ann Nevou, a-zindan heol laouen Doue, ha nann egiz enn tavarniou pa zoun ann hanter-noz. Setu c’hoaz merc’hed ha n’int ket fichet egiz ar marc’hodennou er bazar. Setu bugale hag a zo bugale deuz ar vro, ha nann euz ar re a deu enn-hi epad ann hanv da vragal dirag ann douristed. Setu aman oc’hpenn eur mor hag a zo ar mor, reier ha n’int ket kartoun, eunn oabl ha n’eo ket livet gant ripolin. Setu tud ho pro, setu eneou ho pro, setu traou ho pro.
Ha ne ket kement-se eo Spered ar Vro ? »
Me gav d’in ar gwir Vretouned a anavezo anezhan.
AR RENER.
- ↑ « Le Breton » gant ann Ao. André Beaunier (Figaro, 27 a viz Du 1902).